Mont d’an endalc’had

Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897/Levr Miche

Eus Wikimammenn
troet gant Gwilh ar C’hoad.
Grapho Press, 1897  (p. 803-807)
◄  Jonas. Miche. Nahum.  ►




LEVR MICHE.


1 GIR an Aotrou, pehini a oe diskleriet da Viche, euz Moresheth, en deiziou Jotham, Akaz, Ezekiaz, rouane Juda, ha pehini a oe diskleriet dezhan divarben Samari ha Jerusalem.

2 Selaouet, c’hwi holl, poblou !
Bez eveziek, o douar, gant kement a zo ennout !
Ra vezo an Aotrou, an Aotrou, test a enep deoc’h,
An Aotrou, euz palez he zantelez.
3 Rag setu, an Aotrou a ia er meaz euz he choumaj ;
Disken a ra, hag he vale var lec’hiou huel an douar.
4 Ar meneziou a deûz dindanhan,
An traouniennou a zigor,
Evel ar c’hoar dirag an tân,
Evel an doureier pere a red var eun draounien.
5 Kement se holl a eruo abalamour da bec’hed Jakob,
Abalamour da bec’hejou ti Israel
Pehini eo pec’hed Jakob ? Ha n’eo ket Samari ?
Pere eo lec’hiou huel Juda ? Ha n’eo ket Jerusalem ?
6 Me a raio euz Samari eur bern mein er parkeier,
Eul lec’h en pehini he planter ar winien.
Me a lakaio he mein da rulial en draounien
Hag he lakain en noaz he zoliou.
7 He holl imachou kizellet a vezo bruzunet,
Hag holl gobrou he gadelez a vezo devet en tân,
Ha me a lakao en distruj he holl idolou ;
Rag dastumet he deuz anezhei gant gobr he gadelez :
Distrei a raio ive da c’hobr he gadelez.
8 Abalamour da ze he tougin kanvou, hag he c’harmin ;
Mont a rin en noaz ha diwisk ;
Ober a rin eur garm evel ar chakaled
Hag eur griaden a ganvou evel an otruched.
9 Rag he gouli a zo mantruz ;
Mont a ra bete Juda,
Tapout a ra bete dor va fobl,
Bete Jerusalem.
10 Na roet ket da anaout kement se da C’had !
Na welet ket !
En Beth-Leafra me en em rulio er boultren.
11 Tremen ebiou, plac’h Safir, er vez hag en noaz !
Plac’h Tsanaan na gred ket mont er meaz.
Kanvou Beth-Haetsel ho priv euz he zouten.
12 Rag plac’h Maroth a zo en ankroez abalamour d’he mad ;
Abalamour ma tisken an drouk a beurz an Aotrou
Bete dor Jerusalem.
13 Stag ar rederien euz ar c’har,
Choumerez Lakiz !
Te eo bet pen-kenta ar pec’hed evit merc’h Sion ;
Rag ennout te ho deuz kavet krimou Israel.
14 Dre ze he tleez renons da Voresheth-Gad ;
Tiez Akzib a vezo eun droumplezon.
Evit rouane Israel.
15 Digas a rin d’id eur perc’henner all euz da vadou, choumerez Maresha !
Gloar Israel a ielo bete Adullam.
16 En em laka moal hag en em douz,
Abalamour d’az pugale karet mad ;
En em laka moal evel ar vaotor,
Rag mont a reont en esklavach pell ouzit !



2 Drouk-eur d’ar re a sonj en drougiez hag a ra ar fall
Var ho gweleou !
Da c’houlou deiz he reont anezhan,
Abalamour ma ho deuz ar galloud en ho daouarn.
2 C’hoantat a reont parkeier hag he kemeront anezhei,
Tiez hag he trogont ennhei ;
Gwaska a reont an den hag he di,
An den hag he heritach.
3 Dre ze, Hen deuz an Aotrou lavaret evelhen :
Setu, he veditan a enep ar ras ma eun drouk
Euz pehini na helfet ket tenna kwit ho kouzouk,
Ha c’hwi ne valefet ken ho penn huel.
Rag an amzer ma a vezo fall.

4 En deiz se, he refer ac’hanoc’h eul lavar,
Huanadi a refer gant eur garm truezuz ;
Lavaret a refer : Groet eo, distrujet homp holl ;
Loden va fobl, chanchet eo !
Penaoz he c’hemeront int diganen ?
Lodenni a reont hon farkeier d’an disleal !
5 Abalamour da ze, n’az pezo den
Da asten ar gorden var eul loden,
En asamble an Aotrou.
6 Na brofetizet ket ! a leveront ;
Ma na brofetizont ket d’ar re ma,
Ar vez na bellao ket.
7 Te pehini a zo galvet ti Jakob,
Beza eo buhan Spered an Aotrou da vont en koler ?
Ar re ze eo he oberiou ?
Va giriou ha n’int-hi ket mad,
Gant an hini pehini a vale eeün ?
8 Mes abaoue pell zo he sav va fobl en enebour.
Sevel a rit ar vantel divar c’horre zae
Ar re a dremen en asurans,
O tistrei euz ar brezel.
9 Kas a ret kwit gragez va fobl euz ho ziez karet ;
Evit biken he lamit va gloar divar c’horre ho bugale.
10 Savit ha baleit ! Rag n’ema ket ama lec’h ar repos ;
Abalamour d’an hudurnez pehini a ziskar an distruj, eun distruj violant.
11 Mar red eun den varlerc’h an avel ha ma lavar gevier,
O lavarout : Me a brofetizo d’id var ar gwin ha var an evach mevuz ;
Hennez a vezo profed ar bobl ma !
12 Da zastum a rin holl, o Jakob ;
Dastum a rin an nemorant euz Israel,
Ha me ho dastumo evel denved eur park,
Evel eun tropel en kreiz he beuri ;
Beza he vezo eun drouz vras a dud.
13 An hini a ra an toul a binio dirazhei ;
Lampat a rafont, tremen a rafont dre an nor, hag ez aint er meaz ;
Ho roue a valeo dirazhei,
Hag an Aotrou a vezo en ho fenn.



3 HAG he lavarin : Selaouet, chefou Jakob,
Ha c’hwi, renerien ti Israel !
N’eo ket deoc’h-hu da anaout an droet ?
2 C’hwi pere a gasa ar mad hag a gar an drouk,
Pere a zifram dezhei ar c’hroc’hen hag a c’hig divar ho eskern !
3 Devori a reont kig va fobl,
Sevel a reont dezhan he groc’hen,
Hag he vruzunont he eskern,
Hag he lekeont anezhei a dammou evel evit ar pothouarn, hag evel kig en eur gaoter.
4 Neuze he krifont d’an Aotrou,
Mes hen na respounto ket dezhei ;
Kuzet a raio he fas outhei en amzer ze,
Abalamour ma vezo bet fall ho oberiou.
5 Evel se Hen deuz lavaret an Aotrou a enep ar brofeded a ziank va fobl,
Pere a emban ar peoc’h pa en deve ho dent peadra da gregi,
Ha pere a gempen ar brezel a enep an nep ne laka netra en ho genou.
6 Abalamour da ze, el lec’h gweledigez ho pezo an noz,
En lec’h difinerez an devalijen ;
An heol en em guzo var ar brofeded,
Hag an deiz a devalao varnezhei.
7 Ar gwelerien a vezo mezek, hag an difinerien a ruio gant ar vez ;
An holl a c’holoio ho baro,
Rag ne vezo respount ebet a beurz Doue.
8 Mes me, me a zo leun a nerz,
A Spered an Aotrou,
A varnedigez hag a gourach,
Evit diskleria da Jakob he fallentez
Ha da Israel he bec’hed.
9 Selaouet kement ma, chefou ti Jakob,
Ha c’hwi, renerien ti Israel,
Pere hoc’h euz ar reizder en euzusded,
Ha pere a goll kement holl a zo eeün :
10 Sevel a reer Sion gant ar goad,
Ha Jerusalem gant an drougiez !
11 He vestrou a varn abalamour da brofou,
He zakrifierien a gelen abalamour da eur gobr,
Hag he brofeded a brofetiz evit arc’hant ;
Hag en em harpont var an Aotrou, o lavarout :
An Aotrou ha n’ema hen ket en hon zouez ?
An drouk na zeuo ket varnomp !

12 Dre ze, abalamour deoc’h,
Sion a vezo labouret evel eur park,
Jerusalem a vezo troet en eur bern distruj,
Ha menez an templ en eur forest huel.



4 Mes c’hoarvezout a raio, en deiziou diveza,
Penaoz menez ti an Aotrou
A vezo zavet dreist ar meneziou,
Hag he savo dreist ar c’hrec’hiennou,
Hag ar boblou a zeui a foun ennhan.
2 Ha broadou niveruz a ielo, hag a lavaro :
Deuet ha piniomp da venez an Aotrou,
Da di Doue Jakob ;
Hon c’helen a raio en he henchou,
Hag he valefomp en he wenojennou !
Rag al lezen a zeuo euz Sion,
Ha gir an Aotrou euz Jerusalem.
3 Barna a raio entouez poblou niveruz,
Hag e vezo penn ar broadou galloudek, beteg ar broiou pell ;
Ober a refont euz ho c’hlezeier soc’hiou,
Hag euz ho gwafou, serpou ;
Eur vroad na zavo ken ar c’hleze a enep eben,
Ha na vezo ken disket ar brezel,
4 Mes pep hini a choumo dindan he winien ha dindan he wen fiziez,
Hep ma spourono den anezhei ;
Rag komzet hen deuz genou Aotrou an armeou.
5 Pa vale an holl boblou pep hini en hano he zoue,
Ni, ni a valeo en hano an Aotrou hon Doue,
Atao ha da viken !
6 En deiz se, a lavar an Aotrou, me a zastumo ar re gam,
Dastum a rin ar re a oa kaset kwit,
Ar re am boa gwal dretet ;
7 Hag he rin euz ar re a gam eur nemorant,
Hag euz ar re a zo bet pelleet eur vroad gallouduz ;
Hag an Aotrou a reno varnezhei, en menez Sion,
Adaleg neuze ha da viken.
8 Ha te, tro an tropel, krec’hien merc’h Sion,
Beteg ennout he teuo, hag hec’h eruo ar ren ansien ;
Ar rouelez a vezo da verc’h Jerusalem.
9 Perag he laoskez-te brema kriadennou ?
N’euz roue ebet en da greiz, pe ha maro eo da guzulier,
Evit ma eo ar boan kroget ennout evel en hini a williout ?
10 Bez en labour ha kri, merc’h Sion, evel an hini a c’hân !
Rag brema ez i euz kear, hag he choumi er parkeier.
Hag ez i beteg Babilon.
Eno he vezi delivret ;
Eno, an Aotrou a zaspreno ac’hanout euz dorn da enebourien.
11 Ha brema meur a vroad en em dastum en da enep,
Hag a lavar : Ra vezo profanet,
Ha ma welo hon lagad en Sion ar pez a fell dezhan !
12 Mes int ne anavezont ket sonjou an Aotrou,
Ha ne gomprenont ket he c’hoant ;.
Rag ho dastumet hen deuz evel fagot el leur.
13 Sav-te ha gwask, merc’h Sion !
Rag me a raio d’id eur c’horn houarn hag ivinou arem,
Ha te a vruzuno poblou niveruz,
Ha me a westlo evel eun distruj ho diwisk d’an Aotrou,
Hag ho finvidigezou da Aotrou an holl douar.



5 Brema en em dastum a dropellou,
Merc’h an tropellou !
Lakeat eo ar c’helc’h a enep deomp.
Gant ar walen he skofer var chod barner Israel.
2 Mes te, Bethlehem Efrata,
Bihan entouez millierou Juda,
Ac’hanout te he teuo
An hini a dle beza rener en Israel.
He c’hinivelezou a zo a gozni,
Abaoue an deiziou peur-baduz.
3 Dre ze he livro anezhei
Beteg an amzer en pehini an hini a dle gwilloudi a willoudo ;
Hag an nemorant euz he vreudeur
A zistroio da gichen bugale Israel.
4 En em derc’hel a raio, hag he reno gant nerz an Aotrou
Gant majeste hano an Aotrou he Zoue.
Choum a rafont en peoc’h,
Rag neuze he vezo meulet bete pennou pella an douar.
Hag hen a vezo ar peoc’h.
Pa deuo an Asirian en hon bro,
Ha ma lakao he droad en hon falezou,
Ni a lakao seiz pastor
Hag eiz prins euz ar bobl en he enep.
Mesa a refont bro an Asiri gant ar c’hleze,

Ha bro Nimrod en he zoriou.
Dilivra a raio ac’hanomp euz an Asirian,
Pa zeuo en hon bro,
Ha pa lakao he droad var hon douar.
7 Hag an nemorant euz Jakob a vezo, entouez poblou niveruz,
Evel eur c’hlizen pehini a zeu a beurz an Aotrou,
Evel takadennou glao var ar ieot,
Pehini na c’hortoz a beurz an den
Ha na esper netra digant bugale an dud.
8 Hag an nemorant euz Jakob a vezo entre ar broadou,
Entouez poblou niveruz,
Evel eul leon entouez loened ar forest,
Evel eul leon iaouank entouez an tropellou denved,
Pehini, pa dremen, a vac’h hag zifram,
Ha den na zelivr.
9 Ra zavo da zorn a enep da enebourien,
Ha ma vezo da holl enebourien distrujet !
10 En deiz se, a lavar an Aotrou,
Me a lamo da gezek euz da greiz,
Hag he tistrujin da girri.
11 Lemel a rin ar c’heariou euz da vro,
Hag he tiskarin da holl grenvou.
12 Lemel a rin euz da zaouarn ar strobinellou,
Ha n’ez pezo ken a zifinerien.
13 Lemel a rin euz da greiz da imachou kizellet ha da statuou,
Ha n’en em stoui ken dirag labour da zaouarn ;
14 Diframa a rin euz da greiz da Ashera,
Hag he tistrujin da geariou.
15 Em c’holer hag em fulor, me a raio ar vanjans var ar broadou
Pere n’ho devezo ket selaouet.



6 SELAOUET brema ar pez a lavar an Aotrou :
Sav-te, pled dirag ar meneziou,
Ha ma klevo ar c’hrec’hiennou da vouez !
2 Selaouet, meneziou, prosez an Aotrou,
Ha c’hwi, soliou difinvuz an douar !
Rag an Aotrou Hen deuz eur prosez gant he bobl,
Hag he fell dezhan pledi gant Israel.
3 Va fobl, petra em euz groet d’id,
Pe en petra em euz groet poan d’id ?
Respount d’in
4 Rag da lakeat em euz da biniat euz bro an Ejipt,
Da zasprenet em euz euz a di an esklavach,
Hag em euz kaset dirazout Moizez, Aaron ha Mari.
5 Va fobl, az pez sonj eta euz ar pez a c’hoanteaz Balaak, roue Moab,
Hag ar pez a respountaz Balaam, mab Beor, dezhan,
Hag ar pez a riz adaleg Sittim en Gilgal,
Evit ma c’hanavezi henchou gwirion an Aotrou.
6 Gant petra en em lakain-me dirag an Aotrou,
Hag en em stouin-me dirag an Doue souveren ?
Mont a rin-me araog dezhan gant sakrifisou-losk,
Gant loueou bloa ?
7 An Aotrou ha kemer a raio plijadur en milierou a vaouted,
Hag en miriadou a skulierezou eol ?
Rei a rin-me va c’henta-ganet evit va fec’hed,
Freuz va c’hof evit pec’hed va ine ?
8 Diskleriet hen deuz d’id, o den, ar pez a zo mad.
Ha petra eo a c’houlen an Aotrou ouzit,
Nemert ober ar pez a zo eeün,
Karout an drugarez,
Ha bale en izelder gant da Zoue ?
9 Mouez an Aotrou a gri da gear ;
Hag an hini a zo fur a zoujo da hano.
Selaouet ar walen, hag an hini hen deuz gourc’hemennet anezhi !
10 Ha c’hoaz a zo, en ti an den a zireiz,
Tenzoriou prenet disleal,
Hag eun efa re vihan, pehini a zo eun euzusted ?
11 Net he vezin me gant balansou faoz
Ha pouejou faoz er zac’h ?
12 Rag he re binvidik a zo leun a violans,
He dud a lavar gevier,
Hag ho deuz eun teod troumpluz en ho genou.
13 Abalamour da gement se he skoin ac’hanout d’ar maro ;
Da zistruja a rin abalamour d’az pec’hejou.
14 Dibri a ri ha na vezi ket leuniet,
Hag ar gollo a vezo en da greiz ;
Lakaat a ri a goste, mes na zavetai ket
Hag ar pez az pezo zaveteet, me he livro d’ar c’hleze.
15 Hada a ri, mes na vedi ket ;
Gwaska a ri an olivezen, mes n’en em eoli ket a eol ;
Gwaska a ri ar rezin, ha na evi ket a win.

16 Miret a reer urzou Omri,
Hag holl doareiou d’ober ti Akab,
Hag he valefet hervez ho c’huzuliou.
Dre ze he livrin ac’hanout d’an distruj,
Me a raio euz da holl dud eun dra a oaperez,
Hag he tougfeet dismegans va fobl.



7 Drouk-eur d’in ! rag beza oun evel pa zastumer ar frouez hanv,
Evel rezin an dastumerez.
N’euz ket a dokadou da zibri
Euz ar fiez kenta ze a c’hoanta va ine.
2 An den mad a zo eet kwit euz an douar,
Ha n’euz ken a dud eeün entouez an dud.
Holl emaint en get, evit skul ar goad ;
Pep hini a stin pechou d’he vreur.
3 Divarben an drouk, he zo daouarn evit ober mad anezhan :
Ar prins a c’hoanta,
Ar barner a c’houlen eur gobr,
An hini bras a ziskler c’hoantegez he ine,
Hag he sonjont a unvan.
4 Ar gwella anezhei a zo evel eun drezen ;
An eeüna anezhei a zo gwasoc’h evit eur c’harz spern.
An deiz diskleriet gant da warded da gasti a eru :
Neuze eo he vefont er vezegez.
5 Na gredet ket en eur minion ;
N’en em fiziet ket en eun nesa ;
Dirag an hini a gousk he pruched,
Diwall da zigerri da c’henou !
6 Rag ar mab a zizenor an tad ;
Ar verc’h en em sav a enep he mam ;
Ar verc’h-kaer a enep he mam gaer ;
Pep hini hen deuz evit enebourien tud he di.
7 Mes me, me a zello entrezeg an Aotrou,
En em fiziout a rin en Doue va zilvidigez ;
Va Doue am zelaouo.
8 N’en em laouena ket divar va fen, te va enebour !
Mar d’oun kwezet, me a adsavo ;
Mar d’oun azezet en devalijen,
An Aotrou a vezo va sklerijen.
9 Anduri a rin fulor an Aotrou,
Rag pec’het em euz a enep dezhan,
Bete ma tifenno va c’haoz ha ma raio reizder d’in.
Ren a raio ac’hanoun d’ar sklerijen
Hag ec’h evesain he reizter.
10 Va enebour a welo anezhan, hag ar vez hen goloio,
Hi pehini a lavare d’in : Pelec’h ema an Aotrou, da Zoue ?
Va daoulagad a evesao anezhan ;
Neuze he vezo gwasket evel fank ar ruou.
11 En deiz ma adsavfer da vogeriou,
En deiz ze da harzou a vezo astenet.
12 En deiz se, e teufer beteg ennout
Euz an Asiri hag euz keariou an Ejipt,
Hag euz an Ejipt beteg ar rivier,
Euz a eur mor d’egile, hag euz a eur menez d’egile.
13 Mes an douar a zeuo eun distro, abalamour d’he dud,
Abalamour da frouez ho oberiou.
14 Mesa da bobl gant da walen,
Tropel da heritach,
Pehini a choum he unan er forest en kreiz ar C’harmel !
Ra beurfont en Basan hag en Galaad,
Evel en deiziou gwech all !
15 Evel en deiziou ma oaz eet euz a vro an Ejipt,
Me a ziskwezo dezhan traou burzuduz.
16 Ar broadou hen gwelo, hag a vezo mezek
Gant ho holl galloud.
Lakaat a rafont an dorn var ho genou,
Hag ho diouskouarn a vezo bouaret.
17 Lipat a raint ar poultr evel ar serpant ;
Evel amprevaned an douar,
Mont a rafont er meaz spouronet euz ho bodennou ;
Distrei a rafont en eur grena entrezeg an Aotrou, hon Doue ;
Douja a rafont ac’hanout.
18 Piou eo an Doue henvel ouzit-te,
Pehini a bardon an drougiez, ha pehini a dremen dreist ar pec’hed
An nemorant euz he heritach ?
Na vir ket he goler da viken
Rag en em blijout a ra oc’h ober trugarez.
19 C’hoaz hen devezo truez ouzomp,
Dindan he dreid he lakao hon fec’hejou.
Teurel a ri ho holl bec’hejou en fons ar mor.
20 Diskwez a ri da fealded da Jakob,
Ha da drugarez da Abraham,
Evel ma hec’h euz touet d’hon zadou, abaoue an amzer gosa.


————