Mont d’an endalc’had

Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897/Levr Kenta Samuel

Eus Wikimammenn
troet gant Gwilh ar C’hoad.
Grapho Press, 1897  (p. 236-267)



LEVR KENTA SAMUEL.


1 BEZA he oa eun den euz Ramathaim Tsofim, euz menez Efraim ; he hano a oa Elkana. Mab he oa da Jeroham, mab Elihu, mab Tohon, mab Tsouf, Efratit. 2 Hag hen doa diou vreg ; hano ar genta oa Anna, hag hano an eil, Penina ; ha Penina he doa bugale, mes Anna n’he doa ket a vugale. 3 Hag, euz a vloaz en bloaz, an den ma a binie euz he gear, evit en em stoui dirag Aotrou an armeou ha sakrifia dezhan, en Silo ; ha daou vab Heli, Hofni ha Fine, a oa eno, sakrifierien d’an Aotrou.

4 Hag an deiz ma sakrifie Elkana, he roe lodennou da Benina he vreg, ha d’he holl vibien ha merc’hed pere hen doa outhi. 5 Mes rei a rea da Anna eul loden doubl, rag karout rea Anna ; mes an Aotrou Hen doa he rentet dibrodu. 6 Hag he enebourez he glac’hare, zoken c’hwero bras, evit he fulori, dre ma Hen doa an Aotrou he rentet dibrodu. 7 Hag Elkana a rea evel se bep bloaz. Bep gweach ma pinie Anna da di an Aotrou, Penina a rea poan dezhi er memeuz doare ; hag Anna a wele, ha na zebre netra. 8 Hag Elkana he fried a lavare dezhi : Anna, perag e welez-te, ha na zebrez-te netra, ha perag eo trist da galoun ? N’en d’oun me ket gwelloc’h, evidout-te, evit dek mab ?

9 Ha, goude beza debret hag evet en Silo, Anna a savaz ; hag Heli ar sakrifier a oa azezet var he skabel, tost da unan a beuliou templ an Aotrou. 10 Hi eta, an ine leun a dristidigez, a bede an Aotrou, o skul kalz a zaerou ; 11 hag e reaz eur gwestl, hag e lavaraz : Aotrou an armeou, mar fell d’id sellet euz glac’har da zervicherez, ma pe sonj ac’hanoun, ma na ankwezaz ket da zervicherez, ha ma roez dar servicherez eur bugel mal, me a roio anezhan d’an Aotrou enpad holl deiziou he vuez, hag an noten na dremeno ket var he benn. 12 Hag evel ma kendalc’he he feden dirag an Aotrou, Heli a zelle euz he genou ; 13 hag, Anna a gomze en he c’haloun, o finval hepken he muzellou, ha n’he glevet ket he mouez. 14 Heli a gredaz eta e oa mezo. Hag Heli a lavaraz dezhi : Bete pegeit e vezi-te mezo ? Kea da dremen da win. 15 Mes Anna a respountaz hag a lavaraz : Nan, va aotrou ; me zo eur vreg glac’haret en he spered ; n’em euz evet na gwin na bier, mes skulia a reen va ine dirag an Aotrou. 16 Na gemer ket da zervicherez evit eur vreg disprijuz ; rag er boan vras euz ma foan ha va glac’har em euz komzet bete vrema. 17 Neuze Heli a respountaz, hag a lavaraz : Kea en peoc’h, ha ra roio Doue Israel d’id ar goulen ec’h euz groet outhan. 18 Hag hi a lavaraz : Ra gavo da zervicherez trugarez dirag da zaoulagad. Hag ar vreg ma a ieaz gant he hent, hag a zebraz, hag he bisach ne oe ken ar memeuz.

19 Goude ze, e savjont beure mad, hag en em stoujont dirag an Aotrou ; goude e tistrojont, hag e teujont d’ho zi, da Rama. Neuze Elkana a anavezaz Anna he vreg ; hag an Aotrou Hen doe sonj outhi. 20 Hag e c’hoarvezaz, er bloaz se, ma konsevaz Anna ha ma c’hanaz eur mab, hag he c’halvaz Samuel ; rag, lavaret a rea, he c’houlennet em euz digant an Aotrou.

21 Hag Elkana, he fried, a biniaz, gant he holl di, evit kinnig d’an Aotrou ar sakrifis bloaziek hag he westl. 22 Mes Anna n’ez eaz ket ; rag lavaret a reaz d’he fried : Me n’hen d’in ket ken a vezo ar bugel dizounet ; neuze me a ielo, abalamour ma vezo kinniget dirag an Aotrou, ha ma choumo eno da viken. 23 Hag Elkana, he fried, a lavaraz dezhi : Gra ar pez a gevez a zo mad ; choum ken az pezo he zizounet. Ma peurraio an Aotrou hepken he c’hir ! Evel se ar vreg se a choumaz, hag a vagaz he mab, bete ma he doe hen dizounet. 24 Hag adaleg ma he doe he zizounet, he lakaez anezhan da biniat ganthi, hag e kemeraz tri leue, eun efa bleud, hag eun lestrad gwin ; hag e kasaz anezhan en ti an Aotrou, da Silo ; hag ar bugel a oa gwal iaouank. 25 Goude e lazchont al leue, hag e tigaschont ar bugel da Heli ; 26 hag hi a lavaraz : Me az ped, va aotrou ! ken gwir ha ma vev da ine, va aotrou, me eo ar vreg ze pehini en em zalc’he tost d’id, o pedi an Aotrou. 27 Evit ar bugel ma eo he peden, hag an Aotrou Hen deuz roet d’in ar goulen em hoa groet outhan. 28 Evel se, he brestan d’an Aotrou ; prestet e vezo d’an Aotrou evit holl deiziou he vuez. Hag e stoujont eno dirag an Aotrou.


2 Neuze Anna a bedaz, hag a lavaraz :

 Va c’haloun a zo en em laouenaet en Aotrou ;
Va nerz a zo adsavet gant an Aotrou ;
Va genou a zo digorret a enep va enebourien ;
Hag en em laouenaet oun euz da zilvidigez.
2 Nikun n’eo zantel evel an Aotrou ;
Rag n’hen deuz hini all ebet nemert Out,
Ha n’hen deuz roc’h ebet evel hon Doue.
3 Na livirit ket kement a gomzou huel ;
Ra na zeui ket a gomzou raog euz ho kenou ;
Rag an Aotrou eo an Doue nerzuz,
Pehini a anavez an holl draou ;
Ha dreizhan eo poezet an oberiou.
4 Gwarek ar re c’halloudek a zo torret,
Hag ar re a vranselle a zo bet gourizet gant nerz.
5 Ar re a oa leuniet en em feurm evit bara,
Hag ar re naonek ho deuz paouezet da veza.
Au dibrodu zoken he deuz ganet seiz,
Hag an hini hen doa kalz a vibien a zo el langiz.
6 An Aotrou a ra mervel hag a ra beva ;
Lakaat a ra da zisken er bez, ha da zont er meaz.
7 An Aotrou a baoura hag a binvidika,
Izelaat a ra ha sevel ;
8 Adsevel a ra ar paour euz ar boultren,
Tenna a ra an ezomek divar an teil,
Evit he lakaat da azeza gant ar brinsed ;
Hag E ro dezhei en heritach eun trôn a c’hloar ;
Rag peuliou an douar a zo d’an Aotrou,
Hag Hen deuz lakeat ar bed varnezhei.
9 Diwal a ra treid he re garet-mad,
Mes ar re fall a beriso en devalijen ;
Rag an den na grenvao ket gant he nerz he unan.
10 Enebourien an Aotrou a vezo friket ;
Euz an envou He raio kurunou varnezhei :
An Aotrou a varno pennou pell an douar ;
Rei a raio nerz d’he Roue,
Hag e savo korn he Eoliet.

11 Hag Elkana a ieaz da Rama en he di ; mes ar bugel a choumaz en zervich an Aotrou dirag Heli, ar sakrifier.

12 Ha, mibien Heli a oa tud fall ; n’e anavezent ket an Aotrou. 13 Ha setu ama giz ar sakrifierien en kenver ar bobl : Pa rea unan benag eur sakrifis, paotr ar sakrifier a zeue, pa lakaet da vervi ar c’hik, o kaout en he zorn ar fourchetez a dri biz ; 14 hag e pike er choudouren, er gaoter, pe er pothouarn, pe er pod. Ar sakrifier a gemere evithan kement a save ar fourchetez. Evel se he rea da holl re Israel pere a zeue di, da Silo. 15 Memeuz araog ma lakaet al lard da leski, paotr ar zakrifier a zeue, hag a lavare d’an den pehini a zakrifie : Ro euz ar c’hig da rosta evit ar sakrifier ; rag na gemero ket diganez kig bervet, mes kig kri. 16 Ma respounte an den dezhan : Ez eer da lakaat al lard da leski ; goude ze, e kemeri ar pez a fello d’id ; neuze e lavare : Nan ! Rei a ri brema ; anez me a gemero dre nerz. 17 Ha pec’hed an dud iaouank ze a oa gwal vras dirag an Aotrou ; rag an dud a zisprije prof an Aotrou.

18 Ha, Samuel, en bugel, gourizet gant eun efod lin, a serviche dirag an Aotrou. 19 Hag he vam a rea dezhan eur vantel vihan, pehini a zigase dezhan bep bloaz, pa binie gant he fried evit kinnig ar sakrifis bloaziek. 20 Hag Heli a vennigaz Elkana hag he vreg, hag e lavaraz : Ra lakao an Aotrou ac’hanout da gaout bugale euz ar vreg ma, evit ar prest he deuz hi groet d’an Aotrou ! 21 Hag e tistrojont d’ho c’hear. Hag an Aotrou a welaz Anna, pehini a gonsevaz hag a c’hanaz tri mab ha diou verc’h. Hag ar Samuel iaouank a greske en kichen an Aotrou.

22 Hag Hell a oa gwal goz, hag e c’hanavezaz kement holl a rea he vibien da holl Israel, ha penaoz e kouskent gant ar gragez pere en em zastume euz dor tabernakl ar c’halvedigez. 23 Hag e lavaraz dezhei : Perag e ret-hu eun hevelep traou ? rag gouzout a ran abeurz an holl bobl hoc’h oberiou fall ; 24 na rit ket evel se, va mibien ; ar vrud a glevan n’eo ket mad ; lakaat a rit en dizentidigez pobl an Aotrou. 25 Mar pec’h eun den a enep eun den all, Doue hen barn ; mes mar pec’h unan benag a enep an Aotrou, piou a bedo evithan ? Mes na zentchont ket euz mouez ho zad, rag an Aotrou a felle dezhan ho lakaat d’ar maro. 26 Koulskoude ar Samuel iaouank a greske, hag a blije d’an Aotrou ha d’an dud.

27 Hag, eun den abeurz Doue a zeuaz da gaout Heli, hag a lavaraz dezhan : Evelhen hen deuz lavaret an Aotrou : N’Hen d’oun me ket diskleriet da di da dud, pa oant en Ejipt, en ti Faraon ? 28 Hag Em euz he zibabet, a douez holl boblou Israel, evit beza ma sakrifier, evit kinnig var ma aoter, evit leski ar parfurnou, ha dougen an efod dirazoun ; hag Em euz roet da di da dad holl brofou bugale Israel pere a vez groet dre an tân. 29 Perag hoc’h eus-hu taolet d’ho treid va sakrifis ha va frof, pehini em euz gourc’hemennet da ober em choumach ? Ha perag ec’h euz-te enoret da vibien muoc’h evid Oun, evit en em larda euz ar gwella euz profou Israel, ma fobl ! 30 Dre ze, an Aotrou, Doue Israel, a lavar : Lavaret Em boa penaoz da di ha ti da dad a valeje diraz Oun da viken ; mes brema, an Aotrou a lavar : Pell ouzin ar sonj ze ! rag enori a rin ar re a enor ac’hanoun, mes ar re am disprij a vezo disprijet. 31 Setu, an deiziou a zeuo ma troc’hin da vreac’h, ha breac’h ti da dad, en hevelep doare ma na vezo den koz ebet en da di ; 32 hag e weli eun enebour em zi, enpad ma kaso Doue pep sort madou da Israel, ha na vezo biken den koz en da di. 33 Hag an hini euz da re pehini n’am bezo ket lamet euz kichen da aoter, a vezo evit kuzumi da zaoulagad ha trubuli da ine ; hag holl vugale da di a varvo en kreiz ho oad. 34 Hag ar pez en em gavo gant da zaou vab, Ofni ha Fine, a zervicho da zîn d’id ; mervel a rafont ho daou er memeuz deiz. 35 Ha Me a lakao d’in eur sakrifier fidel ; ajisa a raio hervez ma c’haloun hag hervez ma ine ; me a savo dezhan eun ti paduz, hag e valeo atao dirag va Eoliet. 36 Ha piou benag a vezo choumet a zemorant euz da di, a zeuo d’en em stoui dirazhan, evit kaout eur pez arc’hant hag eun tam bara, hag e lavaro dezhan : Laka ac’hanoun, me az ped, da vont en unan a gargou ar velegiach, evit dibri eun tam bara.


3 Hag, ar Samuel iaouank a zarviche an Aotrou, dirag Heli ; ha gir an Aotrou a oa ral en deiziou ze, hag ar gweledigeziou n’he oant ket kommun. 2 Hag e c’hoarvezaz evel ma oa eun deiz Heli gourvezet en he lec’h. Mes he zaoulagad a gommanse tevalaat, ha n’he helle ken gwelet. 3 Lampr Doue n’he oa ket c’hoaz maro, ha Samuel a oa kousket en templ an Aotrou, el lec’h ma oa arc’h Doue ; 4 neuze an Aotrou a c’halvaz Samuel, hag hen a respountaz : Setu me ama ! 5 Hag e redaz da gaout Heli, hag e lavaraz dezhan : Setu me ama, rag galvet ec’h euz ac’hanoun. Mes Heli a lavaraz : N’em euz ket galvet ac’hanout ; distro, ha kousk. Hag ez eaz hag e kouskaz. 6 Hag an Aotrou a c’halvaz c’hoaz Samuel, ha Samuel a savaz hag az eaz da gaout Heli, hag a lavaraz : Setu me, rag ma galvet ec’h euz. Hag Heli a lavaraz : Va mab, n’em euz ket galvet ; distro, ha kousk. 7 Ha, Samuel ne anaveze ket c’hoaz an Aotrou, ha komz an Aotrou n’he oa ket bet c’hoaz diskleriet dezhan. 8 Hag an Aotrou a c’halvaz c’hoaz Samuel evit an drede gwech, hag e savaz, hag ez eaz da gaout Heli, hag e lavaraz : Setu me, rag ma galvet ec’h euz. Hag Heli a gomprenaz e c’halve an Aotrou ar bugel ze. 9 Neuze Heli a lavaraz da Samuel : Kea, ha kousk ; ha mar gelver ac’hanout, e lavari : Komz, Aotrou ; rag da zervicher a zelaou. Samuel a ieaz eta, hag a gouskaz en he lec’h. 10 Hag an Aotrou a zeuaz, hag en em dalc’haz eno, hag e c’halvaz, evel er gwechou all, Samuel, Samuel ! Ha Samuel a lavaraz : Komz ; rag da zervicher a zelaou.

11 Neuze an Aotrou a lavaraz da Samuel : Setu, ez an da ober en Israel eun dra pehini na hello den klevet anez ma tinto he ziouskouarn ; 12 en deiz se, me a raio a enep Heli kement em euz lavaret a enep he di ; kommans hag achui a rin. 13 Rag e aliet em euz penaoz ez een da gastia he di evit biken, abalamour d’ar fallentez hen deuz anavezet, hag evit pehini he vibien a zo en em lakeat euzuz, hep ma hen deuz ho c’hastiet. 14 Dre ze, em euz touet da Heli penaoz biken fallentez ti Heli na vezo dic’haouet, na dre zakrifis, na dre offrans.

15 Ha Samuel a choumaz kousket bete ar beure, goude e tigoraz doriou ti an Aotrou. Ha, Samuel hen doa aoun da ziskleria ar welidigez ze da Heli. 16 Mes Heli a c’halvaz • Samuel, hag a lavaraz : Samuel, va mab ; hag e respountaz : Setu me ama ! 17 Hag Heli a lavaraz : Pehini eo ar gomz Hen deuz lavaret d’id ? Da bedi a ran, ne c’hus ket ouzin. Ra raio Doue d’id hervez an diveza rustler, mar kuzez eur gir hepken ouzin euz kement Hen deuz lavaret d’id. 18 Samuel eta a ziskleriaz dezhan an holl c’hiriou ze, ha n’he guzaz netra outhan. Hag Heli a respountaz : An Aotrou eo, ra raio evel ma kavo hen mad !

19 Ha Samuel a zeue bras, hag an Aotrou a oa ganthan, ha na lezaz da gweza d’an douar nikun euz he gomzou. 20 Hag holl Israel, adaleg Dan bete Beer-Sheba, a anaveze he oa lakeat Samuel da brofed d’an Aotrou. 3 Hag an Aotrou a gendalc’he d’en em diskouez en Silo ; rag an Aotrou en em disklerie da Samuel, en Silo, dre gomz an Aotrou. Ha komz Samuel a oe evit Israel holl.


4 Hag Israel a ieaz en brezel a enep ar Filistined, hag a gampaz tost d’Eben-Ezer ; hag ar Filistined a gampaz en Afek. 2 Hag ar Filistined en em renkaz en brezel a enep Israel ; hag ar gann a gommansaz, hag Israel a oe kannet gant ar Filistined, pere a lazaz en kan renket var ar meaz, vardro pevar mil den. 3 Hag ar bobl o veza distroet d’ar c’han, re ansien Israel a lavare : Perag Hen deuz an Aotrou hon lezet da veza kannet hirie gant ar Filistined ? Lekeomp arc’h konvenans an Aotrou da zont euz Silo, ha ma teuo en hon c’hreiz, ha ma hon delivro a zorn hon enebourien. 4 Ar bobl a gasaz eta da Silo, a belec’h e oe digaset arc’h konvenans Aotrou an armeou, pehini a choum entre ar cherubined ; ha daou vab Heli, Hofni ha Fine, a oa eno gant arc’h konvenans Doue.

5 Hag evel ma ez ea arc’h an Aotrou er c’han, Israel holl a loskaz kriadennou ken bras, ma sounaz an douar. 6 Hag ar Filistined, o klevet trouz ar c’hriadennou a joa, a lavaraz : Petra eo ar c’hriadennou a joa vras ze en kan an Hebreed ? Hag e c’hanavejont e oa deuet arc’h an Aotrou d’ar c’han. 7 Hag ar Filistined ho doe aoun, rag lavaret a reent : Doue a zo deuet d’ar c’han ; hag e lavarjont : Gwalheur deomp ! rag n’e oa ket evel se en deiziou tremenet ; gwalheur deomp ! 8 piou hon lamo euz dorn an Doueou gallouduz se ? An Doueou ze eo ar re ho deuz skoet an Ejiptsianed a bep sort gouliou en distro. 9 Filistined, en em nerzet, ha bezit tud, gant aoun na vefac’h esklaved d’an Hebreed, evel ma int bet ho re ; bezit eta tud, ha brezelliet. 10 Ar Filistined a vreselliaz eta, hag Israel a oe kannet, ha pep hini a dec’haz d’he danten ; al lazerez a oe bras meurbed, ha tregont mil den var droad a Israel a gwezaz. 11 Hag arc’h Doue a oe kemeret ; ha daou vab Heli, Hofni ha Fine, a varvaz.

12 Hag, eun den a Venjamin a dec’haz euz an emgann, hag a eruaz en Silo en deiz se, he zillad roget, ha poultr var he benn ; 13 hag evel ma en em gave, setu, Heli a oa azezet var he gador a goste d’an hent, en gortoz ; rag he galoun a grene abalamour da arc’h Doue. An den ma a ieaz eta en kear da gas ar c’heloiou ze, ha kear holl en em lekeaz da grial. 14 Hag Heli, o klevet ar garmou ze, a lavaraz : Petra eo an drouz ze, hag ar safar ze ? Hag an den ma, en eur hasta, a zeuaz da gaout Heli, hag a ziskleriaz holl dezhan. 15 Hag, Heli a oa oajet a driwac’h vloaz ha pevar-ugent, hag he zaou lagad a oa tevaleet, ha n’he helle ken gwelet. 16 An den a lavaraz eta da Heli : Me eo a zeu euz ar brezel ; hag oun en em dec’het euz ar brezel hirie. Hag Heli a lavaraz : Petra a zo c’hoarvezet, va mab ? 17 Hag an hini a zigase ar c’heloiou a respountaz, hag a lavaraz : Israel hen deuz tec’het dirag ar Filistined ; ha memeuz e zo eul lazerez vras entouez ar bobl, ha da zaou vab, Hofni ha Fine, a zo maro ive, hag arc’h Doue a zo bet kemeret. 18 Hag adaleg ma hen doa komzet euz arc’h Doue, Heli a gwezaz a ziadre divar he gador, en kichen an nor hag e torraz he c’houzouk, hag e varvaz ; rag eun den koz ha pouezuz he oa. Barnet hen doa Israel daou-ugent vloaz.

19 Hag he verc’h-kaer, greg Fine, pehini a oa dougerez ha prest da willioudi, o veza klevet ar c’helou e oa arc’h Doue kemeret, ha ma oa he zad-kaer hag he fried maro, a blegaz hag a c’hanaz ; rag ar poaniou a zeuaz dezhi. 20 Hag evel ma varve, ar re a oa en he c’hichen, a lavaraz dezhi : N’az pez ket a aoun ; rag eur mab ec’h euz ganet. Mes hi na respountaz netra, ha na reaz van ebet a gement se. 21 Hag he c’halvaz ar bugel Ikabod, o lavarout : Ar gloar a zo lamet euz Israel ; abalamour ma oa kemeret arc’h an Aotrou, hag abalamour d’he zad-kaer ha d’he fried. 22 Lavaret a reaz eta : Ar gloar a zo lamet euz Israel ; rag arc’h Doue a zo kemeret.


5 Hag ar Filistined a gemeraz arc’h Doue, hag he c’hasaz euz a Eben-Ezer da Asdod. 2 Goude a Filistined a gemeraz arc’h Doue, hag he digaschont en ti Dagon, hag e lekejont anezhi en kichen Dagon. 3 An deiz varlerc’h, an Asdodied a savaz mintin mad, ha setu, Dagon a oa kwezet, he visach euz an douar, dirag arc’h an Aotrou ; mes int a gemeraz Dagon, hag a lakeaz anezhan en he blas. 4 Sevel a rejont adare an deiz varlerc’h mintin mad, ha setu, Dagon a oa kwezet, he visach euz an douar, dirag arc’h an Aotrou ; penn Dagon hag he zaou dorn, troc’het, a oa var an treujou ; ar c’hef hepken a choume ganthan. 5 Abalamour da gement se sakrifierien Dagon, hag ar re holl pere a ia en he di, na valeont ken var dreujo Dagon, en Asdod, bete birie.

6 Goude dorn an Aotrou a bounereaz var an Asdodied, hag a c’hlac’haraz ho bro, hag ho skoaz a gollou-goad ebarz en Asdod hag en he holl douar. 7 Re Asdod, o welet kement se, a lavaraz : Arc’h Doue Israel na choumo ket en hon zi ; rag he zorn a zo pounereat varnomp ha var Dagon, hon doue. 8 Neuze e kaschont hag e tastumjont holl brinsed ar Filistined, hag e leverjont ; Petra a rafomp-ni euz arc’h Doue Israel ? Hag int a respountaz : Ra vezo kaset arc’h Doue Israel da Gath. Evel se e oe kaset arc’h Doue Israel. 9 Mes goude ma oe bet kaset, dornd an Aotrou a oe var gear hag a reaz eno eun drubul vras, hag e skoaz tud kear, adaleg ar bihana beteg ar brasa, hag e teuaz dezhei kollou-goad. 10 Kas a rejont eta arc’h Doue da Ekron. Hag, evel ma ez ea arc’h Doue en Ekron, an Ekronied a griaz hag a lavaraz : Digaset ho deuz d’hon zi arc’h Doue Israel, evit hon lakaat da vervel, ni hag hon fobl ! 11 Setu perag e kaschont hag e tastumjont holl brinsed ar Filistined, hag e leverjont : Lezit arc’h Doue Israel da vont, ha ma tistroio d’he lec’h, abalamour na varvfomp ket, ni nag hon fobl. Rag eun aoun spontuz a zo dre gear holl, ha dorn Doue a oa pounereet varnezhi. 12 Hag an dud na varvent ket, a vije skoet a gollou-goad ; ha garm kear a binie bete an env.


6 Arc’h an Aotrou o veza bet enpad seiz mis en bro ar Filistined, 2 ar Filistined a c’halvaz ar sakrifierien hag an divinerien, hag a lavaraz dezhei : Petra a rafomp-ni euz arc’h an Aotrou ? Disket deomp penaoz he c’hasfomp-ni d’he flas. 3 Hag int a respountaz : Mar kasit kwit arc’h Doue Israel, n’he c’haset ket kwit en goullo ; mes na vanket ket da bea dezhi eur prof evit ar pec’hed ; neuze e vefeet iac’heet, hag ec’h anavefet perag n’eo ket en em dennet he zorn a zivarnoc’h. 4 Hag e leverjont : Pez sort prof a rofomp-ni dezhan evit ar pec’hed ? Hag int a respountaz : Hervez niver prinsed ar Filistined, pemp reor aour, ha pemp logoden aour ; rag eur memeuz gouli a zo bet varnoc’h holl, ha var ho prinsed. 5 Ober a refet eta imajou euz kollou-goad, hag imajou euz al logod pere a c’hlac’har ar vro, hag he rofeet gloar da Zoue Israel ; marteze e skanvao he zorn a zivarnoc’h, hag a zivar ho toueou, hag a zivar ho pro. 6 Ha perag he kaledfac’h-hu ho kaloun, evel ma kaledaz an Ejiptsianed ha Faraon ho hini ? Goude ma Hen doa groet enep dezhei he vurzudou, n’ho lesjont-int ket da vont kwit ? 7 Brema eta kemerit peadra da ober eur c’har nevez, ha diou vuoc’h pere a ro da zena, var bere n’euz ket c’hoaz lakeât ar ieog ; ha staget an diou vuoc’h ze euz ar c’har, ha digasit ho re vihan d’ar gear. 8 Kemerit goude arc’h an Aotrou, ha lakeat anezhei var ar c’har ; ha lakait al labouriou aour, pere ho pezo paeet dezhi en sakrifis evit ar pec’hed, en eur c’houffik, en he c’hichen, ha kasit anezhi, ha ma ez ai kwit. 9 Goude, sellit ; mar pin da gaout Beth-Shemesh, dre hent an harz, eo an Aotrou an hini Hen deuz groet deomp an drouk bras ze ; ma ne ra ket, ni a anavezo penaoz he zorn n’hen deuz ket stoket ennomp, mes eo kement ma c’hoarvezet dre zarvoud.

10 Hag an dud ma a reaz evel se. Kemer a rejont diou vuoc’h pere a roe da zena, hag e stakjont anezhei euz ar c’har, hag e tastumjont ho re vihan er gear ; 11 hag e lakajont arc’h an Aotrou var ar c’har, hag ar c’houffik, gant al logod hag imajou ar reorou. 12 Neuze ar buoc’hed a gemeraz eeün hent Beth-Shemesh, hag a zalc’haz atao ar memeuz hent, o vale hag o vleujal ; ha na zistrojont nag a zeou nag a gleiz ; ha prinsed ar Filistined a ieaz var ho lerc’h beteffiarz Beth-Shemesh.

13 Ha, tud Beth-Shemesh a vede ed en draounien ; hag e savjont ho daoulagad, hag e weljont an arc’h, hag en em laouenajont euz he gwelet. 14 Hag ar c’har a zeuaz en park Josue, euz Beth-Shemesh, hag e choumaz eno. Hag, eno e oa eur mean bras, hag e oe faoutet koad ar c’har, ha kinniget ar buoc’hed en sakrifis-losk d’an Aotrou ; 15 hag al Levited a ziskennaz arc’h an Aotrou, hag ar c’houffik pehini a oa en he c’hichen, en pehini he oa al labouriou aour, hag ho lekejont var ar mean bras. En deiz se, tud Beth-Shemesh a ginnigaz sakrifisou-losket ha sakrifisou d’an Aotrou. 16 Ha pemp prins ar Filistined, o veza gwelet kement se, a zistroaz en deiz ze memeuz da Ekron.

17 Ha setu ar reorou a roaz ar Filistined d’an Aotrou, en sakrifis evit ar pec’hed ; unan evit Asdod, unan evit Gaza, unan evit Askelon, unan evit Gath, unan evit Ekron. 18 Hag e oa logod aour, hervez niver holl geariou ar Filistined pere a oa dindan ar pemp prins, ken euz ar c’heariou zerret evel euz ar bourkou hep mogeriou. Hag ar mean bras var behini e oa lakeat arc’h an Aotrou, a zo c’hoaz bete hirie en park Josue a Veth-Shemesh.

19 Hag an Aotrou a skoaz tud Beth-Shemesh, abalamour ma ho doa zellet en arc’h an Aotrou ; hag e skoaz entouez ar bobl dek den ha tri-ugent, hag hanter kant mil den. Hag ar bobl a oe en kaon, abalamour ma hen doa an Aotrou he skoet gant eur gouli bras. 20 Neuze re Beth-Shemesh a lavaraz : Piou a helfe choum dirag an Aotrou, an Doue zantel ze ? Ha da gaout piou e pinio Hen o pellaat ouzomp-ni ? Hag e kaschont kannaded da Girjath-Jearim, da lavaret dezhei : Ar Filistined ho deuz digaset arc’h an Aotrou d’ar gear ; diskennit, hag he c’hassit-hi ganeoc’h.

7 Neuze, tud Kirjath-Jearim a zeuaz, hag a lakeaz arc’h an Aotrou da biniat, hag e lekejont anezhi en ti Abinadab, var an dosen, hag he kensagrjont Eleazar, he vab, evit diwall arc’h an Aotrou.

2 Hag, abaoe an deiz ma oa lakeat arc’h an Aotrou en Kirjath-Jearim, e oa pell bras ; hag e oa ugent vloaz a gement se, pa en em lekeaz Israel holl da huanadi varlerc’h an Aotrou. 3 Ha Samuel a gomzaz da holl di Israel, o lavarout : Mar distroet euz ho c’holl galoun d’an Aotrou, lamit euz ho touez an doueou diaveziad hag an Ashtharoth, ha distroet ho kaloun euz an Aotrou, hag He zervichet hepken, hag He lamo ac’hanoc’h euz dindan dorn ar Filistined. 4 Neuze bugale Israel a lamaz kwit ar Baalim hag an Ashtharoth, hag a zervichaz an Aotrou hepken.

5 Ha Samuel a lavaraz : Dastumet Israel holl en Mitspa, ha me a bedo an Aotrou evidoc’h. 6 En em dastum a rejont eta en Mitspa, hag e tenjont dour eno, pehini a skuljont dirag an Aotrou ; hag e iunjont en deiz se, hag e leverjont : Ni hon euz pec’het a enep an Aotrou ! Ha Samuel a varnaz bugale Israel en Mitspa.

7 Ha, pa glevaz ar Filistined oa en em dastumet bugale Israel en Mitspa, prinsed ar Filistined a biniaz a enep Israel. Ha pa anavezaz bugale Israel kement ma, ho doe aoun dirag ar Filistined ; 8 ha bugale Israel a lavaraz da Samuel : Na baouez ket da grial evidomp d’an Aotrou, hon Doue, abalamour ma lamo ac’hanomp a zindan dorn ar Filistined. 9 Neuze Samuel a gemeraz eun oan leaz, hag a ginnigaz anezhan holl d’an Aotrou en sakrifis-losk ; ha Samuel a griaz d’an Aotrou evit Israel, hag an Aotrou a zelaouaz anezhan. 10 Hag e c’hoarvezaz, evel ma kinnige Samuel ar sakrifis-losk, ma tostaez ar Filistined evit brezelia a enep Israel ; mes an Aotrou a lekeaz ar c’hurunou da ober eun drouz vras var ar Filistined en deiz se, hag ho lekeaz en tec’h, hag he oent kannet dirag Israel. 11 Ha tud Israel a ieaz euz Mitspa, hag a genredaz ar Filistined, hag a skoaz anezhei bete izelloc’h evit Beth-Car.

12 Neuze Samuel a gemeraz eur mean, hag he lekeaz entre Mitspa hag ar roc’h, hag hen hanvaz Eben- Ezer, hag he lavaraz : An Aotrou Hen deuz hon zikouret bete ama. 13 Hag ar Filistined a oe izeleet, ha na zeujont ken var douar Israel ; ha dorn an Aotrou a oe a enep ar Filistined enpad holl amzer Samuel. 14 Hag ar c’heariou ho doa ar Filistined kemeret var Israel, a zistroaz da Israel, adaleg Ekron bete Gath, gant ho douar. Israel ho lamaz a zorn ar Filistined, hag e oe peoc’h entre Israel hag an Amoreaned.

15 Ha Samuel a varnaz Israel holl deiziou he vuez. 16 Mont a rea bep bloaz da ober an dro da Vethel, ha da C’hilgal, ha da Vitspa, hag he varne Israel en holl leoc’hiou ze. 17 Goude e tistroe da Rama, rag eno e oa he di, hag eno he varne Israel ; hag e savaz eno eun aoter d’an Aotrou.


8 PA oa deuet Samuel da veza koz, e lakeaz he vibien da varnerien Israel. He genta-ganet a oe hanvet Joel, hag an eil Abija ; 2 hag e varnent en Beer-Sheba. 3 Hag he vibien na valejont ket en he hencholl, mes distrei a reent evit klask ar gounid ; hag e kemerent roou, hag he koljont an droet.

4 Neuze holl re ansien Israel en em dastumaz, hag a zeuaz da gaout Samuel da Rama ; 5 hag e leverjont dezhan : Setu, out deuet da veza koz, ha da vibien na valeont ket en da hencholl ; brema, laka eta varnomp eur roue evit hon barna, evel ma ho deuz an holl boblou. 6 Hag ar gomz ze a zisplijaz da Samuel, abalamour ma ho doa lavaret : Ro deomp eur roue evit hon barna ; ha Samuel a bedaz an Aotrou. 7 Hag an Aotrou a lavaraz da Samuel : Sent euz mouez ar bobl, en kement ha ma lavaro d’id ; rag n’eo ket te eo ho deuz taolet kwit, mes Me eo ho deuz taolet kwit, evit na renjen ken varnezhei. 8 Hervez an holl oberiou ho deuz groet, abaoe an deiz en pehini Em euz ho lekeat da biniat euz an Ejipt bete hirie, hag er memeuz doare ma ho deuz va dilezet ha zervichet doueou all, ober a reont er memeuz doare en da genver. 9 Brema eta, sent euz ho mouez ; koulskoude n’he vank ket da brotesti en ho enep, ha da zizkleria dezhei penaoz e raio dezhei ar roue a reno varnezhei.

10 Neuze Samuel a lavaraz holl c’hiriou an Aotrou d’ar bobl, pere ho doa goulennet eur roue diganthan. 11 Hag e lavaraz : Setu ama petra a raio deoc’h ar roue pehini a reno varnoc’h. Kemer a raio ho mibien, hag e lakaio anezhei var he girri hag entouez he gavalierien, hag e redfont araog he gar ; 12 kemer a raio ive outhei evit beza mestrou he villierou, ha mestrou a hanter kanchou ; evit labourat he barkeier, evit dastum he ed, hag evit ober he venfiou a vrezel, hag an denn euz he girri. 13 Kemer a raio ive ho merc’hed, evit ober outhei parfumerezed, keginerezed, ha baraerezed ; 14 kemer a raio ive ho parkeier, ho kwiniennou hag ho kwez olivez ar re wella, hag e roio anezhei d’he zervicherien. 15 Sevel a raio an deog euz ho kreun hag euz ho kwiniennou ; ha he roio anezhan d’he eunuked ha d’he vevelien ; 16 kemer a raio ho mevelien hag ho mitizien, hag an dibab euz ho tud iaouank, hag hoc’h ezen, hag ho implijo d’he labouriou ; 17 deogi a raio ho tropellou, hag e vefeet he esklaved. 18 Krial a refet, en deiziou ze, abalamour d’ho roue, pehini ho pezo choazet, mes an Aotrou n’ho selaouo ket.

19 Mes ar bobl na fellaz ket dezhi zelaou mouez Samuel, hag e leverjont : Nan ! mes beza he vezo eur roue varnomp, 20 ha ni a vezo, ni ive, evel an holl boblou ; hag hon roue hon barno, hag a ielo araog deomp, hag hon reno d’ar brezellou. 21 Ha Samuel a glevaz holl gomzou ar bobl, hag ho lavaraz dirag diouskouarn an Aotrou. 22 Hag an Aotrou a lavaraz da Samuel : Sent euz ho mouez, ha laka varnezhei eur roue. Ha Samuel a lavaraz da dud Israel : It, pep hini ac’hanoc’h d’he gear.


9 Ha beza oa eun den euz Benjamin, hanvet Kis, mab Abiel, mab Tseror, mab Bekorah, mab Afiak, mab eur Benjamit, ha den nerzuz. 2 Eur mab hen doa, hanvet Saül, iaouank ha kaer, hag hini ebet a vugale Israel na oa kaeroc’h evithan ; ha treuz he ziouskoaz hen doa dreist ar bobl holl.

3 Hag, azenezed Kis, tad Saül, a oa en em gollet ; ha Kis a lavaraz da Saül, he vab : Kemer brema ganez unan euz ar mevelien, sav-te, ha kea da glask an azenezed. 4 Tremen a reaz eta dre venez Efraim, hag e tremenaz dre vro Shalisha, mes n’ho c’havjont ket ; goude he tremenjont dre vro Shaalim, ha n’he oant ket eno ; tremen a rejont neuze dre vro Benjamin, ha n’ho c’havjont ket. 5 Pa oent deuet da vro Tsuf, Saül a lavaraz d’he vevel, pehini a oa ganthan : Deuz, ha distroomp ac’han, gant aoun na baouezfe va zad d’en em diezi abalamour d’an azenezed, ha ma vefe en poan abalamour deomp. 6 Mes hen a lavaraz dezhan : Setu ama, me az ped, beza ez zo er gear ma eun den Doue, hag hennez a zo eun den enoret, ha kement a lavar a eru ; deomp di brema ; marteze e tisko deomp an hent a dleomp heuil. 7 Ha Saül a lavaraz d’he vevel : Mes mar deomp di, petra a gasfomp-ni d’an den ze ? rag hon zier a zo goullo a vevans, ha n’hon deuz prof ebet da gas da zen Doue. Petra hon euz ganeomp ? 8 Hag ar mevel a respountaz a nevez da Saül, hag a lavaraz : Setu ama en em gav c’hoaz entre va daouarn ar c’hart euz a eur sikl arc’hant ; me hen roio d’an den a Zoue, hag he tisko deomp hon hent. 9 (Gwech all en Israel, pa ez eat da guzuli Doue, e lavaret evelhen : Deuet, deomp bete ar Gweler ; rag an hini a hanver hirie ar profed, a c’halvet gwech all ar Gweler.) 10 Ha Saül a lavaraz d’he vevel : Lavaret mad ec’h euz ; deuz, deomp. Hag ez ejont d’ar gear en pehini e oa den Doue.

11 Evel ma pinient dre c’hra gear, he kavjont merc’hed iaouank pere a iea da denna dour, hag e leverjont dezhei : Beza ema ar Gweler ama ? 12 Hag int a respountaz dezhei, hag a lavaraz : Beza ema, setu hen dirazout ; hast-te brema ; rag hirie eo deuet en kear, abalamour ma ra ar bobl hirie eur sakrifis var al lec’h huel. 13 Adaleg ma vefeet eet en kear, c’hwi a gavo anezhan, araog ma pinio d’al lec’h huel evit dibri ; rag ar bobl na zebro ket ken a vezo deuet, rag hen a dle benniga ar sakrifis ; goude ze ar re a zo pedet a zebro outhan. Piniet eta brema ; rag he gaout a refet zur hirie. Piniet a rejont eta en kear. 14 Evel ma ez eent en kreiz kear, setu, Samuel, pehini a iea da biniat d’al lec’h huel, o diarogaz.

15 Hag, eun deiz araog ma teuaz Saül, an Aotrou Hen doa groet eun diskleridigez da Samuel, o lavarout : 16 Varc’hoaz d’an heur ma memeuz, Me a gaso d’id eun den a vro Benjamin, hag hec’h eoli anezhan evit beza rener d’am fobl Israel, hag hen a lamo va fobl a zorn ar Filistined. Rag sellet Em euz euz va fobl, abalamour ma eo deuet he c’harm bete ennoun. 17 Ha pa hen doe Samuel gwelet Saül, an Aotrou a lavaraz dezhan : Setu ama an den a behini em euz komzet ouzit ; hen eo an hini a reno var va fobl.

18 Ha Saül a dostaaz euz Samuel, en kreiz an nor, hag a lavaraz : Kelen d’in, me az ped, pelec’h ema ti ar Gweler ! 19 Ha Samuel a respountaz da Saül, hag a lavaraz : Me eo ar Gweler. Pin dirazoun el lec’h huel, ha c’hwi a zebro hirie ganen ; ha me a lezo ac’hanout da vont kwit er mintin, ha me a zisklerio d’id kement a zo en da galoun. 20 Mes divarben an azenezed ec’h euz kollet, beza ez euz hirie tri deiz, n’en em nec’h ket a ze, rag adkavet int. Ha var zu piou eo he c’hasten holl c’hoant Israel ? N’eo ket var zu ennout-te, ha var zu holl di da dad ? 21 Ha Saül a respountaz hag a lavaraz : N’hen d’oun me ket Benjamit, euz an distera poblad a Israel, ha va famil n’eo hi ket ar vihana euz holl famillou poblad Benjamin ? Ha perag ec’h euz-te dalc’het komzou evel se d’in ?

22 Samuel a gemeraz Saül hag he zervicher, hag ho lekeaz da vont er zal, hag a roaz dezhei eur plas en penn ar re bedet, pere a oa vardro tregont den. 23 Ha Samuel a lavaraz d’ar c’heginer : Ro al loden em euz roet d’id, ha pehini em boa lavaret d’id miret. 24 Neuze ar c’heginer a gemeraz ar skoaz, gant ar pez a zo varnezhan, hag he lakeaz dirag Saül. Ha Samuel a lavaraz : Setu ama ar pez a zo bet miret ; laka anezhan dirazout, ha debr, rag miret eo bet d’id aben an heur ma, pa em boa sonjet pedi ar bobl. Ha Saül a zebraz gant Samuel en deiz ze.

25 Disken a rejont goude euz al lec’h huel en kear, ha Samuel a gomzaz gant Saül var ar platform. 26 Goude e savjont beure mad, ha da c’houlou deiz, Samuel a c’halvaz Saül var ar platform, hag a lavaraz dezhan : Sav te, ha me az lezo da vont. Saül a savaz eta, hag ez ejont ho daou er meaz, hen ha Samuel. 27 Evel ma tiskennent da draoun kear Samuel a lavaraz da Saül : Lavar d’ar mevel tremen araog deomp (hag he tremenaz) ; mes te, choum he za brema, ma rin d’id klevet gir Doue.


10 Ha, Samuel a gemeraz eur vuredad eol, pehini a skuliaz var benn Saül ; neuze e pokaz dezhan, hag he lavaraz : An Aotrou ha n’Hen deuz-Han ket eoliet ac’hanout evit beza rener he heritach ? 2 Hirie pa vezi eat diganen me, te gavo, tost da vez Rachel, var harz Benjamin, en Tseltsach, daou den pere a lavaro d’id : An azenezed pere e oaz eet da glask a zo bet kavet ; ha setu, da dad na sonj ken en azenezed, mes en poan ema ac’hanoc’h, o lavaret : Petra a rin evit adkaout va mab ? 3 Ha pa vezi eet ac’hane muoc’h araog, ha ma vezi deuet bete derven an Tabor, te a vezo diaroget gant tri den pere a bin da gaout Doue, da Vethel, ha pere a zoug, unan anezhei teir c’havrik, egile teir gwastel vara, hag egile eul lestrad gwin ; 4 hag int a c’houlenno ouzit penaoz a rez, hag he rofont d’id daou vara, pere a gemeri eus ho daouarn. 5 Goude ze he teui da Guibea-Elohim, el lec’h ema gward ar Filistined ; hag e c’hoarvezo penaoz o vont en kear, te a gavo eur vanden brofeded, o tisken euz al lec’h huel, o kaout ganthei eul liren, eun taboulin, eur sutel hag eun delen, ha pere a brofetizo : 6 neuze Spered an Aotrou a grogo ennout, ha te a brofetizo ganthei, hag e vezi chanchet en eun den all. 7 Ha pa vezo ar siniou ze en em gavet ganez, gra kement en em diskwezo da ober ; rag Doue a zo ganez. 8 Goude e tiskenni dirazoun, da Guilgal ; ha setu, me a ziskenno d’az kaout, evit kinnig sakrifisou-losk ha sakrifisou a beoc’h ; gortoz a ri seiz devez, bete ma en em gavin he kichen, ha me a zisklerio d’id ar pez az pezo da ober.

9 Ha, ragtal evel ma hen doa Saül troet he gein evit mont kwit digant Samuel, Doue a chanchaz dezhan he galoun, hag a roaz dezhan unan all, hag an holl siniou ze a eruaz ganthan en deiz ze.

10 Pa oant eruet en Guibea, setu, eur vanden brofeded a zeuaz dirazhan ; ha Spered Doue a grogaz ennhan, hag e profetizaz en ho zouez. 11 Ha pa welaz ar re holl pere hen anaveze diagent, penaoz he profetize gant ar brofeded, an dud a lavaraz an eil d’egile : Petra eta a zo eruet gant mab Kis ? Saül ha beza ema ive entouez ar brofeded ? 12 Hag unan benag ac’hane a respountaz, hag a lavaraz : Ha piou eo ho zad ? Dre ze kement se a dremenaz en lavar : Saül ive beza ema entouez ar brofeded ? 13 Neuze e paouezaz da brofetiza, hag e teuaz d’al lec’h huel.

14 Hag eun eontr da Saül a lavaraz da Saül ha d’he vevel : Pelec’h hoc’h-hu eat ? Hag hen a respountaz : Da glask an azenezed ; mes o welet n’ho c’havemp ket, omp eet da gaout Samuel. 15 Hag eontr Saül a lavaraz dezhan : Diskleri d’in, me az ped, ar pez hen deuz Samuel lavaret deoc’h. 16 Ha Saül a lavaraz d’he eontr : Lavaret hen deuz deomp e oa kavet an azenezed ; mes na ziskleriaz ket dezhan ar c’homzou hen doa Samuel lavaret divarben ar rouelez.

17 Ha, Samuel a zastumaz ar bobl, dirag an Aotrou, en Mitspa ; 18 hag e lavaraz da vugale Israel : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue Israel : Lakeat Em euz Israel da biniat euz an Ejipt, hag Em euz ho tennet a zorn an Ejiptsianed, hag euz dorn an holl rouantelezou pere ho kwaske ; 19 hag hirie he taolet kwit ho Toue, pehini hen deuz ho lamet euz ho c’holl boaniou hag euz ho c’holl glac’hariou, hag e livirit : Nan, mes laka eur roue varnomp. En em diskwezet eta brema dirag an Aotrou, hervez ho pobladou, hag hervez ho millierou. 20 Neuze Samuel a lakeaz da dostaat holl bobladou Israel ; ha pobl Benjamin a oe merket. 21 Goude, e lekeaz poblad Benjamin da dostaat dre famillou, ha famil Matri a oe merket ; goude Saül, mab Kis, a oe merket, hag e klaskent anezhan ; mes n’he oa ket kavet. 22 Hag e kuzultjont c’hoaz an Aotrou, o lavarout : Ha deuet e zo c’hoaz eun den ama ? Hag an AOTROU a lavaraz : Setu hen kuzet entouez an traou. 23 Hag e redjont, hag e tenjont anezhan ac’hane, hag en em lekeaz dirag ar bobl ; hag adaleg he ziouskoaz e oa huelloc’h evit ar bobl holl. 24 Ha Samuel a lavaraz d’ar bobl holl ; Gwelet a ret-hu an hini Hen deuz an Aotrou dibabet ? N’hen deuz ket entouez ar bobl holl hag a vefe henvel outhan. Hag an holl bobl a loskaz kriadennou a joa, hag a lavaraz : Ra vevo ar roue !

25 Neuze Samuel a lavaraz dirag ar bobl droet ar rouantelez, hag e skrivaz anezhan en eul levr, pehini a lakeaz dirag an Aotrou. Goude Samuel a gasaz kwit an holl bobl, pep hini d’he di. 26 Saül ive a ieaz en he di da Guibea, hag an dud a vrezel, a bere Hen doa Doue tenereet ar galoun, a ieaz ganthan. 27 Mes beza e oe tud fall pere a lavaraz : Penaoz he tiboanfe hema ac’hanomp ? Hag e tisprijont anezhan, ha na zigaschont prof ebet dezhan ; mes ober a reaz ar bouzard.


11 Ha, Nakash, an Ammonit, a biniaz, hag a gampaz enep Jabes a C’halaad ; hag holl dud Jabes a lavaraz da Nakash : Gra konvenans ganeomp, ha ni a zervicho ac’hanout. 2 Mes Nakash, an Ammonit, a respountaz dezhei : Me en em glevo ganeoc’h en doare ma kreuvin deoc’h holl ho lagad deou, ha ma lakain an dismegans ze var Israel holl. 3 Ha re ansien Jabes a lavaraz dezhan : Ro deomp seiz devez ehan, ha ni a gaso kannaded dre holl douar Israel, ha ma na ve den d’hon delivra, ni en em roio d’id. 4 Ar gannaded a zeuaz eta da Guibea, kear Saül, hag a lavaraz ar c’homzou ze d’ar bobl ; hag ar bobl a zavaz he mouez hag a c’harmaz. 5 Ha setu, Saül a zistroe euz ar parkeier varlerc’h he ijened, hag e lavaraz : Petra eta hen deuz ar bobl da wela evel se ? Hag e oe lavaret dezhan ar pez ho doa lavaret re Jabes. 6 Ha, Spered Doue a grogaz en Saül, pa glevaz ar giriou ze, hag ez eaz en eur goler vras ; 7 hag e kemeraz eur c’houblad ijened, hag ho zroc’haz a dammou, pere a gasaz en holl douar Israel, dre ar gannaded, o lavarout ; Groet he vezo er memeuz tra da ijened ar re na zeufont ket er meaz varlerc’h Saül ha Samuel. Hag ar spount euz an Aotrou a grogaz er bobl, hag ez ejont er meaz evel eun den hepken. 8 Hag e reaz ar zell outhei en Bezek ; hag e oa tri c’hant mil den a vugale Israel, ha tregont mil a dud Juda. 9 Goude, e leverjont d’ar gannaded pere a oa deuet : Komz a refeet evel-hen da dud Jabes a C’halaad : C’hwi a vezo delivret varc’hoaz, pa vezo an heol en he nerz. Neuze ar gannaded a zistroaz hag a ziskleriaz ze da dud Jabes, pere en em laouenaez a gement se. 10 Ha tud Jabes a lavaraz d’an Ammonited : Varc’hoaz ni en em rento deoc’h, ha c’hwi a raio deomp ar pez a gavfet a vezo mad. 11 Mes, an deiz varlerc’h, Saül a lakeaz ar bobl en teir banden, hag ez ejont er c’han da veilliaden ar beure, hag e kanjont an Ammonited bete tomder an deiz ; hag ar re a vanaz a oa ken sklabezet, ken na choumaz ket daou anezhei asamblez.

12 Hag ar bobl a lavaraz da Samuel : Piou a lavare : Ren a rafe Saül varnomp ? Roit deomp an dud ze, ha ni ho lakaio d’ar maro. 13 Mes Saül a lavaraz : Den na vezo lakeat d’ar maro en deiz ma ; rag hirie Hen deuz groet an Aotrou eun delivrans en Israel.

14 Ha Samuel a lavaraz d’ar bobl : Deuet, ha deomp da Guilgal, hag eno e welfont ar rouelez. Hag an holl bobl a ieaz da Guilgal ; hag eno he lekejont Saül da roue, dirag an Aotrou, en Guilgal, hag e kinnigjont sakrifisou a beoc’h dirag an Aotrou. Ha Saül hag holl dud Israel en em laouenaez kalz.


12 Neuze Samuel a lavaraz da holl Israel : Setu, em euz sentet euz ho mouez en kement hoc’h euz lavaret d’in, hag em euz lakeat eur roue varnoc’h ; 2 ha brema, setu ama ar roue pehini a vale araog deoc’h. Evidoun me, me a zo koz, ha dija gwen holl. Setu, va mibien ive a zo ganeoc’h ; hag evidoun me, em euz baleet dirazoc’h, adaleg va iaouankiz, bete hirie. 3 Setu me ama, testeniet a enep d’in dirag an Aotrou ha dirag he eoliet. Digant piou em euz kemeret an ijen ? ha digant piou em euz kemeret an azen ? piou em euz gwasket ? piou em euz mac’het ? hag euz dorn piou em euz kemeret eur ransoun, evit serri va daoulagad varnezhan ? ha me hen distroio deoc’h. 4 Hag int a respountaz : N’ec’h euz ket gwasket ac’hanomp, ha n’ec’h euz ket hon mac’het, ha n’ec’h euz kemeret netra a zorn den. 5 Neuze e lavaraz dezhei : An Aotrou a zo test a enep deoc’h, he eoliet ive a zo test hirie, penaoz n’oc’h euz kavet netra entre va daouarn. Hag int a respountaz Test eo a ze.

6 Neuze Samuel a lavaraz d’ar bobl : An Aotrou eo Hen deuz lekeat Moizez hag Aaron, hag a lakeaz ho tadou da biniat euz bro an Ejipt. 7 Ha brema, en em diskwezit, ha me a bledo ganeoc’h, dirag an Aotrou, var an holl vad oberiou Hen deuz an Aotrou groet deoc’h ha d’ho tadou. 8 Goude ma oa eat Jakob en Ejipt, ho tadou a griaz d’an Aotrou, hag an Aotrou a gasaz Moizez hag Aaron, pere a lakeaz ho tadou da vont meaz euz an Ejipt hag ho lakeaz da choum el lec’h ma. 9 Mes ankwez a rejont an Aotrou ho Doue, hag e lekeaz anezhei entre daouarn Sisera, mestr arme Hatsor, hag entre daouarn ar Filistined, hag entre daouarn roue Moab, pere a reaz brezel dezhan. 10 Neuze, e krijont d’an Aotrou, hag e lavarjont : Ni hon deuz pec’het ; rag dilezet hon deuz an Aotrou, hag hon euz servichet ar Baal hag an Ashtharoth ; mes brema, delivr ac’hanomp a zorn hon enebourien, ha ni a zervicho ac’hanout. 11 Hag an Aotrou a gasaz Jerubbaal, ha Bedan, ha Jefte, ha Samuel, hag E telivraz ac’hanoc’h a zorn hoc’h enebourien, pere a oa endro deoc’h, hag ho c’heuz bevet en zurete. 12 Mes, o welet penaoz Nakash, roue bugale Ammon, a zeue a enep deoc’h, ho c’heuz lavaret d’in : Nan ! mes eur roue a reno varnomp ; Petra benag ma oa an Aotrou ho Toue, ho roue. 13 Ha brema, setu ar roue ho c’heuz choazet, pehini ho c’heuz goulennet ; ha setu, an Aotrou hen deuz lakeat eur roue varnoc’h. 14 Mar doujit an Aotrou, mar zervichit anezhan, mar zentit euz he vouez, ha ma na vec’h ket dizentuz euz gourc’hemen an Aotrou, neuze, ha c’hwi hag ar roue pehini a reno varnoc’h, ho pezo an Aotrou ho Toue dirazoc’h ; 15 mes ma na zentet ket euz mouez an Aotrou, ha mar bezit dizentuz euz gourc’hemen an Aotrou, dorn an Aotrou a vezo a enep deoc’h, evel ma eo bet a enep d’ho tadou. 16 Ha brema gortozit, ha gwelet an dra vras ze ez a an Aotrou da ober dirag ho taoulagad. 17 N’ema ket hirie mederez an ed ? Me a grio d’an Aotrou, hag E lakao kurunou ha glao da ober, abalamour ma anavefet ha ma welfeet pegement eo bras dirag daoulagad an Aotrou an drouk pehini ho c’heuz groet, en eur c’houlen eur roue evidoc’h. 17 Neuze Samuel a griaz d’an Aotrou, hag an Aotrou a lekeaz kurunou ha glao da ober en deiz se ; hag an holl bobl ho doa kalz a aoun dirag an Aotrou ha dirag Samuel.

19 Hag an holl bobl a lavaraz da Samuel : Ped an Aotrou, da Zoue, evit da zervicherien, abalamour na varvfont ket ; rag kresket hon deuz hor pec’hejou all, dre an hini da veza goulennet eur roue, evidomp. 20 Neuze Samuel a lavaraz d’ar bobl : N’ho pezit ket a aoun ; groet oc’h euz an holl drouk ze ; koulskoude n’en em distroet ket euz an Aotrou, mes servichit an Aotrou euz ho c’holl galoun. 21 N’en em zistroet ket a ze, rag beza vefe mont varlerc’h traou a netra, pere na reomp vad ebet, na n’he zelivront ket, abalamour ma int traou netra. 22 Rag an Aotrou na zilezo ket he bobl, abalamour d’he hano bras ; rag fellet eo bet d’an Aotrou ober ac’hanoc’h-hu he bobl. 23 Hag evidoun me, Doue d’am miro da bec’hi a enep an Aotrou, ha da baouez da bedi evidoc’h ; mes kelen a rin deoc’h an hent mad hag ezeün. 24 Doujit hepken an Aotrou, ha servichit anezhan en gwirione, euz ho c’holl galoun ; rag gwelit an traou bras Hen deuz groet en ho kenver. 25 Mar grit ar fall, c’hwi a vezo distrujet, c’hwi hag ho roue.


13 SAÜL hen doa renet eur bloaz ; ha pa hen doe renet daou vloaz var Israel, Saül a choazaz tri mil den a Israel ; 2 beza e oa daou vil ganthan en Mikmash ha var menez Bethel, ha mil a oa gant Jonathan en Guibea Benjamin ; hag e kasaz an nemorant euz ar bobl, pep hini d’he danten. 3 Ha Jonathan a gannaz gward ar Filistined pehini a oa en Gueba, hag ar Filistined a anavezaz kement ze ; ha Saül a reaz soun an drompil dre ar vro holl, o lavarout : Ra selaouo an Hebreed ! 4 Evel se holl Israel a glevaz lavaret : Saül hen deuz kannet gward ar Filistined, ha memeuz, Israel a zo en aru fall entouez ar Filistined. Hag ar bobl a oe dastumet en kichen Saül, en Guilgal.

5 Koulskoude ar Filistined en em dastumaz evit brezelli a enep Israel, gant tregont mil gar ha c’hwec’h mil kavalier, hag eur bobl niveruz evel ar zabren pehini a zo var aot ar mor. Piniat a rejont eta, hag he kampjont en Mikmash, er savheol euz Beth-Ayen. 6 Hag, an Israelited a welaz penaoz e oant en eun diester vras, rag ar bobl a oa spouronet ; hag ar bobl en em gusaz er c’havarniou, er bodennou, entouez ar reier, el lec’hiou kre hag er punsou. 7 Hag Hebreed a dremenaz ar Jourdan, evit mont da vro Gad ha da C’halaad. Koulskoude Saül a oa c’hoaz en Guilgal, hag an holl bobl a heuliaz anezhan en eur grena.

8 Hag e c’hortozaz seiz devez, hervez an amzer merket gant Samuel ; mes Samuel na zeue ket da Guilgal ; hag ar bobl a bellea euz kichen Saül. 9 Heuze Saül a lavaraz : Digasit d’in ar sakrifis-losk hag ar sakrifis a beoc’h ; hag he kinnigaz ar sakrifis-losk. 10 Hag, adaleg ma hen doe achuet da ginnik ar sakrifis-losk, setu, Samuel a eruaz, ha Saül a ieaz araog dezhan evit he zaludi. 11 Mes Samuel a lavaraz : Petra ec’h euz groet ? Saül a respountaz : Pa em euz guelet ez ea ar bobl kwit diganen, ha penaoz na zeuez ket en deiz merket, ha ma oa ar Filistined en em dastumet en Mikmash, 12 em euz lavaret : Ar Filistined a ziskenno brema a enep d’in en Guilgal, ha n’em euz ket pedet an Aotrou ; ha, goude beza evel se en em dalc’het, em euz kinniget ar sakrifis-losk. 13 Neuze Samuel a lavaraz da Saül : Groet ec’h euz follentez, nec’h euz ket miret ar gourc’hemen Hen deuz an Aotrou da Zoue roet d’id ; rag an Aotrou Hen dije brema starteet da ren da viken var Israel. 14 Mes brema, da ren na vezo ket paduz ; an Aotrou Hen deuz klasket eun den hervez he galoun, hag an Aotrou Hen deuz he c’halvet da veza rener he bobl, abalamour ma n’he c’heuz ket miret ar pez Hen doa an Aotrou gourc’hemennet d’id.

15 Goude Samuel a zavaz, hag a biniaz euz Guilgal da Guibea Benjamin. Ha Saül a reaz ar zell euz ar bobl pere en em gave ganthan, hag a oa vardro c’hwec’h kant den.

16 Ha, Saül, hag he vab Jonathan, hag ar bobl pehini en em gave ganthei, en em dalc’he en Guibea Benjamin, hag ar Filistined a oa kampet en Mikmash. 17 Hag e teuaz teir banden er meaz euz a gan ar Filistined evit ober distruj ; unan ar bandennou a gemeraz hent Ofra, var zu bro Shual, 18 ar vanden all a gemeraz hent Beth-Horon, hag an deirved a gemeraz hent an harz a zo dirag traounien Tseboïm, var zu an distro.

19 Hag, en holl vro Israel ne oa marichal ebet ; rag ar Filistined ho doa lavaret : Red eo herzel an Hebreed da ober klezeier na pikou. 20 Hag holl Israel a ziskennaz entreze ar Filistined, pep hini evit lemma he zoc’h, he figel, he voc’hel hag he gwined, 21 pa oa torradennou en lem euz ar gwinedou, ar pigellou, ar ferc’hier, ar bouc’hili, hag evit dresa ar vroudou. 22 Hag e c’hoarvezaz deiz an emgan, ma n’he oe kavet na kleze na gwaf en daouarn an holl bobl pere a oa gant Saül ha Jonathan ; koulskoude e oe kavet reou evit Saül hag evit Jonathan he vab. 23 Hag eur post Filistined a zeuaz er meaz en tremen Mikmash.


14 Hag e c’hoarvezaz eun deiz penaoz Jonathan, mab Saül, a lavaraz d’an den iaouank pehini a zouge he armou : Deuz, ha tremenomp var zu post ar Filistined pehini a zo er c’hoztez all. Mes n’e lavaraz ket ze d’he dad. 2 Ha Saül en em dalc’he er pen pella euz Guibea, dindan eur wezen grenad pehini a oa en Migron ; hag ar bobl pere a oa ganthan, a oa anezhei vardro c’hwec’h kant den ; 3 hag Akija, mab Ackitub, breur Ikabod, mab Fine, mab Heli, sakrifier d’an Aotrou en Silo, a zouge an efod. Ar bobl na wie ket e oa Jonathan eet kwit. 4 Hag, entre an tremenou dre bere he klaske Jonathan mont bete gward ar Filistined, e oa eun dant roc’h en eun tu, hag eun dant roc’h all en tu all ; unan a oe galvet Botsets hag egile Sene. 5 Unan an dent ze a oe en hanternoz dirag Mikmash, hag egile er c’hreisteiz, dirag Gueba. 6 Ha Jonathan a lavaraz d’an den iaouank pehini a zouge he armou : Deuz, tremenomp da ward ar re didrodroc’h ze ; marteze e labouro an Aotrou evidomp ; rag netra n’e harz an Aotrou da zelivra, gant kalz pe gant nebeut a dud. 7 Hag an hini a zouge he armou a lavaraz dezhan : Gra kement a zo en da galoun, kea di ; me a ielo ganez el lec’h ma fello d’id. 8 Ha Jonathan a lavaraz dezhan : Setu, e piniomp da gaout an dud ze, hag en em diskwefomp dezhei ; 9 mar leveront deomp : Gortozit bete ma vefomp eat d’ho kaout ! neuze he choumfomp en hon flas, ha n’he binfomp ket d’ho c’haout. 10 Mes mar leveront deomp : Deuet d’hon c’haout ! neuze ni a binio ; rag an Aotrou Hen devezo ho lakeat entre hon daouarn. Ra zervicho kement se da zin deomp.

11 En em diskwez a rejont eta ho daou da ward ar Filistined ; hag ar Filistined a lavaraz : Setu an Hebreed pere a zeu euz an toullou en pere e oant kuzet. 12 Ha tud ar gward a griaz da Jonathan ha d’an hini a zouge he armou, hag a lavarent : Piniet d’hor c’haout, ha ni a ziskwezo deoc’h eun dra benag. Neuze Jonathan a lavaraz d’an hini a zouge he armou ; Pin var va lerc’h ; rag an Aotrou Hen deuz ho lakeat entre daouarn Israel. 13 Ha Jonathan a biniaz euz en em zikour gant he zaouarn hag he dreid, heuliet gant an hini a zouge he armou ; hag ar Filistined a gweze dirag Jonathan, hag an hini a zouge he armou ho laze var he lerc’h. 14 Hag ar c’henta dizober ze, a reaz Jonathan hag an hini a zouge he armou, a oe vardro ugent den, lazet var eul lec’hed a vardro eun hanter deiz arat. 15 Hag e oe eur spountr vras en kan, ar meaziou, hag entouez ar bobl hell ; ar gward hag ar re a oa eet da ober distruj, a oe spouronnet int ive, hag ar vro a grenaz ; beza he oe evel eur spount digaset gant Doue.

16 Ha gwarded Saül, pere a oa en Guibea a Venjamin, a zellaz, ha setu, ar vanden a dec’he hag a iea en dizurz.

17 Neuze Saül a lavaraz d’ar bobl pehini a oa ganthan : Grit eta ar zell, ha gwelit piou a zo eat kwit ac’hanomp. Ober a rejont eta ar zell, ha setu, Jonathan na oa ket eno, nag an hini a zouge he armou. 18 Ha Saül a lavaraz da Akija : Laka arc’h Doue da dostaat (rag arc’h Doue a oa en deiz se gant bugale Israel). 19 Mes c’hoarvezout a reaz, enpad ma komze Saül euz ar sakrifier, penaoz an drubul, a oa en kan ar Filistined, a iea var greski muoc’h mui, ha Saül a lavaraz d’ar sakrifier : Tenn da zorn ! 20 Ha Saül hag an holl bobl pere a oa ganthan, a oe dastumet a gri vras, hag e teujont bete lec’h an emgann ; ha setu, ar Filistined ho doa tennet ar c’hleze an eil enep d’egile ; eun dizurz bras e oa. 21 Hag, ar Filistined ho doa, evel diaraog, Hebreed pere a oa piniet euz tro vardro ganthei er c’han ; mes int ive en em unanaz d’an Israelited pere a oa gant Saül ha Jonathan. 22 Hag an holl Israelited pere a oa kuzet en meneziou Efraim, o veza anavezet penaoz he tec’he ar Filistined, en em lakeaz ive d’ho c’henredek en emgann. 23 En deiz ze an Aotrou a zelivraz Israel, hag an emgann en em astennaz bete an tu all da Beth-Aven.

24 En deiz ze, an Israelited a oe skuizet. Ha Saül hen doa lakeat ar bobl da ober al le ma, o lavarout : Milliget eo an den pehini a gemero boued araog an abardaez, ken a vezin en em vanjet euz va enebourien ! Hag ar bobl boll na danveaz boued ebet. 25 Koulskoude holl bobl ar vro a zeuaz en eur forest, el leac’h e welaz ar mel pehini a zivere var gorre an douar. 26 Ar bobl a ieaz eta er forest, hag a welaz ar mel pehini a rede, mes den diagent na gasaz an dorn d’he c’henou ; rag ar bobl a respete al le. 27 Ha, Jonathan n’hen doa ket klevet pa hen doa he dad lakeat ar bobl da douet ; hag ec’h astennaz penn ar vas hen doa en he zorn, he zrempa a reaz en eun diren vel, hag e kasaz he zorn d’he c’henou, hag he zaoulagad a oe sklerijennet. 28 Neuze unan benag euz ar bobl a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz : Da dad hen deuz lakeat an dud da douet stard, o lavarout : Milliget ra vezo an den pehini a gemero hirie boued ! hag ar bobl a oa skwiz. 29 Ha Jonathan a lavaraz : Va zad hen deuz trubuliet ar vro ; gwelet eta penaoz eo sklereet va daoulagad, dre veza tanveet eun tamik euz ar mel ze ; 30 a-dra-zur, ma hen dije ar bobl debret hirie euz a ziwiskk he enebourien, pehini hen deuz kavet, pegement diskar ar Filistined na vije hen ket bet brasoc’h ?

31 Kanna a rejont eta, en deiz se, ar Filistined adaleg Mikmash bete Ajalon, hag ar bobl a oe gwal skwiz. 32 Hag ar bobl en em dolaz var an diwisk, hag e kemerjont denved, hag ijened ha leueou, hag ho lazjont var an douar ; hag ar bobl ho debre gant ar goad. 33 Hag e oe digemenet da Saül, o lavarout : Setu, ar bobl a bec’h a enep an Aotrou, o tibri ar c’hig gant ar goad. Hag e lavaraz : Pec’het oc’h euz ; ruliet d’am c’haout ragtal eur mean bras. 34 Ha Saül a lavaraz : It dre holl entouez ar bobl, ha livirit dezhei ma tigaso pep hini anezhei d’in he ijen, ha pep hini anezhei he zanvad ; ha c’hwi ho lazo ama, hag e tebrfeet anezhei, ha na bec’hfet ket a enep an Aotrou, o tibri ar c’hig gant ar goad. Hag ar bobl a zigasaz pep hini he ijen, euz he zorn, enpad an noz, hag ho lazjont eno. 35 Ha Saül a savaz eun aoter d’an Aotrou ; honnez oe an aoter genta pehini a savaz d’an Aotrou.

36 Goude Saül a lavaraz : Diskennomp da genredek ar Filistined, enpad an noz, ha diwiskomp anezhei bete sklerijen ar beure, ha na lezomp ken unan da venel. Hag int a lavaraz : Gra kement a gavi mad. Mes ar sakrifier a lavaraz : Tostaomp ama euz Doue. 37 Neuze Saül a guzuliaz Doue : Disken a rin da genredek ar Filistined ? Ho lakaat a ri entre daouarn Israel ! Mes na oe roet respount ebet dezhan en deiz ze. 38 Ha Saül a lavaraz : Tostait ama, c’hwi holl prinsed ar bobl ; hag anavezit ha gwelit penaoz ar pec’hed ze a zo bet groet hirie ; 39 rag an Aotrou a zo beo, Hen pehini a zelivr Israel, penaoz ha pa vefe groet kement se gant va mab Jonatnan, a-dra-zur e varvo ! Mes euz an holl bobl, nikun anezhei na respountaz dezhan. 40 Neuze e lavaraz da Israel holl : En em lakait euz eur c’hoste, ha ni a vezo euz egile, me ha Jonathan va mab. Ar bobl a respountaz da Saül : Gra ar pez a gavi mad. 41 Ha Saül a lavaraz d’an Aotrou : Doue Israel ! ro da anaout ar wirionez. Ha Jonathan ha Saül a oe merket, hag ar bobl a dec’haz. 42 Ha Saül a lavaraz : Taolit ar zort entre me ha Jonathan va mab. Ha Jonathan a oe merket. 43 Neuze Saül a lavaraz da Jonathan : Diskleri d’in ar pez ec’h euz groet. Ha Jonathan a ziskleriaz dezhan, hag a lavaraz : Tanveet em euz, gant penn ar vaz a oa ganen, eun tammik mel ; setu me ama, mervel a rin. 44 Ha Saül a lavaraz : Ra raio Doue d’in, hervez ar brasa rustler ; a-dra-zur, mervel a ri, Jonathan ! 45 Mes ar bobl a lavaraz da Saül : Jonathan, pehini hen deuz groet eun delivrans ken bras en Israel, mervel a rafe ? Ze n’hell ket beza ! An Aotrou a zo beo ! na gwezo ket d’an douar eur vleven hepken euz he benn ; rag gant Doue eo hen deuz labouret en deiz ma. Evel se ar bobl a zelivraz Jonathan, ha ne varvaz ket. 46 Goude Saül a zistroaz euz kenredek ar Filistined, hag ar Filistined a ieaz en ho bro.

47 Saül a renaz eta var Israel, hag a reaz ar brezel a bep tu a enep he enebourien, a enep Moab hag a enep an Ammonited, a enep Edom, a enep rouane Tsoba, hag a enep ar Filistined ; en pelec’h benag ma ez ea e kase ar spouron. 48 Displega a rea nerz, hag e kannaz Amalek, hag he telivraz Israel a zorn ar re hen gwaske.

49 Ha, mibien Saül a oa Jonathan, Jishui ha Malkishua ; hag hanoiou he ziou verc’h a oa ar re ma, an ena a oa Merab, hag ar iaouanka a oa Mikal ; 50 hag hano greg Saül a oa Akinoam, merc’h Akimaats. Hag hano mestr he arme oa Abner, mab Ner, eontr Saül. 51 Ha Kis, tad Saül, ha Ner, tad Abner, oa mibien da Abiel.

52 Hag enpad holl amzer Saül, e oe eur brezel nerzuz a enep ar Filistined ; hag adaleg ma wele Saül eun den nerzuz benag, hag eun den benag kalounek, he gemere en he gichen.


15 Ha, Samuel a lavaraz da Saül : Me eo an hini Hen deuz an Aotrou kaset da eolia ac’hanout da roue var he bobl, var Israel ; brema eta, selaou komzou an Aotrou. 2 Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou : Digaset Em euz da sonj d’in ar pez hen deuz groet Amalek da Israel, penaoz ec’h harzaz anezhan var an hent, pa binie euz an Ejipt. 3 Brema kea, ha sko Amalek, ha gwestl d’an distruj ar pez hen deuz ; ha n’he espern ket anezhan, mes laka d’ar maro hag ar wersed hag ar gragez, hag ar vugale vihan hag ar re a zen, hag an ijened hag an denved, hag ar chamoed hag an ezen.

4 Saül a zastumaz eta ar bobl, hag a reaz ar gweled en Telaim en niver a zaou c’hant mil den var droad, ha dek mil den a Juda. 5 Ha Saül a zeuaz bete kear Amalek, hag a lekeaz eun dapaden en draounien. 6 Ha Saül a lavaraz d’ar C’henied : It, en em dennit, pellait eus an Amalekited, gant aoun n’ho kollfen ganthei ; rag c’hwi a oa bet trugarezuz en kenver holl vugale Iarael, pa binjont euz an Ejipt. Hag ar Genied en em dennaz a greiz an Amalekited.

7 Ha, Saül a bilaz Amalek adaleg Havila bete Shur, pehini a zo dirag an Ejipt ; 8 hag e kemeraz en beo Agag, roue an Amalekited ; hag e lekeaz laza an holl bobl gant ar c’hleze, o westla anezhan d’an distruj. 9 Mes Saül hag ar bobl a esperniez Agag hag ar gwella denved, ar gwella ijened, al loened a eilved danve, an oaned, ha kement a oa a vad, ha na fellaz ket dezhan ho gwestla d’an distruj ; gwestla a rejont hepken d’an distruj kement oa disprijuz ha dinerz.

10 Neuze gir an Aotrou a oe kaset da Samuel, o lavaret : 11 Keûz Em euz, o veza lakeat Saül da roue ; rag dilezet hen deuz Ac’hanoun, ha n’hen deuz ket zelaouet va c’homzou. Ha Samuel a oe glac’haret bras a gement se, hag a griaz d’an Aotrou enpad an noz. 12 Goude Samuel a savaz beure mad evit mont da gaout Saül ; hag e oe lavaret kement ma da Samuel, evelhen : Saül a zo deuetda Garmel, ha setu, hen deuz groet eno eur monumant ; goude eo distroet, hag, o tremen ebiou, eo diskennet da Guilgal.

13 Pa zeuaz Samuel da gaout Saül, Saül a lavaraz dezhan : Ra vezi benniget gant an Aotrou ! Groet em euz hervez gir an Aotrou. 14 Ha Samnel a lavaraz : Petra eo eta ar vleujadek denved pere a glevan em diouskouarn, hag ar vleujadek ijened a glevan ! 15 Ha Saül a respountaz : Digaset ho deuz anezhei digant an Amalekited ; rag ar bobl ho deuz esperniet ar gwella denved, hag ar gwella ijened, evit ho sakrifia d’an Aotrou, da Zoue, hag an nemorant hen deuz gwestlet d’an distruj. 16 Ha Samuel a lavaraz da Saül : Lez ac’hanoun da ziskleria d’id ar pez Hen deuz an Aotrou lavaret d’in en noz ma. Hag hen a respountaz dezhan : Komz.

17 Ha Samuel a lavaraz : N’eo ket gwir pa oaz izel d’az taoulagad, out deuet da vestr da boblou Israel, ha penaoz Hen deuz an Aotrou da eoliet evit beza roue var Israel ? 18 Hag, an Aotrou Hen doa kaset ac’hanout en hent, ha lavaret d’id : Kea, ha gwestl d’an distruj ar bec’herien ze, an Amalekited, ha gra dezhei ar brezel bete ma ez pezo kuzumet anezhei. 19 Perag n’ec’h euz-te ket sentet euz mouez an Aotrou, ha perag out-te en em daolet var an diwisk, ha ma ec’h euz-te groet ar pez a zisplij d’an Aotrou ? 20 Ha 20 Saül a respountaz da Samuel : Sentet em euz koulskoude euz mouez an Aotrou, hag ez oun eet dre an hent dre behini Hen deuz an Aotrou va c’haset ; digaset em euz Agag, roue Amalek, hag em euz gwestlet an Amalekited d’an distruj. 21 Mes ar bobl hen deuz kemeret var an diwisk denved hag ijened, evel preveudi euz an distruj, evit sakrifia d’an Aotrou, da Zoue, en Guilgal. 22 Neuze Samuel a lavaraz : An Aotrou ha kemer a ra plijadur er sakrifisou-losk hag er sakrifisou, evel ma sentfet euz mouez an Aotrou ? Setu ama, zenti a dal muoc’h evit sakrifis ; beza zelaouuz a dal muoc’h evit lard an denved ; 23 rag an amzent a zo ken gwaz evel an divinerez hag an enebiach kement hag an idolâtri hag an Therafim. Dre ma ec’h euz taolet kwit gir an Aotrou, Hen deuz ive da daolet kwit, evit na vezi ken roue. 24 Neuze Saül a respountaz da Samuel : Pec’het em euz ; rag torret em euz gourc’hemen an Aotrou ha da gomzou, abalamour ma em boa aoun rag ar bobl, hag em euz sentet euz da vouez. 25 Mes brema, me az ped, pardoun ma fec’hed, ha distro ganen, ha me en em blego dirag an Aotrou. 26 Ha Samuel a lavaraz da Saül : Me na zistroin ket ganez ; rag taolet ec’h euz kwit gir an Aotrou, hag an Aotrou Hen deuz da daolet kwit, evit na vezi ken roue var Israel. 27 Hag evel ma tistroe Samuel evit mont kwit, Saül a grogaz en bord he vantel, pehini a freuzaz. 28 Neuze Samuel a lavaraz dezhan : An Aotrou Hen deuz hirie roget rouantelez Israel a zreistout te, hag Hen deuz he roet d’az nesa, pehini a zo gwelloc’h evidout te. 29 Ha memeuz an Hini pehini eo nerz Israel na c’haouiado ket, ha n’Hen devezo ket a geûz ; rag n’eo ket eun den evit kaout keûz. 30 Ha Saül a respountaz : Pec’het em euz ; brema, enor ac’hanoun, me az ped, dirag ar re ansien euz ma fobl, dirag Israel ; ha distro ganen, ha me en em stouo dirag an Aotrou da Zoue. 31 Samuel a zistroaz eta hag a heuliaz Saül ; ha Saül en em blegaz dirag an Aotrou.

32 Goude Samuel a lavaraz : Digas d’in Agag, roue Amalek. Hag Agag a zeuaz d’he gaout iê bras. Hag Agag a lavare : A-dra-zur ar c’hwervder euz ar maro a zo tremenet. 33 Mes Samuel a lavaraz : Evel ma hen deuz da gleze privet gragez euz ho bugale, evel se da vam, entouez ar gragez, a vezo privet euz eur mab. Ha Samuel a lakeaz Agag a dammou, dirag an Aotrou, en Guilgal.

34 Goude Samuel a ieaz da Rama ; ha Saül a biniaz en he di, en Guibea a Saül. 35 Ha Samuel n’az eaz ken da welet Saül, bete deiz he varo ; rag Samuel a wele var Saül, abalamour ma Hen doa an Aotrou keûz da veza lakeat Saül roue var Israel.


16 Hag an Aotrou a lavaraz da Samuel : Bete pegeit he weli-te var Saül, pa Em euz he daolet kwit, abalamour ma na reno ken var Israel1 ? Leun da gorn a eol, ha kea ; Me a gaso ac’hanout da Isai, Bethlehemit ; rag en em bourveet Oun euz a unan he vibien evit roue. 2 Ha Samuel a lavaraz : Penaoz ez in me ? Rag Saül a glevo ze, hag am lazo. Hag an Aotrou a respountaz : Digas a ri ganez eur vuoc’h iaouank, hag e lavari : Deuet oun da sakrifia d’an Aotrou. 3 Hag e pedi Isaï d’ar sakrifis ; ha Me a roio d’id da anaout ar pez az pezo da ober, hag ec’h eoli evidoun an hini a lavarin d’id.

4 Samuel a reaz eta evel ma Hen doa an Aotrou lavaret hag a zeuaz da Vethlehem ; hag ar re ansien euz kear a ziredaz spouronet dirazhan, hag a lavaraz : Dont a rez-te evid hon mad ? 5 Hag hen a respountaz : Evit ho mad. Deuet oun da sakrifia d’an Aotrou ; en em burifiet, ha deuet ganen d’ar zakrifis. Ober a reaz ive da Isaï ha d’he vibien en em burifia, hag ho fedaz d’ar sakrifis. 6 Hag evel ma ez eent, e welaz Eliab, hag e lavaraz ennhan he unan : A-dra zur eoliet an Aotrou a zo dirazhan. 7 Mes an Aotrou a lavaraz da Samuel : Na laka ket evez euz he visach, nag euz braster he vent ; rag he daolet em euz kwit. An Aotrou na zell ket euz ar pez ma sell an den ; an den a zell euz pez en em diskwez d’an daoulagad ; mes an Aotrou a zell euz ar galoun. 8 Hag Isaï a c’halvaz Abinadab, hag e lakeaz da dremen dirag Samuel ; mes lavaret a reaz : An Aotrou n’Hen deuz ket ken nebeut choazet hema. 9 Hag Isaï a lakeaz Shamma da dremen ; mes Samuel a lavaraz : An Aotrou n’Hen deuz ket ken nebeut choazet hema. 10 Isaï a lakeaz he seiz vab da dremen dirag Samuel ; ha Samuel a lavaraz da Isaï : An Aotrou n’Hen deuz ket choazet ar re ma. 11 Goude Samuel a lavaraz da Isaï : Ar re ze eo da holl vugale ? Hag hen a respountaz ; Menel a ra c’hoaz ar iaouanka ; mes setu, he ves an denved. Neuze Samuel a lavaraz da Isaï : Kas d’hen kerc’het ; rag n’en em lakafomp ket euz taol ken a vezo eru ama. 12 Kas a reaz eta hag e lakeaz anezhan da zont. Hag, hen a oa melegen, gant daoulagad kaer hag eur visach kaer ; hag an Aotrou a lavaraz da Samuel : Sav-te hag eol anezhan ; rag hennez eo. 13 Neuze Samuel a gemeraz ar c’horn eol, hag a eoliaz anezhan entouez he vreudeur, hag adaleg an deiz ze Spered an Aotrou a grogaz en David. Goude Samuel a savaz, hag a ieaz da Rama.

14 Ha Spered an Aotrou a dec’haz kwit euz Saül, hag eur spered fall, kaset gant an Aotrou, hen trubulie. 15 Ha zervicherien Saül a lavaraz dezhan : Setu, eur spered fall, digaset gant Doue, a drubul ac’hanout. 16 Ra gomzo hon aotrou ; da zervicherien, pere a zo dirazout, a glasko eun den pehini a raio zoun an delen ; ha pa zeuo varnout ar spered fall, digaset gant Doue, e c’hoario an delen gant he zorn, ha te a vezo diboaniet. 17 Saül a lavaraz eta d’he zervicherien : Kavit d’in eta eun den pehini a oar c’hoari mad, ha digasit anezhan d’in. 18 Hag unan he zervicherien a respountaz hag a lavaraz : Setu, me em euz gwelet eur mab da Isaï, ar Bethlehemit, pehini a oar c’hoari ; eun den kre ha nerzuz, eur brezellier, pehini a gomz mad, den kaer, hag an Aotrou a zo ganthan. 19 Neuze Saül a gasaz kannaded da Isaï, da lavaret dezhan : Digas d’in David, da vab, pehini a zo gant an denved. 20 Hag Isaï a gemeraz eun azen samet a vara, hag eul lestrad gwin, hag eur c’havr leaz, hag ho c’hasaz da Saül, evit David, he vab. 21 Ha David a zeuaz da gaout Saül, hag en em diskwezaz dirazhan ; ha Saül he garaz kalz, hag a reaz outhan he floc’h. 22 Ha Saül a gasaz da lavaret da Isaï : Da bedi a ran, ma choumo David em zervich ; rag kavet hen deuz gras dirag va daoulagad. 23 Pa vije eta var Saül, ar spered fall, digaset gant Doue, David a gemere an delen, hag a c’hoarie varnezhi gant he zorn ; ha Saül a zialane hag a vije ezetaet, hag ar spered fall en em denne outhan.


17 Hag, ar Filistined a zastumaz ho armeou evit brezelli ; hag en em dastumjont en Soko, pehini eo Juda, hag e kampjont entre Soko hag Azeka, en Efes-Dammim. 2 Saül ive ha tud Israel en em dastumaz, hag a gampaz en traounien an derven ; hag en em renkjont en brezel a enep ar Filistined. 3 Hag, ar Filistined a oa var ar menez euz eur c’hostez, hag ar Israelited var ar menez euz eur c’hostez all, hag an draounien a oa entrezhei. 4 Neuze e teuaz er meaz euz kan ar Filistined eun den pehini en em brezantaz entre an diou arme, ha pehini a oa hanvet Goliath ; euz Gath he oa ; beza hen doa c’hwec’h illinad hag eur balmezen a huelder. 5 Eun tok arem a oa var he benn, ha gwisket he oa gant eur guirasen gaillaz, hag ar guirasen ze a boueze pemp mil sikl arem. 6 Beza hen doa ive morzedennou arem var he ziouc’har, hag eun diren arem entre he ziouskoaz. 7 Gwalen he waf a oa evel karvan ar wiaderien, ha beg he waf a boeze c’hwec’h kant sikl houarn ; hag an hini a zouge he voukl a valee dirazhan. 8 En em diskwez a reaz eta hag e kriaz da dropou renket Israel hag e lavaraz dezhei : Perag he teuet-hu er meaz evit en em renka en emgann ? N’oun me ket ar Filistin ha c’hwi, ha n’hoc’h-hu ket servicherien Saül ? Dibabet eta eun den ha ra ziskenno enep d’in me ; 9 ma hen deve ar gounid, euz en em ganna ganen, ha mar am laz, ni vezo dindanoc’h ; mes mar em be ar gounid varnezhan, ha ma he lazan, c’hwi a vezo dindanomp, ha c’hwi hon zervicho. 10 Hag ar Filistin a lavaraz : Dismeganset em euz hirie tropou renket Israel. Roit d’in eun den, hag he vrezelfomp asamblez. 11 Ha Saül hag an holl Israelited, o veza klevet komzou ar Filistin, a oe spouronet, hag ho doe eun aoun vras meurbed.

12 Ha, David a oa mab d’an den efrasian ze a Vethlehem Juda, hanvet Isaï, pehini hen doa eiz mab, hag an den ze, en amzer Saül, a oa avanset en oad. 13 Tri mab brasa Isaï a oa eet, hag ho doa heuliet Saül er brezel. Hag he dri vab pere a oa eet d’ar brezel a oa hanvet, ar c’henta Eliab, an eil Abinadab, hag an drede Sbamma. 14 Ha David oa ar iaouanka ; hag an tri gosa a heulie Saül. 15 Ha David a iea hag a zistroe digant Saül da vesa denved he dad, da Vethlehem. 16 Hag ar Filistin en em dostae beure hag abardae, hag en em diskwezaz evel se enpad daou-ugent devez.

17 Hag Isaï a lavaraz da Zavid, he vab : Kemer eta evit da vreudeur an efa gwiniz rostet ze hag an dek bara ze hag ho c’has buhan d’ar c’han, d’az preudeur ; 18 kas a ri ive dezhei an dek fourmach leaz ze da gabiten ho millier ; hag he weli da vreudeur evit anaout hag int a zo iac’h ; hag e tigasi kelou zur d’in. 19 Ha, Saül, hag int, hag holl dud Israel a oa en draounien an derven, en em ganna a enep ar Filistined.

20 David a savaz eta mintin mad, a lezaz an denved gant eun diwaller, a gemeraz he zam, hag a ieaz, evel ma hen doa Isaï gourc’hemennet dezhan, hag ec’h eruaz er c’han. Hag, an arme a iea evit en em renka en brezel, hag a loske kriadennou a vresel ; 21 hag ar Filistined hag an Israelited ho doa renket arme a enep arme. 22 Neuze David en em disammaz euz he veac’h, he lezaz entre daouarn an hini a ziwalle an traou, hag a redaz entreze renkou an arme. Dont a reaz, hag e c’houlennaz digant he vreudeur, hag int a oa iac’h ; 23 hag evel ma komze ganthei, setu, an den pehini en em lakae entre an diou arme, ar Filistin, euz Gath, hanvet Goliath, a biniaz er meaz a renkou ar Filistined hag a lavaraz ar memeuz komzou ha David a glevaz anezhei. 24 Hag holl dud Israel, pa welent an den ze, a dec’he dirazhan, hag a grene gant an aoun. 25 Hag an Israelited a lavare : Gwelet hoc’h euz-hu an den ze pehini a bin ? Evit dismegansi Israel eo piniet. Mes mar laz unan benag anezhan, ar roue a gargo anezhan a vadou ; rei a raio dezhan he verc’h, ha kwitezet e vezo ti he dad euz an tellou en Israel.

26 Neuze David a gomzaz gant an dud a oa ganthan, hag a lavaraz dezhei : Petra vezo groet d’an den a lazo ar Filistin ze, ha pehini a lamo an dismegans divar lsrael ? Rag piou eo ar Filistin ze, an didrodroc’h ze, evit dismegansi armeou an Doue beo ? 27 Hag ar bobl a adlavaraz dezhan ar memeuz komzou, hag a lavaraz dezhan : Kement se eo a vezo groet d’an den hen devezo he lazet. 28 Ha pa glevaz Eliab he vreur ena, e komze d’an dud ze, he gôler a savaz a enep David, hag e lavaraz dezhan : Perag out-te diskennet ? ha gant piou ec’h euz-te lezet an nebeut a zenved ze en distro ? Anaout a ran da ourgouil ha drougiez da galoun. Diskennet out evit gwelet an emgann. 29 Ha David a respountaz : Petra em euz groet brema ? N’eo ket eur gir dister ? 30 Hag e lezaz anezhan, mont a reaz da gaout unan all, hag e lavaraz ar memeuz komzou ; hag ar bobl a lavaraz dezhan evel er wech kenta.

31 Hag ar c’homzou hen doa David lavaret a oe klevet ; lavaret oent da Saül, hag e lakeaz anezhan da zont. 32 Ha David a lavaraz da Saül : Ra na gollo den kourach abalamour d’an den ze ; da zervicher a ielo, hag en em ganno euz ar Filistin ze. 33 Mes Saül a lavaraz da Zavid : Te na hellez ket mont a enep ar Filistin ze, evit en emganna ganthan, rag n’out ken nemert eun den iaouank, hag hen a zo eun den a vrezel, adaleg he iaouankiz. 34 Ha David a respountaz da Saül : Pa ziwalle da zervicher denved he dad, he teuaz eul leon pe eun ours, pere a gemeraz eun danvad euz an tropel ; 35 mes me a ieaz var ho lerc’h, he skei a riz, ha tenna a riz an danvad euz he c’henou ; ha pa savaz em enep, me a grogaz en he janvad, he skoaz hag he lazaz. 36 Da zervicher hen deuz lazet hag al leon hag an ours ; hag ar Filistin ze, an didrodroc’h ze, a vezo evel unan anezhei : rag dismeganset hen deuz armeou an Doue beo. 37 David a lavaraz c’hoaz : An Aotrou, pehini Hen deuz va delivret euz griffou al leon ha troad an ours, am delivro euz dorn ar Filistin ze. Neuze Saül a lavaraz da Zavid : Kea, ha ra vezo an Aotrou ganez.

38 Ha Saül a lakeaz gwiska he zillad da Zavid, a lakeaz eun tok arem var he benn, hag a wiskaz anezhan gant eur guirasen ; 39 goude David a c’hourizaz kleze Saül var he zillad, hag en em lekeaz da vale : rag biskoaz na oa en em eseat. Ha David a lavaraz da Saül : Na wifen ket bale gant an armou ma ; rag n’oun ket kustum outhei. Ha David ho lamaz divarnezhan. 40 Mes kemer a reaz he vaz en he zorn, hag e tibabaz en dour red pemp mean kompez, hag ho lakeaz en he banner a veseer penini a oa ganthan, hag en he c’hodel ; hag, he dalm en he zorn, e tostaez euz ar Filistin.

41 Ar Filistin a zeuaz ive, hag a dostaez eüz David ; hag an den a zouge he voukl a valee dirazhan. 42 Neuze ar Filistin a zellaz, hag a welaz David, hag a zisprijaz anezhan ; rag eun den iaouank, melen ha koant a visach, e oa. 43 Hag ar Filistin a lavaraz da Zavid ; Beza oun-me eur c’hi ma teuez-te d’am c’haout gant bizier ? Hag ar Filistin a villigaz David dre he zoueou. 44 Ar Filistin a lavaraz c’hoaz da Zavid : Deuz d’am c’haout, ha me a roio da gig da lapoused an env ha da loened ar parkeier. 45 Ha David a respountaz d’ar Filistin : Te a zeu a enep d’in gant ar c’hleze, ar gwaf hag an diren ; mes me, me a zeu a enep d’id en hano Aotrou an armeou. Doue armeou Israel, pere ec’h euz dismeganset. 46 Hirie an Aotrou a lakao ac’hanout entre va daouarn me a lazo ac’hanout, lemel a rin d’id da benn, ha rei a rin hirie korfou maro ar Filistined da lapoused an env ha da loened an douar ; hag an douar holl a anavezo penaoz hen deuz Israel eun Doue ; 47 hag an holl asamble ma a anavezo penaoz an Aotrou na zelivr ket dre ar c’hleze, na dre ar gwaf ; rag an emgann a zo d’an Aotrou, pehini ho lakao entre hon daouarn.

48 Hag evel ma oa ar Filistin savet, ma teue ha ma tostae da Zavid, David a hastaz, hag a redaz entrezek linen an emgann da ziarogi ar Filistin. 49 Neuze David a lakeaz he zorn en he baner, a gemeraz eur mean outhi, he daolaz gant he dalm, hag a skoaz ar Filistin en he dal ; hag ar mean a ieaz doun en he dal ; hag e kwezaz, he visach d’an douar. 50 Evel se 5David, gant eun dalm hag eur mean, a oe kreoc’h evit ar Filistin, hag e skoaz ar Filistin hag he lakeaz d’ar maro. Ha David n’hen doa kleze ebet en he zorn ; 51 ha David a redaz, en em daolaz var ar Filistin, a gemeraz he gleze, he dennaz euz he glaouier, hen lazaz, hag a droc’haz dezhan he benn. Hag ar Filistined, o welet e oa maro ho den krev, a dec’haz.

52 Neuze tud Israel ha Juda a savaz, a loskaz kriadennou a joa, hag a genredaz ar Filistined bete digor an draounien, ha bete doriou Ekron : hag ar Filistined bleset d’ar maro a gweze var hent Shaarajim, bete Gath, ha bete Ekron. 53 Goude bugale Israel a zistroaz euz kenredek ar Filistined, hag a ziwiskaz ho c’han. 54 Ha David a gemeraz penn ar Filistin, hag he gasaz da Jerusalem ; hag e lekeaz he armou en he danten.

55 Ha, pa welaz Saül David, o vont da ziaraogi ar Filistin, e lavaraz da Abner, mestr he arme : Abner, da biou eo mab an den iaouank ze ? Hag Abner a respountaz : Ken gwir ha ma vev da ine, o roue, me na ouzon netra. 56 Hag ar roue a lavaraz : Goulen da biou eo mab an den iaouank ze. 57 Ha pa zistroaz David euz laza ar Filistin, Abner he gemeraz hag he gasaz da Saül, gant penn ar Filistin en he zorn. 58 Ha Saül a lavaraz dezhan : Den iaouank, da biou out-te mab ? David a respountaz : Me a zo mab d’az servicher, Isaï, Bethlehemit.


18 Hag, adaleg ma hen doa David achuet da gomz gant Saül, ine Jonathan a oe ereet da ine David, ha Jonathan he garaz evel he ine. 2 Hag, en deiz se, Saül he gemeraz, ha n’hen lezaz ken da zistrei da di He dad. 3 Neuze Jonathan a reaz allians gant David, abalamour ma kare anezhan evel he ine. 4 Ha Jonathan a zilamaz ar vantel a zouge, hag he roaz da Zavid, gant he zillad, ha bete he gleze, he warek hag he c’houriz. 5 Ha David a iea er meazou ; mont a rea mad dre an holl lec’hiou ma kase Saül anezhan, ha Saül a lakeaz anezhan mestr var an dud a vrezel : hag e plije d’an holl bobl, ha memeuz da zervicherien Saül.

6 Hag evel ma tistroent, pa zistroe David euz diskar ar Filistin, e teuaz er meaz gragez euz holl geariou Israel, o kana hag ho tansal, araog ar roue Saül, gant taboulinou, gant kriadennou a joa, ha gant trigorniou ; 7 hag ar gragez pere a c’hoarie benviou en em respounte an eil d’eben, o lavarout :

Saül hen deuz skoet he vil,
Ha David he zek mil.

8 Ha Saül a oe gwal fuloret, hag ar gomz ze a zisplijaz dezhan ; roet ho deuz, a lavaraz, dek mil da Zavid, ha d’in me mil ; ne vank ken dezhan eta nemert ar rouantelez. 9 Adaleg an deiz ze, Saül a wele David a lagad fall.

10 Hag e c’hoarvezaz, an deiz varlerc’h, penaoz ar spered fall, kaset gant Doue, a grogaz en Saül, hag hen dije kaouadou en kreiz he di. Ha David a c’hoarie gant he zorn var an delen, evel en deiziou a11, ha Saül a oa ganthan eur gwaf en he zorn ; neuze Saül a savaz he waf, o lavaret ennhan he unan : Skei a rin David hag ar voger ; mes David en em distroaz outhan, abarz diou wech. 12 Ha Saül hen doa aoun, dirag presans David, abalamour ma oa an Aotrou ganthan, ha ma oa eat kwit digant Saül. 13 Abalamour da ze Saül a belleaz anezhan outhan, hag he lekeaz da gabiten var mil den, hag ez ea hag e teue en penn ar bobl. 14 Ha David a zeue a ben euz kement a gemere ; hag an Aotrou a oa ganthan. 15 Ha Saül, o welet penaoz he oe David euruz, a zouje anezhan. 16 Mes holl Israel ha Juda a garie David, abalamour ma ez ea ha ma teue en ho raok.

17 Ha Salll a lavaraz da Zavid : Setu, e roin d’id evid greg Merab, va merc’h ena ; bez d’in hepken eur zoudard vaillant, hag en emgann er brezelliou an Aotrou. Ha Saül a lavare : Ra na vezo ket va dorn varnezhan, mes ra vezo dorn ar Filistined varnezhan. 18 Ha David a respountaz da Saül : Piou oun, ha pehini eo va buez, ha famil va zad en Israel, ma vefen me mab-kaer d’ar roue ? 19 Hag, en amzer ma tleet rei Merab, merc’h Saül, da Zavid, e oe roet da vreg da Adriel, Meholatit. 20 Mes Mikal, merc’h Saül, a garaz David ; hag e oe lavaret da Saül, hag an dra a blijaz dezhan. 21 Ha Saül a lavaraz : Me a roio anezhi dezhan, abalamour ma vezo en pech dezhan, ha ma vezo dorn ar Filistined varnezhan. Saül a lavaraz eta da Zavid evit an eilved gwech : Te a vezo va mab-kaer hirie.

22 Ha Saül a roaz an urz ma d’he zervicherien : Komzet da Zavid en kuz, ha livirit dezhan : Setu, ar roue hen deuz bolonte vad evidout, hag he holl zervicherien a gar ac’hanout : bez eta brema mab-kaer d’ar roue. 23 Servicherien Saül a adlavaraz eta an holl gomzou ze da Zavid ; ha David a lavaraz : Nebeut a dra eo dirag ho taoulagad beza mab-kaer d’ar roue ? Ha me a zo eun den paour ha dister. 24 Ha servicherien Saül a lavaraz dezhan, evelhen : David hen deuz lavaret eun hevelep komzou. 25 Ha Saül a lavaraz : Komz a refet evelhen da Zavid : Ar roue na c’houlen ket a roou, mes kant pod-mezen Filistin, evit ma vezo ar roue vanjet euz he enebourien. Ha, Saül hen doa c’hoant da lakaat David da gweza entre daouara ar Filistined. 26 Ha servicherien Saül a zigasaz ar c’homzou ma da Zavid, hag e fellaz da Zavid dont da veza mab-kaer d’ar roue. Hag araog ma oe deuet an deiziou, 27 David a savaz, hag a ieaz, hen hag he dud, hag a skoaz daou c’hant den euz ar Filistined ; hag a zigasaz ho fodou-mezen, hag ho roaz niveret mad d’ar roue, evit ma vije mab-kaer d’ar roue. Saül a roaz dezhan eta he verc’h Mikal da vreg. 28 Neuze Saâl a welaz hag a gomprenaz penaoz e oa an Aotrou gant David ; ha Mikal, merc’h Saül, a garie anezhan. 29 Mes Saül a gendalc’haz da souja David muoc’h c’hoaz, hag a oe bepred enebour da Zavid.

30 Ha, kabitened ar Filistined en em lekeaz var ar meaz ; ha bep gwech ma ez eent, David hen dije muoc’h a c’hounid evit holl zervicherien Saül, hag he hano a oe bruded bras.


19 Ha Saül a gomzaz da Jonathan, he vab, ha d’he holl zervicherien, euz lakaat David da vervel ; mes Jonathan, mab Saül, a garie kalz David. 2 Abalamour da ze, Jonathan a roaz kement ma da anaout da Zavid, hag e lavaraz dezhan : Saül, ma zad, a glask laza ac’hanout ; brema eta, en em dalc’h var evez, me az ped, adaleg ar beure, ha choum a du, hag en em guz ; 3 ha me, me en em dalc’ho hag a ielo en kichen va zad, er park el lec’h ma vezi ; rag komz a rin ac’hanout d’am zad, hag e welin petra a vezo en ze ; me he raio da anaout d’id. 4 Jonathan a gomzaz eta en mad euz David da Saül, he dad, hag e lavaraz dezhan : Ra na bec’ho ket ar roue a enep he zervicher David ; rag n’hen deuz ket pec’het a enep d’id ; ha kement hen deuz groet a zo zoken evit da vad. 5 Lakeat hen deuz he vuez en riskl evidout, ha skoet ar Filistin, hag an Aotrou Hen deuz groet dreizhan eun delivrans vras evit Israel holl ; gwelet ec’h euz kement se hag ec’h euz bet joa ; 6 perag eta e pec’hfez-te a enep ar goad didamall en eur lakat David d’ar maro hep abek ? Ha Saül a zelaouaz mouez Jonathan ; ha Saül a douaz, o lavarout : An Aotrou a zo beo ! n’he varvo ket. 7 Neuze Jonathan a c’halvaz David, hag a lavaraz dezhan an holl draou ze. Ha Jonathan a zigasaz David da Saül, hag e oe en he zervich evel diagent.

8 Hag ar brezel a addigoraz, ha David a ieaz er meaz hag en em gannaz a enep ar Filistined, hag e reaz eun distruj bras ; hag e tec’hent araog dezhan. 9 Mes ar spered fall, kaset gant an Aotrou, a oe var Saül, pehini a oa azezet en he di, he waf en he zom ; ha David a c’hoarie gant he zorn var an delen. 10 Neuze Saül a glaskaz skei David gant he waf a enep ar voger ; mes tec’hel a reaz dirag Saül, pehini gant he waf a skoaz kostez ar voger ; ha David a dec’haz hag a ieaz kwit en noz ze. 11 Mes Saül a gasaz tud entrezek ti David, evit he ziwall hag evit he lakaat d’ar maro euz ar mintin ;ha Mikal, greg David, a zigemennaz anezhan, o lavarout : Ma na dec’hez ket en noz ma, varc’hoaz e vezi lakeat d’ar maro. 12 Ha Mikal a lekeaz David da zisken dre ar prenest ; hag hen a ieaz kwit, a dec’haz hag a oe saveteet. 13 Goude Mikal a gemeraz an Therafim hag he lekeaz er gwele, hag a lekeaz euz he benn eur valin bleo garv, hag e c’holoaz gant eur golo. 14 Ha pa gasaz Saül tud da gemer David, hi a lavaraz : Klanv eo. 15 Neuze Saül a adkasaz be dud da welet David, o lavarout : Digasit anezhan d’in en he wele, evit ma lakain anezhan d’ar maro. 16 Ar re gaset a zeuaz eta, ha setu, an Therafim a oa er gwele, hag eur valin bleo garv euz he benn. 17 Ha Saül a lavaraz da Vikal : Perag ec’h euz va zromplet evel se, ha lezet va enebour da vont kwit, en hevelep doare ma eo en em saveteet ? Ha Mikal a respountaz da Saül : Lavaret hen deuz d’in : Lez ac’hanoun da vont kwit ; perag e lazfen me ac’hanout ?

18 Evel se David a dec’haz, a oe saveteet, hag a zeuaz da gaout Samuel da Rama, hag e lavaraz dezhan kement hen doa Saül groet dezhan. Mont a reaz neuze gant Samuel, hag he choumjont en Najoth. 19 Hag e oe lavaret da Saül, o lavarout : Setu David a zo en Najoth, tost da Rama. 20 Neuze Saül a gasaz tud da gemer David, hag e weljont eun asamble brofeded pere a brofetize, ha Samuel en he za, pehini a genrene varnezhei ; ha Spered Doue a zeuaz var re gaset Saül, hag e profetisjont ive. 21 Ha pa oe lavaret da Saül, e kazaz tud all pere a brofetizaz ive. Ha Saül a gasaz kannaded evit an deirved gwech, hag e profetisjont ive. 22 Mont a reaz neuze he unan da Rama, hag he teuaz beteg ar puns bras a zo en Seku, hag e c’houlennaz, hag e lavaraz : Pelec’h ema Samuel ha David ? Hag e oe respountet dezhan : Setu int-hi en Najoth, tost da Rama. 23 Mont a reaz eta da Najoth tost da Rama, ha Spered Doue a oe ive varnezhan, hag e profetizaz o kenderc’hel he hent, bete ma oe en em gavet en Najoth tost da Rama. 24 En em diwiska a reaz ive zoken euz he zillad, hag e profetizaz, hen ive, dirag Samuel, hag en em daolaz en noaz var an douar enpad an holl deiz ze hag an holl noz ze. Dre ze eo e Leverer : Saül ha beza ema ive entouez ar brofeded ?


20 David o tec’hel euz Najoth, pehini a zo tost da Rama, a zeuaz da gaout Jonathan, hag a lavaraz dirazhan : Petra em euz groet, pehini eo ma fallentez, ha pehini eo ma fec’hed dirag da dad, ma klask va buez ? 2 Hag hen a lavaraz dezhan : Doue da viro ! na varvi ket. Setu, va zad n’he ra netra, na bihan na bras, hep e lavaret d’in, ha perag e kuzfe ma zad ouzin an dra ma ? 3 An dra ze n’ema ket. Neuze David, o touet, a lavaraz c’hoaz : Da dad a oar a-dra-zur penaoz oun ebarz da c’hrasou mad, hag hen devezo lavaret : Ra na wio ket Jonathan kement ma, gant aoun na ve glac’haret he galoun a ze. Mes, a-dra-zur, evel ma eo an Aotrou beo, hag evel ma eo beo da ine, n’euz nemert eur gamed entre me hag ar maro.

4 Neuze Jonathan a lavaraz da Zavid : Petra a fell d’id a rafen ? ha me hen raio evidout. 5 Ha David a lavaraz da Jonathan : Setu, ema al loar nevez varc’hoaz, ha me a dleo azeza gant ar roue da zibri mes lez ac’hanoun da vont kwit, ha ma en em guzin er parkeier bete abardaez an drede deiz. 6 Mar goulen da dad divar ma fenn, te a respounto ; David hen deuz goulennet ouzin beza lezet da vont en hast da Vethlehem, he gear, abalamour ma ra he holl famil eur sakrifis ar bloaz eno. 7 Mar lavar evelhen : Mad eo ze ! pep tra a ia mad evit da zervicher ; mes ma en em laka en koler, anavez penaoz eo an drouk resolvet euz he beurz. 8 Gra eta ar c’hras ze d’az servicher, pa ec’h euz lakeat da zervicher da vont en allians ganez en hano an Aotrou. Mes mar deuz eur fallentez benag ennoun, laka ac’hanoun da vervel da unan ; rag perag am c’hasfez-te d’az tad ? 9 Ha Jonathan a lavaraz dezhan : Pell ouzit ar sonj ze ! rag ma wefeen hen defe ma zad resolvet digas an distruj varnout, ha na rofen ket ze da anaout d’id ? 10 Ha David a respountaz da Jonathan : Piou a raio d’in da anaout hag hen he respounto da dad d’id eun dra benag a zroug ? 11 Ha Jonathan a lavaraz da Zavid : Deuz, ha deomp d’ar parkeier.

12 Ha mont a rejont ho daou d’ar parkeier. Neuze Jonathan a lavaraz da Zavid : Ken gwir ha ma eo an Aotrou Doue Israel, me a fouillo ma zad vardro an heur ma, varc’hoaz pe goude varc’hoaz ; ha setu, mar be favorabl da Zavid, ha ma na zigasan ket neuze d’az kaout ha ma n’he roan ket da anaout d’id, 13 ra raio an Aotrou da Jonathan hervez an diveza rustler ! Mar plij d’am zad ober drouk d’id, me he raio ive da anaout d’id ; ha me az lezo da vont, ha te a ielo en peoc’h ; ha ra vezo an Aotrou ganez evel ma eo bet gant va zad ! 14 Mes ive, ma vefen c’hoaz beo, ha na vezi-te ket madelezuz em c’henver euz a vadelez an Aotrou, en hevelep doare ma ne varvin ket, 15 ha ma na denni ket da vadelez euz va zi, da viken, nan zoken pa Hen devezo an Aotrou dilamet holl enebourien David a zivar gorre an douar ? 16 Ha Jonathan a reaz konvenans gant ti David, hag a lavaraz : Ra denno an Aotrou vanjans euz a enebourien David ! 17 Jonathan a lakeaz c’hoaz David da douet dre ar garante a zouge dezhan ; rag karout a rea anezhan evel he ine.

18 Ha Jonathan a lavaraz dezhan : Varc’hoaz ema al loar nevez, hag he vezo goulennet divar da benn ; rag da blas a vezo goullo ; 19 mes, goude 19 varc’hoaz, ho tiskenni buhan, hag he teui var zu al lec’h ma oaz kuzet, en deiz an dra ze, hag he choumi en tal mean Ezel ; 20 ha me a denno teir miren a goste, evel ma tenjen var eun dra benag ; ha setu, me a gaso eun den iaouank hag e lavarin dezhan : Kea, ha kav ar mirennou. 21 Mar lavaran d’ar paotr ze : Setu, ar mirennou a zo en tu ma d’id, kemer anezhei ; neuze deuz, pep tra a ia mad evidout, ha n’euz netra da zouja : an Aotrou a zo beo ! 22 Mes mar lavaran d’ar paotr iaouank : Setu, ar mirennou a zo en tu all d’id ; neuze tec’h, rag an Aotrou az kas kwit. 23 Mes divarbenn ar gir pehini omp en em roet, te ha me, setu, an Aotrou zo test entre te ha me, da viken.

24 David en em guzaz eta er parkeier. Hag al loar nevez o veza deuet, ar roue a azezaz evit kemer he bred. 25 Hag ar roue a azezaz var he gador, evel er gwechou all, var ar gador euz ar voger ; ha Jonathan a savaz, hag Abner a azezaz euz koste Saül, mes plas David a oa goullo. 26 Ha Saül na lavaraz netra en deiz se ; rag lavaret a rea : Eun dra benag a zo eruet ganthan, pehini a ra n’eo ket pur ; a-dra-zur n’eo ket pur. 27 Mes an deiz varlerc’h euz al loar nevez an eil devez, plas David a oe c’hoaz goullo ; ha Saül a lavaraz da Jonathan, he vab : Perag n’eo ket deuet mab Isaï da zibri, na dec’h, nag hirie ? 28 Ha Jonathan a respountaz da Saül : David hen deuz goulennet stard ouzin beza lezet da vont da Vethlehem ; 29 hag hen deuz lavaret : Lez ac’hanoun da vont, me az ped ; rag beza hon euz eur sakrifis a famil en kear, ha va breur hen deuz gourc’hemennet d’in en em gaout eno ; brema eta, mar em euz kavet trugarez dirag da zaoulagad, ma ez afen, me az ped, da welet va breudeur. Abalamour da ze eo ne ket deuet euz taol ar roue. 30 Neuze koler Saül en em dannaz a enep Jonathan, hag e lavaraz dezhan : Mab an drougiez hag an diroll, na ouzout-te ket mad penaoz ec’h euz choazet mab Isaï, en da vez, hag en mez da vam ? 31 Rag en keit ha ma vevo mab Isaï var an douar, na vezi biken dalc’huz, na te, na da rouantelez ; brema eta kas d’hen kerc’het, ha digas anezhan d’in ; rag dîn eo a varo. 32 Ha Jonathan a respountaz da Saül, he dad, hag a lavaraz dezhan : Perag e vefe lakeat d’ar maro ? Petra hen deuz groet ? 33 Mes Saül a ijaz he waf a enep dezhan evit he skei. Neuze Jonathan a anavezaz hen doa he dad resolvet lakaat David d’ar maro. 34 Ha Jonathan a savaz euz taol drouk vras ennhan, ha na gemeraz ket he bred an eil deiz euz al loar nevez ; rag glac’haret he oa abalamour da Zavid, dre ma hen doa he dad he zismeganset.

35 Hag ar beure deuet, Jonathan a ieaz d’ar parkeier, el lec’h ma oa en em glevet gant David ; hag e tigasaz ganthan eur paotrik bihan ; 36 hag e lavaraz d’ar paotr ze : Red, kav d’in ar mirennou ez an da denna. Ar paotr a redaz, ha Jonathan a dennaz eur viren en tu all dezhan. 37 Pa deuaz ar paotr bete ar viren hen doa Jonathan tennet, Jonathan a griaz var he lerc’h, hag a lavaraz aezhan : Ar viren ha n’ema hi ket en tu all d’id ? 38 Ha Jonathan a griaz varlerc’h ar paotr : Buhan, hast-te, na choum ket he sa ! Ha paotr Jonathan a zastumaz buhan ar viren, hag a zeuaz da gaout he vestr. 39 Mes ar paotr na wie netra ; n’he oa nemert David ha Jonathan pere a anaveze an affer. 40 Ha Jonathan a roaz he armou d’ar paotr pehini a oa ganthan, hag a lavaraz dezhan : Kea, kas anezhei en kear. 41 Ar paotr a ieaz ; ha David a savaz euz koste ar c’hreisteiz, en em daolaz he visach d’an douar, hag en em stouaz teir gwech ; goude en em vriatjont an eil egile, nag e weljont ho daou, ha memeuz David a wele gwal galz. 42 Ha Jonathan a lavaraz da Zavid : Kea en peoc’h, hervez ar pez hon deuz touet hon daou, en hano an Aotrou, o lavarout : An Aotrou a vezo entre me ha te, hag entre va lignez ha da lignez, da viken. 43 David a savaz eta hag a ieaz kwit, ha Jonathan a zistroaz en kear.


21 Ha David a zeuaz da Nob da gaout1 Akimelek, ar sakrifier ; hag Akimelek, gwal spouronet, a redaz araog David, hag a lavaraz dezhan : A belec’h e teu ma out da unan, ha ma n’hen deuz den ganez ? 2 Neuze David a lavaraz da Akimelek, ar sakrifier : Ar roue hen deuz roet d’in eun urz, hag hen deuz lavaret d’in : Ra na anavezo den netra euz an affer evit pehini em euz da gaset, ha pehini em euz gourc’hemennet d’id. Hag em euz pedet ma zud da vont en eul lec’h. 3 Brema eta petra a zo en da zorn ? Ro d’in pemp bara, pe pez a vezo kavet. 4 Hag ar sakrifier a respountaz da Zavid hag a lavaraz : N’em euz ket a vara kommun dindan va dorn, beza em euz bara zagr ; mes da dud en em viret int da vihana eüz gragez ? 5 Ha David a respountaz d’ar sakrifier, hag a lavaraz dezhan : A-dra-zur, ar gragez a zo bet pell ouzomp, abaoe dec’h hag an deiz araog ma oun eet kwit ; ha besellou ma zud a zo pur ; ha mar d’eo ze eur c’his dibur, e vezo hirie purifiet dre ar besel. 6 Ar sakrifier a roaz dezhan eta ar bara zagr ; rag n’he oa ken eno a varaou all, nemert ar baraou a ginnig, pere a oa bet dilamet a zirag an Aotrou, evit lakaat eno bara tom, en deiz ma oa dilamet egile.

7 Hag en deiz se, eun den a douez servicherien Saül en em dalc’he eno, dirag an Aotrou ; hanvet he oa Doeg, an Idumean, mestr meserien Saül.


8 Ha David a lavaraz da Akimelek : Nec’h euz-te ket dindan da zorn eur waf pe eur c’hleze benag ? rag n’em euz ket kemeret va c’hleze na va armou ganen, dre ma oa affer ar roue presset. 9 Hag ar sakrifier a lavaraz : Setu kleze Goliath, ar Filistin pehini ec’h euz lazet en traounien an derwen ; paket eo en eur vezeren en drek an efod ; mar fell d’id he gemeret evidout, kemer anezhan ; rag n’hen deuz ama hini all ebet nemert hennez. Ha David a lavaraz : N’euz ket a henvel outhan ; ro anezhan d’in.

10 Neuze David a savaz, hag a dec’haz en deiz ze a zirag Saül, hag ez eaz da gaout Akish, roue Gath.

11 Ha zervicherien Akish a lavaraz dezhan : N’eo ket hennez David, roue ar vro ? N’eo ket hennez an hini a behini e lavaret, o kana en danzou :

Saül hen deuz lazet he vil,
Ha David he zek mil ?

12 Ha David a oe souezet gant ar c’homzou ze, hag hen doe eun aoun vras euz Akish, roue Gath. 13 Hag e kuzaz he rezon dirag ho daoulagad, hag e reaz ar zodik entre ho daouarn ; ober a rea merkou var an doriou, hag e leze he granch da gweza var he varo. 14 Neuze Akish a lavaraz d’he zervicherien : Gwelet mad a rit eo zot an den ze ? Perag oc’h euz-hu he zigaset d’in ? 15 Mankout a rea tud diskiant ama, ma hoc’h euz digaset hema d’in, evit ober an diskiant dirazoun ? Dont a rafe an den ze em zi ?


22 Ha, David a ieaz ac’hane, hag en em zavetaez en kavarn Adullam hag he vreudeur hag holl di he dad oc’h anaout kement se, a ziskennaz d’he gaout eno. 2 Hag ar re holl ive pere a oa diez en ho afferou, hag ar re holl ho doa gleou, hag ar re holl ho doa ar galoun leun a c’hwervder, en em zastumaz d’he gaout, hag he oe ho mestr ; beza e oe evel se ganthan vardro pevar c’hant den.

3 Neuze David a ieaz ac’hane da Vitspe euz Moab. Hag e lavaraz da roue Moab : Da bedi a ran, ma ez ai va zad ha va mam ganeoc’h, ken a vezo gwelet petra a raio Doue ac’hanoun. 4 Hag e tigasaz anezhi dirag roue Moab, hag e choumjont ganthan enpad an holl amzer ma oe David er c’hre ze. 5 Ha Gad, ar profed, a lavaraz da Zavid : Na choum ket er c’hre ze ; tec’h, ha kea en bro Juda. David a ieaz eta, hag a zeuaz en forest Hereth.

6 Ha Saül a anavezaz e oa dizoloet David, hag an dud a oa ganthan. Ha, Saül a oa azezet dindan eun tamarin var an huelder, en Guibea, he waf en he zorn : hag he holl zervicherien en em dalc’he dirazhan. 7 Ha Saül a lavaraz d’he zervicherien, pere en em dalc’he dirazhan : Selaouet, Benjamited : mab Isaï, rei a raio deoc’h-hu, holl, parkeier ha gwiniennou ? ho lakaat a raio holl mestrou a villierou hag a gantchou ? 8 ma oc’h holl en em savet em enep, ha ma n’hen deuz nikun* ac’hanoc’h lavaret d’in hen deuz va mab groet allians gant mab Isaï, ha ma n’hen deuz hini ac’hanoc’h bet poaniet euz va stad, ha lavaret d’in hen deuz va mab savet va zervicher em enep, evit stinia pechou d’in, evel ma ra hirie. 9 Neuze Doeg, an Idumean, pehini oa mestr zervicherien Saül, a respountaz hag a lavaraz : Gwelet em euz mab Isaï o tond da Nob, da gaout Akimelek, mab Akitub, 10 pehini hen deuz kuzuliet an Aotrou evithan, ha roet dezhan bevans ; roet hen deuz dezhan ive kleze Goliath, ar Filistin.

11 Neuze ar roue a gasaz da c’hervel Akimelek, mab Akitub, ar sakrifier, hag holl famil he dad, ar sakrifierien pere a oa deuet da Nob ; hag he teujont holl da gaout ar roue. 12 Ha Saül a lavaraz : Selaou, mab Akitub. Hag hen a respountaz : Setu me ama, va aotrou. 13 Neuze Saül a lavaraz dezhan : Perag oc’h euz-hu dispazet a enep d’in, te ha mab Isaï, pa ec’h euz roet dezhan bara hag eur c’hleze, ha ma ec’h euz kuzultet Doue evithan, evit ma savje a enep d’in, ha ma stinje pechou d’in, evel ma ra hirie ? 14 Hag Akimelek a respountaz d’ar roue, hag a lavaraz : Ha piou eta, a douez da holl zervicherien, a zo ken fidel ha David, mab-kaer ar roue, pehini a zo eat en da urz, ha pehini a zo enoret ez ti ? 15 Beza em euz kommanset hirie da guzulti Doue evithan ? Pell ouzin ar sonj ze ! Ra na lakao ket eta ar roue var da zervicher, na var holl di va zad netra a gement se ; rag da zervicher ne anavez netra, na bihan na bras. 16 Hag ar roue a lavaraz : A-dra-zur, mervel a ri, Akimelek, te hag holl famil da dad ! 17 Neuze ar roue a lavaraz d’an archerien pere en em dalc’he dirazhan : Distroet, ha lakait d’ar maro sakrifierien an Aotrou ; abalamour ma ho deuz prestet ive an dorn da Zavid, ma ho deuz anavezet e tec’he ha n’ho deuz ket he lavaret d’in. Mes servicherien ar roue na fellaz ket dezhei dougen ho dorn nag en em deurel var sakrifierien an Aotrou. 18 Neuze ar roue a lavaraz da Zoog : Distro-te, hag en em daol var ar sakrifierien. Ha Doeg, an Idumean, a zistroaz hag en em daolaz var ar sakrifierien, hag a lazaz en deiz se pemp ha pevar-ugent den pere a zouge an efod lin ; 19 hag a lekeaz laza gant ar c’hleze en Nob, kear ar sakrifierien, ar wersed hag ar gragez, ar vugale hag ar re a zene ; an ijened ive, an azened, hag al loaned munud dre laonien ar c’hleze.

20 Koulskoude, unan a vibien Akimelek, mab Akitub, pehini a oa galvet Abiathar, en em zaveteaz hag a dec’haz da gichen David. 21 Hag Abiathar a lavaraz da Zavid, penaoz hen doa Saül lazet sakrifierien an Aotrou. 22 Ha David a lavaraz da Abiathar : Sonjet em boa mad, en deiz se, pa en em gave Doeg an Idumean eno, na vankje ket da lavaret da Saül. Me a zo kiriek da varo an holl dud ze a famil da dad ; 23 choum ganen ; n’az pez aoun dirag netra ; rag an hini a glask va buez, a glask da hini ; diwallet mad e vezi ganen me.


23 Hag, e oe lavaret da Zavid evel-hen : Setu ar Filistined a ra ar brezel da dud Keila, hag a ziwisk al leuriou. 2 Ha David a guzultaz an Aotrou, o lavarout : Mont a rin, ha skei a rin ar Filistined ze ? Hag an Aotrou respountaz da Zavid : Kea, ha sko ar Filistined ze, ha delivr Keila. 3 Ha tud David a lavaraz dezhan : Setu, ni hon deuz aoun ama, en bro Juda ; petra he vezo eta mar deomp da Geila, a enep soudarded ar Filistined ? 4 Dre ze David a guzultaz c’hoaz an Aotrou ; hag an Aotrou a respountaz : Sav-te, disken en Keila ; rag lakeat a rin ar Filistined en da zaouarn. 5 Neuze David a ieaz gant he dud da Geila, hag a gannaz ar Filistined, hag a zigasaz ho loaned, hag he reaz eun distruj vras ; ha David a zelivraz tud Keila.

6 Ha, pa dec’haz Abiathar, mab Akimelek, da gaout David da Geila, ez eaz di, o kaout an efod entre he zaouarn.

7 hag e oe lavaret da Saül e oa deuet David da Geila ; ha Saül a lavaraz : Doue Hen deuz he lekeat entre va daouarn ; rag, en eur vont en eur gear pehini he deuz doriou ha barrennou, eo en em zerret. 8 Ha Saül a bedaz an holl bobl d’ar brezel, evit disken da Geila abalamour da gelc’hia David hag he dud. 9 Mes David, o veza anavezet penaoz he c’hijine Saül en he enep, evit he goll, a lavaraz d’ar sakrifier Abiathar : Digas an efod. 10 Neuze David a lavaraz : Aotrou, Doue Israel, da zervicher hen deuz klevet lavaret e klask Saül dont a enep Keila, evit distruja kear abalamour d’in ; 11 lakaat a raio chefou Keila ac’hanoun entre he zaouarn ? Saül disken a raio, evel hen deuz klevet da zervicher lavaret ? Aotrou, Doue Israel, lavar ze, me az ped, d’az zervicher. Hag an Aotrou a respountaz : Disken a raio. 12 David a lavaraz c’hoaz : Chefou Keila ma lakaat a rafont, me ha va zud, entre daouarn Saül ? Hag an Aotrou a respountaz : Da lakaat a rafont. 13 Neuze David a savaz gant he dud, vardro c’hwec’h kant den, hag e teujont euz Keila, hag ez ejont el lec’h ma heljont ; hag e oe lavaret da Saül e oa David eet kwit euz Keila ; hag e paouezaz da vale.

14 Ha David a choumaz en distro, el lec’hiou kre, hag en em dalc’haz var ar menez, en distro Ziph. Ha Saül he glaske bemdez ; mes Doue na lekeaz ket anezhan entre he zaouarn. 15 David, o welet eta penaoz he oa Saül eat da glask he vuez, en em dalc’he en distro Ziph, er forest. 16 Neuze Jonathan, mab Saül, a savaz hag a ieaz da gaout David, d’ar forest, hag hen nerzaz en Doue ; hag e lavaraz dezhan : 17 N’az pez ket a aoun ; rag dorn Saül, ma zad, na gavo ket ac’hanout, mes ren a ri var Israel, ha me a vezo an eil var da lerc’h ; ha Saül, ma zad, a anavez kement ze ive mad. 18 Ober a rejont eta, ho daou, allians dirag an Aotrou. Ha David a choumaz er forest, ha Jonathan a zistroaz d’he di.

19 Hag, ar Zified a biniaz da gaout Saül da Guibea, hag e leverjont dezhan : David ha n’en em hen ket kuzet en hon zouez, el lec’hiou kre, er forest, en tosen pehini a zo er c’hreisteiz euz bro Jeshimon ? 20 Brema eta, o roue, mar fell d’id disken, deuz hag e vezo deomp ni he lakaat entre daouarn ar roue. 21 Ha Saül a lavaraz : Ra vennigo an Aotrou ac’hanoc’h, euz ma oc’h euz bet truez ouzin ! 22 It eta, lakait evez ; anavezit ha gwezit al lec’h ma hen devezo lakeat he dreid, ha piou hen devezo he welet ; rag lavaret zo d’in eo fin bras. 23 Anavezit eta ha gwezit, euz an holl diskwizou, an hini ema kuzet ; neuze distroet d’am c’haout, pa vefet zur a gement se, ha me a ielo ganeoc’h. Ha mar ema er vro, me hen klasko gant evez en holl villierou Juda. 24 Sevel a rejont eta hag ez ejont da Ziph, araog Saül ; mes David hag he dud a oa en distro Maori, er blenen, er c’hreisteiz euz ar vro glac’haret.

25 Neuze Saül hag he dud a ieaz d’ho c’hlask ; mes lavaret e oe da Zavid, hag e tiskennaz ar roc’h hag he choumaz en distro Maon. Saül, o veza anavezet kement se, a genredaz David en distro Maon. 26 Ha Saül a valee en eur c’hoste ar menez, ha David hag he dud a valee er c’hostez all d’ar menez ; ha David a haste mont araog Saül. Mes evel ma kelc’hie Saül hag he dud David hag he re evit o c’hemer, 27 eur c’hannad a zeuaz da gaout Saül, hag a lavaraz dezhan : Hast, ha deuz ; rag ar Filistined a zo en em daolet var ar vro. 28 Neuze Saül a zistroaz euz a genredek David, hag a ieaz entrezek ar Filistined. Abalamour da ze e oa hanvet al lec’h ze, Sela Hammachlekoth. Goude David a biniaz ac’hane, hag a choumaz en lec’hiou kre En-Guedi.


24 Ha pa oe deuet Saül euz kenredek ar Filistined, e oe groet dezhan ar gir ma o lavarout : Setu David a zo en distro En-Guedi. 2 Neuze Saül a gemeraz tri mil den, dibabet a Israel holl, hag ez eaz da glask David hag he dud, bete gereg ar chamoed. 3 Hag he teuaz en parkeier an denved, tost d’an hent, hag e oa eno eur c’havarn, en pehini ez eaz Saül evit he ezomou ; ha David hag he dud a oa en fons ar c’havarn. 4 Ha tud David a lavaraz dezhan : Setu an deiz en pehini Hen deuz an Aotrou lavaret d’id : Lakaat a ran da enebour entre da zaouarn ; te a raio dezhan evel ma kavi mad. Ha David a savaz ha, goustadik a droc’haz paskeden mantel Saül. 5 Mes, goude ze, David a oe touchet en he galoun euz ma hen doa troc’het paskeden mantel Saül, hag e lavaraz d’he dud : Ra ziwallo an Aotrou ac’hanoun da ober a enep va Aotrou, a enep eoliet an Aotrou, eun dra evel lakaat va dorn varnezhan ! rag eoliet an Aotrou eo. 7 Ha David a aretaz he dud dre ar c’homzou ze, ha na lezaz ket anezhei d’en em zevel a enep Saül. Goude Saül a savaz euz ar c’havarn hag a gendalc’haz he hent.

8 Goude ze, David a savaz, hag a ieaz euz ar c’havarn, hag a ieaz euz ar c’havarn, hag a griaz varlerc’h Saül, o lavarout : Va aotrou ha va roue ! Ha Saül, a zellaz var he lerc’h, ha David en em blegaz, he visach d’an douar, hag en em stouaz. 9 Ha David a lavaraz da Saül : Perag e selaouez-te komzou an dud pere a lavar d’id : Setu David a glask da goll ? 10 Setu, da zaoulagad ho deuz gwelet, en deiz ma, penaoz an Aotrou Hen deuz lakeat ac’hanout hirie entre va daouarn, er c’havarn, ha lavaret ez euz d’in laza ac’hanout ; mes da esperniet em euz, hag em euz lavaret : Na lakain ket an dorn var va Aotrou ; rag eoliet an Aotrou eo. 11 Sell, ma zad, sell euz paskeden da vantel pehini a zo em dorn ; pa em euz troc’het paskeden da vantel, ha pa n’em euz ket lazet ac’hanout, gwez hag anavez penaoz n’euz ket a zrougiez nag a zizlealded ennoun, ha penaoz n’em euz ket pec’het a enep d’id ; ha te a spi va buez evit he lemel diganen ! 12 An Aotrou a vezo barner entre te ha me, hag an Aotrou a vanjo ac’hanoun ouzit ; mes ma dorn na vezo ket varnout. 13 An drouk a zeu euz ar re fall, evel ma lavar lavar ar re ansien ; evel se va dorn na vezo ket varnout. 14 Varlerc’h piou eo eat roue Israel ? Piou a genredez-te ? Eur c’hi maro, eur c’hoanen ! 15 An Aotrou eta a vezo barner ; barna a raio entre te ha me ; sellet a raio, ha pledi a raio va c’hoz, ha ober a raio eeünder d’in, o lemel ac’hanoun euz da zorn.

16 Hag, adaleg ma hen doa David achuet da lavaret ar giriou ze da Saül, Saül a lavaraz : Honnez eo da vouez, va mab David ? Ha Saül a savaz he vouez hag a c’harmaz. 17 Hag e lavaraz da Zavid : Eeunoc’h out evidoun ; rag roet ec’h euz d’in ar mad evit an drouk em euz groet ; 18 ha 18 diskwezet ec’h euz hirie penaoz he rez mad em c’henver ; rag an Aotrou Hen doa ma lekeat entre da zaouarn, ha n’ec’h euz ket va lazet. 19 Ha, pa gav eun den he enebour, hag he lezel a ra da vont kwit iac’h ha mad ? Ra raio an Aotrou vad d’id, evit ar pez ec’h euz groet d’in hirie ! 20 Ha 20 brema, setu, me a oar a-dra-zur e reni, ha penaoz rouantelez Israel a vezo stard entre da zaouarn. 21 Tou d’in eta brema, dre an Aotrou, na zistruji ket ma ras ma goude, ha penaoz na zistruji ket va hano euz a di va zad. 22 Ha David a douaz ze da Saül. Neuze Saül a ieaz d’he di, ha David hag he dud a biniaz d’al lec’h kre.


25 HA, Samuel a varvaz ; hag holl Israel en em dastumaz hag a welaz dezhan ; hag e oe sebeliet en he di en Rama. Ha David a savaz, hag a ziskennaz en distro Paran.

2 Hag, e oa en Maon eun den pehini hen doa he vadou en Karmel, hag an den ze a oa gwal binvidik ; beza hen doa tri mil danvad ha mil garv ; hag e vije en Karmel pa douzet he zenved. 3 An den ze a oa hanvet Nabal, hag he vreg a oa Abigaïl ; eur vreg a sans vad he oa, ha kaer a visach, mes an den a oa kalet, ha drouk en he oberiou. Euz a lignez Kaleb e oa. 4 Ha David a glevaz en distro e touze Nabal he zenved. 5 Kas a reaz eta dek euz he dud, hag e lavaraz dezhei : Piniet da Garmel, hag it da gaout Nabal, 6 saludit anezhan euz va feurz ha livirit dezhan : Peoc’h d’id evit ar vuez ! Peoc’h d’az ti ha da gement a zo d’id ! 7 Ha brema, em euz anavezet penaoz ec’h euz an douzerien. Ha, da veserien a zo bet ganeomp ha n’hon deuz groet dismegans ebet dezhei, ha n’euz manket netra dezhei enpad an holl amzer ma int bet en Karmel. 8 Goulen kement se euz da dud, hag int a lavaro d’id. Ra gavo eta ma zud trugarez dirag da zaoulagad, pa omp deuet en eun devez mad ; ro, me az ped, da servicherien ha d’az mab David ar pez en em gavo dindan da zorn.

9 Tud David a zeuaz eta, hag a lavaraz da Nabal an holl gomzou ze, en hano David ; neuze e tavjont. 10 Ha Nabal a respountaz da zervicherien David hag a lavaraz : Piou eo David, ha piou eo mab Isaï ? Niveruz eo hirie ar zervicherien a zilez ho mestrou ? 11 Hag e kemerin va bara, ha va dour, ha va c’hig pere em euz fichet, evit va zouzerien hag e rofen anezhei da dud hag a zeu na ouzon ket a belec’h ? 12 Neuze tud David a zistroaz dre ho hent. Distrei a rejont eta, hag en eur eruet, e lavarjont an holl gomzou ze dezhan. 13 Ha David a lavaraz d’he dud : Ra gemero pep hini ac’hanoc’h he gleze ; hag e kemerjont pep hini he gleze. David ive a gemeraz he gleze ; hag e piniaz varlerc’h David vardro pevar c’hant den ; mes daou c’hant a choumaz en tal an traou.

14 Hag, unan ar zervicherien a lavaraz kement ma da Abigail, greg Nabal, hag a lavaraz dezhi : Setu, David hen deuz kaset euz an distro kannaded da saludi hon mestr ; mes eat eo en koler en ho enep. 15 Ha koulskoude an dud ze a zo bet gwal vad en hor c’henver, ha n’ho deuz groet deomp dismegans ebet ; ha netra euz ar pez a oa deomp n’eo bet kollet, enpad an holl amzer ma omp bet ganthei, pa oamp er parkeier ; 16 servichet o deuz da voger deomp, hag en noz, hag en deiz enpad an holl amzer ma omp bet ganthei, o peuri an tropellou. 17 Brema sonj eta, ha gwel ar pez ec’h euz da ober ; rag an distruj a zo resolvet a enep hon mestr, hag a enep he holl di. Mes ken drouk eo, ken na greder ket komz outhan. 18 Neuze Abigail a hastaz, hag a gemeraz daou c’hant bara, diou lestrad gwin, pemp maout fichet, pemp muzur greun rostet, kant paquet rezin sec’h, ha daou c’hant gonvor fiez sec’h ; hag e lekeaz anezhei var azened. 19 Neuze e lavaraz d’he zud : Tremenet araog d’in ; setu, e teuan var ho lerc’h. Mes na lavaraz netra da Nabal, he fried. 20 Ha, piniet var eun azen, e tiskenne dre eun hent goloet euz ar menez ; ha setu, David hag he dud a ziskenne a fas dezhi, hag hi o diaraogaz.

21 Ha, David hen doa lavaret : En ven eo em euz miret kement hen doa an den ze en distro, en hevelep doare ma n’hen deuz kollet netra euz ar pez a zo dezhan ; rentet hen deuz d’in an drouk evit ar mad. 22 Ra raio Doue evel se da enebourien David, ha ma lakao en ze, penaoz ac’han da varc’hoaz ar beure na lezin ket da veva euz kement hen deuz, eun den zoken.

23 Pa welaz Abigail eta David, e c’hastaz disken divar hec’h azen, n’em deurel a reaz var he bisach dirag David, hag en em stouaz d’an douar. 24 Kweza a reaz eta d’he dreid, 24 hag e lavaraz : Ra vezo ar fall ze varnoun, va aotrou ! mes ra gomzo da zervicherez, me az ped, dirazout-te, ha selaou komzou da zervicherez. 25 Ra na lakao ket evez va aotrou, me az ped, d’an den drouk ze, da Nabal ; rag beza ema evel he hano ; galvet eo Nabal, ha follentez a zo ennhan. Mes me, da zervicherez, n’em euz ket gwelet an dud hen deuz kaset va aotrou. 26 Ha brema, va aotrou, evel ma eo an Aotrou beo, hag evel ma vev da ine, eo an Aotrou hen deuz da harzet da zont d’ar goad ha d’en em vanji gant da zorn da unan. Ha, ra vezo da enebourien, hag ar re a glask noazout d’an aotrou, evel Nabal. 27 Ha brema, setu ar ro a zigas da zervicherez d’am aotrou, evit ma vezo roet d’an dud a vale varlerc’h va aotrou. 28 Pardoun, me az ped, pec’hed da zervicherez ; rag an Aotrou na vanko ket da rei d’am aotrou eun ti dalc’huz, abalamour ma talc’h va aotrou brezelliou an Aotrou, ha ma n’hen deuz kavet follentez ebet ennout, enpad da vuez holl. 29 Ha mar sav unan benag evit da drubuli, hag evit klask da vuez, ine va aotrou a vezo ereet en beac’h ar vuez en kichen an Aotrou da Zoue ; mes teurel a raio pell, evel a greiz eun dalm, ine da enebourien. 30 Ha pa raio an Aotrou d’am aotrou an holl vad Hen deuz lavaret, ha ma lakao ac’hanout rener var Israel, 31 kement ma na vezo ket eur stokaden evidout ; ha kaloun va aotrou n’he devezo ket ar c’heuz da veza, hep abek, skuliet ar goad, ha da veza en em vanjet he unan ; ha pa Hen devezo an Aotrou groet vad d’am aotrou, te az pezo sonj euz da zervicherez.

32 Neuze David a lavaraz da Abigail : Benniget ra vezo an Aotrou, Doue Israel, pehini Hen deuz hirie da zigaset araog d’in ! 33 Ha benniget he vezo da brudans, ha benniget ra vezi da unan, te pehini ec’h euz va harzed hirie da skul goad, ha d’en em vanji euz va dorn va unan ! 34 Mes a-dra-zur, evel ma eo an Aotrou, Doue Israel, pehini Hen deuz va harzet d’ober drouk d’id, beo, ma na vijez ket deuet buhan araog d’in, na vije manet netra a Nabal, ac’han da varc’hoaz ar beure, nan zoken eun den. 35 David a gemeraz euz he dorn ar pez he doa digaset, hag a lavaraz dezhi : Adpin en peoc’h d’az ti ; sell, selaouet em euz da vouez, ha roet d’id da c’houlen.

36 Neuze Abigail a zistroaz da gaout Nabal, ha setu, e rea eur fest en he di, evel fest eur roue ; ha Nabal hen doa ar galoun joauz, hag a oa mezo mad ; ha n’he lavaraz ket dezhan an distera tra bete an deiz varlerc’h. 37 Mes, er beure, pa oa distroet Nabal euz he vezventi, he vreg a lavaraz dezhan an traou ma ; hag he galoun hen doe eun taol marvuz, hag e teuaz evel eur mean. 38 Ha vardro dek devez goude, an Aotrou a skoaz Nabal, hag e varvaz. 39 Ha pa anavezaz David e oa maro Nabal, e lavaraz : Benniget ra vezo an Aotrou pehini Hen deuz groet eeünder d’in euz an dismegans em euz bet a zorn Nabal, ha pehini Hen deuz diwallet he zervicher da ober drouk ! Mes an Aotrou hen deuz lakeat drouk Nabal da gweza var he benn !

Neuze David a gasaz tud da gaout Abigail, hag a reaz komz dezhi, evit he c’hemer da vreg dezhan. 40 Servicherien David a zeuaz da gaout Abigail, da Garmel, hag a gomzaz dezhi, o lavaret : David hen deuz hon digaset d’az kaout, abalamour da gemer ac’hanout evit he vreg. 41 Neuze e savaz, en em stouaz ar visach d’an douar, hag e lavaraz : Setu, da zervicherez a vezo en da zervich evit gwalc’hi treid servicherien va aotrou. 42 Neuze Abigail a savaz buhan hag a biniaz var he azen, ha pemp euz he mitizien a heuliaz anezhi ; hag ec’h heuliaz kannaded David hag e oe he vreg. 43 David 43 a oe ive dimezet da Akinoam euz Jizreel, hag ho diou e oent he c’hragez. Mes Saül hen doa roet Mikal he verc’h, greg David, da Balti, mab Laish, pehini a oa euz Gallim.


26 Ar Ziphied a zeuaz c’hoaz da gaout Saül, da Guibea, hag a lavaraz dezhan : David ha n’ema hen ket kuzet en tosen Hakila, er savheol euz ar vro glac’haret ? 2 Ha Saül a zavaz, hag a ziskennaz en distro Ziph, o kaout ganthan tri mil den choazet a Israel, da glask David en distro Ziph. 3 Ha Saül a gampaz en krec’hien Hakila, pehini a zo er sav-heol euz ar vro glac’haret, tost d’an hent. Ha David en em dalc’he en distro, hag e welaz he teue Saül d’he genredek en distro. 4 Kas a reaz eta spierien, hag en em zureaz hag hen oa Saül a erue. 5 Neuze David a savaz hag a zeuaz el lec’h ma oa Saül kampet ; ha David a welaz al lec’h ma kouske Saül, hag Abner, mab Ner, mestr he arme. Ha, Saül a gouske en kreiz ar c’han, hag ar bobl a oa kampet en dro dezhan.

6 Ha David a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz da Akimelek, Hethian, ha da Abishai, mab Tseruja, breur Joab : Piou a ziskenno ganen me da gaout Saül, d’ar c’han ? Neuze Abishai a respountaz : Me a ziskenno ganez di. 7 David hag Abishai a zeuaz eta en noz da gaout ar bobl ; ha setu, Saül a gouske, gourvezet en kreiz ar c’han, hag he waf a oa plantet en douar en tal he benn, hag Abner hag ar bobl a oa kousket en dro dezhan. 8 Neuze Abishai a lavaraz da Zavid : Doue Hen deuz hirie lekeat da enebour entre da zaouarn ; brema eta, me az ped, ma skoin anezhan gant he waf bete an douar, en eun taol hepken, ha na zistroin ket. 9 Mes David a lavaraz da Abishai : Na laka ket anezhan d’ar maro ; rag piou a lakafe he zorn var eoliet an Aotrou, hag a vefe didammal ? 10 Ha David a lavaraz : An Aotrou a zo beol ! An Aotrou he unan a skoio anezhan, pe e teuo he zeiz hag e varvo, pe ez ai d’ar brezel hag he varvo. 11 Ra viro an Aotrou ac’hanoun da lakaat va dorn var eoliet an Aotrou ! Mes, kemer brema, me az ped, ar waf pehini a zo en tal he benn, kenkoulz hag ar pot dour, ha deomp kwit. 12 David eta a gemeraz ar waf hag ar pod dour, pehini a oa en kichen penn Saül, hag ez ejont kwit ; ha ne oe den hag ho gwelaz, nag a zellaz outhei, nag a zihunaz ; rag holl e kouskent, abalamour ma hen doa an Aotrou lakeat eur c’housk pouner da gweza varnezhei.

13 Goude David a dremenaz er c’hostezed all, hag a aretaz var c’horrez ar menez, pell ac’hane ; beza e oa eur pennad mad entrezhei ; 14 hag e kriaz d’ar bobl, ha da Abner, mab Ner, o lavarout : Na respounti-te ket, Abner ? Hag Abner a respountaz, hag a lavaraz : Piou out-te, pehini a gri d’ar roue ? 15 Neuze David a lavaraz da Abner : N’out-te ket eun den ? Ha piou a zo henvel ouzit en Israel ? Perag eta n’ec’h euz-te ket diwallet ar roue, da Aotrou ? Rag unan benag euz ar bobl a zo deuet evit laza ar roue, da Aotrou ; 16 ar pez ec’h euz groet n’eo ket mad. An Aotrou a zo beo ! meritout a ret ar maro, evit beza diwallet fall hoc’h aotrou, eoliet an Aotrou. Ha brema, sell pelec’h ema gwaf ar roue hag ar broked dour a oa en tal he benn.

17 Neuze Saül a anavezaz mouez David, hag a lavaraz : Da vouez eo honnez, va mab David ? Ha David a lavaraz : Va mouez eo, o roue, va aotrou ! 18 Hag e lavaraz : Perag he kenred va Aotrou he zervicher ? Petra em euz groet, ha pez fallentez a zo em daouarn ? 19 Ha brema, da bedi a ran, ma selaouo ar roue, va aotrou, he zervicher. Mar d’eo an Aotrou a vount ac’hanout a enep d’in, ra vezo an offrans plijuz dezhan ; mes mar d’eo an dud, ra vefont milliget dirag an Aotrou ! Rag kaset ho deuz ac’hanoun kwit hirie, evit ma na hellin ket en em unani da heritach an Aotrou, hag ho deuz lavaret d’in : Kea-te, servich an doueou diaveziad. 20 Ha brema, ra na gwezo ket va goad d’an douar pell euz fas an Aotrou ; rag roue Israel a zo deuet da glask eur c’hoanen, evel ma kenreder eur glujur er meneziou.

21 Neuze Saül a lavaraz : Pec’het em euz ; distro, va mab David ! rag na rin drouk ebet d’id, pa eo bet ma buez hirie prisius d’id. Setu, em euz groet gant follentez, hag em euz groet eur pec’hed bras meurbed. 22 Ha David a respountaz hag a lavaraz : Setu ama gwaf ar roue ; ma teuo unan ho tud ama d’he c’herc’hat, ha ma he c’hemero. 23 Hag an Aotrou a rento da bep hini hervez he eeünder hag he fealded ; rag an Aotrou hen doa lekeat ac’hanout hirie entre va daouarn, ha n’eo ket bet fellet d’in lakaat an dorn var eoliet an Aotrou. 24 Hag evel ma eo bet da ine euz a eur bris vras d’am daoulagad, evel se e vezo va ine euz eur bris vras dirag daoulagad an Aotrou, hag Hen a denno ac’hanoun euz pep glac’har. 25 Ha Saül a lavaraz da Zavid : Benniget ra vezi te, va mab David ! a-dra-zur te a zeuo a benn euz pep tra a gemeri. Neuze David a gendalc’haz he hent, ha Saül a zistroaz en he lec’h.


27 Mes David a lavaraz en he galoun : Lazet e vezin eun deiz benag dre zorn Saül : n’eo ket gwelloc’h d’in en em zavetaat en bro ar Filistined, abalamour da Saül da dremen hep klask ac’hanoun en douar Israel ? Evel se e tec’hin euz he zaouarn. 2 David a savaz eta, hag a dremenaz, gant ar c’hwec’h kant den pere a oa ganthan, da gaout Akish, mab Maok, roue Gath. 3 Ha David a choumaz gant Akish, en Gath, hen hag he dud, pep hini gant he famil, David hag he ziou vreg, Akinoam, euz Jizreel, hag Abigail, euz Karmel, pehini a oa bet greg Nabal. 4 Neuze e oa lavaret da Saül e oa eet David da Gath ; hag e paouezaz d’he genredek.

5 Ha David a lavaraz da Akish : Da bedi a ran, mar em euz kavet trugarez dirag da zaoulagad, ma vezo roet d’in eul lec’h en unan a geariou ar vro ma, ma choumin ennhi ; rag perag e choumfe da zervicher er gear roial ganez ? 6 Akish a roaz dezhan eta, en deiz ze, Tsiklag ; dre ze Tsiklag a zo bet da rouane Juda, bete hirie. 7 Hag an amzer ma choumaz David en bro ar Filistined a oe eur bloaz ha pevar mis.

8 Ha, David a binie gant he dud, hag e rea troiou en ti ar Gueshurianed, ar Guirzianed hag an Amalekited ; rag ar boblou ze a choume er vro en pehini int bet a bep amzer, euz koste Shur ha bete bro an Ejipt. 9 Ha David a c’hlac’hlare ar vro ; n’he leze na gwaz na greg en buez, hag e kemere an denved, an ijened, an ezen, ar chamoed hag an dillad, goude e tistroe hag e teue da gaout Akish. 10 Hag Akish a lavare : Pelec’h oc’h euz groet ho redadennou hirie ? Ha David a respounte : Entrezek kreisteiz Juda, entrezek kreisteiz ar Jerakmeelied, hag entrezek kreisteiz ar Genied. 11 Mes David na leze en buez na gwaz na greg evit ho digas da Gath ; gant aoun, a lavare, na rajent kontadennou a enep deomp, ha na lavarjent ; Setu aze ar pez hen deuz groet David. Hag e reaz evel se enpad an holl amzer ma choumaz en bro ar Filistined. 12 Akish en em fizie eta en David, hag a lavare : En em renta a ra garo da Israel, he bobl ; hag he vezo ma zervicher da viken.


28 En deiziou ze, ar Filistined a zastumaz ho armeou da ober brezel, evit kanna Israel. Hag Akish a lavaraz da Zavid : Gouzout a rez e teui ganen me d’ar c’han, te ha da dud. 2 Neuze David a respountaz da Akish : Ac’hanta ! gwelet a ri ar pez a raio da zervicher. Hag Akish a lavaraz da Zavid : Evel se e fiziin d’id evit biken an diwall ac’hanoun.

3 Ha, Samuel a oa maro, hag holl Israel ho doa gwelet dezhan, hag e oe sebeliet en Rama, en he gear. Ha Saül hen doa lamet ar strobinellerien hag an divinerien euz ar vro.

4 Ar Filistined dastumet, a zeuaz eta, hag a gampaz en Sunem ; Saül ive a zastumaz Israel holl, hag he kampjont en Guiboa. 5 Ha, Saül, o welet kan ar Filistined, hen doe aoun, hag he galoun a oe spouronnet bras. 6 Ha Saül a guzultaz an Aotrou ; mes an Aotrou na respountaz ket dezhan, na dre huvreou, na dre an Urim, na dre ar brofeded. 7 Ha Saül a lavaraz d’he zervicherien : Klaskit d’in eur vreg pehini a hanve ar strobinellach, ha ma a ielo d’he c’haout, hag e kuzultin anezhi. He zervicherien a lavaraz dezhan : Setu, aze beza ez euz en Endor eur vreg pehini a anavez ar strobinellach. 8 Neuze Saül en em dic’hizaz, hag a gemeraz dillad all, hag ez eaz, hen ha daou den ganthan ; hag ec’h erujont en noz en ti ar vreg ma. Ha Saül a lavaraz dezhi : Kenlavar d’in, me az ped, dre ar strobinellach ; ha laka da biniat an hini a lavarin d’id. 9 Mes ar vreg a lavaraz dezhan : Setu, ec’h anavezaz ar pez hen deuz groet Saül ; penaoz hen deuz lamet euz ar vro ar strobinellerien hag an divinerien ; perag eta e stiniez-te eur pech d’in, evit ma lakat da vervel ? 10 Neuze Saül a douaz dezhi dre an Aotrou, hag a lavaraz dezhi : An Aotrou a zo beo ! na eruo drouk ebet ganez abalamour da gement se.

11 Neuze ar vreg a lavaraz dezhan : Piou a fell d’id a lakafen da biniat ? Hag hen a respountaz : Laka Samuel da biniat. 12 Ha pa welaz ar vreg Samuel, e loskaz eur griaden vras, hag e lavaraz da Saül : Perag ec’h euz-te va zroumplet ? te eo Saül ! 13 Hag ar roue a lavaraz dezhi : N’az pez ket a aoun ; mes petra a welez-te ? Hag ar vreg a lavaraz da Saül : Gwelet a ran eun doue pehini a bin euz an douar. 14 Hag hen a lavaraz dezhi : Penaoz eo groet ? Hi a respountaz : Eun den koz eo pehini a bin, ha gwisket gant eur vantel. Ha Saül a gomprenaz e oa Samuel ; hag e plegaz he visach d’an douar, hag en em stouaz. 15 Ha Samuel a lavaraz da Saül : Perag e trubuliez-te ac’hanoun, euz ma lakaat da biniat ? Saül a respountaz : Me zo en eun dristidigez vras ; rag ar Filistined a ra brezel d’in, ha Doue a zo eet diganen, ha n’hen deuz ken respountet d’in, na dre ar brofeded, na dre huvreou ; hag em euz galvet ac’hanout, abalamour ma rofez da anaout d’in ar pez a dlean da ober. 16 Mes Samuel a lavaraz : Perag eta e kuzuliez-te ac’hanoun me, pa eo en em dennet an Aotrou diganez, ha ma eo deuet da Enebour. 17 Hag an Aotrou Hen deuz groet evel ma Hen doa lavaret dreizoun me ; an Aotrou Hen deuz tennet da rouantelez euz da zaouarn, hag he roet d’az nesa, da Zavid. 18 Abalamour ma n’he c’heuz ket sentet euz mouez an Aotrou, ha ma n’he c’heuz ket pratiket tân he goler a enep Amalek, abalamour da gement se an Aotrou a ra d’id hirie en doare ze. 19 Hag an Aotrou a lakaio zoken Israel ganez entre daouarn ar Filistined ; ha varc’hoaz, te ha da vibien a vezo ganen me ; an Aotrou a lakao kan Israel entre daouarn ar Filistined. 20 Ha ragtal Saül a gwezaz euz he holl huelder var an douar, hag he oe gwal spouronet euz komzou Samuel ; hag he nerz zoken a vankaz dezhan, abalamour ma n’hen doa debret netra enpad an deiz nag enpad an noz.

21 Neuze ar vreg a zeuaz da gichen Saül, hag, o welet he oa gwal drubuliet, e lavaraz dezhan : Setu, da zervicherez pehini he deuz sentet euz da c’hir, hag he deuz risklet he buez, hag em euz sentet euz da c’hiriou pere ec’h euz lavaret d’in ; 22 ha brema selaou, me az pcd, mouez da zervicherez ; lez ma lakain dirazout eur c’henaoued vara, evit ma tebri, ha ma kemeri nerz d’en em lakaat en hent. 23 Mes na fellaz ket dezhan ober, hag e lavaraz : Na zebrin ket. Koulskoude he zervicherien, hag ar vreg ive, a zalc’haz varnezhan kement, ma sentaz outhei ; hag, o veza savet divar an douar, ec’h azezaz var ar gwele. 24 Hag, ar vreg he doa en ti eul leue lard ; hasta a reaz he laza ; neuze he kemeraz bleud, e tistrempaz anezhan, hag e poazaz outhan baraou hep goell, 25 pere a lakeaz dirag Saül ha dirag he zervicherien, hag e tebrjont. Goude, o veza zavet, ez ejout kwit en noz ze memeuz.


29 Hag, ar Filistined a zastumaz ho holl armeou en Afek ; hag an Israelited a oa kampet tost d’ar feunteun pehini a zo en Jizreel. 2 Ha prinsed ar Filistined a valeaz gant ho c’hantchou hag gant ho millierou ; ha David hag he dud a valee en gward varlerc’h gant Akish. 3 Neuze chefou ar Filistined a lavaraz : Petra a ra an Hebreed ze ama ? Hag Akish a respountaz da chefou ar Filistined : N’eo ket David, zervicher Saül, roue Israel, pehini a zo dija bet ganen eun nebeut amzer, pe gentoc’h eun nebeut bloaziou ? Ha, n’em euz kavet netra da adlavaret ennhan, abaoe an deiz ma eo deuet ganeomp bete hirie. 4 Mes chefou ar Filistined a ieaz drouk ennhei a enep dezhan, hag a lavaraz dezhan : Kas kwit an den ze, ha ma tistroio d’al lec’h en pehini ec’h euz he lakeat, ha ra na ziskenno ket ganeomp d’an emgann, gant aoun n’en em drofe en hon enep er brezel. Pag penaoz helfe kaout trugarez en kichen he aotrou ? Na vefe ket dre gaout hon zud ? 5 N’eo ket an David a behini e lavaret en eur gana en dansou :

Saül hen deuz skoet he vil,
Ha David he zek mil ?

6 Akish a c’halvaz eta David, hag a lavaraz dezhan : An Aotrou a zo beo ! te a zo eun den eeün, ha me a garje da welet o tont er meaz hag o vont er c’han ganen ; rag n’em euz ket kavet a zrouk ennout, abaoe an deiz ma out deuet d’am c’haout bete hirie ; mes na blijez ket d’ar brinsed. 7 Brema eta, distro ha kea en peoc’h, evit ma na ri netra da zisplijout da brinsed ar Filistined. 8 Ha David a lavaraz da Akish : Mes petra em euz groet, ha petra ec’h euz kavet en da zervicher, adaleg an deiz ma oun bet ebarz da gichen bete vrema, evit na ez afen ket da vrezelli a enep enebourien an aotrou va roue ? 9 Hag Akish a respountaz hag a lavaraz da Zavid : Me hen anavez, rag plijout a rez d’in evel eun êl abeurz Doue ; mes chefou ar Filistined ho deuz lavaret : Na zeuio ket ganeomp d’ar brezel. 10 Dre ze sav beure mad, gant servicherien da aotrou pere a zo deuet ganez ; ha savit beure mad, ha kerkent ma welfet an deiz, it kwit. 11 Evel se David a savaz beure mad, hen hag he dud, evit partia adaleg ar beure, evit distrei da vro ar Filistined ; mes ar Filistined a biniaz da Jizreel.


30 Ha, pa eruaz David hag he dud en Tsiklag, an drede deiz, an Amalekited a oa en em daolet var bro ar c’hreisteiz ha var Tsiklag ; kemeret ho doa Tsiklag ha devet anezhi. 2 Hag ho doa groet prizounierien ar gragez pere a oa eno, hag ar re vihan hag ar re vras ; n’ho doa lazet den, mes ho c’haset ho doa ganthei hag e oant en em lekeat en hent. 3 David hag he dud a zistroaz eta en kear ; ha setu, he oa devet ; hag ho gragez, ho mibien hag ho merc’hed, a oa groet prizounierien. 4 Neuze David hag ar bobl pehini a oa ganthan a savaz ho mouez, hag a welaz ken na oa ken ennhei nerz ebet da wela. 5 Ha diou vreg David a oa ive groet prizounierezed, Akinoam, euz Jizreel, hag Abigail, euz Karmel, greg Nabal. 6 Ha David a oe en eun dristidigez vras, rag ar bobl a gomze euz meina anezhan. Rag an holl bobl ho doa ar galonn leun a c’hwervder pep hini abalamour d’ho mibien ha d’ho merc’hed.

7 Mes David en em nerzaz en Aotrou he Zoue, hag he lavaraz da Abiathar, ar sakrifier, mab Akimelek : Digas d’in, me az ped, an efod ; hag Abiathar a zigasaz an efod da Zavid. 8 Neuze David a guzultaz an Aotrou, o lavarout : Kenredek a rin ar vanden ze ? tapout a rin anezhi ? Hag He respountaz dezhan : Kenred ; rag a-dra-zur tapout a ri anezhei, hag ho delivri. 9 David a ieaz eta, gant ar c’hwec’h kant den a oa ganthan ; hag en em gavjont en dour-red Besor, el lec’h ma choumaz ar re a vane varlerc’h. 10 Evel se David ha pevar c’hant den a reaz ar c’henret ; daou c’hant a vanaz, re skwiz da dremen dour-red Besor.

11 Hag, he kavjont er parkeier eun den Ejiptsian pehini a zigaschont da Zavid, hag e rojont dezhan bara, pehini a zebraz, ha dour da eva ; 12 rei a rejont ive dezhan eur fiezen sec’h benag, ha daou dokat rezin sec’h. Dibri a reaz anezhei, hag ec’h adkemerez he spered ; rag n’hen doa ket debret a vara nag evet dour abaoe tri deiz ha teir nozvez. 13 Ha David a lavaraz dezhan : Da biou out ? hag a belec’h out ? Hag hen a respountaz : Me zo eur paotr Ejiptsian, servicher da eun den Amalekit ; ha va mestr hen deuz va dilezet, abalamour ma oan kwezet klanv, brema ez zo tri deiz. 14 Groet hon euz eur redaden er c’hreisteiz euz ar Gerethied, ha var ar pez a zo da Juda, hag er c’hreisteiz da Galeb, hag hon euz devet Tsiklag. 15 Neuze David a lavaraz dezhan : Ma ren a ri da gaout ar soudarded ze ? Hag hen a lavaraz dezhan : Tou d’in, dre hano Doue, penaoz n’am lazi ket, ha penaoz na lakai ket ac’hanoun entre daouarn va mestr, ha me a gaso ac’hanout da gaout ar zoudarded ze. 16 Hag e renaz anezhan ; ha setu, e oant sklabezet dre ar vro holl, o tibri, o c’heva hag ho tansal, abalamour d’an diwisk bras ho doa savet euz bro ar Filistined ha bro Juda. 17 Ha David ho c’hannaz, adaleg goulou deiz bete abardaez an deiz varlerc’h ; ha ne vanaz ket unan anezhei, nemert pevar c’hant den iaouank pere a biniaz var chamoed hag a dec’haz kwit. 18 Ha David a gavaz kement ho doa an Amalekited kemeret ; kavet a reaz ive he ziou vreg. 19 Ha ne vankaz nikun dezhei, na bihan, na bras, na mab, na merc’h, na netra euz an diwisk hag euz kement ho doa kaset ganthei ; David a zigasaz holl ganthan. 20 David a adkemeraz ive an holl loened bras ha munud ; hag he dud a valee en penn ar vanden ze hag a lavare : Hema eo diwisk David.

21 Neuze David a zeuaz da gaout an daou c’hant den pere a oa re skwiz da heuil David, ha da bere hen doa groet choumet en dour-red Besor. Hag e teujont araog David, ha diaraog ar bobl a oa ganthan. Ha David, o tostaat outhei, a c’houlennaz outhei penaoz a reent. 22 Mes an holl dud drouk ha fall, a douez ar re a oa eet gant David, a gemeraz ar gomz hag a lavaraz : Pa n’int ket deuet ganeomp, ni na rofomp dezhei netra euz an diwisk ? pehini hon euz dastumet, nemert da bep hini anezhei he vreg hag he vugale ; ma ho c’hemerfont ha ma ez afont kwit. 23 Mes David a lavaraz : N’eo ket evel se, va breudeur, a refet euz ar pez hen deuz an Aotrou roet deomp, pa Hen deuz miret, ha lakeat entre hon daouarn ar vanden a oa deuet en hon enep. Piou ho selaouo en kement se ? 24 Rag lod an hini a zisken d’ar brezel ha lod an hini a choum da ziwall an traou, a dle beza egal : lodenni a rafont asamblez. 25 Ha kement se a oe groet adaleg an deiz se, hag ez euz groet eur reolen hag eur c’his euz ze bete hirie.

26 David a zistroas eta da Tsiklag, hag a gasaz euz an diwisk da re ansien Juda, d’he vinioned, o lavarrout : Setu eur ro evidoc’h euz diwisk enebourien an Aotrou. 27 Kas a reaz d’ar re a oa en Bethel, d’ar re a oa en Ramoth ar c’hreisteiz, d’ar re a oa en Jatthir, 28 d’ar re a oa en Aroer, d’ar re a oa en Sifmot, d’ar re a oa en Esthemoa, 29 d’ar re a oa en Rakal, ha d’ar re a oa en keariou ar Jerakmeelied, 30 d’ar re a oa en keariou ar C’henied, 30 d’ar re a oa en Horma, d’ar re a oa en Kor-Ashan, d’ar re a oa en Athak, 31 ha d’ar re a oa en Hebron, hag en holl lec’hiou dre bere ho doa tremenet David, hen hag he dud.


31 Hag, ar Filistined en em gannaz a enep Israel, hag an Israelited a gemeraz an tec’h dirag ar Filistined, hag a oe lazet var menez Guiboa. 2 Hag ar Filistinod a genredaz Saül hag he vibien, hag a lazaz Jonathan, Abinadab, ha Malkishua, mibien Saül. 3 Ha bec’h an emgann a gwezaz var Saül hag an archerien a dapaz anezhan, hag e oe gwal vlesset gant an archerien. 4 Neuze Saül a lavaraz d’he floc’h : Tenn da gleze ha laz ac’hanoun, gant aoun na zeufe ar re didrodroc’h ze, ha n’am zoulfent, ha na rafent dismegansou d’in. Mes he floc’h na fellaz ket deczhan ober, rag spouronnet he oa. Saül eta a gemeraz he gleze, hag en em daolaz varnezhan. 5 Neuze floc’h Saül, o welet he oa maro Saüi, en em daolaz ive var he gleze, hag a varvaz ganthan. 6 Evel se e varvaz en deiz se, Saül hag he dri mab, he floc’h hag he holl dud.

7 Ha re Israel a oa en tu all d’an draounien, hag en tu all d’ar Jourdan, o veza gwelet an Israelited o tec’hel, ha maro Saül hag he vibien, a lezaz ho c’heariou hag a dec’haz ; en hevelep doare ma teuaz ar Filistined dezhei ha ma choumjont ennhei.

8 Hag, an deiz varlerc’h, ar Filistined a zeuaz da ziwiska ar c’horfou maro ; hag e kavjont Saül hag he dri mab astenned var menez Gruiboa. 9 Hag he troc’hjont dezhan he benn, hag e lamjont he armou diganthan ; hag he kasjont en pep tu en bro ar Filistined, da ziskleria ar c’helou en templou ho idolou hag entouez ar bobl. 10 Goude e lakajont he armou en templ Ashtharoth, hag he tiviljont he gorf euz moger Beth-Shan.

11 Ha, tud Jabes a C’halaad a anavezaz ar pez ho doa groet ar Filistined da Saül ; 12 hag an holl dud vaillant a savaz hag a valeaz enpad an noz, hag a savaz korf Saül ha korfou he vibien, euz moger Beth-Shan ; hag he tistrojont da Jabes, el lec’h ma tevjont anezhei. 13 Goude he kemerjont ho eskern, hag he sebeljont anezhei dindan an tamarin, tost da Jabes ; hag he iunjont seiz devez.


————