Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897/Levr Ester
Grapho Press, 1897 (p. 429-436)
1 EN amzer Assuerus (an Assuerus se pehini a rene adaleg an Indez beteg an Etiopi, var seiz ha c’hweac’h-ugent provins), 2 en amzer se e c’hoarvezas penaoz ar roue Assuerus o veza azezet var drôn he rouantelez, en Sus, pen kear he rouantelez, 3 an drede bloaz euz he ren, e reaz eur pred d’he holl brinsed ha d’he holl vevelien ; arme ar Pers hag ar Medi, aotroune bras, ha renerien ar provinsou, a oa dirazhan ; 4 diskwez a reaz dezhei pinvidigez gloar he rouantelez, hag al lugern kaer euz he vraster, enpad eun niver bras a zeiziou, nao-ugent deiz.
5 Ha pa oe tremenet an deiziou se, ar roue a reaz eur fest enpad seiz devez, en porz jardin palez ar roue, d’an holl bobl en em gave en Sus, ar pen kear, adaleg ar brasa beteg ar bihana. 6 Gweliou gwen, gwer ha pourpr a oe dalc’het gant kerden lin moan ha skarlat euz rillennou arc’hant hag euz peuliou marbr gwen, ar gweleou a oa a aour hag a arc’hant var eul leur a borfir, a varbr gwen, a nakr hag a varbr brizeet. 7 Rei a reet da eva en besellou aour (pere a oa a zoareou dishenvel), hag e oa eno gwin roueek a foun, evel ma heile ar roue hen ober. 8 Evel ma oa urzet, ne reet da zen eva, rag ar roue hen doa gourc’hemennet stard da holl offiserien he di ober evel ma falveje da bep hini. 9 Vasti, ar rouanez, ar reaz ive eur fest evit ar gragez, en palez ar roue Assuerus.
10 Hag, er seizved deiz, evel ma oa kaloun ar roue ieet gant ar gwin, e c’hourc’hemennaz da Vehuman, Biztha, Harbona, Bigtha, Abagtha, Zethar ha Karkas, ar seiz eunuk pere a serviche dirag ar roue Assuerus, 11 digas Vasti, ar rouanez. dirazhan, gant ar gurunen royal, evit diskwez he c’haerded d’ar bobl ha d’an aotroune ; rag kaer e oa a visach. 12 Mes ar rouanez Yasti na c’houlaz ket senti euz ar gourc’hemen hen doa ar roue roet dezhei dre an eunuked ; hag ar roue en em lekeaz en koler vras, hag he fulor en em savaz ennhan.
13 Neuze ar roue a gomzaz d’ar re fur, pere ho doa anaoudegez an amzeriou. Rag evel se e vije groet afferou ar roue, dirag ar re holl pere a anaveze al lezen hag an droet. 14 Hag ar re dosta dezhan a oa neuze Karshena, Shethar, Admatha, Tharsis, Meres, Marsena, Memukan, seiz aotrou euz ar Pers hag euz ar Medi, pere a wele fas ar roue, ha pere a zalc’he ar c’henta plas er rouantelez. 15 Petra a dleet ober, a lavaraz hen, hervez al lezennou, d’ar rouanez Vasti, dre ma ne deuz ket sentet euz an urz hen doa ar roue Assuerus roet dezhi dre an eunuked ?
16 Neuze Memukan a lavaraz, dirag ar roue hag an aotroune : Ar rouanez Vasti n’he deuz ket hepken groet fall en kever ar roue, mes ive en kever an holl aotroune hag an holl boblou a zo en provinsou ar roue Assuerus. 17 Rag, ar pez hen deuz ar rouanez groet, a vezo anavezet gant an holl c’hragez, hag a raio dezhei disprija ho ezec’h. Lavaret a rafont : Ar roue Assuerus hen doa gourc’hemennet digas dezhan ar rouanez, ha ne oa ket deuet. 18 En amzer da zont itrounezed ar Pers hag ar Medi pere ho devezo anavezet ar pez hen deuz groet ar rouanez, a respounto en hevelep doare da holl aotroune ar roue, a beleac’h e c’hoarvezo kals a zisprij hag a goler. 19 Mar kav ar roue mad, ra vezo embannet eun urz royal euz he beurz, ha ra vezo skrivet en lezennou ar Pers hag ar Medi, ha ma vezo didorruz, da c’houzout eo, penaoz na zeuo ken Vasti dirag ar roue Assuerus, ha ma roio ar roue he rouantelez da unan all, gwel !oc’h evithi. 20 Hag an urz hen devezo ar roue groet, a vezo anavezet en he holl rouantelez, pegen bras benag ma ez eo, an holl c’hragez a enoro ho ezec’h, adaleg ar bras a beteg ar bihana.
21 Ar gomz se a blijaz d’ar roue ha d’an aotroune ; hag ar roue a reaz ar pez hen doa Memukan lavaret. 22 Kas a reaz lizerou dre holl brovinsou ar roue, da bep provins hervez he zoare da skriva, ha da bep pobl hervez he iez, evit ma vije pep hini mestr en he di, kenkouls evel o komz iez he bobl.
2 Goude an traou ma, pa oa koler ar roue Assuerus douseet, e teuaz sonj dezhan euz a Vasti, euz ar pez he doa groet, hag euz ar pez a oa diskleriet en he c’henver. 2 Hag an dud iaouank pere a zerviche ar roue, a lavaraz : Ra vezo klasket d’ar roue merc’hed, koant ha gwerc’h ; 3 ha ma lakaio ar roue oviserien, en holl brovinsou he rouantelez, pere a zastumo an holl verc’hed iaouank, gwerc’h ha koant, en Sus, ar pen kear, en ti ar gragez, dindan evez Hegai, eunuk ar roue ha diwaller ar gragez ; ha ma vezo roet dezhei ar pez a zo red evit en em ficha. 4 Hag ar plac’h iaouank a blijo d’ar roue a reno en plas ar rouanez Vasti. Kement se a blijaz d’ar roue, hag e reaz evel se.
5 Ha beza e oa en kear Sus, ar pen kear, eur Judev, hanvet Mardoche, mab Jair, mab Shimei, mab Kis, Benjamit, 6 pehini a oa bet kendigaset euz Jerusalem gant ar brizounerien pere a oa deuet dalc’het gant Jekonia, roue Juda, pere a oa bet dizouget gant Nebukadnetsar, roue Babilon. 7 Sevel a rea Hadassa, pehini eo Ester, merc’h he donton ; rag n’he doa na tad na mam. Hag ar plac’h iaouank a oa a vent kaer, ha koant ; ha goude maro he zad hag he mam, Mardoche hen doa he c’hemeret evit he verc’h.
8 Pa oe anavezet komz hag urz ar roue, ha ma oe eun niver bras a verc’hed dastumet en kear Sus, dindan evez Hegai, Ester a oe digaset da di ar roue, dindan evez Hegai, diwaller he c’hragez. 9 Hag ar plac’h iaouank a blijaz dezhan, hag a c’hounezaz he c’hrasou mad ; hasta a reaz pourvei dezhi ar pez he doa ezorn evit he c hempennadurez hag he c’hendalc’hted ; hag e roaz dezhi seiz plac’h iaouank dibabet a di ar roue, hag e lakaez anezhi gant ar seiz plac’h iaouank se er gwella leac’h euz ti ar gragez. 10 Ester na ziskleriaz ket he fobl nag he ginivelez ; rag Mardoche hen doa urzet dezhi na zisklerije netra. 11 Mes bemdez Mardoche a bourmene dirag porz ti ar gragez, evit anaout penaoz a rea Ester, ha petra a rajet outhi.
12 Ha pa erue gant pep plac’h iaouank an dro da vont da di ar roue Assuerus, goude ma vije groet hervez al lezen divarben ar gragez enpad daouzek mis (rag evel se eo em en rea deiziou ho c’hempennadurez, c’hwec’h mis gant eol mirr, ha c’hwec’h mis gant c’hwez vad ha kempennadurez all ar gragez), 13 neuze ar plac’h iaouank a iea da gaout ar roue ; rei a reat dezhi kement a c’houlenne, evit kas ganthi euz ti ar gragez da di ar roue. 14 Mont a rea vardro an abardae ; hag euz ar beure e tistroe da eil di ar gragez, dindan evesded Shaasbgaz, eunuk ar roue, diwaller he ribodezed. N’ez ea ken da gaout ar roue, nemert fellout a rea d’ar roue kement se, ha ma vije galvet dre he hano.
15 Pa zeuaz eta tro Ester, merc’h Abikail, tonton Mardoche, pehini hen doa he c’hemeret evit he verc’h, da vont da gaout ar roue, na c’houlennaz netra, nemert ar pez a lavarje Hegai, eunuk ar roue, diwaller he c’hragez, dezhi. Hag Ester a c’houneze grasou mad ar re holl he gwele. 16 Evel se Ester a oa digaset da gaout Assuerus, en he balez, en degved mis, pehini eo mis Tebeth, er zeizved bloaz euz he ren. 17 Hag ar roue a garaz Ester muoc’h evit an holl c’hragez all, hag he c’hounesaz he c’hrasou mad en he favor muoc’h evit an holl werc’hezed ; lakaat a reaz ar gurunen royal var he fen, hag e lakaez anezhi da rouanez en plas Vasti. 18 Neuze ar roue a reaz eur fest vras, fest Ester, d’he holl aotroune ha d’he holl vevelien ; ober a reaz vad d’ar provinsou, rei a reaz profou, hervez ar galloud royal.
19 Hag, evel ma tastumet ar gwerc’hezed evit an eilved gweach, Mardoche a oa azezet en tal dor ar roue. 20 Ester n’he doa roet da anaout nag he ginivelez, nag he fobl, hervez ma hen doa Mardoche gourc’hemennet dezhi ; rag ober a rea evel ma c’hourc’hemene Mardoche dezhi, evel pa oa savet en he di.
21 En deiziou ze, Mardoche o veza azezet en tal dor ar roue, Bigthan ha Theresh, daou eunuk d’ar roue, a douez gwarded an treujo, o veza eet drouk ennhei, a glaske lakaat ho daouarn var ar roue Assuerus. 22 Mardoche, o veza anavezet kement se, hen roaz da anaout da Ester, hag Ester hen lavaraz d’ar roue, a beurz Mardoche. 23 Evesaet e oa euz an dra, pehini a oa gwirion, hag an eunuked a oe ho daou krouget euz ar c’hoat ; ha kement se a oa skrivet en Histor, dirag ar roue.
3 Goude an traou ma, ar roue Assuerus a huelaez Haman, mab Hammedatha, an Agajian ; he huelat a reaz, hag e lakeaz he gador dreist reou an holl brinsed pere a oa ganthan. 2 Hag holl zervicherien ar roue, pere a oa euz dor ar roue, a blege hag en em stoue dirag Haman ; rag ar roue hen doe gourc’hemennet ze divar he ben. Mes Mardoche na blege, na n’en em stoue ket. 3 Ha zervicherien ar roue, pere a oa euz dor ar roue, a lavaraz da Vardoche : Perag e torrez-te gourc’hemen ar roue ? 4 Ha c’hoarvezout a reaz penaoz goude beza lavaret dezhan enpad meur a zevez, ha ma na zelaoue ket anezhei, e leverjont da Haman, evit gwelet hag hen a zalchje Mardoche stard d’he oberians ; rag lavaret hen doa dezhei e oa Judev. 5 Hag Haman a welaz ne blege ha ne stoue ket Mardoche dirazhan ; hag e oe leuniet a fulor. 6 Mes na brisaz ket lakat he zorn var Mardoche hepken, rag lavaret e oa euz a bez pobl he oa Mardoche ; hag Haman a glaskaz distruja an holl Judevien pere a oa en rouantelez Assuerus, dre ma oant pobl Mardoche. 7 D’ar c’henta mis, pehini eo mis Nisan, an daouzekved bloaz euz ar roue Assuerus, e oe taolet ar Pur, da lavaret eo, ar zort, dirag Haman, evit bep devez hag evit bep mis ; hag ar zort a gwezaz var an daouzekved mis, pehini eo mis Adar.
8 Neuze Haman a lavaraz d’ar roue Assuerus : Beza e zo eur bobl sklabezet entouez ar poblou, dre holl brovinsou da rouantelez, ha pehini, koulskoude en em dalc’h a du, a behini al lezennou a zo dishenvel euz re an holl boblou, ha pere ne viront ket lezennou ar roue. N’eo ket dereat d’ar roue ho lezel en repos. 9 Mar kav eta ar roue mad, ra vezo skrivet evit ho distruja ; ha me a lakaio entre daouarn ar re a ra an afferou, dek mil taland arc’hant, evit ma vefont kaset en tenzoriou ar roue. 10 Neuze ar roue a lamaz ar walen euz he zorn, hag a roaz anezhi da Haman, mab Hammedatha, an Agajian, pehini a waske ar Judevien. 11 Hag ar roue a lavaraz da Haman : An arc’hant ze a zo roet d’id, koulz hag ar bobl ze, da ober evel ma kari outhei.
12 En drizekved deiz euz ar mis kenta, e oe eta galvet skrivanierien ar roue ; hag e oe skrivet da oviserien ar roue, evel ma hen doa gourc’hemennet Haman, d’ar gouarnerien a bep provins, ha d’ar renerien a bep pobl, da bep provins hervez he zoare da skriva, ha da bep pobl hervez he iez ; pep tra a oe skrivet en hano ar roue Assuerus, ha ziellet gant gwalen ar roue. 13 Hag al lizerou a oe kaset dre gourierien en holl brovinsou ar roue, abalamour ma vije da revina, da laza ha da zistruja an holl Judevien, kement ar re iaouank evel ar re goz, ar vugale vihan hag ar gragez, en eur memeuz devez, an drizekved devez euz an daouzekved mis, pehini eo mis Adar, ha da billa ho madou. 14 Al lizerou pere a oe skrivet a zouge ma vije embanet an urz en pep provins, ha ma vije kaset publikamant d’an holl boblou, evit ma vijet prest a ben en deiz se. 15 Ar gourrierien, presset gant gourc’hemen ar roue, a ieaz ; an urz a oe ive embanet en kear Sus ar pen kear. Hag enpad ma oa ar roue hag Haman azezet da eva, kear Sus a oa en spouron.
4 Ha, pa anavezaz Mardoche kement a oa bet groet, e freuzaz he zillad, en em wiskaz gant eur sac’h ha gant ludu, hag ez eaz dre gear, o krial gant eur vouez vras ha c’hwero. 2 Hag e teuaz bete dirag dor ar roue ; rag na helle den hag a vije gwisket gant eur zac’h mont en palez ar roue. 3 Hag en pep provins, el lec’hiou ma oa gir ar roue hag he urz eet, ar Judevien a oe en kaon bras, o iun, o wela hag oc’h irvoudi ; ha kals a c’hourveze var ar zac’h hag al ludu.
4 Mitizien Ester hag he c’heunuked a zeuaz d’he c’haout hag a lavaraz dezhi kement se ; hag ar rouanez a oe gwal spouronet, hag e kasaz dillad da wiska Mardoche, hag evit ma lamje he zac’h divarnezhan ; mes hen n’ho c’hemeraz ket. 5 Neuze Ester a c’halvaz Hathak, unan a eunuked ar roue, pehini hen doa lakeat evit he zervichi ; hag e roaz urz dezhan da c’houlen digant Mardoche, petra e oa, ha perag he rea evel se. 6 Hathak az eaz eta da gaout Mardoche, var ar plas kear a oa dirag dor ar roue. 7 Ha Mardoche a ziskleriaz dezhan kement a oa c’hoarvezet, hag ar som arc’hant hen doa Haman prometet pea en tenzor ar roue, divarben ar Judevien, abalamour ma vijent distrujet. 8 Hag he roazdezhan eur c’hopi euz an urz skrid a oa bet embannet en Sus, abalamour d’ho distruja, evit m’hen diskweje da Ester, o lavaret dezhi holl, hag o c’hourc’hemen dezhi mont da di ar roue, evit goulen diganthan gras ha pedi evit he fobl.
9 Hathak a zeuaz eta, hag a lavaraz da Ester komzou Mardoche. 10 Hag Ester a lavaraz da Hathak, hag a c’hourc’hemennaz dezhan lavaret da Vardoche : Holl servicherien ar roue ha pobl provinsou ar roue a anave penaoz eo eul lezen, ar memeuz evit an holl, penaoz piou benag, gwaz pe vreg, a ia en ti ar roue, er porz en diabarz, hep beza galvet, a zo lakeat d’ar maro ; n’hen deuz ken nemert an hini da behini he c’hasten ar roue he vaz roue aour, a gement hell beva ; ha me n’hen d’oun ket bet galvet da vont da di ar roue abaoe tregont devez. 12 Kaset e oe komzou Ester da Vardoche. 13 Ha Mardoche a reaz ar respount ma da Estèr : Na sonj ket penaoz helli tec’hel te da unan a douez an holl Judevien, abalamour ma out en ti ar roue. 14 Rag, ma en em davez en amzer ma, ar Judevion a vevo hag a vezo delivret dre eun dra all benag ; mes te ha ti da dad, a beriso. Ha piou a oar hag hen n’eo ket evit eun amzer evel hema eo out eet da rouanez ?
15 Neuze Ester a lavaraz ma vije groet ar respount ma da Vardoche : 16 Kea, dastum an holl Judevien a zo en Sus, ha iunet evidoun ; na zebret ha na evet netra enpad tri deiz, ken en noz evel en deiz ; ha me ha va mitizien, ni a iuno ive ; goude me a ielo da gaout ar roue evel se, petra benag ma eo enep al lezen ; ha ma c’hoarvez e vezin distrujet, e vezin distrujet ! 17 Mardoche a ieaz eta, hag a reaz kement hen doa Ester gourc’hemennet dezhan.
5 Hag, en drede deiz, Ester a wiskas he diliad rouanez, hag en em dalc’haz er porz en diabarz euz ti ar roue, dirag ti ar roue. Ar roue o veza azezet var drôn he rouantelez, en he balez, dirag dor ar palez. 2 Ha pa welaz ar rouanez Ester pehini en em dalc’he en he za er porz, e kavaz gras dirag he zaoulagad, hag ar roue a astennaz da Ester ar vaz roue aour, pehini a oa en he zorn ; hag Ester a dostaaz, hag a stokaz pen ar vaz roue aour. 3 Hag ar roue a lavaraz dezhi : Petra ec’h euz, rouanez Ester, ha pehini eo da c’houlen ? Ha pa vefe an hanter euz ar rouantelez, roet e vefe d’id. 4 Ester a respountaz : Ma kav ar roue mad, ma teuo ar roue hag Haman hirie d’ar fest em euz fichet dezhei. 5 Neuze ar roue a lavaraz : Galvet buhan Haman, evit ober ar pez hen deuz Ester lavaret. Ar roue a zeuaz eta gant Haman d’ar fest hen doa Ester fichet.
6 Hag ar roue a lavaraz da Ester enpad ma evfet ar gwin : Pehini eo da c’houlen ? Hag e vezo roet d’id. Ha pehini eo da beden ? Ha pa vefe an hanter euz va rouantelez, groet e vefe. 7 Hag Ester a respountaz, hag a lavaraz : Setu va goulen ha va feden : 8 Mar em euz kavet gras dirag ar roue, ha mar kav ar roue mad rei d’in va goulen, hag ober hervez va c’hoant, ra zeui ar roue hag Haman d’ar fest a fichin dezhei, ha varc’hoaz me a raio hervez gir ar roue.
9 Hag, Haman a ieaz, en deiz se, joaus hag ar galoun kontant ; mes pa welaz, euz dor ar roue, Mardoche, pehini ne zavaz ket ha na finvaz ket evithan, e oe leuniet a goler a enep Mardoche. 10 Koulskoude Haman en em gendalc’haz, a gasaz da gerc’hat he vignoned ha Zeresh, he vreg. 11 Neuze Haman a gomzaz dezhei euz gloar he benvidigezou, euz an niver euz he vugale, euz kement hen doa ar roue groet evit he huelat, ha penaoz hen doa he zavet dreist prinsed ha zervicherien ar roue. 12 Haman a lavaraz ive : Ha zoken ar rouanez Ester n’he deuz lakeat nemert oun da zont gant ar roue d’ar fest he deuz groet, ha varc’hoaz oun pedet ganthi da vont c’hoaz gant ar roue. 13 Mes kement se holl n’eo ket a walc’h d’in, enpad ma welin Mardoche, ar Judev, azezet euz dor ar roue. 14 Neuze Zeresh, he vreg, hag he holl vignoned, a respountaz : Ra vezo groet eur groug euz hanter kant illinad huelded ; ha varc’hoaz ar beure lavar d’ar roue ma vezo krouget Mardoche eno ; ha kea joauz d’ar fest gant ar roue. Ar gomz se a blijaz da Haman, hag e reaz ober ar grouk.
6 En noz se ar roue ne helle ket kousket ; hag e c’hourc’hemennaz digas levr memoriou an historiou ; hag e oent lennet dirag ar roue. 2 Hag e oe kavet ennhei skrivet hen doa Mardoche roet ali divarben Bigthan ha Theresh, daou eunuk ar roue, a douez gwarded an treujo, pere ho doa klasket lakaat ho daouarn var roue Assuerus. 3 Neuze ar roue a lavaraz : Petra enor ha pez kaerder a zo groet da Vardoche evit kement se ? Ha tud ar roue, pere a zerviche anezhan, a respountaz : N’euz groet sort dezhan evit kement se. 4 Hag ar roue a lavaraz : Piou a zo er porz ? Hag, Haman a oa deuet er porz a ziaveaz a di ar roue, evit lavaret d’ar roue ma krougje Mardoche euz ar groug hen doa hen kempennet. 5 Ha tud ar roue a respountaz : Setu Haman a zo er porz ; hag ar roue a lavaraz : Ra zeuo.
6 Haman eta a zeuaz, hag ar roue a lavaraz dezhan : Petra a dleer ober da eun den a fell d’ar roue enori ? Hag Haman a lavare en he galoun : Da biou e felfe d’ar roue ober muoc’h a enor evit d’in me ? 7 Hag Haman a lavaraz d’ar roue : Divar-ben an den a fell d’ar roue enori, 8 ra vezo digaset dezhan dillad ar roue, hag ar marc’h var behini e pign ar roue, ha ma vezo lakeat ar gurunen a roue var he ben. 9 Ra vezo roet goude ze an dillad ze hag ar marc’h se da unan benag a brinsed ar roue, euz an aotroune bras pere a zo en kichen ar roue ; ra vezo gwisket an den a fell da roue enori ; ra vezo groet dezhan mont var varc’h dre ruiou kear, ha ra vezo kriet dirazhan : Evelhen e rei d’an den a fell d’ar roue enori ! 10 Neuze ar roue a lavaraz da Haman : Hast buhan te, kemer an dillad hag ar marc’h, evel ma ec’h euz lavaret, ha gra evel se da Vardoche, ar Judev, pehini a zo azezet euz dor ar roue ; ne vank da ober netra euz ar pez ec’h euz lavaret. 11 Haman a gemeraz eta an dillad hag ar marc’h ; gwiska a reaz Mardoche, hag e lekeaz anezhan da vont var varc’h dre ruiou hear, hag e krie dirazhan : Evelhen eo e ve greet d’an den a fell d’ar roue enori !
12 Goude Mardoche a zistroaz euz dor ar roue ; mes Haman en em dennaz buhan d’he di, gwal c’hlac’haret, hag o kaout he ben goloet. 13 Hag Haman a ziskleriaz da Zeresh, he vreg, ha d’he holl vignoned kement a oa c’hoarvezet. Hag he re fur, ha Zeresh, he vreg, a respountaz dezhan : Mar d’eo Mardoche, dirag pehini out kommanset da gweza, euz a ras ar Judevien, na drec’hi ket varnezhan ; mes kweza a ri dirazhan. 14 Koulskoude evel ma komzent c’hoaz ganthan, eunuked ar roue a zeuaz, hag a hastaz digas Haman d’ar fest fichet gant Ester.
7 Ar roue hag Haman a zeuaz eta d’ar fest da di ar rouanez Ester. 2 Hag an eilved devez ze, ar roue a lavaraz c’hoaz da Ester, enpad ma c’hevet ar gwin : Petra eo da c’houlen, rouanez Ester ? Hag e vezo roet d’id. Ha pehini eo da beden ? Ha pa vefe beteg an hanter euz ar rouantelez, kement se a vefe groet. 3 Neuze ar rouanez Ester a respountaz, hag a lavaraz : Mar em euz kavet gras dirazout, o roue ! ha mar kav ar roue mad, ra vezo roet d’in va buez var ma goulen, ha ma fobl d’am feden ! 4 Rag ni a zo bet gwerzet, me ha ma fobl, da veza lazet, mouget, distrujet. Ma ne vijemp ket gwerzet nemet da vezo esklaved ha mitizien, em bije tavet, petra benag ne helje ket ar gwasker dizommaji ar c’holl a zeuje d’ar roue. 5 Neuze ar roue Assuerus a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz d’ar rouanez Ester : Piou eo, ha pelec’h ema an den, hen deuz kredet ober kement se ? 6 Hag Ester a respountaz : Ar gwasker hag an enebour eo an den fall Haman ma. Neuze Haman a oe troubled dirag ar roue hag ar rouanez. 7 Hag ar roue, en koler, a savaz euz ar fest, hag a ieaz en jardin ar palez ; mes Haman en em dalc’haz eno, abalamour da bedi ar rouanez Ester evid he vuez ; rag gwelet a rea e oa ar roue resolvet d’hen koll.
8 Pa zistroaz ar roue euz jardin ar palez en zall ar fest, Haman a oa en em daolet var ar gwele ma oa Ester. Hag ar roue a lavaraz : Ober a refe c’hoaz violans d’ar rouanez dirazoun, en ti ma ? Adaleg ma oe deuet ar gomz se euz genou ar roue, e oe goloet he visach da Haman. 9 Hag Harbona, unan an eunuked, a lavaraz dirag ar roue : Setu, ar groug hen deuz laket Haman da ober evit Mardoche, pehini a gomzaz evit mad ar roue, a zo groet en ti Haman, gant hanter kant illinad huelded. Neuze ar roue a lavaraz : Ra vezo krouget eno ! 10 Hag e krougchont Haman euz ar groug hen doa kempennet evit Maraoche ; ha koler ar roue a oa douseet.
8 En deiz se memeuz, ar roue Assuerus a roaz d’ar rouanez Ester ti Haman, gwasker ar Judevien. Ha Mardoche en em diskwezaz dirag ar roue ; rag Ester hen doa diskleriet ar pez e oa dezhi. 2 Hag ar roue a gemeraz he walen, pehini hen doa laket lemel digant Haman, hag e roaz da Vardoche ; hag Ester a lekeaz Mardoche var di Haman.
3 Hag Ester a gendalc’haz da gomz dirag ar roue, hag en em daolaz d’he dreid, o wela, hag e pede anezhan da ober ma n’hen dije ket lec’h ar pez hen doa drougiez Haman, an Agajian, groet a enep ar Judevien. 4 Neuze ar roue a astennaz ar vaz aour da Ester. Ester a savaz eta, hag en em dalc’haz en he za dirag ar roue ; 5 hag e lavaraz : Mar kav ar roue mad, mar em euz kavet gras dirazhan, mar zeblant an dra rezonable d’ar roue, ha mar d’oun agreabl dezhan, ra vezo skrivet evit terri al lizerou a zell euz fallentez Haman, mab Hammedatha, an Agajian, pere hen doa skrivet evit distruja ar Judevien a zo en holl brovinsou ar roue. 6 Rag penaoz helfen me gwelet an drouk a erufe gant va fobl, ha penaoz e welfen me distruj va ras ? 7 Neuze ar roue Assuerus a lavaraz d’ar rouanez Ester ha da Vardoche ar Judev : Setu, em euz roet ti Haman da Ester, hag eo krouget euz ar groug, dre ma hen doa astennet he zorn a enep ar Judevien. 8 C’hwi eta, skrivet en hano ar roue en faver ar Judevien, evel ma kevfet mad, ha sellet ar skrid gant gwalen ar roue ; rag ar skritur pehini a zo skrivet en hano ar roue ha ziellet gant gwalen ar roue, na hell ket beza torret.
9 Kerkent, d’an drived devez var ugent euz an drived mis, pehini eo mis Sivan, skrivanieren ar roue a oe galvet, hag e oa skrivet d’ar Judevien, evel ma hen doa Mardoche gourc’hemennet, ha d’an oviserien, a renerien ha da vestrou ar provinsou, pere a oa adaleg an Indez beteg an Etiopi, seiz ha c’hwec’h ugent provins, da bep provins hervez he zoare da skriva, ha da bep pobl hervez he iez, ha d’ar Judevien hervez ho doare da skriva hag hervez ho iez. 10 Skrivet e oe eta en hano ar roue Assuerus, hag e oe ziellet al lizerou gant gwalen ar roue ; goude a oent kaset gant kourierien, pignet var rederien, var muled ganet a gezegenned. 11 Al lizerou a zouge e c’hurze ar roue d’ar Judevien a oa en pep kear en em dastum hag en em lakaat en difen evit ho buez ; dispen, laza, distruja pep gallout armet a bobl hag a brovins pere ho gwaske, kenkouls hag ar vugale vihan hag ar gragez, ha pilla ho diwisk ; 12 ha kement se, en eur memeuz deiz, en holl brovinsou ar roue Assuerus, en drizekved deiz euz an daouzekved mis, pehini eo mis Adar. 13 Al lizerou a oa skrivet, a zouge e c’hembanjet an urz ze en pep provins, ha ma vije roet da anaout publikamant d’an holl boblou, abalamour ma vije ar Judevien prest en deiz se d’en em vanji euz ho holl enebourien. 14 Ar gourierien pignet var rederien, var muled, a ieaz, o c’hasta, o vuaneka, hervez urz ar roue. An emban a oe groet ive en kear Sus.
15 Ha Mardoche a ieaz dirag ar roue en dillad roueek, pourpr ha gwen, gant eur gurunen vras a aour, hag eur vantel lin moan ha skarlat ; kear Sus a loske kriadennou a joa hag en em laouenae. 16 Beza oe evit ar Judevien bonheur ha joa, joausted hag enor. 17 Hag en pep provins, hag en pep kear, el lec’hiou ma’z eaz komz urz ar roue, e oe entouez ar Judevien joausted ha levennidigez, festou ha deiziou gwel. Ha kalz a dud a douez ar bobl en em reaz Judevien, rag an doujans rag ar Judevien a oa kroget ennhei.
9 En daouzekved mis, pehini eo mis Adar, en drizekved deiz euz ar mis, en pehini e tlee komz hag urz ar roue beza lakeet en pratik, en deiz ma espere enebourien ar Judevien beza ar mestrou, ar c’hontrel a eruaz, hag ar Judevien a oe mestrou var ar re a gasae anezhei. 2 Ar Judevien eta en em daztumaz en ho c’heariou, dre holl brovinsou ar roue Assuerus, evit lakat ho daouarn var ar re a glaske ho c’holl ; ha den na helle pad dirazhei, rag an aoun a oa outhei a oa kroget en holl boblou. 3 Hag holl vestrou ar provinsou, ar chefou, ar renerien, hag ar re holl a rea afferou ar roue, a zoutene ar Judevien, abalamour an aoun a oa dirag Mardoche a oa kroget ennhei. 4 Rag Mardoche a oa bras en ti ar roue ; hag ar brud mad anezhan en em skulie dre an holl brovinsou, abalamour ma ez éa Mardoche bepred var huellat. 5 Ar Judevien a skoas ho holl enebourien a daoliou kleze ; kement se a oe eul lac’herez hag enn dispen ; ober a rejont ho bolonte d’ar re ho c’hassae. 6 En kear Sus, ar Judevien a lazaz hag a lakaez da vervel pemp kant gwaz. 7 Laza a rejont Parshandatha, Dalphon, Aspatha, 8 Poratha, Adalia, Aridatha, 9 Parmashtha, Arisai, Aridai ha Vajezatha, dek mab Haman, mab Hamedatha, gwasker ar Judevien ; 10 mes na lekejont ket ho daouarn er pillach.
11 En deiz se, e oe lavaret d’ar roue an niver euz ar re a oa bet lazet en kear Sus, ar pen kear. 12 Hag ar roue a lavaraz d’ar rouanez Ester : En kear Sus, ar pen kear, ar Judevien ho deuz lazet ha distrujet pemp kant den, ha dek mab Haman ; petra n’ho devezo int ket groet en nemorant euz a brovinsou all ar roue ? Pehini eo da c’houlen ? Hag e vezo roet d’id. Ha pehini eo da beden ? Groet e vezo. 13 Ester a respountaz : Mar kav ar roue mad, ma vezo lezet c’hoaz ar Judevien pere a zo en Sus da ober hervez an urz a hirie, ha ma vezo diviliet euz ar groug dek mab Haman. 14 Hag ar roue a c’hourc’hemennaz ma vije groet evel se : an urz a oe embannet en Sus, ha krouget e oe dek mab Haman. 15 Ar Judevien pere a oa en Sus en em zastumaz c’hoaz er bevarzekved deiz euz a vis Adar, hag e lazchont en Sus tri c’hant den : mes na lakajont ket ho dorn er pillach.
16 An nemorant euz ar Judevien, pere a oa en provinsou ar roue, en em zastumaz hag en em lekeaz en difen evit ho buez ; hag ho doe diskwiz a beurz ho enebourien, hag e lazchont pemzek mill ha tri-ugent euz ar re a gasae anezhei ; mes na lakajont ket ho dorn er pillach. 17 An drizekved deiz e oa euz a vis Adar ; ar bevarzekved e paouezjont, hag e rejont eur fest a joa. 18 Mes ar Jude vien pere a oa en Sus en em zastumaz an drizek hag ar bevarzek deiz euz ar memeuz mis : diskwiza a rejont er bempzekved, hag e rejont outhan eun deiz a fest hag a joa. 19 Dre ze, ar Judevien a zivar ar meaz, pere a choume en keariou nan zerret a vogeriou, a ra euz ar bevarzekved deiz euz a vis Adar eun deiz a joa, a fest, eun deiz gwel, en pehini e kaser profou an eil d’egile.
20 Mardoche a skrivaz an traou ma, hag a gasaz lizerou d’an holl Judevien pere a oa en holl brovinsou ar roue Assuerus, taost ha pell, 21 o c’hourc’hemenni dezhei bep bloaz ober ar bevarzekved deiz hag ar bempzekved deiz a vis Adar, 22 evel deiziou en pere ho doa ar Judevien bet diskwiz euz ho enebourien, hag ar mis en pehini ho zristidigez a oe chanjet en joa, hag ho c’hanvou en eun deiz gwel, hag ober outhei deiziou a fest hag a joa en pere e kaser profou an eil d’egile, ha ma reer donezonou d’ar beorien. 23 Ar Judevien a gemeraz eta ar pez e oant en em lekeet d’ober, hag ar pez hen doa Mardoche skrivet dezhei. 24 Rag Haman, mab Hammedatha, an Agajian, gwasker ar Judevien, hen doa ijinet a enep ar Judevien evit ho distruja, hag hen doe taolet ar Pur, da lavaret eo ar zort, evit ho dispen hag ho distruja. 25 Mes pa oe deuet Ester dirag ar roue, e c’hourc’hemennaz dre lizerou ma kweje var ben Haman an ijin fall ze hen doa groet a enep ar Judevien, ha ma vije krouget, hen hag he vibien, euz ar groug. Dre ze e c’halver an deiziou ze Purim, euz an hano a Bur.
26 Dre ze, hag hervez an dalc’h euz al lizer ma, hervez ar pez ho doa gwelet hag ar pez a oa c’hoarvezet ganthei, 27 ar Judevien a lakeaz hag a gemeraz, evithei hag evit ho lignez, hag evit ar re holl en em unane dezhei, ma ne vankjet ket da ober, bep bloaz, an daou deiz ze, hervez ho reglen skrivet hag an amzer merket. 28 An deiziou ze a dleet kaout sonj anezhei ha gweliet en holl oadou, en pep famil, en pep provins hag en pep kear ; en hevelep doare ma ne zaje ket da netra an deiziou ze a Burim entouez ar Judevien, ha ma ne zaje ket ar sonj anezhei da netra entouez ho lignez. 29 Ar rouanez Ester, merc’h Abikail, hag ar Judev Mardoche, a skrivaz gant ho holl galloud, evit startaat eun eilved gwech al lizer ze var ar Purim. 30 Hag e oa kaset lizerou d’an holl Judevien, ebarz er seiz ha c’hwec’hugent provins euz rouantelez Assuerus, gant komzou a beoc’h hag a fidelite, 31 evit lakaat deiziou ar Purim en ho amzer, evel m’ho doa ar Judev Mardoche hag ar rouanez Ester ho lakeet evithei, hag evel ma ho doa ho lakeet evithei ho unan hag evit ho lignez, abalamour d’ho iuniou ha d’ho hirvoudou. 32 Evel se urz Ester a startaez al lakedigez ze euz ar Purim, evel ma eo skrivet kement se el levr.
10 Neuze ar roue Assuerus a lakeaz eur gwir var ar vro ha var enezennou ar mor. 2 Ha, divarben holl oberiou he c’halloud hag he vurzudou, hag euz displegadurez he vraster en pehini e savaz ar roue Mardoche, an traou ma ha n’hen d’int-hi ket skrivet en levr an Nevezentizou rouane ar Medi hag ar Pers ? Hag ar Judev Mardoche a oe an eil goude Assuerus, hag e oe bras entouez ar Judevien hag agreabl d’an niver euz he vreudeur, o klask mad he bobl, hag o komz evit heur vad he ras.