Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897/Levr Esdras
Grapho Press, 1897 (p. 407-416)
1 AR c’henta bloaz euz a ren Sirus, roue ar Pers, abalamour ma vije peur-c’hroet ar gir Hen doa an Aotrou lavaret dre Jeremi, an Aotrou a zihunaz spered Sirus, roue ar Pers, pehini a reaz emban en he holl rouantelez, ha memeuz dre skrid, eun urz a rouge : 2 Evelhen hen deuz lavaret Sirus, roue ar Pers : An Aotrou, Doue an envou, Hen deuz roet d’in holl rouantelezou an douar, hag Hen He unan Hen deuz gourc’hemennet d’in sevel eun ti dezhan en Jerusalem, pehini a zo en Juda. 3 Piou ac’hanoc’h a zo euz he bobl ? Ma vezo he Zoue ganthan, ha ma pinio da Jerusalem, pehini a zo en Juda, ha ma adsavo ti an Aotrou, Doue Israel ; an Doue a zo en Jerusalem eo. 4 Hag en kenver ar re holl a choum, en pep lec’h benag ma ema-int, ra sikouro tud al lec’h ze anezhei, gant arc’hant aour, madou ha loened, en tuhont d’ar pez a ginnikfer a volonte vad evit ti Doue pehini a zo en Jerusalem.
5 Neuze chefou tadou Juda ha Benjamin, sakrifierien ha Levited, ar re holl a zihunaz Doue ho spered, a savaz evit pignet da adsevel ti an Aotrou, pehini a zo Jerusalem. 6 Hag ar re holl a oa en dro dezhei a zeuaz d’ho zikour gant traou arc’hant, aour, madou, loened ha traou prisius, en tuhont d’ar pez a oe kinniget a volonte vad.
7 Neuze ar roue Sirus a zigasaz er meaz besellou ti an Aotrou, pere hen doa Nebukadnetsar dizouget euz Jerusalem, hag hen doa lakeat en ti he zoue. 8 Sirius, roue ar Pers, ho digasaz er meaz dre Vithredath, an tenzorier, pehini a roaz anezhei, dre gount, da Sheshbatsar, prins a Juda. 9 Setu an niver anezhei : tregont basin aour, mil basin arc’hant, nao var ugent kontel, tregont plat aour, 10 pevar c’hant dek plat arc’hant a eilved renk, mil besel all. 11 An holl vesellou aour hag arc’hant a oa vardro pemp mil pevar c’hant. Sheshbatsar ho c’hemeraz holl, pa oe lakeat da biniat euz Babilon da Jerusalem ar re a oa dizouget ac’hane.
2 HA setu ama ar re euz ar provins pere a biniaz euz an esklavach, a douez ar re hen doa Nebukadnetsar, roue Babilon, dizouget da Vabilon, ha pere a zistroaz da Jerusalem ha da Juda, pep hini en he gear, 2 pere a zeuaz gant Zorobabel, Joshua, Nehemi, Seraja, Reelaja, Mardoche, Bilshan, Mispar, Bigvai, Rehum ha Baana.
3 Niver tud pobl Israel : Bugale Parosh, daou vil daouzek hag eiz ugent ; 4 bugale Sephatja, tri c’hant daouzek ha tri-ugent ; 5 bugale Arak, seiz kant pemzek ha tri-ugent ; 6 bugale Pahath-Moab, euz bugale Jeshua ha Joab, daou vil eiz kant daouzek ; 7 bugale Helam, mil daou c’hant pevar hag hanter kant ; 8 bugale Zattu, nao c’hant pemp ha daou-ugent ; 9 bugale Zakkai, seiz kant tri-ugent ; 10 bugale Bani, c’hwec’h kant daou ha daou-ugent ; 11 bugale Bebai, c’hwec’h kant tri var ugent ; 12 bugale Hazgad, mil daou c’hant daou var ugent ; 13 bugale Adonikam, c’hwec’h kant c’hwec’h ha tri-ugent ; 14 bugale Bigvai, daou vil c’hwec’h hag hanter kant ; 15 bugale Hadin, pevar c’hant pevar hag hanter kant ; 16 bugale Ater, a Ezekiaz, tric’hwec’h ha pevar-ugent ; 17 bugale Betsai, tri c’hant tri var ugent ; 19 bugale Jora, kant daouzek ; 19 bugale Hassum, daou c’hant tri var ugent ; 20 bugale Guibhar, pemzek ha pevar-ugent ; 21 bugale Bethlehem, tri ha c’hwec’h-ugent ; 22 tud Netofa, c’hwec’h hag hanter kant ; 23 tud Hanathoth, eiz ha c’hwec’h ugent ; 24 bugale Hazmaveth, daou ha daou-ugent ; 25 bugale Kirjath-arim, a Gefira hag a Veeroth, seiz kant tri ha daou-ugent ; 26 bugale Rama ha Guebah, c’hwec’h kant unan ha c’hwec’h-ugent ; 27 tud Miknaas, daou ha c’hwec’h-ugent ; 28 tud Bethel hag Hai, daou c’hant tri var ugent ; 29 bugale Nebo, daou hag hanter kant ; 30 bugale Magbis, c’hwezek ha seiz-ugent ; 31 bugale eun Helam all, mil daou c’hant-pevar hag hanter kant ; 32 bugale Harim, tri c’hant ugent ; 33 bugale Lod, Hadid hag Ono, seiz kant pemp var ugent ; 34 bugale Jeriko, tri c’hant pemp ha daou-agent ; 35 bugale Sanaa, tri mil c’hwec’h kant tregont.
36 Sakrifierien : Bugale Jedahja, euz ti Jeshua, nao c’hant trizek ha tri-ugent ; 37 bugale Immer, mil daou hag hanter kant ; 38 bugale Pashur, mil daou c’hant seiz ha daou-ugent ; 39 bugale Harim, mil ha seitek.
40 Levited : Bugale Jeshea ha Kadmiel, a douez bugale Hodavia, pevarzek ha tri-ugent. 41 Kanerien : Bugale Asaf, eiz ha c’hwec’h-ugent. 42 Bugale ar borzerien : Bugale Shallum, bugale Ater, bugale Talmon, bugale Hakkub, bugale Hathita, bugale Sobai, en holl, naontek ha c’hwec’h-ugent.
43 Nethinied : Bugale Tsiha, bugale Hasufa, bugale Thabbahoth, 44 bugale Keros, bugale Sihaha, bugale Padon, 45 bugale Lebana, bugale Hagaba, bugale Hakkub, 46 bugale Hagab, bugale Samlai, bugale Hanan, 47 bugale Guiddel, bugale Gahar, bugale Reaja, 48 bugale Retsin, bugale Nekoda, bugale Gazam, 49 bugale Huza, bugale Paseah, bugale Besaï, 50 bugale Asna, bugale Mehunim, bugale Nefusim, 51 bugale Bakbuk, bugale Hakufa, bugale Harhur, 52 bugale Batsluth, bugale Mehida, bugale Harsa, 53 bugale Barkos, bugale Sisra, bugale Tamah, 54 bugale Netsia, bugale Hatifa 55 Bugale servicherien Salomon : Bugale Sotaï, bugale Soferet, bugale Peruda, 56 bugale Jahala, bugale Darkon, bugale Guiddel, 57 bugale Sefatja, bugale Hattil, bugale Pokereth-Hatsebajim, bugale Ami. 58 An holl Nethinied ha bugale servicherien Salomon a oe : tri c’hant daouzek ha pevar-ugent.
59 Hag ama ema ar re a biniaz euz Tallith, euz Telharsa, euz Kerub-Adan hag euz Immer, ar re pere n’heljont ket diskwez ti ho zadou, nag ho ras da c’houzout hag int a oa euz a Israel. 60 Bugale Delaja, bugale Tobija, bugale Nekeda, c’hwec’h kant daou hag banter kant. 61 Bugale ar sakrifierien ; bugale Habaja, bugale Kots, bugale Barzillai, pehini a gemeraz evit greg unan a verc’hed Barzillai, Galaadit, hag a oe galvet euz ho hano. 62 Ar re ze a glaskaz levr ho nested ; mes n’he oent ket kavet ennhei, hag he oent taolet kwit euz ar velegiach. 63 Ar gouarner a lavaraz dezhei, ma na zebrjont ket traou santel meurbed enpad ma assistje ar sakrifier gant an Urim hag an Tummim.
64 An asamble holl a oa daou vil daou-ugent tri c’hant tri-ugent ; 65 hep niveri ho mevelien hag ho mitizien, en niver a seiz mil tri c’hant seiz ha tregont ; hag e oa daou c’hant kanner ha daou c’hant kannerez. 66 Beza e oa seiz kant c’hwec’h ha tregont loen kezek, daou c’hant pemp ha daou-ugent mul, 67 pevar c’hant pemp ha tregont chamo, ha c’hec’h mil seiz kant ugent azen.
68 Ha meur a chef a dadou, pa zeujont da di an Aotrou a oa en Jerusalem, a roaz profou a volonte vad da di Doue, evit ma vije adsavet var he lec’h. 69 Rei a rejont d’an tenzor hervez ho galloud, eur mil ha tri-ugent dram aour, pemp mil mina arc’hant ha kant tuniken sakrifierien. 70 Ar sakrifierien, al Levited, tud ar bobl, ar ganerien, ar borserien hag an Nethinied a choumaz en ho c’heariou ; holl re Israel a oe ive en ho c’heariou.
3 AR seizved mis o tostat, ha bugale Israel o veza en ho c’heariou, ar bobl en em dastumaz en Jerusalem, evel un den hepken. 2 Nuuse Joshua, mab Jotsadak, a savaz gant he vreudeur ar sakrifierien, ha Zorobabel, mab Salathiel, gant he vreudeur ; hag e savjont eun aoter da Zoue Israel, evit kinnig ar profou evel ma eo skrivet en lezen Moizez, den Doue. 3 Hag he c’hadsavjont an aoter var he zaoliou, rag dindan doujans pobl ar vro he oant ; hag he kinnikchont sakrifisou-losk d’an Aotrou, ar sakrifisou-losk euz ar mintin hag euz an abardaez. 4 Ober a rejont goude gwel an tantennou, evel ma eo skrivet, hag e kinnikchont sakrifisou-losk bemdez, kement ha ma vije red evel ma c’hourc’hemenne an ordinal a bep devez. 5 Goude ze, e kinnikchont ar sakrifis-losk keadalc’hus, reou al loariou nevez hag an holl gweliou kensagret d’an Aotrou, hag ar pez a ginnige pep hini a volonte vad d’an Aotrou. 6 Adaleg an deiz kenta euz ar seizved mis, en em lekejont da ginnik sakrifisou-losk d’an Aotrou, petra benag ma ne oa ket templ an Aotrou diazezet c’hoaz. 7 Mes rei a rejont arc’hant d’ar bikerien vein ha d’ar galvezerien ; rei a rejont ive da zibri ha da eva, kenkoulz evel eol, d’ar Sidonied ha d’an Dirianed, evit ma tastumjent koad sedr, euz al Liban da vor Japho, hervez al lez ober hen doa Sirius, roue ar Pers, roet dezhei.
8 Hag an eilved bloaz adaleg ho donedigez en ti Doue en Jerusalem, en eilved mis, Zorobabel, mab da Salathiel, Jeshua, mab da Jotsadak, hag an nemorant euz ho breudeur, ar sakrifierien, hag al Levited, hag ar re holl pere a oa deuet euz an esklavach da Jerusalem, a gommansaz ; hag e lekejont Levited, adaleg an oad a ugent vloaz ha dreistoc’h, evit evesaat labour ti an Aotrou. 9 Ha Joshua a choume eno gant he vibien hag he vreudeur, ha Kadmiel gant he vibien, bugale Juda, evel eun den, evit ren ar re a rea labour ti Doue, evel mibien Henadad, gant ho mibien hag ho breudeur, Levited.
10 Ha, pa daolaz ar re a vasoune diazez templ an Aotrou, e oe kerc’het ar sakrifierien en ho gwiskamant, gant an trompillou, hag al Levited, mab Asaf, gant ho simbalou, evit meuli an Aotrou hervez lakedigez David, roue Israel. 11 Hag en eur veuli ha gwelia an Aotrou en em respountent evelhen : Rag mad eo, rag he drugarez a bad da viken var Israel ! Hag an holl bobl a loske kriadennou bras a joa, en eur veuli an Aotrou, dre ma lakeat diazez ti an Aotrou. 12 Mes kals euz ar sakrifierien hag euz al Levited, ha chefou tadou, pere a oa oajet, ha pere ho doa gwelet an c’henta ti var he ziazez, euz en em diskwez an ti ma, a wele kre ; el lec’h kals a reou all a save ho mouez gent kriadennou a levenez hag a joa. 13 Hag na hellet ket dishenvelli mouez kriadennou a joa euz a vouez garm ar bobl ; rag ar bobl a loske kriadennou bras, en hevelep doare ma oe klevet ho mouez a bell.
4 Hag enebourien Juda ha Benjamin a anavezaz e save bugale an esklavach templ an Aotrou, Doue Israel. 2 Dont a rejont da gaout Zorobabel, ha da gaout chefou an tadou, hag e lavarjont dezhei : Ni a zavo ive ganeoc’h ; rag ni a c’halvo ho Toue eveldoc’h ; ha dezhan eo e sakrifiomp abaoe amzer Esar-Haddon, roue Assiri, pehini hen deuz ho lakeat da biniat ama. 3 Mes Zorobabel, Jeshua, ha chefou all tadou Israel, a respountaz dezhei : Na zere ket e savfemp, c’hwi ha ni, eun ti d’hon Doue ; mes ni hen savo hon unan d’an Aotrou, Doue Israel, evel ma hen deuz Sirus, roue ar Pers, he c’hourc’hemennet deomp.
4 Neuze pobl ar vro a rentaz diegus daouarn pobl Juda, o spounta anezhan evit he herzel da vasounet ; hag e savjont a enep dezhei kuzulierien evit disober ho c’hemeridigez, enpad holl amzer Sirus, roue ar Pers, bete ren Darius, roue ar Pers.
6 Neuze, enpad rest Assuerus, er pen kenta euz he ren, ha skrivjont eun tamal a enep tud Juda ha Jerusalem. 7 Hag en amzer Artaxerxes, Bishlam, Mithredath, Tabeel, hag ar re all euz ho c’hensorted, a skrivaz da Artaxerxes, roue ar Pers. Al lizer a oa skrivet en Aramean, ha troet en Aramean.
8 Rehum, gouarner, ha Shimshai, sekretour, a skrivaz eta evelhen eul lizer divarben Jerusalem, d’ar roue Artaxerxes : 9 Rehum, gouarner, ha Shimshai, sekretour, hag ar re all euz ho c’hensorted, Dinianed, Afarsakianed, Tarpelianed, Arfasianed, Arkevianed, Babilonianed, Susankianed, Dehavianed, Elamited, 10 hag ar poblou all hen deuz an den bras ha bruded kaer Osnapar dizouget ha lakeat da choum en kear Samari, hag er c’heariou all en tu ma da rivier, — hag evel se goude.
11 Hema eo ar c’hopie euz al lizer a gaschont : D’ar roue Artaxerxes ! Da zervicherien, an dud en tu ma d’ar rivier, — hag evel se goude. 12 Ra anavezo ar roue penaoz ar Judevien pere a zo piniet euz he gichen d’hon c’haout, a zo deuet euz Jerusalem ; penaoz e savont ar gear fall ha drouk ze, e c’hadsavont he mogeriou hag e c’hadreont he zoliou. 13 Brema eta, ra anavezo ar roue penaoz mar be ar gear ze adsavet hag he mogeriou adlakeet, na vezo paet ken a wiriou nag a dellou, nag a leveou, ha penaoz da ziveza e tougo koll d’ar roue. 14 Ha, dre ma tebromp haolen ar palez, ha ma n’eo ket dereat e vefemp testou euz ar c’holl ze groet d’ar roue, ni a gas al lizer ma d’ar roue hag e roomp da anaout dezhan kement ma :
15 Ra vezo klasket en levr envoriou da dadou, kaout a ri en levr an envoriou hag ec’h anavezi penaoz eo ar gear ze eur gear disent ha fall d’ar rouane ha d’ar provinsou, ha penaoz a bep amzer e zo groet ennhi troumplerezou ; abalamour da ze eo bet ar gear ze distrujet. 16 Ni a ro da anaout d’ar roue, penaoz mar be ar gear ze advasounet hag he mogeriou adsavet, n’az pezo kendalc’h ebet en tu ma d’ar rivier.
17 Ar roue a gasaz ar respount ma da Rehum, gouarner, ha da Shimshai, sekretour, ha d’ho c’hensorted all pere a choum en Samari, hag el lec’hiou all en tu ma d’ar rivier : Salut, — hag evel se goude. 18 Al lizer hoc’h euz digaset deomp a zo bet lennet gant evez dirazomp. 19 Roet em euz urz, hag e zo klasket, hag e zo kavet penaoz, a bep amzer, ar gear ze a zo en em savet a enep ar rouane, hag e zo bet groet ennhi troumplerez ha dizurzou ; 20 ha penaoz e zo bet rouane galloudus en Jerusalem, pere ho deuz renet dreist holl var gement a zo en tu all d’ar rivier, hag e paeet dezhei ar gwiriou, an tellou, hag al leve. 21 Brema eta, roet urz da lakaat paouez an dud ze, evit na vezo ket ar gear ze adsavet, ken a vezo roet urz da ze euz va feurz. 22 Ha diwallet da dremen hep ober kement ma. Perag e kreskfe ar c’holl divae goust ar rouane ?
23 Hag, adaleg ma oe lennet kopi lizer Artaxerxes dirag Rehum, Shimshai, sekretour, ha dirag ho c’hensorted, ez ejont gant hast da Jerusalem da gaout ar Judevien, hag e rejont dezhei paouez dre nerz. 24 Neuse labour ti Doue, pehini a zo en Jerusalem, a baouezaz, hag a oe paouezet beteg eilved bloaz ren Darius, roue ar Pers.
5 Hag Agge, ar profed, ha Zakari, mab Iddo, profed, a brofetisaz d’ar Judevien a oa en Juda hag en Jerusalem, en hano Doue Israel, pehini a gomze outhei. 2 Neuze Zorobabel, mab Salathiel, ha Jeshua, mab Jotsadak, a savaz hag a gommansaz sevel ti Doue, pehini a zo en Jerusalem ; ha ganthei e oa profeded Doue, pere ho sikoure.
3 En amzer ze, Thathenai, gouarner euz an tu ma d’ar rivier, Shethar-Boznai hag ho c’hensorted, a zeuaz d’ho c’haout, hag a gomzaz evelhen outhei : Piou hen deuz roet deoc’h urz da sevel an ti ze ha da ober ar mogeriou ze ? 4 Neuze e leverjont dezhei : Pere eo hanoiou an dud pere a sav an ti ze ? 5 Mes lagad Doue a oe var re ansien er Judevien, ha na oe ket groet dezhei paouez, bete ma’z eaz an affer dirag Darius, ha neuze ma vije skrived dezhei var gement se.
6 Kopi euz al lizer a gasaz Thathenai, gouarner an tu ma d’ar rivier, Shethar-Boznai hag he gensorted Afarsekeaned, pere a oa en tu ma d’ar rivier, d’ar roue Darius. 7 Kas a rejont dezhan eun tamal evelhen : D’ar roue Darius, peoc’h parfet ! 8 Ra vezo ar roue aliet penaoz omp eet en provins Juda, en ti an Doue braz, pehini a sever en mein kizellet ; ar c’hoat a zo lakeet var ar mogeriou, hag an ti a sav buhan hag a ia prompt entre ho daouarn. 9 Neuze honr deuz groet goulennon euz ar re ansien pere a oa eno, lavaret hon deuz dezhei : Piou hen deuz roet urz deoc’h da sevel an ti ze ha da ober ar mogeriou ze ? 10 Ha memeuz goulennet hon deuz diganthei ho hanoiou, evit ho rei da anaout d’id, abalamour da skriva hanoiou an dud a zo en ho fen. 11 Hag ho deuz respountet deomp evelhen : Ni a zo zervicherien Doue an envou hag an douar, hag e c’hadsavomp an ti a oa bet savet gwech all brema ez zo pell, hag hen doa eur roue bras a Israel savet hag achuet. 12 Mes, goude m’hen doe hon zadou koleret Doue an envou, e lekeaz anezhei entre daouarn Nebukadnetsar, roue Babilon, ar C’haldean, pehini a zistrujaz an ti ma hag a zizougaz ar bobl da Vabilon. 13 Koulskoude kenta bloaz Sirus, roue Babilon, ar roue Sirus a c’hourc’hemennaz adsevel an ti ma da Zoue. 14 Ar roue Sirus a dennaz memeuz euz templ Babilon besellou aour hag arc’hant ti Doue, pere hen doa Nebukadnetsar tennet euz templ Jerusalem hag hen doa digaset da dempl Babilon ; hag e oant roet da unan hanvet Sheshbatsar, pehini hen doa lakeat da c’houarner, 15 ha da behini e lavaraz : Kemer ar besellou ma ha kea d’ho c’has da dempl Jerusalem, ha ma vezo ti Doue adsavet var he lec’h. 16 Neuze ar Sheshbatsar ze a zeuaz hag a lakeaz an diaze euz a di Doue, pehini a zo en Jerusalem ; hag adaleg an amzer ze bete vrema he c’hadsaver anezhan, ha n’eo ket achu c’hoaz. 17 Bresman, eta, mar seblant mad d’ar roue, ra vezo klasket en ti tenzoriou ar roue, pehini a zo en Babilon, hag hen eo gwir e zo bet roet eun urz gant Sirus da adsevel ti Doue en Jerusalem ; ha ra zigaso ar roue deomp he volonte var gement se.
6 Neuze ar roue Darius a roaz urz, hag e oe klasket en ti al levriou, en pelec’h e oa lakeat tenzoriou Babilon. 2 Hag e oe kavet, en Ekbatan, kear genta provins ar Medi, eur rul en pehini oa an envor ma :
3 Kenta bloaz ar roue Sirus, ar roue Sirus a roes an urz ma, divarben ti Doue, en Jerusalem : Ra vezo an ti ze adsavet evit beta eul lec’h en pehini e vezo kinniget sakrifisou, ha ma vezo he ziazezou adc’hroet ; he huelded a vezo tri-ugent illinad, hag he hed a dri-ugent illinad, 4 gant teir rengen vein kizellet, hag eur regen goad nevez ; hag an dispin a vezo greet gent ti ar roue. 5 Ouc’h-penn, ar besellou aour hag arc’hant, eus a di Doue, pere hen doa Nebukadnetsar kemeret euz templ Jerusalem, ha digaset da Vabilon, a vezo distroet ha kaset da dempl Jerusalem, d’ho flas, hag e lakai anezhei en ti Doue. 6 Brema eta, c’hwi Thathenai, gouarner euz an tu all d’ar rivier, ha Shethar-Boznal, hag ho kensorted Afarsekianed, pere a zo en tu all d’ar rivier, tec’het ac’hane ; 7 lezet labour ti Doue da genderc’hel, ha ma raio gouarner ar Judevien hag ho re ansien adsevel ti Doue var he lec’h. 8 Hag euz ma feurz urz a zo roet, divarben ar pez oc’h eus da ober en kenver ar re ansien euz ar Judevien, evit adsevel ti Doue : eo ma vezo, a leve ar roue pere a zeu euz gwiriou an tu all da rivier, ma vezo paeet buhan ar mizou d’an dud ze, evit na baouezo ket al labour. 9 Hag ar pez a vezo ezom evit sakrifisou-losk Doue an envou, pe kolleou iaouank, maouted ha oaned, pe ed, haolen, gwin hag eol, evel ma lavaro ar sakrifierien pere a zo en Jerusalem, ma vefont roet dezhei bemdeiz hep mankout ; 10 evit ma kinnikfont sakrifisou a c’hwez vad da Zoue an envou, ha ma pedfont evit buez ar roue hag he vugale. 11 Hag euz ma feurz urz a zo roet, penaoz ma chanj unan benag an urz ma, ma vezo lamet euz he di eur c’hoat, pehini a vezo dresset, evit ma vezo staget outhan, hag abalamour da ze ma vezo groet euz he di eur grogerez. 12 Hag an Doue, pehini Hen deuz lakeat he hano da choum eno, da zistruja kement roue ha kement pobl pehini hen devezo astennet he zorn da chanj kement-se, evit distruja ti Doue pehini a zo en Jerusalem. Me, Darius, em euz groet an urz se, ha ra vezo buhan zentet outhan.
13 Neuze Thathenai, gouarner an tu ma d’ar rivier, Shethar-Boznai hag ho c’hensorted, a lakeaz buhan ober kement ma, dre ma hen doa Darius he skrivet dezhei. 14 Ha re ansien ar Judevien a save hag a iea var araog, hervez profesi Agge ar profed, ha Zakari, mab Iddo. Masounet a rejont eta hag achui, hervez urz Doue Israel, hag hervez urz Sirus, Darius, hag Artaxerxes, roue ar Pers. 15 Hag an ti ma a oe achuet an drede deiz euz a vis Adar, er c’hwec’hved bloaz euz a ren Darius.
16 Ha bugale Israel, ar sakrifierien, al Levited hag an nemorant euz ar re a oa distroet euz an esklavach, a weliaz gant joa digor ti Doue. 17 Kinnik a rejont, evit digor an ti ze a Zoue, kant kolle, daou chant maout, pevar c’hant oan, ha daouzek bouc’h evit ar pec’hed, evit holl Israel, hervez an niver a boblou Israel. 18 Hag e lekejont er sakrifierien en ho renk, hag al Levited en ho flasou, evit servich Doue en Jerusalem, hervez ar pez a zo skrivet en levr Moizez.
19 Goude bugale an esklavach a reaz ar pask, ar bevarzekved deiz euz ar mis kenta. 20 Rag ar sakrifierien hag al Levited a oa holl purifiet hep mankout hini ; hag he lazjont ar pask evit holl vugale an esklavach, evit ho breudeur ar sakrifierien, hag evithei ho unan. 21 Bugale Israel pere a oa deuet euz an esklavach a zebraz outhan gant ar re holl pere, o veza, pelleet euz a hudurnez poblou ar vro, en em unanez dezhei, evit klask an Aotrou, Doue Israel. 22 Hag e rejont gant joa gwel solennel ar barn hep goell, enpad seiz devez ; rag an Aotrou Hen doa ho laouenaet, o veza distroet var zu ennhei kaloun roue an Assiri, evit nerza ho daouarn en labour ti Doue, Doue Israel.
7 GOUDE an traou ma, dindan ren Artaxerxes, roue ar Pors, Esdras, mab Seraja, mab Azaria, mab Hilkija, 2 mab Shallum, mah Tsadok, mab Akitub, 3 mab Amaria, mab Azaria, mab Merajoth, 4 mab Zorachia, mab Uzzi, mab Bukki, 5 mab Abishua, mab Fine, mab Eleazar, mab Aaron, ar sakrifier bras, 6 an Esdras ma a biniaz eus Babilon. Eur skrib e oa gwiziek en lezen Moizez, pehini Hen doa an Aotrou, Doue Israel, roet. Hag ar roue a roaz dezhan he holl c’houlen, dra ma oa dorn an Aotrou he Zoue varnezhan. 7 Hiniennoù a vugale Israel, sakrifikatored, Levited, kanerien, porzerien, ha Nethinied, a biniaz ive da Jerusalem, ar seizved bloaz euz ar roue Artaxerxes. 8 Esdras a eruaz en Jerusalem er bempved mis euz ar seizved bloaz euz ar roue. 9 Rag, ar c’henta deiz euz ar mis kenta, e oa kommanset an tec’h euz Babilon ; ha d’ar c’henta deiz eus ar bempved mis, e c’heruas en Jerusalem, rag dorn mad he Zoue a oa varnezhan. 10 Rag Esdras hon doa lakeat he galoun da glask lezen an Aotrou, ha d’he fratika, ha da gelen en Israel al lezennoù hag an urzou.
11 Ha setu ama dalc'h al lizer a roaz Artaxerxes da Esdras, skakrifier ha skrib, skrib euz giriou gourc’hemennou an Aotrou hag he urzou divar-ben Israel :
12 Artaxerxes, roue ar rouane, da Esdras, sakrrifier ha skrib peur c’hroet a lezen Doue an envou, - hag evel se goude. 13 Eun urz a zo groet brema euz ma feurz, abalamour d’ar re holl a zo em rouantelez pere a zo euz pobl Israel, hag euz he zakrifiernien, hag euz he Levited, pere a zeuo a volonte vad da vont da Jerusalem, az aio ganez te ; 14 abalamour ma out kaset a beurz ar roue hag he seiz Kuzulier, evit anout divarben Juda ha Jerusalem, hervez lezen da Zoue, pehini a zo en da zorn, 15 hag evit dougen an arc'hant hag an aour hen deuz ar roue hag he guzulieren kinniget a ioul vad da Zoue Israel, 16 a behini ar choumaj a zo en Jerusalem, kenkoulz hag an holl arc’hant hag an aour a gavi en holl brovins a Vabilon, gant profou a ioul vad ar bobl hag ar sakrifierien, pere a rafont a ioul vad da di ho Doue pehini a zo en Jerusalem. 17 Dre ze e lakai evez da brena gant an arc’hant se kolleou, maouted, oaned, gant ho frofou hag skuliadurezou, hag e kinnigi anezhei var aoter ti ho Toue, pehini a zo en Jerusalem. 18 Euz an nemorant euz an arc’hant, hag an aour c’hwi a raio ar pez a gavo d’id ha d’az preudeur a vezo mad, hervez bolonte ho Toue. 19 Ha divarben ar besellou pere a zo roet d’id evit servich ti da Zoue, laka anezhei dirag Doue Jerusalem. 20 Divarben ar pez a vano euz ar pez vezo ret evit ti da Zoue, ha kement hag ar pezo da rei eno, te ho roio euz a di tenzoriou an roue. 21 Hag euz ma feurz me, Artaxerxes, roue, urz a zo roet d’an holl denzorerien pere a zo en tu hont d’ar rivier ; penaoz kement a c’houlenno Esdras, ar sakrifier, skrib lezen Doue an envou, ouzoc’h ra vezo groet prest, 22 bete kant talant arc’hant, kant kor gwiniz, kant bath gwin, kant bath eol, hag haolen euz ezom. 23 Penaoz kement a zo gourc’hemennet gant Doue an envou, ar vezo groet piz evit ti Doue an envou ; gant aoun na vefe koler a enep ar rouantelez, ar roue hag he vugale. 24 Ouc’hpenn, ni a ro da anaout deoc’h na vezo na gwir, na dle, na leve var hini ebet ar sakrifierien, al Levited, ar ganerien ar borzerien, an Nethinied ha zervicherien an ti ze a Zoue. 25 Ha te, Esdras, laka renerien ha barnerien, hervez furnez da Zoue, pehini a zo ennout, evit ma rafont eeünder d’an holl bobl pere a zo en tu all d’ar rivier, d’ar re holl a anavez lezennou da Zoue ; kelen anezhei da biou benag n’ho anavez ket. 26 Hag evit ar re holl pere na virfont ket lezen da Zoue ha lezen ar roue, ra vezo groet diouc’h tu eeünder, pe dre ar maro, pe dre ar c’has kwit, pe dre eur mizou benag dre ben, pe dre ar prizoun.
27 Benniget ra vezo an Aotrou, Doue hon zadou, pehini Hen deuz lakeat kement se en kaloun ar roue, evit enori ti an Aotrou, pehini a zo en Jerusalem ; 28 ha pehini Hen deuz groet ma em eus kavet gras dirag ar roue, dirag he guzulierien, ha dirag holl brinsed galloudek ar roue ! Evel se en em nerzen, dre ma oa dorn an Aotrou va Doue varnoun, hag e tastumiz chefou Israel, evit ma pinjent ganen.
8 SETU chefou an tadou hag ho skrid a nested euz ar re a biniaz ganen euz Babilon enpad ren ar roue Artaxerxes. 2 Euz bugale Fine, Guershom ; bugale Itamar, Daniel ; bugale David, Hattush ; 3 euz bugale Shekania, euz bugale Parosh, Zakari, ha ganthan kant hanter kant den merket ; 4 euz bugale Pachath-Moab, Eljoenai, mab Zerakia, ha ganthan daou c’hant den ; 5 euz bugale Shekania, mab Jakaziel, ha ganthan tri c’hant den ; 6 euz bugale Adin, Ebed, mab Jonathan, ha ganthan hanter kant den ; 7 euz bugale Elam, Esaï, mab Athalia, ha ganthan dek den ha tri-ugent ; 8 euz bugale Shephatia, Zebadia, mab Mikael, ha ganthan pevar-ugent den ; 9 euz bugale Joab, Abdiaz, mab Jehiel, ha ganthan daou c’hant triwac’h den ; 10 euz bugale Shelomith, mab Josifia, ha ganthan tri-ugent den ; 11 euz bugale Bebai, Zakari, mab Bebai, ha ganthan eiz den var ugent ; 12 euz bugale Azgad, Jochanan, mab Hakkatan, ha ganthan dek den ha kant ; 13 euz bugale Adonikam, ar re diveza, a bere an hanoiou a zo Elifelet, Jehiel, ha Shemaja, ha ganthei tri-ugent den ; 14 euz bugale Bigvai, Uthai ha Zabbud, ha gante dek den ha tri-ugent.
15 Ho dastum a riz tost d’ar rivier a red var zu Ahava, hag e kampchomp eno tri deiz. Neuze e lakaiz va evez var ar bobl ha var ar sakrifierien, ha ne gaviz hini a vugale Levi. 16 Neuze e kasiz da gerc’hat Eliezer, Ariel, Shemaja, Elnathan, Jarib, Elnathan, Nathan, Zakari ha Meshullam, a douez ar chefou, ha Jojarib hag Elnathan, doktored. 17 Hag e roiz urz dezhei evit Iddo, ho chef, pehini a choume en lec’h Kasifia ; hag e lakaiz en ho genou ar pez a dleent lavaret da Iddo ha d’he vreur, Nethinied, euz al lec’h a Gasifia, evit ma tigasche tud deomp evit zervichi en ti hon Doue. 18 Ha dre ma oa dorn mad hon Doue varnomp, e tigasaz deomp eun den a skiant a douez bugale Makli, mab Levi, mab Israel, da c’houzout eo, Sherebia, hag he vibien, hag he vreudeur vardro triwac’h ; 19 hag Hashabia, ha ganthan Esai, a douez mibien Merari, he vreudeur, hag ho mibien, vardro ugent ; 20 hag euz an Nethinied, hen doa David hag ar chefou euz ar bobl ken lakeat en servich al Levited, daou c’hant ugent Nethinied, holl merket dre ho hanoiou.
21 Eno, en tal rivier Ahava, me a embannaz eur iun, evit en em humilia dirag hon Doue, en eur bedi anezhan da rei deomp eur veach euruz, evidomp hag evit hon bugale vihan, hag evit hon madou. 22 Rag mez em bije bet o c’houlen digant ar roue soudarded ha kavalierien, evit hon difen euz hon enebourien dre an hent ; rag lavaret hor boa d’ar roue : Dorn hon Doue a zo mad d’ar re holl Hen klask ; mes he nerz hag he goler a zo a enep ar re Hen dilez. 23 Iun a rejomp eta, hag e c’houlenjomp sikour hon Doue evit kement se, hag e selaouaz ac’hanomp.
24 Neuze e lakaiz a du daouzek euz ar sakrifierien vras, Sherebia, Hashabia, ha ganthei dek euz ho breudeur. 25 Poueza a riz dezhei an arc’hant, an aour hag ar besellou, pere a oa ar prof hen doa ar roue, he guzulierien, he brinsed hag ar re holl a oe kavet en Israel, roet da di hon Doue. 26 Ho foueza a riz eta dezhei hag he roiz dezhei c’hwec’h kant hanter kant taland arc’hant, ha besellou arc’hant evit kant taland, 27 kant taland aour, ugent kalei aour a dalvee mill dram, ha daou vesel euz a arem kaer ha fin, o vrilla evel aour ha ken prisius hag an aour. 28 Hag e lavariz dezhei : C’hwi a an kensagret d’an Aotrou, hag an besellou ze a zo kensagret ; an arc’hant ze ive hag an aour a zo eur prof a volonte vad d’an Aotrou, Doue ho tadou. 29 Veillit, ha lakait evez outhei bete ma pouezfet anezhei dirag ar sakrifierien vras hag al Levited, ha dirag tadou mestrou Israel, en Jerusalem, en kamprou ti an Aotrou. 30 Ar sakrifierien hag al Levited a gemeraz eta dre bouez an arc’hant, an aour hag ar besellou, evit ho c’has da Jerusalem en ti hon Doue.
31 Mont a rejont euz rivier Ahava an daouzek euz ar mis kenta, evit mont da Jerusalem ; ha dorn hon Doue a oe varnomp, hag He telivras ac’hanomp a zorn hon enebourien hag euz ho fechou var an hent. 32 Neuze ec’h arujomp en Jerusalem ; hag o veza en em diskwizet eno en-pad tri deiz, 33 er bevared deiz he pouezchomp an arc’hant, an aour hag ar besellou, en ti hon Doue, hag he rojomp anezhei da Veremoth, mab Uri, ar sakrifier (gant pehini e oa Eleazar, mab Fine ; ha ganthei Jozabad, mab Jeshua, ha Noadia, mab Binnui, Levited), 34 hervez an niver hag ar bouez euz an hell draou. Hag, er memeuz amzer, an hell bouez a oe lakeat dre skrid.
35 Bugale an dizougadurez, a distroet, euz an esklavach, a ginnigaz en sakrifis-losk da Zoue Israel, daouzek kolle evit Israel holl, c’hwezek ha pevar-ugent maout, seitek ha tri-ugent oan, ha daouzek bouc’h evit ar pec’hed ; holl en sakrifis-losk d’an Aotrou. 36 Hag e rojont urziou ar roue da ovisierien ar roue, ha da c’houarnerien an tu ma d’ar rivier, pehini a oe favorabl d’ar bobl ha da di Doue.
9 Pa oe achuet an traou ma, ar chefou a dostaez ouzin, o lavarout : Pobl Israel, ar sakrifierien hag al Levited n’int ket en em belleet euz pobl ar vro ma, er pez a zell ho euzusted ; euz ar Gananeed, an Hetied, ar Ferezied, ar Jebusied, an Ammonited, ar Voabited, an Ejiptsianed hag an Amoreed. 2 Rag kemeret ho deuz ho merc’hed evithei hag evit ho mibien ; hag ar ras santel a zo en em vesket gant poblou euz ar vro ma ; ha dorn an chefou hag an renerien eo bet ar c’henta da ober ar pec’hed ze. 3 Pa em boa klevet a kement se, he freuziz va roben ha va mantel, tenna a riz va bleo euz va fen ha ma baro, hag ec’h azeziz gwal c’hlac’haret. 4 Hag an re holl a grene da c’hiriou Doue Israel, a zeuaz d’am c’haout, abalamour da bec’hed ar re euz an esklavach, ha me en em dalc’haz azezet, gwal c’hlac’haret, beteg offrans an noz.
5 Hag en amzer offrans an noz, he saviz euz va glac’har, o kaout va roben ha va mantel difreuzet, stoua a riz d’an daoulin, ha sevel a riz va daouarn var zu an Aotrou va Doue ; hag e lavariz : 6 Va Doue, ruzia a ran ha mez em euz o sevel, o va Doue, ma fas var zu Ennout ; rag hon fallentez a zo niveret dreist hon fennou, hag hon c’hrimou a zo ken bras ken a dapont beteg an envou. 7 Adaleg deiziou hor zadou beteg hirie, ni a zo gwal goupabl ; hag abalamour d’hon fallentez, omp bet gwerzet, ni, hon rouane hag hon sakrifierien, entre daouarn rouane ar broiou ma, d’ar c’hleze, d’an esklavach, d’ar pillach, ha d’ar vezegerez, evel ma he weler hirie. 8 Ha brema an Aotrou hon Doue abaoe eur pennad Hen deuz groet trugarez deomp, ma zo manet unan benag ac’hanomp ; hag Hen deuz roet deomp eun digemer en he leac’h santel, evit ma sklerijenje hon Doue hon daoulagad, ha ma roje deomp eun tam buez en hon esklavach. 9 Rag ni a zo esklaved ; ha koulskoude hon Doue n’euz ket hon lezet en esklavach. Mes lakeat Hen deuz ac’hanomp da gaout trugarez dirag rouane ar Pers, evit rei deomp eaz, evit ma adsavjemp ti hon Doue, ha ma adrajemp he zistruj ; hag evit rei deomp eur c’hloazon en Juda hag en Jerusalem. 10 Ha brema, o hon Doue ! petra a lavarfomp-ni goude kement se ? Rag dilezet hon deuz da c’hourc’hemennou, 11 pere ec’h euz roet dre da zervicherien ar brofeded, o lavarout : Ar vro en pehini ez et evit he berc’henna, a zo eur vro huduret dre louzdoni poblou ar broiou ze, dre euzuzted a bere ho deuz he leuniet adaleg eur pen beteg ar pen all gant ho louzdoniou. 12 Brema eta, na roet ket ho merc’hed d’ho mibien, ha na gemeret ket euz ho merc’hed evit ho mibien, ha no glaskit biken nag ho feoc’h, nag ho frosperite, abalamour deoc’h da veza ken nerzet, ha ma tebrfet madou ar vro ma, ha ma lekefet ho mibien da herita da viken anezhan. 13 Ha, goude an holl draou pere a zo c’hoarvezet ganeomp abalamour d’hon oberiou fall hag hon c’hulpabilite vras, pa eo choumet, o Doue, do gastiz izelloc’h evit hon pec’hejou ha ma Hec’h euz roet deomp eun hevelep delivrans, 14 addont a rafemp-ni eta da violi da c’hourc’hemennou, ha da ober allians gant ar boblou euzuz se ? Na vefez-te ket koleret a enep deomp, beteg hor c’huzumi, en hevelep doare ma na vefe hini a zemorant na nikun da dec’hel ? 15 Aotrou, Doue Israel ! te a zo just ; rag ni a zo choumet eun nemorant ar re dec’het, evel ma he weler hirie. Setu ni dirag da fas gant hor fec’hed, dre ne hellomp abalamour dezhan choum dirazout.
10 Hag, evel ma pede Esdras ha ma rea an ansavidigez se, o wela ha stouet dirag ti Doue, eun niver bras a Israelited, gwerzed, merc’hed ha bugale, en em dastumaz var he dro ; 2 hag ar bobl ma a skuliaz daerou a foun. Neuze Shekania, mab Jehiel, euz a vugale Elam, a gemeraz ar gomz hag a lavazaz da Esdras : Pec’het hon deuz a enep hon Doue, o kemer gragez diaveziad a douez poblou ar vro ma. Mes brema he zo c’hoaz divarben kement se eun esperans benag evit Israel. 3 En em angajomp brema, dre eun allians benag gant hon Doue, da gas kwit an holl c’hragez ze ha kement a zo ganet anezhei, hervez kuzul va Aotrou hag euz a re a sonj da c’hourchemen hon Doue ; ha ma vezo groet hervez al lezen. 4 Sav-te ; rag an affer ma a zell ouzit, ha ni a vezo ganez. Kemer eta kourach, ha gra.
5 Neuze Esdras a savaz, hag a lekeaz chefou ar sakrifierien, al Levited hag Israel holl da douet e rajent hervez an gomz ze ; hag hen toujont. 6 Goude Esdras en em savaz a zirag ti Doue, hag a ieaz en kambr Jokanan, mab Eliashib, hag a ieaz ennhi ; ha na zebras ket a vara ha na evaz ket a zour, dre ma oa en kaonv abalamour da bec’hed re an esklavach. 7 Neuze e oe embannet, en Juda hag en Jerusalem, penaoz holl vugale an esklavach ho dije d’en em dastum en Jerusalem. 8 Ha ma na zeuje ket piou benag dindan tri deiz, hervez ali an mestrou hag an re ansien, he holl vad a vije lakeat en distruj, ha ma vije lamet a douez re an esklavach.
9 Neuze holl re Juda ha Benjamin en em zastumaz en Jerusalem dindan dri deiz ; kement ma a oe en naoved mis, an ugentved deiz euz ar mis ; hag an holl bobl en em dalc’haz var blasen ti Doue, o krena divarben an affer ma, hag abalamour d’ar glaoeier. 10 Neuze Esdras, an sakrifier, a savaz hag a lavaraz dezhei : Pec’het oc’h euz, o kemer en ho ti gragez diaveziad, hag ho c’heuz lakeat Israel koupabloc’h. 11 Mes brema, groet an ansav euz ho pec’hed d’an Aotrou, Doue ho tadou, ha groet he volonte. En em bellaet euz poblou ar vro ma hag euz ar gragez diaveziad. 12 Hag an holl bobl a respountaz, hag a lavaraz a vouez kre : Ia, ret eo ma rafemp evel ma leverez. 13 Mes ar bobl a zo niverus, ha beza ema amzer an glaoeier, ha n’heller ket en em derc’hel er meaz ; ha n’eo ket eun affer a eun deiz, nag a zaou ; rag ni a zo eun niver bras hag hon euz pec’het en affer ma. 14 Ra choumo eta hon mestrou euz an holl asamble ; ha ma teuo ar re holl euz hon c’heariou pere ho deuz lakeat gragez diaveziad en ho ziez, en amzeriou merket, gant ar re ansien hag ar varnerien euz pep kear, ken a vezo arder koler hon Doue divarben an affer se distroet diouzomp.
15 Ha ne oe nemert Jonathan, mab Asael, ha Jakazia, mab Thikva, pehini a enebaz kement se, ha Meshullam ha Shabbethai, al Levit, ho zoutene. 16 Mes bugale an esklavach a reaz evelhen : Choazet he oe Esdras, sakrifier, ha chefou an tadou, hervez tiez ho zadou, merket holl dre ho hanoiou. Azeza, a rejont en deiz kenta euz an dekved mis, evit anaout an affer ze. 17 Hag ar c’henta deiz euz ar mis kenta, e c’hachujont gant ar re holl ho doa kemeret gragez diaveziad en ho zi.
18 Entouez mibien ar sakrifikatourien, e oe pere ho doa kemeret gragez diaveziad en ho ziez ; a douez bugale Jeshua, mab Jotsadak, hag a douez he vreudeur : Maaseja, Eliezer, Jarib ha Guedalia ; 19 pere a brometaz kas kwit ho gragez, ha da ginnik, evel koupabl, eur maout evit ar pec’hed. 20 Euz a vugale Immer : Hanani ha Zebadia. 21 Euz a vugale Harim : Maaseja, Eli, Shemaja, Jehiel hag Uzzia. 22 A vugale Pashur : Eljoenaï, Maaseja, Ismael, Nathanael, Jozabad hag Eleaza.
23 Euz al Levited : Jozabad, Shimei, Kelaja (Kelita eo), Pethakia, Judi, hag Eliezer. 24 Euz ar ganerien : Eliashib ; hag euz ar borzerien : Shallum, Telem hag Uri.
25 Euz ar re Israel, euz bugale Parosh : Ramia, Jizzia, Malkija, Mijamin, Eleazar, Malkija ha Benaja. 26 A vugale Helam : Matthania, Zakari, Jehiel, Alali, Jeremoth hag Eli. 27 A vugale Zattu : Eljoenai, Eliashib, Matthania, Jeremoth, Zabad hag Aziza. 28 A vugale Bebaï : Jokanan, Hanania, Zabbaï hag Athlaï. 29 A vugale Bani : Meshullam, Malluk, Adaja, Jashud, Sheal ha Ramoth. 30 A vugale Pachath-Moab : Adna, Kelal, Benaja, Maaseja, Matthania, Binnui ha Manasse. 31 A vugale Harim : Eliezer, Jishija, Malkija, Shernaja, Simeon, 32 Benjamin, Malluk ha Shemaria. 33 A vugale Hashum : Mathnaï, Matthattha, Zabad, Elifeled, Jeremaï, Manasse ha Shimei. 34 A vugale Bani : Maadaï, Amram, Ueêl, 35 Benaja, Bedia, Keluhu, 36 Vania, Meremoth, Eliashib, 37 Matthania, Matthenta, Jaasai, 38 Bani, Binnui, Shimei, 39 Shelemia,, Nathan, Adaja, 40 Maknadbai, Shashai, Sharai, 41 Azareel, Shelemia, Shemaria, 42 Shallum, Amaria ha Josef. 43 A vugale Nebo : Jeiel, Matthithia, Zabad, Zebina, Jaddai, Joel ha Benaja. 44 Ar re ze holl ho doa kemeret gragez diaveziad ; ha beza oa anezhei hag ho doa bet bugale euz ar gragez ze.