Mont d’an endalc’had

Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897/Levr Abdias

Eus Wikimammenn
troet gant Gwilh ar C’hoad.
Grapho Press, 1897  (p. 799-800)
◄  Amos. Abdias. Jonas.  ►



LEVR ABDIAS.


1 GWELIDIGEZ Abdias,
Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou, divarben Edom :
Ni hon euz he glevet a beurz an Aotrou,
Hag eur c’hannad a zo bet kaset entouez ar broadou.
Savet ! savomp a enep ar bobl ze ha brezelliomp en he enep !
2 Setu, Me he lakao bihan entouez ar broadou.
3 Gwal disprijet he vezi.
Ourgouil da galoun hen deuz da dromplet,
Te pehini a choum en toullou ar reier,
Da choumaj huel,
Hag a lavar en da galoun :
Piou am zolo d’an douar ?

4 Pa zavfez da nez evel an egl,
Ha pa lakafez anezhan entouez ar stered ;
Me az taolo ac’hane, a lavar an Aotrou.
5 Mar dafe laeron en da di, pe billerien noz
(Evel ma out revinet !)
Na gemerfent nemert ho gwalc’h.
Ma ez afe vandanjerien en da di,
Ha na lezfez ket anezhei da c’hrapilla ?
6 Evel ma eo bet Esaü furchet !
Evel ma eo bet klasket he denzoriou kuzet ?
7 Da zikourerien holl ho deuz da gaset kwit bete da harz.
Tromplet ho deuz ac’hanout,
Kaset ho deuz dreist out ar re a oa en peoc’h ganez ;
Ar re a zebre da vara ho deuz stiniet pechou d’id ;
Ha na wiez ket !
8 N’eo ket en deiz se, a lavar an Aotrou,
Eo he lakain ar re fur da dec’hel a Edom,
Hag ar skiant euz menez Esaü,
9 Da vrezellerien ho devezo aoun, Theman !
Evit ma vefont dre ar garnach lamet holl euz a venez Esaü.
10 Abalamour d’ar violans hec’h euz groet d’az breur Jakob,
Ar vez a c’holoio ac’hanout,
Hag he vezi lamet kwit da viken.
11 En deiz ma en em dalc’hez dirazhan,
En deiz ma kase diavezidi he arme en esklavach,
Ha ma ez ea diavezidi en he zoriou
Ha ma taolent ar zort var Jerusalem,
Te ive, te a oa evel unan anezhei.
12 Na evesa ket gant joa deiz da vreur,
Deiz he dristidigez ;
N’en em laouena ket var bugale Juda en deiz ho distruj,
Ha na zigor ket eur genou frank en deiz an dristidigez.
13 N’ez a ket en doriou va fobl, en deiz he c’hlac’har ;
Na zell ket gant joa euz he zrouk-eur, en deiz he c’hlac’har ;
Ha ma n’en em daolo ket da zaouarn var he vadou, en deiz he c’hlac’har ;
14 N’en em dalc’h ken en tremeniou evit laza he dec’herien,
Ha na ro ket ar re eet kwit en deiz an dristidigez.
15 Rag deiz an Aotrou a zo tost evit an holl vroadou ;
Groet he vezo d’id evel ma hec’h euz groet ;
Da oberiou a gwezo var da benn.
16 Rag evel ma hoc’h euz evet var va menez santel
Evel se an holl boblou a evo dalc’hmad ;
Eva a rafont, lonka a rafont
Hag he vefont evel ma na vijent bet biskoaz.
17 Mes ar zilvidigez a vezo var menez Sion ; santel e vezo
Ha ti Jakob hen devezo he zalc’hou,
18 Ti Jakob a vezo eun tân, ha ti Josef eur flam, ha ti Ezaü zoul ;
Devi ha kusumi a rafont anezhan,
Ha na vano netra euz a di Ezaü ;
Rag an Aotrou Hen deuz komzet.
19 Ha tud ar c’hreizteiz a berc’henno menez Esaü,
Ha re ar blenen bro ar Filistined ;
Perc’henna a rafont douar Efraim ha douar Samari ;
Ha Benjamin hen devezo Galaad.
20 Hag esklaved an arme ze euz bugale Israel
A berc’henno ar pez a zo d’ar Gananeed bete Sarepta,
Hag ar re a vezo bet kendouget euz a Jerusalem, pere a zo en Sefarad,
A berc’henno keariou ar c’hreisteiz.
Ha liberatourien a binio var menez Sion
Evit barna menez Esaü ;
Hag ar ren a vezo d’an Aotrou.


————