Mont d’an endalc’had

Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897/Kenta Lizer Paul Abostol da Dimote

Eus Wikimammenn
troet gant Gwilh ar C’hoad.
Grapho Press, 1897  (p. 1022-1025)




KENTA LIZER PAUL ABOSTOL DA DIMOTE.


1 PAUL, abostol Jesus-Krist, dre c’hourc’hemen Doue, hon Zalver, hag an Aotrou Jesus-Krist, hon esperans, 2 da Dimote, ma gwir vab er feiz : gras, trugarez, peoc’h a beurz Doue hon Zad, ha Jesus-Krist hon Aotrou.

3 EVEL ma peden ac’hanout, pa oan eet er Masedoan, da choum en Efez, evit gourc’hemen da hinienou na gelenjent ket eur greden estranjour, 4 ha n’en em stakchent ket euz fablenou hag euz lignezou hep fin, pere a c’han disputou, kentoc’h evit kelenadurez en Doue, dre ar feiz ec’h alian ac’hanout bepred.

5 Pen ar gourc’hemen, eo ar garantez, pehini a zeu euz a eur galoun bur, hag euz a eur gounsians vad, hag euz a eur feiz gwirion. 6 Hinienou o veza distroet a gement se, a zo en em gollet en diskouriou vên ; 7 o fellout dezhei beza doktored euz al lezen, petra benag ma ne ententont ket ar pez a leveront, nag ar pez a roont evel gwir. 8 Mes, gouzout a reomp eo mad al lezen evit an nep a ra eun usach vad outhi, 9 ha pehini a oar penaoz al lezen a zo lekeet, nan evit an den gwirion, mes evit ar re fall hag ar re diroll, evit ar re direiz hag ar bec’herien, evit an dud hep relijion hag ar re dizantel, evit lazerien an tad hag ar vam, evit al lazerien tud, 10 evit ar c’hastaouerien, ar sodomed, al laeron tud, ar gaouiaded, an douerien Doue ha kement a zo kontrel d’ar greden zantel, 11 hervez an Aviel gloriuz euz an Doue beniget, euz a behini ar roidigez a zo bet fiziet ennoun.

12 Hag e trugarekean an hini hen deuz va nerzet, Jesus-Krist hon Aotrou, euz ma hen deuz va c’havet gwirion, o lakaat ac’hanoun er zervich, 13 me pehini diagent a oa eur blasfematour, eun trubulier, eun den koleruz ; mes kavet em euz trugarez, dre ma reen kement se dre ziwiziegez, o veza en diskredoni. 14 Ha gras hon Aotrou Jesus-Krist hen deuz kentrec’het ennoun, gant ar feiz hag ar garantez pere a zo en Jesus-Krist. 15 Ar gir ma a zo gwirion ha dîn a bep fizianz ; penaoz Jesus-Krist a zo deuet er bed evit sovetaat ar bec’herien, a bere oun ar c’henta. 16 Mes abalamour da ze eo em euz kavet trugarez, evit ma tiskweje Jesus-Krist ennoun me ar c’henta, eun douster parfet, evit servichout da skouer d’ar re a gredo ennhan, evit kaout ar vuez eternel. 17 Da roue ar c’hantvechou, divarvuz, diweliabl, da Zoue, fur, hepken, ra vezo enor ha gloar euz a gantvet da gantvet ! Amen.

18 Va mab Timote, ar pez a c’hourc’hemenan, eo, hervez ar profesiou pere a zo bet groet diaraog divar da ben, ma vrezeilfez evel ma leveromp ar gombat vad, 19 o viret ar feiz hag eur gounsians vad ; hinienou, o veza kollet houma, ho deuz groet beuaden en kenver ar feiz ; 20 euz an niver ze, ema Himene hag Aleksandr, pere em euz livret da Satan, evit ma tiskfont tremen hep blasfemi.


2 Gourc’hemen a ran d’id, araog pep tra, ma vezo groet goulennou pedennou, 2 supliou ha trugarez evit an holl dud ; evit ar rouane, hag evit ar re holl pere a zo lekeet en karg, evit ma helfemp ren eur vuezs peoc’huz ha sioul en pep piete hag en pep honestis. 3 Rag kement se a zo mad hag agreabl da zaoulagad Doue hor Zalver, 4 pehini a fell dezhan e vefe salvet an holl dud, hag e teufent d’an anaoudegez euz ar wirionez ; 5 rag eun Doue hepken a zo, hag eun Hanterour hepken entre Doue hag an dud, Jesus-Kris den, 6 pehini a zo en em roet he unan en ranson evit an holl, hounez eo an desteni roet en he amzer ho unan. 7 Evit pehini (lavaret a ran ar wirionez er C’hrist, ne lavaran ket a c’hevier) oun bet lakeet da brezeger, da abostol ha doktor d’ar baïaned er feiz hag er wirionez.

8 Fellout a ra d’in eta e pedfe an dud en pep leac’h, o sevel ho daouarn pur, hag hep koler hag hep disput ; 9 hag en hevelep doare ma en em wisko ive ar gragez gant dillad deread, gant furnez ha gant poell, nan gant frizeür ar bleo, nag a aour, nag a berlez, na gant dillad gwal goustuz ; 10 mes gant oberiou mad, evel ma tere da c’hragez pere a ra profesion da zervicha Doue. 11 Ra selaouo ar vreg ar gelenadurez er zioulded, en pep sentidigez ; 12 rag na bermetan ket d’ar vreg kelen, na kemer gallout var he ozac’h ; mes tleout a ra choum er zioulded. 13 Rag Adam a oa krouet da genta, hag Eva goude. 14 Ha n’eo ket Adam eo an hini a zo bet troumplet ; mes ar vreg eo, pehini troumplet, a zo kwezet en dizentidigez. 15 Koulskoude e vezo salvet, o tond da veza mam, mar kendalc’h gant poell er feiz, er garantez hag er zantelez.


3 Ar gir ma a zo gwir ; mar fell da unan benag beza eskop, e c’hoanta eun œuvr vad. 2 Ret eo eta d’an eskop, beza didamall, pried da eur vreg hepken, poellek, fur, kempen, hospitalier, kapabl da gelen ; 3 nan techet d’ar gwin, na koleruz, na douget d’ar gounid dishonest, mes dous, pell euz an disputou, hep pisoni, 4 o c’houarn mad he di he unan, o terc’hel he vugale er zentidigez, en pep honestiz. 5 Rag ma ne oar ket piou benag gouarn he di he unan, penaoz e c’houarno-hen Iliz Doue ? 6 Ra na vezo ket nevez distroet euz Doue, gant aoun o veza leuniet a ourgouil, na gwefe en barnedigez an diaoul. 7 Ret eo hen defe ive eun desteni vad digant re an diaveaz, gant aoun na gwefe er vezegez hag en pech an diaoul.

8 Ra vezo an diakoned, ive, grav, hep daou c’hir, nan techet da galz a win, na douget da eur gounid fall, 9 o viret mister ar feiz gant eur gounsians pur. 10 Ha ra vezo ar re ma ive da genta eseat ; ha goude ra rafont ho zervich, mar d’int divlam. 11 Er memeuz doare, ra vezo ho gragez grav, nan drouk komzerezed, poellek ha leal en holl draou. 12 Ra vezo an diakoned pried da eur vreg hepken, o c’houarn mad ho bugale hag ho ziez hoc’h unan. 13Rag ar re ho devezo groet mad ar zervich se, a c’houne eur renk enorabl, hag eun asurans vras er feiz pehini a zo en Jesus-Krist.

14 Skriva a ran kement ma d’id, oc’h esperout mont prest d’az kaout, 15 hag evit ma anavezi, mar dalean, penaoz eo ret en em gundui en ti Doue, pehini eo Iliz an Doue beo, ar pilier hag ar zol euz ar wirionez. 16 Hag, hervez ansav an holl, mister ar biete a zo braz : Doue a zo en em diskwezet er c’hik, justifiet dre ar Spered, gwelet gant an eled, prezeget etouez ar baïaned, kredet er bed, ha savet er gloar.


4 AR Spered a lavar kren penaoz en amzeriou diveza hinienou en em distroio euz ar feiz, euz en em rei da sperejou troumpluz, ha da gredenou an diaoulien ; 2 dre hipokrizi fals-doktored, euz a bere ar gounsians a vezo merket gant houarn tom, 3 o tifen dimezi, o c’hourc’hemen tremen euz boued krouet gant Doue evit beza kemeret gant ar re leal hag ar re pere ho deuz anavezet ar wirionez, en eur drugarekaat an Aotrou. 4 Rag kement hen deuz Doue krouet, a zo mad, ha netra n’ez euz da veza taolet kwit pa ho c’hemerer gant trugarez ; 5 rag kement se a zo santifiet dre gomz Doue ha dre ar beden.

6 Mar lekeaz an traou ze dirag ar vreudeur, e vezi eur ministr mad euz a Jesus-Krist, bevet gant ar giriou a feiz hag a gelen vad pere ec’h euz heuliet strik. 7 Mes taol kwit ar fablou dizantel hag a follentez, hag en em ro d’ar biete. 8 Rag labour ar c’horf a zo mad da nebeut a dra ; mes ar biete a zo mad d’an holl draou, o kaout ar promesaou euz ar vuez a vrema hag euz an hini da zont. 9 Ar gir ma a zo gwir ha dîn a bep fizians. 10 Gouzanv a reomp, a-dra-zur, kement a labouriou ha kement a zismeganz, abalamour ma esperomp en Doue beo, pehini eo Salver an holl dud, dreist holl euz ar re a gred. 11 Diskleri ha kelen an traou ze.

12 Ra na zisprizo den da iaouankiz ; mes bez ar skouer euz ar grederien dre ar gomz, dre ar gundu, dre ar garantez, dre ar Spered, dre ar feiz, dre ar burete. 13 En em ro d’al lennadur, d’an ali, d’an diskadurez, bete ma teuin. 14 Na zilez ket an donezon pehini a zo ennout, ha pehini a zo bet roet d’id dre brofesi, dre lakedigez daouarn kuzul ar re ansien. 15 Laka da evez en kement ma, en em ro atao dezhei, abalamour d’az kreskadurez er mad da veza sklear en holl draou. 16 Laka evez ac’hanout da unan hag euz ar gelenadurez. Kendalc’h ennhei ; rag oc’h ober anezhei, en em zavetei da unan, hag ar re pere a zelaou ac’hanout.

5 NA groz ket rust an den oajet, mes ali anezhan evel eun tad ; an dud iaouank evel breudeur ; 2 ar gragez oajet evel mamou ; ar re iaouank evel c’hoarezed, en pep purete.

3 Enor an intanvezed pere a zo gwir intanvezed. 4 Mes ma hen deuz eun intanvez bugale, pe bugale euz he bugale, ra ziskfont da genta en em rei d’ar biete en kenver ho zud hoc’h unan, ha renta d’ho c’herent ar pez ho deuz resevet diganthei ; rag kement se a zo mad hag agreabl da Zoue. 5 Mes, an hini pehini a zo gwir intanvez, ha pehini a zo choumet he unan, a esper en Doue hag a gendalc’h noz ha deiz er pedenou hag en orezonou. 6 Mes an hini pehini a vev er plijaduriou a zo maro o veva. 7 Ro da anaout dezhei an traou ze, evit ma vefont divlam. 8 Ma n’hen deuz ket unan benag soan euz he re, ha dreist holl euz re he di, hen deuz nac’het ar feiz, hag eo gwasoc’h evit eun den difeiz. 9 Ra na vezo ket eun intanvez douget var ar roll, nemet beza he defe tri-ugent vloaz, ha n’he devezo bet nemed eun ozac’h ; 10 ha ma he devezo an desteni euz he oberiou mad, an hini da veza savet he bugale, groet an hospitalite, gwalc’het treid ar zent, sikouret ar re c’hlac’haret, ha beza en em roet da bep sort oberiou mad. 11 Mes pella an intanvezed iaouankoc’h ; rag pa zeu ho skanvadurez d’en em zevel a enep ar C’hrist, e fell dezhei ad-demezi ; 12 ar pez a reont evit ho barnedigez, dre ma ho deuz toret ho feiz kenta. 13 Ha gant kement se, didalvez, en em gustumont da vont euz a di en ti ; ha nan hepken didalvez, mes ive komzerezed, kuriuz hag o komz a draou pere na zereont ket. 14 Fellout a ra eta d’in ma timefe ar re iaouanka, m’ho defe bugale, ma c’houarnfent ho ziez ha ma na rofent d’an enebour leac’h ebet da zrouk komz. 15 Dija, a-dra-zur, hinienou a zo distroet evit heul Satan. 16 Mar hen deuz eur c’hreder benag, goaz pe vreg, intanvezed, ra zikouro anezhei, ha ra na vezo ket an Iliz karget anezhei, evit ma he devezo peadra da zikour ar re a zo gwir intanvezed.

17 Ra vezo ar re ansien pere a c’houarn mad barnet dîn euz a eun enor doubl, dreist holl ar re a labour d’ar bredikasion ha d’ar gelenadurez. 18 Rag ar Skritur a lavar : Na vridi ket an ijen a zorn an ed ; hag al labourer a zo din euz he c’hobr. 19 Na gemer diskuliadurez ebet a enep eun ansien, nemed digant daou pe dri dest e vefe. 20 Kroz, dirag an holl, ar re a bec’h, evit m’ho devezo ar re all ive doujans a gement se. 21 Da bedi a ran stard dirag Doue, an Aotrou Jesus-Krist, hag an eled choazet, da viret an traou ma hep vân a zen, na da ober netra gant kevredigez. 22 Na laka da zaouarn var den gant dievezded, ha na gemer ket a lod en pec’hejou ar re all, en em vir pur da unan. 23 Na zalc’h ket da eva nemed dour, mes gra usach euz a eun nebeut gwin, abalamour d’az estomak ha d’az klenvejou dalc’h mad. 24 Pec’hejou darn euz an dud a zo diskwezet, memeus araog pep barnedigez, mes beza e zo reou all pere n’en em diskwezont nemet goude. 25 En hevelop doare, an oberiou mad a zo diskwezet, ha ma n’emaint ket da genta, na hellont ket choum kuzet.


6 Ha rai an holl esklaved pere a zo dindan ar ieo, istim ho mestrou evel dîn a bep enor, evit ma ne vezo ket hano Doue hag ar greden blasfemet ; 2 hag ar re pere ho deuz krederien evit mestrou, na zisprizfont ket anezhei, var digarez int breudeur, mes ra servichfont anezhei gwelloc’h, abalamour ma int krederien, re garet mad, ha m’en em lekeont da ober ar mad. Kelen an traou ze hag ali.

3 Mar kelen unan benag en eun doare all ha ma n’en em stag ket euz a gomzou a zilvidigez hon Aotrou Jesus-Krist, hag eus ar greden pehini a zo hervez ar biete, 4 eo c’houezet a ourgouil, ha ne oar netra ; mes beza hen deuz ar c’hlenved a gistionou hag a zisput ar giriou, a bere e c’han an avi, an dirolded, an drouk komsou, ar sonjou fall, 5 hag ar stourmou vên euz an dud pere ho deuz ho spered breinet, pere a zo privet eus ar wirionez, ha pere a zell ar biete evel eur soursen a c’hounid. Pella eus an dud se. 6 Mes, eur gounid mad eo ar biete gant ar gontantamant a spered. 7 Rag n’hon deuz digaset netra er bed ma, hag eo sklear ne helfomp kas netra anezhan. 8 Dre ze, gant ma helfomp kaout ar boued hag an dillad, e vezo awalc’h deomp. 9 Mes ar re a fell dezhei beza pinvidik, a gwez en dentasion hag er pech, hag en kalz a c’hoantou diskiant ha fall, pere a blonj an den er revin haz er gollidigez. 10 Rag karante an arc’hant eo grizien an holl boaniou ; hag hinienou o veza dalc’het gant ze, a zo en em distroet euz ar feiz, hag en em daolet ho unan er brasa poaniou. 11 Mes te, o den Doue ! tec’h euz an traou ze, ha klask ar justis, ar biete, ar feiz, ar garantez, ar basianted, an douster. 12 Kombat ar gombat vad euz ar feiz. Krog er vuez eternel, da behini out bet galvet, hag evit pehini ec’h euz groet eun ansavidigez kaer dirag kalz a destou.

13 Gourc’hemen a ran d’id dirag Doue, pehini a ro ar vuez d’an holl draou, ha dirag Jesus-Krist, pehini a reaz eun ansavidigez kaer dirag Pons Pilat, 14 da viret ar gourc’hemen, hep tarch ha divlam, bete donedigez hon Aotrou Jesus-Krist ; 15 pehini a dle diskwez en he amzer ar Souveren beniget hepken, Roue ar rouanez, hag Aotrou an Aotrounez, 16 da behini hepken eo an divarvder, pehini a choum en eur sklerijen diweluz, ha pehini n’euz den gwelet, ha na hell gwelet ; da behini eo an enor hag ar galloud eternel ! Amen.

17 Gourc’hemen d’ar re binvidik ar c’hantved ma na vefont ket ourgouiliuz ; ha na lakafont ket ho fizianz en argred ar pinvidigezou mes en Doue beo, pehini a ro deomp an holl draou gant leunder evit jouisa outhei ; 18 da ober ar mad, da veza pinvidik en oberiou mad, buhan da rei, o lodeni ho madou ; 19 o tastum evel se evit an amzer da zont eun tenzor plaset var eur fons mad, evit kaout ar vuez eternel.

20 O Timote ! Mir ar pez a zo bet fiziet ennout, o tec’hel euz an diskouriou vên ha dizantel, hag euz eur wiziegez galvet en gaou evel se ; 21 a behini hinienou o veza groet ansavidigez, a zo en em distroet euz ar feiz. Ar c’hras ra vezo ganez ! Amen.


————