Mont d’an endalc’had

Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897/Eil Lizer Paul Abostol d’an Tessalonied

Eus Wikimammenn
troet gant Gwilh ar C’hoad.
Grapho Press, 1897  (p. 1020-1021)



EIL LIZER PAUL ABOSTOL D’AN TESSALONIED.


1 PAUL, Silvan ha Timote, da Iliz ar Tessalonied pehini a zo en Doue hon Zad, hag en Aotrou Jesus-Krist. 2 Ar c’hras hag ar peoc’h ra vefont roet deoc’h a beurz Doue hon Zad, hag hon Aotrou Josus-Krist.

3 BREUDEUR, tleout a reomp trugarekaat Doue atao evidoc’h, evel ma eo dleet, abalamour ma kresk ho feiz muoc’h-mui, ha ma foun muoc’h-mui ar garantez oc’h euz an eil evit egile, 4 en hevelep doare ma en em veulomp ac’hanoc’h en Ilizou Doue, abalamour d’ho touster ha d’ho feiz en holl drubuliou hag er poaniou a c’houzanvit, 5 ar pez a zo eur breuven euz a varnedigez gwirion Doue, evit ma vefac’h rentet dîn a rouantelez Doue, evit pehini e c’houzanvet. 6 Rag deread eo dirag Doue, ma ho rentfe ar glac’har d’an hini ho klac’har, 7 hag ar repoz ganeomp ni deoc’h-hu pere a zo glac’haret, pa zeuo an Aotrou Jesus euz an env gant eled he c’halloud, en eun tân skeuduz, 8 evit en em venji var ar re ne anavezont ket Doue, ha pere na zentont ket euz Aviel hon Aotrou Jesus-Krist. 9 Gouzanvi a rafont ho foan, eur gollidigez eternel, dre brezans an Aotrou, ha dre he c’halloud gloriuz ; 10 pa zeuo evit beza glorifiet en deiz se en ho zent, hag admiret er re holl pere ho devezo kredet ennhan ; (rag kredet oc’h euz d’hon zesteni.) 11 Dre se ive, e pedomp dalc’hmad evidoc’h; ma lakaio hon Doue ac’hanoc’h dîn euz ho kalvedigez, ha ma raio peur-ober gant galloud holl sonjou mad he vadelez, ha labour ha feiz ; 12 evit ma vezo hano hon Aotrou Jesus-Krist glorifiet ennoc’h, ha c’hwi enhan, hervez gras hon Doue hag hon Aotrou Jesus-Krist.


2 Divarben donedigez Jesus-Krist, hag hon unvaniez ganthan, 2 ni a bed ac’hanoc’h, breudeur, evit n’en em lezfet ket da veza branselet eazet en ho sonjou, hag evit n’en em droublfet ket dre eun ali benag, pe dre eur gir benag, pe dre eul lizer benag a vefe lavaret deoc’h dont euz hon feurz, evel ma vije tost deiz an Aotrou. 3 Ra na droumplo den ac’hanoc’h en doare ebet ; rag ret eo d’an dirolded c’hoarvezout da genta, ha ma vefe gwelet en em diskwez den ar pec’hed, mab ar gollidigez, 4 an enobour pehini a sav dreist kement a c’halver Doue, pe a adorer, beteg azeza evel eun doue en templ Doue, euz en em rei he unan evel doue... 5 Na zeu ket a sonj deoc’h em boa lavaret an traou ze deoc’h, pa oan c’hoaz ganeoc’h ? 6 Ha brema ec’h ouzoc’h petra a zalc’h anezhan, evit ma na vezo diskleriet nemet en he amzer. 7 Rag mister a fallentez en em ra dija ; o c’hortoz hepken ma vezo an hini hen dalc’h brema distrujet. 8 Ha neuze en em diskwezo an hini fall, pehini a vezo distrujet gant an Aotrou dre ar c’houez euz he c’henou, ha pehini a gaso da netra gant ar skeud euz he zonedigez. 9 Diskwezidigez an hini fall ze, hen devezo leac’h gant nerz gant Satan, gant holl c’halloud burzudou ha miraklou faoz, 10 ha gant holl droumplerez ar fallentez en touez ar re en em goll, abalamour ma n’ho deuz ket digemeret karantez ar wirionez, evit beza salvet. 11 Dre ze Doue a gaso dezhei eur spered nerzuz a gollidigez, evit ma kredfont d’ar gaou, 12 abalamour d’ar re holl pere n’ho deuz ket kredet d’ar wirionez, mes ho deuz kemeret plijadur er fallentez, da veza barnet.

13 Mes evidomp-ni, breudeur karet mad gant an Aotrou, ni a dle trugarekaat Doue dalc’h mad abalamour deoc’h, dre ma hen deuz ho choazet, aboe ar pen kenta, evit ar zilvidigez, en santelez ho Spered, hag er feiz er wirionez ; 14 ho kalvet hen deuz da gement se dre hon Aviel, evit ma talc’hjac’h gloar hon Aotrou Jesus-Krist. 15 Dre ze, breudeur choumit stard ha dalc’hit ar c’helenadurezou hon euz roet deoc’h, pe dre hor c’homz, pe dre hon lizer.

16 Ha, ra zeuo hon Aotrou Jesus-Krist, he unan, ha Doue hon Zad, pehini hen deuz hon c’haret, ha pehini hen deuz roet deomp en he c’hras eur gonsolasion eternel, hag eun esperans vad, 17 da zic’hlac’hari ho kalounou, ha d’ho nerza en pep kreden vad hag en pep mad ober.


3 A-HEND-ALL, breudeur, pedet evidomp, evit ma en em skulio gir an Aotrou, ha ma vezo meulet dre holl, evel ma ez eo en ho touez ; 2 ha ma vefont delivret euz an dud fall ha diroll ; rag an holl n’ho deuz ket ar feiz. 3 An Aotrou a zo leal, hen ho nerzo hag ho tiwallo euz an drouk. 4 Ha ni hon euz en ho kenver ar fizianz ma en Aotrou, penaoz e rit hag e refet an traou a c’hourc’hemenomp deoc’h. 5 Ra gunduo an Aotrou ho kalounou da garantez Doue ha da basianted ar C’hrist.

6 Breudeur, gourc’hemen a reomp ive deoc’h, en hano hon Aotrou Jesus-Krist, d’en em bellaat euz pep breur pehini a vev en dizurz, ha nan hervez ar gourc’hemenou hen deuz bet diganeomp. 7 Rag anaout a rit hoc’h unan penaoz e tleit hon henvelia, ha n’hon euz ket bevet en ho touez en dizurz, 8 ha penaoz n’hon euz debret evit netra madou den, mes penaoz omp bet er boan hag er skuizder, o labouret noz ha deiz, evit na vijemp ket en karg da hini ac’hanoc’h. 9 N’eo ket abalamour ma n’hor boa ket ar galloud d’he ober, mes evit rei deoc’h eo ennomp hon unan eur skouer da heul. 10 Rag ive, pa oamp ganeoc’h, e tisklerijomp deoc’h skler, penaoz piou benag na fell ket dezhan labouret, ne dle ket ken nebeut dibri. 11 Koulskoude e klevomp penaoz en ho touez e vev hinienou en dizurz, hep labouret hag en em vesk euz a draou didalvoudek. 12 Hag, ar re ze a bedomp, hag a aliomp dre hon Aotrou Jesus-Krist, da labouret gant peoc’h, evit dibri ho bara hoc’h unan. 13 Evidoc’h-hu, breudeur, n’em em skwizit ket oc’h ober ar mad. 14 Ha ma na zent ket unan benag euz ar pez a leveromp dre al lizer ma, merkit anezhan, ha n’ho pezit ken unvaniez ebet ganthan, evit ma hen devezo mez. 15 Koulskoude, na gemerit ket anezhan evel eun enebour, mes kelenit anezhan evel eur breur.

16 Ra roio an Aotrou a beoc’h deoc’h he unan ar peoc’h deoc’h en pep amzer hag en pep doare ! An Aotrou ra vezo ganeoc’h holl ! 17 Ar salud a zo euz va dorn va unan, d’in me, Paul ; hennez eo va zîn em holl lizerou ; e skrivan evel se. 18 Gras hon Aotrou Jesus-Krist da veza ganeoc’h holl ! Amen.


————