Mont d’an endalc’had

Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897/Eil Lizer Katolik Per Abostol

Eus Wikimammenn
troet gant Gwilh ar C’hoad.
Grapho Press, 1897  (p. 1046-1048)



EIL LIZER KATOLIK PER ABOSTOL.


1 SIMON PER, servicher Doue ha abostol Jesus-Krist d’ar re ho deuz bet en partach eur feiz euz ar memeuz priz evel hon hini, en justis Doue ha Zalver Jesus-Krist. 2 Ar c’hras hag ar peoc’h ra vefont kresket deoc’h, en anaoudegez Doue hag hon Aotrou Jesus.

3 EVEL ma hen deuz he c’halloud divin roet deomp kement a zell euz ar vuez hag ar biete, dre anaoudegez an hini hen deuz hon galvet dre he c’hloar ha dre he vertuz ; 4 dre bere eo bet roet deomp ar promesaou prisiuz ha braz meurbet, evit ma vefac’h dre ho doare lodenek en natur divin, o tec’hal euz ar vreinadurez pehini a ren er bed dre ar c’hoantidigez ; 5 evel se, o tigaz en kement se ho c’holl zel lakaet gant ho feiz ar vertuz, ha gant ar vertuz ar wiziegez ; ha gant ar wiziegez an demperans ; 6 ha gant an demperans ar basianted ; 7 ha gant ar basianted ar biete ; ha gant ar biete ar garante a vreur ; ha gant ar garante a vreur ar garante. 8 Rag mar ema an traou ze ennoc’h, ha mar founont, ne lezfont ket ac’hanoc’h na didalvez, na dibrodu en anaoudegez hon Aotrou Jesus-Krist. 9 Mes an hini en pehini n’en em gav ket an traou ze, a zo dall, he welet a zo ber, hag hen deuz ankwezet purifikasion he bec’hejou tremenet. 10 Dre ze, breudeur, en em studiet muoc’h vui da grenvaat ho kalvidigez hag ho choazedigez ; rag oc’h ober kement se, na gwezfet biken ; 11 hag evel se an antren en rouantelez eternel hon Aotrou ha Zalver Jesus-Krist a vezo roet deoc’h gant leunder.

12 Dre ze, na lezin ket hep digas sonj deoc’h dalc’h-mad en traou ze, petra benag ma hoc’h anavezit, ha ma vefet nerzet er wirionez brezant. 13 Ha kredi a ran eo just d’in keit ha ma vezin en danten ma, dihuni ac’hanoc’h dre va aliou, 14 o c’houzout penaoz e kwitain prest an danten ma, evel ma hen deuz an Aotrou Jesus-Krist he roet da anaout d’in. 15 Mes soan em bezo goude ma vezin eet kwit evit ma helfeet atao kaout sonj euz an traou ma. 16 Rag n’eo ket o c’heul fablenou groet gant ruz, eo hon deuz roet da anaout deoc’h galloud ha donedigez hon Aotrou Jesus-Krist ; mes goude beza gwelet eo gant hon daoulagad hon unan he vajeste. 17 Rag resevet hen deuz digant Doue an Tad enor ha gloar pa eo bet ar vouez ze lavaret dezhan gant ar gloar huela : Hema eo va Mab karet mad, en pehini em euz lekeet va holl garantez. 18 Ha ni hon euz klevet ar vouez ze deuet euz an env, pa oamp bet ganthan var ar menez zantel. 19 Beza hon euz ive komz stard ar brofeded, euz pehini e rit mad en em staga, evel euz a eul lamp, pehini a lugerne en eul leac’h tefal, bete ma sklerje an deiz ha ma savje stereden ar beure en ho kalounou ; 20 anavezit da genta kement ma, penaoz profesi ebet euz ar Skritur ne zeu euz eun diskleriadurez hepken. 21 Rag ar brofesi n’eo ket bet digaset gweach all dre volonte an den ; mes tud santel Doue o veza boutet gant ar Spered-Santel, ho deuz komzet.


2 Mes, evel ma e zo fals profeded entouez ar bobl, e zo ive en ho touez fals doktored, pere a zigaso en kuz sektou fall, ha pere o nac’h an Aotrou pehini hen deuz ho frenet, a denno varnezhei eur gollidigez vuan. 2 Ha kals a heulio ho c’hredenou a gollidigez, hag hend ar wirionez a vezo blasfemet abalamour dezhei. 3 Ha dre avaris e trafikfont ac’hanoc’h dre gomzou troumpluz ; mes aboe pell zo ho barnedigez na choum ket en he za, hag ho c’hollidigez na gousk ket. 4 Rag ma n’hen deuz ket Doue esperniet an eled pere ho doa pec’het, mes mar hen deuz, o veza ho zolet en dounder, ereet gant chadenou a devalijen, ho roet evit beza miret a-ben ar varnedigez ; 5 ha ma n’hen deuz ket esperniet ar bed koz, ha mar hen deuz diwallet Noe, hen eizved, ar prezeger ze euz ar wizionez, pa hen doe digaset an diluj var bed an dud fall ; 6 hag o renta en ludu keariou Sodom ha Gomor, hen deuz ho barnet d’an distruj, en eur rei anezhei da skouer d’ar re pere a vev en dirolded ; 7 ha mar hen deuz diwallet ar just Lot, pehini a oa poaniet gant kundu euzuz an dud fall ze : 8 (rag an den just ze, pehini a choume en ho zouez, a c’hlac’hare bemdez he ine just, abalamour d’ar pez a wele hag a gleve euz ho oberiou fall ;) 9 an Aotrou a wezo miret euz an epreuven ar re pere a enor anezhan, ha diwal ar re injust evit beza kastiet en deiz ar varnedigez ; 10 dreist holl ar re pere a heul ar c’hik, en c’hoantedigezou an hudurnez, ha pere a zispriz ar galloud, a zo rok, hardiz, ha pere a zismegans hep aoun an galloudou, 11 el leac’h an eled, petra benag m’az int brasoc’h en nerz hag en galloud, na zougont ket a enep dezhei eur varnedigez a zismegans dirag an Aotrou. 12 Mes ar re ma, evel loened hep skiant, pere ne heuliont nemet ho natur, ganet evit beza kemeret ha distrujet, o trouk-komz euz ar pez na ententont ket, a vezo kollet dre ho breinadurez, ho unan, o resev ar gobr euz ho fallentez. 13 Karout a reont beza bemdez er plijaduriou ; pere a zo tarchou hag hudurnez ; plijadur a gemeront en ho zromplerezou, pa zebront ganeoc’h, 14 ho deuz ho daoulagad leun a avoultriez ha pere na baouezont da bec’hi ; eren a reont an ineou nerzet fall ; ho c’haloun a zo en em roet d’an avaris, 15 bugale int a valloz, pere, o veza kwiteet an hend eün, a zo en em gollet, o c’heul hent Balaam, mab Bosor, pehini a garaz gobr ar fallentez, mes pehini a oe reprenet euz he fallentez ; 16 eun azenez vud, o komz gant mouez eun den, a rebechaz sotiz ar profed. 17 Feunteuniou int hep dour, koumoul ijet gant eun avel-dro ; ha dic’houlou an devalijen a zo lekeet a du evithei da viken. 18 Rag o terc’hel lavariou c’hwezet a vanite, e tennont dre c’hoantidigezou ar c’hik, hag an hudurnez, an dud pere, o oa en gwirionez pelleet euz ar re pere a vev er gollidigez, 19 o prometi dezhei al liberte, petra benag ma’z int oc’h unan esklaved euz ar vreinadurez ; rag dont a reer da veza esklav euz an hini dre behini e oar trec’het. 20 Rag goude beza tec’het euz a hudurnez ar bed, dre anaoudegez an Aotrou ha Zalver Jesus-Krist, en em roont a nevez ebarz hag int trec’het, ho stad diveza a zeu gwasoc’h evit ar c’henta. 21 Rag gwelloc’h e vije bet dezho n’ho dije ket anavezet hent ar wirionez, evit beza troet kein goude beza hen anavezet, d’ar gourc’hemen santel pehini a oa bet roet dezhei. 22 Mes c’hoarvezet eo ganthei hervez ar lavar gwir ma : Ar c’hi a zo distroet d’ar pez hen doa taolet, hag ar wiz, goude beza bet gwalc’het, a zo en em ruliet er fank.


3 RE garet mad, setu dija an eilved lizer a skrivan deoc’h. En eil hag en egile e tifunan dre va aliou, ho skiant iac’huz, 2 evit ma ho pefe sonch en traou pere a zo bet profetizet gant ar brofeded santel, hag euz hon gourc’hemen ni, ebestel an Aotrou ha Zalver. 3 O c’houzout da genta kement ma, penaoz en deiziou diveza e teuo goaperien, pere en em gunduo hervez ho c’hoantidigezou, 4 ha pere a lavaro : Peleac’h ema promese he zonedigez ? Rag aboe ma eo maro hon zadou, an holl draou a zo choumet evel ma oant er pen kenta euz ar grouidigez. 5 Rag a volonte vad eo na ouzont ket kement ma, penaoz oe an envou gweach all krouet dre c’hir Doue, kenkouls hag an douar, tennet euz an dour, ha pehini a oa dre c’hallout an dour ; 6 ha penaoz e oe dre an traou ze e oe kollet ar bed a neuze, goloet a zour. 7 Mes, an env hag an douar a vrema a zo miret dre ar memeuz gir, ha lakeet a du evit an tân, da zeiz ar varnedigez ha kollidigez an dud diroll. 8 Koulskoude re garet-mad, na dremenit ket hep anaout eun dra, penaoz evit an Aotrou eun deiz a zo evel mil vloaz, ha mil vloaz evel eun deiz. 9 An Aotrou ne zaleo ket oberians he bromese, evel ma kred hinienou e zo dale en ze ; mes uza a ra a basianted en hor c’henver, dre na c’hoanta ket e vefe kollet hini, mes ma teufe an holl d’ar geûzidigez. 10 Ha, deiz an Aotrou a zeuo evel eul laer en noz ; en amzer ze an env a dremeno gant trouz vraz, hag an elemanchou tanet a vezo teuzet, hag an douar, gant an oberiou pere a zo ennhi, a vezo devet holl.

11 Pa dle an holl draou ze eta beza teuzet, petra ne dleit-hu ket beza dre zantelez ho kundu hag ho piete, o c’hortoz, 12 hag o c’hasta donediges deiz Doue, en pehini an env tanet a vezo teuzet, hag an elemanchou dêvet en em founto ! 13 Mes, ni a c’hortoz, hervez he bromese, eun envou nevez hag eun douar nevez, en pere e choumo ar wirionez. 14 Dre ze, re garet mad, o c’hortoz an traou ze, en em nerzit da veza kavet didarch ha direpren dirazhan er peoc’h. 15 Ha kredit penaoz pasianted hir hon Aotrou eo ho silvidigez, evel ma hen deuz skrivet deoc’h Paul hon breur karet mad, hervez ar furnez a zo bet roet dezhan ; 16 hag evel ma ra en he holl lizerou, pa gomz ennhei euz an traou ze ; en touez pere e zo reou diez da entent ha pere a zistro an dud diwiziek he dizur anezhei evel ar skrituriou all en ho c’holl ho unan. 17 C’hwi eta, re garet mad, pere a zo bet aliet likit evez, gant aoun, na vec’h treinet gant kollidigez, ar re diroll, ha na zeufac’h da gweza euz ho starder. 18 Mes kreskit en gras hag en anaoudegez hon Aotrou ha Zalver Jesus-Krist. Dezhan ra vezo ar gloar, ha brema, hag evit deiz an eternite ! Amen.


————