Mont d’an endalc’had

Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897/Eil Levr Samuel

Eus Wikimammenn
troet gant Gwilh ar C’hoad.
Grapho Press, 1897  (p. 267-293)



EIL LEVR SAMUEL.


1 GOUDE ma oe maro Saül, David, o veza distroet euz a ziskar an Amalekited, a choumaz daou devez en Tsiklag ; 2 hag an drede deiz he oe gwelet eun den pehini a ziskenne euz ar c’han, euz kichen Saül, o kaout he zillad roget ha douar var he benn ; hag, o veza deuet da gaout David, en em daolaz d’an douar hag en em stouaz. 3 Ha David a lavaraz dezhan : A belec’h e teuez-te ? Hag hen a respountaz dezhan : En em dec’het oun a gan Israel. 4 David a lavaraz dezhan : Petra a zo en em gavet ? He lavar d’in eta. Hen a respountaz : Ar bobl a zo tec’het euz an emgann, hag eun niver bras zoken a zo kwezet maro ; Saül ive ha Jonathan, he vab, a zo maro. 5 Ha David a lavaraz d’an den iaouank pehini a roe dezhan an nevezentiou ma : Penaoz ouzout-te eo maro Saül ha Jonathan, he vab ? 6 Hag an den iaouank a roe dezhan an nevezentiou ze, a respountaz : En em gaout a reen dre zarvoud var mene Gilboa, ha setu, Saül en em harpe var he waf ; ha setu, ar c’hirri hag ar gavalierien a oa tost d’he dapout ; hag, o sellet adre, e welaz ac’hanoun, hag em galvaz ; ha me a respountaz : Setu me ama. 8 Hag hen a lavaraz d’in : Piou out-te ? Ha me a respountaz dezhan : Me a zo Amalekid. 9 Neuze e lavaraz d’in : Tosta d’in, ha laka ac’hanoun d’ar maro ; rag en eun ankroez vras oun, ha va buez a zo c’hoaz holl ennoun. 10 Tosteet oun bet eta dezhan hag em euz he lekeat d’ar maro ; rag gouzout a wien penaoz na vevche ket goude beza en em daolet evel se var he gleze ; neuze em euz kemeret ar gurunen pehini a oa var he benn, hag ar rillen a oa var he vrec’h, hag em euz ho digaset ama d’am aotrou.

11 Neuze David a gemeraz he zillad, hag a rogaz anezhei ; hag an holl dud a oa ganthan a reaz ar memeuz tra. 12 Hag e toukchont kanv, hag e welchont, hag e iunchont bete an noz, abalamour da Saül, ha da Jonathan, he vab, ha da bobl an Aotrou, ha da di Israel ; abalamour ma oant kwezet dre ar c’hleze. 13 Mes David a lavaraz d’an den iaouank hen doa roet dezhan an nevezentiou ze : A belec’h out-te ? Hag hen a respountaz : Mab oun da eun diaveziad Amalekid. 14 Ha David a lavaraz dezhan : Penaoz ha n’ec’h euz-te ket bet aoun o kas da zorn da laza eoliet an Aotrou ? 15 Neuze David a c’halvaz unan euz he dud, hag a lavaraz dezhan : Tosta, hag en em daol varnezhan ! Skei a reaz anezhan, hag e varvaz. Ha David a 1G ’lavaraz dezhan : Da oad ra vezo var da benn ! rag da c’heno hen deuz testeniet a enep d’id, o lavarout : Lakeat em euz da vervel eoliet an Aotrou.

17 Neuze David a reaz var Saül ha var Jonathan, he vab, ar werz ma, 18 pehini a c’hourc’hemennaz diski da vugale Juda, gwerz ar Warek ; setu, ema skrivet el levr ar Gwirion :

19 Da c’hloar, o Israel, a zo mouget var da dosennou !
Penaoz eo kwezet an dud nerzuz ?
20 N’az it ket d’hen lavaret en Gath,
N’hen diskleriet ket en plasennou Askelon ;
Gant aoun en em laounafe merc’hed ar Filistined,
Gant aoun na driomfe merc’hed ar re didrodroc’h.
21 Meneziou Gilboa,
Ra na gwezo ken varnoc’h ar c’hlizen nag ar glao,
Ra na vezo ken ouzoc’h a barkeier a bere he kinnigfer ar preuveudiou ;
Rag aze eo bet taolet diren an dud krenv,
Diren Saül,
Evel ma ne vije ket bet eoliet a eol.
22 Gwarek Jonathan na zistroe kamet
Hep beza livet a oad ar re gouliet hag euz lard ar re nerzuz ;
Ha kleze Saül na zistroe ket hep nerz.
23 Saül ha Jonathan, karantezuz ha dudiuz en ho buez,
N’int ket bet peleet en ho maro ;
Skanvoc’h e oant evit an eagled,
Nerzuzoc’h e oant evit al leoned.
24 Merc’hed Israel, gwelet var Saül,
Pehini ho kwiske a skarlat, er plijaduriou ;
Pehini ho lakae da zougen kinklerezou aour var ho tillad !
25 Penaoz eo kwezet an dud krenv en kreiz an emgann,
Ha penaoz eo bet Jonathan lazet var da dosennou ?
26 Jonathan, va breur, en glac’har oun abalamour d’id.
Ober a reaz ma flijadur ;
Ar garante em oa evidout a oa brasoc’h
Evit hini ar merc’hed.
27 Penaoz eo kwezet ar re nerzuz ?
Penaoz eo en em gollet armou ar brezel ?


2 Goude ze, David a gemeraz ali digant an Aotrou, o lavarout : Piniat a rin en unan benag a geariou Juda ? Hag an Aotrou a respountaz dezhan : Pin. Ha David a lavaraz : En pehini he piniin ? An Aotrou a respountaz : En Hebron. 2 David a biniaz eta di, gant he ziou vreg, Akinoam euz Jizreel, hag Abigail euz Karmel, pehini oa bet greg da Nabal. 3 David a lakaez ive da biniat an dud pere a oa ganthan, pep hini gant he famil, hag he choumjont en keariou Hebron. 4 Ha re Juda a zeuaz, hag eno ec’h eoljont David da roue var di Juda.

Hag e lavaret da Zavid penaoz tud Jabes a C’halaad ho doa sebeliet Saül. 5 Neuze David a gasaz kannaded da gaout tud Jabes a C’halaad, hag a reaz lavaret dezhei : Bezet benniget a beurz an Aotrou, c’hwi pere a zo bet trugarezuz en kenver Saül, hoc’h aotrou, ha ma hoc’h euz hen sebeliet ; 6 brema eta ra fello d’an Aotrou beza leal ha trugarezuz en ho kenver ! Ha me ive a raio vad deoc’h, abalamour ma hoc’h euz groet kement se. 7 Ha brema, ra en em nerzo ho taouarn, ha bezit tud a galoun ; rag Saül, hoc’h aotrou, a zo maro, ha ti Juda hen deuz va eoliet evit beza roue varnezhan.

8 Mes Abner, mab Ner, kabiten arme Saül, a gemeraz Ishbosheth, mab Saül, hag he lekeaz da vont da Vahanaim ; 9 hag e lakeaz da roue var Galaad, var an Ashuried, var Jizreel, var Efraim, var Benjamin, var holl Israel. 10 Ishbosheth, mab Saül, a oa oajet a zaou-ugent vloaz pa zeuaz da ren var Israel, hag e renaz daou vloaz. Ne oe nemet ti Juda pehini a heuliaz David. 11 Hag an niver euz an deiziou ma renaz David en Hebron var di Juda, oe seiz vloaz ha c’hwec’h mis.

12 Hag Abner, mab Ner, ha tud Ishbosheth, mab Saül, a ieaz euz Mahanaim var zu Gabaon. 13 Joab ive, mab Tseruja, ha tud David a ieaz er meaz ; hag en em gavchont var zu ster Gabaon hag en em dalc’hjont eur re en tu ma d’ar ster, eur re all en tu all d’ar ster. 14 Neuze Abner a lavaraz da Joab : Ra en em savo an dud iaouank se brema, ha ma en em gannfonf dirazomp. Ha Joab a lavaraz : Ma en em savfont ! 15 Sevel a rejont eta, hag ez ejont var araog en niver egal, daouzek evit Benjamin hag evit Ishbosheth, mab Saül, ha daouzek a dud David. 16 Neuze pep hini, o kregi en he enebour dre he benn, a dremenaz he gleze dre he flank, hag e kwejont holl asamblez ; hag al lec’h ze a oe galvet Helkath-Hatsurim ; tost ema da C’habaon. 17 Hag e oe en deiz eun emgann stard, en pehini Abner a oe kannet, gant re Israel, dre dud David. 18 Tri mab Tseruja, Joab, Abishai hag Asael, a oa eno. Hag Asael a oa skanv a droad evel eur c’haro er meaz. 19 Hag Asael a genrede Abner, hep distrei euz outhan nag a dleiz nag a zeou. 20 Abner a zellaz eta adre hag a lavaraz : Te eo, Asael ? Hag hen a respountaz : Me eo. 21 Hag Abner a lavaraz dezhan : Distro-te a zeou pe a dleiz, ha krog en unan an dud iaouank se, ha kemer he ziwisk evidout. Mes Asael na fellaz ket dezhan distrei euz outhan. 22 Hag Abner a gendalc’he da lavaret da Asael : Distro euz ouzin ; perag e taolfen me ac’hanout maro d’an douar ? ha penaoz e kredfen mont dirag Joab, da vreur ? 23 Mes na fellaz ket dezhan distrei ; neuze Abner a skoaz anezhan en he gof gant penn adre he waf, kement ken ez eaz he waf er meaz dre adre ; hag e kwezaz eno hag he varvaz var blas ; hag ar re holl a erue el lec’h ze ma oa Asael kwezet maro, a choume en ho za.

24 Joab hag Abishai a genrede eta Abner, hag an heol en em guze evel ma eruent en krec’hien Amma, pehini a zo dirag Guiak, en hent distro Gabaon. 25 Hag ar Venjamited en em dastumaz en kichen Abner, hag en em renkchont en bagad, hag en em dalc’hjont var beg ar grec’hien. 26 Neuze Abner a griaz da Joab, hag a lavaraz : Ar c’hleze ha laza rai dalc’h mad ? Na ouzout-te ket mad he vezo c’hwervder er fin ? ha bete pegeit he talei-te da lavaret d’ar bobl paouez da genredek he vreudeur ? 27 Ha Joab a lavaraz : Doue a zo beo ! mar ez pije komzet, adaleg ar beure dija ar bobl a vije tec’het, pep hini euz a genred he vreur. 28 Joab a zonaz eta euz an drompil, hag an holl bobl a baouezaz ha na genredchont ken Israel, ha n’en em dalc’hjont ken d’en em ganna. 29 Evel se Abner hag he dud a valeaz enpad an noz se holl dre ar meaz, hag e tremenjont ar Jourdan, hag e treujchont ar Bithron holl, hag ec’h arujont en Mahanaim. 30 Joab a zistroaz euz a genredek Abner ; ha pa hen doe dastumet an holl bobl, e oe kavet penaoz euz a dud David e vanke naountek den, hag Asael. 31 Mes tud David ho doa skoet d’ar maro tri c’hant tri-ugent den a Venjamin hag euz tud Abner. 32 Hag e kaschont Asael ganthei, hag e sebeljont anezhan en bez he dad, en Bethlehem. Ha Joab hag he dud a valeaz enpad an noz holl, ha da c’houlou deiz ec’h erujont en Hebron.


3 Ha beza oe eur brezel hir entre ti Saül ha ti David ; mes David a iea en eur grenvad, ha ti Saül a iea en dinerzded.

2 Ha mibien a oe ganet da Zavid en Hebron ; he genta-ganet oe Amnon, euz Akinoam a Jizreel ; 3 an eil a oe Keliab, euz Abigail, euz Karmel, pehini oa bet greg Nabal ; an drede, Absalom, mab Maaka, merc’h Thalmai, roue Gueshur ; 4 ar bevare, Adonija mab Hagguith ; ar bempved, Shephatia, mab Abital ; 5 hag ar c’hwec’hved, Jithreara, euz Egla, greg David. Ar re ze a oe ganet da Zavid, en Hebron.

6 Hag, enpad ma oe brezel entre ti Saül ha ti David, Abner a soutene ti Saül. 7 Ha Saül hen doa bet eur ribodez, pehini a hanvet Ritspa, merc’h Ajja ; hag Ishbosheth a lavaraz da Abner : Perag out-te deuet da gaout ribodez va zad ? 8 Hag Abner a oe gwal fuloret euz komzou Ishbosheth, hag a lavaraz dezhan : Beza oun me eur penn ki, me pehini, a enep Juda, a uz hirie a vadelez en kenver ti Saül, da dad, hag en kenver he vreudeur hag he vinioned, ha pehini n’em euz ket da lekeat entre daouarn David, ma kenglaskez ac’hanoun hirie evit pec’hed eur vreg. 9 Ra gastio Doue stard Abner, ma na ran ket da Zavid kement Hen deuz an Aotrou touet dezhan, o kaz ar rouelez euz a di Saül en he hini, hag ho lakaat trôn David var Israel ha var Juda, adaleg Dan bete Beer-Sheba. 11 Hag Ishbosheth na gredaz ket respount eur gir da Abner, abalamour ma touje anezhan.

12 Abner a gasaz eta kannaded da gaout David, evit lavaret dezhan euz he beurz : Da biou eo ar vro ? o lavarout : Gra allians ganen ; ha setu, va dorn a vezo ganez, evit dastum d’az kaout Israel holl. 13 Ha David a respountaz : Mad eo ; me a raio allians ganez ; eun dra hepken a c’houlennan ouzit ; eo ma na weli ket ma fas, ken az pezo da genta digaset d’in Mikal, merc’h Saül, pa zeui d’am gwelet. 14 Neuze David a Igasaz kannaded da Ishbosheth, mab Saül, evit lavaret dezhan : Ro d’in va greg Mikal, pehini em euz dimezet evit kant pod-mezen Filistin. 15 Hag Ishbosheth a gasaz d’he c’hemer digant he fried Paltiel, mab Laish. 16 Hag he fried a ieaz ganthi, o wela, en eur c’heuil anezhi bete Bachurim. Neuze Abner a lavaraz dezhan : Kea, distro kwit ! Hag e tistroaz kwit.

17 Neuze Abner a gomzaz d’ar re ansien Israel, hag a lavaraz : Gwech all he felle deoc’h kaout David evit ho roue. 18 Brema eta, groet ze ; rag an Aotrou Hen deuz komzet da Zavid, ha lavaret : Dre Zavid, ma zervicher, eo he lamin va fobl Israel euz dorn ar Filistined hag euz dorn he holl enebourien. 19 Hag Abner a gomzaz memeuz tra da re Benjamin ; goude ez eaz d’hen lavaret da Zavid, da Hebron, ar pez a oa bet kavet mad gant Israel ha gant holl di Benjamin. 20 Abner a zeuaz entrezeg David en Hebron, hag ugent den ganthan ; ha David a reaz eur fest da Abner ha d’ar re a oa ganthan. 21 Goude Abner a lavaraz da Zavid : Sevel a rin, hag ez in da zastum Israel holl en kichen ar roue, va aotrou, evit ma rafont kevedigez ganez ha te a reno evel ma fell d’az ine. Ha David a gasaz kwit Abner pehini a ieaz en peoc’h.

22 Ha setu, tud David a zistroe gant Joab euz ober eur redaden, hag o tigaz ganthei eur preiz bras. Hag Abner ne oa ken gant David en Hebron ; rag he gaset hen doa kwit, hag e oa eat en peoc’h. 23 Joab, hag an holl arme pehini a oa ganthan, a zistroaz eta ; hag e oe lavaret kement ma da Joab evelhen : Abner, mab Ner, a zo deuet da gaout ar roue, pehini hen deuz he lezet da vont kwit, hag eo eat en peoc’h. 24 Ha Joab a zeuaz da gaout ar roue, hag a lavaraz : Petra ec’h euz groet ? Setu, Abner a zo deuet d’az kaout ; perag ec’h euz-te he gaset kwit, ha ma eo eat evel se ? 25 Anaout a rez Abner, mab Ner ; deuet eo evit da droumpla, evit anaout da zoareou, hag evit gouzout kement a rez. 26 Goude Joab, o veza kwiteet David, a gasaz varlerc’h Abner tud pere hen digasaz euz a buns Sira, hep gouzout da Zavid.

27 Abner eta o veza distroet da Hebron, Joab hen tennaz a du, en diabarz an nor, evel evit komz outhan en kuz, hag eno e skoaz anezhan en he gof ; hag Abner a varvaz ive, abalamour da oad Asael, breur Joab. 28 Ha David a anavezaz ze ragtal, hag a lavaraz : Didamall oun, me ha ma rouantelez, da viken, dirag an Aotrou, euz a oad Abner, mab Ner. 29 Ra gwezo ar goad ze var benn Joab, ha var holl di he dad ! Ha ra na vezo ket ti Joab biken hep eun den benag o kaout eur red-sper, pe al lorniez, pe en em harpo var eur vas, pe a gwezo dre ar c’hleze, pe a vanko a vara ! 30 Evel se Joab hag Abishai, he vreur, a lazaz Abner, abalamour ma hen doa lazet Asoel, ho breur, tost da C’habaon, en emgann.

31 Mes David a lavaraz da Joab ha d’an holl bobl pere a oa ganthan : Roget ho tillad, hag en em c’hourizet gant zier, ha douget kanv var Abner. Hag ar roue David a valeaz varlerc’h an arched. 32 Ha pa ho doe sebeliet Abner en Hebron, ar roue a savaz he vouez hag a welaz tost da vez Abner : hag an holl bobl a welaz ive. 33 Hag ar roue a reaz eur werz, var Abner, hag a lavaraz :

Abner ha tleout a rea mervel evel ma varv eun digaloun ?
34 Da zaouarn na oant ket ereet, na da dreit lakeat en ern.
Kwezet out evel ma kwezer dirag ar re digaloun !

Hag an holl bobl en em adlakeaz da wela varnezhan. 35 Goude an holl bobl a zeuaz evit ober da Zavid kemer eun tam boued benag, enpad ma oa c’hoaz deiz ; mes David a reaz le, hag a lavaraz : Ra buniso Doue ac’hanoun garo, mar debran bara pe eun dra benag all araog ma vezo kuzet an heol. 36 Hag ar bobl holl a glevaz anezhan, hag he aprouvaz ; hag an holl bobl a gavaz mad kement a reaz ar roue. 37 Evel se, en deiz se, an holl bobl hag Israel holl a anavezaz ne oa ket dre urz ar roue eo e oa lakeet Abner, mab Ner, d’ar maro. 38 Hag ar roue a lavaraz d’he zervicherien : Na ouzoc’h-hu ket penaoz eur c’habiten, hag eur c’habiten bras, a zo kwezet hirie en Israel ? 39 Ha me a zo c’hoaz dinerz liirie, petra benag ma ez oun bet eoliet roue ; mes an dud ze, mibien Tseruja, a zo re c’halloudek evidoun. Ra roio an Aotrou d’an hini hen deuz groet an drouk, hervez he zrougiez !


4 Pa glevaz mab Saül e oa maro Abner en Hebron, e teuaz he zaouarn lach, hag Israel holl a oe trubuliet. 2 Ha inab Saül hen doa daou chef banden,a bere unan a oa galvet Baalla hag egile Rekab ; mibien e oant da Rimmon ar Beerothian, euz bugale Benjamin (rag Beeroth a oa niveret evel o veza da Venjamin, 3 hag ar Veerothianed a oa tec’het bete Guitthaim, hag int bet choumet ebarz bete hirie).

4 Ha Jonathan, mab Saül, hen doa eur mab mac’hagnet euz he dreid ; oajet e oa a bemp bloaz pa en em gavaz ar c’helou euz a varo Saül ha Jonathan en Jizreel ; hag he vagerez he gemeraz hag a dec’haz, hag evel ma c’haste tec’hel, he kwezaz hag he teuaz kam ; he hano oa Mefibosheth.

5 Mibien Rimmon, ar Beerothian, Rekab ha Baana, a zeuaz eta hag a ieaz en tomder an deiz en ti Ishbosheth, evel ma kemere he ziskwiz a greisteiz ; 6 mont a rejont bete kreiz an ti, evel evit kemer gwiniz, hag e skojont anezhan en he gof ; goude Rehab ha Baana, he vreur, a dec’haz. 7 Mont a rejont eta en ti, pa oa Ishbosheth gourvezet var he wele, er gampr el lec’h ma kouske ; hag e skojont anezhan hag e lekejont anezhan d’ar maro ; goude he troc’hjont he benn, hag he kemerjont anezhan, hag e valejont dre hent ar blenen enpad an noz ze holl. 8 Hag e tigaschont penn Ishbosheth da Zavid, en Hebron, hag e lavarjont d’ar roue : Setu penn Ishbosheth, mab Saul, da enebour, pehini a glaske da vuez ; an Aotrou hen deuz vanjet hirie ar roue va Aotrou, euz Saül hag euz he ras. 9 Mes David a respountaz da Rekab ha da Vaana, he vreur, mibien Rimmon, ar Beerothian, hag a lavaraz dezhei : An Aotrou a zo beo, pehini Hen deuz delivret va ine euz va holl dristidigezou ! 10 kroget em euz en hini a oa deuet da ziskleria d’in ha da lavaret : Setu aze, Saül a zo maro ; ha pehini a sonje rei da anaout d’in kelou mad, hag em boa he lakeat d’ar maro en Tsiklag, evit pris euz he geloiou mad. 11 Pe gement mui, pa ho deve ar re fall lazet eun den mad, en he di, var he wele, ne adgoulennin me ket brema he oad euz ho torn, ha n’ho tilamin me ket divar an douar ? 12 Ha David a roaz urz d’he dud, pere ho lazaz, hag a droc’haz dezhei ho daouarn hag ho zreid, hag ho c’hrougaz tost da ster Hebron. Goude he kemerjont penn Ishbosheth, hag e sebeljont anezhan en bez Abner, en Hebron.


5 NEUZE holl bobladou Israel a zeuaz da gaout David, da Hebron, hag a lavaraz : Setu, ni a zo da eskern ha da gik. 2 Ha pa oa zoken Saül roue varnomp, te eo an hini a gase hag a zigase Israel ; hag an Aotrou Hen deuz lavaret d’id : Te eo a veso a fobl Israel, ha pehini a vezo rener Israel. 3 Holl re ansiena Israel a zeuaz eta da gaout ar roue da Hebron ; hag ar roue David a reaz allians ganthei en Hebron dirag an Aotrou ; hag ec’h eoljont David da roue var Israel.

4 David a oa oajet a dregont vloaz, pa gommansaz da ren, hag e renaz daou-ugent vloaz ; 5 ren a reaz var Juda, en Hebron, seiz vloaz ha c’hwec’h mis ; goude e renaz tri bloaz ha tregont en Jerusalem var Israel holl ha Juda.

6 Hag, ar roue a valeaz gant he dud var Jerusalem, a enep ar Jebusied pere a choume er vro ze ; hag int a lavaraz da Zavid : Na zeui ket ama ken az pezo lamet ar re dall hag ar re gam ; o fellout dezhei lavaret : David na zeuo ket ama. 7 Mes David a gemeraz kre Sion ; honnez eo kear David. 8 Ha David a lavaraz en deiz se : Piou benag hen devezo pilet ar Jebusied, hag a dapo ar wasdour, hag ar re ze gam hag ar re ze dall pere a zo enebourien David, hen devezo eur gobr. Dre ze e leverer : Na dall, na kam na zeuo en ti ma. 9 Ha David a choume er c’hre, hag he galvaz kear David ; hag e savaz tro-zro dezhi adaleg Millo bete an diabarz. 10 Ha David a iea bepred var araog hag o kreski ; hag an Aotrou, Doue an armeou, a oa ganthan.

11 Hag Hiram, roue Tir, a gasaz kannaded da Zavid, gant koad sedr ha kalvezerien ha pikerien vein ; hag he savjont ti David. 12 Neuze David a anavezaz penaoz Hen doa an Aotrou he nerzet evel roue var Israel, ha penaoz Hen doa savet he ren, abalamour d’he bobl Israel.

13 Ha David a gemeraz c’hoaz ribodezed ha gragez euz Jerusalem, goude ma oe deuet euz Hebron ; hag e c’hanaz c’hoaz dezhan mibien ha merc’hed. 14 Setu ama, hanoiou ar re a c’hanaz dezhan en Jerusalem : Shammua, Shobab, Nathan, Salomon, 15 Jibhar, Elishua, Nefeg, Jafia, 16 Elishama, Eljada hag Elifelet.

17 Mes pa wezaz ar Filistined penaoz e oa eoliet David da roue var Israel, e pinjout holl da attaki David. Ha David, oc’h anaout kement se, a ziskennaz d’ar c’hre. 18 Hag ar Filistined a zeuaz, hag en em sklabezaz en traonien ar Jeanted. 19 Neuze David a guzultaz an Aotrou, o lavarout : Piniat a rin a enep ar Filistined ? ho lakaat a ri entre va daouarn ? Hag an Aotrou a respountaz da Zavid : Pin ; rag, a-dra-zur me a lakao ar Filistined entre da zaouarn. 20 Neuze David a zeuaz da Vaal-Peratsim, el lec’h ma ho filaz ; hag e lavaraz : An Aotrou Hen deuz lakeat va enebourien da rulial araog d’in, evel an doureier pere a red. Dre ze he c’hanyaz al lec’h ze Baal-Peratsim. 21 Hag e lezchont eno zoken ho idolou pere a ieaz gant David he gant he dud.

22 Goude ar Filistined a biniaz c’hoaz eur veach, hag en em skuljont en traonien ar Jeanted ; 23 ha David a guzultaz an Aotrou, pehini a respountaz : Na binii het ; ho zrei a ri dre adre, hag ez zi on ho enep dirag ar mouar-bran. 24 Ha pa glevi eun drouz kamet en krec’h ar mouar-bran, hast neuze ; rag an Aotrou a ielo araog d’id da skei kan ar Filistined. 25 David a reaz eta ar pez Hen doa an Aotrou gourc’hemennet dezhan ; hag e kannaz ar Filistined adaleg Gueba bete Guezor.


6 DAVID a zastumaz c’hoaz an holl dud dibabet a Israel, en niver a dregont mil. 2 Gouda David a savaz, kenkoulz hag an holl bobl a oa ganthan, hag ez ejont euz Baele Juda, evit digas ac’hane arc’h Doue, dirag pehini eo galvet hano Aotrou an armeou pehini a choum entre ar cherubined. 3 Hag e lekejont arch Doue var eur c’har nevez, hag e tigaschont anezhi euz a di Abinadab, pehini a oa var ar grec’hien ; hag Uzza hag Akjo, mibien Abinadab, a rene ar c’har nevez. 4 Digas a rejont eta anezhi euz ti Abinadab, var ar grec’hien, gant arc’h Doue, hag Akjo a iea araog an arc’h. 5 Ha David hag holl di Israel a c’hoarie dirag an Aotrou gant pep sort binviou koad sipres, telennou, lirennou, taboulinou, sistrou ha simbalou. 6 Ha pa oent deuet bete leur Nakon, Uzza a gasaz he zorn var arch Doue hag a grogaz ennhi, abalamour ma winke an ijenned. 7 Ha koler Doue a elumaz a enep Uzza, ha Doue a skoaz anezhan abalamour d’he hardiegez, hag e varvaz eno, tost da arc’h Doue. 8 Ha David a oe glac’haret euz ma Hen doe an Aotrou groet eur gasti en Uzza, ha bete hirie eo hanvet al lec’h ze Perets-Uzza. 9 David hen doe eta aoun euz an Aotrou en deiz ze, hag he lavaraz : Penaoz he teuo arc’h an Aotrou em zi ? 10 Ha David na fellaz ket dezhan digas arc’h an Aotrou d’he di, en kear David ; mes lakeat a reaz he c’has da di Obed-Edom, euz Gath. 11 Hag arc’h an Aotrou a choumaz en ti Obed-Edom, ar Guitthian, tri mis ; hag an Aotrou a vennigaz Obed-Edom hag he holl di.

12 Goude he teujot da lavaret da Zavid : An Aotrou Hen deuz benniget ti Obed-Edom ha kement a zo dezhan, abalamour da arc’h Doue. Neuze David a ieaz di, hag a lakeaz arc’h Doue da biniat euz ti Obed-Edom en kear David, gant joa. 13 Ha pa ho doe groet c’hwec’h kamed ar re a zouge arc’h Doue, he oe sakrifiet kolleou ha maouted lard. 14 Ha David a lame euz he holl nerz dirag an Aotrou ; hag he oa gourizet gant eun efod lin. 15 David hag holl di Israel a lakeaz evel se arc’h an Aotrou da biniat gant kriadennou a joa hag euz zon an trompillou. 16 Mes evel ma ez ea arc’h Doue en kear David, Mikal, merc’h Saül, o sellat dre ar prenest, a welaz ar roue David pehini a lampe hag a zonae dirag an Aotrou, hag e tisprijaz anezhan en he c’haloun.

17 Digas a rejont eta arc’h an Aotrou hag e lekejont anezhi en he lec’h, en danten hen doa David greet ; ha David a ginnigaz profou devet ha sakrifisou a beoc’h dirag an Aotrou. 18 Pa hen doa, David achuet da ginnig an sakrifisou losk hag ar sakrifisou a beoc’h, he vennigaz ar bobl en hano Aotrou an armeou ; 19 hag e roaz d’an holl bobl, da holl vanden Israel, ken d’ar wersed evel d’ar merc’hed, da bep hini eur bara, eul loden gik hag eur wastel rezin. Goude an holl a zistroaz pep hini d’he di.

20 David a zistroaz ive de venniga he di ; mes Saül, a zeuaz araog dezhan, hag a lavaraz : Pebeuz enor eo en em c’hroet hirie roue Israel, euz en em dizolo dirag daoulagad mitizien he zervicherien, evel ma en em dizolofe eun den netrat ! 21 Mes David a lavaraz da Vikal : Dirag an Aotrou eo, pehini Hen deuz ma choazet kentoc’h evit da dad hag he holl di, evit ma lakaat rener d’he bobl Israel, dirag an Aotrou eo ez oun en em laouenaet. 22 Hag en em izelaiin c’hoaz muoc’h evit kement se, hag e vezin humiliet d’am daoulagad ; mes beza he vezin en enor en kichen ar mitizien a bere he komzez. 23 Ha Mikal, merc’h Saül, ne doe ket a vugale beteg an deiz euz he maro.


7 Goude ma oe ar roue diazeet en he di, ha ma Hen doa an Aotrou roet peoc’h dezhan trozro euz he holl enebourien, 2 ar roue a lavaraz da Nathan, ar profed : Sell, me a choum en eun ti sedr, hag arc’h Doue a choum dindan eun danten. 3 Ha Nathan a lavaraz d’ar roue : Kea, gra kement a zo en da galoun, rag an Aotrou a zo ganez.

4 Mes c’hoarvezout a reaz, en noz ze, ma oe gir an Aotrou kaset da Nathan, er c’homzou ma : Kea, ha lavar da Zavid, ma zervicher : Evel-hen Hen deuz lavaret an Aotrou : te eo a savfe eun ti d’In Me, evit ma choumin ennhan ; 6 pa n’em euz ket choumet en eun ti, abaoe an deiz ma em euz lakeat bugale Israel da biniat euz an Ejipt bete hirie, mes Em euz baleet ama hag ahont dindan eun danten hag en eun tabernakl ? 7 Dre holl el lec’h em euz baleet gant holl vugale Israel, ha lavaret em euz eur gir a gement se da unan benag ar bobladou Israel, d’an hini Em euz gourc’hemennet mesa va fobl Israel ? Ha lavaret em euz : Perag n’hoc’h euz-hu ket savet d’in eun ti sedr. 8 Brema eta e lavari evelhen da Zavid, ma zervicher : Eve1hen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou : Da dennet em euz euz eur gabanen, a gichen an denved, evit ma vijez rener va fobl Israel, hag oun bet ganez dre holl el lec’h ma out bet ; distrujet em euz da holl enebourien dirazout, hag em euz rentet, da hano bras, evel hano re vras an douar. 10 Hag em euz merket eul lec’h d’am fobl Israel ; Me Em euz he blantet, hag en he geae e choum ; na vezo ken hijet, ha bugale an drougiez n’hen glac’harfont ken evel diagent, 11 abaoe an deiz ma Em euz lakeat barnerien var va fobl Israel. Hag em euz roet diskwiz d’id euz da holl enebourien. An Aotrou eta Hen deuz roet da anaout d’id E savo d’id eun ti. 12 Pa vezo da zeiziou peurc’hroet, ha ma vezi kousket gant da dadou, sevel a rin da lignez var da lerc’h, an hini a zeuio euz da entraillou, ha me a startao he ren ; 13 hen eo an hini pehini a zavo eun ti em hano, ha me a startao trôn he ren da viken. 14 Me a vezo he dad, hag hen a vezo va mab. Mar gra eur fallentez benag, Me hen kastio gant gwalen an did ha gant gouliou mibien an dud, 15 mes ma gras n’en em denno ket outhan, evel ma Em euz he zennet euz Saul, pehin Em euz lamat a zirazout. 16 Evel se da di ha da ren a vezo stardet da viken dirag da aoulagad ; da drôn a vezo da viken stardet.

17 Nathan a gomzaz eta da Zavid hervez an holl gomzou hag an weledigez ze.

18 Neuze ar roue David a ieaz hag en em dalc’haz en he za dirag an Aotrou, hag e lavaraz : Piou oun-me, Aotrou Aotrou, ha pehini eo ma zi, ma ec’h euz ma lakeat da zont el lec’h ma ez oun ? 19 C’hoaz eo ze zeblantet d’id nebeut a dra, Aotrou Aotrou ; komzet ec’h euz zoken euz ti da zervicher evit an amzer da zont. Ha beza ema evel se doare da ober an dud, Aotrou Aotrou ? 20 Ha petra helfe ken David lavaret d’id ? rag, Aotrou Aotrou, anaout a rez da zervicher. 21 Abalamour d’az komz, hag hervez da galoun, hec’h euz groet an holl draou bras ze hag ho roet da anaout da zervicher. 22 Evel se out bras, Aotrou Doue ; rag nikun n’hen deuz eveldout, ha n’hen deuz Doue all ebet nemert Out, hervez kement hon euz klevet gant hon diouskouarn. 23 Ha piou a zo evel da bobl, evel Israel, ar bobl hepken euz an douar eo deuet Doue da brena evit ober outhi he bobl, evit en em rei eun hano bras, hag evit ober en he faver, en faver da vro, an traou bras ze ha spontuz, o kas kwit a zirag da bobl pehini Ec’h euz prenet euz an Ejipt, ar boblou hag ho doueou ? 24 Rag en em zureet out da bobl Israel evit beza da bobl da viken ; ha te, Aotrou, te eo bet ho Doue. 25 Brema eta, Aotrou Doue, konfirm evit biken ar gir Ec’h euz lavaret var da zervicher ha var he di, ha gra hervez da c’hir. 26 Ha ma vezo da hano manifiet da viken ; ha ma vezo lavaret : Aotrou an armeou eo Doue Israel ! Ha ma vezo ti David da zervicher nerzet dirazout. 27 Rag te da unan, Aotrou an armeou, Doue Israel, te Ec’h euz roet da glevet an traou ze da zervicher, o lavarout : Me a ziazeo d’id eun ti ! Dre ze da zervicher hen deuz kemeret an hardiegez da ober d’id ar beden ma. 28 Brema eta, Aotrou Aotrou, te a zo Doue, ha da gomzou a zo gwirion ; hag, Ec’h euz prometet da zervicher ober dezhan ar vad ze. 29 Ra fello d’id eta brema benniga ti da zervicher, evit ma pado da virviken dirazout-te ; rag he lavaret Ec’h euz, Aotrou Aotrou, ha ti da zervicher a vezo benniget euz da vennoz da viken.


8 GOUDE kement se David a bilaz ar Filistincd hag ho izeleaz ; ha David a gemeraz Metheg-amma euz dorn ar Filistined.

2 Kanna a reaz ive ar Moabited, hag ho muzuraz gant ar gorden, en eur lakaat anezhei da c’hourve var an douar ; muzuri a reaz diou gordennad anezhei evit ho lakaat da vervel, hag eur gordennad leun evit lezel ganthei ho buez ; hag ar Voabited a oe dindan David hag he wirerien. 3 David a gannaz ive Hadadezer, mab Rehob, roue Tsoba, evel ma ez ea da lakaat he ren var rivier an Eufrat. 4 Ha David a gemeraz dezhan seitek kant kavalier, hag ugent mil den var droat ; hag he troc’haz ho diouc’har da holl gezek he holl girri, mes miret a reaz kant kar.

5 Ha Sirianed Damaz a zeuaz da zikour Hadadezer, roue Tsoba ; ha David a gannaz daou vil varn-ugent Sirian. 6 Goude David a lakeaz gwarded en Siri a Zamaz, hag ar Sirianed a oe dindan David hag ho wirerien. Hag an Aotrou a ziwalle David dre holl el lec’h ma ez ea. 7 Ha David a gemeraz an dirennou aour ho doa zervicherien Hadadezer, hag ho digasaz da Jerusalem. 8 Ar roue David a zigasaz ive eun lod bras a arem euz Betak hag euz Berothai, keariou Hadadezer.

9 Ha Thoi, roue Hamath, a wezaz penaoz hen doa David disc’hroet holl nerzou Hadadezer. 10 Hag he kasaz Joram, he vab, da gaout ar roue David, evit he zaludi, hag evit he venniga euz ma hen doa groet ar brezel a enep Hadadezer hag euz ma hen doa he ziskaret. Rag Hadadezer a vije dalc’hmad en brezel euz Thoi. Ha Joram a zigasaz beseliou arc’hant, beseliou aour ha beseliou arem, pere a oe kensagret gant David d’an Aotrou, gant an arc’hant hag an aour pere hen doa dija kensagret, euz diwisk an holl boblou hen doa lakeat dindanhan, 12 euz ar Siri, euz Moab, euz bugale Ammon, euz ar Filistined, euz Amalek, hag euz diwisk Hadadezer, mab Rehob, roue Tsoba.

13 David en em reaz c’hoaz brud, en he zistro euz diskar ar Sirianed, o pillat, en traonien ar Sel, triouac’h mil Idumean, 14 hag e lekeaz gwarded en Idume ; lakaat a reaz gwarded en Idume holl, hag an Idume holl a oe dindan David. Hag an Aotrou a ziwalle David dre holl el lec’h ma ez ea.

15 Evel se David a renaz var Israol holl, oc’h ober eeünder ha gwirione d’he holl bobl. 16 Ha Joab, mab Tseruja, a vestronie he arme ; ha Josafat, mab Akilud, a oa mirer an diellou ; 17 ha Tsadok, mab Akitub, hag Akimelek, mab Abiathar, a oa sakrifierien, ha Seraja, sekretour ; 18 ha Benaja, mab Jehojada, a oa var ar Gerethianed hag ar Pelethianed, ha mibien David a oa he genta offiserien.


9 NEUZE David a lavaraz : Na van eta den euz a di Saül, evit ma rin vad dezhan abalamour da Jonathan ? 2 Ha beza oa en ti Saül eur zervicher hanvet Tsiba, pehini a oe galvet da gaout David ; hag ar roue a lavaraz dezhan : Beza out-te Tsiba ? Hag hen a respountaz : Da zervicher ! 3 Hag ar roue a lavaraz : N’euz den ken euz a di Saül, ma rin en he genver trugarez hervez Doue ? Ha Tsiba a respountaz d’ar roue : Beza ez zo c’hoaz eur mab da Jonathan, pehini a zo mac’haniet euz he dreid. 4 Ar roue a lavaraz dezhan : Pelec’h ema ? Ha Tsiba a respountaz d’ar roue : Beza ema en ti Alakir, mab Ammiel, en Lodebar. 5 Neuze ar roue David a gasaz d’he gerc’hat euz a di Makir, mab Ammiel, euz Lodebar.

6 Ha, pa oe deuet Mefibosheth, mab Jonathan, mab Saül, da gaout David, en em dolaz var he fas hag en em stouaz. Ha David a lavaraz : Mefibosheth ! Hen a respountaz : Setu da zervicher. 7 Ha David a lavaraz dezhan : N’az pez ket a aoun, rag a-dra-zur me a raio vad d’id dre garante evit Jonathan, da dad ; ha me a roio d’id holl douarou Saül, da dad ; ha te, te a zebro da viken euz va zaol. 8 Neuze Mefishosheth en em stouaz, hag a lavaraz : Petra eo da zervicher, ma ec’h euz sellet euz eur c’hi maro eveldoun me ?

9 Neuze ar roue a c’halvaz Tsila, servicher Saül, hag a lavaraz dezhan : Roet em euz da vab da vestr kement a oa da Saül ha d’he holl di. 10 Labourat a ri eta evithan an douarou ze, te ha da vibien ha da zervicherien, hag e tastumi ar frouez ' anezhan, evit ma hen devezo mab da vestr bara da zibri. Ha Mefibosheth, mab da vestr, a zebro da viken euz ma zaol. 11 Ha Tsiba hen doa pemzek mab hag ugent servicher. Ha Tsiba a lavaraz d’ar roue : Da zervicher a raio kement hen deuz ar roue, va aotrou, gourc’hemennet d’he zervicher. Ha Mefibosheth, a lavaraz ar roue, a zebro euz va zaol evel unan a vibien ar roue. 12 Ha Mefibosheth hen doa eur mab iaouank, hanvet Mika ; hag ar re holl pere a choume en ti Tsiba a oa servicherien Mefibosheth. 13 Ha Mefibosheth a choume en Jerusalem, abalamour ma tebre atao euz taol ar roue. Kam he oa euz he zaou droad.


10 GOUDE ze, roue bugale Ammon a varvaz, hag Hanun, he vab, a renaz en he blas. 2 Ha David a lavaraz : Trugarezuz he vezin en kenver Hanun, mab Nakash, evel ma eo bet he dad trugarezuz em c’henver. David a gasaz eta he zervicherien d’he dic’hlac’hari divarben he dad ; ha servicherien David a zeuaz da vro bugale Ammon. 3 Mes chefou a douez bugale Ammon a lavaraz da Hanun, ho aotrou : Sonjal a rez-te he vefe evit enori da dad eo he tigasfe David d’id dic’hlac’harerien ? N’eo ket evit anavezout gant evez kear, evit he spia, hag he distruja, eo he tigas David he zervicherien d’az kaout ? 4 Hanun a gemeraz eta servicherien David, hag a reaz touza dezhei an hanter euz ho baro, ha troc’ha an hanter ho dillad beteg ho c’hroazelou ; goude ho c’hasaz kwit. 5 Ha kement se a oe lavaret da Zavid, pehini a gasaz araog dezhei ; rag an dud ze a oa en eur vez vras. Hag ar roue a lavaraz dezhei : En em dalc’hit en Jeriko bete ma vezo boutet ho paro, neuze e tistrofet.

6 Ha bugale Ammon, o welet e oant en em lekeat fall gant David, a gasaz da zevel en ho gobr ugent mil den var droad en ti ar Sirianed euz Beth-Rehob hag euz ti Sirianod Tsoba, ha mil den en ti ar roue Maaka, ha daouzek mil en ti dud Tob. 7 David, o veza anavezct kement se, a gasaz Joab hag an holl arme, an dud nerzusa. 8 Neuze bugale Ammon a zeuaz er meaz, hag en em renkaz en banden en tal an nor ; ha Sirianed Tsoba, ha Reliob, ha re Tob ha Maaka, a oa a du var ar meaz.


9 Ha Joab, o welet he oa ho arme troet a enep dezhan adre hag araog, a zibabaz a douez holl re Israel tud choazet, hag ho renkaz a enep ar Sirianed. 10 Hag e roaz ar ren euz an nemorant euz ar bobl da Abisbai, he vreur, pehini ho renkaz a enep bugale Ammon. 11 Hag e lavaraz dezhan : Mar be ar Sirianed nerzusoc’h evidoun, he teui d’am zikour ; ha mar be bugale Ammon nerzusoc’h evidout, me a ielo d’az telivra. 12 Bez nerzuz, ha brezelliomp, gant nerz evit hon fobl hag evit keariou hon Doue ; ha ra raio an Aotrou evel ma kavo mad. 13 Neuze Joab hag ar bobl pehini a oa ganthan, a dostaaz evit en em ganna euz ar Sirianed, hag int a dec’haz araog dezhan. 14 Ha bugale Ammon, o welet penaoz ho doa ar Sirianed kemeret an tec’h, a dec’haz ive dirag Abishai, hag a ieaz en kear. Ha Joab a zistroaz euz kenredek bugale Ammon, haig a zeuaz da Jerusalem.

15 Mes ar Sirianed, o welet penaoz he oant bet kannet gant re Israel, en em unanaz. 16 Hag Hadarezer a gasaz, hag a lakeaz da zont ar Sirianed euz an tu all d’ar rivier ; hag he teujont da Helam ; ha Shohak, mestr arme Hadarezer, ho rene. 17 Kement se a oe lavaret da Zavid, pehini a zastumaz Israel holl, a dremenaz ar Jourdan, hag a zeuaz da Elam. Hag ar Sirianed en em renkaz en banden a enep David, hag a vrezelliaz a enep dezhan. 18 Mes ar Sirianed a dec’haz dirag Israel ; ha David a zisreaz seiz kant kar euz ar Sirianed ha daou-ugent mil kavalier. Skei a reaz ive Shobak, mestr ho arme, pehini a varvaz eno. 19 Ha pa welaz an holl rouane, a oa dindan Hadarezer, e oant bet kannet gant Israel, he rejont ar peoc’h gant an Israelited, hag e oent dindanhei ; hag ar Sirianed ho doe aoun da rei c’hoaz sikour da vugale Ammon.


11 Ar bloaz varlerc’h, en amzer en pehini en lak ar rouane var ar meaz, David a gasaz Joab, ha ganthan he zervicherien hag Israel holl ; hag e tistrujchont bro bugale Ammon, hag e kelc’hjont Rabba. Mes David a choumaz en Jerusalem.

2 Hag ec’h eruaz, d’an abardaez, ma savaz David a zivar he wele ; hag evel ma pourmene var lein ar palez roueek, he welaz euz ar platform ze eur vreg pehini en em walc’he, hag ar vreg ze a oa kaer bras da welet. 3 Ha David a gasaz da c’houlen piou oa ar vreg ze, hag he oe lavaret dezhan : 4 N’eo ket Bath-Sheba, merc’h Eliam, greg Uri, an Hethian ? Ha David a gasaz kannaded d’he c’herc’hat dezhan. Dont a reaz d’he gaout, hag e kouskaz ganthi ; hag hi a oe neteet euz he dic’hlanded ; goude e tistroaz d’he zi. 5 Hag ar vreg ze a gonsevaz, hag e kasaz d’hen diskleria da Zavid, o lavarout dezhan : Me a zo brazez.

6 Neuze David a reaz lavaret da Joab : Digas d’in Uri, an Hethian. Joab a gasaz eta Uri da gaout David. 7 Hag Uri a zeuaz d’he gaout, ha David a reaz goulennou outhan var stad Joab, ha var hini ar bobl, ha var stad ar brezel. 8 Goude David a lavaraz da Uri : Disken en da di ha gwalc’h da dreid. Uri a ieaz eta euz a di ar roue, hag e oe roet dezhan eur prof a beurz ar roue. Mes Uri a gouskaz en tal dor ti ar roue, gant holl servicherien he aotrou, ha ne ziskennaz ket en he di. 10 Hag e oe lavaret ze da Zavid, hag e oe lavaret dezhan : Uri n’eo ket diskennet en he di. Ha David a lavaraz da Uri : Na zeuez-te ket euz beaji ? Perag n’out-te ket diskennet en da di ? 11 Hag Uri a respountaz da Zavid : An arc’h, hag Israel ha Juda a loj dindan tantennou ; Joab va aotrou ive ha servicherien va aotrou a gamp er parkeier ; ha me a iafe em zi da zibri ha da eva, ha da gousket gant va greg ? Te a zo beo, ha da ine a vev, penaoz na wifen ober eun hevelep tra ! 12 Ha David a lavaraz da Uri : Choum c’hoaz hirie ama, ha varc’hoaz me a gaso ac’hanout kwit. Uri a choumaz c’hoaz eta en Jerusalem en deiz se hag en deiz var-lerc’h. 13 Goude David a c’halvaz anezhan, hag e tebraz hag ec’h evaz dirazhan, ha David hen mezvaz ; mes d’an abardaez ez eaz evit kousket en he wele, gant servicherien he vestr, ha na ziskennaz ket en he di.

14 Neuze, an deiz varlerc’h, ar beure, David a skrivaz eul lizer da Joab, hag e gasaz dre zaouam Uri. 15 Hag he skrivaz dezhan evelhen : Lekeat Uri el lec’h ma vezo ar brasa ar brezel, ha pellait outhan, evit ma vezo skoet ha ma varvo. 16 Joab, eta o veza evesaet kear, a lakeaz Uri el lec’h ma wie e vije an dud nerzusa. 17 Ha tud kear a zeuaz er meaz hag a vrezelliaz a enep Joab, ha kalz a gwezaz entouez ar bobl, a douez servicherien David. Uri, an Hethian, a varvaz ive. 18 Goude Joab a gasaz da gaout David, evit lavaret dezhan kement a oa eruet en emgann. 19 Hag e roaz an urz ma d’ar c’hannad, hag e lavaraz dezhan : Pa ez pezo achuet da gomz d’ar roue euz ar pez holl a zo en em gavet en emgann, mar c’hoarvez en em lakafe ar roue en koler ha ma lavar d’id : Perag och-hu en em dostaet euz kear evit brezelli ? Na ouzoc’h-hu ket he tenner dreist ar voger ? 21 Piou a lazaz Abimelek, mab Jerubbesheth ? N’eo ket eur vreg pehini a dolaz varnezhan eun tam mean milin, euz kreac’h ar voger, hag e varvaz en Thebets ? Perag hoc’h-hu tostaet euz ar voger ? Neuze e lavari dezhan : Da zervicher Uri, an Hethian, a zo ive maro.

22 Ar c’hannad eta a ieaz, hag, o veza eruet, e roaz da anaout da Zavid an holl draou evit pere hen doa Joab he gaset. 23 Ar c’hannad a lavaraz eta da Zavid : An dud ze a zo en em diskwezet nerzusoc’h evidomp, hag a zo deuet a enep deomp var ar meaz ; mes ni hon euz ho boutet bete digor dor kear. 24 Hag an archerien ho deuz tennet var da zervicherien, euz krec’h ar voger, hag hiniennou euz servicherien ar roue a zo maro ; da zervicher Uri, an Hethian, a zo maro ive. 25 Ha David a lavaraz d’ar c’hannad : Evelhen a lavari da Joab : Ra na boanio ket ze ac’hanout ; rag ar c’hleze a zevor a wechou unan, a wechou egile ; addoubl ar brezel a enep kear, ha distruj anezhi. Ha te, kennerz anezhan ! 26 Ha greg Uri a anavezaz he oa maro Uri, hag a gemeraz ar c’hanv evit he fried. 27 Pa oe ar c’hanv tremenet, David a gasaz d’he c’hemer en he di, hag he oe he vreg, hag e c’hanaz dezhan eur mab. Mes ar pez hen doa David groet, a zisplijaz d’an Aotrou.


12 Hag an Aotrou a gasaz Nathan da gaout David ; hag he teuaz d’he gaout hag e lavaraz dezhan : Beza he oa daou den en eur gear, unan pinvidik hag egile paour. 2 Ar pinvidik hen doa loened bras ha munud en niver bras. 3 Mes ar paour n’hen doa netra ebet, nemert eun danvadez vihan pehini hen doa prenet ha bevet, ha pehini he doa kresket en he di ha gant he vugale, o tibri euz he damou, oc’h eva euz he galei, hag ho kouskat en he vruched ; hag e oa evel he verc’h. 4 Mes eur beajour o veza deuet da di an den pinvidik ma, hen deuz esperniet he loened bras ha munud, ha n’hen deuz ket fichet outhei d’an tremeniard pehini a zo deuet d’he di ; mes kemeret hen deuz danvadez an den paour, hag hen deuz fichet anezhi d’an den pehini a oa deuet d’he di. 5 Neuze koler David en em danaz kalz a enep an den se ; hag e lavaraz da Nathan : An Aotrou a zo beo ! An den pehini hen deuz groet kement se a zo din a varo. 6 Hag evit eun danvadez, he roio peder, pa hen deur groet ze ha pa eo bet didruez.

7 Neuze Nathan a lavaraz da Zavid : Te eo an den ze ! Evelhen a lavar an Aotrou, Doue Israel : Da eoliet em euz da roue var Israel, hag em euz delivret ac’hanout a zorn Saül ; 8 roet em euz zoken d’id ti da aotrou, ha gragez da aotrou en da vruched, hag em euz roet d’id ti Israel ha Juda, ha ma vije nebeut, em bije roet d’id an dra ma pe an dra hont. 9 Perag eta ec’h euz disprijet gir an Aotrou, oc’h ober ar per a zisplij dezhan ? Skoet ec’h euz gant ar c’hleze Uri, an Hethian ; kemeret ec’h euz he vreg evit ober outhi da vreg, hag hen, te c’heuz he lazet dre gleze bugale Ammon. 10 Ha brema, ar c’hleze na bellaio biken euz da di, abalamour ma ec’h euz disprijet ac’hanoun, ha ma hec’h euz kemeret greg Uri, an Hethian, evit ma vije da vreg. 11 Evelhen a lavar an Aotrou : Setu, me a ia da lakaat da zont er meaz euz da di da unan ar gwalheur a enep d’id ; Me a gemero da c’hragez dirag da zaoulagad, hag he roin anezhei da unan euz da gerent, hag e kousko gant da c’hragez, dirag an heol ma. 12 Rag te ec’h euz he c’hroet en kuz ; mes Me hen raio dirag Israel holl hag euz fas an heol.

13 Neuze David a lavaraz da Nathan : Pec’het em euz a enep an Aotrou ! Ha Nathan a lavaraz da Zavid : Dre ze an Aotrou Hen deuz lakeat da bec’het da dremen ; na varvi ket ; 14 koulskoude, abalamour ma ec’h euz en kement se root lec’h da enebourien an Aotrou da zrouk pedi, ar mab a zo ganet d’id a varvo a-dra-zur. 15 Ha Nathan a zistroaz d’he di.

16 Hag an Aotrou a skoaz ar bugel doa greg Uri ganet da Zavid, hag e teuaz gwal glanv ; ha David a bedaz Doue evit ar bugel, ha David a iunaz ; goude ec’h antreaz hag e tremenaz an nor gourvezet var an douar. 17 Ha re ansien he di a savaz hag a zeuaz d’he grout evit ober dezhan sevel divar an douar ; mes na fellaz ket dezhan, ha na zebraz ket ganthei. 18 Hag er seizved deiz ar bugel a varvaz, ha servicherien David ho doa aoun da rei da anaout dezhan he oa maro ar bugel ; rag lavaret a reent : Pa oa ar bugel en buez, hon euz komzet outhan, ha n’euz ket selaouet hon mouez ; penaoz eta e lavarfomp-ni dezhan eo maro an bugel ? Ober a raio gwasoc’h c’hoaz. 19 Mes David a welaz e komze he zervicherien goustadik, hag e komprenaz e oa ar bugel maro ; ha David a lavaraz d’he zervicherien : Maro eo ar bugel ? Int a respountaz Maro eo. 20 Neuze David a savaz divar an douar, sevel a reaz, en em eolia, hag e chanchas he zillad ; hag ez eaz en ti an Aotrou, hag en em stouaz. Goude he tistroaz d’he di ; goulen a reaz boued pehini a oa kinniget dezhan, hag e tebraz. 21 Hag he zervicherien a lavaraz dezhan : Petra eta a rez ? Iunet ha gwelet ec’h euz abalamour d’ar bugel, pa oa c’hoaz en buez ; ha pa eo maro, e savez hag e kemerez boued ? 22 Mes lavarout a reaz : Pa oa ar bugel c’hoaz en buez, em euz iunet hag em euz gwelet ; rag lavaret a reen : Piou a oar hag Hen n’Hen devezo ket an Aotrou truez ouzin, hag hen na vevo ket ar bugel ? 23 Mes brema pa eo maro, perag he iunfen me ? Hellout a rafen ober dezhan distrei ? Me a ielo var he lerc’h, mes hen na zistroio ket d’am c’haout.

24 Ha David a gonsolaz he vreg Bath-Sheba ; hag e teuaz d’he c’haout, hag e kouskaz ganthi ; hag e c’hanaz our mab, pehini a hanvaz Salomon. Hag an Aotrou a garaz anezhan ; 25 hag E kasaz Nathan, ar profed, pehini a roaz dezhan an hano a Jedidia, abalamour d’an Aotrou.

26 Ha Joab a rea ar brezel a enep Rabba bugale Ammon, hag e kemeraz ar gear roueek. 27 Neuze Joab a gasaz kannaded da gaout David, evit lavaret dezhan : Attaket em euz Rabba, ha kemeret em euz zoken kear an doureier. 28 Brema eta dastum an nemorant euz ar bobl, ha kamp a enep kear ha kemer anezhi, gant aoun na gemerfen kear ha na vefe galvet euz va hano. 29 David a zastumaz eta an holl bobl ; bale a rear a enep Rabba, brezellia a reaz a enep dezhi, hag e kemeraz anezhi. 30 Hag e lamaz kurunen ho roue divar he benn ; aour e oa gant mein prisius, hag e poeze eun taland ; hag e oe lakeat var benn David. Digas a reaz ive euz kear eun diwisk bras meurbed. 31 Hag e lakeaz da zont er meaz ar bobl a oa, hag e lakeaz anezhei dindan eskennou, dindan frezou houarn ha dindan hachou houarn, hag e reaz dezhei tremen dre eur forniez brik ; ober a reaz evel se da holl geariou bugale Ammon. Goude David a zistroaz da Jerusalem gant an holl bobl.


13 GOUDE kement se, e c’hoarvezaz penaoz Absalom, mab David, hen doa eur c’hoar pehini a oa kaer hag a oa hanvet Tamar, Amnon, mab David, a garaz anezhi. 2 Hag Amnon a oa trubuliet bete en em renta klanv, abalamour da Damar, he c’hoar ; rag hi a oa gwerc’h, hag e seblante re diez da Amnon kaout netra outhi. 3 Hag Amnon hen doa eur minion hanvet Jonadab, mab Shimea, breur David ; ha Jonadab a oa eun den poellek bras. 4 Hag hen a lavaraz dezhan : Mab ar roue, perag e treuteez-te evel se a zeiz da zeiz ? Ha n’hen diskleri hen ket d’in ? Amnon a lavaraz dezhan : Karout a ran Tamar, c’hoar va breur Absalom. 5 Ha Jonadab a lavaraz dezhan : Gourvez-te var da wele, ha gra ar c’hlanv ; ha pa zeuo da dad da welet ac’hanout, e lavari dezhan : Me az ped, ma teuo va c’hoar Tamar, ha ma roio d’in da zibri ; ra ficho dirazoun eur meuz benag, evit ma he welin, ha ma tebrin euz he dorn.

6 Amnon eta a c’hourvezaz hag a reaz ar c’hlanv ; hag ar roue a zeuaz da welet anezhan, hag Amnon a lavaraz d’ar roue : Da bedi a ran, ma teuo va c’hoar Tamar ha ma raio diou wastel dirazoun, ha ma tebrin anezhei euz he daouarn. 7 Ha David a gasaz da lavaret da Damar en he zi : Kea da di da vreur Amnon, ha fich dezhan eun dra benag da zibri. 8 Ha Tamar a ieaz da di Amnon, he breur, pehini a oa gourvezet. Hag e kemeraz toaz, hag e verraz anezhan, hag he reaz dirazhan diou wastel, hag ho lekeaz da boazet. 9 Goude e kemeraz ar billik hag ho lekeaz dirazhan ; mes Amnon na fellaz ket dezhan dibri, hag e lavaraz : Kasit kwit ar re holl a zo em c’hichen. Ha pep hini a ieaz kwit. 10 Neuze Amnon a lavaraz da Damar : Digas d’in er gambr ar pez ec’h euz fichet d’in, ha ma hen debrin euz da zorn. Ha Tamar a gemeraz ar gwastellou pere he doa groet, hag ho digasaz da Amnon, he breur, er gambr. 11 Hag ho c’hinnigaz dezhan evit ma tebrche outhei ; mes hen a grogaz ennhi hag a lavaraz dezhi : Deuz, kousk ganen, va c’hoar. 12 Hag hi a respountaz dezhan : Nan, a breur, na ra ket a violans d’in, rag ze ne ve ket groet en Israel ; na ra ket an euzuzted ze. 13 Ha me, pelec’h ez in da gaz va dismegans ? Ha te, te a vezo evel eun den diskiant, en Israel. Brema eta, komz a gement se, me az ped, d’ar roue, hag hen na harzo ket ma vefen greg d’id. 14 Mes na fellaz ket dezhan selaou anezhi, hag e oe krenvoc’h evithi ; ober a reaz violans dezhi, hag e kouskaz ganthi.

15 Goude Amnon hen doe eur gasouni vras evithi ; hag ar gasouni hen doe outhi a oa brasoc’h evit ar garantez hen doa bet evithi. Evel se Amnon a lavaraz dezhi : Sav-te, kea kwit ! 16 Hag hi a lavaraz dezhan : Na ra ket d’in an drouk ze, brasoc’h evit egile pehini ec’h euz groet d’in, d’am c’has kwit ! Mes na fellaz ket dezhan selaou anezhi ; 17 hag, o c’hervel ar mevel a zerviche anezhan, e lavaraz : Ra vezo kaset ar vreg ze pell ouzin, ra vezo lekeat er meaz, ha zer an nor outhi ! 18 Ha gwisket e oa gant eur zae vriz, rag merc’hed gwerc’h ar roue a vije gwisket evel se. An hini a zerviche Amnon he lekeaz eta er meaz, hag a zerraz an nor var he lerc’h. 19 Neuze Tamar a gemeraz ludu var he fenn, hag a rogaz ar zae briz a oa varnezhi ; lakaat a reaz he dorn var he fenn, hag ez eaz kwit en eur grial.

20 Hag he breur Absalom a lavaraz dezhi : Amnon da vreur, a zo bet ganez ? Brema, va c’hoar, ro peoc’h, da vreur eo ; na c’hlac’har ket da galoun a gement ma. Evel se Tamar a choumaz glac’haret en ti Absalom, he breur. 21 Ar roue David a anavezaz an holl draou ma, hag a oe gwal goleret outhei. Hag Absalom na gomze nag en mad nag en fall da Amnon ; 22 rag Absalom a gasae Amnon, abalamour ma hen doa dismeganset Tamar, he c’hoar.

23 Hag e c’hoarvezaz, daou vloaz goude, ma hen doa Absalom an douzerien en Baal-Hatsor, pehini a zo tost da Efraim, hag e pedaz holl vibien ar roue. 24 Hag Absalom a zeuaz da gaout ar roue, hag a lavaraz : Setu, an douzerien a zo gant da zervicher ; me az ped eta, evit ma teuo ar roue hag he zervicherien da di da zervicher. 25 Mes ar roue a lavaraz da Absalom : Nan, va mab, nan ; n’ez efomp ket holl, gant aoun na vefemp a veac’h d’id ; ha petra benag ma talc’he Absalom stard varnezhan, n’he fellaz ket dezhan mont ; hag he vennigas anezhan. 26 Neuze Absalom a lavaraz : Ma na zeuez ket, he pedan ac’hanout, ma teuo va breur Amnon ganeomp. Hag ar roue a respountaz : Perag ez afe ganez ? 27 Mes Absalom a zalc’haz kement ken a lezaz Amnon hag holl vibien ar roue da vont ganthan. 28 Hag, Absalom a roaz urz d’he zervicherien, hag a lavaraz dezhei : Lakit evez, pa vezo kaloun Amnon sedereet gant ar gwin, ha ma lavarin deoc’h : Skoet Amnon ; neuze lazet anezhan, n’ho pezet ket aoun ; n’eo ket me eo hen gourc’hemen deoc’h ? En em grenvaet ha bezet nerzuz. 29 Ha mevelien Absalom a reaz da Amnon evel ma hen doa Absalom he c’hourc’hemennet ; neuze holl vibien ar roue a savaz, hag a biniaz bep hini var he vulez, hag a dec’haz.

30 Hag, evel ma oant en hent, ar brud a deuaz bete David m’en doa Absalom lazet holl vibien ar roue, ha penaoz ne oa manet hini anezhei. 31 Neuze ar roue a savaz hag a rogaz he zillad, hag a c’hourvezaz var an douar ; he holl servicherien ive en em dalc’he eno gant ho dillad roged. 32 Ha Jonadab, mab Shimea, breur David, a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz : Ra na lavaro ket va aotrou eo lazet an holl dud iaouank, mibien ar roue ; rag Amnon hepken a zo maro : ha kement se oa c’hoant Absalom, abaoe an deiz ma hen doa Amnon dismeganset Tamar, he c’hoar. 33 Brema eta, ra na c’hlac’haro ket ar roue va aotrou re he galoun a gement se, o lavarout : holl vibien ar roue a zo maro ; rag Amnon hepken a zo maro. 34 Hag Absalom a oa en em dec’het kwit. Hag an den iaouank a oa en gward a savaz he zaoulagad hag a zellaz ; ha setu, dre an hent a enep eur vanden vras a zeue araog var gostez ar menez. 35 Ha Jonadab a lavaraz d’ar roue : Setu, mibien ar roue pere a zistro ; an dra a zo en em gavet evel ma hen deuz da zervicher lavaret. 36 Hag evel ma achue da gomz, e oe gwelet mibien ar roue oc’h eruout, hag e savchont ho mouez hag e weljont. Ar roue ive hag he holl zervicherien a welaz gant founusder. 37 Mes Absalom a dec’haz, hag en em dennaz da di Thalmai, mab Ammihud, roue Gueshur. Ha David a wele bemde var he vab.

38 Hag Absalom, o veza en em dec’het, a ieaz da Gueshur, hag a choumaz tri bloaz eno ; 39 hag ar roue David a baouezaz da genredek Absalom, abalamour ma oa dic’hlac’haret euz maro Amnon.


14 Neuze Joab, mab Tseruja, oc’h anaout e tostae kaloun ar roue euz Absalom, a gasaz da Dhekoa, 2 hag a lakeaz da zont ac’hane eur vreg ijinuz, hag a lavaraz dezhi : Da bedi a ran, en em laka en kanv, gwisk da zillad kanv, ha n’en em eol ket, mes be evel eur vreg pehini aboe pell zo a wel var eur maro ; 3 goude kea da gaout ar roue, ha lavar dezhan en doare ma. Ha Joab a lekeaz en he genou ar c’homzou a dlee lavaret.

4 Ar vreg thekoit a gomzaz eta d’ar roue. Teurel a reaz he bisach d’an douar hag en em stouaz, hag he lavaraz : O roue, sikour ac’hanoun ! 5 Hag ar roue a lavaraz dezhi : Petra ec’h euz ? Hi a respountaz : Ah ! me a zo eur vreg intanvez, ha va fried a zo maro. 6 Ha, da zervicherez he doa daou vab, pere a zo en em enebet er parkeier, ha ne oa den pehini ho harzaz ; evel se unan hen deuz skoet egile, hag hen deuz he lazet. 7 Ha setu, ar famil holl a zo en em zavet a enep da zervicherez, o lavarout : Ro deomp an hini hen deuz skoet he vreur, ha ma lakafomp anezhan d’ar maro, abalamour da ine he vreur pehini hen deuz lazet, ha ma tistrujfomp zoken an heritour. Hag e fell dezhei mouga ar c’hlaouen veo pehini a zo choumet ganen, evit ma na vano ket gant va fried nag hano nag kenbever var an douar. 8 Ar roue a lavaraz d’ar vreg : Kea d’az ti ; me a roio urzou abalamour d’id. 9 Hag ar vreg thekoit a lavaraz d’ar roue : Va aotrou ha va roue, ra vezo an drougiez varnoun ha var di va zad, ha ma vezo ar roue hag he drôn didammal ! 10 Hag ar roue a respountaz : Digas d’in an hini a gomzo en da enep, ha biken ne eruo ganthan da stoka ouzit. 11 Hag hi a lavaraz : Me az ped ma hen devezo ar roue sonj en Aotrou, he Zoue, abalamour na gresko ket vanjer ar goad an distruj, ha ma na vezo ket lazet va mab ! Hag e respountaz : An Aotrou a zo beo ! na gwezo ket d’an douar eur vleven euz da vab.

12 Neuze ar vreg a lavaraz : Da bedi a ran, ma lavaro da zervicherez eur gir d’ar roue, va aotrou. Hag hen a respountaz : Komz ! 13 Hag ar vreg a lavaraz : Perag ec’h euz-te sonjet eun dra evel se a enep pobl Doue ? Rag, o terc’hel ar c’homzou ze, ar roue en em diskleri koupabl, en dra ma ne ra ket gervel an hini hen deuz kaset kwit. 14 Rag a-dra-zur ni a varvo, hag omp henvel euz an doureier pere a red var an douar ha pere ne zastumer ket. Ha Doue ne lam ket diganthan he vuez, mes sonjal a ra tremen hep kas pell outhan an hini kaset kwit. 15 Ha brema, mar d’oun deuet evit derc’hel ar c’homzou ma d’ar roue, va aotrou, eo ma ho deuz ar bobl spouronet ac’hanoun. Ha da zervicherez he deuz lavaret : Me a gomzo brema d’ar roue ; marteze e raio ar roue ar pez a lavaro dezhan he zervicherez. 16 Rag ar roue a zelaouo he zervicherez, evit he delivra euz dorn an hini a fell dezhan hon laza, me ha va mab asamblez, euz a heritach Doue. 17 Ha da zervicherez e deuz lavaret : Ra roi gir ar roue, va aotrou, diskwiz deomp ; rag ar roue, va aotrou, a zo evel eun êl a beurz Doue evit klevet ar mad hag ar fall. Ra vezo an Aotrou, da Zoue, ganez ! 18 Hag ar roue a respountaz, hag a lavaraz d’ar vreg : Na guz ket ouzin ar pez ez an da c’houlen ouzit. Hag ar vreg a respountaz : Ra gomzo ar roue, va aotrou. 19 Hag ar roue a lavaraz : N’eo ket Joab eo a ra d’id ober kement ma ? Hag ar vreg a respountaz hag a lavaraz : Evel ma vev da ine, o roue, va aotrou, na wifen en em distrei nag a zeou nag a dleiz euz kement hen deuz lavaret ar roue, va aotrou ; rag da zervicher Joab eo hen deuz he c’hourc’hemennet d’in, hag he unan hen deuz lakeat en genou da zervicherez an holl gomzou ma. 20 Da zervicher Joab eo hen deuz groet d’in rei an dra ma d’am frezegen. Mes va aotrou a zo fur evel eun êl a beurz Doue, evit anaout kement a dremen er vro.

21 Neuze ar roue a lavaraz da Joab : Setu, brema, te eo ec’h euz renet an affer ma ; kea eta, ha laka an den iaouank Absalom da zistrei. 22 Ha Joab en em daolaz var he fas d’an douar, hag en em stouaz, hag e vennigaz ar roue. Ha Joab a lavaraz : Hirie hen deuz da zervicher anavezet hen deuz kavet gras dirazout, o roue, va aotrou, rag ar roue hen deuz groet ar pez a c’houlenne he zervicher diganthan.

23 Joab a savas eta hag a ieaz da Gueshur, hag e tigasaz Absalom da Jerusalem. 24 Hag ar roue a lavaraz : Ra en em denno d’he di, ha ma na welo ket ma fas. Hag Absalom en em dennaz en he di, hep gwelet fas ar roue.

25 Ha ne oa ket a dud ken kaer hag Absalom en Israel holl, hag he gaerder a oe bruded bras ; adaleg seuliou he dreid bete lein he benn, he oa dinam. 26 Ha pa droc’he he vleo (ha bep bloaz he troc’he anezhei, abalamour ma pouezent re), ar bouez euz he vleo a oa daou c’hant sikl, en pouez ar roue. 27 Ha tri mab a c’hannaz da Absalom, hag eur verc’h hanvet Tamar, pehini a oa eur vreg kaer meurbed.

28 Hag Absalom a choumaz en Jerusalem daou vloaz leun, hep gwelet fas ar roue. 29 Dre ze Absalom a c’halvaz Joab evit he gas da gaout ar roue, hag hen na fellaz ket dezhan dont d’he gaout. Gervel a reaz anezhan c’hoaz evit an eilved gwech, mes na fellaz ket dezhan dont. 30 Neuze he lavaraz d’he zervicherien : Gwelet a rit park Joab pehini a zo tost d’am hini, ar parket heiz ze ; it ha c’hwezir an tân ennhan. Ha mevelien Absalom a lekeaz an tân er park ze. 31 Neuze Joab a savaz hag a zeuaz da gaout Absalom en he di, hag a lavaraz dezhan : Perag ho deuz da zervicherien lakeat an tân em fark ? 32 Hag Absalom a respountaz da Joab : Setu, em euz kaset da lavaret d’id : Deus ama, ha me a gaso ac’hanout da gaout ar roue, evit ma lavari dezhan : Perag oun-me distroet euz Gueshur ? Gwelloc’h e vije bet d’in e vijen eno c’hoaz. Brema eta, ma welin bisach ar roue ; ha mar deuz drougiez ennoun, ra lakao ac’hanoun d’ar maro. 33 Joab a zeuaz eta da gaout ar roue, hag a lavaraz dezhan kement se. Hag ar roue a c’halvaz Absalom, pehini a zeuaz da gaout ar roue, hag e stouaz he visach d’an douar dirazhan ; hag ar roue a bokaz da Absalom.


15 Goude kement se, Absalom en em bourveaz a girri hag a gezek, hag hen doa hanter kant den pere a gerze araog dezhan. 2 Hag Absalom a zave mintin mad, hag en em dalc’he en tal hent an nor. Ha ma teue eun den hag hen dije eun affer benag evit pehini e teue en barnedigez dirag ar roue, Absalom a c’halve anezhan hag a lavare dezhan : A behini kear out-te ? Ha ma respounte : Da zervicher a zo euz a unan a bobladou Israel, 3 Absalom a lavare dezhan : Gwel, da gaoz a zo mad hag eëun ; mes n’ec’h euz den evit selaou ac’hanout a beurz ar roue, 4 Hag Absalom a lavare : Perag n’am lekeer ket da varner er vro ! Pep den pehini hen dije eur proses pe eun affer da varn a zeufe d’am c’haout me, ha me a rafe eeünder dezhan. 5 Ha ma tostae unan benag evit en em stoui dirazhan, ec’h astenne dezhan he zorn, hag e kemere anezhan hag e poke dezhan. 6 Absalom a rea evel se d’ar re holl euz a Israel pere a zeue entrezek ar roue evit beza barnet ; hag Absalom a c’houneze kaloun tud Israel.

7 Hag e c’hoarvezaz, aben daou-ugent vloaz, ma lavaraz Absalom d’ar roue : Da bedi a ran, ma ez in da Hebron, evit kwitezi ar gwestl em euz groet d’an Aotrou. 8 Rag, pa choume da zervicber en Gueshur er Siri, e roaz eur gwestl, o lavaret : Mar laka an Aotrou ac’hanoun da zistrei da Jerusalem, me a zervicho an Aotrou. 9 Hag ar roue a respountaz dezhan : Kea en peoc’h ! Sevel a reaz eta, hag ez eaz da Hebron. 10 Hag Absalom a gasaz spierien euz holl bobladou Israel, evit lavaret : Pa glevfeet son an drompil, leveret : Absalom a zo lekeat da roue en Hebron ! 11 Ha gant Absalom ez eaz daou c’hant den euz Jerusalem, pere hen doa pedet ; hag int a iea en pep eeünder, hep anaout netra. 12 Hag Absalom, enpad ma kinnige ar sakrifisou, a gasaz da c’hervel Akitofel, ar Guilonit, kuzulier David, en he gear a C’huilo ; hag en em reaz eno eur gendouidigez gallouduz ; hag ar bobl a iea en eur greski en kichen Absalom.

13 Neuze e teuaz da gaout David eur c’hannad, pehini a lavaraz dezhan : Kaloun tud Israel en em dro var zu Absalom. 14 Ha David a lavaraz d’he holl zervicherien pere a oa ganthan en Jerusalom : Savit ha tec’homp, rag na helfomp ket tec’hel kwit digant Absalom. Hastit mont kwit, gant aoun na hastfe, na dapfe ac’hanomp, na dolfe an drouk varnomp ha na lakafe tremen kear dre laonien ar c’hleze. 15 Ha servicherien ar roue a respountaz d’ar roue : Da zervicherien a zo prest da ober kement a gavo ar roue, hon aotrou mad. 16 Ar roue a ieaz eta kwit, hag he di holl hen heulie ; mes ar roue a lezaz deg greg, euz he ribodezed, evit diwal he di. 17 Evel se ar roue a ieaz kwit, hag an holl bobl var he lerc’h ; hag ec’h ehanjont en Beth- Merkak. 18 Hag he holl zervicherien a valee a gostez dezhan, hag an holl Gerethied, an holl Belethied, hag an holl Guittied, vardro c’hwec’h kant den deuet euz Gad var he lerc’h, a valee dirag ar roue. 19 Mes ar roue a lavaraz da Itthai, ar Guitthied : Perag e teufez-te ive ganeomp ni ? Distro-te, ha choum gant ar roue, rag te a zo diaveziad, hag e tleez zoken distrei en da lec’h. 20 Dec’h e oaz deuet, hag hirie e rafen d’id mont ama hag ahont ganeomp ? Evidoun me, me a ia el lec’h ma hellan ; distro, ha kas da vreudeur ganez. Ra heulio an drugarez hag ar wirionez ac’hanout ! 21 Mes Itthai a respountaz d’ar roue, o lavarout : An Aotrou a zo beo, hag ar roue, va aotrou, a vev ! el leac’h ma vezo ar roue va aotrou, pe evit mervel pe evit beva, da zervicher a vezo ive eno. 22 Neuze David a lavaraz da Itthai : Deuz ha bale. Hag Itthai ar Guitthian, a valeaz, gant he holl dud, hag an holl vugale vihan a oa ganthan.

23 Hag ar vro holl a wele gant kriadennou bras ; hag an holl bobl a dremene. Hag ar roue a dremenaz dour red Sedron, hag an holl bobl a dremenaz dirag an hent a ia d’an distro.

24 Tsadok a oa ive eno, ha ganthan an holl Levited pere a zouge arc’h konvenans Doue ; hag e lekejont eno arc’h Doue ; hag Abiathar a binie, enpad ma achue an holl bobl da vont er meaz euz a gear. 25 Mes ar roue a lavaraz da Tsadok : Adkas arc’h Doue en kear. Mar kavan trugarez dirag an Aotrou, Hec’h addigaso ac’hanoun, hag he tiskwezo d’in an arc’h hag he choumaj. 26 Mar 26 lavar evelhen : Na gemeran ket a blijadur ennout-te ; setu me ama, ra raio ouzin ar pez a fello dezhan. 27 Ar roue a lavaraz c’hoaz da Tsadok, ar sakrifier : Gwelet a rez ? Distro en peoc’h en kear, kenkoulz evel Akimaats, da vab, ha Jonathan, mab Abiathar, ho taou vab, ganeoc’h. 28 Sellit, me a ia da c’hortoz en plenennou an distro, ken a zeufer da zigas d’in kelou euz ho peurz. 29 Tsadok hag Abiathar a zigasaz eta arc’h Doue da Jerusalem, hag e choumjont eno.

30 Ha David a binie dre grec’hien ar gwez Olivez, hag o piniat e wele ; he benn a oa goloet, ha dierc’hen e valee. An holl bobl ive pere a oa ganthan a binie, pep hini ho kaont ho fennou goloet ; hag en eur biniat e welent. 31 Neuze e oe roet kement ma da anaout da Zavid, hag e oe lavaret dezhan : Akitofel a zo entouez ar re a zo n’em zavet gant Absalom. Ha David a lavaraz : Da bedi a ran, o Aotrou, disra kuzul Akitofel ! 32 Ha pa oe deuet David bete krec’h, el lec’h ma en em stouaz dirag Doue, setu, Kushai an Arkit a zeuaz araog dezhan, o kaout he duniken roget ha douar var he benn. 33 Ha David a lavaraz dezhan : Mar deuez pelloc’h ganen, e vezi a vec’h d’in. 34 Mes mar distroez en kear, ha ma leverez da Absalom : Me a zo da zervicher, o roue ! servichet em euz da dad abaoe pell zo, ha brema me a zervicho ac’hanout ; neuze te a zizrao em faver kuzul Akitofel. 35 Ha n’az pezo te ket eno ganez ar sakrifierien Tsadok hag Abiathar ? Ha kement a anavezi euz a di ar roue a lavari d’ar sakrifierien, Tsadok, hag Abiathar ; 36 setu, ema eno ganthei ho daou vab, Akimaats, mab Tsadok, ha Jonathan, mab Abiathar ; rei a refeet da anaout d’in drezhei kement a anavefet. 37 Evel se Kushai, minion David, a zistroaz en kear. Hag Absalom a zeuaz da Jerusalem.


16 Pa hen doa David tremenet al lein, setu, Tsiba, servicher Mefibosheth, a zeuaz araog dezhan gant daou azen samet, var bere e oa daou c’hant bara, ha kant paket rezin sec’h, ha kant a frouez hanv, hag eun outrad gwin. 2 Hag ar roue a lavaraz da Tsiba : Petra fell d’id ober euz ar re ze ? Ha Tsiba a respountaz : An ezen a zervicho da vonteur evit ti ar roue, hag ar bara hag ar frouezou hanv a zo evit bevans an dud iaouank, ha gwin a zo da eva evit ar re pere a zo skwiz en distro. 3 Hag ar roue a lavaraz : Mes pelec’h ema mab da vestr ? Ha Tsiba a respountaz d’ar roue : Setu, choumet eo en Jerusalem ; rag lavaret hen deuz : Hirie ti Israel a roio d’in rouantelez va zad. 4 Neuze ar roue a lavaraz da Tsiba : Setu, kement a zo da Vefibosheth, a zo d’id. Ha Tsiba a lavaraz : En em stoui a ran ! Ma kavin trugarez dirag da zaoulagad, o roue, va aotrou !

5 Neuze ar roue David a zeuaz bete Bakurim ; ha setu, e teuaz eur gwaz ac’hane, euz famil ti Saül, hanvet Shimei, mab Guera. 6 Dont a reaz araog en eur villiga, hag e sklape mein a enep David hag a enep holl servicherien^ ar roue David hag a enep ar bobl holl, hag an holl dud nerzuz, en he zeou hag en he gleiz. 7 Ha Shimei a gomze evelhen en eur villiga anezhan : Deuz er-meaz, deuz er-meaz, den a oad, den fall ! 8 An Aotrou a laka da adkweza varnout an holl oad euz a di Saül, en plas pehini he renez ; hag an Aotrou Hen deuz lakeat ar rouantelez entre daouarn da vab Absalom, ha setu te en da walheur da unan, dre ma ez out eun den a oad ! 9 Neuze Abishai, mab Tseruja, a lavaraz d’ar roue : Perag ar c’hi maro ze a villigfe ar roue, va aotrou ? Lez ac’hanoun da vont araog, ma lamin he benn diganthan ! 10 Mes ar roue a respountaz : Petra em bezo da ober ganeoc’h, mibien Tseruja ? Ra villigo ; rag an Aotrou Hen deuz lavaret dezhan : Millig David ; piou eta a lavaro dezhan : Perag e rez-te evel se ? 11 Ha David a lavaraz da Abishai ha d’he holl zervicherien : Setu, va mab va unan, pehini a zo deuet euz va entraliou, a glask va buez. Pegement mui brema ar Benjamit ze ! Lez anezhan, ha ra villigo, rag an Aotrou Hen deuz he lavaret dezhan. 12 Marteze he sello an Aotrou euz va glac’har, hag he roio an Aotrou vad d’in el lec’h ar malloziou a hirie. 13 David hag he dud a gendalc’he eta ho hent ; ha Shimei a valee var goste ar menez dirazhan ; hag en eur vale he villige, hag he tole mein ganthan, hag e save ar boultren. 14 Evel se ar roue David hag an holl bobl pehini a oa ganthan a eruaz skwiz, hag eno ec’h ehanjont.

15 Koulskoude Absalom hag an holl bobl, tud Israel, a ieaz en Jerusalcm, hag Akitofel a oa ganthan. 16 Ha pa oe deuet Kushai, an Arkit, minion David, da gaout Absalom, Kushai a lavaraz da Absalom : Ra vevo ar roue ! Ra vevo ar roue. 17 Hag Absalom a lavaraz da Gushai : hounez eta eo ar garante ec’h euz evit da vinion ? Perag n’out-te ket eat gant da vinion ? 18 Mes Kushai a respountaz da Absalom : Nan, mes me a vezo d’an hini a zo bet choazet gant an Aotrou, gant ar bobl ma ha gant holl dud Israel ; ha me a choumo ganthan. 19 Hag a hend all, piou a zervichfen me ? Na vefe ket he vab ? Me a vezo da zervicher, evel ma ez oun bet servicher da dad.

20 Neuze Absalom a lavaraz da Akitofel : Kemeret kuzul entrezoc’h var ar pez hon deuz da ober. 21 Hag Akitofel a lavaraz da Absalom : Kea da gaout ribodezed da dad, pere hen deuz lezet da ziouall an ti ; ha pa anavezo Israel holl out en em lakeat mezek d’az tad, daouarn ar re a zo ganez a vezo kennerzed. 22 Savet e oe eta eun danten evit Absalom, var lein an ti ; hag Absalom a ieaz da gaout ribodezed he dad, dirag Israel holl. 23 Hag, en amzer ze, eun ali roet gant Akitofel a oa ken prizet, evel ma vije eun ali a beurz Doue. Evel se e oa talvoudegez aliou Akitofel, pe evit David, pe evit Absalom.


17 Goude Akitofel a lavaraz da Absalom : Me a choazo brema daouzek mil den, hag e savin hag e kenredin David en noz ma. 2 Hag en em daolin varnezhan enpad ma eo skwiz ha ma eo he zaouarn dinerzet ; hag e spouronin anezhan kement ken a dec’ho an holl bobl a zo ganthan, hag e skoin ar roue hepken. Hag e lakain an holl bobl da zistrei ouzit ; rag an den a glaskez a dal kement evel ma tistrofe an boll ouzit ; hag an holl bobl a vezo en peoc’h. 4 An ali ze oa kavet mad gant Absalom hag gant holl re ansiend Israel.

5 Mes Absalom a lavaraz : Ra vezo galvet ive Kushai, an Arkit, ha ma klevfomp ar pez a lavaro, hen ive. 6 Ha Kushai o veza deuet da gaout Absalom, Absalom a lavaraz dezhan : Akitofel hen deuz roet eun hevelep ali ; ober a refomp ni ar pez hen deuz lavaret, pe nan ? Komz-te ive. 7 Neuze Kushai a lavaraz da Absalom : An ali hen deuz roet Akitofel er vech ma, n’eo ket mad. 8 Ha Kushai a lavaraz : Anaout a rez da dad hag he dud ; beza int tud nerzuz, hag ho c’haloun a zo c’hwero, evel er parkeier eun ours da behini e ve kemeret he re vihan ; ha da dad zoken a zo eun den a vrezel, pehini na dremeno ket an noz gant ar bobl. 9 Setu, ema brema kuzet en eur poul benag pe en eul lec’h all. Ma c’hoarve e vefet pilet ganthei er penn kenta, piou benag a glevo komz a ze a lavaro : Ar bobl a c’heuil Absalom a zo bet pilet. 10 Ha pa vefe eun den nerzuz, ha pa hen defe eur galoun leon, ar gourach a vanko dezhan ; rag Israel holl a oar eo da dad eun den nerzuz, ha penaoz ar re a zo ganthan a zo tud kalounek. 11 Mes me a zo a ali, penaoz en em dastumfe Israel holl en dro d’id, adaleg Dan bete Beer-Sheba, niveruz evel ar sabren pehini a zo var bord an aôt, ha ma ez afez da unan d’ar brezel. 12 Ha ni a zeuo dezhan en pelec’h benag ma vezo, hag en em daolfomp varnezhan evel ma kwez ar c’hlizen var an douar ; hag anezhan hag euz ar re holl a zo ganthan na vano ket eun den hepken. 13 Ma en em denn en eur gear benag, Israel holl a zougo kerden entrezek ar gear ze, ha ni he stlejo bete an dour red, en hevelep doare ma ne vezo ket kavet zoken eur mean anezhi. 14 Neuze Absalom hag holl dud Israel a lavaraz : Kushai, an Arkit, a dal gwelloc’h evit hini Akitofel. Rag an Aotrou Hen deuz lakeat ali Akitofel da gweza, pehini a oa mad, abalamour d’an drouk da zont var Absalom.

15 Neuze Kushai a lavaraz d’ar sakrifierien Tsadok hag Abiathar : Akitofel hen deuz roet an ali-ma hag an ali-zont da Absalom ha da re ansien Israel ; mes me em euz roet an ali ma hag an ali-zont. 16 Brema eta, kasit buhan hag he roet da anaout da Zavid, ha livirit dezhan : Na choum ket en noz-vez ma en meaziou an distro, ha na vank ket zoken da vont muoc’h araog, gant aoun na vefe lazet ar roue hag an holl bobl pehini a zo ganthan. 17 Ha Jonathan hag Akimaats en em dalc’he en En-Roguel, hag eur vatez a zeuaz da lavaret dezhei mont da lavaret d’ar roue David ; rag na hellent ket en em diskouez en eur antren en kear. 18 Mes eur paotr a welaz anezhei, hag a lavaraz da Absalom. Koulskoude ez ejont ho daou en hast, hag e teujont da Vakurim, da di eun den pehini hen doa eur puns en he borz, el lec’h ma tiskenjont. 19 Hag ar vreg a gemeraz eur golo hag e astennaz var genou ar puns, hag e skuliaz greun pilet eno, en hevelep doare ma na anavezet netra. 20 Ha zervicherien Absalom a zeuaz da gaout ar vreg ma, en ti, hag a lavaraz dezhi : Pelec’h ema Akimaats ha Jonathan ? Hag ar vreg a respountaz dezhei : Tremenet ho deuz ar c’heo dour. O veza eta ho c’hlasket, ha tremenet hap ho c’haout, e tistrojont da Jerusalem. 21 Ha gouda ma oant eet kwit, Akimaats ha Jonathan a adpiniaz euz ar puns, hag a ieaz kwit, hag e rojont da anaout da Zavid, o lavarout : Savit, hag astit tremen an dour, rag Akitofel hen deuz roet eun hevelep ali en hoc’h enep. 22 Neuze David a savaz, hag an holl bobl a oa ganthan, hag e tremenjont ar Jourdan ; ha da c’houlouu deiz na vane ket unan anezhei pehini n’hen doa ket tremenet ar Jourdan.

23 Hag Akitofel, o welet ne oa ket groet ar pez hen doa aliet, a vasaz he azen, a zavaz hag a ieaz d’he di, en he gear ; ha goude m’hen doe laket urz en he di, en em grougaz hag e varvaz ; hag e oe sebeliet en bez he dad.

24 Koulskoude David en em gavaz en Mahanaim ; hag Absalom a dremenaz ar Jourdan, hen hag holl dud Israel ganthan. 25 Hag Absalom a lakeaz Amasa var he arme, en plas Joab. Hag Amasa a oa mab da eun den hanvet Jithra, Israelit, pehini a oa eet da gaout Abigail, merc’h Nakash, ha c’hoar Tseruja, mam Joab. 26 Hag Israel a gampaz gant Absalom en bro Galaad.

27 Ha pa oe eruet David en Mahanaim, Shobi, mab Nakash, pehini a oa euz Rabba euz bugale Ammon, ha Makir, mab Ammiel euz Lodebar, ha Barzillai, Galaadit, euz Roguelim, 28 a zigasaz da Zavid ha d’ar bobl pehini a oa ganthan, gweleou, basinou, besellou douar, gwiniz, heiz, bleud, greun rosted, fao, lantil, ha greun all rostet, 29 mel, aman, denved, ha fourmach zaout, evit en em veva ; rag lavaret a reent : Ar bobl ma hen deuz naoun ; skwiz eo, ha sec’het hen deuz en distro ma.


18 Ha David a reaz ar gwel d’he bobl pehini a oa ganthan, hag e lekeaz varnezhei chefou a villierou ha chefou a ganchou. 2 Ha David a gasaz ar bobl, eun drederen dindan gundu Joab, eun drederen dindan gundu Abishai, mab Tseruja ha breur Joab, hag eun drederen dindan gundu Itthai, ar Guitthian. Hag ar roue a lavaraz d’ar bobl : Me ive, a fell d’in mont ganeoc’h. 3 Mes ar bobl a lavaraz dezhan : Te n’hen di ket ; rag ma vemp lakeat en tec’h, na lakafer ket evez ouzomp, ha pa varvfe an hanter ac’hanomp, na lakafet evez ebet ouzomp ; mes brema, te a dal dek mil eveldomp. Brema eta, e vefe gwelloc’h d’id beza en kear evit hon zikour. 4 Hag ar roue a lavaraz dezhei : Ar pez a gevfet mad, me hen raio. Ar roue en em dalc’haz eta euz koste an nor, hag an holl bobl a ieaz dre ganchou ha dre villou. 5 Hag ar roue a roaz an urz ma da Joab, ha da Abishai, ha da Itthai, hag a lavaraz : Esperniet d’in an den iaouank, Absalom. Hag ar bobl holl a glevaz ar pez hen doa ar roue gourc’hemennet d’an holl chefou divarbenn Absalom.

6 Evel se ar bobl a ieaz er meaz, da ziaraogi Israel ; hag an emgann he doe lec’h en forest Efraim. 7 Eno pobl Israel a oe kannet gant tud David, hag e oe, en deiz ze, er memeuz lec’h ze, eul lazerez vraz, a ugent mil den. 8 Hag an emgann en em astennaz dre ar vro holl, hag en deiz ze ar forest a guzumaz muoc’h kalz a dud evit ar c’hleze

9 Hag Absalom en em gavaz dirag servicherien David. Hag Absalom a oa piniet var eur mul : hag ar mul o veza eet dindan brankou ereet eun derwen vraz, Penn Absalom a oe kemeret en brankou an derwen, hag e choumaz entre an env hag an douar, ar mul a oa dindanhan o veza eat kwit. 10 Hag eun den, o veza gwelet kement se, a lavaraz da Joab : Setu, em euz gwelet Absalom diwiliet euz eun derwen. 11 Ha Joab a respountaz d’an den pehini a ziskleriaz kement se dezhan : Petra ! to ec’h euz he welet ? Ha perag, n’ec’h euz-te ket he ziskaret eno d’an douar ! D’în me e vije bet da rei d’id dek pez arc’hant hag eur gouriz-kleze. 12 Mes an den ze a lavaraz da Joab : Pa bouezfez ebarz em dorn mil pez arc’hant, na lakain ket va dorn var mab ar roue ; rag klevet hon euz ar pez hen deuz ar roue gourc’hemennet, d’id, da Abishai ha da Itthai, o lavarout : Likit, evez pep hini ac’hanoc’h d’an den iaouank, da Absalom. 13 Anez e c’haouiadfen en riskl va buez, rag netra na vefe kutzet d’ar roue, ha te da unan, te en em savfe em enep. 14 Ha Joab a respountaz : Me ne c’hortozin ket keit ze dirazout ! Hag, o veza kemeret tri dared en he zorn, e voutaz anezhei en kaloun Absalom, pehini a oa c’hoaz beo en kreiz an derwen. 15 Goude dek den iaouank, pere a zouge armou Joab, a droiaz Absalom, a skoaz ganthan, hag e achuaz.

16 Neuze Joab a reaz son an drompil, hag ar bobl a zistroaz hag a baouezaz da genredek Israel, rag Joab a zalc’haz ar bobl. 17 Hag e kemerjont Absalom hag hen taoljont er forest, en eun toul bras ; hag e lekejont varnezhan eur bern bras a vein. Hag Israel holl a dec’haz, pep hini en he danten. 18 Hag Absalom hen doa greet sevel, en he veo, eur menek, pehini a zo en traounien ar roue ; rag lavaret a rea : N’em euz mab ebet, evit kenderc’hel an envor euz va hano. Hag e c’halvaz ar menek euz he hano, ha bete hirie he c’helver anezhan, plas Absalom.

19 Hag Akimaats, mab Tsadok, a lavaraz : Ma lez, me az ped, da redek da gas ar c’helou mad ze d’ar roue, Hen deuz an Aotrou groet eeünder dezhan euz dorn he enebourien. 20 Ha Joab a lavaraz dezhan : Na vezi ket hirie douger a gelloiou mad, mes eun devez all te a vezo ; rag hirie na gasfez ket a gelloiou mad, pa eo maro mab ar roue. 21 Joab a lavaraz eta da Gushi : Kea, ha lavar d’ar roue ar pez ec’h euz gwelet. Kushi en em stouaz dirag Joab, goude en em lekeaz da redek. 22 Akimaats, mab Tsadok, a lavaraz c’hoaz da Joab : Petra benag a erufe, lez ac’hanoun da redek varlerc’h Kushi. Joab a lavaraz dezhan : Perag he fell d’id redek, va mab, pa eo gwir ne zigaso ar c’hannad netra d’id ? 23 N’euz forz, a lavaraz hen, fellout a ra d’in redek. Neuze Joab a lavaraz dezhan : Red ! Akimaats a redaz eta dre hent ar blenen, hag e tremenaz Kushi.

24 Ha David a oa azezet entre an diou dor, hag ar gward a iea var doen an nor, var zu ar voger ; hag, o sevel he zaoulagad, e sellaz ; ha setu, eun den a rede he unan. 25 Neuze ar gward a griaz, hag e roaz da anaout d’ar roue ; hag ar roue a lavaraz : Ma ema he unan, e tigas kelou mad. Hag hen a iea bepred hag a dostae. 26 Goude ar gward a welaz eun den all pehini a rede ; hag ar gward a griaz d’ar porzier, hag a lavaraz : Setu eun den pehini a red he unan. Hag ar roue a lavaraz : Digas a ra ive kelou mad. 27 Hag ar gwarda lavaraz : Seblantout a ra d’in, o welet ar c’henta o redek, eo evel se e red Akimaats, mab Tsadok. Hag ar roue a lavaraz : Eun den mad eo, dont a ra evit kelou mad. 28 Neuze Akimaats a griaz, hag a lavaraz d’ar roue : Pep tra a ia mad ! Hag en em stouaz dirag ar roue, ar visach euz an douar, hag e lavaraz : Benniget ra vezo an Aotrou, da Zoue, pehini Hen deuz lekeat en tec’h an dud ho doa savet ho daouarn a enep ar roue, va aotrou ! 29 Mes ar roue a lavaraz : An den iaouank, Absalom, iac’h eo ? Akimaats a respountaz : Gwelet em euz eur gemesk vras o sevel, pa zigasaz Joab servicher ar roue, ha me, da zervicher ; mes na ouzin ket petra oa. 30 Hag ar roue a lavaraz : En em laka aze a goste, hag en em lekeaz a goste hag en em dalc’haz eno.

31 Neuze Kushi a zeuaz, hag a lavaraz : Ra hen devezo ar roue, va aotrou, ar c’helou mad ma ; an Aotrou Hen deuz groet eeünder d’id hirie euz dorn ar re holl en em save en da enep. 32 Hag ar roue a lavaraz da Gushi : An den iaouank, Absalom, ha iac’h eo ? Ha Kushi a respountaz : Ra vezo enebourien ar roue va aotrou, hag ar re holl a zo en em zavet a enep d’id evit ober d’id poan, evel an den iaouank ze ! 33 Neuze ar roue a oe glac’haret ; piniat a reaz er gambr huel a uz an nor, hag e welaz ; hag, o vale, e lavare evelhen : Va mab Absalom ! va mab ! va mab Absalom ! Perag n’hen d’oun me maro va unan en da blas ! Absalom, va mab ! va mab !


19 Hag he oe roet da anaout da Joab : Setu ar roue a wel hag en em c’hlac’har abalamour da Absalom. 2 Evel se ar viktoar a oe en deiz se chanchet en kanv evit an holl bobl, abalamour ma ho doa ar bobl klevet lavaret : Ar roue a zo gwal c’hlac’haret abalamour d’he vab. 3 Evel se en deiz se ar bobl a zistroaz en kear dre laer, evel ma rafe eur bobl mezek da veza tec’het en emgann. 4 Hag ar roue hen doa goloet he visach, hag e krie a vouez huel : Va mab Absalom ! Absalom, va mab ! va mab !

5 Neuze Joab a ieaz da gaout ar roue en ti, hag e lavaraz : Te ec’h euz hirie goloet a vez da holl zervicherien, pere ho deuz hirie diwallet da vuez, ha buez da vibien ha da verc’hed, ha buez da c’hragez, ha buez da ribodezed. 6 Te a gar ar re a gasaa ac’hanout, hag e kasaez ar re az kar ; rag diskwezet ec’h euz hirie penaoz da gabitened na da zervicherien n’int netra d’id ; hag anaout a ran hirie penaoz ma vije beo Absalom, ha ma vijemp ni maro holl, kement se a vije plijet d’az taoulagad. 7 Brema eta, sav, kea er meaz ha komz hervez ho c’haloun d’az servicherien ; rag me a dou d’id dre an Aotrou, penaoz ma n’hen d’ez ket er meaz, na choumo ket en nozvez ma unan hepken ganez ; hag an drouk ze a ve gwasoc’h d’id evit ar re holl a zo en em gavet ganez adaleg da iaouankiz beteg aman. 8 Neuze ar roue a savaz hag a azezaz en tal an nor ; hag e oe roet da anaout kement se d’an holl bobl, o lavarout : Setu, ar roue a zo azezet en tal an nor. Hag ar bobl holl a zeuaz araog ar roue.

9 Koulskoude Israel a oa tec’het kwit, pep hini en he danten. Hag ar bobl holl en em enebe en holl bobladou Israel, o lavaret : Ar roue hen deuz hon delivret euz a zorn hon enebourien, hag hen deuz hon diwallet euz dorn ar Filistined ; ha brema eo tec’het kwit euz ar vro abalamour da Absalom. 10 Hag Absalom pehini hor boa eoliet evit beza roue varnomp, a zo maro en emgann. Brema eta, perag na gomzit-hu ket euz adkerc’het ar roue ?

11 Neuze ar roue David a gasaz da lavaret d’ar sakrifierien Tsadok hag Abiathar : Komzet da re ansien Juda, ha lavaret dezhei : Perag e vefac’h-hu ar re diveza o tigaz ar roue d’he di ? (Rag ar c’homzou a lavare Israel holl a oa deuet bete ar roue en he di.) 12 C’hwi eo va breudeur, c’hwi eo va eskern ha va c’hik ; ha perag e vefac’h-hu ar re diveza oc’h addigaz ar roue ? 13 Lavarit ive da Amasa : N’out-te ket va eskern ha va c’hig ? Ra raio Doue d’in hervez ar rustler diveza, ma na lakaan ket ac’hanout, da viken, mestr an arme en plas Joab ! 14 Evel se e plegaz ho c’haloun da holl dud Juda, evel pa na vijent bet nemert eun den hepken ; hag e kaschont da lavaret d’ar roue : Distro gant da holl zervicherien. 15 Ar roue a zistroaz eta hag a zeuaz d’ar Jourdan ; ha Juda a zeuaz da C’hilgal evit mont da ziaraogi ar roue, hag evit e lakaat da dremen ar Jourdan.

16 Ha Shimei, mab Guera, Benjamit, euz Bakurim, a hastaz disken gant tud Juda, da ziaraogi ar roue David. 17 Hag e oa ganthan mil den a Venjamin, kenkoulz ha Tsiba, servicher euz a di Saül hag he bemzek mab hag he ugent servicher ganthan ; hag e tremenjont ar Jourdan dirag ar roue. 18 Ar vag a dremenaz ive, da zougen famil ar roue, hag evit ober evel ma karje. Neuze Shimei, mab Guera, en em dolaz d’an douar dirag ar roue, evel ma tremene ar Jourdan ; 19 hag e lavaraz d’ar roue : Ra na lakao ket va aotrou va fec’hed varnoun, ha ma n’hen devezo ket sonj euz ar pez hen deuz da zervicher groet gant drougiez, en deiz en pehini ar roue, va aotrou, a iea kwit euz Jerusalem, ha ra na gemero ket ar roue ze en he galoun. 20 Rag da zervicher a anavez hen deuz pec’het ; ha setu, ez oun deuet hirie, ar c’henta euz holl di Josef, evit disken araog ar roue, va aotrou. 21 Mes Abishai, mab Tseruja, a respountaz hag a lavaraz : Abalamour da ze na vezo ket lakeat Shimei d’ar naro, pa hen deuz milliget eoliet an Aotrou ? 22 Ha David a lavaraz : Petra em euz d’ober ganeoc’h, mibien Tseruja, ma ez oc’h hirie va enebourien ? Lakaat a rafet d’ar maro unan benag hirie en Israel ? Rag na ouzon me ket e teuan hirie da roue var Israel ? 23 Hag ar roue a lavaraz da Shimei : Te na varvi ket ! Hag ar roue a douaz kement se dezhan.

24 Mofibosheth, mab Saül, a ziskennaz ive da ziaraogi ar roue. N’hen doa ket gwalc’het he dreid, na groet he varo, na gwalc’het he zillad, abaoe ma oa eet ar roue kwit bete ma tistroaz en peoc’h. 25 C’hwarvezout a reaz eta, pa oa deuet da Jerusalem araog ar roue, ma lavaraz ar roue dezhan : Perag ne oaz-te ket deuet ganen me, Mefibosheth ? 26 Hag hen a respountaz : O roue, va aotrou, ma zervicher hen deuz troumplet ac’hanoun ; rag da zervicher hen doa lavaret : Me a lakao dibra va azen, hag e piniin varnezhan, hag ez in da gaout ar roue ; rag da zervicher a zo kam. 27 Hag hen hen deuz gwaseet da zervicher dirag ar roue, va aotrou ; mes ar roue, va aotrou, a zo evel eun êl a beurz Doue. Gra eta ar pez a gavo d’id a vezo mad. 28 Rag, petra benag ma verite ar re holl euz a di va zad ar maro a beurz ar roue, va aotrou, koulskoude ec’h euz lekeat da zervicher entouez ar re a zebr euz he daol. Ha pez galloud am befe c’hoaz ? Petra em euz c’hoaz d’en em glem en kichen ar roue ? 29 Neuze ar roue a lavaraz dezhan : Perag an holl gomzou ze ? He lavaret em euz : Te ha Tsiba, en em lodennit an douarou. 30 Ha Mefibosheth a respountaz d’ar roue : Ra gemero zoken holl, pa eo ar roue, va aotrou, distroet en peoc’h en he di.

31 Barzillai, a C’halaad, a oa ive diskennet euz Rogelim ; hag hen doa tremenet ar Jourdan gant ar roue, evit he ambrougi en tu all d’ar Jourdan. 32 Ha Barzillai a oa gwal goz, oajet a bevar-ugent vloaz ; hag hen doa boetet ar roue enpad he choumidigez en Mahanaim ; rag eun den pinvidik bras he oa. 33 Hag ar roue a lavaraz da Varzillai : Deuz muoc’h araog ganen, ha me a gendalc’ho ac’hanout ganen, en Jerusalem. 34 Mes Barzillai a respountaz d’ar roue : Ped vloaz em euz me da veva, ma pinfen gant ar roue da Jerusalem ? 35 Oajet oun hirie a bevar ugent vloaz ; hellout a rafen me dishenvelli ar pez a zo mad euz ar pez a zo fall ? Da zervicher ha blasaat a rafe ar pez a zebrfe hag a evfe ? Hellout a rafen c’hoaz klevet mouez ar ganerien hag ar ganerezed ? Ha perag e vefe c’hoaz da zervicher a vec’h d’ar roue, va aotrou ? 36 Da zervicher a ielo eun tam en tu all d’ar Jourdan gant ar roue. Mes perag he fellfe d’ar roue rei d’in eun nevelep gobr ? 37 Da bedi a ran, ma tistroo da zervicher, ha ma varvin em c’hear, tost da vez ma zad ha va mam. Mes setu ama, da zervicher Kimham a dremeno gant ar roue va aotrou ; gra evithan ar pez a gavi mad. 38 Hag ar roue a lavaraz : Ra zeuo Kimham ganen, ha me a raio evithan kement a gavi mad ; ha kement a fello d’id kaout diganen, me a roio anezhan d’id. 39 Ar bobl holl a dremenaz eta ar Jourdan, hag ar roue ive a dremenaz anezhi. Goude ar roue a bokaz da Varzillai hag hen bennigaz ; hag e tistroaz d’he di.

40 Ac’hane ar roue a ieaz da Chilgal, ha Kimham a ieaz ganthan. Evel se holl bobl Juda, hag an hanter zoken euz pobl Israel a addigasaz ar roue.

41 Mes setu, holl dud Israel a zeuaz da gaout ar roue, hag a lavaraz dezhan : Perag ho deuz kemeret tud Juda, hon breudeur, ac’hanout, ha ma ho deuz lakeat da dremen ar Jourdan, ar roue, he famil, hag holl dud David ganthan ? 42 Neuze holl dud Juda a respountaz da dud Israel : Abalamour ma eo ar roue nesoc’h deomp. Ha perag en em fachit-hu euz ze ? Debret hon euz ni eun dra benag euz ar pez a zo d’ar roue ? Pe bet hon euz ni eur prof benag ? 43 Mes tud Israel a respountaz da dud Juda, hag a lavaraz : Ni hon euz dek loden er roue, ha ni a zo evit David muoc’h evidoc’h : perag eta oc’h euz hon disprijet ? N’hon euz ni ket komzet ar re genta euz addigaz hon roue ? Mes tud Juda a gomzaz garvoc’h evit tud Israel.


20 Neuze en em gavaz eno eun den drouk, hanvet Sheba, mab Bikri, Benjamit, pehini a zounaz euz an drompil hag a lavaraz : Ni n’hon deuz lod ebet gant David, nag a heritach gant mab Isai. Israel, pep hini hen deuz he dantennou ! 2 Neuze holl dud Israel a bellaez euz David hag a heuliaz Sheba, mab Bikri ; mes tud Juda en em stagaz euz ho roue, adaleg ar Jourdan bete Jerusalem.

3 Ha pa en em gavaz David en he di en Jerusalem, e kemeraz an dek ribodez hen doa lezet evit diwal he di ; hag e lekeaz anezhei en eul lec’h en pehini e oent diwallet. Beva a reaz anezhei eno, mes n’ez eaz ket d’ho c’haout. Evel se e oent dastumet bete deiz ho maro, evit beva en intanvach.

4 Goude ze ar roue a lavaraz da Amasa : Dastum, d’in dre griaden bublik, abarz tri deiz, tud Juda ; ha te, en em gav ama. 5 Amasa a ieaz eta evit dastum a griaden publik re Juda ; mes dale a reaz pelloc’h evit an amzer a oa merket dezhan. 6 Neuze David a lavaraz da Abishai : Brema, Sheba, mab Bikri, a raio deomp muoc’h a zroug evit Absalom. Te, kemer eta servicherien da aotrou, ha kenred anezhan, gant aoun na gavfe keariou krenv, ha ma kolfen ar gwel anezhan. 7 Evel se tud Joab a ieaz var he lerc’h, gant ar C’heretied, hag ar Belethied, hag an holl dud nerzuz. Dont a rejont euz Jerusalem evit kenredek Sheba, mab Bikri. 8 Hag evel ma oant tost d’ar mean bras a zo en Gabaon, Amasa a zeuaz araog dezhei. Ha Joab hen doa lakeat an duniken gant pehini en em wiske ; ha dreist e oa gouriz he gleze, stag var he groazel, en he gouin ; ha pa ez eaz araog e kwezaz. 9 Ha Joab a lavaraz da Amasa : Iac’h out-te, va breur ? Goude Joab a grogaz gant he zorn deou en baro Amasa, evit pokat dezhan. 10 Hag Amasa ne lakae ket evez euz ar c’hleze a oa en dorn Joab ; ha Joab a roaz eun taol dezhan en he gof, hag a skuliaz he vouzellou d’an douar, hep he skei eun eilved gwech ; hag e varvaz. Goude ze Joab hag Abishai he vreur a genredaz Sheba, mab Bikri. 11 Hag unan euz zervicherien Joab a choumaz en he za en kichen Amasa, o lavarout : Piou benag a gar Joab, ha piou benag a zo evit David, ra heulio Joab ! 12 Hag Amasa en em rulie er goad en kreiz an hent ; hag an den ma, o welet ar bobl holl o choum en he za, a voutaz Amasa er meaz an hent en eur park, hag a dolaz varnezhan eur vantel, pa welaz penaoz e choume en ho za ar re holl pere en em gave tost dezhan. 13 Ha pa hen doe he lamet euz an hent, pep hini a ieaz ebiou var lerc’h Joab, abalamour da genredek Sheba, mab Bikri.

14 Ha Sheba a genredaz holl bobladou Israel, bete Abel-Beth-Maaka, hag holl vro ar Verited, pere en em dastumaz hag hen heuliaz ive. 15 Tud Joab a zeuaz eta, hag a gelc’hiaz anezhan en Abel-Beth-Maaka ; hag he savchont a enep kear eur grec’hien pehibi a dape ar voger ; hag an holl bobl pehini a oa gant Joab a doulle ar voger evit he lakaat da gweza. 16 Neuze eur vreg ijinuz a griaz adaleg kear : Selaouet, selaouet ! Lavaret, me ho ped, da Joab : Tosta bete ama, ma komzin ouzit. 17 Ha pa oe tostaet outhi, ar vreg a lavaraz : Joab out-te ? Hen a respountaz : Me eo. Hi a lavaraz dezhan : Selaou komzou da vatez. Hen a respountaz : Me a zelaou. 18 Komz a reaz eta, hag e lavaraz : Lavaret a reet aliez gwech all : Ma ez efer da guzuli Abel, hag an dra a vezo groet. 19 Me a zo eur gear peoc’huz ha fidel en Isracl ; te a fell d’id lakaat distruja eur gear pehini a zo eur vam en Israel ! Perag e tistrujfez-te heritach an Aotrou ? 20 Joab a respountaz hag a lavaraz : Pell ouzin me, pell ouzin me, da c’hoantaat distruja ha revina ! 21 An dra n’ema ket evel se. Mes eun den euz menez Efraim hanvet Sheba, mab Bikri, hen deuz savet he zorn enep ar roue, a enep David. Roit anezhan d’in hepken, ha me a bellaio euz kear. Hag ar vreg a lavarz da Joab : Setu, ez eer da deurel d’id he benn dreist ar voger. 22 Ar vreg ma a deuaz eta da gaout an holl bobl hag a gomzaz dezhei gant furnez ; hag e troc’hjont he benn da Sheba, mab Bikri, hag e taoljont anezhan da Joab. Neuze he sonaz gant an drompil ; ar bobl en em dennaz a zirag kear, pep hini en he danten ; ha Joab a zistroaz da gaout ar roue da Jerusalem.

23 Ha Joab a oa chef holl arme Israel ; ha Benaja, mab Jehojada, hen doa dindanhan ar Gerethied hag ar Berethied ; 24 hag Adoram a oa mestr an tellou ; ha Jehosafat, mad Akilud, sturier an envoriou : 25 Sheja, skrivanier ; Tsadok hag Abiathar, sakrifierien. 26 Hag Ira, Jairit, a oa ive sakrifier David.


21 BEZA e oe oe en amzer David eur gernez pehini a badaz tri bloaz diouc’h-tu. Ha David a glaskaz fas an Aotrou ; hag an Aotrou a lavaraz : Abalamour da Saül ha d’he di a oad eo ; dre ma hen deuz lakeat ar Gabaonited da vervel. 2 Hag ar roue a c’halvaz ar C’habaonited evit komz outhei. (Mes ar C’habaonited ne oant ket euz a vugale Israel, mes eun nemorant euz an Amoreaned ; ha bugale Israel a oa en em ereet en ho c’henver dre le ; koulskoude Saül a glaskaz ho lakaat da vervel, abalamour ma oa oazuz evit bugale Israel ha Juda.) 3 Ha David a lavaraz d’ar C’habaonited : Petra a rin me evidoc’h, ha gant petra e rin me an dic’haou, evit ma vennigfac’h heritach an Aotrou ? 4 Ar C’habaonited a respountaz dezhan : N’euz ket a lec’h evidomp a arc’hant nag a aour, gant Saül ha gant he di ; ha n’eo ket deomp ni da lakaat den d’ar maro en Israel. Hag hen a lavaraz : Petra a c’houlennit a rafeen evidoc’h ? 5 Hag int a respountaz d’ar roue : An den ze pehini hen deuz hon distrujet, ha pehini hen deuz hon eskinet evit hon distruja, ha ma na choumje hini ac’hanomp en bro ebet da Israel, 6 ra vezo roet deomp seiz euz he vibien, ha ni ho c’hrougo dirag an Aotrou, var grec’hien Saül, dibabed an Aotrou. Hag ar roue a lavaraz : Me ho roio.

7 Hag ar roue a esperniez Mefibosheth, mab Jonathan, mab Saül, abalamour d’al le ho doa groet entrezhei, dirag an Aotrou, David ha Jonathan, mab Saül. 8 Mes ar roue a gemeraz daou vab Ritspa, merc’h Ajja, Arraoni ha Mefibosheth, pere he doa ganet da Saül, ha pemp mab Mikal, merc’h Saül, pere he doa ganet da Adriel, mab Barzillai, Meholathit ; 9 hag e roaz anezhei en daouarn ar C’habaonited, pere ho c’hrougaz var ar menez, dirag an Aotrou. Ar zeiz se a oe eta lazet asamblez ; hag e oent lakeat d’ar maro en deiziou kenta euz an eost, er penn kenta euz mederez an heiz. 10 Neuze Ritspa, merc’h Ajja, a gemeraz eur zac’h, hag a astennaz anezhan var ar roc’h, abaoe ar penn kenta euz ar vederez bete ma kwezaz glao an env varnezhei ; ha ne lezaz ket laboused an env d’en em boz varnezhei en deiz, na loened ar parkeieir en noz. 11 Hag e oe roet da anaout da Zavid ar pez hen doa groet Ritspa, merc’h Ajja ribodez Saül. 12 Ha David a ieaz hag a gemeraz eskern Saül hag eskern Jonathan, he vab, en ti tud Jabez a C’halaad, pere ho doa ho c’hemeret a Vet-shan, el lec’h ma ho doa ar Filistined ho divillet an deiz ma kanjont Saïd en Gilboa. 13 Dizougen a reaz ac’hane eskern Saül hag eskern Jonathan he vab ; hag e oe dastumet ive eskern ar re a oe bet krouget. 14 Hag e oent sebeliet gant eskern Saül ha Jonathan, he vab, en bro Benjamin, en Tsela, en bez Ivis, tad Saül. Groet e oe kement hen doa ar roue gourc’hemennet : ha goude ze, Doue a oe ziouleet en kenver ar vro.

15 HA beza e oe brezel entre ar Filistined hag Israel. Ha David a ziskennaz gant he zervicherien ; hag e vrezeljont a enep ar Filistined, ha David a oa gwal skwiz. 16 Ha Jishbi euz Nob, pehini a oa euz bugale Rafa, ha pehini hen doa eur waf euz a behini a oa tri c’hant sikl arem, ha pehini a oa gourizet euz eur c’hleze nevez, hen doa c’hoanteet skei David. 17 Mes Abishai, mab Tseruja, a zeuaz d’he zikour, hag a skoaz ar Filistin, hag e lazaz. Neuze tud David a reaz le, hag a lavaraz dezhan : Te na zeui ken ganeomp d’an emgann, gant aoun na vougfes lamp Israel.

18 Goude ze, e oe brezel c’hoaz en Gob, a enep ar Filistined : eno Sibbekai, an Hushathit, a lazaz Saf, pehini a oa euz bugale Rafa.

19 Beza e oe c’hoaz en Gob eur brezel all a enep ar Filistined ; hag Elkanan, mab Jaare-Oregim, Bethlehemit, a skoaz Goliath, ar Guitthian, pehini hen doa eur fust gwaf evel garvan eur gwiader. 20 Beza e oa c’hoaz en Gath eur brezel, en pehini en em gavaz eun den a vênt vras, pehini hen doa c’hwec’h biz var he zaouarn ha c’hwec’h var he dreid, pevar var ugent en holl, ha pehini a oa euz ras Rafa. 21 An den ma a zismegansaz Israel ; mes Jonathan, mab1 Shimea, breur David, a lazaz anezhan. 22 Ar pevar ze a oe ganet en Gath, euz a ras Rafa ; hag e oent lazet gant dorn David ha gant dorn he zervicherien.


22 HA David a lavaraz d’an Aotrou, ar giriou euz ar c’hantik ma, en deiz ma telivraz an Aotrou anezhan euz dorn he holl enebourien, hag euz dorn Saül. 2 Lavaret a reaz :

Aotrou, va roc’h , va c’hrenv ha va liberatour !
3 O Doue, va roc’h  ! entrezek pehini en em dennan ;
Va diren hag an nerz pehini am delivr,
Va choumaj huel ha va repu.
Ma Zalver ! te a ziwal ac’hanoun euz ar violans
4 Me a gri : Ra vezo meulet an Aotrou !
Ha me a zo delivret euz va enebourien.
5 Rag goajennou ar maro ho doa va zroiet,
Dour-red ar re drouk ho doa ma spouronet ;
6 Rouejou ar bez ho doa ma zroiet,
Lasou ar maro ho doa ma souprenet.
7 Em zristidigez e c’halven an Aotrou,
Me a grie d’am Doue ;
Euz he balez e klevaz va mouez,
Ha va c’hriaden a ieaz bete he skouarn.
8 Neuze an douar a oe branselet hag a grenaz.
Soliou an anvou a finvaz
Hag a ijaz, abalamour ma oa drouk ennhan.
9 Eur vogeden a binie euz he franiou,
Hag euz he c’henou eun tân devoruz ;
Anezhan e lampe glaou ardant.
10 Izellaat a reaz an envou, hag e tiskennaz,
O kaout an devalijen dindan he dreid.
11 Piniet he oa var eur cherubin hag he nije :
En em diskwe a reaz var eskel an avel.
12 En dro dezhan e lekeaz an devalijen evel eun dinel,
Berniou doureier, goabrennouï teo.
13 Euz ar splander pehini a oa dirazhan,
En em dannaz glaou tân.
14 An Aotrou a gurunaz euz an envou :
An Huel-Meurbed a reaz klevet he vouez.
15 Teurel a reaz miriou, hag Hen deuz sklabezet va enebourien ;
Teurel a reaz luc’hed, hag e lekeaz anezhei en dihent.
16 Neuze en em diskwezaz fons ar mor,
Ha soliou ar bed en em dizoloaz,
Dre c’hourdrouz an Aotrou,
Dre ar c’houez euz avel he goler.
17 Asten a reaz he zorn euz kreac’h, hag em c’hemeraz ;

Tenna a reaz ac’hanoun euz an doureier bras.
18 Delivra a reaz ac’hanoun euz va enebour galloudek,
Euz va enebourien pere a oa nerzusoc’h evidoun.
19 Souprenet ho doa ac’hanoun en deiz va glac’har,
Mes an Aotrou a oe va nerz.
20 Lakeet Hen deuz ac’hanoun er frankiz ;
Delivret hen deuz ac’hanoun, abalamour ma hen deuz kemeret he blijadur ennoun.
21 An Aotrou Hen deuz groet d’in hervez ma justis ;
Roet Hen deuz d’in, hervez purete va daouarn ;
22 Rag miret em euz henchou an Aotrou,
Ha n’oun ket bet difeal d’am Doue.
23 Rag he holl urzou a zo dirazoun,
Ha ne bellaan ket euz he lezennou.
24 Bet oun eëun dirazhan,
Hag oun en em viret euz va drougiez.
25 Evel se an Aotrou Hen deuz rentet d’in hervez va justis,
Hervez va furete d’he zaoulagad.
26 Gant an hini a zo mad out mad ;
Gant an den eëun out eëun.
27 Gant an hini a zo pur, en em diskwezez pur ;
Mes gant an hini fall, e reaz hervez he fallentez.
28 Te a zaveta ar bobl glac’haret ;
Mes euz da zell ec’h izelleez ar re ourgouilliuz.
29 Rag Te eo va lampr, o Aotrou !
Hag an Aotrou a laka va zefalijen da lugerni.
30 Ganez he kwezan var eur vanden ;
Gant va Doue he tremenan va voger.
31 Hent Doue a zo parfet,
Gir an Aotrou a zo eprouvet ;
Diren eo d’ar re holl en em denn d’he gaout.
32 Rag piou a zo Doue, nemert an Aotrou ?
Ha piou a zo eur roc’h, nemert hon Doue ?
33 An Doue pehini eo va gwir c’hrenvadurez,
Ha pehini a gelen d’an den eëun he hent ;
34 Pehini a laka va zreid henvel euz re ar girvi,
Ha ma starta var va huelderiou ;
35 Pehini a zoare Va daouarn d’ar brezel,
Ha va divrec’h a stin gwarek arem.
36 Roet ec’h euz d’in an diren euz da zilvidigez,
Ha da vadelez he deuz va lakeat da veza bras.
37 Ledanaat a reaz an hent dirazoun,
Ha va zreid ne vranselfont ket.
38 Kenredek a ran va enebourien ; ho distruja a ran ;
Ha na zistroan ket ken em be ho distrujet.
39 Me ho c’huzum, me ho frik, ha ne adsavont ken ;
Kweza a reont dindan va zreid.
40 Rag gourizet ec’h euz ac’hanoun a nerz evit ar brezel ;
Lakaat a rez va enebourien da blega dindanoun.
41 Lakaat a rez va enebourien da drei ho c’hein d’in ;
Distruja a ran ar re am c’hasaa.
42 Sellet a reont, ha liberatour ebet !
Krial a reont d’an Aotrou, mes na respount ket dezhei.
43 Hag e frikan anezhei evel poultren an douar ;
Ho frika a ran, ho mac’ha a ran evel fank ar ruou.
44 Savetaat a rez ac’hanoun euz enebiach va fobl ;
Miret a rez ac’hanoun evit beza chef d’ar boblou.
Ar bobl pehini ne anavezen ket, a zervich ac’hanoun.
45 Mibien an diaveziad a flat ac’hanoun ;
Adaleg ma ho deuz ma diouskouarn klevet, ho deveuz sentet.
46 Mibien an diaveziad a zinerz,
Hag a zeu er meaz euz ho c’heviou en eur grena.
47 An Aotrou a zo beo ! Ha benniget ra vezo va roc’h !
Ra vezo meulet Doue, roc’h va zilvidigez !
48 An Doue pehini a ro d’in ar venjans,
Ha pehini Hen deuz lakeat ar boblou dindan oun ;
Pehini a ra d’in tec’hel digant va enebourien.
49 Sevel a rez ac’hanoun dreist va enebourien,
Va delivra a rez euz an den violant.
50 Dre ze, o Aotrou, e veulin ac’hanout entouez ar boblou,
Hag he kanin da hano !
51 Hen eo an hini a zelivr manifik he roue,

Ha pehini a ra trugarez d’he eoliet,
Da Zavid ha d’he lignez, da viken.


23 HA setu ama giriou diveza David.

David, mab Isai,
An den pehini a zo bet savet,
Pehini eo bet eoliet Doue Jakob,
Hag ar c’haner karet a Israel, a lavar :
2 Spered an Aotrou Hen deuz komzet drezoun,
Hag he c’hir a zo bet var va zeod.
3 Doue Israel Hen deuz lavaret,
Roc’h Israel Hen deuz komzet drezoun :
An Hini a ren entouez an dud gant eeünder,
Pehini a ren gant doujans Doue,
4 A zo henvel euz sklerijen ar beure, pa sav an heol,
En eur beure hep koumoul ;
He skeud a laka ar glazen da zont euz an douar goude ar glao.
5 N’ema ket evel se euz va zi dirag Doue ?
Rag groet Hen deuz ganen eur gonvenans peur-baduz,
Urzet mad, zur.
Va holl zilvidigez, kement a garan,
Ha n’ho lakaio ket da vleunia ?
6 Mes ar re drouk a vezo holl evel drein pere a doler pell ;
Rag n’ho c’hemerer ket gant an daouarn.
7 Mes an hini a fell dezhan ho c’hemer
En em arm euz a eun houarn pe euz a goad eur gwaf,
Hag e vent devet en tân var ar blasen zoken.

8 AR re ma eo hanoiou an dud nerzus hen doa David : Josheb-Bashebeth, Takkemonit, a oa chef ar gwella brezellerien. Hen eo an hini pehini a zavaz he waf var eiz kant den, pere a lazaz en eur wech.

9 Goude hema oa Eleazar, mab Dodo, mab Akoki ; unan euz an tri den nerzus pere a oa gant David pa zifijont ar Filistined dastumet evit ho brezelli, ha ma piniaz re Israel. 10 Sevel a reaz, hag e skoaz ar Filistined bete ma oa skwizet he zorn, ha ma choumaz stag euz he gleze. En deiz se an Aotrou a roaz eun delivrans vras, hag ar bobl a zistroaz varlerc’h Eleazar, evit kemer zoken an diwisk.

11 Goude hema he teue Shamma, mab Ague, Hararit. Ar Filistined a oa en em dastumet en banden ; hag he oa eno eur pez douar leun a lantil ; hag ar bobl a dec’he dirag ar Filistined ; 12 mes hen en em dalc’haz en kreiz ar park, he zifennaz, hag a skoaz ar Filistined. Evel se an Aotrou a roaz eun delivrans vras.

13 Tri euz an tregont chef a ziskennaz hag a deuaz, en amzer an eost, da gaout David, en kavarn Adullam, pa oa karapet eur vanden Filistined en traounien Refaim. 14 David a oa neuze er c’hrenv, el lec’h eul loden euz gwarded ar Filistined a oa en Bethlehem. 15 Ha David a reaz eur c’hoant, hag a lavaraz : Piou a raio d’in eva dour euz ar punz pehini a zo en dor Bethlehem ? 16 Neuze an tri den nerzus ze a dremenaz a dreuz kan ar Filistined, hag a dennaz dour euz ar punz a zo en dor Bethlehem ; hag, o veza he zigaset, e kinnigchont anezhan da Zavid ; mes na fellaz ket dezhan eva, hag e skuliaz anezhan dirag an Aotrou. 17 Hag e lavaraz : Pell ouzin, o Aotrou, da ober eun hevelep tra ! N’eo ket goad an dud ze, pere a zo eet en riskl ho buez ? Ha na fellaz ket dezhan eva. Setu aze ar pez a reaz an tri den nerzus ze.

18 Abishai, breur Joab, mab Tseruja, a oa chef an tri ze. Hen oe an hini a ijaz he waf a enep tri c’hant den, pere a skoaz d’ar maro ; hag hen doe eur vrud entouez an tri. 19 Beza e oa ar muan bruded euz an tri, hag e oe ho chef ; koulskoude n’he egalaz ket an tri genta.

20 Goude Benaja, mab Jehojada, mab eun den nerzus, bras dre he vurzudou, euz Kabtseel ; laza a reaz daou euz ar re c’halloudusa a dud Moab ; disken a reaz ive, hag e lazaz eul leon en kreiz eur foz, en eun devez erc’h. 21 Hen oe an hini a skoaz eun Ejiptsian euz a eun doare spountuz. An Ejiptsian ma hen doa eur gwaf en he zorn, ha Benaja a ziskennaz a enep dezhan gant eur vaz ; diframma a reaz ar waf euz dorn an Ejiptsian, hag he lazaz anezhan gant he waf he unan. 22 Setu aze ar pez a reaz Benaja, mab Jehojada ; hag e oe eun hano entouez an tri den nerzus ze. 23 Muoc’h enoret he oe evit an tregont ; mes n’he oa ket egal d’an tri genta. Ha David a lakeaz anezhan en he guzul privet.

24 Asael, breur Joab, entouez an tregont. Elkanan, mab Dodo, euz Bethlehem ; 25 Shamma, Harodit ; Elika, Harodit ; 26 Helets, Paltit ; Ira, mab Ikkesh, Thekoit ; 27 Abiezer, Anathotit ; 28 Mebunnai, Hushatit ; Tsalmon, Akokit ; 29 Maharai, Netofatit ; Heleb, mab Baana, Netofatit ; Ittai, mab Bibai euz Guibea, euz a vugale Benjamin ; 30 Benaja, Pirathonit ; Hiddai, euz Nakale-Gaash ; 31 Abi-Albon, Arbatit ; Azmaveth, Barkumit ; 32 Eliakba, Shaalbonit ; euz bugale Jashen, Jonathan ; 33 Shamma, Hararit ; Akiam, mab Sharar, Ararit ; 34 Elifelet, mab Akasbai, mab da eur Maakatit ; Eliam, mab Akitofel, Guilonit ; 35 Hetsrai, Karmelit ; Paarai, Arbit ; 36 Jigueal, mab Nathan, euz Tsoba ; 37 Bani, Gadit ; Tselek, Ammonit ; Naharai, Beerotit, pehini a zouge armou Joab, mab Tseruja ; 38 Ira, Jithrit ; Gareb, Jithrit ; 39 Uri, Hethian ; en holl seiz ha tregont.


24 KOLER an Aotrou en em elumaz c’hoaz a enep Israel, hag hen a aliaz David en ho enep, o lavarout : Kea, gra an niver euz Israel hag euz Juda. 2 Hag ar roue a lavaraz da Joab, chef an arme, pehini a oa en he gichen : Kea kenred holl bobladou Israel, adaleg Dan bete BeerSheba, ha gra an niver euz ar bobl, evit ma anavezin ar gount anezhei. 3 Mes Joab a respountaz d’ar roue : Ra fello d’an Aotrou da Zoue kreski da bobl kement ha kant gwech kement evel ma eo brema, ha ma welo daoulagad ar roue, va aotrou, kement se ! Mes perag e kemer ar roue, va aotrou, plijadur en kement se ? 4 Koulskouae gir ar roue a c’honezaz var Joab ha var chefou an arme ; ha Joab ha chefou an arme a ieaz euz a zirag David evit ober an niver euz a bobl Israel.

5 Tremen a rejont eta ar Jourdan, hag e kampchont en Aroer, a zeou d’ar gear a zo en kreiz dour-red Gad, ha var zu Jaezer ; 6 hag e teujont en Galaad, ha da gaout bro izel Hodshi ; goude he teujont da Zan-Jaan, hag en dro da Sidon. 7 Dont a rejont ive da grenv Tir, hag en holl geariou an Hevied hag ar Gananeed, hag ec’h achujont dre gresteiz Juda, en Beer-Sheba. 8 Kenredek a rejont evel se an holl vro, hag e tistrojont da Jerusalem aben nao mis hag ugent devez. 9 Neuze Joab a roaz d’ar roue ar gount euz an niver euz ar bobl, hag en em gavaz euz a re Israel eiz kant mil den a vrezel, o tenna ar c’hleze, hag euz re Juda pemp kant mil den.

10 Mes David a oe reprenet en he galoun, goude ma hen doa evel se niveret ar bobl, ha David a lavaraz d’an Aotrou : Groet em euz eur pec’hed bras oc’h ober kement se ; ha brema, o Aotrou, laka da dremen, me az ped, drougiez da zervicher, rag groet em euz kement se dre follentez ! 11 Ha pa savaz David euz ar beure, gir an Aotrou a oe diskleriet d’ar profed Gad, Gweler David, evelhen : 12 Kea ha lavar da Zavid : Evelhen Hen deus lavaret an Aotrou : Tri zra em euz da ginnig d’id ; choaz unan an tri, evit ma rin anezhan d’id. 13 Gad a zeuaz eta da gaout David, hag e roaz da anaout dezhan, o lavarout : Petra a fell d’id a c’hoarvefe ganez, pe seiz blavez kernez en da vro, pe enpad tri mis he tec’hi dirag da enebourien ha ma kenredfont ac’hanout, pe enpad tri deiz ar maro a vezo en da vro ? Brema kuzul, ha gwel ar pez a dlean respount d’an hini Hen deuz va digaset. 14 Neuze David a respountaz da C’had : En eun distridigez vras oun. Oh ! ma kwefomp entre daouarn an Aotrou, rag he drugarezou a zo bras ; ha ma na gwezin ket entre daouarn an dud !

15 An Aotrou a gasaz eta ar maro en Israel, adaleg ar beure bete an amzer merket ; hag e varvaz er bobl, adaleg Dan bete Beer-Sheba, dek mil ha tri-ugent den. 16 Mes pa astennaz an êl he zorn var Jerusalem evit he distruja, an Aotrou a zeuaz keûz dezhan euz an drouk ze, hag a lavaraz d’an êl pehini a zistruje ar bobl : Awalc’h ! tenn brema da zorn. Hag êl an Aotrou a oa tost da leur Arauna, ar Jebusian. 17 Ha David, o welet an él pehini a skoe ar bobl, a gomzaz d’an Aotrou hag a lavaraz : Setu, me eo am euz pec’het, me eo am euz groet drougiez ; mes an denved ma petra ho deuz groet ? Ra vezo da zorn vanoun, me az ped, ha var di ma zad !

18 Hag en deiz se, Gad a zeuaz da gaout David, hag a lavaraz dezhan : Pin ha kempen eun aoter d’an Aotrou en leur Arauna, ar Jebusian. 19 David a biniaz eta, hervez komz Gad, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet. 20 Hag Arauna a zellaz, hag he welaz ar roue hag he zervicherien o tond d’he gaout ; neuze Arallna a zeuaz er meaz, hag en em stouaz dirag ar roue, he visach euz an douar. 21 Goude Arauna a lavaraz : Perag he teu ar roue, va Aotrou, da gaout he zervicher ? Ha David a respountaz : Da brena da leur eo, ha da sevel ennhi eun aoter d’an Aotrou, abalamour d’ar gouli ma da baouez entouez ar bobl. 22 Hag Arauna a lavaraz da Zavid : Ra gemero ar roue, va Aotrou, ha ra ginnigo ar pez a gavo mad. Setu aze an ijened evit ar sakrifis-losk, hag ar c’hirri ha stagadurez an ijened el lec’ koat. 23 O roue, Arauna ho ro holl d’ar roue. Hag Arauna a lavaraz d’ar roue : An Aotrou, da Zoue, da veza a du ganez ! 24 Hag ar roue a respountaz da Arauna : Nan ; mes me e breno diganez evit eun hevelep pris, ha na ginnigin ket d’an Aotrou, va Doue, sakrifisou-losk pere na goustfont netra d’in. Evel se David a brenaz leur hag ijened Arauna evit hanter kant sikl arc’hant. 25 Goude David a savaz eno eun aoter d’an Aotrou, hag a ginnigaz sakrifisou-losk ha sakrifisou a beoc’h ; hag an Aotrou a oe dizrouget en kenver ar vro, hag ar gouli a baouezaz en Israel.


————