Mont d’an endalc’had

Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897/An Niverou

Eus Wikimammenn
troet gant Gwilh ar C’hoad.
Grapho Press, 1897  (p. 114-153)



PEVARE LEVR MOIZEZ, GALVET


AN NIVEROU.


1 AN Aotrou a gomzaz en distro ar Sinai, en tal gemmenadurez, er c’henta deiz euz an eilved mis, an eilved bloaz goude ma oant eet kwit euz an Ejipt, o lavarout : 2 Gra an niver euz a holl vanden bugale Israel, hervez ho famillou, hervez tiez ho zadou, o niveri hanoiou an holl valed dre benn, 3 adaleg an oad a ugent vloaz ha dreistoc’h, kement holl euz a Israel, hag a hell mond d’ar brezel ; ho niveri a refeet hervez ho armeou, te hag Aaron. 4 Hag e vezo ganeoc’h eun den dre boblad, mestr ti he dadou. 5 Ha setu ama hanoiou an dud ho sikouro ; Evit poblad Ruben, Elitsur, mab Shedeur ; 6 evit hini Simeon, Shelumiel, mab Tsurishaddai ; 7 evit hini Juda, Nabasshon, mab Amminadab ; 8 evit hini Issakar, Nathanael, mab Tsuar ; 9 evit hini Zabulon, Eliab, mab Helon ; 10 evit bugale Josef, evit poblad Efraim, Elishama, mab Ammihud ; evit hini Manasse, Gamaliel, mab Pedahtsur ; 11 evit poblad Benjamin, Abidan, mab Guideoni ; 12 evit hini Dan, Ahiezer, mab Ammishaddai ; 13 evit hini Asser, Paguiel, mab Okran ; 14 evit hini Gad, Eliasaf, mab Deuel ; 15 evit hini Neftali, Ahira, mab Enan. 16 Ar re ze oa a re ar oe galvet da zerc’hel an asamble, prinsed poblou ho zadou, mestrou milierou Israel. 17 Moizez hag Aaron a gemeraz eta an dud ze pere a oe diskwezet dezhei dre ho hanoiou ; 18 hag e tastumjont an holl asamble, ar c’henta deiz euz an eilved mis, hag e oent niveret dre ho famillou, hervez tiez ho zadou, en eur ho niveri dro ho hanoiou, adaleg an oad a ugent vloaz hag huelloc’h, ha dre benn ; 19 evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez, ho niveri a reaz en distro ar Sinai.

20 Mibien Ruben, kenta-ganet a Israel, niveret hervez ho famillou, hervez tiez ho zadou, en eur ho niveri dre ho hanoiou ha dre benn, an holl valed adaleg an oad a ugent vloaz hag huelloc’h, ar re holl a helle mont d’ar brezel : 21 ar re euz a bobl Ruben, pere a oe niveret, a oe c’hwec’h mil ha daou-ugent pemp kant.

22 Mibien Simeon, niveret hervez ho famillou, hervez tiez ho zadou, ar re a oe niveret, en eur ho niveri dre ho hanoiou ha dre benn, an holl valed adaleg an oad a ugent vloaz hag huelloc’h, ar re holl a helle mont d’ar brezel : 23 ar re euz a bobl Simeon, pere a oe niveret, a oe nao mil hag hanter kant tri c’hant.

24 Mibien Gad, niveret hervez ho famillou, hervez tiez ho zadou, o niveri anezhei dre ho hanoiou, adaleg an oad a ugent vloaz ha dreistoc’h, ar re holl a helle mont d’ar brezel : 25 ar re holl euz a bobl Gad, pere a oe niveret, a oe pemp mil ha daou-ugent ha c’hwec’h kant hanter kant.

26 Mibien Juda, niveret hervez ho famillou, hervez tiez ho zadou, o veza niveret dre ho hanoiou, adaleg an oad a ugent vloaz hag huelloc’h, ar re holl helle mont d’ar brezel : 27 re pobl Juda, pere a oe niveret, a oe pevarzek mil ha tri-ugent c’hwec’h kant.

28 Mibien Issakar, niveret hervez ho famillou, hervez tiez ho zadou, o veza niveret dre ho hanoiou, adaleg an oad a ugent vloaz hag huelloc’h, ar re holl pere helle mont d’ar brezel : 29 re pobl Issakar, pere a oe niveret, a oe pevar mil hag hanter kant pevar c’hant.

30 Mibien Zabulon, niveret hervez ho famillou, hervez tiez ho zadou, o veza niveret dre ho hanoiou, adaleg an oad a ugent vloaz hag huelloc’h, ar re holl a helle mont d’ar brezel : 31 re pobl Zabulon, pere a oe niveret, a oe seiz mil hag hanter kant pevar c’hant.

32 Divarbenn mibien Josef : mibien Efraim, niveret hervez ho famillou, hervez tiez ho zadou, en eur niveri anezhei dre ho hanoiou, adaleg an oad a ugent vloaz hag huelloc’h, ar re holl a helle mont d’ar brezel : 33 re pobl Efraim, pere a oe niveret, a oe daou-ugent mil pemp kant.

34 Mibien Manasse, niveret hervez ho famillou, hervez tiez ho zadou, o niveri anezhei dre ho hanoiou, adaleg an oad a ugent vloaz ha dreistoc’h ar re holl a helle mont d’ar brezel : 35 re pobl Manasse, pere a oe niveret, a oe daou vil ha tregont daou c’hant.

36 Mibien Benjamin, niveret hervez ho famillou hervez tiez ho zadou, en eur niveri anezhei dre ho hanoiou, adaleg an oad a ugent vloaz hag dreistoc’h, ar re holl a helle mont d’ar brezel : 37 re pobl Benjamin, pere a oe niveret, a oe pemp mil ha tregont pevar c’hant.

38 Mibien Dan, niveret hervez ho famillou, hervez tiez ho zadou, o niveri anezhei dre ho hanoiou, adaleg an oad a ugent vloaz ha dreistoc’h, ar re holl a helle mont d’ar brezel : 39 re pobl Dan, pere a oe niveret, a oe ou vil ha tri-ugent seiz kant.

40 Mibien Asser, niveret hervez ho famillou, hervez tiez ho zadou, o niveri anezhei dre ho hanoiou, adaleg an oad a ugent vloaz ha dreistoc’h, ar re holl a helle mont d'ar brezel : 41 re pobl Asser, pere a oe niveret, a oe eur mil ha daou-ugent pemp kant.

42 Mibien Neftali, niveret hervez ho famillou, hervez tiez ho zadou, o niveri anezhei dre ho hanoiou, adaleg an oad a ugent vloaz ha dreistoc’h, ar re holl a helle mont d'ar brezel : 43 re pobl Neftali, pere a oe niveret, a oe tri mil hag hanter kant pevar c’hant.

44 Chetu an niverez a reaz Moizez hag Aaron, ha daouzek prins Israel ; beza e oa eun den evit pep tied a dadou. 45 Evel se holl vugale Israel pere a oe niveret, hervez tiez ho zadou, adaleg ugent vloaz hag huelloc’h, an holl Israelited pere helle mont d'ar brezel, 46 ar re holl pere a oe niveret, a oe chwec’h kant tri mil pemp kant hanter kant.

47 Mes al Levited, hervez pobl ho zadou, ne oent ket niveret ganthei. 48 Rag an Aotrou Hen doa komzet da Voivez, o lavarout : 49 Na niveri ket poblad Levi zoken, ha na ri ket an niver anezhei en touez bugale Israel ; 50 mes ro d’al Levited karg Choumach an Desteni, hag he holl vesellou, ha kement hag a zo dezhan. Int eo ar re a zougo ar Choumach hag he holl vesellou, hag a rai ar servich anezhei ; hag e kampfont en dro d’ar Choumach. 51 Ha pa ez ai kwit ar Choumach, al Levited hen divonto ; ha pa gampo ar Choumach, al Levited he gempenno ; hag an diaveziad pehini a dostao outhan a vezo lekeat d’ar maro. 52 Ha bugale Israel a gampo pep hini en he gan, ha pep hini en kichen he vanier, hervez ho armeou. 53 Mes al Levited a gampo en dro da Choumach an Desteni, evit ma na vezo ket a zrougiez a enep asamble bugale Israel ; hag al Levited ho defo an diwall euz a Choumaj an Desteni. 54 Ha bugale Israel a reaz kement hag Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez ; ober a rejont evel se.


2 AN Aotrou a gomzaz ive da Voizez ha da Aaron, o lavarout : 2 Bugale Israel a gampo pep hini anezhei dindan he vanier, taost da ziskwezou tiez ho zadou ; kampa a rafont vis-a- vis hag en dro da danten ar gemmenadurez.

3 Ar re a gampo araog, entrezek ar savheol, a vezo banier kan Juda, hervez he armeou, ha mestr bugale Juda, Nahasshon, mab Amminadab, 4 hag he arme, he diniveret : pevarzek ha tri-ugent mil c’hwec’h kant. 5 Ha poblad Issakar a gampo en he gichen, ha mestr bugale Issakar, Nathanael, mab Tsuar, 6 hag he arme, he diniveret : pevar mil hag hanter kant pevar c’hant. 7 Neuze poblad Zabulon, ha mestr bugale Zabulon, Eliab, mab Helon, 8 hag he arme, he diniveret : seiz mil hag hanter kant pevar c’hant. 9 An holl dud niveret evit kan Juda a zo c’hwec’h mil ha nao-ugent pevar c’hant, hervez ho armeou. Mont a refont kwit da genta.

10 Banier kan Ruben, hervez he armeou, a vezo var zu ar c’hreisteiz, gant mestr bugale Ruben, Elitsur, mab Shedeur, 11 hag he arme, hag he diniveret : c’hwec’h mil ha daou-ugent pemp kant. 12 Ha poblad Simeon a gampo en he gichen, ha mestr bugale Simeon, Shelumiel, mab Tsurishaddai, 13 hag he arme, he diniveret : 14 nao mil hag hanter kant tri chant. Neuze poblad Gad, ha mestr bugale Gad, Eliasaf, mab Reuel, 15 hag he arme, he diniveret: pemp ha daou-ugent mil c’hwec’h kant hanter kant. 16 An holl dud niveret evit kan Ruben a zo unnek mil ha seiz-ugent pevar chant hanter kant, hervez ho armeou. Mont a refont kwit an eilved.

17 Goude ez eaz kwit tabernakl ar gemmenadurez, kan al Levited, en kreiz ar c’haniou all ; mont a refont, evel ma ho devezo kampet, pep hini en he renk, hervez ho banierou.

18 Banier kan Efraim, hervez he armeou, a vezo var zu ar c’hus-heol, gant mestr bugale Efraim, Elishama, mab Ammihud, 19 hag he arme, he diniveret : daou-ugent mil pemp kant. 20 Hag en he gichen, poblad Manasse, ha mestr bugale Manasse, Gamaliel, mab Pedahtsur, 21 hag he arme, he diniveret : daou vil ha tregont daou c’hant. 22 Neuze poblad Benjamin, ha mestr bugale Benjamin, Abidan, mab Guideoni, 23 hag he arme, he diniveret : pemp mil ha tregont pevar c’hant. 24 An holl dud niveret evit kan Efraim a zo kant eiz mil ha kant, hervez ho armeou. Mont a refont an drede.

25 Banier kan Dan a vezo var zu an hanter-noz, hervez he armeou, gant mestr bugale Dan, Ahiezer, mab Ammishaddai, 26 hag he arme, he diniveret ; daou vil ha tri-ugent seiz kant. 27 Ha poblad Asser a gampo en he gichen, ha mestr bugale Asser, Paguiel, mab Okran, 28 hag he arme, he diniveret : eur mil ha daou-ugent pemp kant. 29 Goude poblad Neftali, ha mestr bugale Neftali, Ahira, mab Enan, 30 hag he arme, he diniveret : pevar c’hant tri hag hanter kant mil. 31 An holl dud niveret evit kan Dan a zo a eiztek mil ha seiz-ugent c’hwec’h kant. Mont a refont kwit da ziveza, hervez ho banierou.

32 Ar re ze eo ar re euz bugale Israel, a bere e oe groet an niverez, hervez tiez ho zadou. An holl dud niveret, oc’h ober ar c’han, hervez ho armeou, a oe c’hwec’h kant tri mil pemp kant hanter kant. 33 Mes al Levited ne oent ket niveret entouez bugale Israel, hervez an urz Hen doa an Aotrou roet da Voizez. 34 Ha bugale Israel a reaz hervez kement Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez ; kampa a rejont evel se, hervez ho banierou, hag ez ejont kwit evel se, pep hini hervez he famill, hervez tiez he dadou.

3 SETU lignez Aaron ha Moizez en deiz ma komzaz an Aotrou da Voizez var menez Sinai ; 2 setu hanoiou mibien Aaron : Nadab, ar c’henta-ganet, Abihu, Eleazar hag Ithamar. 3 Ar re ze eo hanoiou mibien Aaron, sakrifierien pere a oe eoliet evit ober ar velegiach. 4 Ha, Nadab hag Abihu a varvaz dirag an Aotrou, pa ginnigchont eun tân diaveziad dirag an Aotrou, en distro ar Sinai. Ha n’ho doa ket a vugale. Mes Eleazar hag Ithamar a reaz ar velegiach, dirag Aaron, ho zad.

5 Neuze an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 6 Laka poblad Levi da dostaat, hag he laka d’en em derc’hel dirag Aaron, ar sakrifier, evit ma he zervichfont ; 7 ha ma soanfont kement a zo lakeet d’he evested ha da evested an holl asamble, dirag tabernakl ar gemmenadurez, oc’h ober servich ar Choumach ; 8 ha ma soanfont holl besellou tabernakl ar gemmenadurez, hag ar pez a vezo fiziet ennhei gant bugale Israel, evit ober servich ar Choumach. 9 Evel se e roi al Levited da Aaron ha d’he vibien ; roet int holl dezhan a douez bugale Israel. 10 Lakaat a ri eta Aaron hag he vibien evit ma virfont ar velegiach ; hag an diaveziad a dostao outhei a vezo lakeat d’ar maro.

11 Hag an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 12 Setu, Em euz kemeret al Levited, a douez bugale Israel, el leac’h ar re holl genta-ganet a vugale Israel, hag al Levited a zo d’In Me. 13 Rag pep kenta-ganet a zo d’In ; en deiz ma skoiz pep kenta-ganet en bro an Ejipt, Em euz en Em gensantelet pep kenta-ganet en Israel, adaleg an dud beteg al loened ; d’In e vefont : Me eo an Aotrou.

14 AN Aotrou a gomzaz ive da Voizez, en distro ar Sinai, o lavarout : 15 Niver bugale Levi, hervez tiez ho zadou, hervez ho famillou, o niveri an holl valed adaleg an oad a eur mis hag huelloc’h. 16 Ha Moizez ho niveraz, hervez gourc’hemen an Aotrou, evel ma oa bet urzet dezhan.

17 Setu ama pere eo mibien Levi dre ho hanoiou : Guershon, Kehath ha Merari. 18 Ha setu ama hanoiou mibien Guershon, hervez ho famillou : Libni ha Shimei. 19 Ha mibien Kehath, hervez ho famillou : Amram, Jitshar, Hebron hag Uziel. 20 Ha mibien Merari, hervez ho famillou : Makli ha Mushi. Chetu famillou Levi, hervez tiez ho zadou.

21 Da Wershon eo famill al Libnited, ha famill ar Simhited. Chetu famillou ar Guershonited. 22 Ar re anezhei pere a oe niveret, o kounta an holl valed, adaleg an oad a eur mis hag huelloc’h, a oa seiz mil pemp kant. 23 Famillou ar Guershonited a gampe endreg ar Choumach, entrezek ar c’huz-heol ; 24 ha mestr ti tadou ar Guershonited a oa Eliasaf, mab Lael. 25 Ha karg bugale Guershon, en kenver tabernakl ar gemmenadurez, a oa ar Choumach hag an tabernakl, he c’holo, ha tapisiri dor tabernakl ar gemmenadurez, ha gweliou al leur, 26 ha tapisiri dor al leur, pere a c’holo ar Choumach hag an aoter tro da zro, hag he c’herden evit he holl servich.

27 Da Gehath eo famill an Amramited, famill ar Jitseharited, famill an Hebronited, ha famill an Uzielited. 28 Chetu famillou ar C’hehathited. En eur niveri an holl valed, adaleg an oad a eur mis hag huelloc’h, e oant eiz mil c’hwec’h kant, karget euz a evez ar santuar. 29 Famillou bugale Kehath a gampe var goste ar Choumach, entrezek ar c’hreizteiz ; 30 hag Elitsafan, mab Uziel, a oa mestr ti tadou famillou ar Gehathited. 31 Da ziwoal ho doa an arc’h, an daol, ar c’hantoler, an aoteriou hag besellou ar santuar gant pere e rer ar servich, hag an dapisiri, hag he holl servich. 32 Ha mestr pennou al Levited oa Eleazar, mab Aaron, ar sakrifier, pehini a oa lekeat var ar re pere a oa karget da evesaat ar santuar.

33 Da Verari eo famill ar Mahlited ha famill ar Mushited. Chetu famillou Merari. 34 Ar re anezhei pere a oe niveret, o kounta an holl valed adaleg an oad a eur mis hag huelloc’h, a oa c’hwec’h mil daou c’hant. 35 Ha Tsuriel, mab Abihail, a oa mestr ti tadou famillou ar Merarited ; kampa a reent var zu ar Choumach, entrezek an hanter-noz. 36 Ha bugale Merari ho doa an evested hag ar soan euz a blenken ar Choumach, euz ho dreujadennou, euz he beuliou, euz he izeladennou, euz he holl vesellou, hag euz he holl servich, 37 euz peuliou al leur tro da zro, gant ho izeladennou, ho iennou hag ho c’herden.

38 Ar re a gampe dirag ar Choumach, var zu ar savheol, dirag tabernakl ar gemmenadurez, Moizez oa, hag Aaron, hag he vibien, karget euz a soan ar santuar evit bugale Israel ; hag an diaveziad pehini a dostao a dleo beza lakeat d’ar maro. 39 An holl Levited pere a oa niveret, pere a oa niveret gant Moizez, ha gant Aaron, hervez ho famillou hervez gourc’hemen an Aotrou, an holl valed, adaleg an oad a eur mis, hag izelloc’h, a oa daou vil var ugent.

40 NEUZE an Aotrou a lavaraz da Voizez : Gra an niver euz holl re genta-ganet maled euz bugale Israel, adaleg an oad a eur mis hag huelloc’h,ha gra an niver euz ho hanoiou. 41 Kemer a ri al Levited evid Oun Me an Aotrou, en leac’h holl re genta-ganet entouez bugale Israel ; ha loened al Levited, en leac’h loened kenta ganet bugale Israel. 42 Moizez a niveraz eta, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet dezhan, an holl re genta-ganet a douez bugale Israel ; 43 hag holl valed kenta-ganet, o kounta dre ho hanoiou adaleg an oad a eur mis hag huelloc’h, hervez ho niverez, a oe daou vil varn-ugent daou c’hant tri zek ha tri-ugent.

44 Hag an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 45 Kemer al Levited en plas holl re genta-ganet bugale Israel, ha loened al Levited en plas ho loened ; hag al Levited a vezo d’In : Me eo an Aotrou. 46 Divarbenn ar prena euz re genta-ganet bugale Israel, da c’houzout eo daou c’hant trizek ha tri-ugent eo muoc’h niver al Levited, e kemeri pemp sikl dre benn ; 47 ho c’hemer a ri hervez sikl ar santuar ; ar sikl a zo ugent obolen. 48 Hag e roi an arc’hant da Aaron ha d’he vibien ; ar prena eo euz ar re a oa ouc’h-penn. 49 Moizez a gemeraz eta arc’hant ar prena euz ar re a oa ouc’h-penn, en tu all d’ar re prenet gant al Levited. 50 An arc’hant pehini a gemeraz euz ar re genta-ganet euz bugale Israel, a oe mil tri c’hant pemp ha tri-ugent sikl, hervez sikl ar santuar. 51 Ha Moizez a roaz arc’hant ar prena da Aaron ha d’he vibien, hervez urz an Aotrou, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez.


4 AN Aotrou a gomzaz c’hoaz da Voizez ha da Aaron, o lavarout : 2 Grit an niver euz mibien Kehath, a douez mibien Levi, hervez ho famillou, hervez tiez ho zadou, 3 adaleg an oad a dregont vloaz ha dreistoc’h, beteg an oad a hanter kant vloaz, ar re holl pere a ia en renk evit en em implia en tabernakl ar gemmenadurez. 4 Setu servich mibien Kehath en tabernakl ar gemmenadurez, an evez eu al leac’h santel-meurbed. 5 Pa ez ai ar c’han kwit, Aaron hag he vibien a zeuo, hag e tiskenfont gwel an dapisiri, hag e c’holofont ganthei arc’h an desteni. 6 Neuze e lakafont warni eur golo krec’hen liou glaz ; asten a refont var he gorre eun insel groet holl a bourpr, hag e lekefont ennhi ar sparlou. 7 Hag e astenfont eun insel pourpr var daol ar baraou a ginnig, hag e lekefont var gorre ar plajou, an tasou, ar c’haleiou hag ar besellou evit ar gwalc’hadurezou ; 8 hag ar bara perpetual a vezo varnezhei ; hag e c’hastenfont var an traou ze eun insel kramoisi, hag he golofont euz a eur golo krec’hen liou glaz hag e lekefont sparlou an daol. 9 Hag e kemerfont eun insel bourpr, hag e c’holofont ganthi kantoler ar goulou, he lampou, he mouchetezou, he doug-mouchetezou, hag he holl besellou eol, a bere en em servicher evit ar c’hantoler. 10 Hag he lakaat a refont, gant he holl besellou, en eur golo krec’hen a liou glaz, hag hen lakefont var ar c’hravaz. 11 Asten a refont var an aoter aour eun insel bourpr, hag he golofont gant eur golo krec’hen a liou glaz, hag e lekefont ar sparlou ennhi. 12 Kemer a refont ive holl besellou ar servich, a bere en em servicher er santuar, hag ho lekefont en eun insel bourpr, hag ho golofont gant eur golo krec’hen a liou glaz, hag ho lekefont var ar c’hravaz. 13 Lemel a rafont al ludu euz an aoter, hag e c’hastenfont varnezhi eun insel skarlat ; 14 hag e lekefont varnezhi an holl besellou implijet evit ober ar servich ennhan, an ezansouerou, ar fourchetezou, ar raskerien, ar c’haleiou, holl besellou an aoter ; hag e c’hastenfont dreist eur golo krec’hen a liou glaz, hag e lekefont eno he sparlou. 15 Goude ma ho devezo Aaron hag he vibien achuet da c’holo ar santuar hag an holl besellou sagr, pa ez ai ar c’han kwit, neuze bugale Kehath a zeuo evit ho dougen ; ha na stokfont ket an traou santel, gant aoun na varvfent. Setu aze ar pez o devezo bugale Kehath da zougen en tabernakl ar gemmenadurez.

16 Eleazar, mab Aaron, ar sakrifier, hen devezo an evez euz a eol ar goulou, euz ar parfum a c’houez vad, euz ar roidigez keudalc’huz hag euz eol an eoliadurez, an evez euz an holl Choumach, hag euz kement a zalc’h, ar santuar hag he vesellou.

17 An Aotrou a gomzaz c’hoaz da Voizez ha da Aaron, o lavarout ; 18 Grit en eun hevelep doare, ma na vezo ket poblad famillou Kehath lamet kwit euz a douez al Levited ; 19 ha grit kement ma evithei, evit ma vevfent ha ma na varvfent ket, pa dostafont euz al leac’h santel-meurbed : ra zeuo Aaron hag he vibien, ha ra lavarfont da bep hini he servich hag ar pez a dle dougen. 20 Ha na zefont ket evit sellet, pa zastumfer an traou zantel, gant a oun na varvfent.

21 An Aotrou a gomzaz ive da Voizez, o lavarout : 22 Gra ive ar gount euz mibien Guershon, hervez tiez ho zadou, hervez ho famillou. 23 Adaleg an oad a dregont vloaz hag huelloc’h, beteg an oad a hanter kant vloaz, ha niveri a ri, kement holl a zeuo da gemer renk evit ober ar servich en tabernakl ar gemmenadurez. 24 Setu servich famillou ar Guershonited, ar pez a dlefont ober hag ar pez a dlefont dougen ; 25 dougen a rafont gweliou ar Choumach, ha an tabernakl a gemmenadurez, he c’holo, ar golo krec’hen liou glaz pehini a zo dreist, ha tapisiri dor tabernakl ar gemmenadurez ; 26 gweliou al leur, ha tapisiri dor kled al leur, pehini a goach ar Choumach hag an aoter tro zro, ho c’herden hag holl besellou ho zervich. Ober a rafont an holl zervich pehini a zell euz ze. 27 Holl zervich bugale Guershon, en kement ha ma tleont dougen hag en kement ha ma tleont ober a vezo reglet dre urz Aaron hag he vibien, hag he fizfet ennhei diwall kement a dleont dougen. 28 Setu servich famillou bugale Guershonited en tabernakl ar gemmenadurez ; hag ho c’harg a vezo groet dindan kundu Ithamar, mab Aaron, ar sakrifler.

29 Niveri a ri mibien Merari, hervez ho famillou, hervez tiez ho zadou ; 30 ho niveri a ri adaleg an oad a dregont vloaz hag huelloc’h, beteg an oad a hanter kant vloaz, ar re holl a gemero renk evit en em implija en servich tabernakl ar gemmenadurez. 31 Ha setu ar pez ho devezo da ziwal ha da zougen, evit ho holl servich en tabernakl ar gemmenadurez : plenken ar Choumach, he dreujadennou, he golonnennou, he izeladennou, 32 kolonnennou al leur tro zro, ho iseladennou, ho iennou, ho c’herden gant ho holl draou ha kement a zell euz ho zervich ; hag e niverfet dre ho hanoiou an holl draou pere ho devezo da viret ha da zougen. 33 Setu servich famillou bugale Merari, evit ho holl servich en tabernakl ar gemmenadurez dindan kundu Ithamar, mab Aaron, ar sakrifier.

34 Moizez, Aaron ha re genta an asamble, a niveraz eta bugale ar C’hehatited hervez ho famillou hag hervez tiez ho zadou, 35 adaleg an oad a dregont vloaz hag ouc’h-penn, beteg an oad a hanter kant vloaz, ar re holl a gemero renk evit servichi en tabernakl ar gemmenadurez ; 36 hag ar re a oe niveret hervez ho famillou, a oa daou vil seiz kant hanter kant. 37 Setu ar re eus famillou ar Gehathited a bere e oe groet an niver, ar re holl pere a serviche en tabernakl ar gemmenadurez, a dremenaz Moizez hag Aaron en gwel hervez an urz Hen don an Aotrou roet dre c’henou Moizez.

38 Divarbenn bugale Guershon pere a oa bet niveret, hervez ho famillou hag hervez tiez ho zadou, 39 adaleg an oad a dregont vloaz hag ouc’h-penn, beteg an oad a hanter kant vloaz, ar re holl pere a zeuaz da gemer renk evit servichout en tabernakl ar gemmenadurez, 40 ar re pere a oe niveret, hervez ho famillou, hervez tiez ho zadou, a oa daou vil c’hwec’h kant tregont. 41 Setu ar re eus famillou bugale Guershon pere a oe niveret, ar re holl pere a serviche en tabernakl ar gemmenadurez, pere hen doa Moizez hag Aaron niveret, var urz an Aotrou.

42 Divarbenn reou famillou bugale Merari, pere a oe niveret, hervez ho famillou, hervez tiez ho zadou, 43 adaleg an oad a dregont vloaz hag ouc’h-penn, beteg an oad a hanter kant vloaz, ar re holl pere a zeue da gemer renk evit ober ar servich an tabernakl ar gemmenadurez, 44 ar re pere a oe niveret, hervez ho famillou, a oa tri mil daou c’hant. 45 Setu ar re euz famillou bugale Merari, pere a niveraz Moizez hag Aaron hervez an urz Hen doa an Aotrou roet dre c’henou Moizez.

46 Ar re holl ho doa Moizez hag Aaron hag ar re genta a Israel niveret a douez al Levited, hervez ho famillou, hag hervez tiez ho zadou, 47 adaleg an oad a dregont vloaz hag ouc’h-penn, beteg an oad a hanter kant vloaz ; ar re holl pere az ea evit leunia offis ar servicherien hag offis an dougerien en tabernakl ar gemmenadurez, 48 ar re holl pere a oe niveret a oe eiz mil pemp kant pevar ugent. 49 Groet e oe an niverez hervez an urz Hen doa an Aotrou roet dre c’henou Moizez, pep hini evit he garg hag evit ar pez hen doa da zougen ; groet e oe an niverez anezhei hervez ar pez Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez.


5 NEUZE an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 2 Gourc’hemen da vugale Israel kas kwit euz ar c’han pep lôr, pep den pehini hen deuz diveradur ha pep den souliet dre ar maro. 3 Ho c’has a refet kwit, kouls ar goaz evel ar plac’h ; ho c’has a refet er meaz ar c’han, evit na lousafont ket ho leac’hiou en pere E chouman. 4 Ha bugale Israel a reaz evel se, hag ho e c’haschont er meaz ar c’han ; evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez, evel se e reaz bugale Israel.

5 AN Aotrou a gomzaz c’hoas da Voizez, o lavarout : 6 Komz da vugale Israel : Pa ho devezo eur goaz pe eur plac’h groet eur pec’hed benag dre bere e ra an dud eun dorridigez a enep an Aotrou, ha ma vezo an den ze evel se en em lakeat koup abl, 7 ec’h ansavfont ar pec’hed pehini ho devezo groet, hag ar c’houpabl a rento ar som total euz a behini eo koupabl ; hag e lakaio eur bempved ennhan, hag e roio anezhan d’an hini en kever pehini eo en em rentet koupabl. 8 Ma n’hen deuz an den ze nikun da behini heller distrei an dra waseet, hema a zistroo d’an Aotrou, d’ar sakrifier, ouc’h-penn ar maout a ziskarg, gant pehini e raio ar sakrifis evit ar c’houpabl. 9 Ha pep prof euz an holl draou kensagret a ginnigo bugale Israel d’ar sakrifier, a vezo dezhan. 10 An traou kensagret a ginnigo pep hini, a vezo dezhan ; ar pez a roio pep hini d’ar sakrifier a vezo dezhan.

11 AN Aotrou a gomzaz ive da Voizez, o lavarout :12 Komz da vugale Israel, ha lavar dezhei : Mar d’eo distroet greg unan benag ha mar deuz groet eur fazi a enep dezhan, 13 ha ma hen deuz eur goaz bet konvers ganthi, ha ma ve an dra kuzet da zaoulagad he fried ; mar d’eo en em souliet en kuz, ha ma n’en deuz test ebet en he enep, ha ma n’eo ket bet souprenet ; mar krog eur spered a jalousi ennhan, 14 ha ma ve jalous euz he vreg pehini a zo en em souliet, pe ma tremen eur spered a jalousi ennhan, ha mar d’eo jalous euz he vreg hep ma vefe en em souliet, 15 an den ze a zigaso he vreg dirag ar sakrifier, hag a zigaso evithi he brof, eun dekved euz eun efa bleud heiz ; na lakao ket a eol varnezhan, ha na lakai ket a ezans, rag eur ro a jalousi eo, eur ro a vemor, evit adgervel ar fallentez. 16 Hag ar sakrifier he lakaio da dostaat, hag e raio dezhi choum en he za dirag an Aotrou. 17 Neuze ar sakrifier a gemero dour sagr, en eur besel douar ; ar sakrifier a gemero ive poultr euz an hini a vezo var douar an Tabernakl, hag he lakaio en dour. 18 Neuze ar sakrifier a raio derc’hel ar vreg en he za dirag an Aotrou ; disolo a raio penn ar vreg, hag e lakaio var baliou he zaouarn ar ro a vemor, da lavaret eo ro ar jalousi ; hag ar sakrifier hen devezo en he zaouarn an dour c’hoero a zoug ar valloz.

19 Neuze ar sakrifier a raio d’ar vreg touet, hag e lavaro dezhi : Ma n’en deuz kousket den ganez, ha mar, o veza dindan gallout da ozac’h, n’out ket en em distroet hag en em souliet, n’az pez droug ebet euz an dour c’hoero pere a zoug ar valloz. 20 Mes mar, o veza dindan galloud da ozac’h, out en em distroet, ha ma out en em zouliet, ha ma hen deuz unan all nemert da ozac’h kousket ganez, 21 — neuze ar sakrifier a raio d’ar vreg touet eul le douet a zrouk-peden, hag e lavaro dezhi : Ra livro an Aotrou ac’hanout da valloz ha da skouer fall entouez da bobl, o c’hober breina da vorzad ha kwenvi da gov, 22 hag an doureier ze pere a zoug ar valloz, az ai en da vouzellou, evit ober kwenvi da gov ha gwevi da vorzad. Hag ar vreg a lavaro : Amen, Amen !

23 Goude ar sakrifier a skrivo ar malloziou ze en eul levr, hag e torcho anezhei en doureier c’hoero. 24 Hag e lakao ar vreg da eva an dour c’hoero pere a zoug ar valloz ; hag an dour pere a zoug ar valloz az ai ennhi hag a vezo c’hoero dezhi. 25 Ar sakrifier a gemero euz dorn ar vreg ar ro a jalousi, hen hijo dirag an Aotrou, hag hen kinnigo var an aoter. 26 Hag ar sskrifler a gemero eun dornad euz ar prof, en memor, hag a raio hen leski var an aoter ; goude e raio d’ar vreg eva an dour. 27 Ha, pa hen devezo groet dezhi eva an dour, mar d’eo gwir eo en em zouliet ha mar he deuz groet eun disfealded a enep he ozac’h, an doureier a zoug ar valloz az ai ennhi hag a vezo c’hoero dezhi ; hag he c’hof a gwenvo, hag he morzad en em wevo, hag ar vreg ze a vezo en malloz entouez he fobl. 28 Mes ma n’en d’eo ket ar vreg en em souliet, ha ma eo pur, n’he devezo droug ebet, hag e devezo bugale.

29 Setu al lezen var ar jalousi, pa vezo eur vreg, dindan gallout he ozac’h, en em distroet ha zouliet ; pe pa vezo eur spered a jalousi tremenet dreist he ozac’h, ha ma vezo jalous euz he vreg ; e lakai anezhi da zont dirag an Aotrou, hag ar sakrifier a raio evithi kement a zo urzet gant al lezen. 31 Hag an ozac’h a vezo hep faot ; mes ar vreg ze a zougo he fallentez.


6 AN Aotrou a gomzaz c’hoaz da Voizez, o lavarout : 2 Komz da vugale Israel, ha lavar dezhei : Pa vezo eur goaz pe eur vreg en em lakeat a du da ober eur gwestl a Nazareat evit en em gensagri d’an Aotrou, 3 na evo ket a win nag evach mevuz ebet ; na evo ket a winegr gwin, na gwinegr evach mevuz ebet ; na evo likor ebet a rezin, ha na zebro na rezin fresk na zec’h. 4 Enpad holl amzer he Nazareach, na zebro netra euz ar pez a brodu ar winien, adaleg an had beteg ar c’hroc’hen. 5 Enpad holl amzer he vœu a Nazareach, an noten na dremeno ket var he benn ; bete ma vezo an deiziou, evit pere eo en em westlet d’an Aotrou, tremenet, e vezo kensagret, lezel a rai da greski bleo he benn. 6 Enpad an holl amzer ma eo en em westlet d’an Aotrou, na dostao ket euz den maro ebet. 7 Ne n’em soulio ket evit he dad, nag evit he vam, evit he vreur, nag evit he c’hoar, pa varvfont, rag kensantelez he Zoue a zo var he benn. 8 Enpad holl amzer he Nazaresch, eo kensagret d’an Aotrou. 9 Mar deu unan benag da vervel en eun taol en he gichen, ha da zoulia he benn kensanteleet e touzo he benn en deiz he burifikasion, he douza a raio er zeizved devez ; 10 ha d’an eizved devez e tigaso diou durzunel pe diou goulmik d’ar sakrifier en dor tabernakl ar gemmenadurez. 11 Hag ar sakrifier a ginnigo unan en sakrifis evit ar pec’hed, nag egile en sakrifis-losk, hag e raio diskarg evit-han, eus ar pec’hed pehini hen deuz groet divarbenn an hini maro. Kensagri a raio ive he benn en deiz se. 12 Hag e kensagro a nevez d’an Aotrou deiziou he Nazareach, hag e kinnigo eun oan euz ar bloaz en sakrifis evit ar pec’hed, hag an deiziou diagent na gountfont ket, abalamour ma eo bet souliet he Nazareach.

13 Ha setu ama lezen an Nazareach : pa vezo deiziou he Nazareach leuniet, hen lakafer da zont euz dor tabernakl ar gemmenadurez ; 14 hag e kinnigo he brof d’an Aotrou, eun oan euz ar bloaz, dinam, en sakrifis-losk, eun danvadez euz ar bloaz, dinam, en sakrifis evit ar pec’hed, hag eur maout dinam en sakrifis a beoc’h : 15 eur banerad baraou hep goell a vleud kun, goastellou glebied a eol, ha kachen hep goell, eoliet a eol, gant ho frofou hag ho skulierezou. 16 Ar sakrifier ho c’hinnigo dirag an Aotrou, hag e kinnigo he sakrifis evit ar pec’hed hag he sakrifis-losk ; 17 hag e kinnigo ar maout en sakrifis a beoc’h d’an Aotrou, en tu all d’ar banerad baraou hep goell. Ar sakrifier a ginnigo ive he brof hag he skulierez. 18 Hag an Nazarean a douzo, en dor tabernakl ar gemmenadurez, he benn kensagret, hag e kemero bleo he benn kensagret hag ho lakaio var an tân a zo dindan ar sakrifis a beoc’h. 19 Hag ar sakrifier a gemero skoaz boac’h ar maout, hag eur wastel euz ar baner, hag eur gachen hep goell, hag ho lakaio var baliou daouarn an Nazareat, goude ma hen evezo touzet he benn kensagret ; 20 ar sakrifier ho hijo en prof dirag Aotrou ; eun dra zantel eo pehini a zo d’ar sakrifier, gant ar bruched hijet hag ar c’har savet en prof. Neuze hello an Nazarean eva gwin.

21 Setu lezen an Nazarean, pehini hen devezo gwestlet he brof d’an Aotrou evit he Nazareach, ouc’h-penn ar pez hell c’hoaz kinnig. Ober a raio hervez ar gwestl pehini hen devezo groet, hervez lezen he Nazareach.

22 AN Aotrou a gomzaz c’hoaz da Voizez, o lavarout : 23 Komz da Aaron ha d’he vibien, o lavarout : Benniga a refet evelhen bugale Israel ; livirit dezhei :

24 An Aotrou az bennig hag az diwall !
25 An Aotrou a rai lugerni he fas varnout hag A rai d’id trugarez !

26 An Aotrou da drei he fas varnout ha da rei d’id ar peoc’h !
27 Lakaat a raint evel se va hano var bugale Israel, ha Me, Me ho bennigo.


7 PA hen doa Moizez achuet da gempen ar Choumach, ha ma hen doe he eoliet hag he genzagret gant he holl besellou, pa hen doe ive, eoliet ha kensagret an aoter hag he holl besellou, 2 re genta Israel, mestrou famillou ho zadou ; da lavaret eo prinsed ar boblou, ar re ho doa mestroniet d’an niverez, a reaz ho frof. 3 Digas a rejont eta ho frof dirag an Aotrou : c’hwec’h kar doareet evel gweturiou, ha daouzek kolle ; eur c’har evit pep daou brins, hag eur c’holle evit pep hini, hag ho c’hinnigchont dirag ar Choumach.

4 Neuze an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 5 Kemer diganthei an traou ze, ha ma vefont implijet en servich tabernakl ar gemmenadurez ; ha ro anezhei d’al Levited da bep hini hervez he servich. 6 Moizez a gemeraz eta ar c’hirri hag ar c’holleou, hag ho roaz d’al Levited. 7 Rei a reaz da vugale Guershon daou gar ha pevar c’holle, hervez ho servich. 8 Hag e roaz da vugale Merari pevar c’har hag eiz kolle, hervez ho servich, dindan gundu Ithamar, mab Aaron, ar sakrifier. 9 Mes na roaz ket da vugale Kehath abalamour ma oant karget euz servich an traou santel ; ho dougen a reent var ho diskoaz.

10 Hag ar brinsed a reaz eur prof evit sakrerez an aoter, en deiz ma oe eoliet ; ar brinsed a zigasaz ho frof dirag an aoter. 11 Hag an Aotrou a lavaraz da Voizez : Ra zigaso eur prins he brof eun deiz, hag unan all, eun deiz all, evit sakrerez an aoter.

12 Hag an hini a ginnigaz he brof, en deiz kenta oa Nahasshon, mab Amminadab, euz a boblad Juda. 13 He brof a oe eur plad arc’hant, a bouez dek ha c’hwec’h-ugent sikl, eur vasin arc’hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santuar, ho daou leun a vleud kun distrempet gant eol, evit ar prof ; 14 eur c’halei aour a zek sikl, leun a c’houez vad ; 15 eur c’holle iaouank, eur maout, eun oan euz ar bloaz, evit ar sakrifis-losk ; 16 eur bouc’h evit sakrifis ar pec’hed ; 17 hag evit ar sakrifis a beoc’h, daou golle, pemp maout, pemp bouc’h iaouank, pemp oan bloaz. Hennez oe prof Nahasshon, mab Ammnadad.

18 An eilved deiz, Nathansel, mab Tsuar, prins Issakar, a reaz he brof ; kinnig a reaz : 19 eur plad arc’hant, a bouez dek ha c’hwec’h-ugent sikl, eur vasin arc’hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santuar, ho daou leun a vleud kun distrempet gant eol, evit ar roidigez ; 20 eur c’halei aour a zek sikl, leun a c’houez vad ; 21 eur c’holle iaouank, eur maout, eun oan euz ar bloaz, evit ar sakrifis-losk ; 22 eur bouc’h evit ar sakrifis evit ar pec’hed ; 23 hag evit ar sakrifis a beoc’h, daou golle, pemp maout, pemp bouc’h iaouank, pemp oan bloaz. Hennez oe prof Nathanael, mab Tsuar.

24 An drede deiz, e eo prins bugale Zabulon, Eliab, mab Helon. 25 He brof a oe eun plad arc’hant, a bouez kant tregout sikl, eur vasin arc’hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santuar, ho daou leun a vleud kun distrempet a eol, evit ar roidigez ; 26 eur c’halei aour a zek sikl, leun a c’houez vad ; 27 eur c’holle iaouank, eur maout, eun oan euz ar bloaz, evit ar sakrifis-losk ; 28 eur bouc’h evit sakrifis ar pec’hed ; 29 hag evit ar sakrifis a beoc’h, daou golle, pemp maout, pemp bouc’h iaouank, pemp oan bloaz. Hennez oe prof Eliab, mab Helon.

30 Ar bevared deiz, e oe prins bugale Ruben, Elitsur, mab Shedeur. 31 He brof a oe eur plad arc’hant, a bouez kant tregont sikl, eur vasin arc’hant a zek ha tri-ugent sikl, hervez sikl ar santuar, ho daou leun a vleud kun distrempet gant eol, evit ar roidigez ; 32 eur c’halei aour a zek sikl, leun a c’houez vad ; 33 eur c’holle iaouank, eur maout, eun oan euz ar bloaz, evit ar sakrifis-losk ; 34 eur bouc’h evit sakrifis ar pec’hed ; 35 hag evit sakrifis ar peoc’h, daou golle, pemp maout, pemp bouc’h, pemp oan bloaz. Hennez oe prof Elitsur, mab Shedeur.

36 Ar bempved devez, e oe prins bugale Simeon, Shelumiel, mab Tsurishaddai. 37 He brof a oe eur plad arc’hant, a bouez kant tregont sikl, eur vasin arc’hant a zek ha tri-ugent sikl, hervez sikl ar santuar, ho daou leun a vleud kun distrempet gant eol, evit ar roidigez ; 38 eur c’halei aour a zek sikl, leun a c’houez vad ; 39 eur c’holle iaouank, eur maout, eun oan bloaz, evit ar sakrifis-losk ; 40 eur bouc’h evit sakrifis ar pec’hed ; 41 hag evit ar sakrifis a beoc’h, daou golle, pemp maout, pemp bouc’h iaouank, pemp oan bloaz. Hennez eo prof Shelumiel, mab Tsurishaddai.

42 Ar c’hwec’hved deiz, oe prins bugale Gad, Eliasaf, mab Deuel. 43 He brof a oe eur plad arc’hant, a bouez kant tregont sikl, eur vasin arc’hant a zek ha tri-ugent sikl, hervez sikl ar santuar, ho daou leun a vleud kun distrempet gant eol, evit ar roidigez ; 44 eur c’halei aour a zek sikl, leun a c’houez vad ; 45 eur c’holle iaouank, eur maout, eun oan euz ar bloaz evit ar sakrifis-losk ; 46 eur bouc’h evit sakrifis ar pec’hed ; 47 hag evit ar sakrifis a beoc’h, daou golle, pemp maout pemp bouc’h iaouank, pemp oan bloaz. Hennez oe prof Éliasaf mab Deuel.

48 Ar seizved devez, oe prins bugale Efraim, Elishama, mab Ammihud. 49 He brof a oe eur plad arc’hant, a bouez kant tregont sikl, eur vasin arc’hant a zek ha tri-ugent sikl hervez sikl ar santuar, ho daou leun a vleud kun distrempet gant eol, evit ar roidigez ; 50 eur c’halei aour a zek sikl, leun a c’houez vad ; 51 eur c’holle iaouank, eur maout, eun oan bloaz, evit ar sakrifis-losk ; 52 eur bouc’h, evit sakrifis evit ar pec’hed ; 53 hag evit ar sakrifis a beoc’h, daou golle, pemp maout, pemp bouc’h iaouank pemp oan bloaz. Hennez oe prof Elishama, mab Ammihud.

54 An eizved devez, oe prins bugale Manasse, Gamaliel, mab Pedahtsur. 55 He brof a oe eur plad arc’hant, a bouez kant tregont sikl, eur vasin arc’hant a zek ha tri-ugent sikl, hervez sikl ar santuar, ho daou leun a vleud kun distrempet gant eol, evit ar roidigez ; 56 eur c’halei aour a zek sikl, leun a c’houez vad ; 57 eur c’holle iaouank, eur maout, eun oan euz ar bloaz, evit ar sakrifis-losk ; 58 eur bouc’h evit sakrifis evit ar pec’hed ; 59 hag evit ar sakrifis a beoc’h, daou golle pemp maout, pemp bouc’h iaouank, pemp oan bloaz. Hennez oe prof Gamaliel, mab Pedahtsur.

60 An naoved deiz, oe prins bugale Benjamin, Abidan, mab Guideoni. 61 He brof a oe eur plad arc’hant, a bouez kant tregont sikl, eur vasin arc’hant a zek ha tri-ugent sikl hervez sikl ar santuar, ho daou leun a vleud kun distrempet gant eol, evit ar roidigez ; 62 eur c’halei aour a zek sikl, leun a c’houez vad ; 63 eur c’holle inouank, eur maout, eun oan euz ar bloaz, evit ar sakrifis-losk ; 64 eur bouc’h evit sakrifis ar pec’hed ; 65 hag evit ar sakrifis a beoc’h, daou golle, pemp maout, pemp bouc’h iaouank, pemp oan bloaz. Hennez oe prof Abidan, mab Guideoni.

66 An dekved deiz, oe prins bugale Dan, Ahiezer, mab Ammishaddai. 67 He brof a oe eur plad arc’hant, a bouez kant tregont sikl, eur vasin arc’hant a zek ha tri-ugent sikl, hervez sikl ar santuar, ho daou leun a vleud kun distrempet gant eol, evit ar roidigez ; 68 eur c’halei aour a zek sikl, leun a c’houez vad ; 69 eur c’holle iaouank, eur maout, eun oan euz ar bloaz, evit ar sakrifis-losk ; 70 eur bouc’h evit sakrifis evit ar pec’hed ; 71 hag evit ar sakrifis a beoc’h, daou golle pemp maout, pemp bouc’h iaouank, pemp oan bloaz. Hennez oe prof Ahiezer, mab Ammishaddai.

72 An unnekved deiz, oe prins bugale Asser, Paguiel, mab Okran. 73 He brof a oe eur plad arc’hant, a bouez kant tregont sikl, eur vasin arc’hant a zek ha tri-ugent sikl, hervez sikl ar santuar, ho daou leun a vleud kun distrempet gant eol, evit ar roidigez ; 74 eur c’halei aour a zek sikl, leun a c’houez vad ; 75 eur c’holle iaouank, eur maout, eun oan euz ar bloaz, evit ar sakrifis-losk ; 76 eur bouc’h evit sakrifis evit ar pec’hed ; 77 hag evit ar sakrifis a beoc’h, daou golle pemp maout, pemp bouc’h iaouank, pemp oan bloaz. Hennez oe prof Paguiel, mab Okran.

78 An daouzekved deiz, oe prins bugale Nephtali, Ahira, mab Enan. 79 He brof a oe eur plad arc’hant, a bouez kant tregont sikl, eur vasin arc’hant a zek ha tri-ugent sikl, hervez sikl ar santuar, ho daou leun a vleud kun distrempet gant eol, evit ar roidigez ; 80 eur c’halei aour a zek sikl, leun a c’houez vad ; 81 eur c’holle iaouank, eur maout, eun oan euz ar bloaz, evit ar sakrifis-losk ; 82 eur bouc’h evit sakrifis evit ar pec’hed ; 83 hag evit ar sakrifis a beoc’h, daou golle pemp maout, pemp bouc’h iaouank, pemp oan bloaz. Hennez oe prof Ahira, mab Enan.

84 Setu aze ar pez a oa bet digant prinsed Israel evit sakrerez an aoter, pa oe eoliet : Daouzek plad arc’hant, daouzek vasin arc’hant, daouzek kalei aour ; 85 pep plad arc’hant a oa a gant tregont sikl, ha pep vasin a zek ha tri-ugent. Holl arc’hant ar vesellou a oa daou vil pevar c’hant sikl, hervez sikl ar santuar. 86 Daouzek se kalei aour, leun a c’houez vad, pep hini anezhei a zek sikl, herves sikl ar santuar. Holl aour ar c’haleiou a oa a gant ugent sikl. 87 An holl golleou evit ar sakrifis-losk, a oe daouzek kolle iaouank, gant daouze maout, daouzek oan bloaz, gant ho roidigezou, ha daouzek bouc’h, evit sakrifis ar pec’hed ; 88 holl golleou sakrifis ar peoc’h a oa pevar varn-ugent kolle iaouank, gant tri-ugent maout, tri-ugent bouc’h iaouank, tri-ugent oan bloaz. Hennez oe sakrerez ar aoter, goude ma oe bet eoliet.

89 Ha pa ez ea Moizez en tabernakl ar gemmenadurez, evit komz gant Doue, e kleve ar vouez o komz dezhan dreist ar propisiatouar, pehini a oa var arc’h an Desteni, a douez an daou cherubin ; hag e komze outhan.


8 AN Aotrou a gomzaz ive da Voizez, o lavarout : 2 Komz da Aaron, ha lavar dezhan : Pa elumi al lampou, ar seiz lamp a sklerio dirag ar c’hantoler. 3 Hag Aaron a reaz evel se, elumi a reaz al lampou dirag ar c’hantoler, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez. 4 Ha, setu penaoz e oa groet ar c’hantoler : aour e oa, groet gant ar morzol ; beteg he droad, beteg he fleuriou, e oa groet gant ar morzol. Groet e oe evel se ar c’hantoler hervez ar skouer Hen doa an Aotrou diskwezet da Voizez.

5 NEUZE an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 6 Kemer al Levited a douez bugale Israel, ha purifi anezhei. 7 Ober a ri dezhei evelhen evit ho furifia : Gra varnezhei skuliadurez dour ar burifikasion evit ar pec’hed ; ober a raint tremen an noten var bep kig, gwalc’hi a rafont ho dillad, hag en em burififont. 8 Neuze e kemerfont eur c’holle iaouank, gant he brof a vleud kun distrempet gant eol ; hag e kemeri eun eilved kolle iaouank, evit sakrifis ar pec’hed. 9 Neuze e lakai al Levited da dostaad dirag tabernakl ar gemmenadurez, hag e pedi holl vandennou bugale Israel. 10 Lakaat a ri eta al Levited da dostaat dirag an Aotrou, ha bugale Israel a harpo ho daouarn var al Levited, 11 hag Aaron a ginnigo al Levited en prof dirag an Aotrou, a beurz bugale Israel, hag e vefont implijet da ober servich an Aotrou. 12 Neuze al Levited a harpo ho daouarn var benn ar c’holleou iaouank ; hag e kinnigi unan en sakrifis evit ar pec’hed, hag egile en sakrifis-losk d’an Aotrou evit ober diskarg euz ar pec’hed evit al Levited. 13 Goude e lakai al Levited en ho za dirag Aaron ha dirag he vibien, hag ho c’hinnigi en prof d’an Aotrou. 14 Evel se e lakai al Levited a du a douez bugale Israel, hag al Levited a vezo d’In Me.

15 Goude ze, al Levited a zeuo evit ober servich tabernakl ar gemmenadurez. Ho furifia a ri eta, hag ho c’hinnigi en prof. 16 Rag holl int roet d’In a douez bugale Israel ; o c’hemeret Em euz evidoun, en plas ar re holl pere a c’han da genta, euz holl re genta-ganet a douez bugale Israel. 17 Rag pep kenta-ganet a douez bugale Israel a zo d’In Me, entouez ar wersed hag entouez al loened ; o c’hensagret Em euz d’In en deiz ma skoiz holl re genta-ganet en bro an Ejipt. 18 Hag Em euz kemeret al Levited en plas holl re genta-ganet bugale Israel. 19 Hag Em euz roet al Levited holl da Aaron ha d’he vibien, a douez bugale Israel, evit ober servich bugale Israel en tabernakl ar gemmenadurez, hag evit ober diskarg evit bugale Israel, evit ma ne vefe gouli ebet entouez bugale Israel, pa dostafont euz ar santuar.

20 Moizez, Aaron hag holl vanden bugale Iarael a reaz eta, en kenver al Levited, hervez kement Hen doa an Aotrou gourc’hemennent da Voizez divarbenn al Levited ; bugale Israel a reaz evel se en ho c’henver. 21 Al Levited en em burifiaz eta, hag a walc’haz ho dillad ; hag Aaron ho c’hinnigaz en prof dirag an Aotrou, hag e reaz diskarg evithei abalamour d’ho furifia. 22 Goude ze, al Levited a zeuaz evit ober ar servich en tabernakl ar gemmenadurez dirag Aaron ha dirag he vibien. Groet e oe d’al Levited evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez divar ho fenn.

23 Neuze an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 24 Setu ar pez a zell al Levited : Adaleg an oad a bemp bloaz varn-ugent hag ouc’h-penn, al Levit a zeuo da gemer renk en servichou tabernakl ar gemmenadurez. 25 Mes adaleg an oad a hanter kant vloaz, ez ai er meaz ar servich ha na zervicho ken ; 26 beza e vezo gant he vreudeur en tabernakl ar gemmenadurez, o tiwall ar pez a vezo fiziet ennhei ; mes ne raio ken a servich. Ober a ri en kenver al Levited evel se, en kenver ar pez a zell ho c’harg.


9 AN Aotrou a gomzas ive da Voizez, en distro ar Sinai, er c’henta mis euz an eilved bloaz goude ho monedigez euz a vro an Ejipt, o lavarout : 2 Ra raio bugale Israel ar Pask en amzer lekeat. 3 He ober a refet en amzer lekeat, ar bevarzekved deiz euz ar mis ze, entre an diou c’housperou ; he ober a refet hervez ho holl urzou hag he holl lezennou.

4 Moizez a gomzaz eta da vugale Israel evit ma rajent ar Pask. 5 Hag e rejont ar Pask er c’henta mis, er bevarzekved deiz euz ar mis, entre an diou c’housperou, en distro ar Sinai ; bugale Israel a reaz hervez kement Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez.

6 Ha beza e oe tud pere, o veza souliet evit eur maro, ne hellont ket ober ar Pask en deiz ze ; hag en em diskwezont er memeuz deiz dirag Moizez ha dirag Aaron ; 7 hag an dud ze a lavaraz dezhan : Ni a zo souliet evit eur maro ; perag e vefomp-ni privet da ginnig ar prof d’an Aotrou en amzer merket, entouez bugale Israel ? 8 Ha Moizez a lavaraz dezhei : Gortozet, hag e selaouin ar pez a lavaro an Aotrou evidoc’h.

9 Hag an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 10 Komz da vugale Israel, o lavarout : Pa vezo unan benag ac’hanoc’h, pe euz ho lignez, en em souliet evit eur maro, pe en beach, pe bell, na dremeno ket hep ober ar Pask d’an Aotrou. 11 He ober a refont ar bevarzek deiz euz an eilved mis, entre an daou c’housperou ; he zibri a rafont gant bara hep goell ha ieot c’hoero. 12 Na lezfont netra bete ar beure, ha na dorfont ket an eskern ; he ober a rafont hervez holl urzou ar Pask. 13 Mes divarbenn an den pur, ha n’ema ket en beach, hag a dremen hep ober ar Pask, an den ze a vezo lamet a douez he bobl ; abalamour ma n’hen deuz ket kinniget ar prof d’an Aotrou en amzer merket, an den ze a zougo poan he bec’hed. 14 Ha pa choumo eun diaveziad ganeoc’h ha pa raio ar Pask d’an Aotrou, e raio anezhan hervez al lezen hag urz ar Pask. Beza e vezo eur memeuz urz evidoc’h, evit an diaveziad hag evit an hini pehini a zo ganet er vro.

15 HAG en deiz ma fichfet ar Choumach, ar goabren a c’holoio ar Choumach, tabernakl an Desteni : ha da abardaez e vezo var ar Choumach evel eun diskwezidigez a dân beteg ar beure. 16 Evel ze e oa dalc’mad ; ar goabren hen goloe, hag e oa en noz eun diskwezidigez a dân. 17 Hag, hervez ma save ar goabren a zivar an tabernakl, bugale Israel a iea kwit ; hag el lec’h ma choume ar goabren, eno e kampe bugale Israel. 18 Bugale Israel eta az ea kwit da c’hourc’hemen an Aotrou, ha da c’hourc’hemen an Aotrou e kampent. Enpad an holl amzer ma choume ar goabren var ar Choumach, e choument kampet. 19 Ha pa choume ar goabren pell var ar Choumach, bugale Israel a vire urz an Aotrou, ha n’ez eent ket kwit. 20 Mes pa vije ar goabren neubeut a zeiziou var ar Choumach, e kampent da c’hourc’hemen an Aotrou, ha da c’hourc’hemen an Aotrou ez eent kwit. 21 Ha pa vije eno ar goabren adaleg an noz beteg ar beure, ha ma save ar goabren euz ar beure, ez eent kwit ; en deiz pe en noz, pa save ar goabren, ez eent kwit. 22 Pe daou devez, pe eur mis, pe pelloc’h, en keit ha ma choum ar goabren var ar Choumach, bugale Israel a choume kampet, ha n’az eent ket kwit ; mes pa save ez eent kwit. 23 Kampa a reent da c’hourc’hemen an Aotrou, hag ez eent kwit da c’hourc’hemen an Aotrou ; miret a reent urz an Aotrou, hervez gourc’hemen an Aotrou, roet dre Voizez.


10 HAG an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 2 Gra diou drompil arc’hant ; o ober a ri gant ar morzol ; servicha a refont d’id da c’hervel ar vanden, hag evit ar vonidigez euz ar c’han. 3 Pa sounfet, an holl asamble en em unano d’az kaout, en dor tabernakl ar gemmenadurez. 4 Mar sounet unan hepken, ar brinsed, ar mestrou euz milierou Israel, a zeuo d’az kaout. 5 Pa zounfet eur soun skeltr, ar c’haniou a zo er savheol az ai kwit. 6 Ha pa zounfet eun eilved gwech gant eur zoun skeltr, ar c’haniou a zo er c’hreisteiz az ai kwit ; soun a refer euz eur zoun skeltr pa dlefont mont kwit. 7 Pa c’halvfer an asamble, e sounfet, mes nan gant eur zoun skeltr. 8 Ha mibien Aaron, ar sakrifierien, a zouno an trompillou ; hag e vefont evidoc’h eun urz peur-baduz a oad en oad.

9 Ha pa ez efet d’ar brezel en ho pro, a eneb an enebourien pere a stourmo ouzoc’h, e sounfet an trompillou gant eur zoun skeltr, hag e vefet lekeet en memor dirag an Aotrou ho Toue, hag e vefeet delivret euz hoc’h enebourien. 10 Hag en teiziou a joa, en ho solenniteou, hag en penn-kenta ho miziou, sounfet gant an trompillou var ho sakrifisou-losk, ha var ho sakrifisou a beoc’h, hag e servichfont deoc’h da vemor dirag ho Toue, Me eo an Aotrou ho Toue.

11 HAG eruout a reaz, an ugentved deiz euz an eilved mis euz an eilved bloaz, penaoz ar goabren en em savaz a zivar c’horre Choumach an Desteni. 12 Ha bugale Israel az eaz kwit, hervez urz ho bale, euz distro Sinai ; hag ar goabren a choumaz en he za en distro Paran. 13 Mont a rejont eta, evit ar weach kenta, var urz an Aotrou, roet dre Voizez.

14 Banier kan bugale Juda az eaz kwit da genta, hervez he armeou ; Nahasshon, mab Amminadab, a rene arme Juda. 15 Nathanael, mab Tsuar, a rene arme poblad bugale Issakar. 16 Eliab, mab Helon, a rene arme poblad bugale Zabulon.

17 Ar Choumach a oe divontet ha bugale Guershon ha bugale Merari, pere a zouge ar Choumach, az eaz kwit.

18 Neuze banier Ruben az eaz, hervez ho armeou ; hag Elissur, mab Shedeur a rene arme Ruben. 19 Ha Shelumiel, mab Tsurishaddai, a rene arme poblad bugale Simeon. 20 Hag Eliasaf, mab Dehuel, a rene arme poblad bugale Gad.

21 Neuze ar C’hehathited, pere a zouge ar santuar, az eaz kwit ; hag e kempennet ar Choumach, o c’hortoz ho eruedigez.

22 Neuze banier kan bugale Efraim az eaz, hervez ho armeou ; hag Elishama, mab Ammihud, a rene arme Efraim. 23 Ha Gamaliel, mab Pedahtsur, a rene arme pobl bugale Manasse. 24 Hag Abidan, mab Guideoni, a rene arme poblad bugale Benjamin.

25 Da ziveza banier kan bugale Dan, pere a rea ar gward-adre euz an holl ganiou, az eaz, hervez ho armeou hag Ahiezer, mab Ammishaddai, a rene arme Dan. 26 Ha Paguiel, mab Okran, a rene arme poblad bugale Asser. 27 Hag Ahira, mab Enan, a rene arme poblad bugale Neftali.

28 Hennez oa urz bale bugale Israel, hervez ho armeou ; hag ez ejont kwit.

29 Ha, Moizez a lavaraz da Hobab, mab Reuel, ar Madianit, tad-kaer Moizez : Ni a ia d’al leac’h a behini Hen deuz an Aotrou lavaret : He rei A rin deoc’h ; deuz ganeomp, ha ni a raio vad d’id ; rag an Aotrou Hen deuz prometet ober vad da Israel. 30 Hag Hobab a respountaz dezhan : N’en d’in ket ganez, mes mont a rin d’am bro, hag el leac’h euz ma ginivelez. 31 Ha Moizez a lavaraz dezhan : Da bedi a ran, na lez ket ac’hanomp ; pa c’hanavezaz al leac’hiou en pere hellomp kampi en distro, servichi a ri deomp da rener. 32 Hag e c’hoarvezo, mar deuez ganeomp ha mar c’hoarvez ar vad a dle an Aotrou ober deomp, e rafomp ive vad d’id.

33 Mont a rejont eta euz a venez an Aotrou, hag e valejont enpad tri deiz ; hag arc’h konvenans an Aotrou az ea araog dezhei, oc’h ober tri deiz hent, evit kaout eul leac’h diskwiz. 34 Ha goabren an Aotrou a oa varnezhei enpad an deiz, pa ez eent kwit euz ar c’han.

35 Ha pa ez ea an arc’h kwit, Moizez a lavare :

Sav-te, Aotrou, ha ma vezo da enebourien sklabezet,
Ha ma tec’ho ar re a gasa ac’hanout a zirag da fas !

Ha pa he fozet e lavare :

Distro, Aotrou, da zek mil milierou Israel !


11 HAG ar bobl a oe evel tud pere en em gleme euz eur gwalheur benag da ziouskouarn an Aotrou ; hag an Aotrou ho c’hlevaz, hag he goler en em danaz, ha tân an Aotrou en em elumaz en ho zouez hag a zevoraz en penn all ar c’han. 2 Neuze ar bobl a griaz da Voizez, ha Moizez a bedaz an Aotrou, hag an tân a baouezaz. 3 Hag e oe galvet al leac’h ze Thabeera, abalamour ma oa elumet tân an Aotrou en ho zouez.

4 Hag an dastumadur diavezidi a oa en ho zouez en em roaz d’ar c’hoantegez ; ha bugale Israel zoken en em lekeaz a nevez da wela, ha da lavaret : Piou hon lakaio da zibri kig ? 5 Sonj a zeu deomp euz ar pesked a zebremp en Ejipt, evit netra ; konkombrez, melons, pour, onion ha kinien. 6 Ha brema, hon ine a zo dizec’het ; n’euz netra ebet ! Hon daoulagad na welont nemet mann.

7 Hag ar mann a oa evel had koriander, hag he liou, evel hini ar bdellion. 8 Ar bobl en em sklabeze hag hen dastume ; goude he pile anezhan gant mein milin, pe e frika a reet en eul louar, hag he lakeet da boazet en eur choudouren, hag e reat gwastellou outhan ; hag ar vlaz a oa henvel euz hini eur gachen eol. Ha pa gweze ar c’hlizen en noz var ar c’han, ar mann a gweze varnezhan.

10 Moizez a glevaz eta ar bobl pehini a wele en he famillou, pep hini en dor he danten ; ha koler an Aotrou en em danaz gant nerz, ha Moizez a oe glac’haret a ze. 11 Ha Moizez a lavaraz d’an Aotrou ; Perag Ec’h euz-Te glac’haret da zervicher ; ha perag n’em euz ket kavet a drugarez dirag da zaoulagad, ma Ec’h euz lakeet varnoun ar garg euz an holl bobl ma ? 12 Me eo em euz konsevet an holl bobl ma pe he grouet, ma leverez d’in : Doug anezhan en da vruched, evel ma toug ar mager an hini a zun, bete ar vro Ec’h euz prometet gant le d’ho zadou ? 13 A belec’h em bezo kig da rei d’an holl bobl ma ? Rag gwela a ra ganen, o lavarout : Ro deomp kig, evit ma tebrfomp. 14 Me ne hellan ket, me va unan, dougen ar bobl ma rag re bouezuz eo evidoun. 15 Mar rez evel se em c’henver, Laz ac’hanoun, me Az ped, mar em euz kavet trugarez dirag da zaoulagad ; ha ma na welin ket va gwalheur.

16 Neuze an Aotrou a lavaraz da Voizez : Dastum d’In dek ha tri-ugent den, a douez re ansien Israel pere a anavezez evit beza re ansien ar bobl, ha mestroniet varnezhan ; digas anezhei da dabernakl ar gemmenadurez, ha ma en em dalc’hfont eno ganez. 17 Goude Me a ziskenno, hag eno Me a gomzo ganez ; lakaat A rin a du euz ar spered pehini a zo varnout, hag E lakain varnezhei, abalamour ma tougfont ganez karg ar bobl, ha ma na zougi ket da unan anezhei. 18 Ha te a lavaro d’ar bobl : En em santifiet a benn varc’hoaz ha c’hwi a zebro kig. Dre ma oc’h euz gwelet en diouskouarn an Aotrou, o lavarout : Piou hon lakaio da zibri kig ? rag mad e oamp en Ejipt ; an Aotrou a roio deoc’h kig hag e tebrfeet outhan. 19 Na zebrfeet ket eun deiz, na daou devez, na pemp devez, na dek devez, nag ugent devez ; 20 mes enpad eur mis leun, bete ma teuio ac’hanoc’h dre an dioufran, ha ma vefeet dic’houtet anezhan, dre ma oc’h euz taolet kwit an Aotrou Pehini a zo en ho kreiz, ha ma oc’h euz gwelet dirazhan, o lavarout : Perag omp-ni eet kwit euz an Ejipt ?

21 Ha Moizez a lavaraz : Beza e zo c’hwec’h kant mil den var droad er bobl ma, entouez pehini ez oun ; ha Te Ec’h euz lavaret : Me a roio dezhei kig, hag e tebrfont enpad eur mis leun. 22 Ha lazet e vezo dezhei denved hag ijenned, evit ma vezo awalc’h evithei ? 23 Hag an Aotrou a respountaz da Voizez : Dorn an Aotrou ha bereet eo ? hag hen e c’hoarvezo , ia pe nan, ar pez Em euz lavaret d’id ?

24 Moizez az eaz eta hag a lavaraz d’ar bobl komzou an Aotrou ; hag e tastumaz dek ha tri-ugent den a douez re ansien ar bobl, hag ho lekeaz en dro d’an tabernakl. 25 Neuze an Aotrou a ziskennaz er goabren, hag a gomzaz outhan, hag E lekeaz a du euz ar spered pehini a oa varnezan, hag hen lekeaz var an dek ha tri-ugent ansien. Hag adaleg ma en em lekeaz ar spered vaenezhei, e profetisjont ; mes na gendalchont ket.

26 Mes daou a oa choumet er c’han, a bere unan a oa hanvet Eldad, hag egile Medad, hag ar spered en em lekeaz varnezhei ; ha beza e oant euz ar re a oa merket, mes ne oant ket eet var zu an tabernakl ; hag e profetisjont er c’han. 27 Hag eur paotr iaouank a redaz d'he lavaret da Voizez, hag a lavaraz : Eldad ha Medad a brofetis er c’han. 28 Ha Josue, mab Nun, servicher Moizez, adaleg he iaouankiz, a respountaz, hag a lavarz : Moizez, va aotrou, difen outhei ! 29 Ha Moizez a respountaz : Ha jalous out evidon-me ? Ra blijfe gant Doue, e vije holl bobl an Aotrou profed, ha ma lakaje an Aotrou he spered varnezhei ? 30 Ha Moizez en em dennaz d’ar c’han, hen ha re ansien Israel.

31 Neuze an Aotrou a lekeaz eun avel da zevel, pehini a savaz koaled euz ar mor, hag ho sklabezaz var ar c’han, var dro hent eun deiz, euz eur c’hoste hag euz unan all, tro zro d’ar c’han, ha kazi daou illinad a huelder var gorre an douar. 32 Hag ar bobl a savaz, enpad an deiz ze holl hag enpad an noz holl, hag enpad an deiz varlerc’h holl, hag e tastumjont koaled ; an hini a zastumaz an nebeuta, hen doa dek homer, hag e c’hastenjont anezhei evithei tro da zro ar c’han. 33 Ar c’hik a oa c’hoaz en ho dent, ha ne oa ket c’hoaz debret, ma teuaz koler an Aotrou d’en em dana a enep ar bobl, hag an Aotrou a skoaz ar bobl eus a eur gouli bras. 34 Hag e oa galvet al lec’h ze Kibrot-Hattaava, rag eno e oe beziet ar bobl ho doa c’hoanteet.

35 Euz Kibroth-Hattaava, ar bobl a ieaz da Hatseroth ; hag e choumjont en Hatseroth.


12 HA Mari hag Aaron a gomzaz a enep Moizez, divarbenn ar vreg Etiopian hen doa kemeret ; rag kemeret hen doa eur vreg Etiopian. 2 Hag e leverjont : An Aotrou n’Hen deuz ket komzet da Voizez he unan ? N’Hen deuz Hen ket ive komzet dreizomp-ni ? Hag an Aotrou he glevaz. 3 Ha, Moizez a oa eun den dous meurbed, muoc’h evit hini ebet euz ar wersed a oa var an douar. 4 Hag an Aotrou a lavaraz buan da Voizez, da Aaron ha da Vari : It, ho tri, entrezek tabernakl ar gemmenadurez. Heg ez ejont ho zri di. 5 Hag an Aotrou a ziskennaz en kolonen ar goabren, hag en em dalc’haz en dor an tabernakl ; neuze e c’halvaz Aaron ha Mari ; hag teujont ho daou. 6 Hag e lavaraz : Selaouet mad va c’homzou. Mar deuz en ho touez eur profed, Me, an Aotrou, En Em rin da anaout dezhan en gwelidigez, Me a gomzo outhan en huvre. 7 N’ema ket evel se euz ma zervicher Moizez, pehini a zo fidel em holl di ; 8 Me a gomz ganthan genou euz genou, hag en gwelidigez, ha nan en divinadennou, hag e sell euz skeud an Aotrou. Perag eta n’ho c’heuz hu ket bet aoun o komz a enep ma servicher, a enep Moizez ? 9 Evel se koler an Aotrou en em danaz a enep dezhei ; hag ez eaz kwit, 10 hag ar goabren en em dennaz a zivar gorre an tabernakl. Ha setu, Mari a oa skoet a lorniez, ha gwen evel an erc’h ; Aaron a zistroaz euz Mari, ha setu, e oa lor.

11 Neuze Aaron a lavaraz da Voizez ; Ah ! ma Aotrou, da bedi a ran, na laka ket varnomp ar pec’hed hon deuz groet gant fallentez, ha dre behini hon euz pec’het. 12 Da bedi a ran, ma na vezo ket evel ar bugel maro, a behini ar c’hik a zo hanter guzumet, pa zeu kwit euz kov he vam. 13 Neuze Moizez a griaz d’an Aotrou, o lavarout : O Doue, da bedi a ran, iac’haa anezhi, da bedi a ran ! 14 Hag an Aotrou a respountaz da Voizez : Mar hen dije he zad kranchet en he bisach, ha ne vije hi ket goloet a vez enpad seiz devez ? Ra choumo eta dastumet enpad seiz devez, er meaz euz ar c’han, ha goude ze e vezo digemeret ennhan. 15 Evel se Mari a oe dastumet enpad seiz devez er meaz euz ar c’han ; hag ar bobl n’ejont ket kwit, ken a oe Mari digemeret ennhan.


13 GOUDE ze, ar bobl a ieaz euz Hatseroth, hag e kampjond en distro Paran.

2 Hag an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 3 Kas tud da anaout bro Kanaan, pehini A roin da vugale Israel. Kas a refeet eun den dre bep poblad euz ho zadou, holl re genta euz ho zouez. 4 Moizez ho c’hasaz eta euz distro Paran, hervez gourc’hemen an Aotrou ; an holl dud se a oa mestrou bugale Israel.

5 Ha setu ho hanoiou : Evit poblad Ruben, Shammua, mab Zakkur ; 6 evit poblad Simeon, Shafath, mab Hori ; 7 evit poblad Juda, Kaleb, mab Jefunne ; 8 evit poblad Issakar, Jigal, mab Josef ; 9 evit poblad Efraim, Hose, mab Nun ; 10 evit peblad Benjamin, Palthi, mab Rafu ; 11 evit poblad Zabulon, Gaddiel, mab Sodi ; 12 evit poblad Josef, da lavaret eo, evit pobl Manasse, Gaddi, mab Susi ; 13 evit poblad Dan, Ammiel, mab Guemalli ; 14 evit poblad Asser, Sethur, mab Mikael ; 15 evit poblad Neftali, Nakbi, mab Vofsi ; 16 evit poblad Gad, Gueuel, mab Maki.

17 Ar re ze eo hanoiou an dud a gasaz Moizez da anaout ar vro. Ha Moizez a c’halvaz Hose, mab Nun, Josue. 18 Moizez ho c’hasaz eta evit anaout bro Kanaan, hag a lavaraz dezhei : Piniet ama dre ar c’hreisteiz, hag ez efet var ar menez, hag e welfeet ar vro, 19 pehini eo, ar bobl a choum ennhan, ma eo kre pe dinerz, mar eo kalz pe neubeut ; 20 ha petra eo ar vro el leac’h ma choum, mar d’eo mad pe fall ; ar pez eo ar c’heariou en pere e choum, mar d’eo en kaniou pe en kastellou ; 21 ar pez eo an douar, mar d’eo dru pe dreut ; mar deuz gwvez ennhi pe nan. Ha bezet nerzet mad, ha kemeret frouez ar vro. Neuze oa amzer ar rezin kenta.

22 Piniat a rejont eta hag e c’hanavejont ar vro, adaleg distro Sin bete Rehob, o vont var zu Hamath. 23 Piniat a rejont dre ar c’hreisteiz, hag e teujont beteg Hebron, el leac’h ma oa Ahiman, Sheshai ha Talmai, bugale Anak. Hag Hebron a oa bet savet seiz vloaz araog Tsoan en Ejipt. 24 Ha dont a rejont bete ster Eshkol, hag e troc’hjont eno eur bod gant eun tokad rezin, hag hen dougchont daou var eur berchen, kenkouls ha grenadennou ha fiez. 25 Galvet e oe al leac’h ze Ster Eshkol, abalamour d’an tokad ho doa bugale Iarael troc’het eno.

26 Ha destrei a rejont euz anaout ar vro a benn daou-ugent devez. 27 Hag o veza eruet, e teujont da gaout Moizez ha da gaout Aaron, ha da gaout holl vanden bugale Israel, en distro Paran, en Kades, hag e rentc’hont kount, kenkouls ha d’an holl vanden, hag e tiskwejont dezhei frouez euz ar vro.

28 Ober a rejont eta ho c’hontaden, hag e leverjont : Eet e oamp d’ar vro da behini ez poa hon c’haset hag en gwirionez eo eur vro en peleac’h e red al leaz hag ar mel, ha setu aze euz he frouez. 29 Ar bobl hepken pehini a choum er vro ze a zo nerzuz, hag ar c’heariou a zo zerret ha bras-meurbet ; gwelet hon euz ive bugale euz Anak. 30 An Amalekited a choum en bro ar c’hreisteiz ; hag an Hetianed, ar Jebuzianed hag an Amoreaned a choum er meneziou hag ar Gananeed a choum tost d’ar mor hag a hed ar Jourdan.

31 Neuze Kaleb a reaz d’ar bobl teval dirag Moisez, hag a lavaraz : Piniomp, hag en em gemeromp outhei ; rag ni a hell ho gounit. 32 Mes an dud a oa piniet ganthan, a lavaras : Ni na helfomp ket piniet a enep ar bobl ze, rag kreoc’h eo evidomp. 33 Hag e dikrijont dirag bugale Israel, ar vro pehini oant bet o welet, o lavarout : Ar vro pehini omp bet o welet, a zo eur vro hag a zevor he zud, hag ar re holl hon euz gwelet a zo tud a vent vras. 34 Ha gwelet hon euz eno ar jeanted, bugale Anak euz a ras ar jeanted ; ha ni a oa dirag hon daoulagad evel gleskered, hag e oamp ive d’ho daoulagad.


14 Neuze an holl asamble a savas ar vouez, hag en em lakeaz da leuskel kriadennou, hag ar bobl a welaz en noz ze. 2 Hag holl vugale Israel a grosmolaz a enep Moizez hag a enep Aaron, hag an holl asamble a lavaraz dezhei : Perag n’omp-ni ket maro en bro an Ejipt pe el leac’h distro ma ! Perag n’omp-ni ket maro ! 3 Ha perag Hen deuz an Aotrou renet ac’hanomp entrezek ar vro ma evit kweza ama dre ar c’hleze ? Hor gragez hag hon bugale a vezo eur prei ennhan. Na vefe ket gwelloc’h deomp, distrei d’an Ejipt ? 4 Hag e lavarjont an eil d’egile : Lekomp eur chef, ha distroomp d’an Ejipt.

5 Neuze Moizez hag Aaron a gwezaz var ho visach, dirag holl vanden bugale Israel. 6 Ha Josue, mab Nun. ha Kaleb, mab Jefunne, a douez ar re ho doa gwelet ar vro, a freuzaz ho dillad. 7 Hag e komzjont da holl vanden bugale Israel, o lavarout : Ar vro hon euz redet evit he gwelet, a zo eur vro gwal vad. 8 Mar be an Aotrou a du ganeomp, e lakaio ac’hanomp da vont er vro ze, hag e roio anezhi deomp ; eur vro eo en peleac’h e red al leaz hag ar mel. 9 Nemert, ne n’em savet ket eta a enep an Aotrou, ha na soujet ket pobl ar vro ze ; rag int a vezo hon bara ; ho diwal a zo en em dennet a zi uz dezhei, hag an Aotrou a zo ganeomp ni ; n’ho pezet ket a aoun dirazhei.

10 Neuze an holl asamble a gomzaz divarbenn ho meina ; mes gloar an Aotrou en em diskwezaz da holl vugale Israel, var dabernakl ar gemmenadurez.

11 Hag an Aotrou a lavaraz da Voizez : Bete pegeit e tisprijo ar bobl ma Ac’hanoun, ha bete pegeit na gredfont ket enn Oun, en despet d’an holl ziniou em euz groet en ho zouez ? 12 Me a skoio anezhan a varo, hag a zistrujo anezhan ; mes Me a lakaio ac’hanout da zont da veza eur bobl vrasoc’h ha kreoc’h evit n’eo ema.

13 Ha Moizez a lavaras d’an Aotrou : Mes an Ejiptsianed a wezo kement ma, rak lakeat Ec’h euz ar bobl ma da biniat dre da nerz euz ho zouez ; 14 hag e lavarfont da dud ar vro ma. Klevet ho deuz lavaret penaoz out, O Aotrou, en kreiz ar bobl ma, ha penaoz en Em diskwez, O Aotrou, gweliabl, penaoz da voabren en em dalc’h dreisthei, ha penaoz E valeez araog dezhei, en deiz en kolonen eur goabren hag en noz en eur golonen dân. 15 Ha mar lekeaz da vervel ar bobl ma, evel eun den hepken, ar boblou ho deuz klevet da vrud mad, a lavaro : 16 Dre ma na helle ket an Aotrou lakaat ar bobl ze da vont er vro Hen doa touet rei dezhei, Hen deuz ho sakriflet en distro. 17 Ha, brema, me az ped, ra en em diskezo galloud an Aotrou en he vraster, evel ma ec’h euz diskleriet, o lavarout : 18 An Aotrou a zo gorrek da vont en koler ha founuz en trugarez ; pardouni a ra ar fall hag an drouk ; mes na zalc’h ket ar c’houpabl evit didammal ; kastia a ra fallentez an tadou var ar vugale, beteg an deirved hag ar bederved rumach. 19 Pardoun, me az ped, fallentez ar bobl ma, hervez braster da c’hras, hag evel ma Ec’h euz pardounet d’ar bobl ma adaleg an Ejipt beteg ama.

20 Hag an Aotrou a lavaraz : Pardounet Em euz, hervez da c’hir. 21 Mes ken gwir ha ma ez Oun beo, ha ma leun gloar an Aotrou an douar holl, 22 an holl dud pere ho deuz gwelet ma gloar hag ar siniou pere Em eur groet en Ejipt hag el leac’h distro, ha pere ho deuz va zentet dek gweach, ha pere n’ho deuz ket selaouet va mouez, 23 na welfont ket ar vro Em euz prometet dre le rei d’ho zadou. Hag ar re holl pere ho deuz disprijet ac’hanoun, na welfont ket anezhan. 24 Mes dre ma eo bet va servicher Kaleb beoet euz a eur spered all, ha ma hen deuz va heuliet mad, me hen lakaio da vont er vro ma eo bet, hag he lignez he dalc’ho. 25 Hag an Amalekited hag ar Gananeed a choum en draounien ; distroit varc’hoaz var a dre, hag eet en distro var zu ar mor Ru.

26 An Aotrou a gomzaz ive da Voizez ha da Aaron, o lavarout ; 27 Bete pegeit ec’h espernin an asamble drouk ma, pehini a grosmol a enep d’In ? Klevet Em euz ar c’hrosmolou a grosmol bugale Israel Em enep. 28 Lavar dezhei : Ken guir ha ma ez Oun beo, a lavar an Aotrou, Me a raio deoc’h ar pez Em euz klevet oc’h euz lavaret ; 29 ho korfou a gwezo en distro ma ; hag ar re holl ac’hanoc’h a zo bet niveret, hervez ho holl niver, adaleg an oad a ugent vloaz hag ouc’h-penn, c’hwi holl pere hoc’h euz krosmolet Em enep, 30 n’az efet ket er vro divarbenn pehini Em euz savet va dorn, o touet lakaat ac’hanoc’h da choum ennhi ; nemert Kaleb, mab Jefunne, ha Josue, mab Nun. 31 Mes lakaat a rin da vont ennhi ho pugale vihan, a bere oc’h euz lavaret e vijent eur prei eno ; anaout a raint ar vro oc’h euz disprijet. 32 Mes ho korfou maro, deoc’h-hu, a gwezo en distro ma. 33 Hag ho pugale a ielo o peuri en distro enpad daou-ugent vloaz, hag e toukfont ar boan euz ho kastaouerez, bete ma vezo ho korfou kuzumet en distro. 34 Hervez an niver a zeiziou en pere hoc’h euz gwelet ar vro, da lavaret eo daou-ugent devez, c’hwi a zougo poan ho fallentezou enpad daou-ugent vloaz, eur bloaz evit pep devez, ha c’hwi anavezo an nerz eus ma fellidigez. 35 Me, an Aotrou, he lavaret Em am euz : Ober A rin kement ma d’an holl asamble drouk ma, pehini a zo en em unanet a enep d’In ; kuzumet e vefont en distro ma, hag e varvfont ennhan.

36 Hag an dud hen doa Moizes kaset evit gwelet ar vro, ha pere a oa distroet hag ho doa groet d’an asamble krosmoli a enep dezhan, o tikria ar vro ; 37 an dud ze, pere ho doa dikriet ar vro, a varvaz skoet gant eur gouli dirag an Aotrou. 38 Mes Josue, mab Nun, ha Kaleb, mab Jefunne, a choumaz beo a douez an dud pere a oa eet evit gwelet ar vro.

39 Ha Moizez a lavaraz ar c’homzou ma da holl vugale Iarael ; hag e oe er c’haonv bras entouez ar bobl. 40 Neuze e savjont beure mad, hag e pinjont entrezek krec’h ar menez, o lavarout : Ni a zo ama, hag e pinfomp d’al leac’h Hen deuz an Aotrou komzet ; rag pec’het hon euz. 41 Mes Moizez a lavaraz : Perag e torret-hu gourc’hemen an Aotrou ? Kement se na zeui ket da vad. 42 Na biniat ket gant aoun na vefac’h pilet dirag hoc’h enebourien, rag an Aotrou n’ema ket en ho touez. 43 Rag an Amalekited hag ar Gananeed a zo aze dirazoc’h, ha c’hwi a gwezo gant ar c’hleze, abalamour ma oc’h distroet euz an Aotrou ; hag an Aotrou na vezo ket ganeoc’h. 44 Koulskoude, en em galedchont da biniat var greac’h ar menez ; mes arc’h konvenans Doue ha Moizez n’az eaz ket euz a greiz ar c’han. 45 Hag an Amalekited hag ar Gananeed, pere a choum er menez ze, a ziskennaz, hag ho filaz hag a lakaz anezhei a damou beteg Horma.


15 NEUZE an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 2 Komz da vugale Israel, ha lavar dezhei : Pa vefeet eet er vro en pehini e tleit choum, ha pehini A roan deoc’h, 3 ha ma refet eur sakrifis dre an tân d’an Aotrou, eur sakrifis-losk, pe eur sakrifis evit en em akita euz eur westl, pe eur sakrifis a volonte vad, pe, en ho kweliou, evit ober d’an Aotrou eur ro a c’houez vad a loened bras pe vihan ; 4 an hini a ginnigo he brof he ginnigo d’an Aotrou eur prof euz an dekved bleud kun distrempet gant eur c’hart euz eun hin eol. 5 Hag e ri eur skuliadur euz eur c’hart hin a win var ar sakrifis-losk, pe ar sakrifis, evit pep oan. 6 Mar d’eo eur maout, e ri eur prof a zaou dekved bleud kun distrempet gant an drederen euz a eun hin eol, 7 hag an drederen euz a eun hin gwin evit ar skulierez ; he ginnig a ri en c’houez vad d’an Aotrou. 8 Ha pa sakrifii eul loe en sakrifis-losk, pe en sakrifis evit en em gitezi euz a eur gwestl, pe en sakrifis a beoc’h d’an Aotrou, 9 e kinnikfer, gant al loe, eur prof a dri dekved vleud kun, distrempet gant an hanter euz a eun hin eol ; 10 hag e kinnigi an hanter euz a eun hin gvin evit ar skuliadurez ; eur sakrifis eo groet dre an tân, a c’houez vad d’an Aotrou. 11 Ober a rafer er memeuz doare evit pep ijen, pep maout, pep oan pe garvrik ; 12 hervez an niver euz ar re a sakrififer, ober a refet evel se evit pep hini, hervez ho niver. 13 Ar re holl pere a zo ganet er vro a raio an traou ze evel se, pa ginnikfont eur sakrifis groet dre an tân, a c’houez vad d’an Aotrou.

14 Mar choum eun diaveziad ganeoc’h, pe eun den o choum en ho touez, en ho lignezou, a ginnikfe eur sakrifis dre an tân en c’houez vad d’an Aotrou, e raio evel ma refet. 15 Beza e vezo eur memeuz urz evidoc’h, asamble, hag evit an diaveziad a choumo en ho touez ; kement se a vezo eun urz peur-baduz evit ho rumachou ; beza e vezo evel se euz an diaveziad evel evidoc’h dirag an Aotrou. 16 Hag e vezo eur memeuz lezen hag eur memeuz reglen evidoc’h hag evit an diaveziad pehini a choumo ganeoc’h.

17 An Aotrou a gomzaz ive da Voizez, o lavarout : 18 Komz da vugale Israel, ha lavar dezhei : Pa vefet eet er vro en pehini o lakaan da vont, 19 ha ma tebrfeet bara euz ar vro ze, e savfet eur prof evit an Aotrou. 20 Sevel a refet en prof eur wastel, kenta loden ho toaz ; he sevel a refet er memeuz doare evel prof al leur. 21 Rei a refet a oad en oad, d’an Aotrou eur roidigez a freuz kenta ho toaz.

22 Ha pa ho pezo pec’het dre zievested, ha pa n’ho pezo ket groet an holl c’hourc’hemennou ze pere Hen deuz an Aotrou roet da Voizez, 23 kement Hen deuz an Aotrou gourc’hemennet deoc’h dre c’henou Moizez, adaleg an deiz en pehini Hen deuz an Aotrou roet deoc’h he c’hourc’hemennou, ha divezatoc’h, en ho lignezou ; 24 mar d’eo an dra bet groet dre errol, hep ma hen defe an asamble he anavezet, an holl asamble a sakrifio eur sakrifis-losk, en c’houez vad d’an Aotrou, eur c’holle iaouank gant he brof hag he skuliadurez, hervez an urz, hag eur bouc’h en sakrifis evit ar pec’hed. 25 Hag ar sakrifier a raio an diskarg evit an holl asamble euz bugale Israel, hag e vezo pardounet dezhei, abalamour ma eo eur pec’hed groet dre errol, ha ma ho deuz digaset dirag an Aotrou ho frof, eur sakrifis groet dre an tân d’an Aotrou hag ho sakrifis evit ar pec’hed, abalamour d’ho errol. 26 Pardounet e vezo da holl asamble bugale Israel, ha d’an diaveziad a choumo en ho zouez, dre ma eo kement se c’hoarvezet gant ar bobl holl dre errol.

27 Mar pec’h eun den hepken dre errol, e kinnigo eur c’havr bloaz en sakrifis evit ar pec’hed. 28 Hag ar sakrifier a raio an diskarg evit an den pehini hen deuz pec’het dre errol, evit ar pec’hed pehini hen deuz groet dre errol, dirag an Aotrou, abalamour da ober diskarg evithan ; hag e vezo pardounet dezhan. 29 Beza e vezo evidoc’h eur memeuz lezen, divarbenn an nep a raio eun dra benag dre errol, evit an hini pehini a zo ganet entouez bugale Israel hag evit an diaveziad pehini a choum en ho touez. 30 Mes evit an hini pehini a raio a zorn savet, pe e vezo ganet er vro pe e vezo diaveziad, e tismegansou an Aotrou ; an den ze a vezo lamet a douez he bobl ; rag disprijet hen deuz komz an Aotrou, hag hen deuz torret he c’hourc’hemen : an den ze a dle beza lamet ; he fallentez a vezo varnezhan.

32 HA, bugale Israel, o veza en distro, a gavaz eun den pehini a zastume koad, deiz ar sabbat. Hag ar re he gavaz o tastum koad, he zigasaz da Voizez ha da Aaron, ha d’an holl asamble. 34 Hag e lekejont anezhan er prizoun ; rag ar pez a dleet ober dezhan ne oa ket bet diskleriet. 35 Neuze an Aotrou a lavaraz da Voizez : An den ze a vezo lakeet d’ar maro ; ra veino an holl asamble anezhan er meaz euz ar c’han. 36 An holl asamble eta a reaz dezhan mont er meaz euz ar c’han, hag a veinaz anezhan, hag e varvaz, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez.

37 AN Aotrou a gomzaz ive da Voizez, o lavarout : 38 Komz da vugale Israel, ha lavar dezhei ma en em raio, euz a oad en oad, eur franch euz beven ho gwiskamant outhan, ha ma lakafont var ar franch ze eus ho beven eur gordonnen bourpr. 39 Hennez a vezo ho franch ; hag, o welet anezhi, c’hwi ho pezo sonj euz holl gourc’hemennou an Aotrou, hag e refet anezhei, ha c’hwi na heulfet ket ioulou ho kaloun ha re ho taoulagad, pere a heuliet evit kwezi en dievezted ; 40 evit ma ho pezo sonj euz va holl gourc’hemennou, ha ma pratikfet anezhei, ha ma vefet santel d’ho Toue. 41 Me eo an Aotrou ho Toue, pehini Em euz ho lekeet da vont kwit euz bro an Ejipt evit beza ho Toue. Me eo an Aotrou ho Toue.


16 HA, Kore, mab Jitsehar, mab Kehath, mab Levi, a reaz eur ge meridigez gant Dathan hag Abiram, mab Eliab, hag On, mab Peleth, bugale Ruben ; 2 hag en em savjont a enep Moizez, gant daou c’hant hanter kant den a vugale Israel, euz ar re genta euz an asamble, pere a c’halvet d’ar c’huzul, tud a vrud. 3 En em dastum a rejont eta a enep Moizez hag a enen Aaron, hag leverjont dezhei : Ra vezo awalc’h kement se ! rag holl re an asamble a zo kensagret hag an Aotrou a zo en ho c’hreiz ; perag eta en em savet-hu dreist asamble an Aotrou ?

4 Moizez, o klevet kement se, en em dolaz var he visach. 5 Hag e komzaz da Gore ha d’ar re holl a oa en em dastumet ganthan, o lavarout : Varc’hoaz ar beure, an Aotrou a roio da anaout piou a zo dezhan, ha piou a zo kensagret, hag he lakaio anezhan da dostaat outhan ; lakaat a raio da dostaast outhan an hini pehini Hen devezo choazet. 6 Grit kement ma : Kemerit ezanzouerou, Kore, ha kement a zo en em dastumet ganthan ; 7 ha varc’hoaz lakit tân ennhei ha lakeet ennhei c’houez vad dirag an Aotrou ; hag an den a vezo choazet gant an Aotrou, hennez eo a zo kensagret dezhan. Ra vezo awalc’h ze deoc’h, bugale Levi.

8 Ha Moizez a lavaraz da Gore : Selaounet brema, bugale Levi. 9 Ha re neubeut eo evidoc’h, Hen defe Doue Israel o lamet a douez asamble Israel, evit ho lakaat da dostaat outhan, abalamour da ober servich Choumach an Aotrou, hag evit choum dirag an asamble, evit he zervichi ; 10 ha ma hen deuz lakeet ac’hanout da dostaat, evel se kouls ha da holl vreudeur, bugale Levi ganez, ma klaskfac’h c’hoaz ar velegiach ? 11 Dre ze, te hag ar re holl pere a zo en em dastumet ganez, oc’h en em dastumet a enep an Aotrou ! Rag piou eo Aaron, ma krosmolet en he enep ?

12 Ha Moizez a gasaz da c’hervel Dathan hag Abiram, mibien Eliab ; mes int a respountaz : Ni na binfomp ket. 13 Ha nebeut eo a dra ma ez pefe hon lakeet da biniat er meaz euz a eur vro en peleac’h e red al leaz hag ar mel, evit hon lakast da vervel en distro ma, ma fell d’id hon mestronia ive ? 14 A-dra-zur, n’ec’h euz ket hon lakeet da zont en eur vro el leac’h ma red al leaz hag ar mel ! Ha n’ec’h euz ket roet deomp eun heritach a barkou nag a winiennou ! Fellout a ra d’id kreuvi daoulagad an dud ze ? ... Ni na binfomp ket.

15 Ha Moizez a oe koleret, hag e lavaraz d’an Aotrou : Na laka ket a evez euz ho frof ; n’em euz ket kemeret diganthei eun azen hepken, ha n’em euz groet drouk da hini hepken outhei. 16 Neuze Moizez a lavaraz da Gore : Te hag ar re holl pere a zo en em dastumet ganez, en em gevet varc’hoaz dirag an Aotrou, te hag int, gant Aaron. 17 Ha kemeret pep hini ac’hanoc’h hoc’h ezanzouer, lekeet parfum ennhei, hag kinniget pep hini ac’hanoc’h he ezanzouer dirag an Aotrou, daou c’hant hanter kant ezanzouer ; te hag Aaron, bet ive pep hini ac’hanoc’h hoc’h ezansouer.

18 Kemer a rejont eta pep hini anezhei ho ezanzouer, lakaat a rejont tân ennhei, hag e lekejont c’houez vad ennhei, hag en em dalc’hjont en dor tabernakl ar gemmenadurez, kenkoulz ha Moizez hag Aaron. 19 Ha Kore a zastumaz a enep dezhei an holl asamble, en dor tabernakl ar gemmenadurez, ha gloar an Aotrou en em diskwezaz d’an holl asamble. 20 Neuze an Aotrou a lavaraz da Voizez ha da Aaron, o lavarout : 21 Tec’het euz a douez an asamble ma, hag e kuzumin anezhei en eul taol. 22 Hag en em doljont var ho bisach, hag e lavarjont : O Doue, Doue sperejou pep kig, eun den kepken hen deux pec’het, hag En Em fulorfez a enep an holl asamble ! 23 Hag an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 24 Komz d’an asamble, ha lavar dezhei : Tec’het divar dro choumach Kore, Dathan hag Abiram.

25 Ha Moizez a savaz hag az eaz da gaout Dathan hag Abiram ; ha re ee ansien Israel hen heuliaz. 26 Hag e komzaz d’an asamble, o lavarout : Pelleet brema euz tantennou an dud fall ze, ha na stoket ket netra hag a vefe dezhei, gant aoun na berisfac’h evit ho holl bec’hejou. 27 En em denn a rejont eta divar dro choumach Kore, Dathan hag Abiram. Ha Dathan hag Abirem a ieaz er meaz, hag en em dalc’haz en ho za en dor ho zantennou, gant ho gragez, ho mibien, hag ho bugale vihan.

28 Ha Moizez a lavaraz : Dre gement ma ec’h anavefet penaoz Hen deuz an Aotrou ma c’haset evit ober an holl draou ze, ha n’em eus groet netra ac’hanoun va unan : 29 Mar maro an dud ze evel ma varo an holl dud, ha ma vent kastiet evel ma ve an holl dud kastiet, an Aotrou n’Hen deuz ket va c’haset ; 30 mes mar krou an Aotrou eun dra nevez holl, ha ma tigor an douar he c’henou, ha ma lonk anezhei gant kement ho deuz, ha mar diskennont beo er bez e wefeet penaoz an dud ze ho deuz disprijet an Aotrou.

31 Hag adaleg m’hen doe echuet da lavaret ar giriou ze, an douar a oa dindanhei a faoutaz ; 32 hag an douar a zigoraz he c’henou, hag ho lonkaz gant ho holl famillou, hag an holl dud a oe gant Kore, hag ho holl vadou. 33 Disken a rejont, int ha kement a oa dezhei, beo er bez, hag an douar ho goloaz ; hag e varvjont euz kreiz an asamble. 34 Hag holl Israel, pere a oa en dro dezhei, a dec’he d’ho c’hri ; rag int a lavare : Lekomp evez na lonkfe an douar ac’hanomp ! 35 Hag eun tân a zeuaz a beurz an Aotrou, hag a zevoraz an daou c’hant hanter kant den pere a ginnige ar c’houez vad.

36 Neuze an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 37 Lavar da Eleazar, mab Aaron, ar sakrifier, ma tastumo an ezanzouerou a greiz an tân, ha skul an tân outhei pell ; rag kensagret int bet. 38 Divarbenn ezanzouerou ar re pere ho deuz pec’het a enep ho ineou, ra vezo groet outhei plakou ledan evit golo an aoter. Pa ho deuz ho c’hinniget dirag an Aotrou, int bet kensakret ; hag e servichfont da zin da vugale Israel. 39 Eleazar, ar sakrifier, a gemeraz eta an ezanzouerou arm pere o doa kinniget ar re a oa bet devet, hag e oe groet plakou evit golo an aoter, eun memor da vugale Israel, 40 evit eun diaveziad, pehini n’eo ket euz a lignez Aaron, na dostao ket evit ober leski ar parfum dirag an Aotrou, ha ma na vefe evel Kore hag evel ar re pere en em zastumaz ganthan, evel ma Hen doa an Aotrou, he lavaret dre Voizez.

41 Hag an deiz varlerc’h, holl asamble bugale Israel a grosmole a enep Moizez hag a enep Aaron, o lavarout : Lakeet oc’h euz pobl an Aotrou d’ar maro. 42 Hag e c’hoarvezaz, evel ma en em grevae an asamble a enep Moizez hag a enep Aaron, ma seljont entrezek tabernakl ar gemmenadurez, ha setu, ar goabren ho goloaz, ha gloar an Aotrou en em diskwezaz. 43 Ha Moizez hag Aaron a zeuaz dirag tabernakl ar gemmenadurez. 44 Hag an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 45 Tec’het euz kreiz an asamble, hag ho c’huzumin en eun taol. Mes kweza a rejont var ho bisachou, 46 ha Moizez a lavaraz da Aaron : Kemer an ezansouer, laka tân ennhan a zivar an aoter, ha laka ennhan c’houez vad, ha kea buhan da gaout an asamble, ha gra diskarg evithei ; rag an erez a zo eet kwit a zirag an Aotrou ; ar gouli a zo kommanset. 47 Hag Aaron a gemeraz an ezanzouer, evel ma hen doa Moizez lavaret dezhan, hag e redaz en kreiz an asamble ; ha setu, ar gouli a oa dija kommanset entouez ar bobl. Neuze e lekeaz ar parfum, hag e reaz an diskarg evit ar bobl. 48 Hag en em dalc’haz entre ar re varo hag ar re veo, hag ar gouli a baouezaz. 49 Hag e oe pevarzek mil seiz kant pere a varvaz euz ar gouli, ouc’h-penn ar re a oa maro abalamour da Gore. 50 Neuze Aaron a zistroaz da gaout Moizez, en dor tabernakl ar gemmenadurez, hag ar gouli a baouezaz.


17 NEUZE an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 2 Komz da vugale Israel, ha kemer diganthei eur walen hervez tiez ho zadou, da lavaret eo daouzek gwalen, euz ho holl brinsed, hervez tiez ho zadou. Skriva a ri hano pep hini anezhei var he walen. 3 Hag e skrivi hano Aaron var gwalen Levi ; rag beza e vezo eur walen evit pep chef tiez euz ho zadou. 4 Hag ho lakai en tabernakl ar gemmenadurez, dirag an Desteni, el leac’h ma en Em unanan deoc’h. 5 Hag ec’h aruo penaoz gwalen an den A choazin, a fleurio ; hag E lakain da baouez diraz Oun ar c’hrosmolou grosmol bugale Israel a enep deoc’h.

6 Moizez a gomzaz eta da vugale Israel, hag ho holl brinsed a roaz dezhan, hervez tiez ho zadou, pep hini eur walen da lavaret eo daouzek goalen. Ha goalen Aaron a oa en kreiz ho gwalinier. 7 Ha Moizez a lakeaz ar gwalinier dirag an Aotrou, en tabernakl an Desteni. 8 Hag e c’hoarvezaz, an deiz varlerc’h, ma ez eaz Moizez en tabernakl an Desteni, ha setu gwalen Aaron, evit ti Levi, a oa fleuriet ; boutet he doa boutonou, produet he doa fleuriou, ha darevet alamandez. 9 Neuze Moizez a dennaz a zirag an Aotrou an holl walinier, hag ho c’hinnigaz da holl vugale Israel ; hag e weljont, hag e kemerjont pep hini anezhei he walen.

10 Hag an Aotrou a lavaraz da Voizez : Digas gwalen Aaron dirag an Desteni, evit beza miret evel eur zin evit ar vugale a stourmou ; hag e ri paouez diraz Oun ho c’hrosmolou, ha ne varvfont ket. 11 Ha Moizez he reaz ; ober a reaz evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet dezhan.

12 Ha bugale Israel a lavaraz da Voizez : Setu, e varvomp, kollet omp, kollet omp holl ! 13 Piou benag a dosta euz Choumach an Aotrou, a varo. Mervel a rafomp-ni eta holl ?


18 NEUZE an Aotrou a lavaraz da Aaron : Te ha da vibien, ha ti da dad ganez, a zougo fallentez ar santuar ; ha te, ha da vibien ganez c’hwi a zougo fallentez ho pelegiach. 2 Laka da dostaat ive ganez da vreudeur, poblad Levi, poblad da dad, mar en em unanfont d’id ha ma servichfont ac’hanout ; ha te ha da vibien ganez, c’hwi a vezo dirag tanten an Desteni. 3 Miret a refont ar pez a c’hourc’hemenni dezhei hag ar pez a zell an tabernakl holl ; nemet na dostafont ket euz an traou zagr, nag euz an aoter, gant aoun na varvfent ha c’hwi ganthei. 4 Unanet e vefont eta d’id, hag e virfont kement a zell euz tabernakl ar gemmenadurez, evit holl servich an tabernakl, ha diaveziad ebet na dostao ouzoc’h. 5 Ha c’hwi a viro kement a zell ar santuar hag an aoter, abalamour ma na vezo ken a zrougiez a enep bugale Israel. 6 Evid Oun Me setu, Em euz kemeret ho preudeur al Levited, a douez bugale Israel ; roit int deoc’h en prof evit an Aotrou, evit ober servich tabernakl ar gemmenadurez. 7 Mes te, ha da vibien ganez, c’hwi en em a kwito gant evez euz ho pelegiach, en kement hag a zell an aoter, hag ar pez a zo en diabarz ar gwel ; hag e refet ennhan ar zervich. Rei a ran deoc’h ar velegiach en servich a ro pur ; hag an diaveziad pehini a dostao outhei, a vezo lakeat d’ar maro.

8 An Aotrou a lavaraz c’hoaz da Aaron : Setu, Em euz roet d’id an evez euz ma frofou savet var an holl draou kensagret gant bugale Israel ; ho roet Em euz d’ id, ha d’az pugale, dre eun urz peur-baduz, evel droet an eoliadurez. 9 Kement ma a vezo d’id, a douez an traou santel-meurbet pere na vefont ket kusumet : ho holl brofou, en ho holl roiou, en ho holl sakrifisou evit ar pec’hed, hag en ho holl sakrifisou evit an drouk, pere a zigasfont d’In ; an traou zantel-meurbet ze a vezo evidout hag evit da vugale. 10 Ho dibri a ri el leach santel-meurbed ; pep paotr ac’hanout a zebro outhei ; kement se a vezo evidout eun dra zagr.

11 Kement ma ive a vezo d’id : ar prof savet var ho donezounou, var holl brofou ijet bugale Israel ; Me Em euz ho roet d’id, d’az mibien ha d’az merc’hed ganez, dre eun urz peur-baduz. Piou benag a vezo pur ez ti a zebro outhei. 12 Roet Em eux ive ho freuz kenta pere a ginnikfont d’an Aotrou, ar gwella holl euz an eol, ar gwella holl euz ar gwin hag euz ar gwiniz. 13 Ar c’henta frouez euz a gement a broduo an douar, hag a zigasfont d’an Aotrou, a vezo d’id ; piou benag a vezo pur en da di a zebro outbei. 14 Kement a vezo lakeat a du evel gwestl en Israel a vezo d’id. 15 Pep kenta-ganet, a bep kig, pere a ginnigfont d’an Aotrou, pe tud pe loened, a vezo d’id ; nemet e preni ar c’henta-ganet euz ar wersed ; prena a ri ive ar c’henta ganet a douez al loened dibur. 16 Divarbenn he adprena, hen adpreni adaleg an oad a eur mis, hervez da brizach, en priz a bemp sikl arc’hant, hervez sikl ar santuar, pehini a zo euz a ugent obolen. 17 Mes na breni ket kenta ganet ar vuoc’h, na kenta ganet an danvadez, na kenta ganet ar c’harv ; ar re ze a zo traou zagr. Skulia a ri ho goad var an aoter, hag e lakai ho lard da leski en sakrifis groet dre an tân, a c’houez vad d’an Aotrou. 18 Hag ho c’hig a vezo d’id ; d’id e vezo evel ar bruched a ijer, hag evel ar c’har deou. 19 Roet Em euz d’id an holl brofou savet var an traou zagret a ginnigo bugale Israel d’an Aotrou, d’id, d’az mibien, ha d’az merc’hed ganez dre eun urz peur-baduz ; eur gonvenans divreinuz eo, peur-baduz dirag an Aotrou, evidout hag evit da lignez ganez.

20 Neuze an Aotrou a lavaraz da Aaron : N’az pezo heritach ebet en ho bro ; n’az pezo loden ebet en ho c’hreiz ; Me eo da loden ha da heritach en kreiz bugale Israel, 21 Ha divarbenn bugale Levi, setu Em euz roet dezhei evit heritach holl dekvedou Israel, en trok euz ar servich a reont, servich tabernakl ar gemmenadurez. 22 Ha bugale Israel na dostafont ken euz tabernakl ar gemmenadurez, gant aoun ne n’em garkfent euz eur pec’hed ha na varvfent. 23 Mes al Levited eo ar re a raio servich an tabernakl ar gemmenadurez, hag int eo ar re a zougo ho fallentez ; beza e vezo eun urz peur-baduz en ho rumachou ; ha n’ho devo heritach ebet entouez bugale Israel. 24 Rag roet Em euz evit heritach d’al Levited an dekvedou euz bugale Israel, pere a savfont evit an Aotrou en prof ; abalamour da ze, En eus lavaret outhei : N’ho devo heritach ebet entouez bugale Israel.

25 Neuze an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 26 Komz a ri ive d’al Levited, hag e lavari dezhei : Pa ho pezo resevet digant bugale Israel an dekved pere Em euz roet deoc’h varnezhei evit ho c’heritach e kemerfet prof an Aotrou, an degved euz an dekved. 17 Hag ho prof savet a vezo niveret deoc’h evel gwiniz al leur hag evel founder ar veol. 28 Evel se, e savfet, c’hwi ive, prof an Aotrou var ho c’holl dekvedou, ha pa gemerfet digant bugale Israel ; hag e rofet anezhei prof an Aotrou da Aaron, ar sakrifier. 29 Sevel a refet holl brof an Aotrou, var an holl a draou a vezo roet deoc’h ; var gement holl a zo a wella, e savfet al loden santel. 30 Hag e lavari dezhei : Pa ho pezo savet ar gwella euz an deog, e vezo niveret d’al Levited evel leve al leur hag evel leve ar veol. 31 Hag hen debrfet en eul leac’h benag, c’hwi hag ho famill ; rag hennez eo ho gobr, en trok euz ho servich en tabernakl ar gemmenadurez. 32 Ha dre eno n’en em garkfet euz pec’hed ebet, pa ho pezo savet ar pez a zo a wella, ha na brofanfet ket traou sagr bugale Israel, ha ne varvfet het.


19 AN Aotrou a gomzaz c’hoaz da Voizez ha da Aaron, o lavarout : 2 Setu urz al lezen Hen deuz an Aotrou gourc’hemennet, o lavarout : Komz da vugale Israel, ha ma tigasfont d’id eur vioc’h rouz, divriz, pehini a vefe dinam ha pehini na defe ket douget ar ieo. 3 Goude e rofet anezhi da Eleazar, ar sakrifier, pehini he c’haso er meaz euz ar c’han, hag e lazfer anezhi dirazhan. 4 Neuze Eleazar, ar sakrifier, a gemero euz he goad gant he viz, hag a raio seiz gweach ar skuliadurez euz he goad, var diaraog tabernakl ar gemmenadurez. 5 Hag e loskfer ar vuoc’h dirag he zaoulagad ; devi a refer ive he c’hroc’hen, he c’hig hag he goad, gant he fank. 6 Hag ar sakrifier a gemero koad sedr, hisop ha kramoisi, hag ho zaolo en kreiz an tân e leac’h ma tevfer ar vuoc’h. 7 Goude ar sakrifier a walc’ho he zillad hag he gig en dour, ha goude ze e tristroio d’ar c’han ; hag ar sakrifier a vezo souliet beteg an noz. 8 Hag an hini pehini hen devezo he zevet a walc’ho he zillad en dour hag a venio he gig en dour, hag e vezo souliet beteg an noz. 9 Hag eun den pur a zastumo ludu ar vuoc’h, hag hen taolo er meaz euz ar c’han en eul leac’h pur ; hag e vezo miret evit asamble bugale Israel, evit ober an dour a burifikasion. Eun netadurez eo evit ar pec’hed. 10 Hag an hini hen devezo dastumet ludu ar vuoc’h a walc’ho he zillad, hag a vezo souliet beteg an abardaez ; ha kement se a vezo eun urz peur-baduz evit bugale Israel hag evit an diaveziad a choumo en ho zouez.

11 An hini a stoko eur c’horf maro, euz eun dra benag ma ve, a vezo souliet seiz devez. 12 En em burifia a raio gant an dour ze an drede deiz, ha d’ar seizved deiz e vezo pur ; ma n’en em burifi ket en drede deiz nag er seizved deiz, na vezo ket pur. 13 Piou benag hen devezo stoket eur maro, eun den pehini a vefe maro, ha na vefe ket en em burifiet, en deuz souliet Choumach an Aotrou ; an den ze a vezo lamet kwit a Israel ; pa n’eo ket an dour a netadurez bet skuliet varnezhan, souliet eo ; he souliadur a zo c’hoaz varnezhan.

14 Setu ama al lezen : Pa varvo eun den en eun danten, piou benag a ielo en danten, ha kement a vezo en danten, a vezo souliet seiz devez. 15 Ha pep besel disolo, var behini ne vez golo stak ebet, a vezo souliet. 16 Ha piou benag a stoko, er parkeier eun den lazet gant ar c’hleze, pe eur maro, pe eskern tud, pe eur bez, a vezo souliet seiz devez. 17 Hag e kemerfer, evit an hini a vezo souliet, euz al ludu pehini a zo bet devet evit ar pec’hed, hag e lakafer varnezhan, en eur vesel, dour beo ; 18 hag eun den pur a gemero hisop, hag o drempo en dour, hag a raio outhan skuliadurez var an danten, var an holl besellou ha var an holl dud pere a zo ebarz, ha var an hini hen deuz stoket eskern, pe eun den lazet pe eur maro, pe eur bez. 19 An den pur a raio skuliadurez var an hini pehini a vezo souliet, en drede deiz hag er seizved, hag hen purifio er seizved. Gwalc’hi a raio he zillad hag en em walc’ho en dour ; ha d’ar abardaez e vezo pur. 20 Mes divar-benn an den pehini a vezo souliet ha n’en em burifio ket, an den ze a vezo lamet kwit euz a douez an asamble, rag souliet hen deuz santual an Aotrou. An dour a burifikasion n’eo ket bet skuliet varnezhan, souliet eo. 21 Ha kement se a vezo evithei eun urz peur-baduz. An hini hen devezo groet skuliadur euz an dour a burifikasion a walc’ho he zillad hag an hini a doucho an dour a burifikasion a vezo souliet beteg an abardaez. 22 Ha kement a vezo stoket gant an den souliet, a vezo souliet hag an den a stoko ennhan, a vezo souliet beteg an abardaez.


20 HA, bugale Israel, an holl asamble, a eruaz en distro Tsin, er c’henta mis, hag ar bobl en em aretaz en Kades ; ha Mari a varvas eno, hag e oe beziet eno. 2 Ha ne oa ket a zour evit ar bobl, hag en em savchont a enep Moizez hag a enep Aaron. 3 Hag ar bobl a enebaz gant Moizez, hag e leverjont : Plijo gant Doue e vijemp marvet, pa varvaz hon breudeur dirag an Aotrou ! 4 Perag oc’h euz-hu lakeat pobl an Aotrou da zont en distro ma, evit ma varvfemp-ni ama, ni hag hon loened ? 5 Perag oc’h euz-hu hon lakeat da biniat euz an Ejipt, evit hon digas el leac’h fall ma, pehini n’eo ket eul leac’h evit hada, nag evit fiez, nag evit ar winien, nag evit ar grenad, hag en pelec’h n’euz ket a zour da eva ?

6 Neuze Moizez hag AarOn en em dennaz dirag an asamble, en dor tabernakl ar gemmenadurez ; hag e kwejont var ho bisach ha gloar an Aotrou en em diskwezaz dezhei. 7 Hag an Aotrou a gomzaz da Voizez ’o lavarout : 8 Kemer ar walen ha galv an asamble, te hag Aaron, da vreur, ha komzet d’ar roc’h dirazhei, hag e roio he dour ; lakaat a ri dezhei dour da zont er meaz ar roc’h, hag e roio da eva d’an asamble ha d’ho loened.

9 Moizez eta a gemeraz ar walen a zirag an Aotrou, evel ma Hen doa gourc’hemennet dezhan. 10 Moizez hag Aaron a c’halvaz an asamble dirag ar roc’h ; hag e lavaraz dezhei : Selaouet eta, enebourien ! Lakaat a rafomp-ni dour da zont euz ar roc’h ma ? 11 Ha Moizez a savas he zorn, hag a skoaz ar roc’h gant he walen, aben diou wech ; neuze dour a zeuaz gant founder er meaz, hag an asamble a evaz, hag ho loened ive.

12 Neuze an Aotrou a lavaraz da Voizez ha da Aaron : Abalamour ma n’hoc’h eus ket kredet enn Oun, evit ma santifia dirag bugale Israel abalamour da ze na renfet ket ar bobl ma er vro pehini Em eus roet dezhei.

13 Ar re ze eo doureier Meriba, en peleac’h bugale Israel a enebaz gant an Aotrou ; hag en em santifiaz ennhei.

14 Neuze Moizez a gasaz, euz Kades, kannaded da roue Edom, da lavaret dezhan : Evelhen hen deuz lavaret da vreur Israel : Anaout a rez an holl boaniou a zo deuet varnomp ; 15 penaoz e tiskennaz hon zadou en Ejipt ; ha penaoz omp choumet pell en Ejipt, hag ho deus an Ejiptsianed, gwal dreitouret ac’hanomp, ni hag hon zadou ; 16 hag hon euz kriet d’an Aotrou, hag Hen deus klevet hon mouez. Digaset Hen deuz eun êl, hag Hen deuz hon zennet euz an Ejipt. Ha setu, ez omp en Kades, kear pehini a zo en penn da harz ; 17 hon lez da dremen dre da vro ; na dremenfomp na dre ar parkeier, na dre ar gwiniennou, ha na evfomp ket dour ar punsou ; bale a refomp dre an hent roial, na zistrofomp nag a zeou nag a dleiz, bete ma hon bezo tremenet da harz. 18 Mes Edom a respountaz dezhan : Na dremeni ket dre va bro, en aoun na zafemp araog d’id gant ar c’hleze. 19 Bugale Israel a respountaz dezhan : Ni a binio dre an hent bras ; ha mar evomp euz da zour, me ha va loened, me hen paeo. Ma tremenin gant va zreid hepken ; nan traou all. 20 Mes lavaret a reaz : Na dremeni ket. Hag Edom a ieaz araog dezhan gant eur vanden vras a dud hag a zorn armet. 21 Evel se Edom a refusaz da Israel ar gallout da dremen dre he harz ; hag Israel en em distroaz ac’hane.

22 Ha bugale Israel, an holl asamble, az eas euz Kades hag a zeuas da venez Hor. 23 Hag an Aotrou a gomzaz da Voizez ha da Aaron, en menez Hor, var harz bro Edom, o lavarout : 24 Aaron a vezo dastumet entrezek he boblou ; rag n’ez ai ket er vro Em euz roet da vugale Israel, dre ma hoc’h bet enebourien d’am gourc’hemen, en dour Meriba. 25 Kemer Aaron hag he vab Eleazar, hag ho laka da biniat var menez Hor ; 26 neuze diwisk Aaron euz he zillad hag ho gwisk da Eleazar he vab hag Aaron a vezo dastumet, hag a varvo eno. 27 Moizez a reaz eta evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet dezhan ; hag e pinjont var menez Hor, dirag an asamble. 28 Ha Moizez a ziwiskaz Aaron euz he zillad, hag a wiskaz ganthei Eleazar he vab. Hag Aaron a varvaz eno var c’horre ar menez ; ha Moizez hag Eleazar a ziskennaz divar ar menez. 29 Hag an holl asamble a welaz e oa marvet Aaron ; hag holl di Israel a welaz da Aaron enpad tregont devez.


21 Pa glevas ar C’hananean, roue Arad, pehini a choume er c’hreisteiz penaos e teue Israel dre hent an ispionerien, e stourmaz euz Israel hag e kemeras prisounierien. 2 Neuze Israel a reaz eur gwestl d’an Aotrou, hag a lavaraz : Ma lekeez ar bobl ze entre va daouarn, me a lakaio he geariou da netra. 3 Hag an Aotrou a selaouaz mouez Israel hag a roaz dezhei ar Gananeed. Gwestlet e oent da netra, int hag ho c’heariou hag e oe galvet al leac’h se Horma.

4 Neuze ez ejont euz a venez Hor, var zu ar mor Ru, evit ober an dro da vro Edom ; hag ar bobl a gollas kourach en hent. 5 Ar bobl a gomzaz eta a enep Doue hag a enep Moizez, hag a lavaraz : Perag oc’h euz-hu hon lakeat da biniat euz bro an Ejipt, evit mervel el leac’h distro ? rag n’euz ket ama na bara, na dour, hag hon ine a zo dic’houtet euz ar bara miserabl ma. 6 Hag an Aotrou a gasaz entouez ar bobl aered devus, pere a flemme ar bobl, en hevelep doare ma varvaz eun niver bras a Israelited. 7 Neuze ar bobl a zeuaz da gaout Moizez, hag a lavaraz : Pec’het hon euz, rag komzet hon euz a enep an Aotrou hag a enep d’id. Ped an Aotrou, ma pellao ouzomp an aered. Ha Moizez a bedaz evit ar bobl. 8 Hag an Aotrou a lavaraz da Voizez : Gra eun aer devuz, hag e laka var eur berchen ; hag e c’hoarvezo penaoz piou benag a vezo flemmet hag a zello outhan, a vezo iac’heet. 9 Moizez eta a reaz eun aer arm, hag hen lakeaz var eur berchen ; hag e c’hoarvezaz pa vije bet eun den flemmet gant ar serpant, e selle euz an aer arm, hag e vije iac’heet.

10 Neuze bugale Iarael a ieaz hag a gampaz en Oboth. 11 Hag ez ejont euz Oboth, hag e kampjont en Ijje-Abarim, en distro a zo vis-a-vis da Voab, entrezek ar savheol. 12 Ac’hane ez ejont hag e kampjont en dour red Zered. 13 Ac’hane ez ejont hag e kampjont en tu all d’an Arnon, pehini a zo en distro, en pen harz an Amoreaned ; rag an Arnon eo harz Moab, entre ar Voabited hag an Amoreaned. 14 Dre ze eo lavaret, en levr brezeliou an Aotrou ;

Vaheb en Sufa,
Ha dour red an Arnon,
15 Hag ar red douriou
A zo var zu al leac’h ma oa Ar,
Ha pehini en em harp en harz Moab.

16 Hag ac’hane e teujont da Veer, hennez eo ar puns a behini an Aotrou a lavaraz da Voizez : Dastum ar bobl, ha Me a roio dezhan dour.

17 Neuze Israel a ganaz ar c’hantik ma :

Pin, O puns ! Kanit dezhan
Oc’h en em respount.
Puns pere ho deuz an aotroune toulet,
Ma deuz re vras ar bobl toulet,
Gant ar walen, gant ho baz !

Neuze, euz an distro e teujont da Vatthana ; 19 hag euz Matthana da Nahaliel ; 20 hag euz Nahaliel da Vamoth ; hag euz Bamoth d’an draounien pehini a zo en douar Moab, en kreac’h Pisga, dirag plenen an distro.

21 Hag, Israel a gasaz ambasadourien da Sihon, roue an Amoreaned, evit lavaret dezhan : 22 Ma lez da dremen dre da vro ; ni na zistrofomp ket er parkeier, nag er gwiniennou, ha na evfomp ket a zour euz ar punsou : bale a refomp dre an hent roial ken hon bezo tremenet da harz. 23 Mes Sihon na lezaz ket Israel da dremen dre he harz ; ha Sihon a zastumaz he holl bobl, hag a ieasz arnog Iarael var zu an distro, hag e teuaz da Jahats, hag e stourmaz euz Israel. 24 Mes Israel he skoaz gant laonien ar c’hleze, hag a c’houneaz he vro, adaleg an Arnon bete Jabok bete bugale Ammon ; rag harz bugale Ammon a oa nerzuz.

25 Hag Israel a gemeraz an holl geariou ze, hag Israel a choumaz en holl geariou an Amoreaned, en Hesbon, hag en holl geariou tro zro. 26 Rag Hesbon a oa kear Sihon, roue an Amoreaned, pehini hen doa groet ar brezel da roue diagent Moab hag hen doa kemeret he holl vro beteg an Arnon. Dre ze ar varded a lavar :

27 Deuet da Hesbon ;
Ma vezo kear Sihon masounet hag adlakeet !
28 Rag eun tân a zo deuet er meaz euz Hesbon,
Eur flam euz kear Sihon ;
Devoret e deuz Ar Moab,
Mestrou hueladennou an Arnon.
29 Gwalheur d’id, Moab !
Kollet out, pobl Kemosh !
Lezet hen deuz he vibien da redek.
Hag he verc’hed en esklavach
A Sihon, roue an Amoreed.
30 Ha ni hon euz ho zreujet.
Hesbon hen deuz periset, bete Dibon.
Distrujet hon euz bete Nofak dre an tàn,
Bete Medeba.

31 Israel a choumo eta en bro an Amoreaned. 32 Neuze Moizez a gasaz da anaout Jaezer, hag e kemerjont ar c’heariou divardro, hag e tiwiskjont an Amoreaned pere a oa eno.

33 Goude e trojont hag e pinjont var zu Bassan ; hag Og, roue Bassan, a zeuaz araog dezhei, hen hag he hol bobl, evit brezeli da Edrei. 34 Mes an Aotrou a lavaraz da Voizez : N’az pez ket aoun dirazhan ; rag e lakeet Em euz entre da zaouarn, ha he holl bobl, hag he holl vro ; hag e ri dezhan evel ma ec’h euz groet da Sihon, roue an Amoreaned, pehini a choume en Hesbon. 35 Ha bilat a rejont eta, hen hag he vibien, hag he holl bobl, evit ma na choumaz den ganthan ; hag e perc’henjont he vro.


22 NEUZE, bugale Israel a ieaz, hag a gampaz en plenennou Moab, en tu all da Jourdan Jeriko.

2 Ha Balak, mab Tsippor, a welaz kement hen doa Israel groet d’an Amorean. 3 Ha Moab hen doe eun aoun vras dirag ar bobl ze, dre ma oa niveruz ; ha Moab a oe spountet dirag bugale Israel. 4 Moab eta a lavaraz da re ansien Madian : Brema ar foul ma a ia da zevori holl en dro deomp, evel ma peur an ejen ieot ar parkeier.

5 Hag, en amzer ze, Balak, mab Tsippor, oa roue Moab. Hag e kasar kannadourien da Valaam, mab Beor, da Bethor, var ar rivier, en bro bugale he bobl, evit hen gervel, o lavarout : Setu, eur bobl a zo deuet kwit euz an Ejipt ; setu, e c’holo fas an douar, hag eo en em lakeet vis-a-vis d’in. 6 Deuz brema, me az ped ; millik ar bobl ma, rag galloudusoc’h eo evidoun me. Marteze hellin he bilat, hag hen kas kwit euz ar vro ; rag anaout a ran penaoz an hini a vennigez a zo benniget, hag an hini a villigez a zo milliget.

7 Re ansien Moab az eaz eta, gant re ansien Madian, o kaout en ho daouarn profou evit an diviner ; hag e teujont da gaout Balaam, hag e tisklerjont dezhan komzou Balak. 8 Hag hen a respountaz dezhei : Choumit ama en noz ma, ha me a respounto deoc’h, hervez ma komzo an Aotrou d’in. Hag aotroune Moab a choumaz en ti Balaam.

9 Ha, Doue a zeuaz da gaout Balaam, hag a lavaraz dezhan : Piou eo an dud ze a zo en da di ? 10 Ha Balaam a respountaz da Zoue : Balak, mab Tsippor, roue Moab, hen deuz kaset d’am c’haout, evit lavaret d’in : 11 Setu eur bobl a zo deuet kwit euz an Ejipt, hag e c’holo fas an douar ; deuz brema, millig anezhan ; marteze e c’hellin e ganna, hag e gas kwit. 12 Ha Doue a lavaraz da Valaam : N’az i ket ganthei, na villigi ket ar bobl ze, rag benniget eo. 13 Ha Balaam a savaz euz ar beure, hag a lavaraz d’an aotroune digaset gant Balak : Distroet d’ho pro ; rag an Aotrou Hen deuz refuset ma lezel da vont ganeoc’h. 14 Aotroune Moab a savaz eta, hag a zistroaz da gichen Balak, hag a lavaraz : Balaam hen deuz refuset dont ganeomp.

15 Ha Balak a gasaz c’hoaz dezhan aotroune en niver brasoc’h ha muoc’h enorabl evit ar re genta ; 16 hag e teujont da gaout Balaam, hag e leverjont dezhan : Evelhen hen deuz lavaret Balak, mab Tsippor : Na refus ket, me az ped, dont d’am c’haout ; 17 rag me a raio d’id kals a enoriou, hag a raio kement a lavarin d’id ; deuz, me az ped, millig ar bobl ma. 18 Mes Balaam a respountaz da servicherien Balak : Pa rofe Balak d’in he di leun a arc’hant hag a aour, ne hellin ket terri urz an Aotrou, ma Doue, evit ober eun dra bihan pe vras. 19 Koulskoude, choumit aman, me ho ped, c’hwi ive en noz ma, ma anavezin ar pez a gendalc’ho an Aotrou da lavaret d’in. 20 Ha Doue a zeuas da gaout Balaam en noz, hag a lavaraz dezhan : Mar d’eo deuet an dud ze evit da c’hervel, sav-te, kea ganthei ; mes na ri nemert pez a lavarin d’id. 21 Balaam a savaz eta euz ar beure, a zibaz he azenez, hag a ieaz gant aotroune Moab.

22 Mes koler Doue en em danaz abalamour ma ez ea ; hag eun êl a beurz an Aotrou en em dalc’haz ebarz en hent, evit stourm outhan. Ha, piniet e oa var he azenez, hag he zaou vevel a oa ganthan. 23 Hag an azenez a welaz êl an Aotrou pehini en em dalc’he en hent, he gleze noaz en he zorn ; hag an azenez a zistroaz euz an hent hag a ieaz er parkeier, ha Balaam a skoe an azenez evit he digas en hent. 24 Mes êl an Aotrou en em dalc’haz en eur c’harent gwinien, pehini hen doa eur voger en eun tu all. 25 Hag an azenez a welaz êl an Aotrou, hag en em serraz a enep ar voger, hag a serraz euz ar voger troad Balaam, pehini a gendalc’he d’he skei. 26 Hag êl an Aotrou a ieaz pelloc’h, hag a choumas en he sa en eul leac’h henk, el leac’h ne oa ket a hent da zistrei nag a zeou nag a dleiz. 27 Hag an azenez a welaz êl an Aotrou, hag en em c’hourveaz dindan Balaam. Mes koler Balaam en em danaz, hag e skoaz an azenez gant eur vas. 28 Neuze an Aotrou a zigoraz genou an azenez, hag e lavaraz da Valaam : Petra em euz groet d’id, ma ec’h euz dija ma skoet teir gwech ? 29 Ha Balaam a respountaz d’an azenez : Groet ec’h euz goab ouzin. Perag n’em euz ket eur c’hleze em dorn ! me em bije dija da lazet. 30 Hag an azenez a lavaraz da Valaam: N’en d’oun ket da azenez, var behini ec’h euz piniet a baoe ma ez out bete hirie ? Ar c’hiz em euz da ober evel se ez kenver ? Hag e respountaz : Nan.

31 Neuze an Aotrou a zigoras daoulagad Balaam, hag e welaz êl an Aotrou pehini en en dalc’he en hent, he gleze noaz en he zorn ; hag en em izeleaz hag en em stouaz var he visach. 32 Hag êl an Aotrou a lavaraz dezhan : Perag ec’h euz-te skoet da azenez dija teir gweach ? Setu, ez 0un deuet evit herzel ouzit, rag heuil a rer eun hent fall diraz Oun. 33 Hag an azenez he doa ma gwelet, hag eo en em distroet diraz Oun teir gwech ; ha ma na vijee ket distroet a ziraz Oun, Me En bije da lazet hag he lezet en buez. 34 Neuze Bulaam a lavaraz da êl an Aotrou : Pec’het em euz ; rag na wien ket penaoz en Em dalc’hez a enep d’in en hent ; ha brema, mar displij kement se d’id, me a zistroio. 35 Hag êl an Aotrou a laras da Valaam : Kea gant an dud ze ; mes ne lavari nemet ar pez A lavarin d’id. Ha Balaam a ieaz gant aotroune Balak.

36 Pa glevaz Balak e teue Balaam, ez eaz araog dezhan, var zu kear Moab, pehini a zo var harz an Arnon, en penn an harz. 37 Ha Balak a lavaraz da Valaam : N’em euz ket kaset d’az kaout, evit da c’hervel ? Perag n’out ket deuet d’am c’haout ? Na hellan me ket da zigemer gant enor ? 38 Ha Balaam a responntaz da Valak : Setu, ez oun deuet d’az kaout ; mes hellout a rafen brema lavaret eun dra benak ? Me a lavaro ar pez a lakao Doue em genou.

39 Ha Balaam a ieaz gant Balak, hag e teujont da gear Hutsoth. Ha Balak a sakrifiaz ijened ha denved, hag a gasaz outhei da Valaam ha d’an aotroune pere a oa ganthan. Ha pa oe deuet ar beure, e kemeras Balaam, hag e lekeaz anezhan da biniat en leac’hioù huel Baal, hag ac’hane e welaz pennou pella ar bobl.

23 Ha Balaam a lavaraz da Valak : Sav d’in ama seiz aoter, ha kempen ennhei d’in seiz kolle ha seiz maout. 2 Ha Balak a reaz evel ma hen doa Balaam lavaret dezhan : ha Balak ha Balaam a ginnigas eur c’holle hag eur maout var bep aoter. 3 Neuze Balaam a lavaraz da Valak : En en dalc’h taost da sakrifis-losk, ha me a ielo kuit : marteze en em diskwezo an Aotrou d’in, hag e lavarin d’id ar pez Hen devezo diskwezet d’in. Hag hen a ieaz da eul leac’h dizolo. 4 Ha Doue a zeuas araog Balaam, ha Balaam a lavaraz dezhan : Savet em euz seiz aoter, hag em euz sakrifiet eur c’holle hag eun ijen var bep aoter. 5 Hag an Aotrou a lakeaz komzou en genou Balaam hag E lavaraz : Distro da gaout Balak, ha komz evelhen. 6 Distrei a reaz eta d’he gaout : ha setu, en em dalc’has taost d’he sakrifis, hen hag holl aotroune Moab.

7 Neuze Balaam a lavaraz ar c’homzoù skientuz ma evelhen : Balak, roue Moab, hen deuz ma lakeat da zont euz a Aran, Meneziou ar savheol. Deuz, a lavar, millik d’in Jakob ; Deuz, gwestl Israel d’an distruj. 8 Penaoz e villikfen me anezhan ? Doue n’en deuz ket he villiget. Penaoz e westfemp me anezhan d’an distruj. An Aotrou v’en deuz ket e westlet d’an distruj. 9 Rag he welet a ran euz a greac’h ar reier, Hag e sellan outhan euz a greac’h an tosennou. Setu eur bobl pehini a choumo a du, Ha na vezo ket lakeat en niver ar boblou. 10 Piou a nivero poultren Jakob, Har a zinivero kart Israel ? Ra varvin euz a varo an dud eün, Ha ma vezo ma fin henvel euz ho hini !

11 Neuze Balak a lavaraz da Valaam : Petra ec’h euz great d’in ? Da gemeret am euz evit milliga va enebourien ; ha setu, ec’h euz ho benniget. 12 Hag e respountaz, hag e lavaraz : Na dlean me ket lakaat evez da lavaret ar pez Hen deuz an Aotrou lakeet em genou ? 13 Neuze Balak a lavaraz dezhan : Deuz ganin eta d’eul leac’h all a behini e veli ar bobl ze, rag na welez nemert ar pen anezhan, ha na welez ket anezhan holl ; hag ac’hane millig anezhan d’in. 14 He ren a reaz eta da bark Tsofim, en kreac’h Pisga, sevel a reaz eno seiz Aoter, hag e kinnigaz eur c’holle hag eur maout var bep aoter. 15 Neuze Balaam a lavaraz da Valak : En enm dalc’h ama en kichen da sakrifis, ha me a ielo a ziarog an Aotrou. 16 Hag an Aotrou En Em diskwezaz da Valaam, hag a lakeaz komzoù en he galoun, hag a lavaraz : Distro da gaout Balak, ha komz evelhen.

17 Hag e teuaz d’he gaout ; ha setu, en em dalc’he taost d’he sakrifis, hag aotroune Moab ganthan. Ha Balak a lavaraz dezhan : Petra Hen deuz lavaret an Aotrou ? 18 Neuze e tiskleriaz he gomzoù prederiuz, o lavarout : Sav-te, Balak, ha selaou ; Prest d’in ar skouarn, mab Tsippor. 19 Doue n’eo ket den evit gaouiadi, Na mab an den evit kaout keûz. Lavaret Hen deuz ; ne raio hen ket ? Komzet Hen deuz ; ne zalc’ho Hen ket he c’hir ? 20 Setu, em euz bet an urz da venniga ; Benniget Hen deuz, me n’Hen dizrin ket. N’Hen deuz ket gwelet fallentez ebet en Jakob, 21 Ha n’euz ket gwelet drougiez ebet en Israel ; An Aotrou he Zoue a zo ganthan, Hag e klever eno meulodiou evel evit eur roue. 22 Doue eo Hen deuz ho zennet euz an Ejipt ; Beza eo evithei evel ners ar bufl. 23 Rag n’euz meulodi ebet a enep Jakob, Na divinerez ebet a enep Israel. Prest e lererfer euz Jakob hag euz Israel : Petra Hen deuz Doue graet ! 24 Setu eur bobl pehini en em savo evel eul leonez, Ha pehini en em dresso evel eul leon ; Na c’hourvezo ket ken hen devezo devoret he brei Hag evet goad he re vleset. 25 Neuze Balak a lavaraz da Valaam : Na villik ket anezhan, mes n’hen binnik ket ken neubeut ! Ha Balaam a respountaz hag a lavaraz da Valak : N’em boa ket lavaret d’id : E rajen kement a lavarje an Aotrou ? 27 Balak a lavaraz c’hoaz da Valaam : Deuz eta, me az reno en eul leac’h all ; marteze Doue a gavo mad ma villigi anezhan d’in ac’hane. 28 Ha Balak a renaz Balaam en kreiz Peor, pehini a zell euz fas an distro. 29 Ha Balaam a lavaraz da Valak : Gra d’in ama seiz aoter, ha kinnik d’in seiz kolle ha seiz maout. 30 Balak a reaz eta evel ma hen doa Balan lavaret ; hag e kinnigaz eur c’holle hag eur maout var bep aoter.

24 Ha, Balaam, o welet penaoz e kave an Aotrou mad benniga Israel, n’az eaz ket, evel ar gwechou all, da glask sorserezou ; mæs trei a reaz he visach var zu an distro. 2 Ha Balaam, o sevel he zaoulagad, a welaz Israel kampet hervez he boblou ; ha spered Doue a oe varnezhan. 3 Hag e lavaraz he brezegen setansuz, o lavarout : Orakl Balaam, mab Beor, Orakl an den pehini hen deuz al lagad digor : Orakl an hini a glev komzou Doue, Pehini a wel gwelidigez an Holl-C’halloudek,

Pehini en em stou har a behini an daoulagad a zo digor :

5 Pegen kaer eo da dantennou, O Jakob !
Ha da choumachou, O Israel !
6 En em asten a reont evel traouniennou,
Evel jardinou taost da eur rivier
Evel aloes plantet gant an Aotrou,
Evel sedr en kichen an doureier.
7 An dour a redo euz he zaliou,
Hag he lignez a vezo evel doureier bras :
He roue a savo dreist Agag,
Hag he rouantelez a vezo savet.
8 Doue Hen deuz he lakaet da zont er meaz euz an Ejipt ;
Beza eo evithan evel nerz eur bufl ;
Devori a raio ar boblou, he enebourien ;
Frika a raio ho eskern, hag e skoio anezhei gant he flechou.
9 En em bleget eo, en em bleget eo evel eul leon, evel eul leonez :
Piou hen lakaio da sevel ?
Ar re az pennigo a vezo benniget,
Hag ar re az milligo a vezo milliget !

10 Neuze koler Balak en em danaz a enep Balaam, hag e skoaz gant he zaouarn ; neuze Balak a lavaraz da Valaam : Da c’halvet em euz evit milliga va enemiet, ha setu, ec’h euz ho benniget teir gwech ! 11 Ha brema, tec’h en da vro ! Lavaret em boa e rajen d’id kals a enor ; mes setu, an Aotrou Hen deuz harzet da enori. 12 Ha Baalam a respountaz da Valak : N’em boa ket lavaret ive d’ar c’hanadourien pere az poa kaset var zu ennoun : 13 Pa rofe Balak d’in he di leun a aour hag a arc’hant, na hellin ket terri urz an Aotrou, evit ober vad pe fall ac’hanoun va unan ; me a lavaro ar pez a lavaro an Aotrou ? 14 Ha brema, setu, me a ia entrezek va fobl. Deuz, ma tisklerin d’id petra a rai ar bobl ze d’az pobl en heuil an amzeriou. 15 Neuze e tiskleriaz he gomzou setansuz, hag e lavaraz :

Orakl Balaam, mab Beor,
Orakl an den pehini hen deuz he lagad digor ;
16 Orakl an hini a glev komzou Doue,
Pehini a anavez skiant an Huela-Meurbed,
Pehini a wel gwelidigez an Holl-C’halloudek,
Pehini en em stou hag a behini an daoulagad a zo digor.
17 Me hen gwel, mes nan brema ;
Me a sell outhan, mes nan a daost
Eur stereden a zo deuet euz Jakob,
Hag eur walen a zo savet a Israel ;
Skei a raio daou benn Moab,
Distruja a raio holl vugale ar saverez.
18 Edom a vezo perc’hennet,
Seir a vezo dalc’het gant he enebourien,
Hag Israel a vezo vaillant.
19 Hag an hini a zeu euz Jakob a choumo ;
Hag a lamo kwit dilerc’h ar c’heariou.

20 Gwelet a reaz ive Amalek. Hag e tiskleriaz he gomzou setansuz, hag e lavaraz :

Amalek eo ar c’henta pobl ;
Mes he zonedigez eo ar gollidigez.

21 Neuze e welaz ar C’henied. Hag e tiskleriaz he gomzou setansuz, hag e lavaraz :

Da choumach a zo stard,
Ha da nez lakeet er roc’h.
22 Koulskoude, Kain a zo distrujet.
Bete ma kaso Assur ac’hanout en esklavach.

23 Hag e tiskleriaz c’hoaz he ziskour setansuz, hag e lavaraz :

Gwalheur d’an nep a vevo, goude ma Hen devezo Doue he lakeet !
Mes listri a zeuo euz koste Kittiin,
Hag a izelao Assur, izelaat a rafont Heber,
Hag hen ive a vezo distrujet.

25 Neuze Balaam a savaz, hag a ieaz kwit, hag a zistroaz d’he vro. Ha Balak ive a ieaz gant he hent.


25 HAG, Israel a choume en Sittim ; hag ar bobl en em lakae da veva er c’hastaouerez gant merc’hed Moab. 2 Pedi a rejont ar bobl da sakrifisou ho doueou ; hag ar bobl a zebraz, hag en em stouaz dirag ho doueou. 3 Hag Israel en em stagaz euz Baal-Peor ; ha koler an Aotrou en em danaz a enep Israel. 4 Hag an Aotrou a lavaraz da Voizez : Kemer holl mestrou ar bobl, ha laka krouga ar re goupabl dirag an Aotrou, en fas an heol, evit ma tistroio arder koler an Aotrou euz Israel. 5 Moizez a lavaraz eta da varnerien Israel : Ra lakaio pep hini ac’hanoc’h d’ar maro ar re euz he dud pere a zo en em staget euz Baal-Peor.

6 Ha setu, eun den a vugale Israel a zeuaz hag a zigasaz d’he vreudeur eur Vadianitez, dindan daoulagad Moizez hag holl asamble bugale Israel, evel ma welent euz dor tabernakl ar gemmenadurez. 7 Ha Fine, mab Éleazar, mab Aaron, ar sakrifier, a welaz anezhan, hag e savaz a greiz an asamble, hag e kemeraz eur javelin en he zorn ; 8 hag ez eaz varlerc’h an den Israelit en danten hag ho lazaz ho daou, an den Israelit hag ar vreg, dre draoun he c’hof ; hag ar gouli a oe aretet divar bugale Israel. 9 Hag, e varvaz pevar mil varn-ugent euz ar gouli ze.

10 Hag an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 11 Fine, mab Eleazar, mab Aaron, ar sakrifier, hen deuz distroet va c’holer divar bugale Israel, dre ma int bet animet euz ma zel en ho c’hreiz ; ha n’em euz ket kuzumet bugale Israel em fulor. 12 Dre ze. diskler dezhan E roan dezhan ma c’honvenans a beoc’h ; 13 hag e vezo evithan hag evit he lignez var he lerc’h, ar gonvenans euz eur velegiach peur-baduz, dre ma eo bet zelet evit he Zoue, ha ma hen deuz groet an diskarg evit bugale Israel.

14 Hag an den Israelit lazet, pehini a oe lazet gant ar Vadianitez, en em c’halve Zimri, mab Salu, mestr euz a eun ti a dadou euz ar Simeonited. 15 Hag hano ar vreg Madianitez lazet oa Kozbi, merc’h Tsur, pehini oa mestr pobladou eun ti a dad en Madian.

16 An Aotrou a gomzaz ive da Voizez, o lavarout : 17 Tretet en enebourien ar Vadianited, ha lazit anezhei ; 18 rag ho kemeret ho deuz evel enebourien dre ar ruzou implijet en ho c’henep en affer Peor, hag en affer Kozbi, merc’h eur chef a Vadian, ho c’hoar, pehini a zo bet lazet en deiz ar gouli eruet dre affer Peor.


26 HAG e c’hoarvezaz, goude ar gouli ma, ma lavaraz an Aotrou da Voizez ha da Eleazar, mab Aaron, ar sakrifier : 2 Groet an niver euz a holl asamble bugale Israel, adaleg an oad a ugent vloaz hag izelloc’h hervez tiez ho zadou, holl re Israel pere a hell mont d’ar brezel. 3 Moizez hag Eleazar, ar sakrifier, a gomzaz eta dezhei en plenennou Moab, taost da Jourdan Jeriko, o lavarout : 4 Ra vezo groet an niveramant adaleg an oad a ugent vloaz ha ouc’h-penn, evel ma Hen deuz an Aotrou gourc’hemennet da Voizez ha da vugale Israel, deuet er meaz euz bro an Ejipt.

5 Ruben, kenta ganet a Israel. Mab Ruben : Henok ; anezhan eo deuet famil an Henokited ; euz Pallu, famil ar Palluited ; 6 euz Heteron, famil an Heteronited ; euz Karmi, famil ar C’harmited. 7 Setu famil ar Rubenited hag ar re a bere e oe groet an niverez a oe tri mil ha daou-ugent seiz kant tregont. 8 Ha mibien Pallu : Eliab. Ha mibien Eliab : Nemuel, Dathan hag Abiram. 9 An Dathan hag an Abiram ze, pedet d’an asamble, pehini en em savaz a enep Moizez hag a enep Aaron, en asamble Kore, pa en em savchont a enep an Aotrou 10 ha ma tigoraz an douar he c’henou hag o lonkaz, gant Kore, neuze ar re a oe en em dastumet a varvaz, pa zevoraz an tân an daou c’hant hanter kant den ha ma servichfont da skouer. 11 Mes mibien Kore na varvjont ket.

12 Mibien Simeon, hervez ho famillou : ; euz Nemuel, famil an Nemuelited ; euz Jamin, famil an Jaminited ; euz Jakin, famil ar Jakinited ; 13 euz Zerak, famil ar Zerakited ; euz Saul, famil ar Saulited. 14 Setu famil ar Simeonited : daou vil var nugent daou c’hant.

15 Mibien Gad, hervez ho famillou : euz Tsefon, famil ar Tsefonited ; euz Haggi, famil an Haggited ; euz Shuni, famil ar Shunited ; 16 euz Oni, famil an Oznited ; euz Eri, famil an Erited ; 17 euz Arod, famil an Arodited ; euz Areli, famil an Arelited. 18 Setu famillou mibien Gad, hervez ho niverez : daou-ugent mil pemp kant.

19 Mibien Juda : Er hag Onan ; mes Er hag Onan a varvaz en bro Kanaan. 20 Mibien Juda, hervez ho famillou, a oe : euz Shela, famil ar Shelanited ; euz Farets, famil ar Fartsited ; euz Zerak, famil ar Zerakited. 21 Ha mibien Farets a oe : euz Hetsron, famil an Hetsronited ; hag euz Hamul, famil an Hamulited. 22 Setu famillou Juda, hervez ho niverez : c’hwezek ha tri-ugent mil pemp kant.

23 Mibien Issakar, hervez ho famillou : euz Thola, famil an Dholaited ; euz Puva, famil ar Buvited ; 24 euz Jashub, famil ar Jashubited ; euz Shimron, famil ar Shimronited. 25 Setu famillou Issakar, hervez ho niverez : pevar mil ha tri-ugent tri c’hant.

26 Mibien Zabulon, hervez ho famillou : euz Sered, famil ar Sardited ; euz Elon, famil an Elonited ; euz Jahleel, famil ar Jahleelited. 27 Setu famillou ar Zabulonited, hervez ho niverez : tri-ugent mil pemp kant.

28 Mibien Josef, hervez ho famillou : Manasse hag Efraim.

29 Mibien Manasse : euz Makir, famil ar Makirited ; ha Makir a engehentaz Galaad ; euz Galaad, famil ar Galaadited. Setu mibien Galaad : 30 euz Jezer, famil ar Jezerited ; euz Helek, famil an Helkited ; 31 euz Asriel, famil an Asrielited ; euz Sichem, famil ar Sichemited ; 32 euz Shemida, famil ar Shemidaited ; euz Hefer famil an Hefrited. 33 Ha, Tselofkad, mab Hefer, n’en doe ket a vibien, mes merc’hed. Hag hano merc’hed Tselofkad a oa Makla, Noa, Hogla, Milka, ha Thirtsa. 34 Setu famillou Manasse, hag ho niverez a oe daou vil hag hanter kant seiz kant.

35 Setu mibien Efraim, hervez ho famillou : euz Shuthelach, famil ar Shuthelakited ; euz Beker, famil ar Bakrited ; euz Tachan, famil an Thachanited. 36 Ha setu mibien Shuthelach : euz Eran, famil an Eranited. 37 Setu famillou mibien Efraim hervez ho niverez : daou vil ha tregont pemp kant. Ar re ze eo mibien Josef, hervez ho famillou.

38 Mibien Benjamin, hervez ho famillou : euz Bela, famil ar Balited ; eus Ashbel, famil an Ashbelited ; euz Achiram, famil an Achiramited ; 39 euz Shefufam, famil ar Shufamited ; euz Hufam, famil an Hufamited. 40 Mibien Bela a oe Ard ha Naaman ; euz Ard, famil an Ardited ; euz Naaman, famil an Naamited. 41 Setu mibien Benjamin, hervez ho famillou ; hag ho niverez a oe pemp mil ha daou-ugent c’hwec’h kant.

42 Setu mibien Dan, hervez ho famillou : euz Shucham, famil ar Shukamited. Ar re ze eo famillou Dan, hervez ho famillou ; 43 holl famillou ar Shukamited, hervez ho niverez, a oe pevar mil ha tri-ugent pevar c’hant.

44 Mibien Asser, hervez ho famillou : euz Jimma, famil ar Jemmited ; euz Jishvi, famil ar Jishvited ; euz Beria, famil ar Beriited. 45 Euz mibien Beria ; euz Heber, famil an Hebrited ; euz Malkiel, famil ar Malkielited. 46 Hag hano merc’h Asser, a oa Serak. 47 Setu aze famillou mibien Asser, hervez ho niverez : tri mil hag hanter kant pevar c’hant.

48 Mibien Neftali, hervez ho famillou : euz Jahtseel, famil ar Jahtseelited ; euz Guni, famil ar Gunited : 49 euz Jetser, famil ar Jitsrited ; euz Shillem, famil ar Shillemited. 50 Setu aze famillou Neftali, hervez ho famillou ; hag ho niverez a oe euz a bemp mil ha daou-ugent pevar c’hant.

51 Setu aze ar re euz bugale Israel a bere e oe groet an niverez : c’hwec’h kant eur mil seiz kant tregont.

52 Hag an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 53 Ar vro a vezo lodennet entre ar re ma en heritach, hervez niver ho hanoiou ; 54 d’ar re a zo en niver bras, e roi mui a heritach, ha d’ar re a zo en niver bihan, e roi nebeutoc’h a heritach ; rei a refer da bep hini he heritach hervez he niverez. 55 Mes ar vro a vezo lodennet dre ar zort ; beza ho devezo ho heriachou hervez hanoiou poblou ho zadou. 56 Heritach pep hini a vezo anavezet dre ar zort, o kaout evez euz an niver bras hag euz an niver bihan.

57 Setu al Levited a bere e refet an niverez, hervez ho famillou : euz Guershon, famil ar Guershonited ; euz Kehath, famil ar C’hehathited ; euz Merari, famil ar Merarited. 58 Setu famillou Levi : famil ar Libnited, famil an Hebronited, famil ar Maklited, famil ar Mushited, famil ar C’horited. Ha Kehath a oe tad da Amram. 59 Hag hano greg Amram a oa Jokebed, merc’h Levi, pehini a c’hanaz da Levi en Ejipt ; genel a reaz da Amram, Aaron, Moizez ha Mari ho c’hoar. 60 Ha da Aaron, e c’hanaz Nadab hag Abihu, Eleazar hag Ithamar. 61 Mes Nadab hag Abihu a varvaz e kinnig eun tân diaveziad dirag an Aotrou. 62 Hag ar re euz al Levited pere a oe niveret a oe tri mil var nugent, holl maled, adaleg an oad a eur mis ha dreistoc’h ; rag ne oent ket niveret gant bugale Israel, dre ma ne oe ket roet heritach ebet dezhei entouez bugale Israel.

63 Setu an niverez groet gant Moizez hag Éleazar, ar sakrifier, pehini a niveraz bugale Israel en meziou Moab, taost da Jourdan Jeriko ; 64 hag entouez ar re man ne oe den a gement a oa bet niveret gant Moizez hag Aaron, ar sakrifier, pa rejont niverez bugale Israel en distro Sinai ; 65 rag an Aotrou Hen doa lavaret anezhei : Mervel a refont en distro ha na choumo ket unan anezhei, nemet Kaleb, mab Jefunne, ha Josue, mab Nun.


27 Merc’hed Tselofkad, mab Hefer, mab Galaad, mab Makir, mab Manasse, euz famillou Manasse, mab Josef, a dostaez ; ha setu hanoiou he verc’hed : Makla, Noa, Hogla, Milka, ha Thirtsa. 2 En em diskwez a rejont eta dirag Moizez, dirag Eleazar, ar sakrifier, ha dirag ar re genta hag an holl asamble, en dor tabernakl ar gemmenadurez, hag e leverjont : 3 Hor zad a zo marvet en distro ; mes ne oa ket en asamble ar re en em savaz a enep an Aotrou, en asamble Kore ; mes marvet eo evit he bec’hed, ha n’hen doa mab ebet. 4 Perag e vefe hano hon zad lamet a douez he famil, dre ma n’hen deuz bet mab ebet ? Ro deomp ive eun dalc’h entouez breudeur hon zad.

5 Neuze Moizez a gasaz ho c’haoz dirag an Aotrou. 6 Hag an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 7 Merc’hed Tselofkad o deuz rezon. Rei a ri dezhei dalc’h en heritach entouez breudeur ho zad, ha dezhei eo e lakai tremen heritach ho zad. 8 Komz a ri ive da vugale Israel, o lavarout ; Pa varvo eur goaz, hep kaout mibien, he heritach a dremeno d’he verc’h. 9 Ma n’en deuz merc’h ebet, e rofet he heritach d’he vreudeur. 10 Ha ma n’en deuz breur ebet, e rofet he heritach da vreudeur he dad. 11 Ma n’en deuz he dad breur ebet, e rofet he heritach d’he gar, tosta euz he famil hag e vezo dezhan ; hag e vezo evit bugale Israel eun urz a zroet, evel ma Hen deuz an Aotrou gourc’hemennet da Voizez.

12 NEUZE an Aotrou a lavaraz da Voizez : Pin var ar menez ze a Abarim, ha sell ar vro Em euz roet da vugale Israel. 13 Sellet a ri outhan neuze te a vezo, te ive, dastumet var zu da boblou, evel eo bet dastumet Aaron, da vreur. 14 Dre ma hoc’h bet enebourien d’am gourc’hemen en distro Tsin, en amzer enebiez an asamble, ha ma n’ho poa ket ma santifiet divarbenn an dour, dirazhei. Beza eo an dour a enebiez a Gades, en distro Tsin.

15 Neuze Moizez a gomzaz d’an Aotrou, o lavarout : 16 Ra lakao an Aotrou, Doue ar sperejou a bep kig, var an asamble eun den pehini a ielo a dre hag araog dirazhei, 17 ha pehini ho lakaio da vont ha da zont, evit ma na vezo ket asamble an Aotrou evel denved hep pastor. 18 Neuze an Aotrou a lavaraz da Voizez : Kemer Josue, mab Nun, den en pehini ema ar Spered ; hag e lakai da zorn varnezhan ; 19 hag e tigasi anezhan, dirag Eleazar, ar sakrifier, ha dirag an holl asamble ; hag e roi dezhan kelennadurezou dirazhei ; 20 hag e roi lod dezhan euz da c’hallout, evit ma selaouo holl asamble Israel anezhan. 21 Hag en em diskwezo dirag Eleszar, ar sakrifier, pehini a guzuli evithan dre varnedigez, an Urim dirag an Aotrou ; ha var gourc’hemen Eleazar, ez aint er meaz, ha var he c’hourc’hemen e teufont ebarz, hen hag holl vugale Israel ganthan, hag an holl asamble.

22 Moizez eta a reaz evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet dezhan ; kemer a reaz Josue, hag e lekeaz anezhan dirag Eleazar, ar sakrifier, ha dirag an holl asamble. 23 Neuze e lekeaz an daouarn varnezhan hag e roaz dezhan he gelennadurezou, evel ma Hen doa an Aotrou lavaret da Voizez.


28 AN Aotrou a gomzaz c’hoaz da Voizez, o lavarout : 2 Gourc’hemen da vugale Israel, ha lavar dezhei : Soan ho pezo da ginnig d’In, en he amzer, ma frof, ma boued, evit ma sakrifisou groet dre an tân, pere a zo a c’houez vad d’In.

3 Lavaret a ri eta dezhei : Setu ar sakrifis groet dre an tân, pehini a ginnikfer d’an Aotrou : Daou oan bloaz, difaot, bemdez, en sakrifis-losk dalc’hmad. 4 Unan an oaned a sakrifii euz ar beure, hag an oan all entre an daou abardaez ; 5 gant an dekved euz a eun efa bleud kun evit ar roidigez, distrempet gant ar c’hart euz a eun hin a olivez friket. 6 Hennez eo ar sakrifis-losk kendalc’huz lakeat en menez Sina, en c’houez vad ; eur sakrifis eo groet dre an tân d’an Aotrou. 7 Hag ar skuliadurez a vezo euz a eur c’hart a hin evit pep oan. Hag ober a ri el leac’h santel ar skuliadurez a c’hverder d’an Aotrou. 8 Hag e sakrifii an oan all entre an daou abardaez ; ober a ri ar memeuz roidigez evel euz ar beure, hag ar memeuz skuliadurez ; eur sakrifis eo groet dre an tân, en c’houez vad d’an Aotrou.

9 Mes deiz ar sabbat e kinnigfet daou oan bloaz, dinam, ha daou dekved bleud kun distrempet gant eol, evit ar prof gant he skuliadurez. 10 Sakrifis-losk ar sabbat eo, evit pep sabbat, ouc’h-pen ar sakrifis-losk kendalc’huz hag he skuliadurez.

11 Er penn kenta euz ho misou, e kinnigfet en sakrifis-losk d’an Aotrou daou golle isouank, eur maout, ha seiz oan bloaz dinam ; 12 ha tri dekved bleud kun distrempet gant eol, evit ar roidigez, evit pep kolle ; ha daou dekved bleud kun distrempet gant eol, evit ar prof, evit ar maout ; 13 hag eun dekvet bleud kun distrempet gant eol, evit ar roidigez, evit pep oan. Eur sakrifis-losk eo a c’houez vad, eur sakrifis groet dre an tân d’an Aotrou. 14 Hag ho skuliadurezou a vezo euz eun hanter hin gwin dre golle, euz a eun drederen hin evit eur maout, hag eur c’hart hin evit eun oan. Ar sakrifis-losk a ben ar misiou eo, evit holl misiou ar bloaz. 15 Kinnig a refer ive d’an Aotrou eur bouc’h en sakrifis evit ar pec’hed ouc’h-pen ar sakrifis-losk kendalc’huz, hag he skuliadurez.

16 Ha d’ar bevarzekved deiz euz ar c’henta mis, e refer ar Pask d’an Aotrou. 17 Hag er bemzekved deiz euz ar memeuz mis, e vezo eur gouel ; enpad seiz devez e tebrfer bara hep goell. 18 D’ar c’henta deiz, e vezo eur beden santel ; na refet labour daouarn ebet ; 19 ha kinnig a refet en sakrifis groet dre an tân, en sakrifis-losk d’an Aotrou, daou golle iaouank, eur maout, ha seiz oan bloaz, pere a vezo dinam ; 20 ho roidigez a vezo a vleud kun distrempet gant eol ; kinnig a refet tri dekved evit eur c’holle, ha daou dekved evit ar maout. 21 Kinnig a ri eun dekved evit pep hini euz ar seiz oan ; 22 hag eur bouc’h en sakrifis evit ar pec’hed, abalamour da ober an diskarg evidoc’h. 23 Kinnig a refet an traou ma ouc’h-pen sakrifis-losk ar beure pehini a zo eur sakrifis-losk kendalc’huz. 24 Kinnig a refet kement all bemdez, enpad seiz devez, evel boued eur sakrifis groet dre an tân, a c’houez vad d’an Aotrou. He ginnig a refer, ouc’h-pen ar sakrifls-losk kendalc’huz, gant he skuliadurez. 25 Ha d’ar seizved devez ho pezo eur c’halvidigez santel ; c’hwi na refet labour daouarn ebet.

26 Ha da zeiz ar frouez kenta, pa ginnikfet ar roidigez nevez d’an Aotrou, en ho gouel a zunveziou, c’hwi a raio eur c’halvedigez santel ; na refet labour daouarn ebet ; 27 ha kinnig a refet en sakrifis-losk, a c’houez vad d’an Aotrou, daou golle iaouank, eur maout ha seiz oan bloaz ; 28 hag ho roidigez a vezo a vleud kun distrempet gant eol, tri dekved evit pep kolle, daou dekved evit pep maout, 29 eun dekved evit pep hini euz ar seiz oan ; 30 kinnig a refet ive eur bouc’h abalamour da ober an diskarg evidoc’h. 31 Ho c’hinnig a refet, en tu all d’ar sakrifis-losk kendalc’hux hag he brof ; dinam e vefont, gant ho skuliadurezou.


29 Hag ar c’henta deiz euz ar seizved mis, ho pezo eur c’halvedigez santel ; na refet labour gouniduz ebet ; beza e vezo evidoc’h eun deiz en pehini e sounfer gant an droumpil. 2 Hag e kinnikfet en sakrifis-losk, a c’houez vad d’an Aotrou, eur c’holle iaouank, eur maout, ha seiz oan bloaz dinam, 3 hag ho roidigez a vleud kun distrempet gant eol, tri dekved evit ar c’holle, daou dekved evit ar maout, 4 hag eun dekved evit pep hini euz ar seiz oan ; 5 hag eur bouc’h en sakrifis evit ar pec’hed, abalamour da ober an diskarg evidoc’h ; 6 ouc’h-pen ar sakrifis-losk euz pen kenta ar mis, hag he roidigez, ar sakrifis-losk kendalc’huz hag he brof, hag ho skuliadurezou, hervez an urz. Ho c’hinnik a refet en sakrifis a c’houez vad, groet dre an tân d’an Aotrou.

7 Ha d’an dekved deiz euz ar seizved mis se, ho pezo eur c’halvedigez santel, hag ec’h humilifet hoc’h ineou ; na refet labour ebet. 8 Ha kinnik a refet en sakrifis-losk a c’houez vad d’an Aotrou, eur c’holle iaouank, eur maout ha seiz oan bloaz, pere a vezo dinam ; 9 hag ho roidigez a vezo euz a vleud kun distrempet gant eol, tri dekved evit ar c’holle, daou dekved evit ar maout, 10 eun dekved evit pep hini ar seiz oan.

11 Kinnig a refet ive eur bouc’h en sakrifis evit ar pec’hed ; ouc’h-pen sakrifis ar pec’hed, pehini a ginniger en deiz an diskargou, hag ar sakrifis-losk kendalc’hus hag he roidigez, hag ho skuliadurezou.

12 Ha d’ar bemzekved deiz euz ar seizved mis, ho pezo eur c’halvedigez santel ; na refet labour gouniduz ebet ; mes ober a refet eur gouel d’an Aotrou enpad seiz devez. 13 Hag e kinnigfet en sakrifis-losk, en sakrifis groet dre an tân, en c’houez vad d’an Aotrou, trizek kolle iaouank, daou vaout, ha pevarzek oan bloaz, pere a vezo dinam ; 14 hag ho c’hinnik a vezo a vleud kun distremped gant eol, tri dekved evit pep hini euz an trizek kolle, daou dekved evit pep hini an daou vaout, 15 hag eun dekved evit pep hini ar pevarzek oan ; 16 kinnik a refer ive eur bouc’h en sakrifis evit ar pec’hed ; ouc’h-pen ar sakrifis-losk kendalc’hus, he roidigez hag he skuiiadurez.

17 Ha d’an eilved deiz, e kinnigfet daouzek kolle iaouank, daou vaout, 18 pevarzek oan bloaz, dinam, gant ar roidigez hag ar skuliadurezou evit ar c’holleou, evit ar maouted hag evit an oaned, hervez ho niver, hervez ho lezennou ; 19 hag eur bouc’h en sakrifis evit ar pec’hed, ouc’h-pen ar sakrifis-losk kendalc’huz, hag he roidigez, hag ho skuliadurezou.

20 Ha d’an drede deiz, e kinnigfet unnek kolle, daou vaout, pevarzek oan bloaz, dinam, 21 gant ar roidigez hag ar skulisdurezou evit ar c’holleou, evit ar maouted hag evit an oaned, hervez ho niver, hervez al lezennou ; 22 hag eur bouc’h en sakrifis evit ar pec’hed ; ouc’h-pen ar sakrifis-losk kendalc’huz, he roidigez hag he skuliadurez.

23 Ha d’ar bevarved deiz, e kinnigfet dek kolle, daou vaout, pevarzek oan bloaz, dinam, 24 ar roidigez hag ar skuliadurezou evit ar c’holleou, evit ar maouted hag evit an oaned, hervez ho niver, hervez ho lezennou ; 25 hag eur bouc’h en sakrifis evit ar pec’hed ouc’h-pen ar sakrifis-losk kendalc’huz, he roidigez hag he skuliadurez.

26 Ha d’ar bempved deiz, e kinnigfet nao c’holle, daou vaout, pevarzek oan bloaz, dinam, 27 gant ar roidigez hag ar skuliadurezou evit ar c’holleou evit ar maouted hag evit an oaned hervez ho niver, hervez al lezennou ; 28 hag eur bouc’h en sakrifis evit ar pec’hed ; en tu all d’ar sakrifis-losk kendalc’huz, he roidigez hag he skuliadurez.

29 Ha d’ar c’hwec’hved deiz, e kinnigfet eiz kolle, daou vaout, pevarzek oan bloaz, dinam, 30 gant ar roidigez hag ar skuliadurezou evit ar c’holleou, evit ar maouted hag evit an oaned, hervez ho niver, hervez al lezennou ; 31 hag eur bouc’h en sakrifis evit ar pec’hed, ouc’h-pen ar sakrifis-losk kendalc’huz, he roidigez hag he skuliadurez.

32 Ha d’ar seizved deiz, e kinnigfet seiz kolle, daou vaout, pevarzek oan dinam, 33 gant ar roidigez hag ar skuliadurezou evit ar c’holleou, evit a maouted hag evit an oaned, hervez ho niver, hervez ho lezennou a zell outhei ; 34 hag eur bouc’h en sakrifis, evit ar pec’hed ; en tu all d’ar sakrifis kendalc’huz, he roidigez hag he skuliadurez.

35 An eizved deiz, c’hwi ho pezo eur samble solennel ; na refet labour gouniduz ebet ; 36 ha kinnig a refet en sakrifis-losk, en sakrifis groet dre an tân, a c’houez vad d’an Aotrou eur c’holle, eur maout, seiz oan bloaz dinam, 37 gant ar roidigez hag ar skuliadurezou evit ar c’holle, evit ar maout hag evit an oaned, hervez ho niver, hervez ho dalc’hou ; 38 hag eur bouc’h en sakrifis evit ar pec’hed : ouc’h-penn ar sakrifis-losk kendalc’huz, he roidigez hag he skuliadurez.

39 Setu ar sakrifisou a ginnigfer d’an Aotrou, en ho solenniteou, en tu all d’ho gwestlou ha d’ho profou a c’hoant vad, evit ho sakrifisou-losk, ho roidigezou, ho skuliadurezou, hag ho sakrifisou a beoc’h.


30 Ha Moizez a lavaraz da vugale Israel kement Hen doa an Aotrou gourc’hemennet dezhan.

2 Moizez a gomzaz ive da vestrou poblou bugale Israel, o lavarout : Setu ar pez Hen deuz an Aotrou gourc’hemennet : 3 Pa hen devezo eun den groet eur gwestl d’an Aotrou, pe hen devezo dre le lakeat eur red dezhan he unan, na doro ket he c’hir ; ober a raio hervez ar pez a vezo deuet euz he c’henou.

4 Mes pa he devezo eur vreg groet eur gwestl d’an Aotrou, ha ma he devezo lakeet eur red, en he iaouankiz, en ti he zad ; 5 ha ma hen devezo he zad klevet he gwestl hag ar red he devezo lakeat dezhi he unan, ha n’en devezo lavaret netra dezhi, an holl westlou ze a vezo valabl, ha pep red pehini he devezo en em roet dezhi a vezo talvouduz ; 6 mes mar dizanzav he zad anezhi en deiz en pehini hen deuz he c’hlevet, an holl gwestlou hag an holl redou he deuz lakeat varnezhi he unan, a zo didalvouduz, hag an Aotrou a bardouno dezhi, rag he zad hen deuz he disanzavet.

7 Mar d’eo dimezet, ha ma vefe ereet dre eur gwestl benag pe dre eur gomz benag deuet euz he muzellou, dre bere eo en em lakeet eur red dezhi he unan, 8 mar deuz he goaz he c’hlevet, ha penaoz en deiz mar hen deuz he c’hlevet, n’hen deuz lavaret netra dezhi, he gwestlou a vezo talvouduz, hag ar redou pere he deuz en em roet dezhi he unan a vezo talvouduz ; 9 mes mar dizanzav he fried anezhi, en deiz ma c’hanavezo kement se, e kaso da netra ar gwestl dre behini eo en em ereet hag ar gir deuet kwit euz he muzellou, dre behini he doa en em lakeet eur red dezhi he unan ; hag an Aotrou a bardouno dezhi. 10 Mes gwestl eun intanvez pe eur vreg kaset kwit, kement da bere e vezo en em rediet, a vezo talvouduz evithi.

11 Mar d’eo eta en ti he fried e ra eur vreg eur gwestl, pe ma eo en em lakeat eur red dall, 12 ha mar hen deus he fried he c’hlevet, ha n’hen deuz lavaret netra dezhi, ha n’hen deuz ket he disanzavet, he holl gwestlou a vezo talvouduz, ha kement a behini e vezo em lakeet a vezo talvouduz ; 13 mes mar kas he fried anezhei da netra en deiz ma hen deuz ho c’hlevet, kement a zo deuet euz he muzellou divarbenn he gwestlou hag ar red a behini eo en em ereet, a vezo nul ; he fried hen deuz ho annulet, hag an Aotrou a bardouno dezhi. 14 He fried a hello asanti hag he fried a hello annuli pep gwestl ha pep le dre behini e vezo en em lekeet da c’hlac’hari he ine. 15 Ma n’en deuz he fried lavaret netra dezhi, euz a eun deiz da eun deiz all, hen devezo asantet d’he holl gwestlou pe d’he holl redou ; asantet hen devezo dezhei, dre ma n’hen devezo lavaret netra dezhi en deiz ma hen devezo ho c’hlevet. 16 Mes mar ho c’has da netra eur pennad amzer goude beza ho c’hlevet, e tougo poan pec’hed he vreg.

17 Setu aze an urzou a c’hourc’hemennaz an Aotrou da Voizez, entre eur pried hag he vreg, entre eun tad hag he verc’h, pa ema c’hoaz en ti he rad, en he iaouankiz.


31 AN Aotrou a gomzaz c’hoaz da Voizez, o lavarout : 2 Vanj bugale Israel euz ar Vadianited ; neuze e vezi dastumet da gaout da boblou. 3 Moizez a gomzaz eta d’ar bobl, o lavarout : Guisket ouzoc’h tud evit ar brezel ; ha ma krogfont en Madian, evit ober vanjans an Aotrou var Madian. 4 Kas a refet d’ar brezel mil goaz dre boblad, a holl bobladou Israel.

5 Savet e oe eta, a douez milierou Israel, mil den dre boblad, daouzek mil den gwisket evit ar brezel. 6 Ha Moizez ho c’hasaz d’ar brezel, mil dre boblad, gant Fine, mab Eleazar, ar sakrifier, pehini hen doa ar besellou sagr, an trompillou skiltruz en he zaouarn. 7 Ober a rejont eta ar brezel d’ar Vadianited, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez, hag e lazchont an holl valed. 8 Laza a rejont ive rouane Madian, en tu all d’ar re all a oe lazet : Evi, Rekem, Tsur, Hur ha Reba, pemp roue Madian ; laza a rejont ive gant ar c’hleze Balaam, mab Beor. 9 Ha bugale Israel a zigasaz prizounierezed gragez Madian hag ho bugale vihan ; hag e piljont ho holl loened, ho holl dropellou, hag ho holl vadou. 10 Hag e tevjont ho holl geariou, gant ho choumachou, hag ho holl bourkou ; 11 hag e kemerjont ho holl diwiskou, hag an holl vad, en tud hag en loened ; 12 hag e tigaschont ar brizounierien, an diwiskou hag ar butin da Voizez, da Eleazar, ar sakrifier, ha da asamble bugale Israel, er c’han, en plenennou Moab, pere a zo tost euz Jourdan Jeriko.

13 Neuze Moizez, Eleazar, ar sakrifier, hag holl re genta an asamble, a ieaz araog dezhei er meaz ar c’han. 14 Ha Moizez a ieaz drouk ennhan a enep kabitened an arme, mestrou ar milierou, ha mestrou ar c’hanchou pere a zeue euz ar brezel. 15 Ha Moizez a lavaraz dezhei : Lezet oc’h euz ho buez gant an holl verc’hed. 16 Setu, int eo ar re pere, hervez gir Balaam, ho deuz roet leac’h da vugale Israel da ober eur c’hrim en affer Peor, ar pez a dennaz ar gouli var asamble an Aotrou. 17 Brema eta laz pep mal a douez ar vugale vihan, ha laz pep greg pehini he devezo bet konvers eun den ; 18 mes lezet da veva, evidoc’h, an holl verc’hed iaouank pere n’ho deuz bet goaz ebet. 19 Evidoc’h-hu, kampet seiz devez er meaz euz ar c’han. Piou benag hen deuz lazet unan benag, ha piou benag hen deuz stoket en unan benag lazet, ra en em burifio an drede deiz hag ar seizved deiz, hen hag he brizounierien. 20 Purifia a refet ive pep tam dillad, pep tra groc’hen, pep labour en bleo garv, ha pep besel koad.

21 Hag Eleazar, ar sakrifier, a lavaraz d’an dud a arme pere a oa eet d’ar brezel : Setu urz al lezen Hen deuz an Aotrou gourc’hemennet da Voizez. 22 An aour, an arc’hant, an arm, an houarn, ar sten, hag ar plom, 23 kement a hell mont en tân, he lakaat a refet da dremen dre an tân, hag e vezo pur ; koulskoude hen purififer gant dour an netadurez. Mes kement n’ez a ket d’an tân, c’hwi a raio he dremen dre an dour. 24 Gwalc’hi a refet ive ho tillad ar seizved deiz, hag e vefet pur ; goude, ez efet er c’han.

25 An Aotrou a gomzaz c’hoaz da Voizez, o lavarout : 26 Gra an niver euz a gement a zo bet kemeret, en tud hag en loened, te, Eleazar ar sakrifier, ha mestrou tiez tadou an asamble ; 27 ha loden ar pez a zo bet kemeret en tu ar vrezellerien hag an holl asamble. 28 Hag e savi var an dud a vrezel pere a zo eet d’ar stourmadek, eur dle evit an Aotrou, unan var bemp kant, ken euz an dud, euz an ejenned, euz an ezen hag euz an denved. 29 Ho c’hemer a refet var ho hanter, ha te ho roio da Eleazar ar sakrifier, en prof d’an Aotrou. 30 Hag euz an hanter digwezet da vugale Israel, e lakai a du unan var hanter kant, ken euz an dud, euz an ejenned, euz an azened hag euz an denved, hag euz an holl loened, hag e roi anezhan d’al Levited, pere ho deuz an evez euz Choumach an Aotrou.

31 Ha Moizez hag Eleazar, ar sakrifier, a reaz evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez. 32 Hag ar pez a oa kemeret, manet euz ar pillach hen doa groet ar bobl a oa eet d’ar brezel, a oa euz a c’hwec’h kant tri-ugent ha pemzek mil danvad, 33 daouzek mil ha tri-ugent ejen, eur mil ha tri-ugent azen. 35 Divarbenn ar gragez pere n’ho doa ket bet kompaniunez gwerzed e oant en holl daou vil ha tregont ine. 36 An hanter, evit ar re a oa eet d’ar brezel, a oa euz a tri c’hant seiz mil ha tregont pemp kant danvad, a bere an droet evit an Aotrou a oa c’hwec’h kant pemzek ha tri-ugent ; 38 ha c’hwec’h mil ha tregont ejen, a bere an droet evit an Aotrou a oa daouzek ha tri-ugent ; 39 ha tregont mil pemp kant azen, a bere an droet evit an Aotrou a oa unan ha tri-ugent ; 40 ha c’hwezek mil den, a bere an droet evit an Aotrou a oa daou don ha tregont. 41 Ha Moizez a roaz da Eleazar, ar sakrifier, an droet a brof d’an Aotrou, evel ma Hen doa an Aotrou he c’hourc’hemennet dezhan.

42 Neuze, euz an hanter a oa da vugale Israel, pehini hen doa Moizez lakeat a du euz hini an dud a oa eet d’ar brezel 43 (hag, an hanter ze digwezet d’an asamble a oa tri c’hant seiz mil ha tregont pemp kant danvad, 44 c’hwec’h mil ejen ha tregont, trgont mil pemp kant azen, 45 ha c’hwezek mil den), 46 euz an hanter ze, a oa da vugale Israel, 47 Moizez a lakeaz a du unan var hanter kant, ken euz an dud evel euz al loened, hag e roaz anezhei d’al Levited pere ho doa karg da evesaat Choumach an Aotrou, evel ma Hen doa an Aotrou he c’hourc’hemennet dezhan.

48 Ha kabitened milierou an arme, mestrou ar milierou ha mestrou ar c’hanchou, 49 en em dostaaz euz Moizez, hag a lavaraz dezhan : Da zervicherien o deuz groet an niverez euz an dud a vrezel pere a zo dindan hon urzou, ha ne vank ket unan anezhei. 50 Ha ni hon euz digaset evel prof d’an Aotrou, pep hini ar pez hen deuz kavet, aour, chadennou, keliou, goalinier, divilieur diouskouarn ha kolierou, abalamour da ober an diskarg evit hon zud dirag an Aotrou. 51 Neuze Moizez hag Eleazar, ar sakrifier, a gemeraz diganthei an aour hag an holl draou labourat. 52 Hag an holl aour a brof a oe savet evit an Aotrou, a beurz mestrou milierou ha mestrou ar c’hanchou, a oe c’hwezek mil seiz kant hanter kant sikl. 53 Ha tud an arme ho doa pillet pep hini evithan he unan. 54 Moizez hag Eleazar, ar sakrifier, a gemeraz eta aour mestrou ar milierou hag ar c’hanchou, hag ho c’hasaz da dabernakl ar gemmenadurez, evel memor evit bugale Israel, dirag an Aotrou.


32 HA bugale Ruben ha bugale Gad ho doa tropellou niveruz, bras ; hag e weljont bro Jazer ha bro Galaad, ha setu, al leac’h ze a oa eul leac’h mad evit al loened. 2 Ha bugale Gad ha bugale Ruben a zeuaz, hag a gomzaz da Voizez da Eleazar, ar sakrifier, ha d’ar re vras euz an asamble, o lavarout : 3 Ataroth, Dibon, Jazer, Nimra, Hesbon, Eleale, Sebam, Nebo ha Beon, 4 ar vro ze pehini Hen deuz an Aotrou skoet dirag asamble Israel, a zo eur vro vad evit an tropellou, ha da zervicherien ho deuz tropellou. 5 Lavaret a rejont eta : Mar hon euz kavet trugarez dirag da zaoulagad, ra vezo ar vro ma roet en dalc’h d’az servicherien ; na ra ket deomp tremen ar Jourdan.

6 Mes Moizez a respountaz da vugale Gad ha da vugale Ruben : Ho preudeur ha mont a rafont-int d’ar brezel, el leac’h c’hwi a choumo ama ? 7 Perag e tistrofac’h-hu kaloun bugale Israel da dremen d’ar vro Hen denz an Aotrou roet dezhei ? 8 Evel se eo a reaz ho tadou, pa gasiz anezhei euz a Gades-Barnea, da welet ar vro. 9 Rag piniat a rejont bete dour-red Eshkol, hag e weljont ar vro ; hag e tistrojont kalounou bugale Ierael, evit ma n’ez ajent ket d’ar vro Hen doa an Aotrou roet dezhei. 10 Ha koler an Aotrou en em danaz en deiz se, hag e reaz al le ma, hag E lavaraz : 11 An dud a zo piniet euz an Ejipt, adaleg ugent vloaz ha muoc’h, na welfont biken ar vro Em euz touet rei da Abraham, da Isaak ha da Jakob, rag n’ho deuz ket baleet gant leunder var ma lerc’h ; 12 nemert Kaleb, mab Jefunne, ar C’henizien, ha Josue, mab Nun, rag heuliet ho deuz gant leunder an Aotrou. 13 Evel se koler an Aotrou, en em danaz a enep Israel ; hag ho lekeaz da vale en distro, daou-ugent vloaz, bete ma oe kuzumet an holl lignez pehini he doa groet ar pez a oa fall dirag an Aotrou. 14 Ha setu, hoc’h en em savet en leac’h ho tadou, evel eur ras tud pec’herien, evit kreski c’hoaz arder koler an Aotrou a enep Israel. 15 Rag mar en em distroet outhan, e kendalc’ho c’hoaz da lezel ar bobl ma en distro, hag ho lakai da vervel holl.

16 Mes taostaat a rejont da Voizez, hag e leverjont : Ni a savo ama parkeier evit hon zropellou, ha keariou evit hon bugale vihan ; 17 goude en em wiskfomp buhan evit bale dirag bugale Israel, beteg mar hor bezo ho lakeat da vont en ho leac’h ; mes hon bugale vihan a choumo er c’heariou nerzuz abalamour da dud ar vro. 18 Na zistrofomp ket en hon ziez, ken hen devezo pep hini a vugale Israel kemeret dalc’h en he heritach ; 19 ha ni n’hor bezo netra ganthei en tu all d’ar Jourdan, na pelloc’h abalamour hon heritach ni a vezo digwezet deomp en tu ma d’ar Jourdan, er savheol.

20 Ha Moizez a lavaraz dezhei : Mar grit kement se, mar en em wisket da vont d’ar brezel dirag an Aotrou, 21 ha ma tremen pep hini ac’hanoc’h guisket ar Jourdan dirag an Aotrou, bete ma Hen devezo kaset he enebourien a zirazhan 22 ha ma vezo ar vro sentuz dir 29ag an Aotrou ; ha goude ze ma tistroit ; neuze e vefet didammal en kenver an Aotrou hag en kenver Israel, hag ar vro ze a vezo deoc’h evit ho talc’h dirag an Aotrou. 23 Mes ma na rit ket evel se, setu, ho pezo pec’het a enep an Aotrou, ha gwezit penaoz ho pec’hed ho kavo. 24 Savit eta keariou d’ho pugale vihan, ha parkeier d’ho tropellou, ha grit ar pez hoc’h euz lavaret.

25 Neuze bugale Gad ha bugale Ruben a gomzaz da Voizez, o lvarout : Da servicherien a raio kement hen deuz va Aotrou gourc’hemennet. 26 Hon bugale vihan, hon gragez, hon zropellou hag hon holl loened a choumo ama en keariou Galaad ; 27 ha da servicherien a dremeno, guisket holl evit ar brezel, dirag an Aotrou, prest da vrezelli, evel ma hen deuz va Aotrou lavaret.

28 Neuze Moizez a roaz urziou en ho c’henver da Eleazar, ar sakrifier, da Josue, mab Nun, ha da vestrou famil pobladou bugale Israel. 29 Ha Moizez a lavaraz dezhei : Mar tremen bugale Gad ha bugale Ruben ganeoc’h ar Jourdan, gwisket holl evit ar brezel dirag an Aotrou, ha ma vezo ar vro sentuz dirazoc’h, c’hwi a roio dezhei en dalc’h bro Galaad ; 30 mes ma na dremenont ket en armou ganeoc’h, ho devezo ho lod en ho touez en bro Kanaan.

31 Ha bugale Gad ha bugale Ruben a respountaz, o lavarout : Ni a raio ar pez Hen deuz an Aotrou lavaret d’az servicherien ; 32 ni a dremeno en armou dirag an Aotrou en bro Kanaan ; mes ni a zalc’ho hon heritach ar pez a zo en tu ma d’ar Jourdan. 33 Evel se Moizez a roaz da vugale Gad ha da vugale Ruben, ha d’an hanter a boblad Manasse, mab Josef, rouantelez Sihon, roue an Amoreed, ha rouantelez Og, roue Bassan, ar vro gant he c’heariou, gant douarou keariou ar vro tro da zro.

34 Neuze bugale Gad a savaz Dibon, Ataroth, Aroer, 35 Atroth-Shofan, Jaezer, Jogbeha, 36 Beth-Nimra ha Beth-Haran, keariou nerzuz. Ober a rejont ive parkeier evit ho zropellou. 37 Ha bugale Ruben a savaz Hesbon, Eleale, Kirjathaim, 38 Nebo, ha Baal-Meon, a bere an hanoiou a oe troket, ha Sibma ; hag e rejont hanoiou d’ar c’heariou a savent. 39 Ha, bugale Makir, mibien Manasse, a ieaz en Galaad, hag a gemeraz anezhi, hag a zizalc’haz an Amoreaned pere a oa ennhi. 40 Moizez a roaz eta Galaad da Vakir, mab Manasse, pehini a choumaz ennhi. 41 Ha Jair, mab Manasse, az eaz hag a gemeraz ho bourkou, hag ho galvaz bourkou Jair. 42 Ha Nobuak a ieaz hag a gemeraz Kenath gant ar c’heariou divardro, hag he galvaz Nobak hervez he hano.


33 SETU an arsaoiou euz bugale Israel, pere a zeuaz euz a vro an Ejipt, hervez ho armeou, dindan gundu Moizez hag Aaron. 2 Ha Moizez a skrivaz ho baleadennou hervez ho arsaoiou, var gourc’hemen an Aotrou. Setu ama eta ho arsaoiou, hervez ho baleadennou.

3 Bugale Israel a ieaz euz Ramzez ar mis kenta, d’ar bemzekved deiz euz ar mis kenta, an deiz varlerc’h Pask mont a rejont kwit a zorn savet, en gwel an holl Ejiptsianed. 4 Hag an Ejiptsianed a vezie ar re Hen doa an Aotrou skoet en ho zouez, an holl re genta-ganet ; an Aotrou memeuz Hen doa groet barnedigezou var ho doueou.

5 Ha bugale Israel a ieaz euz Ramzez, hag e kampjont en Sukkoth. 6 Mont a rejont euz a Sukkoth, hag e kampjont en Etham, pehini a zo en penn an distro. 7 Neuze ez ejont euz Etham, en em distrojont da gaout Pi-Hahiroth, pehini a zo a fas da Vaal-Tsefon, hag e kampchont dirag Migdol. 8 Hag ez ejont a zirag Pi-Hahtroth, e tremenjont kreiz ar mor, var zu an distro, ez ejont hed tri deiz hent en distro Etham, hag e kampjont en Mara.

9 Neuze ez ejont euz Mara hag e teujont da Elim ; hag e oa en Elim daouzek mammen dour ha dek ha tri-ugent palmezen ; hag e kampjont eno. 10 Mont a rejont euz a Elim, hag e kampjont tost d’ar mor Ru. 11 Neuze ez ejont euz ar mor Ru, hag e kampjont en distro Sin. 12 Hag ez ejont euz distro Sin, hag e kampjont en Dofka. 13 Hag ez ejont eus Dofka, hag e kampjont en Alush. 14 Hag ez ejont euz Alush, hag kampchont en Refidim, el leac’h ne oa ket a zour da eva d’ar bobl.

15 Hag ez ejont euz Refidim, hag e kampjont en distro Sinai. 16 Goude ez ejont euz distro Sinai, hag e kampjont en Gibroth-Hattaava. 17 Hag ez ejont euz Kibroth-Hattaava, hag e kampjont en Hatseroth. 18 Neuze ez ejont euz Hatseroth, hag e kampjont en Rithma. 19 Hag ez ejont euz Bithma, hag e kampjont en Rimmon-Perets. 20 Mont a rejont euz a Rimmon-Perets, hag e kampjont en Libna. 21 Hag ez ejont euz Libna hag e kampjont en Rissa. 22 Goude ez ejont euz Rissa, hag e kampjont en Kehelatha. 23 Hag ez ejont euz Kehelatha, hag e kampjont en menez Shafer. 24 Hag e ejont euz a venez Shafer, hag e kampjont en Harada. 25 Hag ez ejont euz Harada, hag e kampjont en Makheloth. 26 Neuze ez ejont euz Makheloth, hag e kampjont en Tahath. 27 Hag ez ejont euz Tahath, hag e kampjont en Tarak. 28 Hag ez ejont euz Tarak, hag e kampjont en Mithka. 29 Hag ez ejont euz Mithka, hag e kampjont en Hash-mona. 30 Hag ez ejont euz Hashmona, hag e kampjont en Moseroth. 31 Hag ez ejont euz Moseroth, hag e kamjont en Bene-Jaakan. 32 Hag ez ejont euz Bene-Jaakan, hag e kampjont en Hor-Guidgad. 33 Hag ez ejont euz Hor-Guidgad, hag e kampjont en Jotbatha. 34 Hag ez ejont euz a Jotbatha, hag e kampjont en Abrona. 35 Neuze ez ejont euz Abrona, hag e kampjont en Etajon-Gueber. 36 Hag ez ejont euz Etsjon-Gueber, hag kampjont en distro Tsin, pehini eo Kades. 37 Goude ez ejont euz Kades, hag e kampjont da venez Hor, en penn bro Edom.

38 Hag Aaron, ar sakrifier, a biniaz var menez Hor, hervez urz an Aotrou, hag e varvaz eno, en daou-ugenved bloaz goude ma oa bugale Israel deuet euz an Ejipt, ar bempved mis, ar c’henta deiz euz ar mis. 39 Hag Aaron a oa oajet a dri bloaz ha c’hwec’h-ugent, pa varvaz var menez Hor.

40 Neuze ar C’hananeen, roue Arad, pehini a choume en kreisteiz bro Kanaan, a wezaz penaoz e teue bugale Israel. 41 Hag e zeaz euz a venez Hor, hag e kampaz en Tsalmona. 42 Hag ez ejont euz Tsalmona, hag e kampjont en Punon. 43 Hag ez ejont eus Punon, hag e kampjont en Oboth. 44 Neuze ez ejont euz a Oboth, hag e kampjont en Ijje-Abarim, var harz Moab. 45 Hag ez ejont euz a Ijje-Abarim, hag e kampjont en Dibon-Gad. 46 Hag ez ejont euz Dibon-Gad, hag e kampjont en Almon-Diblathaim. 47 Neuze ez ejont euz Almon-Diblathaim, hag e kampjont en meneziou Abarim, dirag Nebo. 48 Hag ez ejont euz meneziou Abaim, hag e kampjont en plenennou Moab, tost da Jourdan Jeriko. 49 Hag e kampjont tost d’ar Jourdan, adaleg Beth-Jeshimoth beteg Abel-Sittim, en plenennou Moab.

50 HAG an Aotrou a gomzaz da Voizez en plenennou Moab, tost da Jourdan Jeriko, o lavarout : 51 Komz da vugale Israel, ha lavar dezhei : Pa ho pezo tremenet ar Jourdan evit mont en bro Kanaan, 52 e kasfet kwit dirazoc’h holl dud ar vro, distruja a refet ho holl skeudennou, distruja a refet ho holl skeudennou teuzet, hag e tifreuzfet ho holl leac’hiou huel ; 53 hag e kemerfet dalc’h er vro, hag e choumfet ennhi. Rag roet Em eux deoc’h ar vro evit he derc’hel. 54 Lodenna ar refet ar vro dre ar zort, hervez ho famillou. D’ar re a zo en niver bras, e rofet muoc’h a heritach, ha d’ar re a zo en niver bihan, e rofet nebeutoc’h a heritach ; pep hini hen devezo anezhan aze el leac’h ma eo digezet dezhan dre ar zort ; ober a refet ar partach hervez pobladou ho tadou. 55 Mes ma na gaset ket araog deoc’h tud ar vro ze, ar re anezhei ho pezo lezet a zilerc’h a vezo drein d’ho taoulagad ha pikou d’ho kozteziou, ho serri a rafont a dost er vro a behini oc’h an dud ; 56 hag e c’hoarvezo ma Rin deoc’h evel ma Em euz bet c’hoant d’en ober.


34 An Aotrou a gomzaz c’hoaz da Voizez, o lavarout : 35 Gourc’hemen kement ma da vugale Israel, ha lavar dezhei : Pa vefet eet en bro Kanaan, ar vro pehini a zigwez deoc’h en heritach, ar vro euz Kanaan hervez he harzou, 3 kostez ar c’hreisteiz a vezo deoc’h adaleg distro Tain, a hed Edom. Evel se hoc’h harz kreizteiz a ielo euz kichen ar mor Zal var ar savheol. 4 Hag an harz ze a droio er c’hreizteiz euz krec’hien Akrabbim, a dremeno var zu Tsin hag a ielo d’ar c’hreisteiz euz Kades-Barnea ; neuze ez aio var zu Hatsar-Addar, hag e tremeno var Atsmon. 5 Euz Atsmon an harz a droio var zu red an Ejipt, hag a ielo d’ar mor. 6 Ha diwarben harz ar c’huzheol, ho pezo ar mor bras evit harz ; hennez e vezo ho harz kusheol. 7 Ha setu pehini e vezo ho c’harz hanter-noz : adaleg ar mor bras e verkfet evit ho pennou menez Hor ; 8 neuze euz menez Hor, e verkfet evit ho pennou dor Hamath, hag an harz a ielo da Tsedad. 9 Hag an harz ma a ielo var zu Zifron, hag a ielo da Hatsar-Enan ; honnez e vezo ho harz anternoz. 10 Neuze e kemerfet evit hoc’h harz, var ar savheol, euz Hatsar-Enan da Shefam. 11 Hag an harz a ziskenno euz Shefam da Ribla, en savheol Ain ; neuze an harz a ziskenno hag a dapo kostez ar mor en Kinnereth, var zu ar savheol ; 12 da ziveza an harz a ziskenno da gaout ar Jourdan, hag a dapo ar mor Zal. Hennez eo ar vro ho pezo hervez he harzou tro da zro. 13 Ha Moizez a c’hourc’hemennaz da vugale Israel, hag a lavaraz dezhei : Hennez eo ar vro a lodennfet dre ar zort, hag Hen deuz an Aotrou gourc’hemennet rei d’an nao boblad ha d’an hanter euz eur boblad. 14 Rag ar boblad diskennet euz Ruben, hervez tiez ho zadou, ha poblad lignez Gad, hervez tiez ho zadou, hag hanter poblad Manasse ho deuz bet ho heritach. 15 An diou boblad hag an hanter poblad ze ho deuz bet ho heritach en tu all da Jourdan Jeriko, er savheol, en oriant.

16 An Aotrou a gomzaz c’hoaz da Voizez, o lavarout : 17 Setu hanoiou an dud a lodenno deoc’h ar vro : Eleazar, ar sakrifier, ha Josue, mab Nun. 18 Kemer a refet ive eur mestr a bep poblad, evit lodenni ar vro. 19 Setu ama hanoio an dud ze : Evit poblad Juda, Kaleb, mab Jefunne ; 20 evit poblad bugale Simeon, Samuel, mab Ammihud ; 21 evit poblad Benjamin, Elidad, mab Kislon ; 22 evit poblad bugale Dan, eur chef, Buki, mab Jogli ; 23 evit bugale Josef : evit poblad bugale Manasse, eur chef Hanniel, mab Efod ; 24 hag evit poblad bugale Efraim, eur chef. Kemuel, mab Shiftan ; 25 evit poblad bugale Zabulon, eur chef, Elitsafan, mab Parnak ; 26 evit poblad bugale Issakar, eur chef Paltiel, mab Azzan ; 27 evit poblad bugale Asser, eur chef, Ahihud, mab Shelomi ; 28 hag evit poblad bugale Neftali, eur chef, Pedahel, mab Ammihud. 29 Ar re ze eo ar re da bere e c’hourc’hemennaz an Aotrou lodenni heritach bugale Israel, en bro Kanaan.


35 AN Aotrou a gomzaz da Voizez, en plenennou Moab, tost da Jourdan Jeriko, o lavarout : 2 Gourc’hemen da vugale Israel ma rofont d’al Levited, var an heritach a zalc’hont, keariou evit choum ennhei ; rei a refet ive dezhei eun douar tro zro d’ar c’heariou ze. 3 Ar c’heariou ho devezo da choum ; ha douarou ar c’heariou ze a vezo evit ho loened, evit ho madou hag evit ho anevaled. 4 Douarou ar c’heariou a rofet d’al Levited a vezo a vil illinad tro da zro, adaleg moger kear en diaveaz. 5 Muzuri a refet eta, en diaveaz euz kear, euz koste ar savheol daou vil illinad, euz kostez ar c’hreisteiz daou vil illinad, euz kostez ar c’husheol daou vil illinad, hag euz koztez an hanter-noz daou vil illinad, hag ar gear a vezo er c’hreiz. Ar re ze a vezo douarou ho c’heariou. 6 Divarbenn ar c’heariou a rofet d’al Levited, e vezo ar c’hwec’h kear a refuch, pere a lekefet abalamour d’al lazer da dec’hel ennhei ; hag en tu all d’ar re ze, e rofet dezhei diou gear ha daou-ugent. 7 An holl geariou a rofet d’al Levited, a vezo en niver a eiz kear ha daou-ugent gant ho douarou. 8 Ha, divarbenn ar c’heariou a rofet dezhei, var dalc’h bugale Israel, e kemerfet muoc’h digant ar nep en deuz muoc’h, ha neubeutoc’h digant an nep hen deuz neubeutoc’h ; pep hini a roio euz he geariou d’al Levited, en ment an heritach a zalc’ho.

9 Neuze an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 10 Komz da vugale Isrsel, ha lavar dezhei : Pa ho pezo tremenet ar Jourdan evit mont en bro Kanaan, 11 lakeit keariou pere a vezo evidoc’h keariou a refuch, en peleac’h hello tec’hel al lazer, pehini hen devezo skoet unan benag d’ar maro dre zievested. 12 Hag ar c’heariou ze a servicho deoc’h da refuch a enep vanjer ar goad, evit na varvo ket al lazer, bete ma vezo en em diskwezet en barnedigez dirag an asamble. 13 Var ar c’heariou a rofet, e vezo eta evidoc’h c’hwech kear a refuch. 14 Lakaat a refet teir en tu ma d’ar Jourdan, hag lekefet an teir all en bro Kanaan ; ar re ze a vezo keariou a refuch. 15 Ar c’hwec’h kear ze a zervicho da refuch da vugale Israel, ha d’an diaveziad ha d’an hini a choum en ho zouez, abalamour d’an hini en devezo skoet unan benag dre zievested da vont ennhei. 16 Mes mar en deuz he skoet gant eur bemfek houarn, ha ma varv a gement se, eo eul lazer ; al lazer a vezo lakeat d’ar maro. 17 Ha mar hen deuz he skoe gant eur mean pehini a zalc’he en he zorn hag a helle rei ar maro, ha mar marv, eo eul lazer ; al lazer a vez lakeat d’ar maro. 18 Er memeuz doare, mar en deuz skoet gant eur bemfek koad pehini a zalc’he en he zorn hag a helle rei ar maro, ha mar marv, eo eul lazer ; al lazer a vezo lakeat d’ar maro. 19 Vanjer ar goad eo a lakaio al lazer d’an maro ; pa he gavo, hen lakaio d’ar maro. 20 Mar hen deuz, dre gasouni, eun den boutet unan all pe taolet eun dra benag varnezhan o kensonjal, ha ma eo marvet ; 21 pe, dre gasouni, hen deuz he skoet gant he zorn, hag eo marvet ; an hini hen deuz skoet a vezo lakeat d’ar maro ; eul lazer eo ; vanjer ar goad a lakaio al lazer d’ar maro, pa gavo anezhan.

22 Mar, en deve, hep evez, pe hep kasouni, e voutet, pe taolet eun dra benag, hep kensonjal varnezhan, 23 pe, hep beza he enebour hag hep klask droug dezhan, hen deuz he ziskaret varnezhan, hep beza en gwelet, eur mean benag hag a helfe rei ar maro, ha ma varvje, 24 neuze an ammble a varno hervez al lezennou ma entre an hini hen deus skoet ha vanjer ar goad ; 25 hag an asamble a zelivro al lazer euz dorn vanjer ar goad, hag e lakaio anezhan da zistrei d’ar gear a refuch, el leac’h ma eo tec’het ; hag e choumo eno bete maro ar beleg bras pehini a zo bet eoliet gant an eol zantel. 26 Mes mar da al lazer er meaz eus ar gear a refuch en peleac’h e vezo en em dec’het, 27 ha ma kav vanjer ar goad anezhan er meaz euz a harzou kear he refuch, ha mar laz vanjer ar goad al lazer, na vezo ket koupabl a lazeraz. 28 Rag al lazer a dle choum en kear he refuch bete maro ar beleg bras ; mes, goude maro ar beleg bras, al lazer a zistroio en douar he zalc’h. 29 Ha kement ma a vezo deoc’h urzou a zroet, en ho lignezou, en ho c’holl choumachou.

30 Mar laz unan benag eun den, e vezo lazet al lazer var desteni testou ; mes eun test hepken na vezo ket avalc’h evit lakaat unan benag da vervel.

31 Na gemeri ket a ranson evit buez eul lazer pehini a zo koupabl ha din a varo ; rag dleout a ra beza lakeat d’ar maro. 32 Na gemerfet ket ken neubeut a ranson evit he lezel da dec’hel en he gear a refuch, nag evit da varo ar sakrifier na zistroio d’he vro. 33 Ha na souilfet ket ar vro en pehini e vefet, rag ar goad a souil ar vro ; ha na vezo ket groet a ziskarg, evit ar vro, eus ar goad pehini a vezo bet skuliet ennhi, nemert dre oad an hini pehini hen devezo he skuliet. 34 Na souilfet ket eta ar vro en pehini ez it da choum, hag en kreiz pehini E choumin ; rag Me eo an Aotrou Pehini a choum entouez bugale Israel.


36 HA chefou tadou a famil bugale Galaad, mab Makir, mab Manasse, a douez famillou bugale Josef, a dostaaz hag a gomzaz da Voizez, ha dirag kenta mestrou tadou bugale Israel. 2 Hag e leverjont : An Aotrou Hen deuz gourc’hemennet d’am aotrou rei da vugale Israel ar vro en heritach dre ar zort ; hag ma aotrou hen deuz resevet gourc’hemen an Aotrou da rei heritach Tselofkad, hon breur, d’he verc’hed. 3 Mar d’int dimezet da unan benag a bobladou all Israel, ho heritach a vezo lamet euz a heritach hon zadou, hag a vezo unanet da heritach ar boblad en pehini e vefont ; evel se e vezo lamet euz an heritach a zo digwezet deomp dre ar zort. 4 Ha pa zeuo ar jubile evit bugale Israel, ec’h unanfer ho heritach da heritach ar boblad euz pehini e vefont ; evel se ho heritach a vezo lamet euz a heritach poblad hon zadou.

5 Neuze Moizez a roaz da vugale Israel gourc’hemennou an Aotrou, o lavarout : Poblad Josef ho deuz rezon. Setu ama ar pez Hen deuz an Aotrou gourc’hemennet divarben merc’hed Tselofkad : 6 Dimezi a rafont d’an nep ma karfont ; koulskoude, e timefont da unan benag a famillou poblad ho zadou ; 7 evel se eun heritach na vezo ket kaset kwit, entouez bugale Israel, euz a boblad en poblad all, rag pep hini a vugale Israel a choumo en heritach poblad he dadou. 8 Ha pep merc’h hag a vezo heritourez euz a eun dalc’h benag, en pobladou bugale Israel, a vezo dimezet da unan benag euz a famil poblad he zad, evit ma herito pep hini a vugale Israel heritach he dadou. 9 Eun heritach eta na vezo ket kaset euz a eur boblad da eur boblad all ; mes pep hini entouez pobladou bugale Israel a zalc’ho he heritach.

10 Merc’hed Tselofkad a reaz evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez. 11 Rag, Makla, Tirtsa, Hogla, Milka ha Noa, merc’hed Tselofkad, a zimezaz da vibien ho zontoned. 12 Dimezi a rejont en famillou bugale Manasse, mab Josef, hag ho heritach a choumaz en poblad famil ho zad.

13 AR re ze eo ar gourc’hemennou hag an urzou a roaz an Aotrou dre c’henou Moizez da vugale Israel, en meaziou Moab, tost da Jourdan Jeriko.


————