Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897/An Aviel zantel hervez Ian
Grapho Press, 1897 (p. 913-938)
1 ER pen-kenta e oa ar Gir, ar Gir a oa gant Doue, hag ar Gir a oa Doue. 2 Er pen-kenta e oa gant Doue. 3 An holl draou a zo bet groet drezhan, ha netra euz ar pez a zo bet groet, n’eo bet groet hephan. 4 Ennhan e oa ar vuez, hag ar vuez a oa sklerijen an dud. 5 Hag ar sklerijen hen deuz lugernet en devalijen, hag an devalijen n’he deuz ket he zigemeret.
6 Beza e oe eun den, hanvet Ian, pehini a oe kaset gant Doue. 7 Dont a reaz da dest, hag evit rei testeni d’ar sklerijen, evit ma kredche an holl drezhan. 8 Ne oa ket ar sklerijen, mes kaset e oa da rei testeni d’ar sklerijen. 9 Ar gwir sklerijen pehini o tond er bed a sklera peb den. 10 Er bed e oa, hag ar bed a zo bet groet drezhi ; mes ar bed n’hen deuz ket he c’hanavezet. 11 Deuet eo da gaout he re ; hag he re n’ho deuz ket he zigemeret. 12 Mes d’ar re holl ho deuz he zigemeret, hen deuz roet an droet da veza groet bugale da Zoue, da c’houzout eo, d’ar re holl a gred en he hano, 13 pere n’hen d’int ket ganet euz ar goad nag euz a c’hoant ar c’hik, nag euz an den, mes euz a Zoue. 14 Hag ar Gir a zo bet groet kig, hag hen deuz choumet en hon zouez, leun a c’hras hag a wirionez, hag hon deuz gwelet he c’hloar, eur gloar evel hini Mab unik an Tad.
15 Ian a roaz testeni dezhan, pa griaz o lavarout : Hema eo an hini a behini e lavaren : An hini a zeu va goude a zo dreist oun, abalamour ma oa kentoc’h evidoun.
16 Ha ni holl hon euz bet euz he leunder, gras evit gras. 17 Rag al lezen a zo bet roet dre Voizez, an drugarez hag ar wirionez a zo deuet dre Jesus-Christ. 18 Den n’euz biskoaz gwelet Doue ; ar Mab unik, pehini a zo en askre an Tad, eo an hini hen deuz groet he anaout.
19 Setu ama testeni Ian, pa gasaz ar Judevien euz a Jerusalem beleien ha levited da c’houlen outhan : Piou out-te ? 20 Ansav a reaz ha na nac’haz ket ; diskleria a reaz n’eo ket me emezhan eo ar C’hrist. 21 Hag int a c’houlenaz outhan : Piou out eta ? Beza out Eli ? Hag hen a lavaraz : N’oun ket. Beza out ar profed ? Hen a respountaz : Nan. 22 Int a lavaraz eta dezhan : Piou out-te ? evit ma rofomp respount d’ar re ho deuz hon digaset. Petra a leverez ac’hanout da unan ? 23 Hen a lavaraz : Me eo mouez an hini a gri el leac’h distro : Pleneet hent an Aotrou, evel hen deuz lavaret ar profed Esai. 24 Hag, ar re a oa bet kaset, a oa farisianed. 25 Goulen a rejont outhan : Perag e vadezez te, ma n’out nag ar C’hrist, nag Eli, nag ar profed ? 26 Ian a respountaz hag a lavaraz dezhei : Evidoun me, me a vadez ac’hanoc’h a zour ; mes beza e zo unan benag en ho touez pehini na anavezit ket. 27 Hennez eo an hini a zeu war va lerc’h ha pehini a zo dreist oun, ha n’hen d’oun ket dîn da zieren koreen he voutou. 28 Kement ma a c’hoarvezaz en Betabara, en tu all d’ar Jourdan, el leac’h ma vadeze Ian.
29 An deiz varlerc’h, Ian a welaz Jesus pehini a zeue d’he gaout, hag a lavaraz dezhan : Setu Oan Doue pehini a lam pec’hed ar bed. 30 Hen eo an hini a behini e lavaren : Dont a ra war va lerc’h eun den pehini a zo dreist oun, rag araog d’in e oa. 31 Hag evidoun me, ne anavezen ket : anezhan ; mes deuet oun da vadezi a zour, abalamour ma vefe diskleriet da Iarael. 32 Ian a roaz c’hoaz an desteni-ma, o lavarout : Gwelet em euz ar Spered o tisken euz an env evel eur goulm, hag o tond varnezhan. 33 Evidoun me, ne anavezen ket anezhan ; mes an hini hen deuz ma c’haset da vadezi a zour, hen deuz lavaret d’in : An hini var behini e weli ar Spered o tisken hag choum, hennez eo an hini a vadez euz ar Spered-Santel. 34 Hag em euz gwelet, hag em euz roet testeni penaoz eo Hen eo Mab Doue.
35 An deiz varlerc’h, Ian a oa c’hoas eno gant daou euz he ziskibien, hag o welet Jesus pehini a valee, e lavaraz : Setu Oan Doue. 37 Hag an daou diskibl, o veza e glevet o komz evel se, a heuliaz Jesus. 38 Jesus o veza distroet hag o welet e c’heulient anezhan, a lavaraz dezhei : Petra a glesket-hu ? Int a respountaz dezhan : Rabbi (da lavaret eo, Mestr), peleac’h e choumez ? 39 Hen a lavaraz dezhei : Deuet ha gwelet. Mond a rejont, hag e weljont peleac’h choume, hag e choumjont ganthan an deiz se, rag var dro an degved heur e oa. 10 Andre, breur Simon Pêr, oa unan euz an daou ho doa klevet ar pez hen doa lavaret Ian, ha pere ho doa heuliet Jesus. 41 Andre a gavaz ar c’henta Simon he vreur, hag e lavaraz dezhan : Ni hon deuz kavet ar Messi (da lavaret eo, ar C’hrist, an Eoliet). 42 Hag e tigasaz anezhan da Jesus. Jesus, o veza sellet outhan, a lavaraz dezhan : Te eo Simon, mab Jona ; te a vezo galvet Kefas (da lavaret eo, Mean).
43 An deiz varlerc’h, Jesus a c’hoanteez mond en Galile, hag e kavaz Filip, hag e lavaraz dezhan : Heul ac’hanoun. 44 Ha Filip a oa euz a Vetsaida, kear Andre ha Pêr. 45 Filip a gavaz Natanael hag a lavaraz dezhan : Ni hon deuz kavet an hini euz a behini hen deuz Moizez el lezen, hag ar brofeded, skrivet divar he ben ; Jesus, mab Josef, euz a Nazaret. 46 Natanael a lavaraz dezhan : Hag euz a Nazaret e c’hell dont eun dra benag a vad ? Filip a lavaraz dezhan : Deuz ha gwel. 47 Jesus, o welet Natanael o tond d’he gaout, a lavaraz anezhan : Setu eur gwir Israelit en pehini n’euz ket a droidel. 48 Natanael a lavaraz dezhan : A beleac’h ec’h anavezez te ac’hanoun ? Jesus a respountaz dezhan : Araog ma c’halvaz Filip ac’hanout, pa oaz dindan ar wezen fiez, me a wele ac’hanout. 49 Natanael a respountaz dezhan : Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel. 50 Jesus a respountaz dezhan : Abalamour ma em euz lavaret d’id, em oa da welet dindan ar wezen fiez, e kredez ; te a welo traou brasoc’h evit ar re ma. 51 Lavaret a reaz ive dezhan : En gwirionez, en gwirionez, me a lavar deoc’h : A vrema c’hwi a welo an env digor, hag eled Doue o piniat hag o tisken var Mab an den.
2 Tri deiz goude, e oe groet eun eured en Kana en Galile, ha mam Jesus a oa eno. 2 Ha Jesus ive a oe pedet da vond d’an eured gant he ziskibien. 3 Ar gwin o veza manket, mam Jesus a lavaraz dezhan : N’ho deuz ken a win. 4 Jesus a respountaz dezhi : Greg, petra a zo entre te ha me ? Ma heur n’eo ket c’hoaz deuet. 5 He vam a lavaraz d’ar re a zerviche : Grit kement a lavaro deoc’h. 6 Beza oa eno c’hweac’h besel mean, lakeet evit gwalc’hadurez ar Judevien, hag a zalc’he pep hini anezhei daou pe dri muzur. 7 Jesus a lavaraz dezhei : Leuniit a zour ar beselou ze : hag e kargjont anezhei bete krec’h. 8 Hag e lavaraz dezhei. Tennit brema anezhan, ka kasit da vestr ar fest. Hag e kaschont. 9 Pa hen doe mestr ar fest tanveet an dour a oe deuet da win (na wie ket a beleac’h e teue ar gwin ze, mes ar mevelien ho doa tennet an dour a wie), e c’halvaz ar pried, hag e lavaraz dezhan : 10 Pep den ro da genta ar gwin mad, hag ar falla goude ma ve bet evet kalz ; mes te, te ec’h euz miret ar gwin mad bete vrema. 11 Jesus a reaz ar c’henta mirakl-ma en Kana a C’halile, hag e tiskwezaz he c’hloar ; hag he ziskibien a gredaz ennhan.
12 Goude ze, e tiskennaz da Gafarnaom gant he vam, he vreudeur hag he ziskibien ; ha ne choumjont eno nemed eun nebeut deiziou.
13 Ha Pask ar Judevien a oa tost ; ha Jesus a biniaz da Jerusalem. 14 Hag e kavaz en templ ar re a werze ijened, denved ha koulmed, gant an drokerien pere a oa eno azezet. 15 Hag o veza groet eur fouet kerden, e kasaz anezhei holl kwit euz an templ, hag an denved hag an ijened ; hag e taolaz d’an douar arc’hant an drokerien, hag e tiskaraz ho zaoliou. 16 Hag e lavaraz d’ar re a werze koulmed : Tennit an dra ze ac’han, ha na rit ket euz a di va Zad eun ti a varc’had. 17 Neuze an diskibien ho doe sonj eo skrivet : Ar zel euz da di hen deuz ma devoret. 18 Ar Judevien, o kemer ar gomz, a lavaraz dezhan : Dre bez sîn e tiskwezez deomp e c’hellez ober kement se ? 19 Jesus a respountaz hag a lavaraz dezhei : Diskarit an templ-ma, ha me a adsavo anezhan a-ben tri deiz ? 20 Ar Judevien a lavaraz dezhan : C’hweac’h vloaz ha daou-ugent e oar bet o sevel an templ ma, ha te en adsavfe en tri deiz ? 21 Mes hen a gomze euz a dempl he gorf. 22 Goude eta ma oa adsavet a varo, he ziskibien ho doe sonj penaoz hen doa lavaret an dra ze ; hag e kredchont er Skritur ha d’ar gir ze hen doa Jesus lavaret.
23 En-pad ma oa en Jerusalem, da wel ar Pask, kalz a dud a gredaz en he hanô, o welet ar miraklou pere a rea. 24 Mes Jesus na fizie ket ennhei, rag ho anaout a rea holl. 25 Ha n’hen doa ket ezom e rojet testeni dezhan gant den, rag anaout a rea anezhan he unan ar pez a oa en den.
3 Beza e oa eun den, euz a douez ar farisianed hanvet Nikodem, unan a re vras Judevien. 2 An den ma a zeuaz, en noz, da gaout Jesus hag a lavaraz dezhan : Mestr, ni a oar out eun doctor deuet a beurz Doue ; rag den na hell ober ar miraklou ze a rez, nemet Doue a ve ganthan. 3 Jesus a respountaz dezhan : En gwirionez, en gwirionez me a lavar d’id, penaoz ma na ve ket gânet oun den a-nevez, ne hell ket gwelet rouantelez Doue. 4 Nikodem a lavaraz dezhan : Penaoz e c’hell eun den beza ganet, pa ve koz ? Hag hen a hell distrei en kov he vam, ha genel eun eil gweach ? 5 Jesus a respountaz : En gwirionez, en gwirionez me a lavar d’id, penaoz ma na ve ket eun den ganet a zour hag a spered na hell ket mond en rouantelez Doue. 6 Ar pez a zo ganet euz ar c’hik, a zo kig, hag ar pez a zo ganet euz ar spered, a zo spered. 7 Na vez ket souezet euz ar pez em euz lavaret d’id : Eo ret ma vefeac’h ganet a-nevez. 8 An avel a c’houez el leac’h ma kâr ; hag e klevez an drouz ; mes na ouzout ket nag a beleac’h e teu, na peleac’h ez â. Evelse a c’hoarvez gant pep den pehini a zo ganet a spered. 9 Nikodem a lavaraz dezhan : Penaoz e c’hell an traou ze en em ober ? 10 Jesus a respountaz dezhan : Te a zo doctor Israel, ha n’ouzout ket an traou ze ? 11 En gwirionez, en gwirionez me a lavar d’id, penaoz ni a lavar ar pez a ouzomp, hag e roomp testeni euz ar pez hon deuz gwelet ; mes c’hwi na zigemerit ket hon zesteni. 12 Mar em euz komzet deoc’h euz a draou douarek, ha na gredet ket, penaoz e kredfeet-hu, mar komzan deoc’h euz traou selestiel ? 13 Den n’eo piniet en env, nemed an hini a zo diskennet euz an env, Mab an den pehini a zo en env. 14 Hag evel ma savaz Moizez an aer el leac’h-distro, evel se eo ret e ve savet Mab an den, 15 abalamour ne vezo ket kollet piou benag a gredo ennhan, mes ma hen devezo ar vuez eternel. 16 Rag Doue hen deuz karet kement ar bed, ma hen deuz roet he Vab-unik, abalamour da biou benag a gredo ennhan na vezo ket kollet, mes ma hen devezo ar vuez eternel. 17 Rag Doue n’euz ket kaset he Vab er bed, evit barn ar bed, mes evit ma ve salvet ar bed drezhan. 18 An hini a gred ennhan n’eo ket barnet, mes an hini na gred ket a zo dija barnet, abalamour n’euz ket kredet en hanô Mab unik Doue. 19 Hag an dra kiriek d’ar varnedigez eo penaoz ar sklerijen a zo deuet er bed, ha penaoz ho deuz an dud karet muoc’h an devalijen evit ar sklerijen, abalamour ma oa fall ho oberiou. 20 Rag piou-benag a ra ar fall a gasaa ar sklerijen, ha na zeu ket d’ar sklerijen, gant aoun na ve rebechet he oberiou. 21 Mes an hini a ra hervez ar wirionez, a zeu d’ar sklerijen, evit ma ve diskleriet he oberiou, abalamour int groet en Doue.
22 GOUDE ze, Jesus az eaz gant he ziskibien var douar Jude, hag choumaz ganthei eno, hag e vadeze eno. 23 Ha Ian a vadeze ive en Enon, tost da Salim, abalamour ma oa eno kalz a zour, hag ez eet di evit beza badezet. 24 Rag Ian ne oa ket bet c’hoas lakeet er prizoun.
25 Beza e oe eun disput entre diskibien Ian hag ar Judevien, divarben ar walc’hidigez. 26 Hag e teujont da gaout Ian, hag e leverjont dezhan : Mestr, an hini a oa ganez en tu all d’ar Jourdan, ha da behini ec’h euz roet testeni, setu hen a vadez, hag an holl a ia d’he gaout. 27 Ian a respountaz : Den na hell ober netra, ma n’eo ket bet roet dezhan euz an env. 28 C’hwi oc’h unan a zo testou d’in penaoz em euz lavaret : N’eo ket me eo ar C’hrist, mes kaset oun bet araog dezhan. 29 An hini hen deuz ar vreg eo an ozac’h ; mes minioun an ozac’h, pehini a zo eno ha pehini he zelaou, a zo leuniet a joa o klevet mouez ar pried ; hag ar joa ze, pe hini eo ma hini, a zo mâd-tre. 30 Ret eo dezhan kreski ha d’in me bihanaat. 31 An hini a zeu euz an neac’h a zo dreist an holl ; an hini a zen euz an douar a zo euz an douar hag a gomz euz an douar ; an hini a zeu euz an env a zo dreist an holl. 32 Rei a ra testeni euz ar pez hen deuz gwelet ha klevet ; mes den na zigemer he desteni. 33 An hini a zigemer he desteni, hen deuz siellet penaoz eo Doue gwirion. 34 Rag an hini hen deuz Doue kaset a lavar komzou Doue, abalamour, Doue ne ro ket dezhan ar Spered dre vuzur. 35 An Tad a gâr ar Mab hag hen deuz lekeet pep tra en he zaouarn. 36 An hini a gred er Mab, hen deuz ar vuez eternel ; mes an hini na zent ket euz ar Mab na welo ket ar vuez, mes fulor ? Doue a choumo warnezhan.
4 An Aotrou, o veza gwezet penaoz ho doa ar farisianed klevet e rea hag e vadeze muoc’h a ziskibien evit Ian, 2 (koulskoude ne oa ket Jesus he unan eo a vadeze, mes he ziskibien), 3 a gwiteaz ar Jude, hag a zistroaz en Galile. 4 Mes, ret e oa dezhan tremen dre ar Samari. 5 Eruet a reaz eta en eur gear euz a Samari, hanvet Sikar, tost d’an douar hen doa Jakob roet d’he vab Josef. 6 Eno e oa feunteun Jakob. Jesus eta, skwiz gant an hent, a azezaz var ar feunteun ; vardro ar c’hweac’hved heur e oa. 7 Eur vreg Samaritanez, o veza deuet evit tenna dour, Jesus a lavaraz dezhi : Ro d’in da eva. 8 Rag he ziskibien a oa eet en kear, evit prena boued. 9 Ar vreg Samaritanez a respountaz dezhan : Penaoz, te pehini a zo Judeo, a c’houlen da eva diganen, me, pehini ez oun eur vreg Samaritanez ? (rag ar Judevien na zarempredont ket gant ar Samaritaned). 10 Jesus a respountaz hag a lavaraz dezhi : Ma c’hanavejez donezon Doue, ha piou eo an hini a lavar d’id : Ro d’in da eva, te a c’houlenje da unan diganthan, hag hen a roje d’id dour beo. 11 Ar vreg a lavaraz dezhan : Aotrou, te n’ec’h euz netra evit tenna dour, hag ar punz a zo doun ; a beleac’h eta ez pefe an dour beo ze ? 12 Brasoc’h out-te evit hon tad Jakob, pehini hen deuz roet deomp ar punz-ma, hag hen deuz evet he-unan anezhan, kenkoulz evel he vibien, hag he loened ? 13 Jesus a respountaz dezhi : Piou benag a ev euz an dour-ma hen devezo c’hoaz sec’hed ; mes an hini a evo euz an dour a roin dezhan n’hen devezo biken sec’hed ; mes an dour a roin dezhan a zeuo ennhan eur vamen euz a eun dour pehini a strinko evit ar vuez eternel. 15 Ar vreg a lavaraz dezhan : Aotrou, ro d’in an dour ze, abalamour n’am bezo ken a sec’hed ha ma na zeuin ken da denna dour ama. 16 Jesus a lavaraz dezhi : Kea, galv da bried ha deuz ama. 17 Ar vreg a respountaz : N’em euz pried ebet. Jesus a lavaraz dezhi : Lavaret mad ec’h euz : N’em euz pried ebet ; 18 rag pemp pried ec’h euz bet : hag an hini a zo ganez brema n’eo ket da bried ; gwir ec’h euz lavaret en kement se. 19 Ar vreg a lavaraz dezhan : Aotrou, gwelet a ran out eur profed. 20 Hon zadou ho deuz adoret var ar menez ma, ha c’hwi, c’hwi a lavar penaoz al leac’h en peleac’h eo ret adori eo Jerusalem. 21 Jesus a lavaraz dezhi : Greg, kred ac’hanoun ; an amzer a zeu en pehini ne adorfer ken an Tad, na var ar menez ma, nag en Jerusalem. 22 C’hwi a ador ar pez na anavezit ket ; evidomp-ni ni a ador ar pez a anavezomp ; rag ar zilvidigez a zeu euz ar Judevien. 23 Mes an heur a zeu, hag eo dija deuet, ez pehini ar gwir adoratourien a adoro an Tad en Spered hag en gwirionez, rag an Tad a c’houlen ar sort adoratourien ze. 24 Doue a zo spered, hag eo ret d’ar re hen ador, hen adori en spered hag en gwirionez. 25 Ar vreg a lavaraz dezhan : Gouzout a ran penaoz ar Messi, an hini a c’halver Krist, a dle dont ; pa vezo hen deuet e tisklerio deomp an holl draou. 26 Jesus a lavaraz dezhi : Me eo, me, pehini a gomz ouzit.
27 Var gement-se, he ziskibien a eruaz, hag e oent souezet euz ma komze gant eur vreg ; koulskoude hini anezhei na lavaraz dezhan : Petra a c’houlennez-te ? Pe, perag e komzez-te ganthi ? 28 Neuze ar vrep a lezaz he fod dour hag a ieaz en kear, hag a lavaraz d’an dud : 29 Deuit da welet eun den pehini hen deuz lavaret d’in kement am euz groet ; ne vefe ket hen ar C’hrist ? 30 Mond a rejont eta euz a gear, hag ez ejont d’he gaout.
31 Koulskoude, he ziskibien a bede anezhan, o lavarout : Mestr, debr. 32 Mes hen a lavaraz dezhei : Me em euz da zibri eur boued pehini na anavezit ket. 33 An diskibien a lavare eta an eil d’egile : Unan benag hen defe digaset da zibri dezhan ? 34 Jesus a lavaraz dezhei : Ma boued eo ober bolonte an hini hen deuz va c’haset, ha peur-ober he labour. 35 Ne livirit-hu ket penaoz e zo c’hoaz pevar mis ac’han d’an eost ? Setu, me a lavar deoc’h : Savit ho taoulagad, ha sellit euz ar meaziou pere a wen dija evit an eost. 35 An hini a ved hen deuz eur gobr hag a zastum frouez evit ar vuez eternel, abalamour d’an hini a had d’en em laoueni ive gant an hini a ved. 37 Rag en kement ma, eo gwir ar gomz ma : Unan all eo an hader, hag unan all eo ar meder. 38 Me em euz ho kaset el leac’h n’oc’h euz ket labouret ; reou all ho deuz labouret, ha c’hwi a zo eet en ho labour.
39 Ha, kalz euz a Samaritaned ar gear ze a gredaz ennhan, abalamour da gomz ar vreg, pehini he doa roet an desteni-ma : Lavaret hen deuz d’in kement em euz groet. 40 Ar Samaritaned eta, o veza deuet d’he gaout, a bedaz anezhan da choum ganthei ; hag e choumaz daou devez eno. 41 Hag eun niver brasoc’h a gredaz abalamour d’he gelenadurez. 42 Hag e lavarent d’ar vreg : N’eo ket abalamour d’az lavar, eo e kredomp, rag klevet hon deuz anezhan hon unan, hag ec’h anavezomp penaoz hema eo en gwirionez Salver ar bed, ar C’hrist.
43 Daou devez goude, ez eaz kwit ac’hane, hag ez eaz en Galile, 44 rag Jesus he unan hen doa diskleriet penaoz eur profed n’eo ket enoret en he vro. 45 Pa oa eruet eta en Galile, e oe digemeret mad gant ar C’halileed, pere ho doa gwelet kement hen doa groet en Jerusalem deiz ar gouel : rag int ive a oa eet d’ar gouel. 46 Jesus a zeuaz eta a nevez da Gana en Galile, el leac’h hen doa groet gwin gant dour. Ha beza e oa en Kafarnaom eun Aotrou a di ar roue euz a behini ar mab a oa klanv. 47 An den ma, o veza anavezet penaoz Jesus a oa deuet euz ar Jude en Galile, a ieaz d’he gaout hag a bedaz anezhan da zisken evit iac’haat he vab, rag mond a rea da vervel. 48 Jesus a lavaraz : Ma na welit ket a siniou hag a viraklou, c’hwi na gredit ket. 49 An Aotrou ma a di a roue a lavaraz dezhan : Aotrou, disken, araog ma varvo ma bugel. 50 Jesus a lavaraz dezhan : Kea, da vab a vev. An den ma a gredaz ar pez hen doa Jesus lavaret dezhan, hag a ieaz kwit. 51 Hag evel ma tiskenne, he vevelien a zeuaz araog dezhan, hag a lavaraz dezhan : Da vab a vev. 52 Hen a c’houlennaz outhei da bed heur e oa en em gavet gwelloc’h ? Hag int a lavaraz dezhan : Deac’h, d’ar seizved heur, an derzien a gwitaaz anezhan. 53 Hag an tad a anavezaz penaoz e oa d’an heur-ze hen doa Jesus lavaret dezhan : Da vab a vev ; hag e kredaz, hen hag holl dud he di. 54 Jesus a reaz an eil mirakl-ma en he zistro euz ar Jude da C’halile.
5 GOUDE ze, e teue eur gouel euz ar Judevien, ha Jesus a biniaz da Jerusalem. 2 Beza e oa en Jerusalem, tost da zor an denved eur stang, galvet en hebre Betesda, pehini é doa pemp porched. 3 Eno e oa gourvezet eun niver braz a dud klanv, dall, kam hag ampufur, pere a c’hortoze kemesk an dour. 4 Rag eun êl a ziskenne, a amzer-da-amzer, er stang, hag a gemeske an dour. Ar c’henta eta pehini az ea ebarz, goude ma vije bet kemesket an dour, a vije iac’heet, euz a bez klenved benag a vije ganthan. 5 Beza e oa eno eun den pehini a oa klanv eiz vloaz ha tregont a oa. 6 Jesus, o welet anezhan gourvezet hag oc’h anaout e oa dija klanv abaoe pell amzer, a lavaraz dezhan : Fellout a ra d’id beza iac’heet ? 7 Ar c’hlanvour a respountaz dezhan : Aotrou, n’em euz den evit ma zeurel er stang pa ve kemesket an dour ; hag, en-pad ma ven o vond, unan all a zisken araog d’in. 8 Jesus a lavaraz dezhan : Sav-te, doug da wele, ha bale. 9 Ha kerkent, an den a oe iac’heet ; hag e kemeraz he wele hag he valeaz. 10 Mes, an deiz-ma a oa eun deiz sabbat. Ar Judevien eta a lavare d’an hini a oa bet iac’heet : Ar sabbat eo ; n’eo ket dleet d’id dougen da wele. 11 Hen a respountaz dezhei : An hini hen deuz ma iac’heet, hen deuz lavaret d’in : Doug da wele, ha bale. 12 Hag int a c’houlennaz outhan : Piou eo an den ze pehini hen deuz lavaret d’id : Doug da wele, ha bale ? 13 Mes an hini a oa bet iac’heet na wie ket piou e oa ; rag Jesus a oa en em dennet e-kuz kwit abalamour ma oa kalz a dud eno. 14 Goude ze, Jesus a gavaz anezhan en templ, hag a lavaraz dezhan : Setu, te a zo bet iac’heet ; na bec’h ken, gant aoun en em gavfe ganez eun dra benag gwasoc’h. 15 An den ma a ieaz hag a lavaraz d’ar Judevien penaoz e oa Jesus eo hen doa he iac’heet.
16 Abalamour da gement-se, ar Judevien a drubulie Jesus, hag a glaske he lakaat d’ar maro, dre ma hen doa groet ze deiz ar sabbat. 17 Mes Jesus a lavaraz dezhei : Ma Zad a labour bete vrema, ha me a labour ive. 18 Abalamour da ze, ar Judevien a glaske c’hoas mui he lakaat d’ar maro, nan hepken, dre ma tore ar sabbat, mes c’hoas abalamour ma c’halve Doue he Dad, euz en em ober he unan memeuz egalç da Zoue. 19 Jesus, o kemer ar gomz, a lavaraz dezhei : En gwirionez, en gwirionez me a lavar deoc’h, penaoz ar Mab ne hell netra anezhan he unan, nemed hen defe gwelet an Tad euz he ober ; rag kement a ra an Tad, ar Mab ive ho gra evelthan. 20 Rag an Tad a gâr ar Mab, hag a ziskwez dezhan kement a ra. Ha diskwez a rai dezhan oberiou brasoc’h evit ar re ma, evit ma veet souezet. 21 Rag, evel ma ro an Tad ar vuez d’ar re varo, evel se ive ar Mab a ro ar vuez d’ar re a fell dezhan. 22 An Tad ne varn den, mes roet hen deuz pep barn d’ar Mab. 23 Abalamour ma c’henoro an holl ar Mab, evel ma c’henoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab na enor ket an Tad pehini hen deuz he gaset. 24 En gwirionez, en gwirionez me a lavar deoc’h, penaoz an hini a zelaou ma c’homz, ha pehini a gred en hini hen deuz va c’haset, hen deuz ar vuez eternel, ha na zeu ket en barnedigez, mes tremenet eo euz ar maro d’ar vuez. 25 En gwirionez, en gwirionez me a lavar deoc’h, an amzer a zeu, hag eo dija deuet, en pehini ar re varo a glevo mouez Mab Doue, hag ar re he c’hlevo a vevo. 26 Rag, evel ma hen deus an Tad ar vuez ennhan he unan, hen deus ive roet d’ar Mab ar galloud da gaout ar vuez ennhan he unan. 27 Hag hen deus roet dezhan ar galloud da varn, abalamour ma eo Mab an den. 28 Na vezit ket eta souezet a gement se ; rag dont a ra an heur en pehini ar re holl a zo er 18 beziou a glevo he vouez, 29 hag ez aint er meaz : ar re ho devezo groet mad, en adsavedigez a vuez ; hag ar re ho devezo groet fall, en adsavedigez a varn. 30 Ne hellan ober netra ac’hanoun va unan, barna a ran hervez ar pez a glevan, ha va barn a zo gwirion, rag ne glaskan ket va c’hoant, mes bolonte va Zad pehini hen deuz va c’haset. 31 Ma roan testeni ac’hanoun va unan, ma zesteni n’eo ket gwir. 32 Beza e zo unan hag a ro testeni ac’hanoun, ha gouzout a ran penaoz an desteni a ro ac’hanoun a zo gwir. 33 Kaset oc’h euz da gaout Ian, hag hen hen deuz roet testeni d’ar wirionez. 34 Evidoun-me, ne glaskan ket testeni an den, mes lavaret a ran kement ma, evit ma veet salvet. 35 Ian a oa al lampr pehini a zêv, ha pehini a sklera, ha fellet eo bet deoc’h, evit eur pennad, en em laoueni euz he sklerijen. 36 Mes me am euz eun testeni brasoc’h evit hini Ian, rag an oberiou hen deuz ma Zad roet d’in da beur-ober, an oberiou ma memeuz pere a ran, a ro ac’hanoun an desteni ma, penaoz hen deuz an Tad ma c’haset. 37 Hag an Tad pehini hen deuz ma c’haset hen deuz he unan roet testeni ac’hanoun. C’hwi n’oc’h euz biskoaz klevet he vouez, na gwelet he fas. 38 Hag he c’hir na choum ket ennoc’h ; pa eo gwir na gredit ket en hini hen deuz kaset deoc’h. 39 Furchit ar Skrituriou, rag ennhei e kredit kaout ar vouez eternel, hag int eo ar re pere a ro testeni ac’hanoun. 40 Ha c’hwi na fell ket deoc’h dont d’am c’haout, evit kaout ar vuez. 41 Ne gemeran ket a c’hloar euz a beurz an dud ; 42 mes gouzout a ran n’ema ket karante Doue ennoc’h oc’h unan. 43 Deuet oun en hano va Zad, ha na zigemeret ket ac’hanoun ; mar deu unan all en he hano he unan, c’hwi a zigemero anezhan. 44 Penaoz hellit-hu kredi, pa dennet ho kloar an eil digant egile, ha pa na glaskit ket ar gloar a zeu euz a Zoue hepken ? 45 Na sonjit ket eo me ho tamallo dirag an Tad ; Moizez, en pehini ec’h esperit, eo an hini ho tamallo. 46 Rag ma kredjac’h Moizez, e kred jac’h ive ac’hanoun ; rag hen hen deuz skrivet divar ma fen. 47 Mes ma na gredit ket d’he skridou, penaoz e kredfeet-hu va c’homzou.
6 GOUDE ze, Jesus a dremenaz en tu all da vor Galile, pe mor Tiberiad. 2 Hag eur bobl vraz a heulie anezhan, abalamour ma welent ar miraklou a rea var ar re glanv. 3 Ha Jesus a binjaz var ar menez, hag eno ec’h azezaz gant he ziskibien. 4 Mes, ar Pask, 5 gouel ar Judevien, a oa tost. 5 Jesus eta o veza savet he zaoulagad, hag o welet eul lod bras a dud pehini a zeue d’he gaout, a lavaraz da Filip : Peleac’h e prenfomp-ni bara evit m’ho devezo an dud ma da zibri ? 6 Mes, hen a lavare kement se evit ese anezhan, rag gouzout a rea ar pez a dlee ober. 7 Filip a respountaz dezhan : Na ve ket awalc’h evit daou c’hant diner a vara da rei eun tamik da bep hini. 8 Unan he ziskibien, Andre, breur Simon Pêr, a lavaraz dezhan : 9 Beza e zo ama eur paotrik pehini hen deuz pemp bara heiz, ha daou besk ; mes petra eo kement se evit kement a dud ? 10 Koulskoude Jesus a lavaraz : Grit d’an dud ze azeza. Ha, bez e oa kalz a ieot el leac’h se. Ar wersed eta a azezaz, en niver a var-dro pemp mil. 11 Ha Jesus a gemeraz ar baraou, hag o veza trugarekaet, ho roaz d’an diskibien hag an diskibien d’ar re a oa azezet ; hag en hevelep doare e rejont euz ar pesked, kement ha ma fellaz dezhei. 12 Goude ma ho doa bet ho gwalc’h, he lavaraz d’he ziskibien : Dastumit an tamou a zo manet, evit ma na vezo kollet netra. 13 Dastum a rejont eta anezhei hag e leunjont daouzek paner euz an tamou euz ar pemp bara heiz, a oa choumet a zilerc’h ar re ho doa debret. 14 An dud se, o welet ar mirakl hen doa Jesus groet, a lavare : Hema eo en gwirionez ar profed pehini a dlee dont er bed.
15 Dre ze Jesus oc’h anaout ez eent da zont d’hen kemer, evit he lakaat da roue, en em dennaz c’hoaz he unan var ar menez.
16 Pa oe deuet an abardaez, he ziskibien a ziskennaz er mor, 17 hag o veza eet er vag, e fellaz dezhei mond en tu all d’ar mor da Gafarnaom ; dija e oa tefal, ha Jesus ne oa ket c’hoaz deuet d’ho c’haout. 18 Dre ma oa krenv an avel, hourlou ar mor a save. 19 Ha, pa ho doa roanviet var-dro pempvar-ugent, pe tregont stad, e weljont Jesus, pehini a valee var ar mor hag a dostae euz ar vag, hag ho doe aoun. 20 Mes hen a lavaraz dezhei : Me eo, n’ho pezit ket a aoun. 21 Digemer a rejont anezhan eta gant joa er vag, ha kerkent ar vag en em gavaz el leac’h ez eent.
22 An deiz varlerc’h, ar foul pehini a oa choumet en tu all d’ar mor, a welaz ne oa bet eno bag ebet nemed an hini en pehini he ziskibien a oa eet, ha penaoz Jesus ne oa ket eet ebarz ganthei, mes penaoz he ziskibien a oa eet kwit hoc’h unan ; 23 (koulskoude bagou all a oa eruet euz Tiberiad, tost d’al leac’h en peleac’h ho doa debret ar bara, goude ma hen doe Jesus trugarekeet ;) 24 pa welaz eta ar bobl ne oa na Jesus nag he ziskibien eno, e pinjont er bagou hag ez ejont da Gafarnaom, da glask Jesus. 25 Hag o veza he gavet en tu all d’ar mor, e lavarjont dezhan : Mestr, pegoulz out en em gavet ama ? 26 Jesus a respountaz dezhei hag a lavaraz : En gwirionez, en gwirionez me a lavar deoc’h, c’hwi am c’hlaske, nan abalamour ma oc’h euz gwelet miraklou, mes abalamour ma oc’h euz debret bara, ha ma oc’h euz bet ho kwalc’h. 27 Labourit, nan evit ar boued a ia da goll, mes evit an hini a choum bete, ar vuez eternel, ha pehini a roio Mab an den deoc’h ; rag Doue, an Tad, hen deuz he verket gant he ziel. 28 Lavaret a rejont eta dezhan : Petra a rafomp-ni evit labouret da oberiou Doue ? 29 Jesus a respountaz dezhei ; Hema eo ober Doue, ma kredfeet en hini hen deuz kaset. 30 Neuze e lavarjont dezhan : Petra mirakl a rez-te eta, evit ma hen gwelfomp ha ma kredfomp ennout ? Petra labour a rez-te ? 31 Hon zadou ho deuz debret ar mân el leac’h-distro, hervez ma eo skrivet : Roet hen deuz dezhei da zibri bara an env. 32 Ha Jesus a lavaraz dezhei : En gwirionez, en gwirionez me a lavar deoc’h : Moisez n’hen deuz ket roet deoc’h bara an env ; mes ma Zad a ro deoc’h ar gwir vara euz an env. 33 Rag bara Doue eo an hini a zo diskenet euz an env, hag a ro ar vuez d’ar bed. 34 Int a lavaraz dezhan : Aotrou, ro deomp atao euz ar bara ze. 35 Ha Jesus a respountaz dezhei : Me eo ar bara a vuez ; an hini a zeu d’am c’haout n’hen devezo biken a naoun, hag an hini a gred ennoun n’hen devezo biken a sec’hed. 36 Mes he lavaret em euz deoc’h, gwelet oc’h euz ac’hanoun, ha na gredit ket. 37 Kement a ro an Tad d’in a zeui d’am c’haout, ha ne lakain ket er meaz an hini a zeu davidoun. 38 Rag diskennet oun euz an env, evit ober nan ma bolonte, mes bolonte an hini hen deuz va c’haset. 39 Ha setu ama bolonte an Tad hen deuz ma c’haset ma na gollin hini euz ar re a zo bet : roet d’in, mes ma adbevin anezhei en deiz diveza. 40 Houma eo bolonte an hini hen deuz ma c’haset, penaoz piou benag a wel ar Mab, hag a gred ennhan hen devezo ar vuez eternel ; ha me hen adsavo a varo en deiz diveza. 41 Ar Judevien a grosmole eta a enep dezhan, abalamour ma lavare : Me eo ar bara diskennet euz an env. 42 Hag e lavarent : N’eo ket hema Jesus, mab Josef, a behini ec’h anavezomp an tad hag ar vam ? Penaoz eta e lavar : Me a zo diskennet euz an env ? 43 Jesus a respountaz hag a lavaraz dezhei : Na grosmolit ket entrezoc’h. 44 Den na hell dont d’am c’haout, ma ne ve chachet gant an Tad pehini hen deuz va c’haset ; hag ec’h adsavin anezhan a varo en deiz diveza. 45 Skrivet eo er brofeded : Kelennet e veont holl gant Doue. Piou benag hen deuz selaouet an Tad hag a zo bet kelennet ganthan a zeu d’am c’haout. 46 N’eo ket hen defe den gwelet an Tad, nemed an hini a zeu euz a Zoue ; hennez hen deuz gwelet an Tad. 47 En gwirionez, en gwirionez hel lavaran deoc’h : An hini a gred ennoun hen deuz ar vuez eternel. 48 Me eo ar bara a vuez. 49 Ho tadou ho deuz debret ar mân el leac’h-distro, hag int maro. 50 Hema eo ar bara pehini a zo diskennet euz an env ; evit ma ne varvo ket an hini a zebro outhan. 51 Me eo ar bara beo, pehini a zo diskennet euz an env ; mar debr unan benag euz ar bara-ma, e vevo da viken ; hag ar bara a roin, eo ma c’hik. Rei a rin anezhan evit buez ar bed. 52 Ar Judevien a zispute eta entreze, lavarout : Penaoz e c’hell an den ma rei deomp he gik da zibri ? Jesus a lavaraz dezhei : 53 En gwirionez, en gwirionez e lavaran deoc’h : Ma na zebrit ket kig Mab an den, ha ma na evit ket he oad, n’ho pezo ket ar vuez ennoc’h oc’h unan. 54 An hini a zebr ma c’hik hag a ev va goad, hen deuz ar vuez eternel ; hag ec’h adsavin anezhan a varo en deiz diveza. 55 Rag ma c’hik a zo en gwirionez eur boued, ha ma goad a zo en gwirionez eun evach. 56 An hini a zebr ma c’hik hag a ev ma goad, a choum ennoun, ha me ennhan. 57 Evel an Tad, pehini a zo beo, hen deuz va c’haset, hag e vevan dre an Tad ; evel se an hini a zebr ac’hanoun a vevo drezoun. 58 Hema eo ar bara pehini a zo diskennet euz an env. N’eo ket evel ho tadou pere ho deuz debret ar mân, hag int maro ; an hini a zebro ar bara ma a vevo da viken. 59 Jesus a lavaraz an traou ma, o kelen en sinagog Kafarnaom. 60 Kals euz he ziskibien, o veza he glevet a lavaraz : Ar gir ze a zo kalet piou a hell he selaou ? 61 Mes Jesus, oc’h anaout anezhan he unan e krosmole he ziskibien a gement se, a lavaraz dezhei : Skouer fall a gemerit a ze ? 62 Petra eta e vezo, ma welfeac’h Mab an den o piniat el leac’h ma oa kent ? 63 Ar spered eo a veoa ; ar c’hik ne zervich da netra. Ar giriou pere a lavaran deoc’h a zo spered ha buez. 64 Mes beza e zo en ho touez ha na gredont ket. Rag Jesus a wie adaleg ar pen-kenta pere e oa ar re na gredent ket, ha piou e oa an hini hen gwersc’he. 65 Hag e lavare : Aba lamour da gement se eo em euz lavaret deoc’h, penaoz den na hel dont d’am c’haout, ma n’eo ket roet kement se dezhan gant va Zad.
66 Adaleg neuze kalz euz he ziskibien en em dennaz, ha n’ez eent ken ganthan. 67 Jesus a lavaraz eta d’an daouzek : Ha c’hwi, ha na fell ket deoc’h mont kwit ive ? 68 Simon Pêr a respountaz dezhan : Aotrou da biou ez afemp-ni ? Te ec’h euz ar c’homzou euz ar vuez eternel ; 69 ha ni hon deuz kredet, hag hon deuz anavezet penaoz out ar C’hrist, Mab an Doue beo. 70 Jesus a respountaz dezhei : N’em euz ket ho choazet ho taouzek, hag unan ac’hanoc’h a zo eun diaoul. 71 Komz a rea divarben Judaz Iskariot, mab Simon ; rag hema eo a dlee hen gwerza, evithan da veza unan an daouzek.
7 GOUDE an traou ze, Jesus a valee ar Galile, rag ne felle ket dezhan choum er Jude, abalamour ma klaske ar Judevien he laza. 2 Mes, gouel ar Judevien, galvet an tantenoue a dostae. 3 Hag he vreudeur a lavaraz dezhan : Kea ac’han, ha kea en Jude evit ma welo ive da ziskibien an oberiou pere a rez. 4 Rag den na ra netra e-kuz, pa glask beza anavezet. Mar rez an traou ze, en em diskwez da unan d’ar bed. 5 Rag he vreudeur memeuz na gredent ket ennhan. 6 Jesus a lavaraz dezhei : Va amzer n’eo ket c’hoaz deuet ; mes hoc’h amzer-hu a zo atao deuet. 7 Ar bed na hell ket ho kasaat ; mes kasaat a ra ac’hanoun, abalamour ma roan testeni anezhan, penaoz eo fall he oberiou. 8 Evidoc’h-hu, piniet d’ar gouel man ; evidoun me, ne biniin ket c’hoaz dezhan, rag va amzer n’eo ket c’hoaz deuet. 9 Hag o veza lavaret kement se dezhei, e choumaz en Galile.
10 Mes, pa oe eet he vreudeur, e piniaz ive d’ar gouel, nan publikamant, mes evel e-kuz. 11 Ar Judevien eta a glaske anezhan en-pad ar gouel hag a lavare : Peleac’h ema ? 12 Hag e oe eur brûd divar he ben etouez ar bobl. Darn a lavare : Eun den mad eo ; ha darn all a lavare : Nan mes troumpla a ra ar bobl. 13 Koulskoude, den na gomze frank anezhan, gant aoun rag ar Judevien.
14 Var-dro anter ar gouel, Jesus a biniaz en templ, hag a gelene. 15 Hag ar Judevien a oa souezet, hag e lavarent : Penaoz ec’h anavez an den ma ar Skrituriou, o veza n’hen deuz ket ho disket ? 16 Jesus a respountaz dezhei : Va c’helenadurez n’eo ket ac’hanoun, mes euz an hini hen deuz va c’haset. 17 Mar fell da unan benag ober bolonte Doue, ec’h anavezo hag hen eo va c’helenadurez a Zoue, pe ha me a gomz ac’hanoun va unan. 18 An hini a gomz anezhan he unan, a glask he c’hloar he unan ; mes an hini a glask gloar an hini hen deuz he gaset a dle beza kredet, ha n’euz ket a zislealded ennhan. 19 N’hen deuz ket Moizez roet al lezen deoc’h ? Hag hini ac’hanoc’h na vir anezhi. Perag e klaskit-hu va laza ? 20 Ar bobl a respountaz dezhan : Eun droug-spered ec’h euz ; piou eo an hini a glask da laza ? 21 Jesus a respountaz hag a lavaraz dezhei : Eul labour em euz groet, hag hoc’h holl souezet a gement se. 22 Moizez hen deuz gourc’hemenet deoc’h ar Sirkonsizion (nan e teufe a Voizez, mes euz an tadou), ha c’hwi a sirkonsiz eun den deiz ar sabbat. 23 Ma ve eun den sirkonsizet deiz ar sabbat, evit na ve ket toret lezen Moizez, perag en em fulorit em enep, abalamour ma em euz iac’heet eun den pen-da-ben deiz ar sabbat ? 24 Na varnit ket hervez an doare, mes barnit hervez ar wirionez.
25 Hag eur re benag euz a Jerusalem a lavare : N’eo ket an hini a glasker da lakaat da vervel ? 26 Ha setu aze e komz frank, ha na leverer netra dezhan. Ar mestrou hag anavezet ho defe penaoz eo en gwirione ar C’hrist ? 27 Koulskoude ni a oar a beleac’h eo hema ; el leac’h, pa zeuo ar C’hrist, den na anavezo a beleac’h eo. 28 Ha Jesus a grie en templ eta, o kelen, hag o lavarout : C’hwi a anavez ac’hanoun, hag hec’h ouzoc’h a beleac’h oun. N’oun ket deuet ac’hanoun va unan, mes an hini hen deuz ma c’haset a zo gwirion, ha c’hwi na anavezit ket anezhan. 29 Me, a anavez anezhan ; rag dont a ran euz he beurz, hag hen eo hen deuz va c’haset. 30 Klask a reent kregi ennhan ; mes den na grede lakaat he zorn varnezhan, abalamour he heur ne oa ket c’hoaz deuet. 31 Koulskoude, kals euz ar bobl a gredaz ennhan hag a lavare : Pa zeuo ar C’hrist, hag ober a raio brasoc’h miraklou evit na ra hema ? 32 Ar farisianed, o veza klevet ar pez a lavare ar bobl sioul anezhan, a gasaz, a unvan gant ar pen-veleien, serjanted evit kregi ennhan. 33 Setu perag, Jesus a lavaraz dezhei : Me a zo ganeoc’h c’hoaz evit eun nebeut amzer ; ha mond a ran da gaout an hini hen deuz va c’haset. 34 Klask a refeet ac’hanoun, ha n’am c’havfeet ket ; ha c’hwi na hellit ket dont el leac’h m’az oun. 35 Ar Judevien eta a lavare entrezhei : Peleac’h ez ai, ma na hellfomp ket kaout anezhan ? Mond a rafe entrezeg ar re a zo sklabeet entouez ar Greked ha kelen a rafe ar Greked ? 36 Petra eo ar pez hen deuz lavaret : C’hwi am c’hlasko, ha n’am c’hevfet ket ; ha c’hwi na helfet ket dont el leac’h m’az oun ?
37 An deiz diveza ha brasa euz ar gouel, Jesus en em gave eno, hag a grie : Mar ; hen deuz unan benag sec’hed, ra zeuo d’am c’haout, ha ra evo. 38 An hini a gred ennhoun, rivierou dour a vuez a redo euz he gerc’hen, evel ma lavar ar Skritur. 39 (Mes, hen a lavare kement se euz ar Spered a dlee kaout ar re a gredje ennhan ; rag ar Spered-Santel ne oa ket bet c’hoaz roet, abalamour ma ne oa ket Jesus c’hoaz glorifiet.) 40 Kals euz ar foul, o veza klevet ar giriou ze, a lavare : Hema eo en gwirionez ar profed. 41 Reou all a lavare : Ar C’hrist eo. Ha reou all a lavare : Mes ar C’hrist ha dont a ra euz Galile ? 42 Ar Skritur ha ne lavar ket penaoz e teuo ar C’hrist euz a lignez David hag euz a vourk Betlehem, a beleac’h e oa David ? 43 Ar bobl eta a oa lodennet divar he ben. 44 Hag eur re benag anezhei a c’hoantae kregi ennhan ; mes den na lakeaz he zaouarn varnezhan.
45 Ar serjanted eta a zistroaz entrezeg ar veleien vraz hag ar farisianed pere a lavaraz dezhei : Perag n’hoc’h euz-hu ket he zigaset ? 46 Ar serjanted a respountaz : Biskoaz den n’euz komzet evel an den ze ! 47 Ar farisianed a lavaraz dezhei : Bet hoc’h-hu ive troumplet ? 48 Ha beza e zo unan benag euz ar mestrou pe euz ar farisianed hag hen defe kredet ennhan ? 49 Mes ar bobl ma, pehini na anavez ket al lezen, a zo milliget. 50 Nikodem (an hini pehini a oa deuet en noz da gaout Jesus ha pehini a oa unan anezhei) a lavaraz dezhei : 51 Hon lezen ha barn a ra eun den hep beza he glevet, hag hep anaout ar pez hen deuz groet ? 52 Int a respountaz dezhan : Beza out ive Galilean. 53 Evesa ha gwel hag hen zo deuet profed ebet euz a C’halile.
8 HA pep hini en em dennaz en he di. Mes Jesus a ieaz da venez Olived. 2 Ha da c’houlou deiz e tistroaz adare d’an templ, hag an holl bobl a zeuaz d’he gaout ; hag o veza azezet e kelenne anezhei. 3 Neuze ar skribed hag ar farisianed a zigasaz eur vreg tapet en avoultriez, hag o veza he lakeet er c’hreiz, 4 e leverjont dezhan : Mestr, ar vreg-ma a zo bet souprenet oc’h ober avoultriez. 5 Ha, Moizez, hen deuz gourc’hemenet deomp, meina an hevelep tud ze ; te eta, petra a leverez a gement-se ? 6 Lavaret a reent kement se evit he amprouvi, abalamour da hellout he damall. Mes Jesus, o veza en em bleget, a skrive gant he viz var an douar. 7 Hag evel ma talc’hent d’ober goulenou outhan, e savaz hag e lavaraz dezhei : An hini ac’hanoc’h a zo hep pec’hed, ra daolo ar mean kenta ganthi. 8 Hag o taou-blega a-nevez, e skrive var an douar. 9 Pa glevjont kement-se, o kaout rebech digant ho c’honsians, ez ejont kwit an eil goude egile, ar re gôsa da genta, beteg ar re diveza, ha Jesus a oe lezet he unan gant ar vreg pehini a oa eno er c’hreiz. 10 Neuze Jesus, o veza savet, hag o welet nemed ar vreg, a lavaraz dezhi : Greg, peleac’h ema da damallerien ? Ha n’hen deuz den barnet ac’hanout ? 11 Hi a respountaz : Den, Aotrou. Jesus a lavaraz dezhi : Me ne varnan ket ac’hanout ken nebeud ; kea ha ne bec’h ken.
12 JESUS a gomzaz c’hoaz d’ar bobl, hag a lavaraz : Me eo sklerijen ar bed ; an hini a heul ac’hanoun na valeo ket en devalijen, mes beza hen devezo ar sklerijen a vuez. 13 Ar farisianed a lavaraz dezhan : Te a ro testeni ac’hanout da unan ; da desteni n’eo ket gwirion. 14 Jesus a respountaz dezhei : Petra benag ma roan testeni ac’hanoun va unan, ma zesteni a zo gwirion, rag gouzout a ran a beleac’h oun deuet, ha peleac’h ez an ; mes c’hwi, c’hwi na ouzoc’h ket a beleac’h e teuan, na peleac’h ez an. 15 C’hwi, c’hwi a varn hervez ar c’hik me, ne varnan den. 16 Ha mar barnan, ma barnidigez a zo gwir ; rag n’hen d’oun ket va unan, mes ganen ema an Tad pehini hen deuz va c’haset. 17 Skrivet eo en ho lezen penaoz testeni daou den a zo gwir. 18 Me eo a ro testeni ac’hanoun va unan ; hag an Tad pehini hen deuz va c’haset a ro ive testeni ac’hanoun. 19 Lavaret a rejont eta dezhan : Peleac’h ema da Dad ? Jesus a respountaz : C’hwi na anavezit na me, na va Zad. Ma c’hanavejac’h ac’hanonn, ec’h anavejac’h ive va Zad. 20 Jesus a lavaraz ar c’homzou ma el leac’h ma oa an tenzor, o kelen en templ ; ha den na groge ennhan, abalamour he heur ne oa ket c’hoaz deuet.
21 Jesus a lavaraz dezhei c’hoaz : Mond a ran kwit, ha c’hwi am c’hlasko, hag e varvfeet en ho pec’hed ; na hellit ket dont el leac’h ez an. 22 Ar Judevien a lavare eta : En em laza a raio he-unan, pa eo wir e lavar : C’hwi na hellit ket dont el leac’h m’az an. 23 Hag hen a lavaraz dezhei : C’hwi a zo euz traoun, me a zo euz kreac’h. C’hwi a zo euz ar bed-ma ; me, n’oun ket euz ar bed-ma. 24 Setu perag em euz lavaret deoc’h, penaoz e varvfeet en ho pec’hejou : rag ma na gredit ket ar pez emoun, c’hwi a varvo en ho pec’hejou. 25 Lavaret a rejont eta dezhan : Te, piou out te ? Ha Jesus a lavaraz dezhei : Ar pez a lavaran deoc’h, aboe ar pen-kenta. 26 Kals a draou am euz da lavaret ac’hanoc’h ha da varn ennoc’h ; mes an hini hen deuz va c’haset a zo gwirion, hag an traou am euz klevet ganthan, ho lavaret a ran er bed. 27 Ne gomprenjont ket e komze dezhei euz an Tad. 28 Ha Jesus a lavaraz dezhei : Pa ho pezo savet Mab an den, neuze e wefeet piou oun, ha penaoz ne ran netra ac’hanoun va unan, mes he lavaran an traou evel ma hen deuz va Zad ho disket d’in. 29 An Hini hen deuz va c’haset a zo ganen. Hag an Tad n’hen deuz ket va lezet va unan abalamour ma ran atao ar pez a blij dezhan. 30 Evel ma lavare Jesus an traou ze, kalz at gredaz ennhan. 31 Jesus a lavaraz eta d’ar Judevien pere ho doa kredet ennhan : Mar choumit em gir, oc’h en gwirionez va diskibien. 32 Anaout a reet ar wirionez, hag ar wirionez ho tisereo.
33 Respount a rejont dezhan : Ni zo euz a lignez Abraham, ha n’omp bet biskoaz mevelien den ; penaoz eta e leverez te : C’hwi a vezo dasprenet ? 34 Jesus a respountaz dezhei : En gwirionez, en gwirionez, me a lavar deoc’h, penaoz an hini en em ro d’ar pec’hed a zo mevel d’ar pec’hed. 35 Hag, ar mevel na choum ket atao en ti ; mes ar Mab a choum ennhan atao. 36 Mar hen deuz ar Mal eta ho tisereet, c’hwi a vezo en gwirionez libr. 37 Gouzout a ran oc’h lignez Abraham, mes c’hwi a glask ma laza, abalamour ne gav ket va gir a zigor en ho kaloun. 38 Me a lavar ar pez am euz gwelet en ti va Zad ; ha c’hwi ive, c’hwi a ra ar pez oc’h euz gwelet en ti ho tad. 39 Int a respountaz dezhan : Hon zad eo Abraham. Jesus a lavaraz dezhei : Mi vijac’h bugale Abraham, c’hwi a rajr oberiou Abraham. 40 Mes brema, c’hwi a glask va laza, eun den pehini hen deuz lavaret deoc’h ar wirionez, pehini am euz disket gant Doue ; Abraham n’euz ket groet kement se. C’hwi a ra oberiou ho tad. 41 Lavaret a rejont eta dezhan : Ni n’omp ket ganet euz an avoultriez ; eun Tad hepken hon deuz, pehini eo Doue. 42 Jesus a lavaraz dezhei : Ma vije Doue ho Tad, e karjac’h ac’hanoun, abalamour ma ez oun deuet euz a Zoue, hag e teuan ; rag n’oun ket deuet ac’hanoun va unan, mes hen eo an hini hen deuz va c’haset. 43 Perag na anavezit-hu ket va iez ? Abalamour da ze na hellit ket selaou va c’homz. 44 An tad a behini e tiskenit eo an diaoul, ha c’hwi a fell deoc’h ober c’hoantou ho tad. Lazer-den eo bet adaleg ar pen-kenta, ha n’euz ket kendalc’het er wirionez, dre ma n’hen deuz ket a wirionez ennhan, Pa lavar ar gaou e komz euz ar pez a zo ennhan he unan, rag gaouiad eo, ha tad d’ar gaou. 45 Mes abalamour ma lavaran ar wirionez, na gredit ket ac’hanoun. 46 Pehini, ac’hanoc’h a gendrec’ho ac’hanoun a bec’hed ? Ha ma lavaran ar wirionez, perag na gredit-hu ket ac’hanoun ? 47 An hini a zo euz a Zoue a zelaou komzou Doue ; dre ze c’hwi na zelaouit ket anezhei, abalamour n’oc’h ket euz a Zoue. 48 Ar Judevien a respountaz dezhan : N’hon deuz-ni ket lavaret mad penaoz out te eur Samaritan, ha penaoz ec’h euz eun droug spered ? 49 Jesus a respountaz : N’em euz ket eun diaoul, mes enori a ran ma Zad, ha c’hwi a zizenor ac’hanoun. 50 Ne glaskan ket ma gloar, beza e zo unan hag he glask, ha pehini a varn. 51 En gwirionez, en gwirionez me a lavar deoc’h, penaoz ma vir unan benag va gir, na welo biken ar maro. 52 Ar Judevien a lavaraz dezhan : Anaout a reomp brema ec’h euz eun diaoul ; Abraham a zo maro, hag ar brofeded ive, ha te a lavar : Mar mir unan benag va gir, na welo biken ar maro, 53 Brasoc’h out-te evit Abraham hon zad, pehini a zo maro ? Ar brofeded ive a zo maro. 54 Piou e fell d’id beza ? Jesus a respountaz dezhei : Ma en em c’hlorifian va unan, va gloar n’eo netra ; ma Zad eo pehini am glorifi hen pehini a livirit eo ho Toue, 55 Koulskoude, n’hoc’h euz ket he anavezet ; mes me, a anavez anezhan ; ha ma lavarfen ne anavezan ket anezhan e vefeen eur gaouiad eveldoc’h ; mes anaout a ran anezhan hag e viran he c’hir. 56 Abraham ho tad hen deuz tridet a joa, euz ma hen deuz gwelet ma deiz ; hag en deuz he welet, hag eo en em laoueneet. 57 Ar Judevien a lavaraz dezhan : Te n’ec’h euz ket c’hoaz anter kant vloaz, hag ec’h euz gwelet Abraham ! 58 Jesus a lavaraz dezhei : En gwirionez, en gwirionez me a lavar deoc’h : Araog ma oe Abraham, emoun. 59 Neuze e kemerjont mein evit ho zeurel ganthan ; mes Jesus en em goachaz hag a ieaz er meaz euz an templ, o tremen dre ho c’hreiz, hag evel se ez eaz kwit.
9 EVEL ma tremene Jesus, e welaz eun den dall abaoe he c’hanedigez. 2 Hag he ziskibien a c’houlennaz diganthan : Mestr, piou hen deuz pec’het, hema pe he gerent, dre ma eo ganet dall ? 3 Jesus a respountaz : N’eo ket hen defe hema pe he dud pec’het, mes abalamour ma vefe oberiou Doue diskleriet ennhan. 4 Enpad ma eo deiz eo ret d’in ober oberiou an hini hen deuz va c’haset ; an noz a zeu, en pehini den na hell labourat. 5 En-pad ma ez oun er bed, ez oun sklerijen ar bed. O veza lavaret kement se, e kranchaz d’an douar, hag e reaz fank gant he granch, hag e frotaz euz ar fank ze daoulagad an dall, 7 hag e lavaraz dezhan : Kea, hag en em walc’h en stank Siloe (da lavaret eo : Kaset). Mond a reaz di hag en em walc’haz hag ez eaz kwit o welet sklêr. 8 Hag an amezeien hag ar re ho doa he welet araog pa oa dall, a lavare : N’eo ket hema eo en em dalc’he azezet, hag a c’houlenne an aluzen ? 9 Darn a lavare : Hen eo ; darn all a lavare : Henvel eo outhan ; hen he unan a lavare : Me va unan eo. 10 Int a lavaraz eta dezhan : Penaoz eo bet digoret da zaoulagad d’id ? 11 Hen a respountaz : Eun den a c’halver Jesus hen deuz groet fank, hag hen deuz ganthan frotet va daoulagad ha lavaret d’in : Kea da stang Siloe hag en em walc’h ennhi. Me a zo eta eet, hag ez oun en en walc’het, hag e welan. 12 Int a lavaraz dezhan : Peleac’h ema an den ze ? Hen a lavaraz : Na ouzoun ket.
13 Kas a rejond d’ar farisianed an hini a oa bet dall. 14 Hag, eun deiz sabbat he oa, pa hen doa Jesus groet ar fank, ha pa hen doa digoret he zaoulagad dezhan. 15 Ar farisianed a c’houlenne eta diganthan ive penaoz hen doa adkavet ar gweled ? Hag hen a lavaraz dezhei : Lakeet hen deuz fank d’in var va daoulagad, hag ez oun en em walc’het hag e welan. 16 Neuze hinienou euz ar farisianed a lavaraz : An den ze n’eo ket a-beurz Doue, pa ne vir ket ar sabbat. Reou all a lavare : Penaoz e c’hell eun den fall ober eun hevelep miraklou ? Hag e oant disunvan entrezhei. 17 Lavaret a rejont a-nevez d’an dall : Ha te, petra a leverez te, euz ma hen deuz digoret da zaoulagad d’id ? Hen a respountaz : Eur profed eo. 18 Mes ar Judevien na gredchont ket penaoz e oa bet an den ze dall, ha penaoz e oa digoret he zaoulagad dezhan, ken a lekejont gervel he dud. 19 Hag e c’houlenjont diganthei, o lavarout : Hennez eo ho mab, pehini a livirit a zo ganet dall ? Penaoz eta e wel brema ? 20 He dud a respountaz : Ni a oar penaoz eo hon mab, ha penaoz eo ganet dall ; 21 mes ni na ouzomp ket penaoz e wel brema, ha na ouzomp ket piou hen deuz digoret dezhan he zaoulagad. Oad hen deuz, goulennet diganthan, komz a rai he unan euz ar pez a zell outhan. 22 He dud a lavare kement se, abalamour m’ho doa aoun rag ar Judevien ; rag ar Judevien ho doa lakeet en ho fen, penaoz piou benag a anavezche Jesus evit ar C’hrist, a vije kaset kwit euz ar sinagog. 23 Dre-ze he dud a lavaraz : Oad hen deuz, goulennit diganthan. 24 Gervel a rejont eta evit an eil gweach, an den pehini a oa bet dall, hag e lavarjont dezhan. Ro gloar da Zoue, ni a oar penaoz an den ze a zo eur pec’her. 25 Hen a respountaz : Na ouzon ket hag hen eo eur pec’her ; eun dra a ouzon ; eo penaoz e oan dall, ha penaoz e welan brema. 26 Int a lavaraz c’hoaz dezhan : Petra hen deuz groet d’id ? Penaoz hen deuz digoret da zaoulagad d’id ? 27 Hen a respountaz dezhei : He lavaret em euz dija deoc’h, ha n’oc’h euz ket he zelaouet ? Perag e fell deoc’h he glevet a-nevez ? C’hoantaat a ret live dont da veza he ziskibien ? 28 Neuze e tismeganschont anezhan hag e lavarjont : Te eo a zo he zisibl, evidomp-ni, ni a zo diskibien Moizez. 29 Ni a oar hen deuz Doue komzet da Voizez, mes evit hema, na ouzomp ket a beleac’h eo. 30 An den a respountaz : Eun dra souezus eo, penaoz na ouzoc’h ket a beleac’h eo ; ha koulskoude hen deuz digoret va daoulagad d’in ! 31 Ha, ni a oar penaoz Doue na zelaou ket ar re fall ; mes mar gra unan benag enori Doue hag ober he volonte, e selaou anezhan. 32 N’euz ket klevet biskoaz lavaret penaoz hen defe den digoret daoulagad eun den ganet dall. 33 Ma na vije ket hema euz a Zoue, na helje ober netra. 34 Int a respountaz dezhan : Te a zo ganet holl er pec’hed, hag e kelennez ac’hanomp. Hag e kaschont anezhan kwit. 35 Jesus a glevaz penaoz ho doa he gaset kwit, hag o veza en em gavet ganthan, e lavaraz dezhan : Kredi a rez-te en Mab Doue ? 36 Hen a respountaz : Piou eo Aotrou, abalamour ma kredin ennhan ? 37 Ha Jesus a lavaraz dezhan : Gwelet ec’h euz anezhan, hag hen he unan memeuz eo an hini a gomz ouzit. 38 Neuze e lavaraz : Kredi a ran, Aotrou, hag ec’h adoraz anezhan.
39 Ha Jesus a lavaraz : Me a zo deuet er bed-ma da varna ; evit ma welo ar re na welont ket, ha ma teuo dall ar re a wel. 40 Hag hinienou euz ar farisianed pere a oa ganthan, o klevet kement-se, a lavaraz dezhan : 41 Ha ni, beza omp-ni ive dall ? Jesus a lavaraz dezhei : Ma vijeac’h dall n’ho pije ket a bec’hed ; mes brema livirit : Ni a wel, abalamour da gement se ho pec’hed a choum.
10 En gwirionez, en gwirionez me a lavar deoc’h, an himni n’az a ket dre an nor en kraou an denved, mes a ia dre eul leac’h all, a zo eul laer hag eur brigant. 2 Mes an hini a ia dre an nor eo mesaer an denved. 3 Ar porsier a zigor dezhan an nor, hag an denved a glev he vouez, hag e c’halv he zenved he unan dre ho hanô, hag e kas anezhei er meaz. 4 Ha pa hen deuz lekeat er meaz he zenved he unan, e vale araog dezhei hag an denved a c’heul anezhan, abalamour ma c’hanavezont he vouez. 5 Mes na c’heulfont ket eun diaveziad, mes tec’hel a refont, kentoc’h dre ma na anavezont ket mouez an diavezidi. 6 Jesus a lavaraz dezhei ar barabolen ze, mes int na anavez chonv ket ar pez a lavare dezhei.
7 Jesus eta a lavaraz dezhei c’hoaz : En gwirionez, en gwirionez me a lavar deoc’h, penaoz eo me dor an denved. 8 Ar re holl a zo deuet araog d’in a zo laeron ha briganted, mes an denved n’ho deuz ket ho zelaouet. 9 Me eo an nor ; mar teu unan benag ebarz dreizoun, e vezo salvet ; dont ha mond a rai, hag e kavo peuri. 10 Al laer ne zeu nemed evit laerez, laza ha distruja ; mes me, a zo deuet, evit m’ho devezo va denved ar vuez ha ma vefont er founusder. 11 Me eo ar Mesaer mad ; ar mesaer mad a ro he vuez evit he zenved. 12 Mes an devezour, pehini n’eo ket ar mesaer, ha da behini n’eo ket an denved, pa wel ar bleiz o tond, a zilez an denved hag a dec’h : hag ar bleiz a grog en denved hag a sklabe anezhei. 13 An devezour a dec’h, abalamour ma eo devezour, ha na gemer ket a soan euz an denved. 14 Me eo ar Mesaer mad, ha me a anavez ma denved, hag ez oun anavezet ganthei, 15 evel ma c’hanavez va Zad ac’hanoun, hag evel ma anavezan va Zad ; ha rei a ran va buez evit va denved. 16 Ha denved all em euz pere n’en d’int ket euz an tropel ma ; ret eo d’in ive digas anezhei ; hag e klevfont va mouez, ha ne vezo nemed eun tropel hag eur mesaer hepken. 17 Dre ze eo e kâr va Zad ac’hanoun ; abalamour ma roan va buez evit he adkemer. 18 Den na lam anezhi diganen, me a ro anezhi ac’hanoun va unan ; ar galloud em euz d’he c’hwitaat, hag ar galloud d’he adkemer ; an urz ze em euz bet digant va Zad,
19 Neuze e oe dizunvaniez adare entre ar Judevien, abalamour d’ar giriou-ze. 20 Ha kals anezhei a lavare : Eun diaoul hen deuz, diskiantet eo ; perag e selaouit-hu anezhan ? 21 Reou all a lavare : Ar giriou ze n’int ket euz a eun den en pehini e vefe eun diaoul. Eun diaoul gallout a hell digeri daoulagad ar re dall ?
22 Mes, ober a reat en Jerusalem gouel ar Sakrerez hag ar goanv a oa. 23 Evel ma valee Jesus en templ en porched Salomon, 24 ar Judevien en em zastumaz eta endro dezhan, hag a lavaraz dezhan : Bete pegeit e talc’hi hon spered en douetans ? Mar d’out ar C’hrist, he lavar deomp freaz. 25 Jesus a respountaz dezhei : He lavaret em euz deoc’h, ha na gredit ket ; an oberiou pere a ran en hano va Zad a ro testeni ac’hanoun. 26 Mes c’hwi na gredit ket, abalamour n’oc’h ket euz va denved, evel ma em euz he lavaret deoc’h. 27 Va denved a glèv va mouez, ha me a anavez anezhei, hag int a heul ac’hanoun. 28 Me a ro dezhei ar vuez eternel, na vefont kollet biken, ha den n’ho lamo euz va dorn. 29 Ma Zad, pehini hen deuz ho roet d’in, a zo brasoc’h evit an holl, ha den na hell ho lemel euz a zorn ma Zad. 30 Me hag an Tad a zo unan. 31 Neuze ar Judevien a gemeraz a-nevez mein evit he veina. 32 Ha Jesus a lavaraz dezhei : Groet em euz dirazoc’h kals a oberiou mad, a beurz va Zad ; evit pehini anezhei e veinit ac’hanoun ? 33 Ar Judevien a respountaz dezhan : N’eo ket evit eun ober mad eo e veinomp ac’hanout, mes abalamour d’eur gwal gomz, dre ma n’out nemed eun den, en em rez Doue. 34 Jesus a respountaz dezhei : N’eo ket skrivet en ho lezen ; Lavaret em euz : C’hwi a zo doueou. 35 Mar he deuz eta galvet doueou ar re da bere e oa gir Doue kaset (hag ar Skritur ne hell ket beza toret), 36 lavaret a ret-hu penaoz e wal-gomzan me ; me pehini hen deuz an Tad santeleet ha kaset er bed, abalamour ma em euz lavaret : Me eo Mab Doue ? 37 Ma na ran ket oberiou va Zad, na gredit ket ac’hanoun. 38 Mes mar ho gran, ha pa na gredfeac’h ket ac’hanoun, kredit d’am oberiou evit ma c’hanavefet ha ma kredfet penaoz an Tad a zo ennoun, ha penaoz ez oun ennhan. 39 Klask a reent eta c’hoaz kregi ennhan, mes en em denn a reaz euz ho daouarn. 40 Hag ez eaz a-nevez en tu all d’ar Jourdan, el leac’h ma oa Ian o vadezi da genta, hag e choumaz eno. 41 Hag e teuaz kalz a dud d’he gaout pere a lavare : Ian, evit-gwir, n’hen deuz groet mirakl ebet ; mes kement holl hen deuz Ian lavaret euz an den ma, a zo gwir. 42 Ha kalz a gredaz, ennhan el leac’h se.
11 BEZA e oa eur c’hlanvour hanvet Lazar, euz a Vetani, bourg Mari ha Marta he c’hoar. 2 (Mari oa an hini pehini a eoliaz an Aotrou a c’houez vad, ha pehini a dorchaz he dreid gant he bleo ; ha Lazar, he breur, a oa klanv.) 3 He c’hoarezed eta a gasaz da lavaret da Jesus : Aotrou, an hini a gerez a zo klanv. 4 Jesus, o veza klevet kement-se, a lavaraz : Ar c’hlenved ze n’eo ket d’ar maro, mes evit gloar Doue eo, abalamour ma vezo meulet Mab Doue a gement se. 5 Mes, Jesus a garie Marta, hag he c’hoar, ha Lazar. 6 Koulskoude, pa hen doa klevet penaoz e oa klanv, e choumaz daou devez c’hoaz el lec’h ma oa. 7 Neuze e lavaraz d’he ziskibien : Distroomp en Jude. 8 An diskibien a lavaraz dezhan : Mestr, ar Judevien a glaske n’euz ket pell da veina, hag e tistroaz a-nevez di ! 9 Jesus a respountaz dezhei : N’hen deuz ket daouzek heur en deiz ? Mar bale unan benag en deiz na gwez ket, abalamour ma wel sklerijen ar bed ma. 10 Mes mar bale en-pad an noz, e kwez, abalamour n’hen deuz ket a sklerijen. 11 Komza a reaz evel se, ha goude e lavaraz dezhei : Lazar hon minioun a gousk ; mes me a ia d’he zihuni. 12 He ziskibien a lavaraz dezhan : Aotrou, mar kousk, e vezo iac’heet. 13 Mes, Jesus hen doa komzet euz a varo Lazar ; mes int a grede penaoz e komze euz a ziskwiz ar c’housked. 14 Neuze Jesus a lavaraz dezhei freaz : Lazar a zo maro. 15 Hag e ra joa ganen abalamour deoc’h, dre na oan ket eno, abalamour ma kredfeet ; mes deomp d’he gaout. 16 Tomaz, galvet Didim, a lavaraz d’an diskibien all : Deomp, ni ive, abalamour da vervel gant Jesus.
17 Jesus, o veza eruet, a gavaz Lazar er bez aboe dija pevar deiz a oa. 18 Rag, Betani a oa var-dro pemzek stad euz a Jerusalem. 19 Ha kalz euz ar Judevien a oa deuet da gichen Mari ha Marta, evit ho c’honsoli diwarben ho breur. 20 Pa wezaz eta Marta penaoz e teue Jesus, ez eaz araog dezhan ; mes Mari a choumaz azezet er gear. 21 Ha Marta a lavaraz da Jesus : Aotrou, ma vijez bet ama, va breur na vije ket marvet. 22 Mes anaout a ran penaoz brema, memeuz, kement holl hag a c’houleni digant Doue, Doue hen roio d’id. 23 Jesus a lavaraz dezhi : Da vreur a adbevo. 24 Marta a respountaz dezhan : Gouzout a ran penaoz e c’hadsavo da veo da adsavedigez an deiz diveza. 25 Jesus a lavaraz dezhi : Me eo an adsavedigez a varo hag ar vuez ; an hini a gredo ennoun a vevo memeuz ha pa vefe maro. 26 Ha piou benag a vev hag a gred ennoun na varvo biken. Kredi a rez-te ze ? 27 Hi a lavaraz dezhan : Ia, Aotrou, me a gred penaoz out ar C’hrist, Mab Doue, pehini a dle dont er bed. 28 Pa hen doe lavaret kement se, ez eaz hag e c’halvaz Mari, he c’hoar en-kuz, hag e lavaraz dezhi : Ar Mestr a zo ama, hag e c’halv ac’hanout. 29 Houma, o veza klevet anezhi, a zavaz buhan, hag a zeuaz d’he gaout. 30 Mes, Jesus ne oa ket c’hoaz eet er bourg, beza e oa el leac’h en pehini e oa deuet Marta araog dezhan. 31 Neuze ar Judevien pere a oa gant Mari en ti, ha pere he c’honsole, o welet e oa savet ker buhan ha ma oa eet er meaz, a heuliaz anezhi, o lavarout : Mond a ra da wela, d’ar bez. 32 Pa oe deuet Mari el leac’h en pehini e oa Jesus, ha pa welez anezhan, en em daolaz d’he dreid hag e lavaraz dezhan : Aotrou, ma vijez bet ama, va breur na vije ket bet marvet. 33 Pa welaz Jesus anezhi o wela, ha penaoz e wele ive ar Judevien, pere a oa deuet ganthi e froumaz en he spered hag e oe trubuliet, 34 hag e lavaraz : Peleac’h oc’h euz he lekeet ? Int a lavaraz dezhan : Aotrou, deuz ha gwel. 35 Ha Jesus en em lekeaz da wela. 36 Var gement se ar Judevien a lavaraz : Gwelit, penaoz e karie anezhan. 37 Mes hinienou anezhei a lavaraz : Hen pehini hen deuz digoret daoulagad an dall ha na helje ket ober ive na varvje ket hema ? 38 Neuze Jesus, o frouma a-nevez ennhan he unan, a zeuaz d’ar bez : eur c’hao e oa, hag eur mean a oa lekeet varnezhan. 39 Jesus a lavaraz : Lamit ar mean. Marta, c’hoar an hini maro, a lavaraz dezhan : Aotrou, c’houez fall a zo dija ganthan, rag aze ema, aboe pevar deiz zo. 40 Jesus a lavaraz dezhi : N’em euz ket lavaret d’id, penaoz mar kredez e weli gloar Doue ? 41 Lemel a rejont eta ar mean euz al lec’h ma oa gourvezet an hini maro. Ha Jesus, o sevel he zaoulagad var zu an env, a lavaraz : Tad, da drukarekaat a ran, euz ma ec’h euz va selaouet. 42 Gouzout a reen penaoz e selaouez ac’hanoun atao, mes hel lavaret em euz abalamour d’ar bobl ma a zo en dro d’in, evit ma kredo penaoz ec’h euz va digaset. 43 Pa hen doe lavaret kement se, e kriaz a vouez huel : Lazar, deuz er meaz ! 44 Hag an hini maro a zeuaz er meaz, he zaouarn hag he dreid ereet gant bandennou, hag he visach goloet gant eul lienen. Jesus a lavaraz dezhei : Disereit anezhan, hag he lezit da vont.
45 Kalz eta a douez ar Judevien pere a oa deuet da welet Mari, ha pere ho doa gwelet ar pez hen doa Jesus groet, a gredaz ennhan. 46 Mes hinienou anezhei az eaz da gaout ar farisianed, hag a lavaraz dezhei ar pez hen doa Jesus groet.
47 Neuze ar veleien vras hag ar farisianed a zastumaz ar c’huzul braz, hag a lavaraz : Petra a rafomp-ni ? rag an den ze a ra kalz a viraklou. 48 Mar he lezomp da ober, an holl a gredo ennhan, hag ar Romaned a zeuo, hag a zistrujo al leac’h ma hag hon fobl. 49 Mes Kaifaz, unan anezhei, pehini a oa beleg braz er bloaz-se, a lavaraz dezhei : C’hwi na ouzoc’h netra ; 50 ha na sonjit-hu ket eo gwelloc’h da eun den hepken mervel evit ar bobl, evit na vefe kollet holl dud ar vro. 51 Mes, ne lavare ket kement-se anezhan he unan, mes, o veza beleg braz er bloaz se, e profetisaz penaoz e tlee Jesus mervel evit ar bobl ; 52 ha nan hepken evit ar bobl, mes ive evit dastum en eur c’horf hepken, bugale Doue pere a zo a sklabe. 53 Adaleg an deiz se en em guzultjont evit he lakaat d’ar maro. 54 Dre ze Jesus n’en em ziskweze ket en eun doare frank etouez ar Judevien, mes mond a reaz ac’hane en eur vro tost d’al leac’h-distro, da eur gear galvet Efraim ; hag e choumaz eno gant he ziskibien.
55 Mes, Pask ar Judevien a oa tost, ha kalz a dud euz ar vro a binie da Jerusalem araog ar Pask, evit en em burifia. 56 Klask a reent eta Jesus, hag e lavarent an eil d’egile, euz en em derc’hel en templ : Petra a sonjit ? Na zeuo hen ket d’ar gouel ? 57 Mes ar veleien vraz hag ar farisianed ho doa roet urz, penaoz ma weje unan benag peleac’h e oa, ra hen diskulje, abalamour ma krogjet ennhan.
12 C’hwec’h devez araog ar Pask, Jesus a zeuaz da Vetani, el leac’h e oa Lazar pehini a oa bet maro, ha pehini hen doa adsavet a varo. Groet e oe dezhan eno eur goan, ha Marta a zerviche, ha Lazar a oa unan euz ar re a oa euz taol ganthan. 3 Neuze Mari, o veza kemeret eul livr nard pur a c’houez-vad, euz a eur pris braz, a eoliaz ganthan treid Jesus, hag ho zorchas gant he bleo ; hag an ti a oe leuniet a c’houez-vad an treat ze. 4 Neuze Judaz an Iskariot, mab Simon, unan euz an diskibien, an hini a dlee he werza, a lavaraz : 5 Perag n’eo ket bet gwerzet an treat ze tric’hant diner, evit ho rei d’ar beorien ? 6 Lavaret a rea kement se, nan ma hen dije soan euz ar beorien, mes abalamour ma oa laer, hag o veza ma oa ganthan ar ialc’h, e ltouge ar pez a lakeet ennhi. Jesus a lavaraz eta dezhan : 7 Lez anezhi da ober : miret he deuz an treat ze evit deiz ma beziadurez. 8 Rag c’hwi ho pezo bepred peorien ganeoc’h ; me n’ho pezo ket atac ac’hanoun.
9 Neuze eur vanden vraz a Judevien, o veza gwezet penaoz e oa Jesus eno, a zeuaz di, nan hepken abalamour da Jesus, mes ive evit gwelet Lazar, pehini hen doa adsavet a varo. 10 Hag ar veleien vraz en em guzuliaz da lakaat ive Lazar d’ar maro, 11 rag kalz euz ar Judevien, abalamour dezhan, a iea hag a grede en Jesus.
12 An deiz varlerc’h, eul lod braz a dud pere a oa deuet evit ar gouel, o klevet e oa Jesus deuet da Jerusalem, 13 a gemeraz brankou palmez, hag a ieaz araog dezhan, o krial : Hosanna ! Beniget ra vezo roue Israel pehini a zeu en hanô an Aotrou ! 14 Ha Jesus, o veza kavet eun azenik, a biniaz varnezhan eno, hervez ma eo skrivet : 15 N’az pez ket aoun, merc’h Sion : setu, da roue a zeu, piniet var ebeul eun azenez. 16 He ziskibien na gomprenjont ket da genta kement se ; mes pa oe Jesus glorifiet, neuze e teuaz da sonj dezhei penaoz e oa bet skrivet an traou ze divar he ben, ha penaoz e oant en em gavet ganthan. 17 Hag ar vanden dud a oa ganthan pa hen doa galvet Lazar euz ar bez, ha pa hen doa he adsavet a varo, a roe testeni dezhan. 18 Hag abalamour ive ma hen doa anavezet ar bobl penaoz hen doa groet ar mirakl ze, eo e oa eet araog dezhan. 19 Ar farizianed a lavaraz eta entrezhei : Gwelet a rit penaoz na c’hounezit netra ; setu an holl dud a ia var he lerc’h.
20 Mes, beza e oa eun toulad Greked etouez ar re a oa piniet evit adori en-pâd ar gouel. 21 Dont a rejont da gaout Filip, pehini a oa euz a Vetsaida en Galile ; hag o pedi anezhan, e leverjont dezhan : Aotrou, ni a garfe gwelet Jesus. 22 Filip a zeuaz hag a lavaraz da Andre, hag Andre ha Filip hel lavaraz da Jesus ; 23 ha Jesus a respountaz dezhei : An heur a zo deuet en pehini Mab an den a dle beza glorifiet. 24 En gwirionez, en gwirionez me hel lavar deoc’h : Ma ne varv ket ar c’hreunen winiz goude ma ve taolet en douar, e choum he unan ; mes mar marv e toug kalz a frouez. 25 An hini a gâr he vuez he c’hollo ; hag an hini a gasaa he vuez er bed-ma he miro evit ar vuez eternel. 26 Mar zervich unan benag ac’hanoun, ra zeuo var va lerc’h ; hag el leac’h ma vezin, eno e vezo ive va zervicher ; ha mar zervich unan benag ac’hanoun, an Tad a enoro anezhan. 27 Brema ma ine a zo trubuliet ; ha petra a lavarin ?.. Tad, soveta ac’hanoun euz an heur ma ! mes evit kement se oun deuet en heur ma. 28 Tad, glorifi da hano. Neuze e teuaz eur vouez euz an env pehini a lavaraz : Hag em euz he c’hlorifiet, hag e c’hlorifiin anezhan c’hoaz. 29 Hag ar bobl pehini a oa eno, ha pehini ho doa klevet, a lavare : Penaoz e oa ar c’hurunou ; reou all a lavare : Eun êl hen deuz komzet outhan. 30 Jesus a gemeraz ar gomz hag a lavaraz dezhei : Ar vouez se n’eo ket evidoun me, mes evidoc’h. 31 Brema en em ra barnedigez ar bed ma ; brema prins ar bed ma a vezo taolet er meaz. 32 Ha me, pa vezin bet savet euz an douar, a denno an holl dud d’am c’haout. 33 Mes, lavarout a rea kement se evit merka dre bez sort maro e tlee mervel. 34 Ar bobl a respountaz dezhan : Disket hon deuz dre al lezen penaoz ar C’hrist a dle choum da viken ; penaoz eta e leverez te eo ret da Vab an den beza savet ? Piou eo ar Mab an den ze ? 35 Jesus a lavaraz dezhei : Ar sklerijen a zo c’hoaz ganeoc’h evit eun nebeut amzer. Baleit en-pad ma hoc’h euz ar sklerijen, gant aoun na zeufe an devalijen d’ho soupren ; rag an hini a vale en devalijen na oar ket peleac’h ez a. 36 En-pad ma oc’h euz ar 36 sklerijen, kredit er sklerijen, evit ma veet bugale ar sklerijen. Jesus a lavaraz an traou ze, goude ez eaz hag en em guzaz outhei.
37 Hag evithan da veza groet kement a viraklou dirazhei, na gredchont ket ennhan. 38 Abalamour d’ar gir hen doa ar profed Ezai lavaret, da veza peur-c’hroet : Aotrou, piou hen deuz kredet d’hon frezegen, ha da biou eo bet diskleriet breac’h an Aotrou ? 39 Dre ze, na hellent ket kredi, rag Ezai hen deuz lavaret c’hoaz : 40 Dallet hen deuz ho daoulagad, ha kaledet ho c’haloun, gant aoun na welfeent gant ho daoulagad ha na gomprenfeent a galoun, ha na zistrofeent euz Doue ; ha na iac’hafeen anezhei. 41 Ezai a lavaraz an traou ma, pa welaz he c’hloar, ha pa gomzaz anezhan. 42 Koulskoude kalz, memeuz euz ar re vraz, a gredaz ennhan ; mes ne ansavent ket kement se, abalamour d’ar farisianed, gant aoun da veza kaset kwit euz ar sinagog. 43 Rag karout a reent muoc’h ar gloar a zeu euz an dud, evit ar gloar a Zoue.
44 Mes, Jesus a griaz hag a lavaraz : hini a gred ennoun, na gred ket ennoun, mes en hini hen deuz va c’haset. 45 Hag an hini a wel ac’hanoun, a wel an hini hen deuz va c’haset. 46 Me a zo deuet er bed, me pehini a zo ar sklerijen, abalamour da biou benag a gredo ennoun, na choumo ket en devalijen. 47 Ha mar klev unan benag va giriou ha na gred ket ennoun, na varnan ket anezhan, rag n’hen doun ket deuet evit barna ar bed, mes evit he zovetaat. 48 An hini n’am digemer ket ha na zigemer ket va giriou, hen deuz he varner ; ar gir pehini am euz prezeget, eo a varno anezhan en deiz diveza. 49 Rag n’eo ket ac’hanoun va unan em euz komzet ; mes an Tad, pehini hen deuz va c’haset, hen deuz gourc’hemenet d’in ar pez a dleen lavaret ha prezek. 50 Hag anaout a ran penaoz he c’hourc’hemen eo ar vuez eternel. An traou eta pere a lavaran, a lavaran evel ma hen deuz an Tad ho lavaret d’in.
13 ARAOG gouel ar Pask, Jesus, oc’h anaout penaoz e oa deuet he heur evit tremen euz ar bed ma d’an Tad, evel m’hen doa karet he re pere a oa er bed, ho c’haraz beteg ar fin. 2 Ha da gouls koan (an Diaoul o veza lakeet en kaloun Judaz an Iskariot mab Simon, hen gwerza), 3 Jesus, oc’h anaout hen doa an Tad lakeet pep tra entre he zaouarn, ha penaoz e oa deuet euz a Zoue, ha penaoz e tistroe da Zoue, 4 a zavaz euz koan, a lamaz he vantel : hag o veza kemeret eul lienen, en em c’hourizaz ganthi. 5 Goude ze e lekeaz dour en em vasin, hag en em lekeaz da walc’hi treid he ziskibien, ha d’ho zorcha int al lienen a oa en dro dezhan. 6 Dont a reaz eta da Simon Pêr, pehini a lavaraz dezhan : Te, Aotrou, te a walc’hfe d’in va zreid ! 7 Jesus a respountaz hag a lavaraz dezhan : Te na ouzout ket brema ar pez a ran ; mes he c’houzout a ri divezatoc’h. 8 Pêr a lavaraz dezhan : Biken na walc’hi d’in va zreid. Jesus a respountaz dezhan : Ma na walc’han ket ac’hanout, te n’az pezo ket a lod ganen. 9 Neuze Simon Pêr a lavaraz dezhan : Nan hepken, Aotrou, va zreid, mes ive va daouarn ha va fen. 10 Jesus a lavaraz dezhan : An hini a zo bet gwalc’het heu deuz ezom e ve gwalc’het dezhan he dreid hepken, hag ema net holl. Ha c’hwi a zo net, mes n’hoc’h ket holl. 11 Rag gouzout a rea piou oa an hini a wersche anezhan ; abalamour da ze e lavaraz : C’hwi n’hoc’h ket net holl.
12 Goude eta m’hen doa gwalc’het dezhei ho zreid, ha m’hen doa adkemeret he vantel, o veza en em lekeat euz taol, e lavaraz dezhei : Gouzout a rit petra em euz groet deoc’h. 13 Va gervel a rit Mestr hag Aotrou, ha gwir a livirit ; rag beza ez oun. 14 Mar em euz eta gwalc’het deoc’h ho treid, me an Aotrou hag ar Mestr, c’hwi a dle ive gwalc’hi ho treid an eil d’egile. 15 Rag roet em euz deoc’h eur skouer, abalamour ma refeet evel ma em euz groet deoc’h. 16 En gwirionez, en gwirionez me a lavar deoc’h, ar mevel n’eo ket brasoc’h evit he vestr, nag an hini kaset brasoc’h evit an hini hen deuz he gaset. 17 Mar gouzoc’h an traou ze, e veet euruz mar zentit outhei. 18 Na gomzan ket ac’hanoc’h holl ; gouzout a ran pere am euz choazet ; mes ret eo d’ar Skritur beza peur c’hroet. An hini a zebr bara ganen hen deuz savet he droad em enep. 19 Me hel lavar deoc’h adaleg brema, araog ma c’heruo an dra ; abalamour, pa vezo aruet, ec’h anavefet ac’hanoun evit ar pez ma ez oun. 20 En gwirionez, en gwirionez me a lavar deoc’h. An hini a zigemer an hini am bezo kaset, a zigemer ac’hanoun, hag an hini a zigemer ac’hanoun, a zigemer an hini hen deuz va c’haset.
21 Pa hen doe Jesus lavaret kement se, e oe poaniet en he spered, hag e roaz an desteni ma : En gwirionez, en gwirionez me a lavar deoc’h, penaoz unan ac’hanoc’h am gwerzo, 22 Hag an diskibien a zelle an eil euz 22 egile, o veza na wient ket euz a biou eo e komze. 23 Mes, unan anezhei, an hini a oa karet gant Jesus, a oa kousket euz taol var askre Jesus. 24 Simon Pêr a reaz sin dezhan da c’houlen euz a biou e komze. 25 Hag hen, o veza pleget a-uz kerc’hen Jesus, a lavaraz dezhan : Aotrou ! Piou eo ? 26 Jesus a respountaz : An hini da behini e roin eun tam trempet. Hag o veza trempet eun tam, e roaz anezhan da Judaz Iskariot, mab Simon. 27 Ha goude m’hen doe Judaz kemeret an tam, Satan a ieaz ennhan. Jesus a lavaraz dezhan : Gra rak-tal ar pez ec’h euz da ober. 28 Mes hini euz ar re a oa euz taol na gomprenaz perag e lavaraz kement se dezhan. 29 Rag hinienou a sonje penaoz, evel ma oa ar ialc’h gant Judaz, hen doa Jesus lavaret dezhan : Pren ar pez hon deuz ezom evit ar gouel ; pe, ro eun dra benag d’ar beorien. 30 O veza eta kemeret an tam, Judaz a ieaz kwit rak-tal.
31 Mes, noz e oa. Pa oe eet kwit, Jesus a lavaraz : Brema eo glorifiet Mab an den, ha Doue a z0 glorifiet ennhan. 32 Mar d’eo Doue glorifiet ennhan, Doue a c’hlorifio anezhan ive ennhan he unan, hag e c’hlorifio anezhan prest. 33 Va bugale vihan, me a zo c’hoaz ganeoc’h evit eun nebeut amzer. C’hwi am c’hlasko hag, evel am euz lavaret d’ar Judevien, me hel lavar deoc’h-hu ive brema ? El leac’h m’az an, na hellit ket dont. 34 Rei a ran deoc’h eur gourc’hemen nevez ; pehini a zo : Ma en em garfeet an eil egile ; penaoz, evel ma em euz ho karet, ma en em garfeet ive an eil egile. 35 Euz a gement ma ec’h anavezo an holl penaoz oc’h va diskibien, ma oc’h euz karantez an eil evit egile.
36 Simon Pêr a lavaraz dezhan : Aotrou, da beleac’h ez eez-te ? Jesus a lavaraz dezhan : El leac’h ma ez an n’hellez ket va heul brema ; mes te am heulio divezatoc’h. 37 Pêr a lavaraz dezhan : Aotrou, perag ne hellan ket da heul brema ? Me a rofe va buez evidoud-te. 38 Jesus a respountaz dezhan : Te a rofe da vuez evidoun-me ! En gwirionez, en gwirionez me hel lavar d’id, na gano ket ar c’hok n’az pezo va nac’het teni gweach.
14 Na vezit ket trubuliet ho kaloun. Kredi a rit en Doue, kredit ive ennoun. 2 Beza e zo meur a choumach en ti va Zad ; ma na vije ket, me em bije he lavaret deoc’h. 3 Mond a ran da gempen eul leac’h deoc’h. Ha pa vezin eet, ha pa am bezo kempennet eul leac’h deoc’h, e tistroin, hag o kemerin ganen, abalamour el leac’h ma vezin, c’hwi a vezo ive eno. 4 Ha c’hwi a oar peleac’h ez an hag ec’h ouzoc’h an hent. 5 Tomaz a lavaraz dezhan : Aotrou, na ouzomp ket peleac’h ez eez ; ha penaoz helfeemp-ni anaout an hent ? 6 Jesus a lavaraz dezhan : Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuez, den na zeu d’an Tad nemed dreizoun. 7 Mar ho pije va anavezet, ho pije ive anavezet va Zad ; hag a-vrema ec’hana vezit anezhan, hag oc’h euz he welet. 8 Filip a lavaraz dezhan : Aotrou, diskouez deomp an Tad, hag eo awalc’h deomp. 9 Jesus a lavaraz dezhan : Beza e zo keit zo aboe ma ez oun ganeoc’h ha te n’ec’h euz ket va anavezet ! Filip, an hini hen deuz va gwelet hen deuz gwelet an Tad. Penaoz eta e leverez te : Diskouez deomp an Tad ? 10 Na gredez-te ket oun me en Tad, ha penaoz ema an Tad ennoun ? Ar giriou a lavaran deoc’h n’ho lavaran ket ac’hanoun va unan, mes an Tad pehini a choum ennoun, a ra he unan an oberiou a ran. 11 Kredit ac’hanoun pa lavaran penaoz ez oun en Tad, hag ema an Tad ennoun ; pe kredit ac’hanoun da viana abalamour d’an oberiou ze memeuz. 12 En gwirionez, en gwirionez me a lavar deoc’h : An hini a gred ennoun a rai ive an oberiou pere a ran, hag e raio memeuz reou vrasoc’h evit ar re-ma, abalamour ma ez an da gaout va Zad. 13 Ha kement a c’houlenfeet em hano, me a raio anezhan, abalamour d’an Tad da veza glorifiet er Mab. 14 Mar goulenit eun dra benag em hano, me a raio aneehan. 15 Mar karit ac’hanoun, miret va gourc’hemenou. 16 Ha me a bedo an Tad, pehini a roio deoc’h eun Dic’hlac’harer all, evit choum da viken ganeoc’h, 17 ar Spered a wirionez, pehini na hell ket ar bed digemer, abalamour ma na wel ket anezhan, ha ma na anavez ket anezhan ; mes c’hwi, c’hwi a anavez anezhan, abalamour ma choum ganeoc’h, ha ma vezo ennoc’h. 18 Na lezin ket ac’hanoc’h minored ; dont a rin d’ho kaout. 19 C’hoaz eun nebeud amzer, hag ar bed n’am gwelo ken, mes c’hwi am gwelo ; abalamour ma vevan, ha ma vevfeet ive. 20 En deiz ze ec’h anavefeet penaoz oun em Zad, ha c’hwi ennoun, ha me ennoc’h. 21 An hini hen deuz va gourc’hemenou, hag a vir anezhei hennez eo an hini a gâr ac’hanoun ; hag an hini a gâr ac’hanoun, a vezo karet gant va Zad, ha me hen kâro hag en em roin da anaout dezhan. 22 Judaz, nan an Iskariot, a lavaraz dezhan : Aotrou ! a beleac’h e teu ma en em roi da anaout deomp, ha nan d’ar bed ? 23 Jesus a respountaz dezhan : Mar kâr unan benag ac’hanoun, e viro va gir, ha va Zad a garo anezhan, hag e teufomp d’he gaout, hag e rafomp hor choumach ganthan. 24 An hini na gâr ket ac’hanoun, na vir ket va c’homzou, hag ar gir pehini oc’h euz klevet n’eo ket ac’hanoun me, mes euz an Tad pehini hen deuz va c’haset. 25 Lavaret a ran deoc’h an traou ma, en-pad ma chouman ganeoc’h. 26 Mes an Dic’hlac’harer, ar Spered-Santel, pehini a gaso an Tad em hano, a gelenno deoc’h an holl draou, hag a zigaso sonj deoc’h en holl draou em euz lavaret deoc’h. 27 Lezel a ran ganeoc’h ar peoc’h ; rei a ran deoc’h va feoc’h ; na roan ket anezhi deoc’h evel ma rô ar bed anezhi. N’en em droublo ket eta ho kaloun ha na spounto ket. 28 Klevet oc’h euz penaoz em euz lavaret deoc’h : Mond a ran kwit ; hag e tistroan entrezek ennhoc’h. Ma karjeac’h ac’hanoun, ho pije joa euz ar pez em euz lavaret : Mond a ran da gaout an Tad ; rag va Zad a zo brasoc’h evidoun. 29 Ha me em euz hel lavaret deoc’h brema, araog ma eruo an dra, evit pa vezo eruet, e kredfeet. 30 Na gomzin ken kalz ganeoc’h, rag prins ar bed ma s zeu ; mes n’hen deuz netra ennoun. 31 Mes abalamour ma c’hanavezo ar bed penaoz e karan va Zad, ha penaoz e ran ar pez hen deuz an Tad gourc’hemenet d’in. Savit, ho deomp ac’han.
15 Me eo ar wir winien, ha va Zad eo ar gwinier. 2 Lemel a ra ac’hanoun kement brank ha na zoug ket a frouez ; hag e tivar kement brank a zoug frouez, abalamour ma tougo c’hoaz muoc’h a frouez. 3 Dija oc’h-hu net, abalamour d’ar gomz em euz lavaret deoc’h. Choumit ennoun, ha me a choumo ennoc’h. 4 Evel na hell ket ar brank dougen frouez anezhan he unan, ma na choum stag euz ar winien, c’hwi na helfeet ket ken nebeut ma na choumit ennoun. 5 Me eo ar winien, ha c’hwi eo ar brankou. An hini a choum ennoun, hag en pehini e chouman, a zoug kalz a frouez rag hep oun, na hellit ober netra. 6 Ma na choum ket piou benag ennoun, eo taolet er meaz evel ar brank hag e sec’h ; neuze e tastumer ar brankou, ho zoler en tân hag e têvont. 7 Mar choumit ennoun, ha ma choum va giriou ennoc’h, c’hwi a c’houlenno ar pez a fello deoc’h hag o pezo anezhan. 8 Ma Zad a vezo glorifiet, mar douget kalz a frouez, ha c’hwi a vezo va diskibien. 9 Evel hen deuz an Tad va c’haret, me em euz ive ho karet ; choumit em c’harantez. 10 Mar miret va gourc’hemenou e choumfet em c’harantez, evel em euz miret gourc’hemenou va Zad hag e chouman en he garantez. 11 Lavaret em euz deoc’h an traou ma abalamour ma choumo va joa ennoc’h, ha ma vezo ho laouenedigez peur-leuniet. 12 Ma gourc’hemen eo, ma en em garfeet an eil egile, evel ma em euz ho karet. 13 Den n’euz brasoc’h karantez evit an hini pehini a ro he vuez evit he viniouned. 14 C’hwi a vezo va miniouned, mar grit kement a c’hourc’hemenan deoc’h. 15 N’ho kalvan ken zervicherien, rag ar zervicher ne oar ket petra ra he vestr, mes ho kervel a ran miniouned, abalamour ma em euz roet deoc’h da anaout kement am euz klevet gant va Zad. 16 N’eo ket c’hwi eo oc’h euz va choazet, mes me eo am euz ho choazet, ha pehini am euz ho lekeet, abalamour m’az afeac’h, ha ma tougfac’h frouez, ha ma vefe ho frouez kendalc’huz ; ha ma rofe ma Zad deoc’h, ar pez a c’houlenfeet outhan em hano. 17 Ar pez a c’hourc’hemenan deoc’h, eo ma en em garfeac’h an eil egile. 18 Mar kasaa ar bed ac’hanoc’h, gwezit penaoz hen deuz ma c’hasaet araog deoc’h. 19 Ma vijeac’h euz ar bed, ar bed a garje ar pez a vije dezhan ; mes abalamour ma n’hoc’h ket euz ar bed, mes ma em euz ho choazet er bed, abalamour da ze eo e kasaa ar bed ac’hanoc’h. 20 Ho pezit sonj euz ar gir em euz lavaret deoc’h : Ar mevel n’eo ket brasoc’h evit he vestr. Mar ho deuz va zrubuliet, e trubulfont ive ac’hanoc’h, mar ho deuz miret va gir, e virfont ive hoc’h hini. 21 Mes ober a rafont deoc’h kement se holl abalamour d’am hanô, rag ne anavezont ket an hini hen deuz va c’haset. 22 Ma na vijen ket deuet, ha ma n’am bije ket komzet outhei, n’ho dije ket a bec’hed ; mes brema n’ho deuz ket a zigare evit ho fec’hed. 23 An hini a gasaa ac’hanoun, a gasaa ive va Zad. 24 Ma n’am bije ket groet en ho zouez an oberiou n’hen deuz groet hini all ebet, n’ho dije ket a bec’hed ; mes brema ho deuz ho gwelet, hag ho deuz kaseet ac’hanoun ha va Zad ive. 25 Mes ze a zo abalamour d’ar gir a zo skrivet en ho lezen da veza peur c’hroet : Ma c’hasaet ho deuz hep kaoz. 26 Mes pa vezo an Dic’hlac’harer deuet, pehini a zigasin deoc’h a beurz an Tad, ar Spered a wirionez, pehini a zeu euz an Tad, hen a roio testeni ac’hanoun. 27 Ha c’hwi ive, c’hwi a roio testeni, abalamour ma emoc’h ganen adaleg ar pen-kenta.
16 Lavaret em euz deoc’h an traou, evit na gemerfet ket a skouer-fall. 2 Kas a raint ac’hanoc’h kwit euz ho sinagogou ; an heur memeuz a zeu en pehini piou benag ho lakaio d’ar maro a gredo e servicho Doue. 3 Ober a raint kement se deoc’h, abalamour n’ho deuz ket anavezet na va Zad, na me. 4 Mes me em euz lavaret deoc’h an traou ze, abalamour pa vezo an heur deuet, ho pezo sonj penaoz em euz ho lavaret deoc’h. N’em euz ket lavaret anezhei deoc’h aboe ar pen-kenta, abalamour ma oan ganeoc’h. 5 Mes brema ez an da gaout an hini hen deuz va c’haset, hag hini ac’hanoc’h na c’houlen ouzin : Peleac’h ez eez ? 6 Mes, abalamour ma em euz lavaret deoc’h an traou ma, an dristidigez hen deuz leuniet ho kaloun. 7 Koulskoude, me a lavar deoc’h ar wirionez, talvoudek eo deoc’h ez afen kwit ; rag ma n’az an ket kwit, an Dic’hlac’harer na zeui ket d’ho kaout ; mes mar ez an kwit me a gaso anezhan deoc’h. 8 Ha pa vezo deuet, e kendrec’ho ar bed a bec’hed, a wirionez hag a varnedigez : 9 a bec’hed, abalamour na gredet ket ennoun ; 10 a wirionez, abalamour m’az an da gaout va Zad, ha n’am gwelfet mui ; 11 a varnedigez, abalamour prins ar bed ma a zo dija barnet. 12 Kals a draou all em euz c’hoaz da lavaret deoc’h ; mes beza emaint c’hoaz dreist hoc’h ententamant. 13 Mes pa vezo deuet hennez, ar Spered a wirionez, e reno ac’hanoc’h en holl wirionez, rag na gomzo ket anezhan he-unan, mes lavaret a raio kement hen devezo klevet, hag e tisklerio deoc’h an traou da zont. 14 Hen eo an hini a c’hlorifio ac’hanoun abalamour ma kemero euz ar pez a zo d’in, ha ma hen disklerio deoc’h. 15 Kement hen deuz an Tad, a zo d’in ; setu perag em euz lavaret penaoz e kemero euz ar pez a zo d’in, hag hen disklerio deoc’h. 16 C’hoaz eun nebeud amzer ha n’am gwelfet mui : hag a nevez, eun nebeud amzer goude, c’hwi am gwelo, abalamour m’az an da gaout va Zad. 17 Hag hinienou euz an diskibien a lavaraz an eil d’egile : Petra eo ar pez a lavar deomp : A-ben nebeud amzer, n’am gwelfet mui ; hag : A-nevez, eun nebeud amzer goude, c’hwi am gwelo ; hag : Abalamour m’az an da gaout ma Zad ? 18 Lavaret a reent eta : Petra eo a lavar : A-ben nebeud amzer ? Na ouzomp ket ar pez a lavar. 19 Jesus eta, oc’h anaout e c’hoanteent ober goulennou outhan, a lavaraz dezhei : C’hwi a ra goulennou an eil euz egile divarben ar pez em euz lavaret : A-ben nebeud amzer, n’am gwelfeet mui ; hag a-nevez, eun nebeud amzer goude, am gwelfet. 20 En gwirionez, en gwirionez me a lavar deoc’h, penaoz c’hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenao ; c’hwi a vezo en dristidigez ; mes ho tristidigez a vezo troet en joa. 21 Pa willioud eur vreg, e deve poan abalamour ma ve deuet he amzer ; mes adaleg ma eo gwillioudet euz a eur bugel, ne deve ken sonj jeuz he foan, abalamour d’he joa hag euz ma zo ganet eun den er bed. 22 Evel se, c’hwi a zo brema en dristidigez ; mes me ho kwelo a-nevez, hag ho kaloun en em laouenao, ha den na lamo diganeoc’h ho levenez, 23 Hag en deiz se c’hwi na c’houlenfet ken mân ouzin var netra. En gwirionez, en gwirionez, me a lavar deoc’h, penaoz kement a c’houlenfet digant an Tad em hano, e roio anezhan deoc’h. 24 Bete vrema n’hoc’h euz goulennet netra em hano ; goulennit, hag ho pezo, evit ma vezo ho levenez peur-leuniet. 25 Me em euz lavaret deoc’h an traou-ma en parabolenou ; mes an amzer a zeu en pehini na gomzin ken deoc’h en parabolenou ; mes me a gomzo deoc’h freaz euz an Tad. 26 En deiz se c’hwi a c’houlenno em hano, ha na lavaran ket deoc’h penaoz e pedin an Tad evidoc’h, 27 rag an Tad he unan ho kâr, abalamour ma hoc’h euz va c’haret, ha ma hoc’h euz kredet penaoz oun deuet euz a Zoue. 28 Me a zo deuet euz an Tad, hag oun deuet er bed ; lezel a ran a-nevez ar bed, hag ez an da gaout va Zad. 29 He ziskibien a lavaraz dezhan : Setu, brema e komzez freaz, ha ne leverez parabolen e-bet. 30 Brema, ni a oar penaoz hec’h ouzout an holl draou, ha penaoz n’ec’h euz ket ezom e c’houlenfe den netra ouzit ; abalamour da ze eo e kredomp out deuet euz a Zoue. 31 Jesus a respountaz dezhei : C’hwi a gred brema ? 32 Setu, an heur a zeu, hag eo dija deuet, penaoz e vefet sklabezet : pep hini euz he gostez, ha penaoz e lezfet ac’hanoun va unan ; mes me n’hen d’oun ket va unan, abalamour ma Zad a zo ganen. 33 Lavaret em euz deoc’h an traou-ma, evit ma ho pezo ar peoc’h ennoun ; c’hwi ho pezo displijadur er bed, mes kemeret kourach, me em euz trec’het ar bed.
17 Jesus a lavaraz an traou ze ; neuze o sevel he zaoulagad entrezek an env, e lavaraz : Tad, an heur a zo deuet, glorifi da Vab, evit ma c’hlorifio da Vab ac’hanout ; 2 hervez ma ec’h euz roet dezhan gallout var bep kig, evit ma roio ar vuez eternel d’ar re holl ec’h euz roet dezhan. 3 Hag, ar vuez eternel eo, ma c’hanavefent ac’hanout ; te ar gwir Doue hepken, ha Jesus-Christ pehini ec’h euz kaset. 4 Da c’hlorifiet em euz var an douar ; achuet em euz al labour ez poa roet d’in da ober. 5 Ha brema, glorifi ac’hanoun, Tad, ez kichen da unan, euz ar gloar em oa tost d’id, araog ma oe ar bed groet. 6 Diskleriet em euz da hano d’an dud pere ec’h euz roet d’in euz ar bed ; d’id e oant, hag ec’h euz ho roet d’in, hag ho deuz miret da c’hir. 7 Anavezet ho deuz brema penaoz kement ec’h euz roet d’in, a zeu ac’hanout. 8 Rag roet em euz dezhei ar giriou ec’h euz roet d’in, hag ho deuz ho digemeret, hag ho deuz anavezet en gwirionez penaoz oun deuet ac’hanout hag ho deuz kredet penaoz ec’h euz va c’haset. 9 Pedi a ran evithei ; na bedan ket evit ar bed mes evit ar re ec’h euz roet d’in, abalamour m’az int d’id. 10 Ha kement a zo d’in, a zo d’id, hag ar pez a zo d’id, a zo d’in, ha me a zo glorifiet ennhei. 11 Ha me n’oun ken er bed, mes ar rema a zo er bed, ha me a ia d’az kaout. Tad santel, mir en da hano ar re ec’h euz roet d’in, evit ma vefont unan, eveldomp-ni. 12 En-pad ma oan ganthei er bed, e tiwallen anezhei en da hano. Miret em euz ar re pere ec’h euz roet d’in, hag hini anezhei n’eo en em gollet nemed mab ar gollidigez, evit ma vije ar Skritur peur-c’hroet. 13 Ha brema me a ia d’az kaout, hag e lavaran an traou ma er bed, evit ma vezo va joa peur-leuniet ennhei. 14 Roet em euz dezhei da c’hir, hag ar bed hen deuz kasaet anezhei, abalamour ma n’int ket euz ar bed, evel n’hen d’oun ket va unan euz ar bed. 15 Na bedan ket ac’hanout d’ho lemel euz ar bed, mes d’ho diwal a zroug. 16 N’int ket euz ar bed, evel n’oun ket va unan euz ar bed. 17 Santela anezhei dre da wirionez ; da c’hir eo ar wirionez. 18 Evel ma ec’h euz va c’haset er bed, em euz ive ho c’haset er bed. 19 Ha me en em zantela va unan evithei, evit ma vefent ive santeleet dre ar wirionez. 20 Ha, na bedan ket hepken evithei ; mes ive evit ar re a gredo ennoun dre ho gir ; 21 abalamour d’an holl da veza unan, eveldout, o Tad, te a zo ennoun, ha me ennout ; evit ma vefent ive unan ennomp ; evit ma kredo ar bed penaoz eo te ec’h euz va c’haset. 22 Roet em euz dezhei ar gloar ec’h euz roet d’in, evit ma vefont unan, evel m’az omp-ni unan 23 (me ennhei, ha te ennoun), evit ma vefont parfetamant unan ha ma c’hanavezo ar bed penaoz ec’h euz va c’haset, ha penaoz e karez anezhei evel ma ec’h euz va c’haret. 24 Tad, me a fell d’in, e vefe ganen ar re pere ec’h euz roet d’in, el leac’h e vezin, evit ma welfont ar gloar pehini ec’h euz roet d’in abalamour ma ec’h euz va c’haret araog krouidigez ar bed. 25 Tad gwirion, ar bed n’euz ket anavezet ac’hanout ; mes me, am euz anavezet ac’hanout, hag ar re-ma ho deuz anavezet penaoz eo te eo hen deuz va c’haset. 26 Hag em euz roet da anaout dezhei da hano, hag e roin anezhan da anaout dezhei, evit ma vezo ennhei ar garantez, ec’h euz bet evidoun, ha ma vezin ive ennhei.
18 GOUDÉ ma hen doe Jesus lava-18 ret an traou ma, ez eaz gant he ziskibien en tu all da waz-red Sedron, e peleac’h e oa eul liorz er pehini ez eaz hen hag he ziskibien. 2 Judaz, pehini hen gwerze, a anaveze ive al leac’h se, abalamour Jesus a oa eet aliez eno gant he ziskibien. 3 Judaz eta o veza kemeret ar vanden soudarded ha mevelien ar veleien vraz hag ar farisianed, a zeuaz eno gant leterniou, gant golou ha gant armou. 4 Ha Jesus, pehini a wie kement a dlee c’hoarvezout ganthan, a ieaz en ho raog hag a lavaraz dezhei : Piou a glaskit-hu ? 5 Int a respountaz dezhan : Jesus a Nazaret. Jesus a lavaraz dezhei : Me eo. Ha Judaz, pehini hen gwerze, a oa ive ganthei. 6 Hag adaleg m’hen doa lavaret dezhei : Me eo, e teujont a-dre hag e kwezjont d’an douar. 7 Goulen a reaz c’hoaz eur veach outhei : Piou a glaskit-hu ? Hag int a respountaz : Jesus a Nazaret. 8 Jesus a respountaz : Lavaret em euz deoc’h penaoz eo me ; mar d’eo eta me eo a glaskit, lezit ar re-ma da vont kwit. 9 Evit ma vije peur-c’hroet ar gomz ma pehini hen doa lavaret : N’em euz kollet hini euz ar re pere ec’h euz roet d’in. 10 Neuze Simon Pér, pehini hen doa eur c’hleze, a dennaz anezhan, hag a skoaz ganthan eur mevel d’ar beleg braz, hag a droc’haz he skouarn deou dezhan ; hag ar mevel ze a oa hanvet Malkus. 11 Mes Jesus a lavaraz da Bèr : Laka da gleze en he foureo, na evin-me ket ar c’halei hen deuz an Tad roet d’in ?
12Neuze ar vanden soudarded, ar c’habiten hag an dud kaset gant ar Judevien a gemeraz Jesus hag a ereaz anezhan, 13 hag e kaschont anezhan da genta da di Annaz, abalamour ma oa tad-kaer da Gaifaz beleg braz ar bloaz-ze. 14 Ha, Kaifaz oa an hini pehini hen doa roet ar c’huzul ze d’ar Judevien, penaoz e oa talvoudek e varvje eun den hepken evit ar bobl.
15 Mes, Simon Pêr, gant eun diskibl all, hen doa heuliet Jesus. Hag an diskibl ze a oa anavezet gant ar beleg braz ; hag ez eaz gant Jesus en palez ar beleg braz. 16 Mes Pêr a oa er meaz en-tal an nor. An diskibl all, pehini a oa anavezet gant ar beleg braz, a ieaz eta hag a gomzaz d’ar borsierez, hag a lekeaz Pêr da vont ebarz. 17 Hag ar vatez, pehini oa ar borsierez, a lavaraz da Bêr : N’out-te ket ive euz a ziskibien an den ze ? Hen a lavaraz : N’oun ket. 18 Hag ar mevelien hag ar servicherien a oa eno, hag, o veza groet tân, abalamour ma oa ien, e toment. Ha Pêr a oa ganthei, hag en em dome.
19 Hag ar beleg braz a reaz goulennou euz Jesus divarben he ziskibien, ha divar-ben he greden. 20 Jesus a respountaz dezhan : Komzet em euz sklêr d’an dud ; atao em euz kelennet er sinagog hag en templ, el leac’h ma en em dastum ar Judevien euz a bep leac’h, ha n’em euz lavaret netra en-kuz. 21 Perag eta e rez goulennou ouzin ? Gra da c’houlennou euz ar re ho deuz klevet ar pez em euz lavaret dezhei : An dud se a oar ar pez em euz lavaret. 22 Pa hen doa lavaret kement se, unan euz ar zervicherien pehini a oa eno, a roaz eur chotad da Jesus, o lavarout dezhan : Evel se eo e respountez d’ar beleg braz ? 23 Jesus a respountaz dezhan : Mar em euz komzet fall diskwez ar pez em euz lavaret a fall ; mes mar em euz komzet mad, perag e skoez ac’hanoun ? 24 Hag Annaz a gasaz anezhan ereet da Gaifaz ar beleg braz.
25 Ha Simon Pêr a oa eno, hag en em dome, hag int a lavaraz dezhan ; Ha n’out-te ket ive euz he ziskibien ? Hen a nac’has anezhan hag a lavaraz : N’oun ket. 26 Hag unan euz a vevelient ar beleg braz, pehini a oa kâr d’an hini hen doa Pêr troc’het he skouarn, a lavaraz dezhan : Ha n’em euz ket da welet el liorz ganthan ? 27 Pêr a nac’haz anezhan c’hoaz eur veach ; ha kerkent ar c’hok a ganaz.
28 Neuze e kaschont Jesus euz a di Gaifaz d’ar pretoar ; ar mintin e oa ha n’az ejont ket er pretoar, abalamour n’en em souiljent ket, ha ma heljent dibri ar Pask. 29 Pilat, o veza eet d’ho c’haout, a lavaraz dezhei : Pez tamall a rit enep an den ze ? 30 Int a respountaz dezhan : Ma na vije ket eun torfedour, n’hor bije ket he lekeat entre da zaouarn. 31 Pilat a lavaraz dezhei : Kemerit anezhan hoc’h unan, hag he varnit hervez ho lezen. Ar Judevien a lavaraz dezhan : N’hon deuz ket an droet da laza den. 32 Evit ma vije peur-c’hroet ar pez hen doa Jesus lavaret, o verka dre bez maro e tlee mervel.
33 Neuze Pilat a zistroaz d’ar pretoar, hag o veza lakeet Jesus da zont, e lavaraz dezhan : Beza out-te roue ar Judevien ? 34 Jesus a lavaraz dezhan : Ac’hanout da unan eo e leverez kement se, pe reou all ho deuz hel lavaret d’id ? 35 Pilat a respountaz : Ha Judeo oun me ? Da bobl hag ar veleien vraz ho deuz da lekeat entre va daouarn petra ec’h euz groet ? 36 Jesus a respountaz dezhan : Va rouantelez n’eo ket euz ar bed-ma ; ma vije bet ma rouantelez euz ar bed-ma, va mevelien o dije stourmet evit na vijen ket lekeat en daouarn ar Judevien, mes brema va rouantelez n’eo ket ac’han. 37 Neuze Pilat a lavaraz dezhan : Te a zo eta roue ? Jesus a respountaz : Hel lavarout a rez ; roue oun, evit se eo oun ganet, hag evit se eo oun deuet er bed, evit rei testeni d’ar wirionez. Piou benag a zo euz ar wirionez a selaou va mouez. 38 Pilat a lavaraz dezhan : Petra eo ar wirionez ?
Ha goude m’hen doa lavaret kement se, ez eaz a-nevez da gaout ar Judevien, hag e lavaraz dezhei : Na gavan krim ebet en den-ze. 39 Mes, beza oc’h euz eur c’hiz en ho touez, ma laoskfen deoc’h unan benag gant ar Pask. Fellout a ra deoc’h eta laoskfen deoc’h roue ar Judevien ? 40 Neuze an holl a griaz a-nevez : Na laosk ket hema ; mes Barabbaz. Ha, Barabbaz a oa eul laer.
19 Pilat a reaz eta kemer Jesus, ha skourjeza anezhan. 2 Hag ar , o veza gwenvet eur gurunen spern, a lekeaz anezhi var he ben hag a wiskaz anezhan gant eur vantel bourpr. 3 Hag e lavarent dezhan : Roue ar Judevien, ni salud ac’hanout ; hag e roent chotadou dezhan.
4 Pilat o veza eet a-nevez er meaz a lavaraz dezhei : Setu, e tigasan anezhan deoc’h er meaz, evit ma wefeet penaoz ne gavan krim ebet ennhan. 5 Jesus a ieaz eta er meaz, o tougen ar gurunen spern hag ar vantel bourpr ; ha Pilat a lavaraz dezhei : Setu an den. 6 Mes pa welaz ar veleien vraz hag ar zervicherien anezhan e krijont : Kroastag anezhan, kroastag anezhan ! Pilat a lavaraz dezhei : Kemeret anezhan oc’h unan ha kroastagit anezhan rag me ne gavan krim ebet ennhan. 7 Ar Judevien a respountaz dezhan : Ni hon deuz eul lezen, hag hervez hon lezen e tle mervel, abalamou ma eo en em c’hroet Mab Doue. 8 Pilat o klevet ar gir ze, hen doe c’hoaz muoc’h a zoujans. 9 Distrei a reaz eta er pretoar, hag e lavaraz da Jesus : A beleac’h out-te ? Mes Jesus na roaz respount ebet dezhan. 10 Neuze Pilat a lavaraz dezhan : Ne leverez netra d’in ? Na ouzout ket em euz ar galloud da lakaat kroastaga ac’hanout, hag ar galloud d’az leuskel da vont ? 11 Jesus a respountaz dezhan : Te n’az pije galloud ebet varnoun me, ma na vije ket bet roet d’id euz kreac’h, setu perag an hini hen deuz va lekeet entre da zaouarn hen deuz groet eur pec’hed brasoc’h. 12 Adaleg neuze Pilat a glaske he leuskel ; mes ar Judevien a grie : Mar laoskez an den ze, n’out ket minioun da Sezar ; rag piou benag en em ra roue, en em laka a enep Sezar. 13 Pilat, o klevet ar gomz se a gasaz Jesus er meaz, hag a azezaz var he gador-varn, el leac’h galvet ar Pave, hag en hebre Gabbatat 14 (mes, kempenadurez ar Pask e oa, ha vardro ar c’hwec’hved heur) ; hag e lavaraz d’ar Judevien : Setu ho roue. 15 Mes int a griaz : Lam anezhan, lam anezhan, kroastag anezhan ! Pilat a lavaraz dezhei : Ha kroastaga a rin ho roue ? Ar veleien vraz a respountaz : Ni n’hon deuz roue all ebet nemed Sezar. 16 Neuze e roaz anezhan dezhei evit beza kroastaget. Kemer a rejont eta Jesus hag e kaschont anezhan ganthei.
17 Ha Jesus, o tougen he groaz, a zeuaz el leac’h hanvet ar C’halvar, pehini a zo en hebre Golgota ; 18 en peleac’h e kroastagchont anezhan ha daou all ganthan, unan en eun tu, hag unan all en tu all, ha Jesus er c’hreiz. 19 Pilat a reaz ive eur skrid, hag he lekeaz var ar groaz ; hag ennhan e oa skrivet : JESUS NAZARET, ROUE AR JUDEVIEN. 20 Kalz euz ar Judevien a lennaz ar skrid-ze, abalamour al leac’h en pehini e oa Jesus kroastaget, a oa taost da gear ; ha ma oa skrivet en hebre, en grek hag en latin. 21 Ha beleien vraz ar Judevien a lavaraz da Bilat : Na skriv ket : Roue ar Judevien ; mes penaoz hen deuz lavaret : Me eo Roue ar Judevien. 22 Pilat a respountaz : Ar pez em euz skrivet, am euz skrivet.
23 Goude m’ho doe ar zoudarded kroastaget Jesus, e kemerjont he zillad, hag e rejont peder loden, eul loden evit pep hini ; kemer a rejont ive ar zae ; mes ar zae a oa hep gri, euz a eur wiaden, adaleg kreac’h bete traoun. 24 Lavaret a rejont eta entrezhei : Na lodenomp ket anezhi, mes taolomp ar zort da biou e vezo ; evit ma vije peur-c’hroet ar gomz ma euz ar Skritur : Lodenet ho deuz va dillad, hag ho deuz taolet va zae d’ar zort. Evel se e reaz ar zoudarded.
25 Ha mam Jesus, ha c’hoar he vam, Mari greg Kleopaz, ha Mari a Vagdala, en em dalc’he tost da groaz Jesus. 26 Jesus eta, o welet he vam, hag en he c’hichen an diskibl a garie, a lavaraz d’he vam : Greg, setu da vab. 27 Neuze e lavaraz d’an diskibl : Setu da vam. Hag adaleg an heur ze, an diskibl a gemeraz anezhi en he di.
28 Goude ze, Jesus, o welet penaoz e oa peur-c’hroet pep tra, a lavaraz, evit ma vije ar Skritur peur-c’hroet : Sec’het am euz. 29 Mes beza e oa eno eur besel leun a winegr. Leunia a rejont eta eur spoue a winegr, hag o veza e lekeat en dro d’eur gorsen sikadez e kinnigjont anezhan d’he c’henou. 30 Ha pa hen doa Jesus kemeret ar gwinegr e lavaraz : Peurc’hroet eo pep tra. Hag o veza pleget he ben e rentaz ar spered.
31 Mes, ar Judevien, gant aoun na choumje ar c’horfou var ar groaz deiz ar sabbat (rag kempenadurez ar Pask e oa, hag ar sabbat ze a oa eun deiz braz), e c’houlenjont digant Pilat, ma vije toret ho diouc’har d’ar re groastaget, ha ma vijent tennet ac’hane. 32 Ar zoudarded a zeuaz eta hag a doraz he ziouc’hâr d’ar c’henta, goude d’egile pehini a oa kroastaget ganthan. 33 Mes pa deujont da Jesus, o welet e oa dija maro, na dorjont ket dezhan he ziouc’har. 34 Koulskoude unan ar zoudarded a doullaz he gostez dezhan gant eul lans, ha kerkent e tilamaz anezhan goad ha dour. 35 Hag an hini hen deuz gwelet a ro testeni a gement se (hag he desteni a zo gwirion, hag e oar e lavar, gwir), evit ma kredfeac’h. 36 Ha, kement ze a eruaz, evit ma vije ar Skritur peurc’hroet. He eskern na vefont ket toret. 37 Hag el leac’h all ar Skritur a lavar c’hoaz : Gwelet a rafont an hini ho deuz toullet.
38 Goude ze, Josef a Arimate, pehini a oa diskibl da Jesus, mes en kuz, gant aoun rag ar Judevien, a c’houlenaz digant Pilat, gallout lemel korf Jesus, ha Pilat he lezaz d’he gemer. Dont a reaz eta hag e lamaz korf Jesus. 39 Nikodem, pehini e pen-kenta a oa eet en noz da gaout Jesus, a zeuaz ive, o tigaz vardro kant livr euz eur veskadurez miri kag aloez. 40 Kemer a rejont eta korf Jesus, hag e c’holojont anezhan a lienenou, gant al louzou a c’houez vad, evel m’ho doa ar Judevien ar c’hiz da sebelia. 41 Mes beza e oa eur jardin, el leac’h ma oa bet kroastaget ; hag er jardin eur bez nevez, en pehini ne oa bet c’hoaz lekeet den. 42 Lakaat a rejont eta Jesus ennhan, abalamour da gempenadurez ar Judevien hag abalamour ma oa ar bez tost.
20 An deiz kenta euz ar zizun, Mari a Vagdala a zeuaz mintin mad d’ar bez, evel ma oa c’hoaz teval : hag e welaz ar mean lamet divar ar bez. 2 Redek a reaz eta hag e teuaz da gaout Simon Pêr, ha da gaout an diskibl all pehini oa karet gant Jesus ; hag e lavaraz dezhei : Tennet eo an Aotrou euz ar bez, ha na ouzomp ket peleac’h ho deuz he lekeet. 3 Neuze Pêr a ieaz er meaz gant an diskibl all, hag ez ejont d’ar bez. 4 Hag e redent ho daou a unvan ; mes an diskibl all ze a redaz buanoc’h evit Pêr, hag a eruaz ar c’henta er bez. 5 Hag o veza en em bleget, e welaz al lienenou pere a oa var an douar ; mes n’az eaz ket ebarz. 6 Mes Simon Pêr pehini a heulie anezhan, o veza eruet, a ieaz er bez, hag a welaz al lienenou pere a oa var an douar, 7 hag al lienen a oa lakeet dezhan var he ben, an hini pehini ne oa ket gant al lieneneu all, mes pleget en eul leac’h a-du. 8 An diskibl all, pehini a oa eruet ar c’henta er bez, a ieaz ive ennhan, hag e welaz, hag e kredaz. 9 Rag n’ho doa ket c’hoaz komprenet ar Skritur a lavare e tlee Jesus adsevel a varo. 10 Hag an diskibien a zistroaz d’ho ziez.
11 Koulskoude Mari en em dalc’he er meaz, tost d’ar bez, o wela ; hag evel ma wele, en em blegaz er bez 12 hag e welaz daou êl gwisket en gwen, azezet unan er pen hag egile euz treid ar bez, el leac’h en pehini e oa bet gourvezet korf Jesus. 13 Hag e leverjont dezhi : Greg, perag e welez-te ? Hi a lavaraz dezhei : Abalamour ma eo tennet ac’han va Aotrou, ha na ouzoun ket peleac’h eo lakeet. 14 Hag o veza lavaret kement se, e tistroaz, hag e welaz, Jesus en he za ; mes na wie ket penaoz e oa Jesus. 15 Jesus a lavaraz dezhi : Greg, perag e welez te ? Piou a gleskez te ? Hi, o kredi e oa ar jardiner, a lavaraz dezhan : Aotrou mar ec’h euz he gaset kwit, lavar d’in peleac’h ec’h euz he lekeet, hag e kemerin anezhan. 16 Jesus a lavaraz dezhi : Mari ! Hag hi, o veza distroet, a lavaraz dezhan : Rabbouni ! da lavaret eo, Va Mestr ! 17 Jesus a lavaraz dezhi : Na stok ket ennoun rag n’oun ket c’hoaz piniet entrezek va Zad ; mes kea da gaout va breudeur, ha lavar dezhei penaoz e pinian entrezek ma Zad hag ho Tad, hag entrezek ma Doue hag ho Toue. 18 Ha Mari a Vagdala a zeuaz da ziskleria d’an diskibien, penaoz he doa gwelet an Aotrou, ha penaoz hen doa lavaret kement se dezhi.
19 An abardaez euz an deiz ze, pehini oa ar c’henta euz ar zizun, an noriou euz al leac’h en pehini e oa an diskibien en em zastumet, o veza zerret, gant aoun euz ar Judevien, Jesus a zeuaz hag en em ziskwezaz en ho c’hreiz hag e lavaraz dezhei : Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h ! 20 Ha pa hen doa lavaret kement se dezhei e tiskouezaz dezhei he zaouarn hag he gostez. An diskibien eta, o welet an Aotrou, ho doe eur joa vraz. 21 Lavaret a reaz dezhei a-nevez. Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h ! Evel hen deuz an Tad kaset ac’hanoun me ho kas ive. 22 Ha pa hen doe lavaret kement se, e c’hwezaz warnezhei hag e lavaraz dezhei : Digemerit ar Spered-Santel. 23 Ar re da bere e pardounfet ar pec’hejou a vezo pardounet dezhei, hag ar re da bere ho dalc’hfet e vezo dalc’het dezhei.
24 Mes, Tomaz, unan an daouzek, galvet Didim, ne oa ket ganthei pa oa deuet Jesus. 25 An diskibien all a lavaraz dezhan eta : Ni hon euz gwelet an Aotrou. Mes hen a lavaraz dezhei : Ma na welan merk an tachou en he zaouarn, ha ma na lekean ma biz en merk an tachou, ha ma na lakaan va dorn en he gostez, na gredin ket.
26 Eiz deiz goude, he ziskibien a oa a-nevez en ti, ha Tomaz ganthei. Jesus a zeuaz, an noriou, o veza serret, hag en em dalc’haz en ho c’hreiz hag e lavaraz : Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h ! 27 Neuze e lavaraz da Domaz : Laka ama da viz, ha sell va daouarn ; asten ive da zorn, ha laka anezhan em c’hostez, ha na vez ken diskredik, mes kreder. 28 Tomaz a respountaz hag a lavaraz dezhan : Va Aotrou ha va Doue ! 29 Jesus a lavaraz dezhan : Abalamour ma ec’h euz va gwelet, Tomaz, ec’h euz kredet. Euruz ar re pere n’ho deuz ket gwelet, ha pere ho deuz kredet !
30 Jesus a reaz c’hoaz dirag he ziskibien kalz a viraklou all, ê pere n’in ket skrivet el levr ma. 31 Hag an traou ma a zo bet skrivet, evit ma kredfac’h penaoz eo Jesus eo ar C’hrist, Mab Doue, ha penaoz o kredi e pije ar vuez dre he hano.
21 GOUDE ze, Jesus en em ziskouezaz adare d’he ziskibien tost da vôr Tiberiad. Ober a reaz e welet en doare ma. 2 Simon Pêr, ha Tomaz hanvet Didim, Natanael, pehini a oa euz a Gana en Galile, mibien Zebede ha daou all euz he zizkibien a oa a vanden. 3 Simon Pêr a lavaraz dezhei : Me a ia da besketa. Int a lavaraz dezhan : Ni a ia ive ganez. Mond a rejont, hag e pinjont er vag ; mes na dapjont netra en noz se. 4 Ar mintin o veza deuet, Jesus en em gavaz var an aot ; mes an diskibien na wient ket e oa Jesus. 5 Jesus a lavaraz dezhei : Bugale, ha n’hoc’h euz-hu netra da zibri ? Int a respountaz dezhan : Nan.
6 Hag hen a lavaraz dezhei : Taolet ar roued en tu deou d’ar vag, hag e kevfet. Teurel a rejont eta anezhi, ha ne hellent ken he zenna er meaz abalamour d’an niver braz a besked. 7 Setu perag an diskibl a oa karet gant Jesus a lavaraz da Bêr : An Aotrou eo ! Ha Simon Pêr, o c’hanaout penaoz oa an Aotrou, a lekeaz he zae var c’hore (rag en noaz e oa) hag en em dolaz er mor. 8 Mes an diskibien all a zeuaz gant ar vag, o ruza ar roued leun a besked, rag ne oant ket pell euz an douar nemed vardro daou c’hant illinad. 9 Pa oent diskenet d’an douar, e weljont glaou beo, pere a oa eno, ha pesked varnezhei, ha bara. 10 Jesus a lavaraz dezhei : Digasit euz ar pesked ze oc’h euz tapet brema. 11 Simon Pêr a adpiniaz hag a dennaz ar roued d’an douar, leun a gant tri hag anter kant pesk braz, ha petra benag ma oa kement, na dore ket ar roued. 12 Jesus a lavaraz dezhei : Deuit da leina. Hag hini e-bet euz an diskibien na grede goulen outhan : Piou out-te ? O c’houzout penaoz e oa an Aotrou. 13 Jesus eta a daostaez hag a gemeraz bara, hag a roaz dezhei, kenkoulz hag euz ar pesked. 14 An drede gweach oa dija ma rea Jesus en em ziskwez d’he ziskibien, goude beza savet a varo.
15 Goude m’ho doa leinet, Jesus a lavaraz da Simon Pêr : Simon, mab Jona, ha karout a rez-te ac’hanoun muoc’h evit ar re-ma ? Pêr a respountaz : Ia, Aotrou, gouzout a rez penaoz e karan ac’hanout. Jesus a lavaraz dezhan : Mes va oaned. 16 Lavaret a reaz dezhan eun eilved gweach : Simon, mab Jona, ma c’haret a rez-te ? Pêr a respountaz dezhan : Ia, Aotrou, te a oa penaoz e karan ac’hanout. Jesus a lavaraz dezhan : Boeta va denved. 17 Lavaret a reaz dezhan evit an deirved gweach. Simon, mab Jona, ma c’haret a rez-te ? Pêr a oe glac’haret euz ma hen doa goulenet diganthan evit an drede gweach : Ma c’harout a rez-te ? Hag hen a lavaraz dezhan : Aotrou, anaout a rez an holl draou, gouzout a rez e karan ac’hanout. Jesus a lavaraz dezhan : Boeta va denved : 18 En gwirionez, en gwirionez e lavaran d’id ; pa oaz iaouankoc’h, te en em c’hourize da unan hag ez eaz el leac’h ma felle d’id ; mes pa vezi koz, te a astenno da zaouarn, hag unan all a c’hourizo ac’hanout, hag a gaso ac’hanout el leac’h na fello ket d’id. 19 Mes, lavarout a rea kement se, evit merka dre bez maro e c’hlorifije Pêr Doue.
Ha goude beza komzet evel se, e lavaraz dezhan : 30 Heul ac’hanoun. Ha Pêr o veza distroet, a welaz o tond var he lerc’h an diskibl oa karet gant Jesus, an hini pehini, en-pâd ar goan-fask a oa gourvezet var askre Jesus, hag hen doa lavaret dezhan : Aotrou, piou eo an hini a werz ac’hanout ? 21 Pêr eta, o veza he welet, a lavaraz da Jesus : Aotrou, hag hema, petra a eruo ganthan ? 22 Jesus a lavaraz : Mar fell d’in e choumfe ken a zeuin ; petra ra ze d’id ? Te, heul ac’hanoun. 23 Ar brûd eta en em skuliaz en touez ar vreudeur, penaoz an diskibl ze ne varvje ket. Koulskoude Jesus n’hen doa ket lavaret dezhan : Na varvo ket ; mes : Mar fell d’in e choumfe ken a zeuin, petra a ra ze d’id ?
24 An diskibl ze eo a ro testeni euz an traou ma, hag hen deuz ho skrivet, ha ni a oar penaoz he desteni a zo gwirion.
25 Kalz a draou a zo c’hoaz hag hen deuz Jesus groet, ha ma vijent bet skrivet a lodennou, na sonjan ket e helje ar bed memeuz kenderc’hel al levriou a vije skrivet anezhei.
Amen.