Kontammet/Roudouz-ar-C’haro
E traonienn geotus ar Penfeld, etre bourc’h Bohars ha kêrig Penfeld, ez eus eur vilin gant eun ti koz ha Roudouz-ar-C’haro a vez graet anezi.
Eun draonienn peoc’hus ha sioulek holl pa dav ar raned ha pa ne richan ket dour al lenn war paliou kinviet ar rod-vras.
An ti-annez, unan a c’hiz koz gant prenester ha doriou bevennet gant mein piket, kizellet lod anezo, a zo dalc’het naet, skedus.
An nor vras gant he zalbenn trigornek o tougenn eur groaz keltiek a laka fizians e kalon ar Breizad a ya en ti.
An arrebeuri breizek gant o zachou aour o lugerni, an daol gant he bank tro ha dro, ar veselierou a ro d’an ti a-bez eun aer a vro, eun aer a familh.
Janedig eo a zo o lakaat al levenez hag an naeted en ti-mañ.
Janedig Kerdraon eo merc’h ar miliner.
Eur plac’hig seder hag oberiant. Gant he dremm flamm, he bleo hag he daoulagad du, — ar pez a ro tro d’an dud d’he gervel « lagad du » — n’eo ket hi kennebeut eur plac’hig dizoare.
Setu moarvat ar pez a sonje Gwennael endra ma tiskoueze Eozen d’ezan tud ha traou an ti.
— N’em eus mui nemet Nedig a vugale, Gwennael. He breur Mikaelig a zo bet beuzet el lenn en eur c’hoari war ar vanell. Nedig ne oa ket anezi c’hoaz d’ar mare-se.
« Va gwreg, daou vloaz a zo, he deus paket riou oc’h ober he zro e Brest, bet o kas laez en he gweturig dizolo. Eiz devez n’eo bet ken war he gwele hag ar maro, evit an eil gwech, en deus bizitet Roudouz-ar-Charo. Abaoue e kasomp hol laez gant eur c’harr-dre-dan goloet.
« Janedig eta eo bremañ mestrez an ti.
« Diou blac’h, unan goz hag unan yaouank, he sikour da ober war-dro an ti ha war-dro ar chatal. Rak gouzout mat a rez, Gwennael, ar saout, gant o laez hag o amann, a zegas gounidegez pa vezer o chom e-kichen ar c’hêriou-bras. Hag amañ e vez kavet gwelienn, geot ha foenn d’o maga. Eiz aneval-gorn a zo bremañ er c’hraou.
— Paet mat e vez ho laez d’eoc’h war an tu-mañ ?
— Ne ’z eus ket da glemm beteghen. Ret eo anzav avat n’eo deut ar peoc’h etre ar gouerien kenetrezo hag etrezo ha bourc’hizien nemet abaoe m’eo bet savet ar « syndicat ». Araok pep hini a werze hervez e volontez, lod keroc’h lod all marc’hadmatoc’h. An nep en doa kalz ostizien a c’helle en em denna brao awalc’h. Ar re all ne c’hellent ket. Setu ma ’z eus bet savet emgleo kenetrezomp, evel ma ’z eus savet etre ar baraerien (boulonjerien) hag ar c’higerien. Ar priz, neuze, a zo bet kresket ha dalc’het d’ezan.
— Hag an holl a sent ouz al lezenn douget gant ar « syndicat » ?
— Eur wech bennak unan pe unan, en aviz gounit ostizien ar re all, a glask rei marc’hadmatoc’h. Dizounet e vezont buan m’hel lavar d’it. O laez a vez fuilhet en foz-bevenn. Setu ma plegont ha ma chom hor laez war eur priz dereat, daoust ma n’eo ket bet kresket ganeomp, kement ha m’eo kresket o zraou gant kêriz.
— Ho kraou-moc’h eo hemañ, Eozen Kerdraon ?
— Ya da ! en eur stad dister awalc’h emañ. Ano a zo bet meur a wech d’her c’hempenn. Nedig a lavar d’in e ve gwelloc’h dioustu ober unan nevez, aeret mat hag aes da zerc’hel naet.
— Me gred ivez ne goustfe ket kalz muioc’h ober unan nevez eget lakaat kempenn heman.
— M’am efe bet plas em efe gellet kaout muioc’h a voc’h da gas da Vrest d’ar gigerien-voc’h. Bremañ ne c’hellan derc’hel nemet pevar… Met eomp da ober eur sell war ar vilin.
An ti-milin a zo uhel hag ec’hon. En traoñ, en dro d’ar sac’hadou-bleud, an eil mevel, Biel Juget, a zo o vont hag o tont en eur goumoulenn wenn graet gant ar bleud ha poultrenn brenn.
Ne ’z eo ket kalonek ar mousc’hoarz kaset gantan da Wennael, na nerzus ar start-dourn. Eun troue’had-mat a zen, e gwirionez, eo Biel Juget, ouz e welet o samma kulasennou evel ma vez sammet eur c’hrouadurig bihan gant e vamm. Gwennael ne ’z eo ket evit mirout da anzav ennan e-unan : c’hoari em ezo oc’h ober kement all !
E solier ar vilin, an trede mevel, an hini a vez o portezat pe o klask gwiniz hag o kas ar bleud da Vrest, er c’hamioun, Paol Bervas e ano, a ra eun degemer laouen d’ar paotr-yaouank kinniget d’ezan gant ar mestr. Evel Biel en deus soñjet dioustu oa heñ ar mestr-mevel nevez. Heñ pe unan all, kement-se ne laka nag aesoc’h na diaesoc’h Paol Bervas ! Gant trouz an tamoezou oc’h hoja, ar mein-milin o vala, gant boud ar red-vras o trei ha gant an dour e c’hourgouilhat o tont eus ar fardell betek ar rod hag o rinkla war ar paliou araok koueza er ganol izeloc’h, eo diaes en em entent en ti-milin.
Aet er maez, Eozen a lavar da Wennael hag a zo aet eun draig bennak enkrezet — ar mala a zo evitan eur vicher ken nevez ! —
— Ar vilin a ya en dro dre zour ha dre c’hlaou (pe aezenn-dour). O vala noz-deiz, e vez disec’het buan al lenn. Ar marc’h-du a vez neuze tommet d’ezan ha staget outan lerenn hael ar rod vras.
« Beteghen em eus awalc’h gant tri vevel mat, daou evit ar vilin, unan evit ar c’harr-chalbotat. Ar mevel-koz, mignon da dad, Doue r’e bardono a gar beza war dro ar pradou hag ouspenn kempenn a ra an traou war dro al leur. Setu-hen dres oc’h eolia ar c’harr-marc’hadourez. Olier ! deuit ’ta da ober eun dro d’ar foenneier gant Gwennael, da c’hortoz merenn, epad ma vezin-me oc’h echui va liziri. »
Gwennael a wel ne vezo ket re ziaes en em glevet gant tud Roudouz-ar-C’haro. Eur mestr habask, didroïdell, eun « ken dioustu ». Eur vestrez hegarat, laouen ha kempenn. Eun dra avat ha ne gompren ket mat eo perak ne ’z eo ket bet lakaet Biel Juget da vestr-mevel, war-lerc’h Glaoda Balbouz. Setu ma c’houlenn digant Olier-goz, epad ma kerzont er prad, war ribl ar Penfeld :
— Perak, Olier, n’en deus ket Eozen Kerdraon roet ar plas a vestr-mevel da Viel Juget ? Heñ eo a deue goude Glaoda…
— Biel a ev awechou, Gwennael. Ha pa vez tommet d’ezan n’eo ket evit mirout da garnachi ha da glask afer ouz an dud. Ar vevelien all ne chomfent ket en ti, heñ mestr-mevel… Met bez dinec’h, Gwennael, Biel a zo eur paotr-mat, keit ha ma chom diwar an dour. Pa vezo heñ mezo, en em denn kuit dioutan hag an traou a chomo war o zu mat.
« Amañ, a sonj Gwennael, e vezo da deurel evez. »
Pouezet mat pep tra, ar plas a ziskoueze beza plijus awalc’h.
Araok kimiadi, Gwennael a zisklerias eta da vestr ar vilin :
— Ober a rin diouz va gwella, Eozenn Kerdraon, ha ma vezan ho ten, e chomin ganeoc’h keit ha ma vezo ret ha talvoudus…