Mont d’an endalc’had

Kontammet/O tec’hout araok al levenez

Eus Wikimammenn
Mouladuriou Arvor, 1939  (p. 129-137)



XI


O tec’hout araok al levenez


————


D’ar zul warlerc’h e voe lein vras e Roudouz-ar-Charo. Evit ar mestr-mevel oa sklaer an traou : Perig Bourdelleg a oa bet digemeret e c’houlenn. Eun dra anat : al lein a oa graet evitan ; ouz e c’hortoz e rede al levenez war dremm ar benherez.

Perak an traou mat a zo war an daol ? Perak an dilhad kaer, an dilhad a liou war korf Nedig ? Perak eo ken kordigellet he bleo du ? Evit ar mab-kaer a c’heder…

Gwennael, er sulvez-mañ, a gav d’ezañ emañ o kas d’an douar unan all eus ar familh. E galon eo a zo beziet hirio, beziet e milin Roudouz-ar-C’haro.

D’ar pred ne deuas den, nemet tud an ti.

Nec’het bras ar mestr-mevel. Nec’hetoc’h c’hoaz pa lavaras d’ezan Eozen, goude ar pred, en doa c’hoant da ober gantan eur bale war-dro ar foenneier.

— Gwennael, eun dra bouezus em eus da ziskleria d’it.

— Gouzout a ran Eozen… ha me em eus eun dra all da rei d’eoc’h da anaout.

— Gouzout a rez ? Ne c’hellez ket…

— Eo ! Gouzout mat a ran… Nedig he deus komzet d’in…

— N’he deus ket, sur avat, diwar-benn ar pez em eus da c’houlenn diganez.

— Nedig he deus roet d’in da anaout emañ o vont da zimezi.

— Eus an dimezi-se eo emañ va soñj komz d’it, Gwennig.

— Diskleriet em eus va menoz da Nedig… ha d’eoc’h c’houi, Eozen, e roan da anaout e kuitain ar vilin… derc’hent an eured.

— Met ! Met ! feidamdousig ! emaomp tec’het diwar ar rollac’h-karr, Gwennael, n’emaomp ket mat…, ne gomprenan netra ebet ganez.

— Ma komprenan me mat : Nedig a zo o vont da zimezi gant Perig Bourdelleg.

— N’emañ ket sur, na n’emañ ket.

— A ! unan all a zo war renk bremañ ?

— Dres ! unan all ha n’en deus ket graet c’hoaz e c’houlenn.

— Ha karet eo gant Nedig ?

— Ya ! karet eo ganti. Hen anzavet he deus d’in.

— Mat ; neuze en taol-mañ eo « graet an afer », rak moarvat heñ a gar ivez Nedig, perak ne garfe ket Nedig Kerdraon ?

— N’ouzoun ket mat awalc’h ha karet eo hi gantan. An dra-se eo em oa c’hoant da c’houzout ganez.

— Ganen-me ?

— Ya ganez-te ! Setu amañ ar wirionez : Nedig ne gar, na ne garo nemet… Gwennael Bodenneg, mestr-mevel milin Roudouz-ar-Charo…

—  ! ! ! !

— Lavar d’in bremañ, Gwennael, lavar d’in fraes ha karout a rez Nedig Kerdraon ?…

Ken nec’het eo Gwennael, ken strafuilhet, ken evurus ma ne gred ket respont. Pa ’z eo deut mat ennan e-unan, e tiskuilh gant nerz :

— Eozen, bennoz Doue d’eoc’h ha bennoz Doue da Nedig… met ne zimezin ket.

— Respont d’in : Ha karout a rez Nedig ?

— Petra ’ray d’eoc’h gouzout ? Biken, biken ne zimezin ganti.

— Perak, Gwennael ? Souezus e kavez marteze klevout eun tad o kinnig d’it e verc’h. Hi eo he deus goulennet e komzfen dre ma soñj ne pije ket kredet komz da-unan.

— Biken, end-eeun, n’em ije kredet he goulenn… peogwir ne c’hellan ket dimezi ganti.

— Ne c’hellez ket ? Ya, lavar ’ta ne fell ket ganez.

— Ne c’hellan ket… ha dre-se ne fell ket ganen.

— Daoust hag an danvez eo a zo o virout ouzit ?

— An danvez… ha traou all.

— An danvez n’eo ket eun abeg eo. Te eo az peus lakaet ar vilin da ober berz. Anez da labour ha da ijin me ne vijen ket bet hanter ken pinvidik. Gwir az peus eta war an danvez-se. Ken pinvidik out ha Nedig.

— Eun den mat oc’h, Eozen. Muioc’h ho peus roet d’in ha d’am familh eget n’em oa gwir da gaout. Met hel lavarout a rankan d’eoc’h eun abeg all a zo, eun abeg gwasoc’h hag abalamour d’an abeg-se… biken ne zimezin.

— Nag eun doan vras evit Nedig pa ouezo e nac’hez he c’harantez.

— Ar brasa poan marteze, Eozen, ne vezo ket eviti… Bremañ e welan eo ret mat d’in tec’hout, eviti da ankounac’haat ha da zimezi gant unan all.

— Tec’hout a rez araok al levenez, Gwennael.

— Tec’hout a rankan, dre zever, ha muioc’h eget biskoaz.

— Da abeg marteze, Gwennael, n’eo ket unan mat.

— Allas ! unan re wirion eo… eur wech c’hoaz, bennoz Doue d’eoc’h ha da Nedig… Met n’oun ket an den a dle hi kaout…

E Roudouz-ar-C’haro an traou bremañ n’emaint mui war o zu mat.

Nedig Kerdraon, adalek an devez ma tisklerias he zad d’ezi ne zimezfe ket Gwennael ganti, a zo chomet imoret.

— A ! Fae a ra warnoun ! N’eo ket awalc’h evit eur mevel kaout eur benherez pinvidik ! Ha lavarout em eus dilezet paotred yaouank a zoare evit hennez ! Ha bremañ kaout eur seurt dismegans eus e berz ! Ar penn teñval-se a gavo gwelloc’h mont da ober al lez d’eur plac’h-saout moarvat. Mat ! mat ! ra ’z ay d’al lec’h ma karo, met ne ray ket a fae warnoun diou wech. Me eo a vezo ar vestrez amañ hag heñ a vezo roet d’ezan da entent n’eo nemet eur mevel, ar mevel kenta ha netra ken…

Dremm mouzet, komzou kalet hag alies dismegansus, setu end-eeun, ar pez a welas hag a glevas hiviziken ar mestr-mevel, a-berz penherez ar vilin.

Ar baotred yaouank ne oant ket bet pell evit merzout oa treñket an traou etre ar vestrez hag ar mestr-mevel.

Diredek a rejont niverusoc’h-niverusa, pep sul, d’ar vilin.

Karantezusoc’h-karantezusa ec’h em ziskoueze ivez en o c’heñver Janedig, ar plac’hig koant, dreist-holl pa veze Gwennael war al lec’h.

Pa veze o kas laez da Vrest n’eo ket rouez ar wechou ma veze diskleriet da Nedig Kerdraon, gant unan pe unan eus hec’h ostizien.

— Arsa ! Nedig, petra ’c’hoarvez ganez ! Na dilaouen out en deveziou-man ! Daoust ha klañv eo da dad ? N’out ket klañv da-unan kennebeut ? Daoust hag ar vevelien a ve o c’hoari o fenn fall ? Hag all, hag all…

Nedig Kerdraon a glaske c’hoarzin, trei ar gomz pe diskleria eur farserez bennak…

Met o tont d’ar gêr e kreske he dipit hag he c’hounnar.

— Ar merc’hed fri-furch-se o defe c’hoant da ouzout pep tra. Daoust ha va aferiou-me a sell outo !

Eozen Kerdraon n’oa mui kennebeut an hevelep den. Diarbennet kalet e veze alies gant he verc’h, ha pa ’z ae da gaout Gwennael e gomzou a chome meur a wech direspont.

— Setu amañ eur c’hoari avat ! Daoust ha me a zo kiriek ma ’z eus savet droukrans etouez tud an ti !

Daoust ma n’oa ket kiriek e gwirionez d’ar yenien deut e kalon tud an ti, Eozen Kerdraon a golle e c’houd-vat hag a zilaouenne e zemz-spered.

Pa veze er gêr o welout e vamm, Gwennael a glaske ar muia ma c’helle kuzat e boan. Met lagad ar vamm a zo lemm hag he c’halon a sant buhan.

— Gwennael, eun dra bennak a zo o tiaeza da spered. Perak out dilaouen ? Ma ’z peus re a boan e Roudouz-ar-C’haro en abeg da Nedig, deus kuit.

— Nedig eo, end-eeun, mamm, penn-kaoz va foan, ha muioc’h-mui, met n’eo ket bremañ evit an hevelep abeg.

— Eun dra nevez a zo eta ? He c’harout a rez atao, koulskoude ?

— Ya ! muioc’h-mui, va mamm. Met bremañ e ouzoun oun karet ivez ganti.

— O ! sur out a gement-se ? Da garantez eviti az laka moarvat da fazia. Taol evez, Gwennig, brasoc’h doan az pezo goude, ma n’eo ket gwir.

— Re wir eo, mamm. He zad, en hec’h ano, en deus diskleriet d’in he c’harantez ha kinniget d’in beza mestr milin Roudouz-ar-C’haro.

— Hag an dra-se eo a zo ouz da chifa (rec’hia) ?

— Ya ! rak bremañ e vezimp daou wallevurus. Diskleriet he deus Nedig ne zimezo gant den all ebet ha me n’oun ket evit dimezi ganti…

— Nedig a deuio d’az ankounac’haat, Gwennig, ha te a gavo eur plac’h all, pa gari.

— Pa lavaran d’eoc’h, mamm, ne zimezin ket…

— Ne zimezi ket ? Daoust ha c’hoant az pefe da…

— Nann ! nann ! n’emañ ket va soñj mont da Vreur-lean. Chom a rin er bed, dizemez.

Pa vezo dimezet Anjelina hag Herri — gouzout a rez emañ ar youl gant Soazig mont da leanez, — e vezi da-unan rak me ne chomin ket atao war an douar… Aon em eus, Gwennig, na ’z pefe keuz diwezatoc’h… Ne lavaran ket d’it dimezi gant Nedig Kerdraon — re a gemm a zo etre an dañvez — kaout a ri eur plac’h yaouank all diouz da c’hoant ha diouz da stad… Gra mat da soñj araok… Perak ne yafez ket da c’houlenn kuzul digant da Aotrou Person, da dad-kofesour ha rener da goustiañs ?…

— Va soñj em eus graet pell ’zo, mamm. Pa fell ganeoc’h ez in evelkent da c’houlenn kuzul.


————