Mont d’an endalc’had

Kontammet/« Mab al Lonker »

Eus Wikimammenn
Mouladuriou Arvor, 1939  (p. 69-82)




VI


« Mab al Lonker »


————


Abaoue beziadur Annaïg, ar peoc’h a ren etre mevelien Roudouz-ar-Charo.

Biel Juget ne gred mui ober goap ouz ar mestr-mevel. Gwelet eo bet zoken o klask renta servij d’ezan hag o kinnig d’ezan kemer e labour evitan da c’hellout mont da ober eun dro da Dregeunieg.

An holl ouspenn a glask frealzi kalon ar mestr-mevel. Eozen ne ehan ket da c’houlenn digantan labourat nebeutoc’h. Alïesoc’h-alïesa e kas heñ gant ar c’harr-dre-dan da welet e ostizien vrasa, en abeg rei tro d’ezan da cheñch aer ha da laouenat d’e venoziou.

Met Gwennael ne gar ket mont da redek. Gwelloc’h e kav klask e ziboan el labour war dro ar gêr.

Pa vez skuiz e gorf er vilin, ec’h en em blij oc’h ober an dro d’ar foenneier. Hag alies a wechou eo bet gwelet o chom da sellout a-bann ouz an ti-annez, ouz ar c’hreier.

En e gambr, diouz an noz, ar goulou a chom diwezat war elum.

Re anat eo en deus ar mestr-mevel menoziou o ruilh en e benn, ken diwezat e chom da sonjal ha da zeski…

Den ebet, er vilin, ne gav direiz gwelout Nedig « al lagad du » o komz alies ha pell amzer gant ar mestr-mevel.

Den ebet nemet marteze ar vatez yaouank a wel gant diazamant ne vez ket sellet outi gant ar mestr-mevel.

Monig Toulleg a zo eur plac’hig koant gant he bleo melen, daoust d’ezi da gaout eur fri eun tammig re dougn.

Met Monig a zo eur penn-skañv ha Gwennael ne gar ket ar plac’hed yaouank troet d’ar c’horoll, d’ar plijaduriou arvarus difennet gant an Iliz.

Monig he deus klasket beza fur.

Ya ! met bremañ e wel e vez alies mestrez an ti war dro ar mestr-mevel. Setu eur c’hoari all.

« Daoust ha ne rafe ket gwelloc’h ar bennherez-se entent ouz ar baotred yaouank a deu ken niverus d’he gwelout ha lezel ar vevelien gant ar mitizien !… »

Monig Toulleg a gav diaes bras eta beza dilezet gant Gwennael.

Rak n’eo ket re sur e ve nemetken evit klask frealzi ar mestr-mevel eo e vez Nedig ken alies o komz gant hemañ.

« Perak ne deu ket heñ da c’houlenn frealzidigez digant Monig ! Me a rafe d’ezan ankounac’haat buan e gañv, hag e rafen… »

Nedig a ra diouz he gwella ivez…

Alies alies e kav tro da c’houlenn servijou digant ar mestr-mevel. An dra-mañ-dra a vez atao da gempenn.

Nag a draou direnket a zo en deveziou-mañ, en ti-annez !…

Gwennael a glask ober plijadur d’an holl dre ma wel eo an holl mat-dreist evitan.

Ma labour muioc’h marteze eget ma ’z eo ret eo en abeg gounit ar bae a reseo.

Bep miz e rank kemer tost d’an hanter muioc’h eget ma ’z eus bet prometet d’ezan.

Ar wech kenta, Gwennael a nac’has krak ha-berr.

— Evit sikour da vamm, evit prena louzou d’ar re vihan, evit prena traou d’o c’hreñvaat.

— Aotrou Eozen Kerdraon, ne c’houlennan ket an aluzen. Gant ar pez a c’hounezin, va mamm a vezo laouen ha va breudeur ha c’hoarezed o devo peadra da zibri, fizians em eus. Herri hag Anjelina a c’hounit eun dra bennak diouz o c’hostez.

— Mat ! mat ! Kemer atao… Paea a ran d’it neuze da vloaz en araok. Goude e roin nebeutoc’h.

Pa ’z eas Gwennael da baea an diou veziadur, an Aotrou Person a zisklerias :

— Paet int ! Paet int, Gwennael.

— Paet ? ha gant piou, Aotrou Person ?

— Gant unan hag en deus goulennet kuzat e ano.

— Me a rank gouzout, Aotrou Person. Ne fell ket ganen reseo aluzen digant an dud, da vihana keit ha ma vezin evit gounit bara awalc’h d’ar familh.

— Gwennig, n’eo eun dizenor evit den ebet reseo an aluzen. Anez me hag an holl veleien a ve dizenoret. Ni a rank beva diwar an aluzen, diwar aluzenou ar gristenien abaoue lezenn an disparti etre an Iliz hag ar Stad. Ouspenn, kleo mat, Gwennig, an hini en deus paet en deus diskleriet war ar marc’had : « Ar pez a roan n’eo ket eun aluzen. An dra-se ha traou all ouspenn a vankan d’ar familh. »

Pa lavaras Gwennael ano da nac’h, da fin ar bloaz, ar pez a veze kinniget a re d’ezan evit e goumanant, Eozen a yeas kounnar ennan.

— Penaos nac’h an arc’hant-se pa vanke ar miliner kaiz muioc’h c’hoaz d’e vestr-mevel. Mirout ouz ar mestr paea e zleou ! Nann ! nann ! an dra-se ne vezo ket gwelet. Pa lavaran : ar mestr-mevel amañ n’eo ket hanter-paet diouz al labour a ra…

Gwennael, end-eeun, en deus degaset eur wellaenn souezus e milin Roudouz-ar-C’haro.

Ar foenneier a zo bet kempennet ha foenn a zo bet enno er bloaz-mañ dreist boaz. Diou foenneg all e-kichen ar vilin en em gave e gwerz. Ar miliner amezek a oa en em dennet da veva e kêr hag e holl vugale en em lakaet war labour ar porz pe e tiez-kemwerz Ar mestr-mevel en doa aliet Eozen d’o frena en doare ma ’z eo bet kresket ar boued d’ar chatal ha war an hevelep tro an niver eus ar re-mañ.

Daouzek aneval gorn lart a gaver bremañ e kreier milin Roudouz-ar-C’haro.

Etouez merc’hed Bohars a vez bemdez o kas laez da gêr Brest en o auto e c’heller gwelout koeffig gwenn ha penn lirzin Nedig ar Roudouz. Hag anaoudek bras eo Nedig eus ar gounidegez nevez-se anat eo. Marteze ouspenn n’eo ket dilaouen o vont evelse da gemer an aer beure (mintin) e kêr, epad mac’h entent ar plac’h-koz ouz traou an ti.

Ar c’hraou saout deut da veza re vihan a zo bet ranket e greski. Ha d’ar moc’h ez eus bet savet eur c’hraou nevez. Stummet eo hervez ar skouer linennet gant ar mestr-mevel. Gantan e-unan eo bet simantet ar pep brasa anezan. Eur c’hraou a c’hiz bremañ, aeret mat, war bouez traoñ evitan da veza aes da rinsa, ha pell diouz an ti, e penn ar c’hraou-saout.

Digant Nedig ez eus bet goulennet klask e kêr Brest kigerien da brena ar moc’h a zo o larda e pemzek speurenn ar c’hraou. Ha Nedig, na petra ’ta, he deus kavet dreist ar red, war bouez komzou flour ha sellou hegarat. Gwennael a ouie mat moarvat digant piou goulenn kas e venoz da benn.

Ar vilin he deus ivez cheñchet gwiskamant. Uhelaet eo bet leurenn ar vilin evit gellout karga an daou gar-chalbotat, rak daou a zo bremañ.

Eur c’heflusker nevez a ro nerz da ziou valerez nevez da drei ha da vala.

Ano a zo bet c’hoaz diwar-benn dilezel an ti-koz. Eur maner a vezo savet eun tammig uheloc’h, eur maner giz-breizek bremañ. Ar mestr-mevel a zo a-zevri ouz e linnena. E skol gristen Tregeunieg en doa. Gwennael pleustret, goude e desteni-studi, war al linenna. O c’houlenn kuzul eo bet, a nevez ’zo, digant kelenner linenna skolaj Lesneven. Nebeut a dra en deus bet emañ da zirenka evit lakaat an ti da glota peurvat ouz reolennou an tresadur bremañ.

N’eo ket hep abeg eta e veze goulou diwezat en noz e kambr ar mestr-mevel.

Nann ! nann ! arabat eo d’ar mestr-mevel mont da lavaret eo paet re pe e savo mez gant ar miliner o rei ken nebeut hag o reseo kement.

Hag Eozen Kerdraon laouen bras a ziskoueze beza diskontant.

Ar malerezed a dro, a dro e milin Roudouz-ar-C’haro, kaset en dro gwech gant ar rod-bras, an dour o c’hoarzin dre ma kouez ha dre ma rinkl war an dereziou lintrus, gwech gant ar c’hlefusker pa deu an dour da vankout.

Berz-vat e milin Roudouz-ar-C’haro war bouez labour poellek ha kengarantez er c’halonou.

Met ne ’z eus ket a hañv ken heoliek ha n’en defe ket eun devez pe zevez arneek, evel ma ne ’z eus park ebet hep eul louzaouenn fall bennak.

An drouk-youlou, e kalon an den, a zo evel louzeier noazus hag a deu da vragezi a-nevez a vec’h ma ’z int trouc’het.

Eur sulvez abardaez, o tont eus Tregeunieg d’ar vilin, Gwennael a gav war al leurenn-vilin Biel Juget mezo-dall, o kana hag o kanarchi pep eil gwech.

Karout a rafe Gwennael tec’hout… evel ma tec’her d’ar porz diwar ar mor dirak eur barr-amzer.

Re ziwezat ! Gwelet eo bet gant ar mezvier… An neb en deus gwelet ha klevet ar gurun o sklerijenna gant e luc’hed eur goabrenn du-pod hag o strakal gant eun trouz tregernus damheñvel ouz tennou pounner eur c’hant a beziou-kanol, a gompreno eun dra bennak eus ar pez a dremenas war leurenn milin Roudouz-ar-C’haro, en abardaevez-se.

Penfollet naet, Biel a youc’he, a garnache an hevelep tra ma en defe c’hoant da bulluc’ha ar mestr-mevel en e sav dirazan. Ar warizi o kreski c’hoaz da nerz e gounnar, ec’h eonennas ar c’homzou benimus-mañ, glaourenn an touseg ha flemm an naer-wiber.

— A ! paotr pagan, mestr-mevel milliget ! Mignon ar miliner ! Kae (kea) ’ta, den brein, den kontammet, kae, mab al lonker, da suna treid da vestr…

— Biel !

Ha mouez ar mestr-mevel he deus eun nerz dreist-boaz. Ar gwad, goude beza savet d’e benn a ziskenn prim en e galon, ha bremañ morlivet, e klask pulluc’ha d’e dro an den vil a zo aze dirazan.

— Biel, chom peoc’h… pe…

— Chom peoc’h ? morzin ! abalamour d’it da vont da ober da lez da verc’h ar miliner, d’al « lagad du », da bokat d’he muzellou ruz. A ! a ! mab al lonker, an den kontammet o pokat da verc’h koant ar miliner !…

O klevout an trouz, Eozen ha Nedig a deu war al leurenn. Sonjal a reont emañ adarre Biel oc’h ober e ziot. Spontet int oc’h arvesti ouz ar mestr-mevel gwenn-kann, er maez anezan e-unan, o samma korf Biel evel ma vez dibradet eur c’holoenn. Savet eo ar mezvier a bouez brec’h hag ar mestr-mevel a zo o vont d’e deurel d’an douar a gas ha marteze zoken da frigasa e benn d’ezan ouz ar voger, pa glev mouez enkrezet Eozen :

— Gwennael ! Gwennael ! taol evez…

E ivinou o vont doun e kig ar mezvier, Gwennael a chom mantret dirak sellou ar miliner hag e verc’h, e zivrec’h er vann gant o samm, evel skornet.

Dont a ra neuze ennan e-unan.

Evel ma vez diskennet eur bugel war an douar goude beza bet dibradet en aviz pokat d’ezan, korf an eil mevel a zo degaset d’an traoñ gouestadik.

Pa ’z eo diskroget, ar mestr-mevel a chom nec’het evel eun den abafet… ha prim, mezek, e tec’h kuit war-zu ar foenneier…

Diwezat en noz-se, Eozen Kerdraon, o vont e kambr ar mestr-mevel a gavas hemañ e-kichen e wele, a benn etre e zaouarn.

— Gwennig !

Savet prim, Gwennael a wel ar miliner o kinnig e zourn d’ezan.

— Kemer ! kemer, Gwennael ! Eun den mat out pa n’az peus graet droug ebet d’an den fallakr-se.

— Sur em efe bet graet ma ne vec’h ket bet deut war al lec’h, Eozen. Hag an dra-se eo a ra poan d’in.

— Fors piou en da lec’h en dije graet kement-all.

— Eozen, n’oun ket an den a sonjit, an den a sonj… Janed.

— Va merc’h ha me, Gwennael, hon eus bet amzer da anaout pesa den out. Bez dinec’h ; n’eo ket bihanaet tamm ebet hor c’harantez en da geñver. Traou re galet ha gevier re griz az peus bet da glevout ; ar mevel-koz en deus diskleriet d’in an abadenn penn-da-benn. Kae (kea) da gousket…, skuiz awalc’h e tliez beza. Penaos emañ da vamm ?

— Mat ! bennoz Doue.

— Hag ar familh ?

— Roza n’emañ ket mat… d’he zro.

— An dra-se ne vezo ket kalz a dra… Kae da gousket, Gwennael. Ni a yelo da welout Roza hag en em glevo gant al louzaouer evit entent outi diouz ar gwella… Noz-vat, Gwennig !

An noz ne voe ket mat evit Gwennig.

Goude eur seurt devez, penaos kousket !

E Tregeunieg, en doa kavet ar vamm strafuilhet. Roza he doa richetet gwad en nozvez araok.

Gwennael en doa klasket lakaat bannou heol e kalon ar vamm hag ar c’hoar.

Da boent lein Roza a savas ha betek ar poent ma ’z eas Gwennael kuit e klaskas kuzat he skuizder hag he faz.

O tont en dro da Vohars, Gwennael a ruilhe menoziou du en e benn. Setu paket Roza, goude ar re all. Gwennael en deus gwelet mat e vire hi pasaat dirazan…, met bremañ moarvat, pa ’z eo deut ar selin (amzer fresk an abardaez) emañ-hi o poursal en he gwele…

Rozaig goude Perig hag Annaig… Holl neuze e rankimp…

O trei hag o tistrei en e wele, Gwennael bremañ a deu d’ezan soñj eus komzou ar mevel mezo.

Daoust hag hemañ en doa diskleriet ar wirionez ? !

Evel eur gwall-hunvre ar c’homzou fallakr ha benimus a dro, a dro hep ehan e spered ar mestr-mevel.

Va zad, Doue r’e bardono ! daoust hag heñ en defe roet d’eomp holl kontamm an evaj brein e lec’h gwad ruz… Koulskoude me a gav d’in beza eun den kreñv, yac’h… Ya ! betek gouzout ar c’hleñved a zo kuzet bremañ… eun devez ec’h en em ziskouezo… ha neuze…

Ar stered a zigreske o sklerijenn pa deuas ar c’housk da gorf skuiz ar mestr-mevel.