Mont d’an endalc’had

Kontammet/« En draonienn-man a c’hlac’har »

Eus Wikimammenn
Mouladuriou Arvor, 1939  (p. 183-191)



XV


« En draonienn-man a c’hlac’har »


————


Mari-Anna Bodenneg n’he deus ket kaset respont he mab da Nedig Kerdraon.

Eur gwaz ne gar ket diskouez e boan. Gwennael en deus kuzet e hini. Pa vezo echu ar bloaz, e kimiado diouz traonienn ar Penfeld, eun fraonienn a c’hlac’har. En taol-mañ ne zistroio ket war e c’her. Da c’hortoz den, nemet Doue, ne ouezo e hent-kroaz. An diabarz — rak eun den a volontez eo — ne zislivo ket war an dianvaez.

Mousc’hoarz, c’hoarz ha kan a ro, end-eeun, da gredi, ne ’z eus ket war an douar-mañ, traonienn ar glac’har, evurusoc’h den eget Gwennael Bodenneg.

Betek an devez ma voe skoet en e... nerz.

Eun abardaevez, Gwennael a deue d’ar gêr eus ar foenneier, gleb-teil, rivet, o krena gant an derzienn.

Glao bras a oa bet ha paket oa bet dindan an amzer. N’oa ket deut d’ar gêr da cheñch dilhad, o fiziout e ve deut bannou an heol d’e sec’ha.

Ha bremañ e strak e zent gant ar riou. Ar paotr yaouank kreñv a rank kila.

Sklaset en e wele, dindan eur bern pallennou tomm, debret gant an derzienn savet beteg 40°, ar mestr-mevel, d’ar pevare devez ne yae ket mat. Al louzaouer a zisklerias oa taget ar c’hlanvour gant droug ar gorzennou-skevent hag an tanijenn-skevent (broncho-pneumonie).

Mari-Anna Bodenneg a oa deut d’ar vilin da veilha he mab. Noz-deiz e chome en e gichen, atao war evez, atao laouen o klask kennerzi ar paour kaes Gwennael hag a deuze bemdez, a deue da veza dinerzet evel eur c’hrouadur, dre ma tremene an deveziou.

Gwellaenn ebet ne deue d’ar c’hlañvour, sizun goude sizun.

Anjelina a oa degouezet ivez e Roudouz-ar-C’haro evit beilha, pep eil tro gant he mamm.

Al louzaouer a chome nec’het :

— Eun den kreñv dispar e rank hemañ beza evit gellout herzel ouz an tan a zo en e ziabarz. Da ziwall bras a vezo, ma ’c’h harp, ouz an droug-skevent torzellek (tuberculose pulmonaire).

— Dres ar c’hleñved en doa heñ kement a aon razan ! eme ar vamm strafuilhet.

Araok m’eo kouezet klanv, Gwennael en deus, end-eeun, diskleriet d’e vamm e boaniou a spered hag a galon ha penaos int bet diarbennet gant aliou an Aotrou Person.

En abeg da glenved padus ar mestr-mevel, Janed Kerdraon ha Perig Bourdelleg o deus dizeiziet o eured.

Eozen Kerdraon a en em gave diaes kenañ e benn, en abeg ma ne gomprene ket perak en doa Gwennael nac’het beza e vab-kaer, ha breman setu Gwennael klañv da vervel.

E asant en doa roet d’e verc’h da vont gant Perig Bourdelleg. Ne oa ket hi evit nac’h an holl goulennou ? na ne oa.

Eured ebet avat ne vije graet e milin Roudouz-ar-C’haro keit ha ma vefe ken klañv ar mestr-mevel.

An dale ne zisplijas ket re an holl da Janed. Pesa levenez he defe bet hi en eured, epad ma edo ar c’hleñved en ti ?

Eur wech an amzer eta e vez gwelet e-kichen ar c’hlañvour, a-unan gant Mari-Anna pe Anjelina.

Na pegen cheñchet eo Gwennael, ar paotr kreñv !

E zaoulagad e daou doull doun ha du ne ziskouezont ket anaout an dud a deu er gambr.

Er sulveziou-mañ ar baotred yaouank a chom pell diouz ar vilin. Ar vrud a zo aet er vro ez eo taget ar mestr-mevel gant eur c’hleñved pegus.

Biel avat a vez aliez wardro ar mestr-mevel, ha n’eo ket hepken evit gwelout Anjelina met dre ma kar Gwennael. Heñ eo en deus e gennerzet war hent ar furnez, ouz e sikour da virout ouz evajou kreñv.

— Me a lavar d’eoc’h, Gwennael a oa eun den kreñv hag hegarat !

Met Gwennael a fallae atao.

Koulskoude pedennou a veze lavaret, oferennou klevet ha poaniou gouzanvet.

Soazig, war an hent da vont da leanez e urz Leanezed ar Furnez, he doa kinniget he buhez evit he breur karet.

An Aotrou Doue a gemeras truez, a selaouas ar pedennou, a zigemeras ar poaniou… hag a zalc’has he buhez da Soazig.

An derzienn a gouezas, ha d’ar c’hlañvour e voe gellet rei boued ar vugaligou…

Nebeut deveziou warlerc’h, goude eur c’housk sioul ha diskuizus, Gwennael a zihune evit arvesti ouz an daolenn-mañ : e vamm a oa azezet en e gichen, ha puchet e-harz treid e vamm, he fenn ganti war barlenn Mari-Anna, Nedig Kerdraon o tifronka…

Pare mat eo Gwennael.

Adkavet eo gantan e nerz a-unan gant e yec’hed.

Hag ano ebet ne vez klevet diwar-benn eured Nedig ha Perig Bourdelleg.

Dremmou tud ar vilin a sked koulskoude gant al levenez hag ar mousc’hoarz a red war o muzellou.

Laouenoc’h eget biskoaz eo Eozen ha Nedig e-keñver ar mestr-mevel.

Hemañ a laka ar garantez dreist-ordinal-se war gont ar c’hleñved en deus bet. Hag e klask diskouez e anaoudegez-vat ar gwella ma c’hell, dre e labour hag e gomzou laouen.

— Gwenniz, pardon a c’houlennan diganez eus ar c’homzou kalet em eus kaset d’it, da sul ar gourenadeg-vras.

— Pa gave d’eoc’h edo ar gwir ganeoc’h !

— Bremañ e ouzoun mat n’edo ket. Da vamm he deus dizoloet ar wirionez dirazoun. Perak n’az peus ket komzet kentoc’h ?

— N’ho peus ket roet tro d’in d’hen ober.

— Ar pardon a roez d’in, Gwennig ?

— Ne ’z eus pardon ebet da rei, pa emañ ganen-me ar gaou brasa.

— Evit diskouez ne zalc’hez tamm doukrans ebet em c’heñver abalamour d’am c’homzou fallakr, lavar te d’in hiviziken.

— Ne zere ket ous ar mevel lavaret te d’ar vestrez.

— A ! ne bardonez ket, Gwennael ! ar c’homzou-se, lavaret ganen en eur barrad kounnar, n’int ket gwir ken…

« Adalek hirio ez out mestr amañ war pep tra… ha dreist-holl war galon ar vestrez… Gwennig, ne welez ket ez oun klañv gant ar garantez evidout ! Gwennig, petra ’vir ouzomp bremañ da veza evurus ?

— Me a gave d’in oa kaset da embannou evit eureji gant Perig Bourdelleg ?

— Kaout a rae d’in oan disprizet ganez, Gwennig. Ne garan ket Perig, la ! N’em eus karet na ne garin nemet unan, te !

— Brasoc’h a se ne vezo ken da c’hlac’har, ha va hini-me…

— Va glac’har ?

— Ya ! rak, Nedig karet…, ne zimezin ket.

— Ne zimezi ket, goude beza prometet d’az vamm hen ober ? Lavar kentoc’h ne garez ket Janed Kerdraon, e karez unan all, hag e fell ganez dimezi ganti !

— N’em eus karet na ne garin plac’h yaouank all ebet estr eget Nedig Kerdraon.

— Ne gomprenan ket adarre. Na te a zo kuzet ha troidellus, Gwennig !

— Setu va menoz penn-da-benn : goude beza bet o welout an Aotrou Person e kave d’in e gwirionez ez oan eun den yac’h, hag oan laouen meurbet da zimezi. Ar c’hleñved en deus va skoet… Eun dra bennak a chom atao war-lerc’h ar c’hleňvedou-se. Bremañ e sonjan e c’hellfen d’az gwelout, Nedig dreist-karet, o ouela diwezatoc’h war hor bugale klañv, dinerzet, hag abalamour d’in-me. Ar boan-se a ve kalz krisoc’h eget an hini hon devo o chom hep dimezi an eil gant egile. Karout a ri unan all, Nedig.

— Hunvreou, ha netra ken, setu petra eo da venoziou. Lakaomp e vefes klañv eun tammig, me a zimezo ganez evel m’emaout. M’am eus da leñva diwezatoc’h, — n’em bezo ket sur

— ne vezo ket te a vezo kiriek neuze, peogwir me eo a vezo falvezet ganen kement-se.

— Da galon karantezus az laka da ziskleria an traou-se, Nedig. Me a rank bresa va hini evit lezel ar stur gant ar spered.

— Lavar ’ta kentoc’h n’az peus kalon ebet ! Mat, ma karez neuze, n’hon devo ket a vugale, e vevimp egiz breur ha c’hoar evel meur a hini all hag o deus bevet evelse e stad ar briedelez. Awalc’h e vezo evidoun dougen da ano, beza galvet da bried, beva dindan an hevelep toen.

— Ar pez a c’houlennez, Nedig paour, n’eo ket possubl evidomp-ni evit meur a abeg. Va c’hred mat, Nedig, klask unan all… ha va lez va-unan gant va foan.

— Ne c’hellan ket kredi e rafes kement all ! Nann da gorf sur n’eo ket klañv ; ar pez a zo klañv eo da spered, goude da gleñved. Keit all out bet o trei ar menoziou-se en da benn er bloaveziou tremenet ma n’az peus ket a nerz awalc’h bremañ evit en em zizober anezo…

— Me a garfe e ve gwir da gomzou, Nedig. Met perak en em douella, kloza an daoulagad war ar wirionez ? Bennoz Doue, Nedig, evit da garantez. Daoust d’ar boaniou, va buhez amañ, en da gichen a zo bet eun dudi evidoun. An eñvor eus an evurusted-se a vezo heol va buhez da zont.

— Ha ne sonjez ket em buhez-be, Gwennig.

— Kalz muioc’h eget em hini va-unan, Nedig. Dre ma fell ganen e vefes evurus eo e tec’han.

— Ha ne welez ket e kasez an evurustez-se ganez, dres dre ma tec’hez ? Gwennig, perak lakaat da blijadur oc’h aoza poan d’it, ha d’ar re all ! !

« En draonienn-mañ a c’hlac’har » na rouez eo an dud evurus penn-da-benn.

Ar vezverien kennebeut ne ouzont ket pegen gwall-evurus e vez o bugale war o lerc’h, dre wir pe dre c’haou.



————