Mont d’an endalc’had

Kontammet/« Bezit evurus »

Eus Wikimammenn
Moulladuriou Arvor, 1939  (p. 109-118)



IX


« Bezit evurus »


————


Kaer a zo, kalon an dud yaouank n’eo ket graet evit an dilaouenidigez.

Pa vez yac’h ha kreñv ar c’horf, pa lintr an heol, pa vleugn an douar ha pa richan al laboused (an evned), ar yaouankizou a zo diaes d’ezo moarvat diskouez pennou teñval.

Gwennael a zo yac’h ha kreñv a gorf…

Karout a ra a-unan gant ar vevelien, implij e nerz o tougen kravazadou geot, eus ar foenneier d’ar c’harr-di, kravazadou geot karget uhel ha liammet start.

Nervennou an divrec’h a stenn, an alan a roc’h, epad ma kerz an dougerien a gammed gorrek ha luskellek.

Ar bouteier koad a frik er prad dourek hag en toull doun a lezont e c’heller niveri brao tachou ar seul hag ar palv-botez.

An heol a lintr ha bleunvennou traonienn ar Penfeld a sked etouez ha dreist ar geot er foenneier.

Ti nevez Roudouz-ar-C’haro, rak echu eo an ti nevez, en e wiskamant dibikous mein, brikez ha simant livet a denn warnan sellou an holl dud a dremen war an hent, o tont eus bourk Bohars pe o tifoupa diwar hent Lambe.

Arrebeuri an ti-koz, hag ouspenn arrebeuri nevez-flamm giz breizek evit ar sal-digemer hag ar sal-da-zibri, o deus leuniet brao ar maner nevez.

Eun ti-annez kaer, hep arvar, gant e ziou solier, e eiz kambr ledan hag aeret mat gant prenestrou ledan dioulodennet.

Eozen en defe bet c’hoant gwelout Gwennael o kemer unan eus kambreier ar c’henta estaj.

Hemañ en deus nac’het a-grenn.

En ti-koz eo e falveze gantan chom, er gambr a gare heñ kement hag a veze kempennet alies, hep goût d’ezañ, gant mestrez ar vilin.

Brud milin Roudouz-ar-Charo a skigne muioc’h-mui dre ar vro. Linennet bras war goloennou an daou garr-chalbotat, an ano-se, kaset ha digaset dre ar parreziou, a bare hep ehan war daoulagad an dud hag en em voule en o eñvor.

D’ar re hen goulenne, ha d’ar re all ouspenn, Eozen a roe da anaout n’oa penn-kaoz eus ar wellaenn dispar a oa deut war Roudouz-ar-C’haro, nemet ar mestr-mevel, Gwennael Bodenneg.

Den ebet avat ne veule muioc’h, na gwelloc’h ar mestr-mevel eget Nedig, mestrezig koant ar vilin.

An holl koulskoude ne gasent ket d’ezan meuleudi…

Ar warizi a zo eur c’hleñved padus…

Biel, daoust d’e promesaou, ne zalc’h ket awalc’h war e deod…

Ar baotred yaouank a zired pep sul da Roudouz-ar-C’haro evit c’hoari kilhou pe dominoiou n’int ket bet pell evit arvesti ouz al levezon en deus kemeret ar mestr-mevel war mestr ar vilin, hag ar pez a zo gwasoc’h, war kalon ar benherez.

Perig an ti all, Perig Bourdelleg, ar c’hosa eus paotred ar miliner tosta da Roudouz-ar-C’haro hag a zo o chom eun hanter leo bennak izeloc’h, e traonienn ar Penfeld, e Kêr-Vouilhenn, a gav diaes, met diaes kenañ, gwelout ar pez a wel. Karet en defe dont da vestr-miliner e Roudouz-ar-Charo ha lezel e blas gant e vreur Glaoda, an eil-kosa eus ar baotred.

Kaout a rae d’ezan e vije aes evitan dont a-benn eus e c’hoant hag a zo ouspenn hini e dad hag e vreur.

N’en doa ket war e veno kalz a aon rak ar yaouankizou all a deue da droidellat d’ar sul en dro da Nedig.

Daoust ha n’oa ket heñ eur paotr yaouank desket bras, pinvidik, koant ha dereat e pep giz !

Gwennael, gwir eo, a oa doareet mat ivez. N’oa nemet eur mevel, mestr-mevel ma karit, met mevel evelkent !

Ha bremañ petra he doa Nedig lakaet en he fenn ? Kas sellou karantezus d’ar mestr-mevel ? Ober allazig d’ezan dre he c’homzou ? Ober e veuleudi dirazo holl, e pep lec’h hag e pep giz ?

Kollet he doa he fenn moarvat ! Eur benherez eus he renk en em lezel da veza strobinellet gant eur mevel ?

Ar merc’hed a zo traou ken hedro ! Poent oa lakaat urz, lakaet e vefe, ne vefe ket labour bell…

Gwennael n’eo ket dall.

Ne ’z eus nemet digeri an daoulagad evit merzout eo taget ar yaouankizou diwar-dro gant kleñved ar warizi.

Gwennael ne garfe ket ober van… N’eo ket evit enebi ! Gwelout ha santout a ra. Setu m’en deus poan ha levenez pep eil tro.

Poan o welout ar gasoni, poan o soñjal e c’hellfe Nedig karout evit mat unan pe unan eus ar baotred yaouank-se.

Levenez e kement ma wel mat eo Nedig laouen outan, daoust ma n’eo ket hi dilaouen ouz ar re all.

En abeg klask ankounac’haat an holl menoziou a red en e benn, rak ne oar ket war pehini chom a-sav, Gwennael a bleustr ar muia ma c’hell war al labour. Dre-se marteze ar galon a ray nebeutoc’h a boan d’ar penn.

Ar boan ? Bara pemdeziek an den e traonienn a c’hlac’har an douar-mañ.

Bara pemdeziek bugale eun ever dreist-holl…

Rozaig a voe degaset eus Rosko da Gerroc’h, da di he zud…, evit mervel. Re ziwezat oa bet kaset da Rosko, pe kentoc’h gwad re sklaer a rede en he gwazied.

— Gwennig, c’hoant em oa da ’z gwelet, araok mervel.

— Met piou a lavar d’it emaout o vont da vervel ?

— Me a oar mat… Goulennet em eus digant an aluzener ar wirionez war va stad, dre ziskleria d’ezan n’em oa ket a aon rak ar maro. Hag heñ n’en deus ket kredet lavarout d’in ne varfen ket dindan nebeut deveziou… Rak-se mervel a rin araok pell…, mervel a rankan. Ya ! Gwennig, mervel a rankan… Te a chomo da entent ouz ar re all… Holl e chomot yac’h…, yac’h eo a lavaran, rak me em eus kinniget va buhez evidoc’h holl…, evidout-te dreist-holl, Gwennig, ar breur hena, mestr hor familh garet.

Pemzek devez e padas c’hoaz Roza.

Galvet gant eun taol telefon, Gwennael a zigouezas adarre… evit tremenvan ar glanvourez yaouank.

A vec’h m’oa deut Gwennael en ti ma tigoras an nor adarre. Janedig Kerdraon eo an hini a deue e-barz, Nedig diredet evit kemer he lod eus ar boan hag evit frealzi an dud, e kement ma c’hellfe…

— Rozaig, Nedig a zo amañ. Gouzout a rez, Nedig, merc’h ar miliner…

— Nedig, an ael-mat, ar plac’h koant ha karantezus…

Ha Rozaig a droas he daoulagad war-du ar plac’h yaouank.

Gouestad, rak dinerzet holl oa, e kemeras dourn ar benherez. Klask a rae eun dourn all. Gwennig a en em guze a-drek penn ar glanvourez evit kuzat an daerou a sante o sevel en e zaoulagad…

— Gwennig !

— Rozaig ker, amañ emaoun.

Krog atao e dourn Nedig hag o kemer dourn he breur, Rosaig a gomzas, gorrek :

« Gwennig, mervel a ran… evit ma vezi evurus evit ma vevint holl… Nedig, bennoz Doue evit da vadelez hag hini da familh… Ya ! ya ! gouzout a ran…, pedet em eus evit ma vezi evurus ivez…, evurus e vezi… Bezit evurus. Bezit evurus… holl… »

Penn ar plac’h yaouank a gouezas war bruched he mamm daoubleget e penn ar gwele, eur frappad paz…, eur c’hlemm toc’horik…, eur c’halvadenn ankeniet da Jezuz ha da Vari ha Rozaig a gollas hec’h anaoudegez…

Eun eûr goude, epad ma lavared ar chapeled, warlerc’h pedennou an tremenvan, Rozaig a gimiade diouz an douar.

Ar vamm, daoulinet e-kichen ar penn, Gwennig ha Nedig war bennou o daoulin, stok-ouz-stok a ouele bremañ hag a glaske pedi.

« Bezit evurus ! Bezit evurus ! »

Penaos beva evurus pa oa maro Rozaig koant, Rozaig kunv, ar werc’hez glan a bevarzek vloaz !

Bezit evurus ! Ar c’homzou-se a sone, son ar glaz, e pennou izili doaniet familh Fanch ar Maout, daou zevez goude, dirak beziou Rozaig, Annaig, Perig hag hini o zad.

Ar gerent, ar vignoned a oa tec’het kuit.

Eozen hag e verc’h a c’hortoze eun tammig pelloc’h…

Bezit evurus !

Daoust hag eun evurusted bennak a zo war an douar evit gwreg ha bugale eur mezvier !

Dilhad du, menoziou dilaouen, daoulagad ruz ha koenvet gant an daerou n’eo ket aze moarvat tres an evurusted…

Bezit evurus ! Bezit evurus !

An daou c’her-se koulskoude a gendalc’h da storlokat e spered hag e kalon ar vamm hag ar vugale…

Daoust hag al levenez a zo o vont da ziwana diwar ar beziou, evel ma sav diwarno ar bleuniou d’an nevez-amzer ?…