Klemgan Brizeuk

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Breiz-Izell Klemgan Brizeuk Mona   ►


KLEMGAN BRIZEUK.


————


Merwel evit beva. —


Kanvou, kanvou d’id, Breïz-Izell !
Hirvoudet ha skuillet daerò,
En lez ar mor dòun, c’hui, rec’hell,
En kreiz ar c’hoajou, c’hui, derò ! —

Ann ankou kriz, evel eur bleiz,
Pa deù, er goanv, è-maez ar c’hoad,
A falc’h hep truez e brò Breiz ;
He falc’h zo rù gant ar goad. —

Med gant ar goad-se ’zò c’houez vad,
C’houez ar ròz ha c’houez ar spern-gwenn ;
Goad eur barz eo, eur gwir vreizad,
’Gàne he vrò en pep tachenn ! —


Marw eo Brizeuk, barz ann Armor,
Evit bewan en eur bed gwell ! —
Kànit kanvou, koajou ha mòr,
Eostik-nòz, klemm a vouez huël. —

Mari ar Vouster, war he vez
Pedet Doue hag ar Werc’hez ;
Ha laket eur ròzen nevez
Uz da galon ar c’hàner kèz. —

Hogen pelec’h vò doùaret
Korf ar barz a gàne ken mad
Ar vrò gan-eomp-ni holl kàret,
Mòr trò-war-drò, hag e kreiz, koad ?

Lakaët-han e Beg ar Raz,
Hag eur peulvan a uz d’hi benn,
Dirag Sizun, ma welo c’hoaz
Al leanezed o tremen. —


Pe c’hoaz barz ann draonien Karnak,
Dindan ar men-hìr ar brassa,
Ha drem-dostik, eun tu bennak
Eùn derwen ’vò rèt da blanta.

War ar men-hir rust, digempenn,
Kizellet levrik alaouret,
Hag euz ann derwen eùn delenn
Gant eur chàdenn aour ’vò stàget.

Hag ann awel mòr, o tremenn,
A gàno gwerziou ha zònio ;
Hag ann eostik war ann derwenn
Epàd ann nòz a hirvoùdo. —

Nann ! — emez-han, laket ma c’horf
En disheol koajou Kermèlo,
En eùn draonien e tàl ar Skorf,
Èno dousoc’h me a gousko. —


En ho Kademi, Gallaoued,
N’hoc’h eùz ket goulennet Barz Breiz,
En deùz bepred ken brao kànet
He vrò Breiz-Vihan hag ar feiz. —

Mad oc’h eùz gret, rak er bed all
Ema gant Gwenc’hlan, Aneurin,
(Eur C’hademi ha n’eo ket fall)
Gant Taliesin ha Marzin. —

Hogen en Breïz ’zo barzed c’hoaz ; —
Kànet holl he veuleudiou
Pere bàdo er vrò mil bloaz ;
Kànit holl ha zavet gwerziou. —

Me ’garfe c’hoaz, dreist ar mòr glaz,
D’hon breudeur a choùm e pell-brò,
Douget war diou-askell plùn braz,
Gallout làret : — « Skuillet daero ! —


» Allaz ! marw eo Barz Breiz-Izell !
» Koajou ha mòr-doùn hirvoudet !
— » Marw eo ’med ewit bewa gwell, » —
E deùz eur voùez dioùc’h krec’h làret. —


*