Kimiad ar barz

Eus Wikimammenn


Kimiad ar barz


skrivet gant Yann-Vari ar Yann


Kendalc’h keltiek etrebroadel
Sant Brieg 1867




KIMIAD AR BARZ,

Gant AR lAN.

————

Kared em euz ma Breiz-Izel,
He lann, he brug hag he rec’hel,
Kared em euz he meneziou,
He gwaziou kamm, he zraouniennou.

Kared em euz he henchou treuz,
He roziou bleun, he zouriou kleuz,
Kared em euz enn-hi beva,
Pa oann euruz, ge o kana.
 
Kared em euz krozmol ar mor
D’ann abardaez war doull ma dor,
Kared em euz mouez ar ranet
Enn noz o kana holl kevret.

Kared em euz trouz ann avel,
O iouc’hal skiltr er gwez huel,
Kared em euz mouez ar gaouen
Oc’h huanada enn derven.

Kared em euz bleuniou al lann
Kurunen Breiz a viskoaz glan,
Kared em euz mond d’ar c’hoajou
Da rei d’ann ekleo ma zoniou.

Kared em euz treaz aour ann aod,
He c’hregin gwenn, kant tra dibaod ;
Kared em euz ma bragou braz,
Ma bleo hirr, ivez ma fenn-baz.


Kared em euz ma zoen blouz
Ha kousked dindan-hi didrouz,
Kared em euz kana, enn noz,
Enn henchou doun Ann hani goz.
 
Kared em euz ivez Mari
Vid he goulenn da zemezi,
Kared em euz, er pardouniou,
Tridal euz soun ar biniou.

Kared em euz pedi Doue,
E kreiz ar verred war eur be,
War bez Mari, war bez ma far,
Pebez kanvou, pebez glac’har !…

Kared em euz mond d’ar Relek
Da ober ma gwestlou feizek,
Kared em euz Zantez-Anna
Enn he zi skuiz braz o wela.

Kared em euz mond da Vulad
Gant ma baz wenn, ma botou koad,
Kared em euz dreist pep tra-holl
Pedi enn Iliz Remengol.

Kared em euz, e Gwir-Zikour,
Enebi stard ann enebour,
Kared em euz e Zant-Kare
Pedi ann Itroun a Drue.

Kared em euz zent koz ma bro
Ha deski d’ann dud ho hano,
Kared em euz, e kreiz ma foan
Gervel ann Aotrou Zand Ervoan.


Hag abaoue ma-z-eo kouezet
Euz ma dourn Telen ar Varzed
Me na garann tra ken e Breiz
Med he burzudou hag he feiz.

Kenavo breman d’an douar,
Enn-han n’en deuz nemet glac’har ;
Kenavo d’am bro Breiz-Izel,
Allaz ! allaz ! ret eo mervel !

Kenavo da Varzed ma bro,
War ma lerc’h hi c’hoaz a gano ;
Kanid dalc’h-mad, kanid huel
Mil meuleudi da Vreiz-Izel.

Ma hellfenn, a weled ma bez,
Zevel d’ezhi eur werz nevez,
Ni he c’hanfe, ma far ha me,
Unanet laouen adarre !…


————