Kenvreuriez Breiz-Izel (pennad digeriñ)

Eus Wikimammenn
◄   Pennad digeriñ D’ar re o deus klevet   ►




KENVREURIEZ BREIZ-IZEL.


————


—o Eur galon, eur iez, eur feiz. o—


Ann 31 a viz Eost diveza, al lizer a zo amàn warlerc’h a zo bet kaset d’eunn niver braz a dud wisiek euz a Vreiz ; hag holl ho deuz digemeret mat ar mennoziou a zo ebarz. Hogen o veza ma oat en em gemeret re zivezat da rei kelou eus ar pez a oa c’hoant da ober, bez a zo ha n’ho deuz ket gallet dont, kouskoude ann darn vuian a zo bet hast vraz war-n-ez-ho da zigas d’eomp lizeriou kaer, ken e gallek, ken e brezonek, ha karout a rajer ho lakaat holl aman. O veza n’hen heller ket, plijet gant-ho kavout mad e larfemp eunn draik hennak da vihana euz ar pez ho deuz skrivet d’e-omp.

Setu aman al lizer a zo bet kaset enn dro :

KENVREUDEUR KEZ,

Digwet eo ann amzer ma tleomp en em glask, hag en em zastumm holl evit en em anaveout gwelloc’h, en em garout hag en em glevet evit mad ar vro hag hon iez koz ar brezonek. Red eo ma wezo pep hini en pep korn Breiz-Izel ha bro C’hall ive n’omp ket maro c’hoaz, evel a lavar kalz, hag ez omp beo-buezek ha beo ive enn hon touez spered ha skiant hon tado koz.

En em glevomp eta, en em garomp ha bezomp unan holl, ha marteze Breiz-Izel a raio c’hoaz komz anezhi.

Neuz netra falloc’h evit en em zerc’hell bepred pell ann eil euz egile o veza n’en em anaveer ket. A hent-all, oc’h en em zerc’hell pep hini en he gear, dibot eo ma reer eunn dra bennag a vad, evel pa en em weler aliez, pa en em gelenner a galon vad, pa en em garer enn eur ger. Gwad eur Breton a dle en em domma diouz gwad eur Breton all, hag holl e tleomp en em harpa evel gwir vreudeur, evit mad pep hini hag an holl, a dreist pep tra, evit enor ha mad ar vro hag hor iez koz ar Brezonnek.

Gwella zo da ober breman evit kement-se eo en em zastumm eur wech ann amzer — eur wech ar bloaz, — ma ve kavet mad, — enn eur gear bennag a Vreiz-Izel, evit en em welet, serri a galon dorn pep hini, en em anaout, en em garout, en em glevet war gement a zell ouz mad ar iez, hag hor bro Breiz. Goudeze kana pep hini he werz pe he zon ha neuze kimiada ann eil diouz egile evel breudeur, o lavaret : Kenavo bloaz, breur ker !

E meur a leac’h e weler ober-se ; evel-se a ra hor breudeur euz ann tu-all d’ar mor. Greomp evel-d-ho, pedomp spered hon tadou koz da veza gan-e-omp bepred, pedomp Doue ive ma teuio pep tra da vad.

Pa vezimp holl dastummet evit ar wech kenta en em glefomp war ann holl draou-ze ha war galz a draou all ne gomzomp ket anezhe aman. Ne c’houlennomp enn hon touez nemet gwir Vretonet, a gomz pe a skriv iez ho bro hag a gar anezhi evel ho mamm.

An 31 a viz Eost 1869, e pedomp ac’hanoc’h da en em gavout enn kear Montroulez evit en em glevet etre-z-omp ha klask ann tu da ober eur Vreuriez Breiz-Izel krenv ha paduz ; starda dorn pep mignon a vo gret eno, komz brezonek ha kana.

Ha goude kimiada, mignoned holl o lavaret ;

Kenavo da vloaz !

E Montroulez, ann 14 a viz Eost 1869.

Ar Iann ; — G. Milin ; — Ann Huel ; — Proux ; — J.-P.-M. Ar Skour.


————


Plijadur vras a ra d’in gwelet évelsé eun tam buhez o sevel e kalon ar Breizidi, pere a gar c’hoaz ho bro hac ar brezoneg, iez hon tadou.

Y.-K. Kersale.
Beleg ar Zalet.
————

Gant kalz a levenez e welann ac’hanoc’h poanial gand ar Brezonek, Otrone, hag e pedinn Doue, ar Werc’hez d’ho pinigan.

M.-Fs Kemar,
Person Zant Lorans.
————

Je fais des vœux pour que votre Association, à laquelle je serais heureux de prêter mon faible concours, puisse préparer les voies à une entente parfaite sur tout ce qui intéresse la langue.

Le Mat,
Vicaire de Tréguier.
————

Plijadur ha levenez d’ann oll Varzet a iell, ann deiz-ze d’ho kwelet.

J.-V. Jonkour,
Belek e Skolaj Plougernevel.
————

Me zo hag a vo da vikenn
Gant eur galon c’houek ha dibrenn
Ho mignon J. L. Queynec
A gar meurbed ar brezonec !

J. L. Queynec,
Person ar C’hloastr.


Je serai au milieu de vous d’esprit et de cœur, et vous dirai : Frères, courage ! Mais le poids de mes 82 ans va me retenir à Bégard.

Guillermic, Chne hre,
Curé-Doyen de Bégard.
————

J’ai tout lieu de craindre une complète cécité, j’ai pu néanmoins lire votre aimable invitation et je vous en remercie de tout cœur.

Je ne pourrai assister que d’esprit à la Réunion des Bardes bretons à Morlaix, dites à ces Messieurs, tous mes regrets de ne pouvoir les voir ni les entendre.

Lennet a meuz penos Homer,
Ar brasa euz an holl Varzed,
En he gorni leun a vizer,
A gollas siouaz, ar gueled !…

Ar Barz a ié a zor da zor
Gant he gi evit klask he voed ;
A zaelou e rede eur mor
War he ziou valven disec’het…

Veuillez bien, mon cher Monsieur Lescour, ainsi que nos chers confrères les Bardes bretons, unir vos prières aux miennes, pour obtenir de Dieu, en ma faveur, une résignation complète.

Le Joubioux,
Vannes, le 24 Août 1869. — Prélat Romain.
————

Netra na ra mui a blijadur d’in eget gwelout ann dud a skiant oc’h ober stad euz hor brezonek hag euz hor Breiz muia karet. Mar zavit eur Vreuriez etre-z-hoc’h da skoazia hag enori hor iez, e vezinn unan euz ar genvreudeur.

Iann Willou Herry,
Belek e Klaudi Kemperlé.


Je ne puis qu’applaudir à l’idée que vous avez conçue d’un Congrès purement breton. Un journal breton serait nécessaire.

Kalonou ann holl Varzet a zo ganeoc’h, ma hini euz ar re genta.

C. Guitterel,
Belek e Plougernevel.
————

Eur blijadur vraz e ve evidon en em gaout gant tud gwiziek ha kalounek pere a labour gant kement a aket evit asten buez hor brezonek a iea d’ar bez evel eur vam dilezet gant he bugale.

Perrot,
Person Taolé.
————

Je pourrai assurer les Bardes bretons de toutes mes sympathies pour les généreux efforts qu’ils font dans l’intérêt de notre langue nationale.

Aug. Chatton, Chne hre,
Curé-Doyen de Guingamp.
————

Trugarez d’eoc’h da veza digaset d’in eul lizer, évit ma fedi da ’n em gavout ann 31 a viz Eost, er gear a Vontroulez.

A. Dubourg,
Belek Skolaj Landreger.


————