Kenteliou euz ann Aviel/a-bezh

Eus Wikimammenn




KENTELIOU


EUZ ANN AVIEL


A VEZ KANET PE LENNET ENN OFERENN


D’AR ZULIOU HA D’AR GOUELIOU BRASA
EPAD AR BLOAZ
TROET E BREZOUNEK
Gant ann Aotrou NIKOLAS
Persoun Plomodiern.


————
Moullet evit ann eil guech.
————


KEMPER
MOULLET E TI AR. DE KERANGAL
————
1898


Nous autorisons bien volontiers l’impression du livre intitulé Ann Aviel, œuvre de M. Nicolas, recteur de Plomodiern.

Par le rapport qui nous en a été fait, Nous savons que les fidèles de Notre Diocèse y trouveront, pour leur foi et leur piété, une nourriture saine et substantielle.

Aussi, Nous Nous faisons un devoir de recommander la lecture de ce livre, persuadé, d’ailleurs, que le nom de l’auteur, son talent bien connu suffiront à lui assurer un plein succès.

Quimper, le 5 Août 1895.


† HENRI,
Évêque de Quimper et de Léon.



ANN AVIEL





AR ZUL KENTA EIZ ANN AZVENT
(Sant Lukas, Chab. xxi.)


————


Bez’ e vezo, eme Hor Zalver, merkou enn heol, el loar hag er stered. Ann holl boblou euz ann douar a jomo mantret o klevet ann trouz skrijuz a rai ar tnor hag ann doureier. Ann dud a zizec’ho gant ar spount o c’hortoz ar pez a c’hoarvezo gant ar bed holl ; rak, ann env he-unan a greno. Neuze e vezo guelet, var eur goabrenn, Mab Doue o tiskenn gant eur c’halloud, a rei d’ann holl douja. Dre ma tiguezo ann traou-ze, savit ho penn ha sellit d’ann eac’h ; rak, heb dale e viot diboaniet.

Hag e roaz d’ezho kement-ma evit skuer : Sellit ouz ar vezenn fiez hag ar guez all. P’en em lakeont da boulza, c’hui a anavez eo tost ann hanv. Evel-se ive pa velot ann traou-ma o c’hoarvezout, gouezit eo tost rouantelez Doue. M’hen lavar d’ehoc’h, e guirrionez, araok ma varvo ann dud zo brema, ann traou-ze holl a vezo diguezet. Ann env hag ann douar a dremeno ; mes, va c’homzou me ne dremenint ket.


Sonjal er varn jeneral.


Perak e teu ann Iliz da goms d’eomp hirio euz ar varn jeneral ?

Evit ober d’ann dud rei digemer a zoare da Jezuz a zeu brema evel Salver, enn aoun na vent gual skoet ganthan pa ziskenno evel barner.

Dalc’homp eta, eur pennadik, hor spered var zonj ar varn jeneral.

Doue gant he fumez en deuz merket pegeit e pado ar bed. Pa vezo deuet ar mare, varlerc’h ann traou skrijuz a lennomp enn Aviel hag a rai d’ann dud keiz dizec’ha gant enkrez, ann tan, o tilammet euz a greiz ann douar digor, en em astenno enn eunn taol hag a lakai pep tra e ludu. Neuze e teui eunn eal gant he drompill skiltruz da zivuna ann dud varo ouz ho gervel etrezek traonien Josaphat. Holl e savint leun a vuez ; mes, pebez kemm etrezho ! Darn euz ar c’horfou a vezo kaer ha skeduz evel ann heol ; darn all ne vezint nemet loustoni ha breinadurez.

Raktal e vezo guelet o tiskenn Jezuz, ar barner braz, ann elez enn dro d’ezhan, ha dirazhan he groaz lugernuz a roi levenez d’ann eneou santel ha spount d’ar bec’herien. Kerkent, ann dud en em ranno o vont eur rumm enn tu deou hag eur rumm all enn tu kleiz, ha setu great ann disparti evit ato. Levr ar c’houstiansou digoret dirak daoulagad ann holl a roi da anaout buez peb unan heb ma chomfe netra kuzet. Ne dalv ket d’ar bec’herien fiziout var ann devalijen a ioa enn dro d’ezho pa reant ho fallagriezou. Dispaket e vezo beteg plegou ar galoun ha dizoloet, n’eo ket hebken al laeronsiou hag ann oberou mezuz, mes ive ar zonjezonou louz hag ann holl c’hoantegeziou direiz, enn eur ger, kement a c’hell kaillara ann ene heb beza guelet a ziaveaz.

Nag a bet o devezo, var ann douar-ma, tremenet evit tud direbech, evit sent marteze, hag a vezo, da zeiz ar varn, anavezet evit tud fall griet a bep seurt pec’hejou ! Ar re-ze, o ruzia gant mez, a lavaro d’ar meneziou kueza varnho ha d’ann douar ho lounka evit ho c’huzat ouz lagad ar barner hag ann testou zo enn dro d’ezhan. N’o devezo ket ho goulenn.

Nag a re all ive a vezo bet kemeret evit tud diskiant, ne brizet ket sellet outho, hag en era gavo enn tu deou, etouez mignouned Hor Zalver. Enn eur renk izel, er baourentez marteze, ar re-ma o deuz bevet evel guir gristenien. Ho distera oberou a zo bet skrivet gant ho eal mad, var rollou ar baradoz, ha setu hi pinvidik braz dirak Doue.

Goude beza roet da anaout buez ann eil rumm hag egile, ar barner, heb dale pelloc’h, a zougo ar zetans. D’ar bec’herien e lavaro gant eur vouez rust hag eur vizaj didruez : « It pell diouzinn, tud milliget, d’ann tan ne vougo morse, a zo bet c’houezet evit ann diaoul hag he zroug-elez. » Ha ker buhan ann ifern a zigoro da lounka ann dud daonet a guezo ennhan korf hag ene.

O trei neuze ouz ar zent gant eunn ear laouen : « Deuit, eme Jezuz, deuit c’hui mignouned va Zad, da gemeret ar rouantelez zo bet great evidoc’h azaleg ann deiz kenta euz ar bed. » Hag, o pignat d’ar baradoz, ec’h unanint ho mouez gant hini ann elez da gana ar c’hantikou dudiuz a vezo klevet da virviken e palez ann Dreindet.

E pe gostez e fell d’eomp beza da zeiz skrijuz ar varn ? Brema eo da bep unan choaz hag ober he blas ; rak Jezuz ne roi d’eomp nemet ar pez a vezo dleet. Selaouomp eta mouez ann Iliz, hor mamm garantezuz. Greomp digemer vad da Vab Doue enn he genta donedigez, ma c’hello hon espern, pa ziskenno, d’ann eil guech, evit barn ar bed holl.

Pedenn. — O, va Doue, enn deiz spountuz a lakai ann env he-unan da grena, me garfe klevet ganeoc’h ar c’homsou dous a leverot d’ann dud salvet. Skrivit eta doun em spered ar zonj euz ar varn ma kovesainn, gant guir glac’har, va fec’hejou tremenet, ha ma vevinn, hiviziken, hervez ho lezenn, evit mervel enn ho karantez. Evel-se-bezet-great.





ANN EIL SUL EUZ ANN AZVENT
(Sant Vaze, Chab. ii.)


————


Iann-Vadezour, er prizoun, o veza klevel hano euz oberou Jezuz-Krist, a gasaz daou euz he ziskibien da goms outhan evelhenn : c’hui eo ann hini a dle dont, pe eunn all a c’hortozimp-ni ? Ha Jezuz a reaz dez’ho ar respount-ma : It ha diskuillit da Iann ar pez oc’h euz klevet ha guelet. Ann dud dall a gav ar sklerijen, ar re gamm, ar c’herzet, ar re vouzar, ar c’hlevet, ann dud lor en em gav pare, ann Aviel zo prezeget d’ar beorien. Hag euruz neb ne gavo ket gual gentel ennhon-me.

Epad ma’z ea ar re-ma gant ho hent, Jezuz en em lakeaz da goms d’ar bobl divar benn sant Iann. Da velet petra hoc’h c’hui eat pell dioc’h ann dud ? Da velet eur gorzenn kaset ha digaset gant ann avel ? Mes, da velet petra hoc’h eat ? Da velet eunn den guisket brao ha tom ? Neb a zoug ar guiskamanchou-ze a zo e palez ar rouaned. Da velet petra hoc’h eat eta pelloc’h ? Da velet eur prophet ? Ia, me lavar d’ehoc’h, mui eged eur prophet. Rak hennez eo a zo skrivet divar he goust : Setu ma kasan va Eal araozoc’h evit kempenn ann hent el leac’h ma tleit tremen.


Ann oberou mad.


Diskibien Iann-Vadezour a c’houlenne ouz Jezuz hag hen a ioa ar Mesii gortozet abaoue keit amzer. Eaz oa d’Hor Zalver lavaret ia pe nann. Mes, perak e vije kredet kent eged eunn all ? Hervez a zesk d’eomp he-unan, meur a hini a c’hoantai tremen evit ar Mesias, hag ho c’homsou brao a c’helfe, eleal, deseo aleiz a dud. Jezuz en em ro eta da anaout dre eur merk all skleroc'h, dre he oberou. Ar iec’hed roet d’ar glanvourien, ar vuez c’houezet adarre e tud varo, ann Aviel prezeget d’ar re baour. Divezatoc’h o skolia ar Iuzevien,o kemenn d’ezho beza var evez ouz ar fals-doktoret pe ar fals-propheted a raio prezegennou euz ar re gaera, e lavaro ive : pa viot nec’het o klask gouzout gant piou ema ar virionez, sellit ha sellit piz ouz oberou pep unan. Dioc’h kement-ze e c’houezoc’h pe du ema al lealdet, rak dioc’h ar frouez eo barn eur vezen.

Mad e ve eta d’ar gristenien a bep bro hag a bep amzer taoler pled ouz ar gentel-ma.

Pegen aliez, siouaz, ne vezont-hi ket touellet gant brasa enebourien Doue ! Var zigarez ma komzont brao ha ma lakeont, eur vech bennag, ho dourn enn hoc’h hini, c’hui ho c’hemer evit ho kuella mignouned, hag a heuill ho c’huzuliou treitour. Ne c’houzoc’h-c’hui ket e teu aliez ar bleiz d’en em guzat dindan kroc’hen ann danvad ? Heb dale e tispako he ivinou hag he skilfou. Diouallit na vec’h taget ganthan.

Diouz ann oberou eo barn ann dud. Rak-ze, abarz senti ouz kenteliou ann eil pe egile, grit eunn tamm enklask var he vuez, ha guelit petra eo. Ma’r d’eo kristen mad e peb hent, bezit a unan ganthan. Ma’r d’eo eur c’hristen laosk pe eur paian, bezet difizians euz he gomsou n’euz forz peger brao e vent troet.

C’hoant oc’h euz ive da c’houzout petra dalvezit hoc’h unan ? En em lakit dirag ar mellezour roet d’eomp gant Jezuz ; evesait ouz hoc’h oberou. Mac’h heuillit giziou ha kenteliou ar bed c’hui a labour evit ann ifern. Ma lezit ioulou direiz ar c’hik da chounit varnoc’h, ez oc’h eunn den kollet.

Ha pa ne rafec’h ket zoken eur vraz a zrouk, ne viot ket c’hoaz salvet anez ober eur vad bennag, rak ar vezenn ne zougo ket a frouez a vezo troc’het ha stlapet enn tan, hag ar zervicher didalvez a vezo taolet enn devalijenn.

Mes, pere eo ann oberou mad a c’houlenn Doue diganeoc’h ? N’euz ket ezomm d’ho c’hlask a bell diouzoc’h. Ne lavarer ket d’ehoc’h tremen ann deiz hag ann noz o pedi ; ober iuniou stank ha pinijennou kalet ; ann traou-ze a zo kaer ; mes, n’ho gortozer ket digant ann holl. Deveriou ho stad great penn-da-benn ; ho labouriou pemdeziek kinniget da Zoue ; ho poaniou a gorf pe a spered gouzanvet heb en em glemm ; eunn aluzen roet d’ar paour. eur zell a garantez ouz eur c’hlanvour keaz ; enn eur ger, gourc’hemennou Doue ha re ann Iliz miret a greiz kaloun, a rai eur zant euz pep hini ac’hanoc’h. Dre ann hent-ze eo e kerzit brema ? Ma n’her grit ket, chenchit heb dale.

Pedenn. — Va Doue, c’hui a roi da bep unan hervez he oberou, ha ne eostimp, var hon tremenvan, nemed ar pez on devezo hadet epad hor buez. Grit d’inn ar c’hras da zonjal aliez er virionez-ze evit ma lakinn da dalvezout d’ho kloar ha d’am zilvidigez ann holl amzer am euz c’hoaz da dremen er bed-ma. Evel-se-bezet-great.





ANN TREDE SUL EUZ ANN AZVENT
(Sant Iann, Chab. i.)


————


Ar Iuzevien a gasaz euz a Jerusalem beleien ha tud a lignez Levi betek Iann-Vadezour da c’houlenn outhan : Piou hoc’h c’hui ? Hag hen oc’h anzao, heb nac’h, hag o lavaret : N’eo ket me ar C’hrist. Hag hi adarre : Petra eta neuze ? Hag Elias e vec’h c’hui ? N’ounn ket, emez’han. Ar prophet hoc’h marteze ? N’ounn ket, a lavaraz. Piou hoc’h eta. emez’ho, ma roimp eur respount bennag d’ar re o deuz bon digaset ? Petra livirit ac’hanoc’h hoc’h unan ? Me zo, emez’han, mouez ann hini a glever o krial er plasou distro : ehunit he hent d’ann Aotrou, evel a lavare ar prophet Isai. Hogen, ar re a ioa bet digaset a ioa pharizianet hag a reaz outhan ar goulenn all-ma : Perak neuze e vadezit, ma n’hoc’h nag ar C’hrist, nag Elias, nag ar prophet ? Me, a lavaraz d'ezho sant Iann, me a vadez enn dour. Mes, enn ho touez euz diguezet eunn all ha ne anavezit ket. Hennez eo a dle dont var ma lerc’h me, ha beza he blas araok va hini, rak me n’oun ket din da ziskoulma liamm he voutou. Ann traou-ma a c’hoarvezaz e Bethani, enn tu all da ster Jourden, el leac’h m'edo Iann o vadeza.


Ann humilite.


O velet ar pinijennou a rea Iann-Vadezour hag ouz he glevet o prezeg, ar Iuzevien her c’hemere evit ar Mesias. Pa ziskleriaz d’ezho n’oa ket, e tenjont da gredi oa da vihana pe Elias pe eur prophet all digaset a berz Doue da zeski d’ezho penaoz digemeret Salver ar bed. Mes, ar zant a anzavaz adarre n’oa nag ann eil nag egile. Pebez kentel evit ar gristenien !

Iann-Vadezour a vije bet eaz d’ezhan tremen evit ar Mesias, Mab ann Doue Holl-C’halloudek. N’en doa nemet lavaret eur gomz hag e vije diredet ar pennou braz euz ar bobl hag ann dud e karg d’he ziambroug ha da rei peb meuleudi d’ezhan ec’hiz a rejont d’Hor Zalver pa ziguezaz e Jerusalem vardro goueliou Pask. Mes, e leac’h kemeret eunn hano hag henoriou a ioa dleet d’eunn all e tiskuez beza melkoniet hag e lavar krenn n’eo ket hen ar Mesias ; ha guir eo kement-ze. Mes, heb ma vije ar Christ, Mab Doue, e c’helle beza great stad anezhan evel euz eur prophet a gelenne ann holl gant eur furnez burzuduz hag a ioa he-unan eur mellezour a zantelez. Rak-ze, gant aoun na ve savet dreist ar re all e lavaro c’hoaz evit troc’ha berr da gaoziou ar Iuzevien : « Pell dioc’h beza Elias pe eur prophet braz bennag, me n’ounn ket din da ziliamma boutou ar Mesias. »

Evel-se o deuz great ar zent e peb amzer. Petra bennag ma reant pinijennou skrijuz ha ma tremenent ann deiz hag ann noz o pedi ; goude beza dilezet ar bed ha dioueret pep tra ; daoust ma vevent ec’hiz elez var ann douar, e c’hoanteant beza kemenet evit pec’herien baour, ha ne c’houlennent nemed beza kaseat ha disprijet gant ann holl. E pe leac’h e kafec’h brema kristenien henvel ouz ar re-ze ?

N’ema ket pep unan o klask kuzat kernent a rafe tro d’ezhan da ruzia, hag o vruda a vouez huel ar pez a lakai ann dud d’her meuli ?

Meur a hini a garfe memez rei da gredi o deuz great kalz muioc’h a draou kaer eged n’o deuz e guirionez. P’o devezo roet ann disterra aluzen d’ar paour pe d’ann iliz e lavarint beza taolet arc’hant gant ar voz. Ma’r greont eunn tammik pinijenn pe eur bedenn bennag muioc’h eged ar re all, ann holl a glevo heb dale.

A dra zur, n'eo ket red d’eunn den speredek pe zesket braz lavaret na kredi eo diskiant ha ne c’hoar netra ; pec’hed e ve zoken dianaout pe nac’h evel-se madoberou Doue enn hor c’henver. Evit beza humbl, n’euz ket ezom ken nebeut da guzat atao hag ouz ann holl kement vad a reomp. Aliez guech eo talvouduz d’ann nesa guelet hon oberou evit ma kemero skuer diouzomp ha ma rei meuleudi d’ann Tad en deuz bugale ken aketuz d’her servicha. Ar pez o zo difennet eo en em zevel dreist ar re all abalamour d’ar gened, d’ann nerz, d’ar skiant, d’ann danvez roet d’eomp gant Doue ; ar pez zo droug eo klask beza meulet gant ann dud evit ann nebeudik vad on defe great.

Evit sant Iann, ouspenn en em izelaat he unan, a fell d’ezhan ober meuleudi ann hini a zo c’hoaz dianavezet gant ar Iuzevien. Rak, petra ne vezo ket galloud ha santelez ar Mesias, pa lavar ar Badezour ker brudet n’eo ket din da ziliamma he voutou d’ezhan ! Dishenvel braz eo diouthan eur c'halz kristenien ne c’houzanvont ket klevet ann distera vad euz ho nesa. Pa reot meuleudi eunn all bennag dirazho emaint raktal ankeniet evel pa vec’h o kemeret divar ho c’houst ; ker buban e klaskfent drouk da lavaret euz ann den-ze. Ar re-ze zo techet da bec’hed Lusifer a guezaz enn ifern evit beza c’hoanteat sevel re huel er Baradoz.

Pedenn. — O va Zalver, dre oberou koulz ha dre gomsou oc’h euz desket d’eomp ober fae var meuleudiou ann dud, grit ma kerzimp a greiz kaloun dre ann hent-ze varlerc’h sant Iann-Vadezour, evit ma vezimp eunn deiz ganthan enn ho rouantelez. Evel-se-bezet-great.





Ar PEVARE SUL EUZ ANN AZVENT
(Sant Lukas, Chab. iii.)


————


Er pemzekved bloavez goude m’oa eat Tiber Cesar da impalaer, Pons Pilat o veza gouarnour er Judee, Herodes, er Galilee, Philip ha Lysanias e penn ann diou bederved all euz ar vro, Annas ha Kaiphas a ioa gantho ar gark a veleg braz. Er mare-ze, Doue a gomzaz ouz Iann, mab Zacharii, el leac’h distro m’oa en em dennet, hag hema a ieaz dre ar c’harteriou vardro ster Jourden ; o prezeg ar binijenn hag o vadeza ar re a c’houlenne pardoun euz ho fec’hejou, evel ma lenner skrivet e levr ar prophet Isai : « Klevet e vezo eur vouez o lavaret a bouez penn el leac’hiou distro : « Kempennit he hent d’ann Aotrou ; ehunit ar guenojennou d'ezhan ; pep traonien a dle beza stanket ; peb menez ha pep torgenn, diskaret ; ann henchou kamm a vezo ehunet hag ar re zisplean, koumpezet ; ha peb den a velo ar Zalver digaset gant Doue. »


Ar binijenn.


Sant Iann a brezegaz ar binijenn, hag Hor Zalver he unan p’en em lakeaz da gelenn ar bobl a roaz d’ezhan raktal ar memez kentel. « Holl e viot kollet, emez’ho ma ne rit ket a binijenn. » Ha, gant aoun n’o divije ann dud diegi o staga d’ar boan e komsent rust meurbed outho. « Ouenn aered-viber ma’z oc’h, a lavare ar Badezour, penaoz e fell d’ehoc’hui beza espernet gant kounnar ann Aotrou Doue ? Grit pinijenn eta, ha grit heb dale, rak setu ar youc’hal var griziou ar vezenn, hag houma a vezo troc’het ha stlapet enn tan nemed kavet e ve ennhi frouez a zoare. » Gourdrouzou Jezuz a ioa ken dizamant da nebeuta. « C’hui, emezhan, d’ar Iuzevien, a zo henvel ouz beziou guennet brao enn diaveaz, ha leun a vreinadurez ann diabarz anezho. Karout a rafec’h tremen evit tud santel, ha pa dalv ho kaloun zo pezel gant ar fallagriez. »

Mes, ouz piou e sell ar binijenn-ze merket ken sklear enn Aviel ? Ouz ann holl ; ouz ar gristenien vad koulz hag ouz ar vrasa pec’herien.

Eaz eo koumpren e ve ret d’ar pec’her kaout keuz ha poania da zigoll ar gaou en deuz great ouz Doue pe ouz ann nesa ; rak heb glac’har ar galoun ne c’hello morse en em unani gant he Dad euz ann env ; ha dle ar pec’hed a c’houlenn beza paeët er bed-ma pe er bed all. Hogen, poaniou ann douar o veza dister ha skanv e skoaz re ar purkator, peb den fur a glasko en em dizamma heb gortoz pred ar maro.

Pa c’houezo en deuz peur baeët da justiz Doue, hag hen a c’hello neuze da vihana dilezel ar binijenn ? Nann, ezomm en devezo c’hoaz euz al louzaouen-ze evit miret da gueza adarre er pec’hed. Ann dra-ze a zo sklear aoualc’h d’ann holl. Var hent ar zilvidigez e kavomp bepred tri enebour ; ar c’hik, ar bed hag ann drouk-spered. Ar c’horf a zo eul loen direiz karget a dechou fall. Ma’r be lezet enn he blijadur ha roet d’ezhan kement a c’houlenn e tirollo abred hag hor c’haso da goll. Ar bed a zo treitour, ha ma’r fell d’ehoc’h heulia he c’hiziou, darempred he c’hoariou, rak n’ho c’havit ket mezuz agrenn, c’hui a ielo buhan pelloc’h eged na zonjec’h. Evit ann drouk-spered, hennez n’euz ganthan nemed gevier hag ardou fallakr. Noz deiz, eme ann Aviel, ema var hon tro gant ïoul taga ann eneou ; ha ma’r deo guir e c’hell ar bedenn ha sin ar groaz her pellaat diouzomp, avechou koulzgoude, dioc’h lavar Hor Zalver, ne vezer treac'h d’ezhan nemed dre ar iun pe ar binijenn. Abalamour da ze e velomp ar zent o pellaat diouz ar bed, o tioueret kalz traou ha n’oant ket difennet, oc’h ober brezel d’ho c'horf evel d’ar c’hrisa adversour. Darn anezho, evit guir, o veza bet pec’herien, o devoa dle da baea ; mes, niver a re all, evel Iann-Vadezour, chomet ato dibec’h, o deuz great evelato pinijennou skrijuz ; anez ann dra-ze e vijent peurvuia kuezet e meur a zizurs.

Er binijenn gourc’hemennet d’eomp gant ann Aviel ez euz daou dra : Ann displijadur a ra d’eomp ar pec’hed enebour Doue, hag ar boan a gemerer evit digoll ar gaou great dre ar pec’hed ouz Doue pe ouz ann nesa. Neb a zo a viskoaz didamall n’en devezo, a dra zur, leac’h ebet da geuzi d’he bec’hejou he unan ; mes, o karet Doue evel ma ra, e vezo glac’haret euz ann dismegans great d’ezhan gant ar bec’herien. Evel-se, peb ene kristen a ziskuezo kasouni ouz ar pec’hed, hag a rai kement a vezo enn he c’halloud pe evit rapari ann drouk-ze pe evit en em zioual diouthan. Hen ober a c’hello dre boaniou ar c’horf ha re ar spered ; ann eil rumm hag egile a zo talvouduz braz evit ann env pa vezont gouzanvet gant feiz ha kinniget da Zoue.

Mes penaoz ne zeufe ket ann den paour d’en em glemm enn he drubuillou ma ne anavez dourn ann tad karantezuz zo ouz her skoi, ma ne c’hoar ket ema, dre ar poaniou-ze, pe o paea dle ar pec’hed pe o kaeraat he gurunen er baradoz ? Rak-ze, evit ma vezo mad, ar binijenn a dle ato tizout hor c’haloun ha beza digemeret ganthi. Ar pounnera kroaziou ne dalvezint netra d’ann neb ho doug enn despet d’ezhan ; ha meur a hini siouaz d’ezho, goude tremen ho buez e kreiz ar brasa ankeniou, en em gavo dibourvez a vadou dirag Doue abalamour n’o devezo ket lakeat ho foan etre daouam ar mestr-ze.

Mes, ma’r d’eo ret gouzanv er bed-ma, na gredet ket e vezimp ato enn dristidigez var hent santel ar binijenn. D’ann hini he digemer a volonte vad, ar groaz a ro aliez mui a euruzdet eged na rafe plijadureziou ann douar. « E kreiz va zrubuillou, eme zant Paol, va c’haloun a zo leun a levenez. » Epad m’en devoa dienez a bep tra, e broiou ann Indez, sant Fransez Xavier ne baoueze da skuill daelou a joa.

Ouspenn-ze, ne leverer ket d’eomp e ve ret, evit ober pinijenn, kerzet var roudou ar zent o deuz bevet divar bara ha dour, kousket var ann douar ien, douget gouriz reûn pe houarn. Ann traou-ze a zo kaer, evit guir ; mes, n’ho goulenner ket digant ann holl. Aoaulc’h e vezo dougenn gant feiz ha guir zentidigez ar c’hroaziou en deuz hadet ann Aotrou Doue var hent pep hini ac’hanomp. Ho skuizder, ho labourou pemdeziek, ar ienien, ann domder, ann naoun, ar zec’hed, ar c’hlenvejou, ar poaniou spered, ann enkrezou ker stank enn ho puez, ann diezamant oc’h euz evit senti ouz gourc’hemennou Doue ha re ann Iliz, o vont d’ann ofisou dre henchou fall ha gual amzer, o vont da govez ha da zakramanti, oc’h ober iun ha vijil, kement-ze holl a zo pinijennou talvouduz braz evit ar zilvidigez.

Eur c’hristen aketuz da lakaat ar madou-ze etre daouarn Doue, a zeui pinvidik e berr amzer, hag en devezo heuliet ar gentel roet d’eomp enn Aviel hirio.

Pedenn. — O va Zalver, dre oberou koulz ha dre gomsou oc’h euz prezeget ar binijenn ; grit d’eomp ar c’hras da zenti ouzoc’h bepred. Evel-se-bezet-great.


————





GOUEL NEDELEK

[…]

(Hor Zalver e kraou Bethleem)

[…]

[…]

O rei urz da niveri holl dud he rouantelez, Sesar-Aogust a glaske tro d’en em fougeal, pa c’helje lavaret ped milion ha ped all c’hoaz a blege d’he lezennou. Ne c’houzon ket ha dont a reaz morse abenn da anaout ar gount anezho. Eunn dra zo sklear avad, ann urz-se a lakeaz ginivelez Hor Zalver da ziguezout el leac’h hag enn doare m’oa diskleriet a ziaraok gant ar bropheted. Skrivet oa e tlie genel e kearik Bethleem, ha koulzgoude ar Verc’hez Vari, dija varnez hen lakaat er bed, a jome c’hoaz pell ac’hano, e Nazareth, er Galilee. Ha n’eo ket e kreiz ar goanv, er stad m’en em gave he bried, e vije eat anezhan he unan Joseph da vale keit all. Mes, ret oa senti ouz ann impalaer, ha setu hi ho daou enn hent. Dre galzik poan hag amzer e tigueschont e penn ho beach, e Bethleem, hag eno e teuaz Jezuz var ann douar ec’hiz m’eo merket enn Aviel oc’h euz nevez lennet.

Evel-se e c’houarn ann Aotrou Doue pep tra er bed-ma. Pa gaf d’ann dud emaint oc’h ober ho fenn ho unan, pa zonj d’ezho enebi ooz roue ann envou, neuze eo int kaset ha digaset ganthan hervez he volontez ; hag heb gouzout d’ezho, enn despet d’ezho, meur a veach, e roont ann dourn d’ar mestr holl-c’halloudeg evit kas da benn kement a felle d’ezhan a vije great. Rak-ze n’en em jalomp ket evit guelet ann traou o c’hoarvezout dishenvel diouz ar pez a glaskemp hag a c’hortozemp evel ar guella. Gant ne raimp netra eneb hor c’houstianz, bezomp dinec’h, o c’houzout, evel a lavar sant Paol, e kavo Doue bepred ann tu da reiza ar bed evit he vrasa gloar hag evit mad he vignouned.

Petra bennag ma’z oant paour, sant Joseph hag ar Verc’hez o devoa eunn tiik e Nazareth, hag ho bara a c’hounezent ive var boez labourat aketuz. O chomm er gear-ze ar Mabig Jezuz a gave eta toen vad d’he c’houdorri. Mes, e Bethleem, kement a dud a ioa deuet da lakaat ho hano, ne c’hellet ket rei lojeiz d’ann holl, hag ann hostizien, eaz eo gouzout, a zigemere ar re binvidik a baëe ann hirra. Ann daou bried santel ne gavjont digor e neb leac’h, ha pa deuaz ann noz, en em dennchont enn eur c’hraou diaveaz kear. Eno e c’hanaz ar Verc’hez he mab benniget, ann hini a zo perc’henn ann env hag ann douar. Ma vec’h souezet a gement-ze, dalc’hit sonj e teue Jezuz da zeski d’eomp ober pinijenn ha disprizout danvez hag henoriou ar bed-ma. Rak-ze e c’hoanteaz rei ar c’henteliou-ze azaleg ar penn kenta, hag oc’h en em lakaat izeloc’h eged ann distera ac’hanomp. A galz traou oc’h euz dienez marteze ; mes, n’eo ket lavaret e ve hini ac’hanoc’h ganet enn eur c’hraou. Piou a gredo eta hiviziken en em glemm euz he baourentez ?

Eunn eil digarez en devoa Jezuz da c’henel er plas-ze. Ouspenn staga ho c’haloun ouz ar madou, ann dud oc’h heulia ioulou direiz ar c’horf, a ioa kuezet e stad al loened mud. Comparatus est jumentis insipientibus et similis factus est illis. Ret oa eta d’hor Zalver diskenn beteg eno d’hor c’hlask ; hag abalamour da ze e falvezaz d’ezhan genel enn eur c’hraou. Pebez karantez, o va Doue, oc’h euz bet evit ar pec’her !

Eur burzud all a velomp c’hoaz enn Aviel hirio. Jezuz a ioa euz lignez David, ha pa deui rouaned ar Zao-Heol d’hen adori e c’houlennint e pe leac’h ema ar roue zo nevez ganet d’ar Iuzevien. D’ann noblans, d’ann dud e kargou huel e tliet eta kas ar c’henta kelou euz he c’hinivelez. Mad, peorien geiz, diouallerien denved a glevo araok ar re all ann nevezinti gaer-ze. Ha piou e vezo ar c’hannad kaset d’ezho ? Eunn all dibabet etouez ar sperejou tosta da Zoue ; kredi a rer oa ann Arc’hæl Gabriel, ann hini a ioa bet dija o saludi ar Verc’hez evel Mamm Salver ar bed. Ha klevit gant pebez madelez e komz ouz ar bastored a ioa spountet o velet ann eal hag ar sklerijenn a lugerne enn dro d’ezhan. « Nolite timere ; n’o pezet ket aoun, emezhan ; rak, me zeu ama gant eur c’helou dudiuz ; e Bethleem, enn noz-ma ez euz ganet d’ehoc’h eur Zalver. » A dra zûr, Jezuz zo diskennet euz ann env evit ann holl, hag evit prena kement hini a ioa var hent ann ifern. Mes d’ehoc’hui, mesaerien baour, d’ehoc’hui, var a lavar ann eal, e vezo he c’hrasou kenta.

C’hui holl a lenno ar gentel-ma, hag a zo peurvuia tud a boan, micherourien ha labourerien douar, digorit eta ho kaloun d’al levenez ha digemerit gant feiz ha karantez ar Zalver a zeu hirio daved-hoc’h. Ha ma n’oc’h ket chomet ato didamal dirak Doue, kemerit hiviziken ann hent ehun evit m’o pezo perz er peoc’h kinniget d’ann dud a volontez vad. Evel-se-bezet-great.




AR ZUL GOUDE NEDELEK
(Sant Lukas, Chab. ii.)


————


Enn amzer-ze, Joseph ha Mari, mamm Jezuz, a ioa souezet euz ar pez a lavaret anezhan. Simeon a roaz d’ezho he vennoz hag a lavaraz da Vari, he vamm : « Setu eur bugel hag a rai da galz tud e Israel beza kollet, ha da galz all beza salvet ; enebi a vezo great outhan ; hag eur c’hleze a dreuzo hoc’h ene d’ehoc’hui, evit ma vezo dizoloet ar mennoziou a ioa e niver a galounou. » Bez’e oa ive eno eur brophetez hanvet Anna, merc’h da Phanuel, euz Tribu Azer ; houma a ioa dija oajet braz ; guerc’hez pa zimezaz, e devoa bevet seiz vloaz gant he fried. Abaoue oa intanvez, hag hi neuze pevar bloaz ha pevar-ugent. He holl amzer a dremene enn templ o servicha Doue dre ar iun hag ar bedenn. O tiguezout ehun varlerc’h Simeon, en em lakeaz ive da veuli Doue ha da gomz euz ar bugel da gement hini a c’hortoze eur Zalver evit Israël. Goude beza great pep tra hervez al lezenn, Joseph ha Mari a zistroaz d’ho c’hear e Nazareth, er Galilee. Evit ar c’hrouadur a greske hag a deue nerz dez’han ; leun oa a furnez ha karget a c’hras Doue.


Jezuz douget d’ann templ.


Pa oue deuet ar mare merket e lezenn Moizez, sant Joseph a ieaz gant ar Verc’hez hag ar Mabig Jezuz da dempl Jerusalem ; eno e c’hoarvezaz ar pez a lennomp enn Aviel hirio hag a zo eur gelennadurez kaer da bep hini ac’hanomp.

Joseph ha Mari a ioa souezet o klevet komsou ar bastored ha re ann den santel Simeon. N’eo ket n’o divije anaoudegez euz ann traou-ze holl ; rak, d’ezho da genta ann Aotrou Doue a ziskuillaz kement a zelle ouz ar bugel burzuduz ; mes ne ouient ket oa roet ar sklerijenn-ze da re all c’hoaz ouspenn d’ezho.

Daou dra, evelato, a skoaz muioc’h ho spered : Gouzout e vije kollet kalz tud abalamour da Jezuz, ha treuzet kaloun he vamm gant eur c’hleze.

Doue a fell d’ezhan e ve ann holl salvet ; hag eil fersoun ann Dreindet a zo diskennet var ann douar evit diframma digant Satan ann eneou keiz a stleje varzu ann ifern. Penn da benn enn Aviel n’euz hano nemed a drugarez Hor Zalver evit ar bec’herien. N’en deuz ken ïoul nemed ober d’ezho chench buez evit ma vevint da viken er baradoz. Lavaret a ra beza, ha bez’ ez eo, e guirionez, ar pastor mad, ar mesaer karantezuz a gerz noz deiz varlerc’h ann danvad dianket, ha p’en deuz her c’havet, hen laka var he ziouskoaz gant aoun na ve skuiz o tistrei d’ar gear. Ha goude kement-ze c’hoaz e vezo kalz tud kollet abalamour d’ezhan ? Ia, guir eo ; rak ar Spered-Santel hen lavar d’eomp sklear ha freaz.

Mes, penaoz e c’hoarvezo ann dra-ze ? N’eo ket diez her c’houmpren. Seulvui a vadou a ve lakeat etre ho taouarn, seulvui e c’heller gortoz diganeoc’h. Mab Doue o veza eta deuet he unan da gelenn ann dud, neb a rai skouarn vouzar a vezo goasoc’h he bec’hed eged hini ar re a jome guechall heb selaou ar batriarchet hag ar bropheted. Diskuezet en deuz d’ar bec’herien he holl vadelez ; ho gervel gant douzder hag ho gourdrouz tro ha tro, pep tra en deuz great evitho. O kenderc’hel enn ho dallentez ez int eta pennou kalet, ha dourn Doue a guezo pounneroc’h varn’ho. E leac’h beza ho Zalver, Jezuz a zo evitho, hervez komz sant Paol, ar garrek a vruzuno kement a iel da stoka outhi. Hogen, eur moraer a ve brevet he vag ouz ar reier, eunn den a ve kuezet divar eur mean ruill bennag ne dleont tamall nemetho ho-unan ; rak d’ezho oa taoler evez ouz ho hent : diskiant e ve ive ar pec’her oc’h en em glemm euz ann Aotrou Doue, pa vezo skoet didruez evit beza gual implijet grasou ann env.

Eur c’hleze, eme Simeon, a dreuzo kaloun ar Verc’hez. Bez’ e devoa dija, ar vamm baour, tanveat kalir he mab benniget. Pa gavaz dor zarret aberz bourc’hizien Bethleem, pa oue ret d’ezhi tremen ann noz enn eur c’hraou ha genel he c’hrouadur e mesk al loened, he melkoni a oue braz a dra zûr. Koulzgoude laouenedigez e devoa ive o klevet kantikou ann Elez, o velet ar bastored diredet raktal da zaoulina dirag ho Zalver. Ia, daoust mac’h anaveze kement a ioa da c’hoarvezout hag ar maro kriz en divije da c’houzanv, bete henn e c’helle, eur pennadig bennag da vihana distrei he spered dioc’h eur zonj ken ankeniuz. Mes,hiviziken komsou Simeon o chom evel skrivet er beo euz he c’haloun, a rai anezhi eur verzerez.

Pa ziguezaz gant he bugel enn Ejypt, pell dioc’h dourn ann treitour Herodez, p’her c’havaz enn templ o skolia ann doktoret, pa zeuaz ar bobl d’hen digemeret enn eur gana meuleudi ha mil bennoz d’ann hini a ioa digaset a berz Doue, piou na gredfe e tridaz ar Verc’hez gant joa ? Siouaz ! sonjal a rea klevet bepred mouez Simeon, o lavaret d’ezhi : « Oc’h astenn buez ar c’hrouadur oc’h euz her miret evit brasoc’h tourmanchou ; ar re her selaou brema gant plijadur hen tamallo da veza eur gaouiad hag eunn troumpler ; ar Iuzevien, heb dale, a c’houlenno e ve staget ouz ar groaz. » Hag ar zonj-ze a ioa aoualc’h evit he beuzi enn eur mor a enkrez.

Eaz eo gouzout e devoue c’hoaz goasoc’h rann-galoun pa velaz he mab dispennet gant ar fouetou, kurunet a spern, hag o tougen he groaz ; pa glevaz trouz ar morzol var ann tachou a doulle he zaouarn hag he dreid, ha pa varvaz erfin dilezet gant he ebestel, ha goapeat gant ann holl. Petra bennag ma lezaz ar vourrevien he buez gant ar vamm baour, peb unan a anzavo e c’houzanvaz eharz ar groaz eur verzerinti skrijuz. Ia, he c’haloun a oue, e guirionez, treuzet gant eur c’hleze a c’hlac’har.

Ar Verc’hez Vari e deuz bet da herzel ouz poaniou hag enkrezou spountuz, hi koulzgoude a viskoaz ha bepred dibec’h ! Ha me pec’her am be c’hoant beza espernet er bed-ma hag er bed-all ?

Mab Doue a zo deuet evit silvidigez ann holl ; hag evelato kalz tud, abalamour d’ezhan, a vezo kollet ha goasoc’h barnet. Ia, ma ne lakaan he c’hrasou da dalvezout ervad, oa guell dinn n’am bije morse hen anavezet.

O, va Zalver, grit d’inn eta senti ouz ho lezenn, m’am bezo perz er baradoz oc’h euz prenet evidon. Evel-se-bezet-great.


————





EVIT GOUEL AR ROUANED
(Sant Vaze, Ch. ii.)


————


Jezuz o veza eta ganet e Bethleem, er Judee, enn amzer ar roue Herodez, setu rouaned euz ar Zao-Heol o tont da Jerusalem hag o lavaret : E pe leac’h ema ar roue zo ganet d’ar Iuzevien ? Rak ni on euz guelet he steredenn e tu Sao-Heol hag a zo deuet d’hen adori. Pa glevaz ann dra-ze, Herodez ha ganthan Jerusalem holl a oue nec’het braz. O c’hervel eta holl brinsed ar veleien hag ann dud desket euz ar bobl, e c’houlennaz outho e pe leac’h e tlie ar C’hrist genel. Ar re-ma a lavaraz d’ezhan : E Bethleem, er Judee ; rak skrivet eo gant ar prophet : Ha c’hui Bethleem, e douar Juda, n’hoc’h ket ann distera e touez keariou ar vro-ze ; rak, ac’hanoc’h e teui ann hini a vezo e penn Israel, va fobl, ouz her bleina. Neuze, Herodez, o veza galvet ar rouaned a gostez, a boaniaz da c’houzout digantho pe vare oa en em ziskuezet d’ezho ar steredenn ; ha goude ho c’hasaz da Vethleem : It, emezhan, ha grit enklask piz divarbenn ar bugel ; ha p’o pezo her c’havet, kemennit d’inn, ma c’hellinn me ive mont d’hen adori. Goude beza klevet kement-ze, ar re-ma a ieaz enn hent. Ha setu ar steredenn o devoa guelet e tu Sao-Heol, o vont adarre enn ho raok, beteg ma chomaz a zav pa oue diguezet a zioc’h al leac’h m’edo ar c’hrouadur. Pa veljont ar steredenn e oueut karget a joa. Hag o vont enn ti e kavjont ar bugel gant Mari, he vamm, hag e taoulinjont evit hen adori. O veza neuze dispaket ho zenzoriou e kinnigchont dezhan e prof aour, ezans ha myrh ; hag evel m’o devoa bet epad ho c’housk difenn da zistrei beteg Herodez, ez ejont dre eunn hent all d’ar gear.


Senti ouz mouez Doue.


Ar rouaned-ma a ro meur a gentel d’ar gristenien ; mes, kaout a reomp ennho, dreist pep tra, eur skuer a zentidigez evit deski d’eomp selaou mouez ann Aotrou Doue, bep vech ma teu d’hor c’helenn pe dre ar sklerijenn euz ar c’hras, pe dre gomsou ar re en deuz karget da zeski d’eomp hent ar baradoz.

Sentidigez ar rouaned a oue prount ha paduz.

Kentre m’ac’h anavezont er steredenn ar merk euz ginivelez Hor Zalver, setu hi o tiblas. Klevit petra a lavaront da Herodez ha d’ar Iuzevien : Vidimus… et venimus, guelet on euz… hag omp deuet. Dale ebet. Koulzgoude n’oa ket diez d’ezho kaout digareziou da jomm er gear : Mont keit all a dreuz broiou el leac’h ne c’houzont hent ebet ! Beachi e kreiz ar goanv ! Dilezel ho rouanteleziou ha beza kement a dud hag a draou enn ho c’harg ! Kimmiada ken trumm diouz ho c’herent, ha marteze n’ho guelint mui ! Petra a vezo lavaret divar ho fenn ? Ha mac’h en em dromplont gant ar steredenn-ze ? Perak da vihana ne gemerfent ket amzer d’ober ho zonj ? — E guirionez, kant ha mil guech tro a gavent da zale pe da jomm heb diblas a grenn, hag eur c’halz ac’hanomp-ni, a dra zûr, ne vijent ket en em lakeat enn hent. Mad, o c’hortoz eunn nebeut hebken, ann tri roue a ioa e danjer da veza kollet ; rak leac’h zo da gredi ne baraz ket pell-amzer ar steredenn burzuduz ; hag eur vech eat digantho ar sklerijenn digaset euz ann env, penaoz o divije anavezet ar Mabig Jezuz ?

Ar steredenn, eme ann doktoret, a zo eur skeud euz a c’hrasou Doue roet da bep den evit skleraat he spered, evit her bleina varzu ar baradoz. Eur brezegen a glevomp, eunn ali fur, eur skuer vad roet d’eomp, eur maro trumm pe eur gual darvoud diguezet enn hor c’hichenn a sko eunn taol enn hor c’haloun. Setu ar steredenn o para hag o tiskuez ann hent. Kerzomp buhan avad ; rak ar goulou ne bado ket pell marteze : hag o veza chomet enn devalijenn dre hor leziregez, ni a en em gollo. Nag a dud, siouaz d’ezho, a zo kuezet enn ifern abalamour m’o deuz sarret ho daoulagad ouz sklerijenn ann env, o lavaret : divezatoc’h, divezatoc’h !

Diblas zo eunn dra gaer ; mes, ret eo ouspenn kenderc’hel da vale ehun petra bennag a zeufe da glask hon tistrei. Sentidigez ar rouaned a oue paduz : koulzgoude n’eo ket enkrez a vankaz d’ezho. E kichenn Jerusalem, ar steredenn a guzaz. Pe du troi hiviziken ? Pa’z eo guir e klaskont ar roue nevez ganet, n’oufent ober guell eged mont da balez Herodez. Mes, nag hema na tud he di n’o deuz klevet hano euz ar c’hraouadur. Brema eo sklear aoualc’h int faziet. Petra rafent nemed mont d’ar gear ? Nann, nann, ne argilont ket evit kement-ze holl. Ho goulennou a ra da Herodez ha da Zoktoret al lezenn sellet ouz levriou ar bropheted hag anaout eo deuet ar mare evit ar Mesias da c’henel e kearik Bethleem. Neuze ar rouaned a ia enn hent adarre ; ha, dre eur burzud a vadelez Doue, setu ar steredenn ive o para dirazho hag ouz ho c’has beteg al leac’h m’edo ar bugel.

Ama avad e c’helfent beza nec’hetoc’h eged biskoaz. Eur roue eo a glaskont : hag ar steredenn zo chomet azioc’h eul lochennik paour ! Mont a reont ebarz evelato hag e kavont eur c’hrouadur astennet var eunn dournad plouz. Var he dro n’euz na tud a lez na servicherien ; den ebet nemed ar Verc’hez he vamm. Daoust hag hennez eo ann hini a gomze ar bropheted anezhan ? Piou a gredfe en deuz Doue lakeat eur steredenn nevez da bara evit eur bugel ken dister ? Mad, ann tri roue n’o deuz difizians ebet. Kueza a reont raktal d’ann daoulin, o poket gant karantez da dreid ar Mabig Jezuz ; ha goude-ze e kinnigont d’ezhan traou a briz deuet gantho euz ho bro. Erfin, e leac’h mont da gaout Herodez a glaske lakaat Hor Zalver d’ar maro, hor beachourien, kelennet gant eunn eal, a ieaz dre eunn hent all d’ar gear.

Stang eo ar gristenien henvel ouz ar rouaned kalouneg-ze ? Anzao a rit-hu ho feiz dirag ar re n’o deuz ket ar memez kredenn ganeoc'h ? N’oc’h euz ket aoun da veza goapeat gantho ? Ma paouez ann Aotrou Doue d’ho ren dre ann dourn, ma ve ret d’ehoc’h evel d’ar rouaned pa guzaz raktal ar steredenn, klask hoc’h hent eur pennadik, n’emaoc’h ket o fal-galouni ? Pa velit ho Salver dilezet ha paour, paour ive he zervicherien, ne deu ket ho feiz da laoskaat ? He anaout a rit evelato evit ho mestr hag ho roue ? Pa oc’h euz her c’havet, ma lavar d’ehoc’h kemeret eunn hent all, senti a rit evel ar rouaned santel ?

Evit guir, ïoul ann treitour Herodez oa lamet he vuez digant Jezuz. Mes, eur c’halz euz ann dud a zarempredit a zo goest ive da laza Doue enn ho kaloun, oc’h ober d’ehoc’h koll he c’hras hag he garantez. Tec’hit eta divar ann hent milliget-ze !

Pedenn. — O va Zalver, p’am euz bet ann eur-vad d’ho kavout dre ar feiz, grit d’inn beva ha mervel tost d’ehoc’h, evit m’ho kuelinn eunn deiz e sklerijenn ar baradoz ! Evel-se-bezet-great.






AR ZUL KENTA GOUDE AR ROUANED
(Sant Lukas, Ch. ii.)


————


Pa oue Jezuz daouzeg vloaz, Joseph ha Mari eat da Jerusalem evel m’oant boazet, evit ar gouel, a zeuaz kuit goude m’oa echu, hag ar c’hrouadur a jomaz e kear heb gouzout d’he dud. O kredi ez edo er goumpagnunez e rajont eunn devez bale. Neuze her c’hlaskent etouez ho c’herent hag ho anaoudegez ; hag evel n'her c’havent ket e tislrojont da Jerusalem, oc’h ober enklask anezhan. Ha setu abenn tri devez her c’havjont enn templ azezet e kreiz ann doktored ouz ho zelaou hag oc’h ober goulennou outho. Kement hini her c’hleve a ioa souezet euz he furnez hag euz he gomsou. He gerent a oue sebezet ive ouz he velet eno. Hag he vamm a lavaraz d’ezhan : Va mab, penaoz oc’h euz great kement all d’eomp ? Ho tad ha me a ioa nec’hed maro ouz ho klask. Evithan a lavaraz d’ezho : Petra oa d’ehoc’h va c’hlask ? Ne c’houiec’h c’hui ket eo ret d’inn en em rei d’ar pez a zell ouz va Zad ? Hi ne goumprenchont ket ar gomz a lavare d’ezho. Diskenn a reaz gantho evit mont da Nazareth, hag outho e sente. He vamm a zalc’he ann traou-ze holl enn he c’haloun. Evit Jezuz o kreski e furnez hag enn oad a blije ive muioc’h-mui da Zoue ha d’ann dud.


Jezuz dianket e Jeruzalem.


Ouspenn senti ho-unan ouz lezenn Moïzes o vont d’ann templ evit ar goueliou, Joseph ha Mari a gase gantho ar mabig Jezuz. Koulzgoude ne oa c’hoaz nemed daouzeg vloaz, ha Nazareth a ioa pell braz dioc’h Jerusalem. Pebez kentel evit ar gristenien a zo ken dieguz da vont d’ho iliz parrez, ha ken lezireg da gas ho bugale d’ann ofisou var zigarez ma vez eur pennadig hent da ober !

Mad, petra bennag ma reant ho dever, Doue a zigasaz evelato kroaz hag enkrez d’ann daou bried santel. Koll a rejont Jezuz ! Mes, kement-ze a ziguezaz evit rei tro d’eomp da zeski gantho penaoz klask hag e pe leac’h kaout Jezuz ; rak ni ive a c’hell her c’holl, hag her c’holl a reomp e guirionez, re aliez siouaz !

Koll a rer Jezuz dre ar pec’hed.

Deiz hor badiziant oamp deuet da veza templ ar Speret-Santel ; pe, evit lavaret mad, tri fersoun ann Dreindet a ioa o chomm ennomp beteg m’omp kuezet er pec’hed marvel. Mes, Doue a dec’h diouzomp raktal m’on euz roet lojeiz d’he enebour, hag ann drouk-spered neuze a ziazez he gador enn hor c'haloun. E leac’h eunn tad a ioa holl santelez hag holl karantez, setu kemeret ganeomp eur mestr fallagr ha didruez.

Da heul gras ann Aotrou Doue on euz kollet ive ar baradoz ; rak evit mont da velet Jezuz e rouantelez ann env, eo ret derc’hel mad d’ezhan var ann douar. Pebez koll on euz great eta, siouaz d’eomp ! ha koulzgoude eleiz a gristenien ne ziskuezont enkrez ebet a gement-ze.

Maro eunn tad, eur vamm, eur breur pe eur c’hoar ; maro eur pried pe eur bugel ho laka da skuill daelou c’huero ; eur barrad klenved, eur c’holl enn ho madou pe eur gual darvoud all bennag a ra d’ezho guela dourek ; mes, ne reont vân ebet evit beza kollet Jezuz hag he varadoz. Penaoz koumpren henvelep dallentez ? Ret eo ne zonjfent ket e pe stad en em gavont.

Evit ar Verc’hez ha sant Joseph a zo glac’haret holl pa velont n’ema ket Jezuz enn ho c’houmpagnunez. Abalamour da ze e tistroont raktal var ann hent, oc’h ober goulenn anezhan e peb leac’h, ha ne baouezint ken n’o devezo her c’havet. Kemerit skuer dioutho, pec’her paour. Buhan ha buhan klaskit Jezuz ; rak ma n’her c’havit araok mervel, n’her c’hefot birviken. Ar maro a deu evel eul laer, pa vezer nebeuta var c’hed ; ha m’ar bezit skoet ganthan enn ho pec’hed, setu c’hui taolet pell diouz Doue evit ato.

Mari ha Joseph a oue tri devez o klask hor Zalver ; mes, ne falgalounent ket. Marteze e vezo ret d’ehoc’h ive poania eur pennadik araok kaout Jezuz adarre. Seul belloc’h e vec’h tec’het diouthan dre ho tizurziou, seul hirroc’h hent oc’h euz da ober abarz diguezout etre he zivreac’h karantezuz. Tevalijenn vraz zo enn dro d’ehoc’h ; hag ann drouk-spered a rai guasa ma c’hello evit ober d’ehoc’h kemeret aoun ha difizians. Mes, n’her selaouet ket. En em lakit ato enn hent ; hag, a veac’h ma viot diblaset, c’hui a velo ho Salver o tont davedhoc’h gant holl douzder ar pastor mad ; ma’r be ezomm ho kemero var he ziou skoaz evit ho tougenn d’ar gear.

E peb leac’h e c’heller koll Jezuz ; her c’haout a c’heller ive e peb leac’h. Heb gortoz ma’z afec’h d’her c’hlask aliez guech e tremen a dost d’ehoc’h hag e teu d’ho kervel, enn noz koulz hag enn deiz. Eur plas zo koulzgoude, choazet ganthan evit chom enn hon touez, ann iliz. Mari ha Joseph a gavaz Jezuz enn templ. C’hui ive, pec’her keaz, her c’havo enn iliz, e kador ar binijenn. Kerzit eta d’en em dizamma euz ar beac’h pounner a zougit. Gant ar pec’hed, taolit ann drouk-spered e meaz hoc’h ene, ha Jezuz e zeui adarre davedoc’h. Ma’r be braz ho klac’har ha nerzuz ho karantez, e rai d’ehoc’h tanva, mui eged biskoaz. al levenez a gaver o veva unanet ganthan.

N’eo ket ar pec’hed hebken a ra d’hor Zalver pellaat diouzomp. Joseph ha Mari a ioa didamal e peb giz. Heb beza great pec’hejou braz, ann ene kristen a c’hell ive avechou en em gavout evel dilezet gant Doue ; ha setu ama perak kement-ze. Pa vez Jezuz ganeomp, eme levr ann Imitasion, pep tra a zo eaz ; mes, neuze ive hon oberou ha pedennou o deuz nebeut a dalvoudegez ; ha marteze c’hoaz ne zalc’homp d’ezho nemed abalamour d’ar blijadur a gavomp ouz ho ober. Hogen Doue a c’hoanta hor santelaat ha gouzout piou a labour dre garantez evithan. En em guzat a ra eta ouz he grouadur ; ha neuze ann ene paour a zo enn eur zec’hor ankeniuz. Ma kendalc’h evelato da vale var hent rust ar zantelez, e tiskuezo beza servicher kalounek, hag e c’hounezo ar gaera kurunen. O tarempred ann iliz, o pedi aketuz eharz treid ann aoteriou e kavo adarre Jezuz, hag e kerzo a nevez gant joa varzu ar baradoz.

Pedenn. — O va Zalver, ma teufe d’eomp ho koll dre ar pec’hed pe dre ar zec’hor a ziguez avechou gant ho kuella mignouned, grit m’ho klaskimp evel Joseph ha Mari ; ha goude beza ho kavet, ra jomimp unanet ganehoc’h a hed hon holl buez. Evel-se-bezet-great.





ANN EIL SUL GOUDE AR ROUANED
(Sant Iann, Ch. ii.)


————


D’ar mareou-ze e oue eunn dimezi e Kana er Galilee ; Mamm Jezuz a ioa enn eured, ha Jezuz he unan gant he ziskibien a oue pedet ive da leina. Ar guin a vankas ; ha mamm Jezuz a lavaraz d’ezhan : N’o deuz ket a win. Ha Jezuz a respontaz dezhi : Maouez, petra zo etrezoc’hui ha me ? Va amzer n’eo ket deuet c’hoaz. He vamm a lavaraz d’ar zervicherien : Grit kement a lavaro d’ehoc’h. Hogen bez’ oa eno c’huec’h laouer vean da voalc’hi hervez giz ar Iuzevien ; daou pe dri muzul a iea e peb hini anezho. Jezuz a lavar d’ar zervicherien : Leuniit al laouerou a zour. Hag ho lakajont reaz. Ha Jezuz a lavar d’ezho : Tennit aleze brema ha kasit d’ann hini a emell euz ar pred. Hag e kaschont. Mes, kentre m’en devoa tanveat ann dour troet e guin, heb na c’houie a be leac’h e leue, (ar zervicherien avad a c’houie rak hi o devoa tennet ann dour) hema a c’halv ann den nevez bag a lavar d’ezhan : Ann holl a ro ar guin mad da genta, ha pa vez evet aoualc’h dija e servichont disteroc’h ; evidoc’hui oc’h euz miret ar guin mad bete vrema. Hennez eo ar c'henta euz a vurzudou Jezuz, hag a oue great e Kana, er Galilee ; evel-se e tiskuezaz he c’hloar, hag he ziskibien a gredaz enn’han.


Eured Kana. — Ann dimeziou.


O klevet ar pez a gaver enn Aviel hag e liziri sant Paol divarbenn ar guerc’hezet, hiniennou o deuz kredet oa pec’hed dimezi. Koulzgoude ret eo beza diskiant evit lavaret kement all pa velomp Hor Zalver o lezel gant he Iliz eur zakramant evit rei d’ar priejou kristen ar grasou o deuz ezomm. Hag, ouspenn ann testeni-ze a dlie beza sklear aoualc’h d’ann holl, ar gentel lennet hirio a ziskuez d’eomp ive ne gave Jezuz abeg ebet enn dud a c’hoanta dimezi ; rak, ma vije bet eunn drouk, a dra zûr, ar Verc’hez hag he Mab ne vijent ket eat d’ann eured-ze.

Doue, eme ar Skritur Sakr, en deuz lezet ann den enn he ziviz. Dimezi, pe chomm dizemez er bed ; mont da veleg, da vanac’h pe da leanez, great pep hini hervez ma kavo guella. Evelato arabat eo sellet hebken ouz ann eazamant pe ar blijadur o pefe enn eur stad kent eged enn egile, mes evesait dreist pep tra evit gouzout dre be hent e vec’h sura da ziguezout er baradoz. He iec’hed, he zeskadurez, plegou he gorf hag he spered a verko da bep unan ar stad a zere outhan ; rak n’omp ket holl great er memez gabari, ha petra bennag ne fell ket da Zoue hor c’has du-ma pe du-hont eneb d’hor bolontez, evelato hor galv kentoc’h da eur stad eged d’eunn all ; ha ma kemeromp ann hini a blij d’hor c’hrouer, e kavimp enn nebeutoc’h a drubuill ha muioc’h a c’hrasou evit ober hor silvidigez. Talvouduz braz eo eta gouzout da betra omp galvet ; ha raktal ma vez deuet enn oad da choaz eur stad a vuez, pep kristen fur a dle poania da anaout bolontez Doue.

Mes, klevit petra lavar d’eomp ar Spered-Santel : « Na fiziit ket var ho skiant hoc’h unan (Prov.,iii)… kemerit ato kuzul digant eunn den gouiziek bennag. » (Tob., iv. 19). Ma’r d’eo ret heulia ar gentel-ze e peb mare, var gement-ma, sûr aoualc’h, euz muioc’h eged biskoaz ezomm d’hen ober.

Digant piou orbezo sklerijenn ? Digant Doue da genta ; hag abalamour da ze e tleomp her pedi stard hag aliez. Eur c’hrouadur pe eunn den iaouank kristen a c’houlenno ive ali he dad hag he vamm ; mes, evithan ne vezo netra c’hreat nemed var ger ar c’honfesour en deuz karg d’her bleina. Dioc’h ar pez a anavez euz hor buez tremenet, hennez peurvuia a c’hell barn petr’ e vezimp enn amzer da zont, ha lavaret e pe hent e vezo easa d’eomp ober hor silvidigez.

Goude m’oc’h euz anavezet bolontez Doue, lakit evez da zenti outhan. Ma sonj d’ehoc’h beza galvet da stad ar briadelez, guelit c’hoaz piou da gemeret, rak braoc’h eo beva gant ann eil eged gant egile. E koumpagnunez tud vad e chommer fur, e gual goumpagnunez en em goller. (Ps.17.) Rak-ze ar gerent a dle ive dioual da zellet re ouz ar madou ha da veza kaoz d’ho bugale d’ober eunn dimezi fall.

Ar vrud-vad hag ar furnez
A dalv hirroc’h eged danvez.

Petr’a c’hounezo ho mab hag ho merc’h o kaout berniou arc’hant, ma’r bezont evel enn eunn ifern var ann douar, hag e tro c’hoaz da veza daonet siouaz d’ezho ?

Evidoc’hui tud iaouank o vont er bed, goude m’o pezo great eur choaz mad ha fur, kemerit skuer dioc’h ann daou bried a gomser anezho enn Aviel hirio. Pedit Jezuz hag he Vamm zantel d’hoc’h eured, da lavaret eo, en em lakit e doare da blijout d’ezho o kempenn hoc’h ene dre eur gonfesion vad. Ma’r bez ar pec’hed marvel enn ho kaloun pa resevit sakramant ar briadelez e reot eur zakrilach, hag e leac’h kaout ar grasou oc’h euz ezomm evit miret holl deveriou ar stad-ze a zo ennhan kalzik poan a gorf koulz hag a spered, e lakeot malloz ann env da ziskenn varnoc’h ; ha penaoz e ve guir euruzdet enn eunn tiegez diazezet var droulans ann Aotrou Doue ?

Deiz hoc’h eured klevit ann oferen gant eur feiz beo, hag en em ziouallit diouz ann dizursiou ker stank brema etouez ar gristenien. Evit ann dud a zo pedet da leina, mirit ive, mar gellit, n’en em daolfent d’ar vesventi ha d’ann ebatou diskiant goest da bellaat diouzoc’h Hor Zalver hag he vennoz oc’h euz goulennet dre bedennou ar beleg.

Ma veler hirio kement a briejou a zo evel merzerien ann eil gant egile, eo abalamour n’o deuz ket heuliet ann aliou-ze araok ha goude dimezi.

Pedenn. — O va Doue, pa’z eo guir ne gaver ar peoc’h hag ann euruzdet nemed o senti ouz ho polontez santel, diskuezit da bep kristen ann hent oc’h euz merket evithan, ha grit d’ezhan beva hervez lezennou ar stad-ze. Evel-se-bezet-great.

Taolit evez. — Pa ziguez Pask abred, e vez nebeutoc’h a zuliou etre ar Rouaned hag ar Septuajesim, ha dre-ze ive muioc’h a zuliou etre Pantekost hag ann Azvent. Mac’h erru ar Septuajesim goude ann eil, ann trede, ar pevare pe ar pempved sul varlec’h ar rouaned, ar c’henteliou lezet neuze a gostez, a gavo ho flas etre ann trede hag ar pevare sul varn’-nn-ugent goude Pantekost.





ANN TREDE SUL GOUDE AR ROUANED
(Sant Vaze, Ch. viii.)


————


Jezuz o veza diskennet divar ar menez, eunn niver braz a dud a ieaz var he lerc’h ; ha setu eunn den lor o tont ive hag ouz Hen adori enn eur lavaret : Aotrou, ma’r fell d’ehoc’h c’hui a c’hell ma farea. Ha Jezuz oc’h astenn he zourn varnezhan a lavaraz : Falvezout a ra d’inn, bezit pare. Ha raktal en em gavaz pare diouz he glenved louz. Diouallit, eme Jezuz d’ezhan, na lavarfec’h ger da zen ebet ; mes, it, en em ziskuezit d’ar beleg, hag evel m’eo kemennet gant Moizez, roit ar prof a vezo eunn testeni evitho. Hor Zalver o veza eat goude e kear Kapharnaum, eur c’hantdener a dosteaz outhan enn eur ober ar bedenn-ma : Aotrou, va mevel, er gear, a zo seizet he izili hag a c’houzanv poan griz. Mad, eme Jezuz d’ann den-ze, me a ielo hag a rai d’ezhan ar iec’hed. Hag ar c’hantdener da lavaret adarre : Aotrou, ne veritan ket e teufec’h d’am zi ; mes, lavarit eur gomz hebken, ha va zervicher a vezo pare : rak, me zo eunn den dindan galloud re all, ha soudardet ive dindanhon ; ha koulzgoude e lavaran da he-ma : kea, hag ez a ; d’egile : deuz, hag e teu ; d’am zervicher : gra aon dra-man, hag her gra. Souezet o klevet kement all, Jezuz a lavaraz d’ar re a ioa ouz he heul : E guirionez m’hen lavar d’ehoc’h, n’am euz ket kavet ker braz feiz e Israël. Lavaret a ran d’ehoc’h ive : kalz tud a deui euz ar Sao-Heol hag euz ar Chuz-Heol da azeza gant Abraham, Izaak ha Jakob e rouantelez ann env, e leac’h bugale ar rouantelez-ze a vezo taolet e meaz, enn devalijen ; eno e vezo guelvan ha skrignadeg dent. Goude, Jezuz a lavaraz d’ar c’hantdener : It, ha ra vezo great d’ehoc’h hervez m’oc’h euz kredet. Hag ehun d’ar mare-ze, ar mevel en em gavaz pare.


Ann den lor. — Ar pec’hed marvel.


Evit kaout eur plaa didrouz da gelenn he ebestel hag ann dud diredet a bep leac’h d’he glevet, Jezuz a ioa pignet gantho var eur menez. Eno, enn eur brezegenn hirr ha kaer e tisplegaz dirazho ar peb vrasa euz he lezenn zantel. O tiskenn ac’hano eo e kavaz var he hent ann den lor a zo hano anezhan enn Aviel hirio, hag a oue pareet raktal. Prestik goude e roaz ive ar iec’hed da vevel ar c’hantdener ; mes aoualc’h e vezo d’eomp, er gentel-ma, komz euz ar burzud kenta hebken.

Al lornez zo eur c’hlenved spountuz a ioa hag a zo c’hoaz stank er broiou tomm. Aliez e klevomp hano anezhan e lizeri Breuriez ar Feiz. Mad, hervez doktored ann Iliz, ar pec’hed marvel ha dreist holl ar pec’hed mezuz, a zo henvel ouz ar c’hlenved-ze hag a ra d’ann ene beza er stad heuzuz ma vez lakeat ar c’horf gant al lornez. Hogen hema : 1° oc’h en em zila er goad a ra d’ezhan trenka ; 2° a c’holo ann izili euz eur guiskat breinadurez ne c’hell den sellet outhan ; 3° a stag buhan diouz ann eil enn egile, hag abalamour da-ze neb zo skoet ganthan a dle chomm diaveaz ar c’heariou, pell dioc’h ann dud all. Guelomp ha n’ema ket ann holl droug-ze oc’h heul ar pec’hed.

1° Oc’h en em zila er goad, ar c’hlenved lor a zizec’h eienen ar vuez. Ar pec’hed marvel ive a laz ann eneou. « Me eo ar vinien, a lavar Hor Zalver, ha c’hui zo ar skourrou. Eur skour distaget diouz ar c’hef a zeu buhan da zizec’ha. C’hui ive a varvo ma ne jomit stag ouzinn dre ar garantez. » Hogen ar pec’hed hon distag diouz Doue oc’h ober d’eomp koll he c’hras hag he vignoniaj. E c’helfe c’hoaz ar pec’her, hervez komz sant Iann, kaout tres eunn den beo ; mes, maro eo e guirionez. Nomen habes quod vivas, et mortuus es. (Apoc., iii. 1.) Sellit mad outhan. Ma’r kendalc’h er stad-ze, c’hui her guelo, heb dale, dishenvel braz dioc’h ar pez ma’z oa kent. He spered tenvaleat ne anavez mui sklear aoualc’h hent ar baradoz. Ne oar kalz pe du en em drei. Ann traou a rea guechall gant plijadur, evel pedi noz ha mintin, selaou komzou Doue, heulia ann ofisou, mont da govez ha da zakramanti, n’ho gra hiviziken nemed gant diegi ; abarz nemeur ho dilezo agrenn. N’en em blij mui e koumpagnunez he gerent hag ann dud fur. Eleac’h beza seven evel aziaraok c’hui a gavo peurvuia tenval he benn. Kaloun vad en devoa ; karout a rea ober aluzenn ha sikour he nesa ; ha setu hen deuet kriz ouz ar paour ha didruez ouz ann holl. Ne c’houlenn ha ne glask nemed maga he dechou milliget. Tizet eo eienen ar vuez pe n’eo ket ? Evidon-me a lavar eo dizec’het neat ann ene paour-ze.

2° Dem-henvel ouz ar c’hrign-beo oc’h euz guelet avechou enn eur gouli bennag, al lornez a zispak var izili ar c’hlanvour keaz eur guiskat breinadurez ken na c’hell den sellet outhan. Ar guel hebken anezhan a ra heuz d’ann holl. Mad, eunn ene taget gant ar pec’hed marvel a zo ive goloet euz eul louzdoni skrijuz. Evit guir, hon daoulagad-ni ne dizont ket beteg eno. Ne velomp ket doare spountuz eunn ene e stad a bec’hed, mui eged na reomp gened eunn ene santel, a zo holl enn diabarz. Omnis gloria ejus ab intùs, eme ar roue David. Mes ann Aotrou Doue a lenn e plegou ar goustianz. Ne oar pe leac’h kaout hanoiou kaer aoualc’h evit diskuez he garantez e kenver eunn ene chomet neat ha dibec’h. He galoun o tridal gant levenez, e lavar d’ann ene-ze evel d’ar Verc’hez he-unan, ar c’homsou dudiuz-man : « Deuet, va muia-karet, deuet ma lakinn var ho penn eur gurunenn lugernuz. » Templ eo d’ar Spered-Santel, ann elez o deuz ec’hiz avi outhan. Mes, a veac’h m’eo kuezet er pec’hed marvel, setu lakeat varnhan siel ann ifern, ha diazezet ennhan kador ann diaoul. Netra ken heuzuz dirag daoulagad ann Doue teir guech santel. Var eunn henvelep planeden, peb kristen mad a gav tro da skuilla daelou c’houero.

3° Erfin, ar c’hlenved hudur a stag buhan euz ann eil enn egile, hag abalamour da ze, hervez al lezenn, neb a ioa skoet ganthan a dlie chomm diaveaz ar c’heariou, pell diouz ann dud all. Perak, siouaz, n’euz ket ive ganeomp-ni lezennou da bellaat diouz ar guir gristenien kement hini a lez ar pec’hed vil da gaillara he galoun ! Rak, goasoc’h eged ar vosen, he-ma en em astenn e berr amzer dre ann tiegez, ar gear pe ar barrez penn-da-benn. Ann tech milliget-ze ne jomm ket pell kuzet enn diabarz. E c’hiz ma sav eunn ezen fall divar eur stankenn vrein bennag, evel-se ive euz ann ene louz e teu dre ar c’homsou hag oberou eur c’huez pounner ha noazuz. Rak-ze e lavar d’eomp ar Spered-Santel pellaat diouz ar pec’her-ze evel ma rafemp diouz eunn aer pe eur zarpant. Bilim ar re-ma oc’h en em zila er goad a c’hell rei ar maro ; koumpagnunez eunn den fall ne zale ket da laza ann ene.

Eveseat o p’oa c’hui betehenn ouz ar c’henteliou-ze ? Sonjal a reac’h eo ar pec’hed marvel, ha dreist holl ar pec’hed vil ho prasa enebour ? Grit hirio eur zell ouz ho koustianz ha mac’h en em gavit taget gant ar c’hlenved heuzuz-ze, it, evel ann den lor, da gaout Hor Zalver, kovesait ho pec’hejou gant glac’har ha fizianz, ha Jezuz ive ho pareo. Evel-se-bezet-great.





AR PEVAKE SUL GOUDE AR ROUANED
(Sant Vaze, Ch. viii.)


————


Jezuz o veza pignet enn eur vag, he ziskibien hen heuliaz. Ha setu dirollet var ar mor eur barr-amzer spountuz ken na veze goloet ar vag gant ann tarziou. Koulzgoude Hor Zalver a ioa kousket. He ziskibien avad a dostaaz outhan hag hen dihunaz o lavaret : Aotrou, hor saveteit, mont a reomp da goll. Ha Jezuz a lavaraz d’ezho : Perak oc’h euz aoun, tud laosk a feiz ? O sevel neuze e kemennaz d’ann avel ha d’ar mor ; hag ann amzer a deuaz sioul braz. Souezet holl, ann dud a ioa eno a lavare : Piou eo he-ma pa zeu ann avel hag ar mor da zenti outhan ?


Ann tentasionon.


Hervez ann Tadou Santel, er gentel-ma ar mor a zo eur skeud euz hor buez var ann douar, ar vag eo ann ene kristen, hag ar gual amzer a verk ann tentasionou a zeu ken aliez da stourm ouz pep hini ac’hanomp. Deskomp eta gant ann ebestel petra on euz da ober evit miret n’ez afemp da goll.

Evit tentasionou or bezo sûr, epad hor iaouankiz, e kreiz hor brud, ha beteg er gozni. Ann enebour ne espern ket ann eil mui eged egile. Ann hardisegez en devoue, diouz a lennomp enn Aviel, d’en em gemeret ouz Hor Zalver he unan, o tispaka dirag he zaoulagad madou hag henoriou evit ober d’ezhan kaout avi outho. Penaoz eta e vemp-ni lezet e peoc’h ? Ar venac’h hag al leanezed enn ho c’houenchou a vezo, koulz ha tud ar bed, heskinet gant ar c’hik hag ann drouk-spered. Ia, goude ma vec’h tost da Zoue, ouz he bedi noz ha deiz, pe oc’h ober pinijennou kalet evel darn euz ar zent er c’hoajou, c’hui a vezo tentet. Jezuz a ioa er vag gant ann ebestel pa zirollaz varnho ar barr-amzer. O sellet piz e velimp memez eo ann eneou santel o deuz muia da c’houzanv ; ha kement-ze a zo ez aoualc’h da goumpren. Rak, Doue a fell d’ezhan kaeraat bepred kurunenn he zervicherien. C’hoant en deuz ive da c’houzout beteg pegeit ez a ho nerz kaloun. Meur a hini a lavar e ve joa gantho mervel evit ar feiz, ha pa dal emaint oc’h en em glemm raktal ma stourm eur boan bennag outho.

Bepred fur ha karantezuz, hon Tad euz ann env a fell d’ezhan anaout he vuir vugale hag ho diskuez d’ann holl, o rei d’ezho kroaziou da zougenn. Abalamour ma plijec’h da Zoue, eme ann eal da Dobii, oa ret d’ehoc’h beza trubuillet. Avechou ive, e leac’h skei gant he zourn he unan, e lez ann diaoul d’ober gual vuez d’eomp, evel ma reaz d’ann den santel Job ; hag ouz ann eneou mad eo en deuz ann drouk-spered muia kounnar. Pa gendalc’h eta d’ober brezel d’ehoc’h, bezit dienkrez, rak eur merk eo n’emaoc’h ket c’hoaz enn he rouejou. Ar chas, a lavar sant Fransez a Zal, ne harzont ket ouz tud ann ti, ha Satan ne jomm ket ive da goll he amzer varlerc’h ar re zo dija arrezet mad evit ann ifern ; ho lezel a ra da vont gant ann hent heb ober re a drouz d’ezho enn aoun na zigorfent ho daoulagad.

Mes, ma ne dleomp ket en em jala n’euz forz peger stank ha peger kasaüz e ve hon tentasionou, diouallomp na rofemp krav d’ann enebour ; rak, daoust ma’z eo kabestet gant Doue, evelato, eaz eo gouzout, neb a ielo el leac’h ma c’hell he jadenn tizout, a vezo taget ganthan ; ia, diskaret sur e vezimp ma kav ann tu varnomp. Mad, eleiz a gristenien en em daol etre skilfou ann diaoul. Penaoz kement-ze ? O tarempred gual goumpagnunez ; o lenn, o selaou pe o vont da velet traou hag a zo goest da loskaat ho feiz pe da gaillara ho ene ; o karet re ann dibri hag ann eva ; o veza lezirek da bedi ha d’en em zioual ouz ar pec’hejou veniel. Ne reont vân euz ann ali-man roet gant Hor Zalver d’he ebestel : Vigilate et orate : beillit ha pedit gant aoun na guesfec’h enn dentasion. Ho c’haloun o veza dinerzet holl, ann drouk-spered a zo hardisoc’h da zailla varnho, ha ne vezo ket diez d’ezhan ho zurpren pa n’emaint ket var evez.

Jezuz a ioa kousket pa zirollaz ar barr-amzer var bag he ziskibien. Guelet aoualc’h a rea evelkent ar pez a dremene, ha ne c’hortoze nemed eur gomz a berz ann dud-ma evit rei sikour d’ezho ; ar re-ma avad a vije bet beuzet sur aoualc’h paneved m’oa digor ho daoulagad gantho ha ma teujont da zihuna ho mestr. Evidomp-ni, hon difennour n’eo na moredet na kousket, non dormitabit neque dormiet, eme ar roue David.

Mes, petra bennag ma chomm bepred divorfil, evelato e c’houlenn beza galvet abarz astenn he zourn gallouduz d’hon harpa. Rak-ze, pe ez eo deuet ann dentasion d’hor c’hlask, pe ni a zo bet ken diskiant d’en em daoler dirazhi ac’hanomp hon unan, raktal ma klevomp ann avel o krozal, savomp hor mouez ec’hiz ann ebestel, o lavaret da Jezuz : Salva nos, perimus ; skoazell, aotrou, pe ni a zo kollet ! Ia, pa zav reuz gant hon techou fall, pa zeu Satan da c’hueza var ann eulven hudur a gaver memez e kaloun ar re zantela, neuze, heb gedal ma vezo dirollet neat ar brezel pe kroget ann tann guall, eo ret pedi Doue hag ar Verc’hez. Hor c’hlevet a raint, kredit mad, hag ann Tad karantezuz a ziredo ker buhan da ziframma he grouadur digant al loen didruez a ioa o vont d’hen lounka.

Mar grit evel-se, ann dentasion, ec’hiz a lavar sant Paol, a vezo talvouduz d’e-hoc’h ; kaeroc’h plas o pezo er baradoz. Lakit evez avad na zeufec’h d’en em huelaat evel m’o pe gounezet dreizoc’h hoc’h unan. Anavezit eo dre c’halloud ha madelez Doue oc’h euz trec’het ann enebour ; lavarit bennoz d’ezhan, evel m’eo dleet, hag e skuillo varnoc’h grasou nevez.

Mes, ne jomm ket atao ar gounid gant ann ene kristen. Avechou, siouaz, e tihun re zivezat, hag ema dija taget araok ma sonj trei he zaoulagad varzu ann env. Petra rai neuze ar pec’her paour ? Morse, da vihana ne dle falgalouni o tifiziout euz madelez Doue. Peger braz bennag e ve ar pec’hed, ann or a drugarez zo bepred digor keit ha ma’z omp beo. Mes, arabat eo d’ezhan ive chomm pell amzer er stad-ze gant aoun na zeufe ar maro d’her skei.

Var evez oc’h c’hui bet evit en em zioual ouz ann dentasion ? Pa’z eo deuet da stourm ouzoc’h, galvet oc’h euz buhan ann Aotrou Doue d’ho sikour ? Mar oc’h euz great evel-se, kendalc’hit. Ma vec’h bet lezireg, grit guelloc’h hiviziken. Evel-se-bezet great.





AR PEMPED SUL GOUDE AR ROUANED
(Sant Vaze, Ch. xiii.)


————


Rouantelez ann env, eme Hor Zalver d’ar bobl, a zo henvel ouz eunn den a hadaz greun mad enn he bark. Mes, epad m’oa kousket ann dud, he adversour a deuaz varlerc’h da hada dreok e mesk ar guiniz, hag a ieaz kuit. Pa oue savet huel ann ed ha deuet pennou varnhan, ann dreok a zispakaz ive. Ha setu servicherien ann tad a famill o tont da lavaret d’ezhan : Aotrou, n’o poa c’hui ket hadet greun mad enn bo park ? Penaoz ez euz eta dreok ennhan ? Hag hen a lavaraz d’ezho : Va enebour en deuz great-ze. Mad, eme ar zervicherien d’ezhan, c’hoant oc’h euz ez afemp da zastum ann dreok ? Nan, emezhan, gant aoun na zeufac’h enn eur zastum ann dreok da zisc’hrizienna ive ar guiniz. Lezit ann eil hag egile da greski beteg ann eost, ha d’ar mare-ze, me lavaro d’ann eosterien : dastumit da genta ann dreok ha grit hordennou anezho da zevi ; goude-ze kasit ar guiniz em grignol.


Pec’herien ha sent mesket var ann douar.


Evesaomp eunn nebeut ouz ar gelennadurez a ro d’eomp Hor Zalver er bara-bolenn-ma.

Doue eo ann Tad a famill, hag ar park eo ar bed-ma a zo d’ezhan a bez ; ar guiniz hag ann dreok eo ann dud vad hag ann dud fall a gaver mesk ha mesk var ann douar. Evel m’en devoa ann tiek hadet greun mad enn he liorz, ann dud lakeat gant Doue var he dachenn a ioa ive direbech ha santel. He enebour braz, ann drouk-spered, eo a deuaz, kuzet dindan furm ar zarpant, da deuler enn ho c’haloun ar greun fall euz ar pec’hed. Gouzout a rit penaoz e roaz Adam hag Eva digemer d’ar mignoun treitour-ze. Da heul ar goad, ann hadenn milliget a dremenaz enn ho lignez, hag en em astennaz kement ma oue ret d’ar perc’henn digas ann dour beuz da netaat he zouarou. Ha c’hoaz, kaer en deuz bet ober ; daoust m’eo deuet he vab Jezuz da labourat ha da c’huennat ar park, e kaver bepred dreok e touez ar guiniz.

Dre c’hras ar vadiziant ni holl a zo lakeat e stad vad. Koulzgoude eur c’hrizien fall a jomm ennomp prest ato da nevezi ha da greski ; ha nenze ann enebour a zeu ive da eil-hada ennomp al louzeier ifern, da c’houzout eo, hervez lavar sant Per, ann diaoul ne baouez da vual skolia peb den. Dre guz avad eo e labour peurvuia, evel guechall vardro hon tud kenta. Heuzuz evel ma’z eo, ann holl a dec’hfe diouthan mac’h en em ziskuesfe sklear. Ma velfemp da be leac’h e c’hoanta hor c’has ne iafemp ket d'he heul. Evit d’ehoc’h beza klevet pe lennet eur vech bennag traou eneb Doue, he Iliz hag he lezenn n’ema ket Satan o sonjal dioc’htu peurvouga ho feiz nag ober d’ehoc’h dilezel ho teveriou a gristen. Chomm a ra sioul eur pennad, ha c’hui a gred n’euz netra a nevez ennhoc’h. Allaz, evel ann dreok e park ann tad a famill, ann hadenn fall ne zispako nemed goude pellik amzer ; mes, taolet eo enn ho kaloun ; abarz m’he guelot e vezo doun he griziou. Evit d’eur paotr, d’eur plac’h iaouank fur, beza eat eunn taol pe zaou e koumpagnunez na dlient ket da zarempred, ne guezint ket raktal e follenteziou a rofe gual vrud d’ezho. Ma ve ker buhan skaotet kement hini en em laka e tro da veza, ar re all en em zalc’hfe pell diouz ann tân.

Ar moraer ne zav ket he rouejou kerkent ma wel ar pesket o c’hoari enn dro d’ezho ; gortoz a ra ken na vezont paket ebarz. Ann diaoul ive ho lezo c’hui, tud diboell, pell amzer ma’r be ezomm, da ebatal, heb ober drouk braz ; mes p’o pezo kemeret ho pleg, ec’h astenno he graban treitour hag e rai ganehoc’h ar pez a garo. Eleiz a gristenien koulzgoude ne lakeont evez ebet ouz he ardou ; hag enn doare-ze, taget ganthan, e teuont da veza evel ann dreok e touez eur parkad guiniz ar c’haera.

Mes, perak e lez ann Aotrou Doue louzeier ken divalo enn he zouarou ? Ha n’efe ket guiziek aoualc’h he zourn evit ho displanta heb ober gaou ouz ar greun mad ? Eo a dra zûr ; ha diframma a rafe heb damant ar bec’herien euz hon touez ma vijent e-peb giz henvel ouz ann dreok. Mes dishenvel int e kenver eunn dra da vihana ; rak, morse ne zeui guiniz var al louzaouen-ze, eskoaz ar pec’her a c’hell chench gant ann amzer ha rei eun eost pinvidik. An tad a famill n’en deuz ken ïoul, hag he vadelez, eme zant Paol, a glask lakaat ann den paour d’ober pinijen (Rom. ii, 4). Ia, a lavar ive Ezechiel, n’eo ket koll ar pec’her, mes he zigas var ann hent mad eo a fell d’ezhan. E pe leac’h e vijemp brema eur c’halz ac’hanomp, ma vije kuezet dourn Doue varnomp raktal m’on devoue great eur pec’hed braz bennag ?

Na gredit ket ken nebeut e ve, da vihana e peb giz, noazuz d’ar guir gristenien kaout pec’herien enn ho zouez var ann douar. Rak, o terc’hel var hent ar zantelez pa velont re all o tec’het diouthan, e tiskuezont skleroc’h ho feiz hag ho bolontez vad. Ar pez o deuz da c’houzanv a berz ann dud direiz a dalv kalz dirag Doue. Paneved m’az euz tiranted ne ve ket a verzerien. Ma n’or be diezamant ebed, evit petra e ve roet d’eomp ar gurunenn a c’hloar ?

Kemeromp eta skuer diouz hon Tad euz ann env, ha bezomp dous a galoun e kenver ar re a fazi ; petra eo ar boan on euz ni gantho e kichenn ann dismegans a reont da Zoue ? Na zelaouomp ket ho c’henteliou ; mes heuliomp guelloc’h holl guzuliou ann Aviel, hag o velet hon oberou mad e teuint marteze da jench buez. Ouspenn-ze pedomp aliez evitho, ha grasou Doue o tiskenn puilloc’h varnho a c’hounezo ho c’haloun. Daelou ha pedennou santez Monika eo a ziarbennaz Aogustin dioc’h he zizursiou hag a reaz anezhan eur zant hag eun doktor brudet e Iliz Jezuz-Krist. Ne vank marteze nemed eur bedenn euz ho perz evit ma vezo treac’h d’he vual ïoulou ar pec’her-ze a ra d’ehoc’h ker braz anken.

Penaoz bennag a c’hoarvezo, goude m’oc’h euz great ho tever, n’en em jalet ket ma chomm c'hoaz dreok enn dachenn. Dont a rai mare ann eost, da lavaret eo deiz ar varn, ha neuze Doue ha gemenno d’ann elez, he zervicherien, dastum ar bec’herien evel louzeier didalvez da deuler e tan ann ifern ; c’hui, avad, evel guiniz neat a vezo douget e grignol ho Tad euz ann env. Evel-se-bezet-great.





AR
C’HUEC’HVED SUL GOUDE AR ROUANED
(Sant Vaze, Chab. xiii.)


————


Jezuz a gomsaz c’hoaz ouz ar bobl dre ar barabolenn-ma. Rouantelez ann env a zo henvel ouz eur c’hreunen sezo kemeret gant eun den hag hadet ganthan enn he bark. Euz ann holl hadou n’euz ket unan ker bihan hag hou-ma ; ha koulzgoude pa vez savet e teu brasoc’h eged ann holl louzaou, evel eur vezenn, ken na ziskenn laboused ann env da jomm var he skourrou. Eur barabolenn-all a lavaraz d’ezho c’hoaz. Henvel eo rouantelez ann env ouz ar goell a gemer eur vaouez da lakaat e touez tri muzulat bleud hag a ra d’ann toaz holl gôi. Ann iraou-ma holl, Jezuz ho displegaz d’ar bobl e parabolennou evit ma teuje da wir komz ar prophet a lavare : Me zigoro va genou da goms outho dre barabolennou, me a embanno traou a ioa kuzet abaoue ar penn kenta euz ar bed.


Ar c’hreunen sezo. — Kenteliou ann Aviel.


Eur barabolenn a zo eur gentel great enn eur gemeret evel skuer eunn dra anavezet mad, evit skolia var draou ne veler ket pe n’int ket eaz da goumpren dreizho ho-unan. Eun doare-ze ar virionez a ia buhanoc’h er spered hag a jomm guelloc’h skrivet ennhan. Setu perak, pa c’hoantea kelenn ann dud, Hor Zalver a glaske peurvuia eunn henveledigez bennag enn ho labouriou pe e kement a dremene enn dro d’ezho.

Enn Aviel hirio e kavomp diou barabolenn lakeat, ann eil hag eben, evit diskuez d’eomp ar feiz oc’h en em astenn dre bevar c’horn ar bed, hag oc’h ober ennhan eur jenchamant souezuz. Al lezenn gristenn, eleal, eo a zesk d’eomp anaout evit hor mestr hag hon Aotrou, ann Doue Holl-c’halloudeg a zeu neuze, e guirionez, da veza roue hor c’haloun hag hor spered. Hogen, ar rouantelez-ze, eme Jezuz, a zo henvel ouz eur c’hreunen sezo, n’euz ket etouez ann holl hadou eun all ker bihan hag hi.

Ann hini, o vont da lakaat ann hadennik-ze enn he liorz, a lavarfe d’ehoc’h e sonj kaout eno eur blantenn gaer, hennez a rafe dehoc’h c’hoarzin ma ne anavezit ket c’hoaz ar sezo ; rak ne gredfec’h biken e teufe netra a zoare var eur c’hreunen ken dister. Ma taol koulzgoude he had enn douar, heb ober van e rit goab anezhan, n’o pezo nemed tremen adarre goude eur pennad amzer, hag e kafot eur vezenn, laboused ann env o tiskuiza var he brankou. Ha pa c’hoarvez kement-ze hervez ma lavar ann Aviel, ar vezenn a dle beza kre hag huel peuzvad, rak al laboused ne zeuont ket da jomm var eur skour a blegfe dindanho, pe a ve izel aoualc’h evit beza tizet gant dourn ann dud.

Guelomp e pe c'hiz e c^hell al lezenn gristen beza henvel ouz ar c’hreunen sezo. Houma, diouz m’on euz lennet, a zo bihanik tre. Dister ha dister meurbet oa ive al lezenn gristen er pen kenta. Petra oa d'ar mare ma komse Hor Zalver anezhi ? Eur gelennadurez embannet ganthan enn eur c’hornik douar hebken, dirak eun nebeut tud ne reant ket peurvuia digemer kaer d’he genteliou daoust ma’z oa eur prezeger dispar ha ma rea burzudou evit diskuez e lavare ar virionez. Pell dioc’h her selaou gant doujans, he genvroiz ho-unan a rea fae varnhan : ha n’eo ket hema, emezho, mab Joseph ar micherour paour ? A be leac’h en deuz eta kement a spered ma teu d’ober skol d’eomp-ni ?

Evit guir, mysteriou ar feiz hag ar reizou a vuez roet gant Hor Zalver ne dlient ket plijout da dud a felle d’ezho koumpren pep tra, da dud hag a heulie a viskoaz giziou kountrol a grenn d’al lezenn nevez-ze. Easoc’h oa, a dra zur, d’ann hadennik sezo sevel braz egiz eur vezenn, eged d’ar gelennadurez-ma en em astenn dre ar bed holl. Ha koulzgoude hennez eo mennoz ar mestr hervez m’en deuz he ziskleriet meur a vech.

Ma vije, da vihana, chommet he unan e penn d’al labour gant he holl skiant hag he holl furnez ! Mes, nann, hel lakaat a ra e karg daouzek den a ioa eur c’halz anezho pesketourien heb deskadurez. Souez eo e teufe meur a hini d’ober goab euz ar re-ma ha da lavaret eo eur follentez embann traou evel-se ? Mad, petra bennag a vezo great enn ho eneb, ann ebestel a gendalc’h da brezeg, hag ar c’hreunennik hadet gantho a zeu da veza eur vezenn gaer, hirr aoualc’h he brankou evit tizout ar penn pella euz ann douar. Ia, c’hoarvezet eo ar pez a lavare ar Roue Prophet : In omnem terram exivit sonus eorum, etc., Ho mouez a zo eat dre bevar c’horn ar bed. Mes, evit d’ar vezenn beza ledan aleiz da zisheolia ann holl, laboused ann env, da c’houzout eo ar sperejou braz, ne vijent ket diskennet var he skourrou paneved m’eo savet huel. Hogen, koulz hag ann dud dister a gave gras kaout skoazel ann Iliz santel, ann doktoret brudeta a zo deuet ive d’en em harpa gant fizianz var he c’henteliou, ha seul mac’h anavezont ar gelennadurez-ze seul gaeroc’h he c’havont. Ne oufemp ket niveri ar re o deuz, e peb amzer, great, dre ho guiziegez, gloar hag henor al lezenn gristen. Henvel eo eta ouz ar c’hreunen sezo.

Evit kelenn ar re ne vent ket boazet dioc’h labouriou ha gounidegez ann douar setu eunn eil parabolenn. Henvel eo c’hoaz rouantelez ann env ouz ar goell a ra d’ann toaz gôi. Pa velit, evit ar vech kenta, lakaat eur meudadik goell e mesk eur bern bleud, buhan aoualc’h e kredfec’h emaor o koll amzer. Ober a ra koulzgoude d’ann toaz holl c’hoeza ha kemeret blaz vad ; e peb leac’h ha bemdez e kavimp testeni a gement-ze.

Kenteliou Hor Zalver o veza ive ken disterik, evit eur guel, ne grede ket ann dud e c’heljent biken chench doare ar bed oc’h ober kristenien ha sent euz ar re a ioa ken douget da bep fallagriez. Mad, c’hoarvezet eo ar burzud-ze, hag enn deiz hirio, all lezenn gristen a zo anavezet hag heuliet e pep korn euz ann douar. Dirak merkou ker sklear euz holl-c’halloud hag holl furnez ann Aotrou Doue, piou en defe c’hoaz difizianz euz komzou ann Aviel ? Evidomp-ni, greomp bepred digemer vad d’ezho enn hor c’haloun. Evel-se-bezet-great.






SUL AR SEPTUAJESIM
(Sant Vaze, Chab. xx.)


————


Enn deiz-ze Jezuz a gomsaz ouz he ziskibien dre ar barabolenn-ma : Henvel eo rouantelez ann env ouz eunn tad a famill a ieaz mintin mad da glask tud evit labourat he vinien. O veza great priz gantho, eunn diner evit ho dervez, ho c’hasaz d’he vinien. Teir heur goude ez eaz adarre hag o velet re-all dibreder-kaer var ann dachenn e lavaraz d’ezho : It ive c’hui d’am guinien, ha me a roi d’eoc’h ar pez a vezo dleet. Hag ar re-ma a ieaz. Vardro c’huec’h ha nav heur ez eaz c’hoaz hag a reaz ar memez tra. Mont a reaz erfin vardro unnek heur, hag o kaout c’hoaz re all dilabour, e lavar d’ezho : Perak e chomit ama bed ann deiz heb ober netra ? Abalamour, emezho, den n’en deuz hor goulennet. Hag e lavaraz dezho : It ive c’hui d’am guinien. Pa oue deuet ar pardaez, mestr ar vinien a lavar d’ann hini a emelle euz be zanvez : Galvit al labourerien ha roit ho fae d’ezho o koumans dre ar re ziveza evil echui dre ar re genta. Pa dostaaz ar re a ioa deuet vardro unneg heur, o devoue peb a ziner. Hag ar re genta o tont neuze a zonje kaout muioc’h. Mes, roet oue ive eunn diner da bep hini anezho. Hag ouz her c’hemeret ec’h en em glemment euz ann tad a famill, o lavaret : Ar re ziveza-ma o deuz labouret eunn heur, hag e roit d’ezho keit ha d’eomp-ni on euz poaniet hed ann deiz ha dirag ann heol bero ! Mes, o respount d’unan anezho, hema a lavaraz : Va mignoun, ne ran gaou ebet ouzoc’h. N’eo ket eunn diner oa ar priz great ganeoc’h ha me ? Kemerit ho tra ha baleit ; rak d’ann diveza-ma e fell d’inn rei kement ha d’ehoc’hui. Daoust ha difennet e ve d’inn me ober ar pez am euz c’hoant ? Poan a ra d’ehoc’h guelet ez ounn me madelezuz ? Evel-se, ar re ziveza a vezo da genta, hag ar re genta da ziveza ; rak kalz tud a zo galvet, mes, nebeut a zo dibabet.


Servicherien Doue.


O klevet komz euz a dud deuet da unneg heur, hag echu raktal ho dervez gantho, meur a hini a c’helfe beza souezet. Mes, setu ama penaoz eo. Ar Iuzevien ne gontent ket ho amzer dioc’h ar peder heur var’nn-ugent eveldomp-ni. Daouzeg heur a lakeant evit ann noz ha daouzeg all evit ann deiz a hed ar bloaz. Gant kement-se eo eaz gouzout vardro pe vare euz ann deiz oa deuet peb rumm da labourat, hag e veler ive oa tost d’ar pardaez pa zigueze unneg heur.

Ama adarre ann Tad a famill eo ann Aotrou Doue, hag ar vinien eo ann ene a roaz da bep hini ac’hanomp o kemenn d’eomp he labourat evit ma tougo frouez kaer ha puill d’ezhan. Dleet eo, a dra zur, e rofe ann dachenn-ze eost mad d’ar perc’henn, o veza douar dibab krouet ganthan diouz he henveledigez, ha douret bemdez dre eur mor a c’hrasou lezet etre hon daouarn e seiz feunteun ar zakramanchou.

Galvet omp d’al labour mintin-mad, da lavaret eo kentre ma teu d’eomp ar skiant ; hag e servich eun tad ken karantezuz e tlefemp tremen hor buez penn-da-benn. Koulz a zo, n’eo ket hirroc’h eged eun devez p’he lakeomp dirag ann eternite.

Peger berr bennag eo ann amzer, ma labouromp kalounek, Doue a roi d’eomp eunn diner, euruzdet ar baradoz. Mes, evel pa gafent re zister ann digoll-ze, eur c’halz tud a jomm dibreder neat, nemed guelloc’h e ve gantho zoken en em lakaat e servich ar bed hag ann diaoul. D’he dro ive ann Tad a famill a c’helfe ho dilezel, rak n’en deuz ezomm ebet anezho. Enn he blas, a dra zûr, d’ar micherour a oue fae ganthan ho selaou pa’z eac’h d’he c’houlenn, c’hui a drofe kein pa zeui d’ho kaout, dreist holl m’ar d’eo tost d’ar pardaez hag hen dija dic’halloud ; hag o rei labour ha pae d’ann den-ze e tiskuesfec’h ar vrasa madelez.

Ann Aotrou Doue a ra kaeroc’h enn hor c’henver. Ne c’hortoz ket ez afemp d’he gaout ; he unan e teu, da deir, c’huec’h, nao hag unneg heur, da c’houzout eo, e peb mare euz hor buez, d’hor c’hlask var ann dachenn e kreiz hon ebatou hag hor pec’hejou marteze. Ia he drugarez a zo bepred ouz hor gervel. Eur skuer vad lakeat dirag hon daoulagad, eur brezegenn a glevomp, eur zonj santel a zigas enn hor spered, eur rebech a ra d’eomp hor c’houstianz, setu mouez hon tad o komz ouzomp.

Pet guech en deuz dija hor galvet, ha pegeit zo e reomp skouarn vouzar ? Pelloc’h ema tost d’ar c’hus-heol evit darn ac’hanomp. Diblasomp eta ha stagomp buhan d’al labour. Pegen berr bennag e ve ann amzer a jomm ganeomp hiviziken, ma poaniomp a zoare, ni or bezo ive euruzdet ar baradoz, ann diner-ze a roi d’ar re o devezo tremenet ho buez holl enn he zervich. E c’helfemp memez kaout hueloc’h plas ha kaeroc’h kurunen egetho. Rak goude ma’z afec’h enn hent divezatoc’h eged eunn all, ez eoc’h enn he raok ma lakit tiz aoualc’h. Evit beza deuet mintin d’al labour, ne reer ket ato eunn dervez kaer, ha meur a hini dre aket ha gouiziegez a c’hounezo muioc’h e hanter amzer. N’eo ket dioc’h hed, mes dioc’h pouez e paeo Doue hon oberou. Euz ar goasa torfetour, eur guir glac’har d’he bec’hejou hag eur garantez tener evit Jezuz a rai, enn eunn taol, eur zant braz, evel a c’hoarvezaz gant Madalen hag al laer deou. Evel-se e teu da wir ar gomz-ma euz ann Aviel : erunt novissimi primi, et primi, novissimi. Ar re genta a ziguezo varlerc’h, hag ar re ziveza, er penn araok. Daoust da gement-ze avad, hini ebet euz ar zent n’en em glemmo o kemeret ar plas merket d’ezhan e rouantelez ann Env. Holl, er c’hountrol, e lavarint mil bennoz da Zoue.

Evesait piz ouz ar gentel-ma, kristenien, ha guelit var be gount emaoc’h gant ho silvidigez. Pegeit bennag a ve ma’z oc’h krog el labour, n’hen dilezit ket, rak ne vezo paeët nemed neb a gendalc’ho bete ’r maro. Ha ma vec’h chomet bete vrema da goll hoc’h amzer labourit pelloc’h ha labourit kalounek evit ma vezo skeduz ho kurunenn. Evel-se-bezet-great.




SUL AR SEKSAJEZIM
(Sant Lukas, Chab. viii.)


————


D’ar mare-ze, evel mac’h en em zastume eleiz a dud ha roa tiredent, beteg euz ar c’heariou davethan, Jezuz a gomsaz dre eur barabolenn : Ann hader a ieaz da hada be chreun ; hag epad m’edo oc’h hada, darn euz ann had a guezaz var ann hent hag a oue flastret, ha laboused ann env hen debraz. Darn all a guezaz var ar vein, hag a veac’h diouanet e tizec’haz, rak n’oa ket leiz enn dro dezhan. Darn all a guezaz etouez ar spern, hag, o poulza da heul ann ed, ar re-ma her mougaz. Darn all a guezaz enn douar mad, ha pa oue deuet ar greun a roaz kant evit unan. O lavaret ann traou-ze e save he vouez : Klevet, emezhan, neb en deuz diouskouarn goest d’hen ober. Mes, he ziskibien a c’houlenne outhan petra oa ar barabolenn-ze. Hag hen a lavaraz d’ezho : C’hui oc’h euz ar c’hras da anaout mister rouantelez Doue ; d’ar re all avad e vezo diskuezet e parabolennou, evit na velint kel ar pez a zo dirag ho daoulagad, ha ne gomprenint ket ar pez a glevont. Setu ama petra eo ar barabolenn. Ann had a zo komsou Doue. Ar pez a guez var ann hent a verk ann dud a zelaou ar c’homzou-ze, mes, ann diaoul a deu goude da lamet ar gentel euz ho c’haloun, enn aoun na vent salvet ouz he c’hredi. Ar pez a guez var ar vein eo ann dud a glev hag a zigemer gant plijadur ar c’homsou-ze, mes, grizien n’o deuz ket, hag o veza kredet evit eur pennadik, e tec’hont raktal ma teu ann dentasion. Ar pez a guez etouez ar spern eo ar re a zelaouaz mad, mes, evel m’int troet ouz traou ar bed, ann danvez hag ann ebatou, komsou Doue a vez mouget ha ne zougont ket a frouez. Evit ar pez a guezaz enn douar mad eo ar re, o klevet komsou Doue gant eur galoun ehun ha leal, a zeu d'ho miret hag a ro frouez dre ar basianted.


Ar greun mad.


Hor Zalver o veza diskleriet freaz aoualc’h ar gentel zo er barabolenn-ma, ne vezo ket ret d’eomp poueza eur c’halz varnezhi. Pec’hed e ve koulzgoude tremen heb evesaat eunn nebeut pa lavar d’eomp ann Aviel : Selaouet, neb en deus diouskouarn d’hen ober, qui habet aures audiendi, audiat. Rak, kement-ze a ro da anaout eo talvoudeg sellet piz ouz he gelennadurez.

Ann hader kenta, ann hader braz eo Jezuz he unan a roaz d’ann dud ar c’haera kenteliou. Ann haderien all deuet var-lerc’h eo ann ebestel, ann eskibien ha beleien karget ganthan da brezeg e peb leac’h hag e peb amzer. Mes, gant piou bennag e ve taolet enn douar, ann had a zo komsou Doue, semen est verbum Dei, hag ar greun, o veza euz ann dibab, a dlefe rei eunn eost pinvidik. Koulzgoude ne ra ket ato siouaz, abalamour ne gav ket digemer mad enn holl galounou. Pevar rumm zo, eme Hor Zalver, euz ar re a glev komsou Doue.

Darn a zeu d’ho zelaou, pe evit tremen ann amzer, pe evit guelet hag hen a zo ar prezeger eunn den helavar ha gouiziek, mes, heb c’hoant ebet da heulia ar c’henteliou roet d’ezho. Henvel ouz eunn hent braz a c’hell pep unan bale dreizhan, ho c’haloun a zo digor da holl c’hoariellou ha follenteziou ar bed. Penaoz ne ve ket flastret gantho ann had euz komsou Doue ? Mes, ha pa jomfe eunn nebeut greun enn ho fez, abarz diouan, ar re-ze a c’houlenn beza goloet, o taoler pled outho dre eur zonj vad bennag ; hag ann dud-ma siouaz, netra fur ne zalc’hont enn ho spered. Dizolo evel-se, ann had ne oufe glaza ; a wel ema ive da lagad ann diaoul, hag al labouz-ze ne zaleo ket d’her skuba.

Darn all a zelaou gant plijadur hag, evit eur pennadik, a zalc’h kount euz komsou Doue a veler o tiouan brao enn ho c’haloun. Mes, allaz, ann douar n’eo ket doûn. Ret e ve labourat oc’h evesaat a zoare ouz kuzuliou ar Spered-Santel ma c’hellint ober ho grizien ; ret e ve c’hoaz, dre ar bedenn, lakaat gliz ann env da ziskenn varnho. Hag, evel ne reer nag ann eil nag egile, ann had, a veac’h savet, a vez lazet dre ann distera tentasion, evel ma varv gant ar zec’hor ann ed enn douarou baz ha meinek.

Eur rumm all, ouspenn ma selaouont komsou Doue, a daol pled outho, a zo douget da bedi, da zarempred ann ofisou hag ar zakramanchou. Ar greun a c’hell eta diouan ha poulza enn ho c’haloun. Mes, evel ma vez, er guella douarou, goloet ha mouget ann ed gant ar spern hag ann drez pa ne zeuer aliez d’ho zroc’ha pe d’ho displanta, er memez tra, ive ann eost savet dija enn ene kristen var ann had binniget euz komsou Doue a ia buhan da goll, m’ar bezer re stag ouz madou hag ebatou ann douar. Hogen, sevel ha kreski a ra bepred al louzeier-ma ennomp, ha ret eo beza aketuz d’ho c’hrenna. Ar rumm dud a gomzer anezho ama a zo bet lezirek d’al labour-ze. Rak-ze, frouez ebet ne zougont mui eged ar re all.

Darn all, erfin, a zo henvel ouz ann douar mad a ro eost kaer ha founnuz rak ma’z euz kemeret poan ha mizou ganthan. Ar re-ze eo ar guir gristenien a zelaou komsou Doue gant guir volontez d’ho lakaat da dalvoud. O tistrei aliez var ar c’henteliou o deuz klevet e teuont da c’holo ann had evit rei nerz d’he c’hriziou hag her c’huzat ouz peb enebour. Aketuz int ive d’he zoura dre ar bedenn hag ann oberou santel ; ha c’huennat a reont euz ho c’haloun ann holl louzeier noazuz. Rak-ze e lavar Hor Zalver: afferunt fructum in patientiâ. Ia, o c’houzanv hag o tioueret kalz a draou e tougont frouez mad evit rouantelez ann Env.

Eur zell brema ouzomp hon unan evit gouzout gant pe rumm e ve hor plas. Aliez guech, a dra zur, eo bet taolet stang ha puill en hor c’haloun ann had dispar-ze a zo komsou Doue. Ma n'eo ket doareet kaer ann eost bete vrema, labouromp guelloc’h hiviziken, rak ne vezo euruz nemed ar re, goude klevet kenteliou ann Aviel, o devezo hi miret ervad. Plijet gant Doue e vemp holl etouez ar gristenien-ze ! Evel-se-bezet-great.


————





SUL
AR C’HUINKUAJESIM, PE AR ZUL ENED
(Sant Lukas, Chab. xviii.)


————


Jezuz o kemeret ganthan he zaouzeg Abostol a lavaraz d’ezho : Setu ni o vont da Jerusalem, hag eno e c’hoarvezo kement zo skrivet gant ar bropheted divar benn Mab ann den ; rak lakeat e vezo etre daouarn tud estren, goapeat ha goude her beza skourjezet hen lakaint d’ar maro, ha d’ann trede deiz e savo adarre da veo. Mes, hi ne goumprenjont netra holl a gement-ze ; evitho he gomsou a ioa goloet ha ne ouient ket petra lavare. Ha pa oue tost da Jericho, setu eunn den dall azezet e tal ann hent o c’houlenn ann aluzenn. Hag o klevet eleiz a dud o tremen e c’houlenoaz petra oa kement-ze. Hag e leverjont d’ezhan edo Jezuz a Nazareth o vont ebiou. Hag hen da lavaret a boez he benn : Jezuz, mab David, bezet truez ouzinn ! Ar re a ioa enn araok her gourdrouze o klask ober d’ezhan tevel. Mes, hen a lavare kalz c’hoaz hueloc’h : Mab David, bezet truez ouzinn ! Jezuz neuze o chomm a zav a gemennaz ma vije digaset d’he gaout. Ha pa oue deuet tost e reaz outhan ar goulenn-ma : Petra oc’h euz c’hoant a rafen d’ehoc’h ? Hag hema a lavaraz : Aotrou, ober d’inn guelet. Ha Jezuz a lavaraz d’ezhan : Guelit ; ho feiz e deuz ho pareet. Ha raktal e velaz, hag ez ea da heul Hor Zalver enn eur veuli Doue. O velet kement-ze, ar bobl holl ive a roaz meuleudi da Zoue.


Ann den dall. — Dallentez ar spered.


Perag e fell d’Hor Zalver hirio parea ar paour keaz dall-ma, kent eged ar glanvourien all a dlie beza etouez kement a dud Hen heulie ? Abalamour n’euz ket eur stad tristoc’h eged hennez ; ha m’oar vad ive abalamour ma c’hoantea kelenn he ebestel a ioa dall a spered ; rak emedo o paouez komz d’ezho freaz aoualc’h divarbenn he Basion hag he varo, ha ne goumprenent netra goude beza abaoue keit all e skol eunn henvelep mestr. Enn amzer vrema ez euz kalz tud ha ne velont ket skleroc’h eged diskibien Jezuz. Ma kafemp da vihana ann tu da zigeri ho daoulagad dre ar gentel on euz lennet enn Aviel !

Ankeniuz eo, a dra zûr, stad ann neb zo dall. Brao e ve d’ezhan beza pinvidik pa ne c’hell peurvuia na gounid na klask he voued. Mar d’eo paour petra rafe ken nemed azeza e tal eunn hent braz bennag da c’houlenn he dammik bara digant ann dremenidi ? Ne gredfec’h ket rebech d’ezhan ma chom da c’hortoz ann aluzenn. Da be leac’h ez ai anez eunn dourn karantezuz d’he vleina ? Ha piou a gavo d’hen ober ? Ne c’hell ket diblas, rak ker buhan e kuesfe enn eunn toull bennag da veuzi pe derri he c’houzoug.

Ar re zo dall a spered ne c’hoarvez ket gantho evel-se. Goest int, ma karfent, oc’h heulia reizou ar vuez kristen, da c’hounid ar Baradoz ; hag emaint, siouaz, o koll ann amzer roet d'ezho gant Doue, hag o kerzet varzu ann ifern. Tost aoualc’h int d’ann hent, ha lakeat e vezint varnhan pa c’houlennint. Ho daoulagad ive a zo mad ; n’euz nemed ho digeri ; hag enn ho c’hichenn ema bepred ann Iliz santel karget da ehuna pep unan, ha d’ober d’ar sklerijenn para skeduz dirag ann holl. Mes, e leac’h kemeret kuzul diganthi, e fell d’ezho heulia ho skiant ho unan, pe kenteliou re all ken bervel hag hi. Gouzout a rit koulzgoude kaer o defe daou zen dall mont dourn oc’h dourn ne valeint tamm ehunoc’h. Mad, ar re-ma a gerz ato heb taoler evez ouz netra, oc’h ober fae var ar guirionezou skrivet enn Aviel ha prezeget d’ezho a berz Doue. O veza eat pell aoualc’h e vougont mouez ho c’houstianz, ha neuze e varvont evel m’o deuz bevet, ec’hiz tud ne anavezont na baradoz nag ifern. N’eo ket skrijuz eunn henvelep dallentez ?

Penaoz en em denna euz ar stad-ze ? O kemeret skuer dioc’h paour Jericho. Pa glevaz trouz ann dud a iea dre ann hent, hema a c’houlennaz petra ioa a nevez ; ha raktal ma oue lavaret d’ezhan edo Jezuz a Nazareth o tremen e savaz he vouez huela ma c’helle : Mab David, emezhan, bezet truez ouzinn ! Hag Hor Zalver a roaz d’ezhan ar guelet.

Ouspenn ma komz ken aliez ouz ho kaloun, tud dall a spered, pet guech ne glevit ket ema Jezuz a dost d’ehoc’h enn eur mision, eur retred pe eunn adorasion bennag ? Neuze e teu d’ho klask ha da ginnig d’ehoc’h ar sklerijenn. Diblasit eta da vont d’he gaout. N’oc’h euz ket a feiz a leverot ; ne gredit netra ann holl ! Eno dres ema ho klenved ; ann dra-ze eo a ra d’ehoc’h beza dall. Mes, paour Jericho ne vele berad ken nebeut. Eveldhan pedit stard, hag Hor Zalver en devezo ive truez ouzoc’h. Goude beza bet diganthan ar genta sklerijenn, c’hui lavaro ec’hiz ann Ebestel : Domine, adauge nobis fidem, Aotrou, kreskit hor feiz ; hag e teuot da velet ker sklear ha pep unan.

Heb ma vent dall put, henvel ouz ar rumm-ze, kalz kristenien a zo tenval ho daoulagad, pa ne velont ket ar gentel a ro d’ezho ann Iliz enn Aviel hirio. Perag e komz ar vamm-ze euz Pasion ha maro Jezuz-Krist, nemed evit ober d’eomp kasaat ar pec’hed zo bet kaoz euz holl boaniou hon Doue ? E pet, hag e pet kant leac’h, e doug ann deiziou ened, ne deuer ket dre ar brasa dizursiou d’her staga adarre ouz ar Groaz ?

Guechall d’ar mare-ma euz ar bloaz, kerent, amezeien ha mignouned a rea ken etrezho eur pred guelloc’hik eged kustum, araok ma tigore ar C’horaiz a ioa miret mad gant hon tadou. Brema, pa ne reer koulz lavaret mui vijil ebet n’euz ket ive a zigarez d’ober meurlarjez. Ne gavomp ket fall evelato guelet derc’hel d’ar c’hiz, rak ma c’hell maga ar garantez etouez ann dud. Ar pez zo drouk eo ar mesventiou enn hostaliri pe er gear, hag ar blasfemou ha leou-douet a zeu varlerc’h. Ar pez zo droug eo ann dansou deiz ha noz, gant ar c’homsou louz hag ebatou mezuz a dennont d’ho heul. Aze eo e renevezer, hervez lavar sant Paol, Pasion Jezuz-Krist. Evit digoll ann dismegans great d’ezhan ha mirout na skofe ar bec’herien a greiz ho follenteziou, eo e vez Adorasion ar Zakramant e meur a barrez epad ann amzer-ze. Neb ne goumpren ket ar gentel-ma a zo dall aoualc’h hag en deuz, evel paour Jericho, leac’h da lavaret : Domine, fac ut videam, va Doue, grit ma velinn sklear, ha ma kerzinn neuze dre ann hent euz ho lezenn. Evel-se-bezet-great.





MERC’HER AL LUDU
(Sant Vaze, Ch. vi.)


————


Jezuz a lavaraz d’he ziskibien : Pa iunit na vezet ket glac’haret evel tud a c’hoanta tremen evit ar pez n’int ket ; rak ar re-ze a gemer eunn doare distrounket evit mac’h anavezo ann holl e iunont. E guirionez hen lavaran d’ehoc’h, bet o deuz ann digoll dleet d’ezho. Evidoc’hui pa iunit lakit louzou c’huez-vad var ho penn ha gualc’hit ho tremm, evit na vezo ket anavezet ho iun gant ann dud, mes, hebken gant ho Tad a zo el leac’hiou kuzet, hag ann Tad-ze, a wel ann traou kuzet, ho paeo. Ne zastumit ket, da lakaat enn douar, madou a ve eno krignet gant ar mergl hag ar prenved, pe dizoloet ha samet gant al laeroun ; mes, dastumit evidoc’h madou enn env, el leac’h n’euz na mergl na prenved da grignat, na laeroun da furcha ha da skrabat. Rak, el leac’h m’ema ho tenzor eno ema ive ho kaloun.


Ar zonj euz ar maro.


Oc’h ober d’eomp kemeret nebeutoc’h a voued ha diouret avechou ar pez a gafemp guella, ar iun a zo eur binijenn galet. Evit doare, ann ebestel a ioa dizamant aoualc’h ouz ar boan-ze ; rag Hor Zalver ama ne gemenn ket d’ezho iun ; lavaret a ra hebken e pe c’hiz eo ret hen ober. Pa iunit, emezhan, diouallit da gaout stum eunn distrounket a rofe da gredi e rit pinijennou braz ; rak neuze n’o pe ken digoll nemed meuleudi ann dud. Ar c’homsou varlerc’h a zo mad taoler evez outho. Enn amzer-ze, evit merk a laouenedigez, e lakeat louzou c’houez-vad var ar penn. Eaz eo gouzout ne c’houlenn ket Jezuz digant he ziskibien ober kement all ; mes, deski a ra d’ezho eo ret iun a galoun-vad, ha miret muia ma c’heller na ve anavezet a ziaveaz.

Enn deiz kenta-ma euz ar C’horaiz, ann Iliz a ro d’eomp ar gentel-ze ive, enn esper ma lakafemp guelloc’h da dalvout ann holl binijennou a raimp evit senti ouz he lezenn zantel. Mes, oc'h anaout hor sempladurez hag ann diegi on euz o staga d’ar boan e tigas d’eomp c’hoaz sonj euz ar maro, enn eur lavaret da bep hini ac’hanomp pa’z a da gemeret al ludu : Mab den, bezet sonj ez oc’h poultr hag e tistroot adarre e poultr, memento homo quià pulvis es et in pulverem reverteris. Dalc’homp eta eunn nebeut hor spered var genteliou ar maro.

Ann Iliz ne lavar ket d’eomp : va mab pe va merc’h, deskit eo ret mervel. Ezomm ebet d’hor c’helenn var gement-ze. Pa velomp n’euz espernet den bete vrema, e c’houzomp e teui ive hon tro eur vech bennag. Rak-ze ann drouk-spered ne gomz ket ouzomp evel guechall ouz Eva : Nequaquàm morieris, ne varvoc’h ket agrenn. Hennez zo eur gaou re anat ; ha mac’h anavesfemp Satan evit eur gaouiad, ne gredfemb mui he guzuliou. Ma klaskomp eta digarez ar maro evit pellaat diouz ar mignoun-ze, ec’h anzavo ganeomp e vezo ret mervel eunn deiz pe eunn all ; mes ker buhan e lavaro ive : Pell ema c’hoaz diouzoc’hui ann divez. Hag evel ne c’houlennomp ket guell eged fiziout var hirr vuez, e selaouomp mouez ann treitour. Abalamour da ze e velit ann den koz koulz hag ann hini iaouank, ar c'hlanvour koulz hag ann neb zo iac’h, o c’hortoz divezatoc’h evit kimmiada diouz ar pec’hed hag ober pinijenn. Ha petra c’hoarvez, siouaz ? Holl peurvuia e vezont surprenet.

Evit ma vezo talvouduz ar zonj euz ar maro eo ret kredi ema tost.d’eomp evel ma’z eo e guirionez. Ha p’on defe c’hoaz eunn niver bloaveziou da veva, ar maro zo enn hor c’hichenn, rak ann amzer a dremen evel eun hure enn noz dre ar spered. Ha petra ra d’eomp fiziout var ar bloaveziou-ze ? Hor iaouankiz ? hon nerz ? Mes, bemdez e varv kant ha kant all iaouankoc’h ha kreoc’h egedomp ! Ia, heb dale e varvimp ; hag ar pez zo goasoc’h eo ne ouzomp na penaoz na pe vare. Eunn dra skrijusoc’h c’hoaz eo klevet Hor Zalver o lavaret e teui evel eul laer, tanquam fur, pa vezimp nebeuta var evez. Hogen, mantruz eo, heb beza prest, kueza etre daouarn Doue.

Selaouomp eta hirio kenteliou ann Iliz hor mamm garantezuz, ha greomp raktal ar pez a garfemp beza great pa vezimp var hon tremenvan. Karout a rafemp holl, a dra zur, beza neat a bec’hed ha dizle dirag Doue. Kemeromp eta a greiz kaloun hent ar binijenn oc’h heulia lezennou santel ann Iliz. P’on devezo tremenet evel-se amzer ar C’horaiz ne grenimp ket evit sonjal er maro. Er c’hountrol, o veza bevet e guir gristenien, pa zeui Doue d’hor gervel. ni a lavaro gant levenez : Ecce sponsus venit, setu va fried o tont, diblasomp buhan va ene paour, ma’z aimp ganthan d’he balez evit tanva ann euruzdet a bado da virviken. Evel-se-bezet-great.





AR ZUL KENTA EUZ AR C’HORAIZ
(Sant Vaze, Chab. iv.)


————


Neuze ar Speret-Santel a gasaz Jezuz enn eul leac’h distro evit beza tentet gant ann diaoul. Ha goude m’en devoue iunet a hed daou-ugent devez ha daou-ugent nosvez e teuaz naoun d’ezhan. Hag ann toueller o tostaat a lavaraz d’ezhan : Mar d’oc’h Mab Doue, livirit d’ar vein-ma en em chench e bara. O respount d’ezhan Jezuz a lavaraz : Skrivet eo : N’eo ket hebken gant bara e vev ann den, mes gant kement komz a zeu a c’henou Doue. Neuze ann diaoul henn dougaz d’ar gear zantel, hag ouz he lakaat var al leac’h huela euz ann templ, e lavaraz d’ezhan : Mar d’oc’h Mab Doue, en em daolit d’ann traon, rak skrivet eo, en deuz kemennet d’he elez kaout evez ac’hanoc’h hag ho kemerint etre ho daouarn gant aoun na stokfe ho troad ouz eur mean bennag. Jezuz a lavaraz d’ezhan : Skrivet eo ive : Ne dentoc’h ket ann Aotrou ho Toue. Ann diaoul hen dougaz c’hoaz var eur menez huel braz, hag o tiskuez d’ezhan holl rouanleleziou ann douar hag ar brud o devoa e lavaraz d’ezhan : Ann traou-ze holl me ho roi d’ehoc’h ma taoulinit d’am adori. Mes, Jezuz a lavar d’ezhan : Kerz adren, Satan, rak skrivet eo : Adori a reot ann Aotrou ho Toue, ha ne zervichot nemethan. Neuze ann diaoul Hen lezaz, ha setu ann elez o tostaat hag ouz He zervicha.


Ardou ann drouk-spered.


Dija, er pevare sul goude ar Rouaned oa bet hano ganeomp euz ann dentasion. Mes, pa lavar ar Spered-Santel eo hor buez evel eur stourmad heb ehan, e vezo talvouduz d’eomp beza c’hoaz kenteliet, ec’hiz ma c’houlenn eur zoudard beza bepred skoliet var ann troiou nevez en defe desket he enebour. Ann diaoul a gav bemdez eun droidel bennag evit rei lammm d’ann ene kristen. Klaskomp eta ni ive anaout skleroc’h he ardou ma c’hellimp ato gounid varnezhan.

O c’houzout en devoa Jezuz naoun goude daou-ugent devez iun, Satan a c’hoanteaz He lakaat d’ober eur burzud araok ar mare merket, e leac’h gortoz eur pennadig ken na zeuje ann elez d’Her servicha. Kollet ar c’hrogat kenta-ze, e klaskaz eur c’hrav all oc’h Hen alia d’en em daoler var he benn divar c’horre ann templ a zigarez ne ziguesje drouk ebet gantban m’ar d’oa Mab Doue, evel m’az oa e guirionez. Kredi aoualc’h a c’heller n’en divije ket torret he c’houzoug ; deuet e vije kentoc’h ann elez d’Hen digemeret var ho divreac’h. Mes, daoust m’en deuz Doue ar c’halloud d’hor miret diouz peb droug a gorf hag a spered, ne dleomp morse, heb ezomm, goulenn diganthan eur burzud evel-se. Hor Zalver hen diskuez hag hen lavar ama freaz aoualc’h.

Trec’het adarre, ann diaoul a zispak eunn higenn all, o lakaat dirag Jezuz holl rouanteleziou ar bed, a vezo roet d’ezhan evit neubeut a dra. N’en deuz nemed plega da adori Satan, hag ema great ar marc’had. Klevet oc’h euz ar respount roet gant Hor Zalver. Pet ac’hanomp-ni a vije eveldhan chomet enn ho zav ? Mad, dre ann ardou treitour-ze ha kant all c’hoaz henvel outho e labour bemdez ann ifern evit koll ar gristenien. Ne oufemp ket niveri he fallagriezou. Araok stourm ouzomp e sello piz da velet dre be hent e vezo easa tostaat ; ha m’ar be ezomm e c’halvo ar bed hag ar c’hik da rei ann dourn d’ezhan. Ouz ann tri enebour-ze eo ret beza ato var evez.

N’euz forz pe hini anezho en em gemer ouzomp, kenta a rai eo diskuez d’eomp ar pec’hed, hag hema hervez ma plijo pe zisplijo d’eomp a vezo digemeret pe taolet pell diouz ar galoun. Evit guelet ann drouk pe gant hor spered pe gant daoulagad ar c’horf n’euz ket ato a bec’hed, rak aliez ne c’hellomp ket miret na zeufe dirazomp. Goude m’on euz poaniet da bellaat ann enebour, ma tiguez evelato d’hon izili, eneb d’hor bolontez, tanva eur blijadur bennag ne vezimp ket c’hoaz tamallet gant Doue. Sant Beneat ha sant Fransez p’en em ruillent, hema enn erc’h, egile etouez ar spern evit trec’hi ïoulou ar c’hik, a dlie beza dija gual daget gant ann tan hudur ; ha koulzgoude e choment neat a bec’hed.

Ma vec’h eta argaset eveldho n’o pezet enkrez ebet, epad ma kendalc’hit da enebi kalounek. Pegeit bennag e pado ann dentasion n’euz drouk ebet ; brasoc’h e vezo memez ho mirit ha kaeroc’h ho kurunenn, ma ve hirr ha tenn ar stourmad. Abalamour da ze, e ro Doue d’he vrasa mignouned tro da vrezelekaat a hed ho buez. Sant Paol a c’houlennaz abenn teir guech kaout peoc’h diouz he ioulou direiz, ha ne oue ket selaouet.

Mes, pe var ann tu-ze pe var eunn tu all bennag e vec’h douget da bec’hi, ne jomit morse da c’hoari gant hoc’h enebour. Troit kein d’ezhan raktal, ha grit eur bedenn ; evelse ann dentasion a vezo c’hoaz talvouduz d’ehoc’h, o sevel ho spered varzu ann env. Ma ne vemp eskinet aliez, eme zant Fransez a Zal, e teufemp re hardiz, hag e tiguesfe ganeomp tro al labousedigou a vez sammet gant ar sparfell, o veza, heb difizianz, eat pell diouz ar vamm. Goude eur spountaden bennag e talc’hont tostoc’h d’ar iar, ha neuze pa zav trouz e redont da guzat dindan he askell. Ni ive, o veza bet meur a grogat ouz ann enebour, a jomm guelloc'h var evez, ha pa zav reuz, ec’h en em daolomp buhan etre divreac’h Jezuz ; hag eno, ouspenn ma’z omp diouallet, hor c’haloun ken tost d’he hini a zeu da domma muioc’h mui gant tân he garantez. Evel-se-bezet-great.


————





ANN EIL SUL EUZ AR C’HORAIZ
(Sant Vaze, Chab. xvii.)


————


D’ar mare-ze, Jezuz o veza kemeret d’he heul Per, Jakez ha Iann, he vreur, a ieaz gantho a gostez var eur menez huel ; ha dirazho e chenchaz doare. He vizaj a lugernaz evel ann heol, hag he zillad a deuaz guenn ec’hiz ann erc’h. Hag, enn eunn taol, e veljont Moizez hag Eliaz o komz ganthan. Ha dioc’htu Per o lavaret da Jezuz : Aotrou, brao ec’h en em gavomp ama. Mar kirit, greomp ama tri delt, d’ehoc’hui unan, da Voizez unan, hag unan da Eliaz. N’oa ket peurlavaret he c’her ganthan ma ouent goloet gant eur goabren skeduz. Hag euz ar goabren, eur vouez a lavare : Hema eo va Mab muia-karet, am euz lakeat ennhan va holl garantez, selaouit anezhan. Ann diskibien o klevet ze a guezaz var ho genou d’ann douar hag o devoue eur spount vraz. Mes, Jezuz a dostaaz, a douchaz outho hag a lavaraz d’ezho : Savit, ha n’o pezet ket aoun. O sevel neuze ho daoulagad ne veljont den nemed Jezuz he unan. Hag epad ma tiskennent divar ar menez, Jezuz a roaz d’ezho ann urz-ma : Ne gomzit da nikun euz ar pez oc’h euz guelet ken na vezo Mab den savet a douez ar re varo.


Ann Dransfigurasion. — Mignouned Jezuz.


Araog ha goude ar gentel on euz lennet hirio n'oa ken hano gant Hor Zalver nemed euz he Basion a ioa varnez diguezout. O velet kement dismegans a vije great d’ezhan gant ar Iuzevien, hag ar maro kriz a c’houzanvje, oa leac’h da gaout aoun na zeuje feiz ann ebestel da laoskaat. Evit guir, dirag ho daoulagad oa c’hoarvezet eunn niver braz a vurzudou a roe da anaout e Jezuz da nebeuta eur mignoun da Zoue. Mes, meur a hini euz ar bropheted o devoa great traou souezuz evel-se, ha n’oant koulzgoude nemed tud henvel ouz ar re all ; hag Hor Zalver a dlie tremen evit Mab ann Doue holl-c’halloudeg, evel ma’z oa e guirionez. Rak-ze e fell d’ezhan rei d’he ziskibien eur merk a ziskuezo skleroc’h petra eo.

N’oa ket ret evelato e veljent holl ar burzud nevez-ma. Aoualc’h oa e vije eunn nebeut testou goest d’hen lavaret d’ar re all a c’helle kredi var ho ger. Ne gemer eta ganthan nemed tri anezho. Mes, perak Per, Jakez ha Iann kent eged ar re all ? Abalamour, eme zant Iann Damaseenn, Per a ioa dibabet evit beza ar penn hag ar mean diazez euz ann Iliz ; sant Jakez a dlie, ar c’henta, skuill he c’hoad evit ar feiz ; ha sant Iann, pep unan her goar, oa brasa mignoun Hor Zalver. Ann tri-ma ive o doa ezomm da veza startoc’h enn ho c’hredenn, galvet ma’z oant da velet a dost hag, evel pa lavarfenn, da ranna gant ho mestr, enkrezou he angouni.

O tiguezout er Jardin Olivet Jezuz a lezaz he goumpagnunez e tal ann or, nemed Per, Jakez ha Iann a ieaz ganthan pelloc’h. D’ar re all en doa lavaret hebken : sedete hic, chomit aze, azezit mar kirit, epad ma vezinn o pedi. Ouz ar re-ma avad en deuz evel c’hoant goulenn sikour. Gortozit ama, emezhan, ha beillit ganen. Hag, enn ho c’hichenn, e c’houzanv eunn angouni skrijuz a ra d’ezhan c’huezi ann dour hag ar goad.

Evel-se a reaz a viskoaz hag a ra c’hoaz brema Hor Zalver e kenver ar gristenien. Neb en deuz diskuezet d’ezhan eur garantez dispar, labouret ha gouzanvet kalz evithan, pe a zo galvet d’hen ober a c’houdevez, da hennez e ro eur vechik bennag, var ann douar-ma, eunn tanva euz dudi ha levenez ar baradoz. Gouzout a rit petra a lavare Jezuz d’ar beleg Ananii, p’her c’hasaz da barea daoulagad sant Paol a ioa bet skoët dall var hent Damaz : ann den-ze a zo dibabet ganen evit prezeg va hano dirag ar boblou, ar rouaned ha bugale Israël, ha me a zesko d’ezhan pegement en devezo da c’houzanv evit ar feiz. Mes, ma oue tenn he labour, eunn deiz en em gavaz douget beteg hueldet ann Env, ha pa ziskennaz ac’hano ne c’houie ket, penaoz diskleria ann traou kaer en doa guelet.

Rak-ze, m’ar plij gant Jezuz ho kervel da eva eul lodenn euz kalir c’huero he basion, kemerit-hen heb aoun na damant ebet. Evit ho tigoll, er bed-ma, e tispako dirazoc'h eur skeudenn euz he c’hloar pe e roi d’ehoc’h da anaout holl c’hened hag holl douzder he galoun, ken na c’hellot lavaret evel sant Paol: « E kreiz va zrubuillou en em gavan enn eur mor a levenez. »

Lakit evez avad eo enn eul leac’h distro ha var eur menez huel ec’h en em ziskuezaz evel-se Hor Zalver d’ann Ebestel ; ar pez a verk eo ret, evit kaout perz er madou dudiuz-ze, pellaat dioc’h trouz ha breinadurez ann douar, hag en em zevel dreist ann holl draou krouet. Mes, petra eo ann diouer-ze e skoaz ar joa a roi d’eomp ann Aotrou Doue ! Sant Per a c’houlenne chom ato var Menez Thabor, ha koulzgoude n’en devoa eno nemed eunn tanva dister euz a euruzdet ar baradoz. Kerzomp eta varlerc’h Jezuz, pegen rust bennag e ve ann hent a ziskuezo d’eomp, ma’z aimp eunn deiz d’he velet e rouantelez ann Env. Evel-se-bezet-great.


————





ANN TREDE SUL EUZ AR C’HORAIZ
(Sant Lukaz, Chab. xi.)


————


D’ar mare-ze, Jezuz a gasaz-kuit eunn diaoul, hag ann diaoul-ze a ioa mud. ha goude ma oue kaset ann diaoul e meaz anezhan, ann den mud a gomsaz, hag ar bobl a oue souezet holl. Darn anezho a lavaraz : dre urz Belzebuth, mestr ann diaoulou, e kas ann diaoulou kuit. Darn all, evit gouzout petra oa, a c’houlenne diganthan eur burzud er c’hoabr. Mes hen, o veza anavezet ho menneziou a lavaraz d’ezho : Kement rouantelez a zo dizunvaniez ennhan a vezo dismantret ; hag ann ti a guezo enn he boull, ma n’en em glever ennhan. Mad, mar bez Satan eneb d’ezhan he-unan, penaoz e talc’ho he c’halloud ? Rak, c’hui a lavar eo dre urz Belzebuth e kasan me ann diaoulou kuit. Mes, m’ar d’eo a berz Belzebuth e kasan me kuit ann diaoulou, hag ho pugale a berz piou ho c’hasont e meaz ? Rak-ze, hi ho-unan ho parno c’hui. Ha mar d’eo dre c’halloud Doue ec’h harluan ann diaoulou, neuze ema deuet eta rouantelez Doue beteg ennhoc’h. Pa vez ennn den krenv gant eur bennveg mad o tiouall he di, n’euz ket da gaout nec’h gant ar pez zo d’ezhan. Koulzgoude ma teu eunn all galloudusoc’h egethan d’hen trec’hi, hennez a gasso ganthan kement bennveg a roe hardisegez d’egile, hag a ranno ann danvez kemeret divar he goust. Neb n’ema ket enn tu ganen a zo eneb d’inn ; hag ann hini ne zastum ket ganen-me a zo o foeltri. Pa vez eat ar spered louz e meaz euz eunn den e vale dre al leac’hiou seac’h o klask ehan, hag evel ne gav ket, e lavar : Me a zistroi adarre enn ti m’oun deuet e meaz anezhan. Hag o veza deuet her c’hav neteat ha guisket brao. Neuze ez a hag e keraer ganthan seiz spered all goasoc’h c’hoaz egethan, hag o veza eat ebarz e chomont eno. Ha stad diveza ann den-ze a zeu da veza noazusoc’h eged ar c’henta. Hogen, epad ma lavare kement-ze, e tiguezaz d’eur vaouez a douez ar bobl sevel he mouez da lavaret d’ezhan. Euruz ar vamm e deuz ho touge hag ho maget gant he leaz ! Euruz kentoc’h, eme Jezuz, ar re a zelaou komsou Doue hag a zalc’h mad dezho !


Ann diaoul mud.


Ann diaoul a zo hano anezhan enn Aviel hirio n’oa ket mud he unan ; mes, o veza e korf ann den keaz e vire outhan da lavaret komz ebet. N’euz ket eunn taol fallagriez ne rafe d’eomp ann enebour-ze pa c’hell hon trec’hi. Evel-se, o c’houzout pegen talvouduz eo ann teod pa labourer ganthan hervez bolontez Doue, Satan a zeu avechou d’hen derc’hel maro-mik enn hor genou, ec’hiz ma rea d’ar rezeudik-ma. Evit guir, ne vez ket lezet aliez da vont beteg eno ; mes, nag a gristenien a velomp lakeat ganthan dilavar p’o defe muia ezomm da gas ho zeod enn dro. Ober a ra d’eunn niver braz dilezel ar bedenn, pa ve ret beza aketusoc’h d’ezhi.

Pe da vare euz ho buez e teu kalz tud da veza lezireg var ann dever-ze ? E kreiz ho iaouankiz, pa vez ann ioulou direiz o virvi er galoun hag enn izili. Ia, ar bedenn a reant noz ha mintin pa n’oant nemed bugaligou, neuze o deuz diegi ouz he ober, hag aliez n’he greont mui. Taolit evez, tud iaouank, rak heb dale c’hui a vezo mud.

Pa vez kement da stourm ouz ar c’hik hag ouz ann drouk-spered, e ve ezomm braz da glask nerz er zakramanchou, ha da c’houlenn kuzul ann tad konfesour ; ha d’ar c’houlz-ze e teuer da gemeret ienien, lavaret a c’helfen kasoni, ouz guella mignoun ann ene. Setu adarre labour ann diaoul. Ma ve diskuillet he droiou-kamm, ma ve daou e leac’h unan o c’hourin outhan, ne c’helfe ket buhan ho zrec’hi. Mes, gant he blegou fall hag he zempladurez petr’ e vezo ann den iaouank etre daouarn eunn henveleb adversour ? Kaout sûr a rai hema digor er galoun, hag eur vech m’en deuz diazezet he gador ne fell ket d’ezhan beza diblaset. Koulzgoude ma’z afe ar c’hristen pe ar gristenez paour, gant glac’har ha lealdet da anzao ann drouk zo c’hoarvezet, ar beleg, dre eur gomz hebken, a lakai ann diaoul da dec’het ec’hiz ma rea Hor Zalver. Abalamour da ze e klasko kant ha kant troidel evit liamma ann teod ; rak mar be diskuillet e vezo kaset e meaz.

Evelato peurvuia neb en deuz feiz a zeu da skuiza gant ar zamm euz he bec’hejou, hag a ia, abred pe zivezad, da deuler ar beach-ze divar he goustianz pa ro Doue amzer ha grasou aoualc’h d’ezhan.

Mes klevet oc’h euz peger braz kounnar a vez neuze e Satan, ne gav ehan na diskuiz e neb leac’h, hag a red da gerc’hat seiz spered all goasoc’h egethan, m’oar vad ar seiz pec’hed kapital, evit kelc’ha ann ene keaz, da velet hag hi a c’hello mont ebarz adarre. Ha piou a vezo goest da herzel ouz ann arme-ze ? Den ebet dreizhan he unan. Ha goulzgoude pa roer digemer d’ann diaoul evit ann eil guech, e vez kalz diesoc’h en em dizober anezhan. Eunn dra sklear eo da bep unan. Gant aoun na ve kaset kuit eunn eil tro, hennez a stardo muioc’h varnomp he lasou milliget. Griziou ar pec’hed a ia dounnoc’h er galoun ; hag houma a deu da veza ien ha kalet, Doue o rei d’ezhi nebeutoc’h a c’hrasou, rak ma’z euz great fae var he garantez.

Pe ni a zo eta chomet dibec’h ; pe ni a zo en em dennet euz daouarn kriz ann drouk-spered, bezomp var evez ha diouallomp ouz al laer-ze hon ti hag hor madou, da lavaret eo hon ene hag ar grasou kaer lakeat ennhan gant Hor Zalver. Na zeuomp ket da veza mud o tilezel ar bedenn ha kador zantel ar binijenn. Greomp guelloc’h c’hoaz ; pa c’houzomp eo ret beza enn tu gant Doue pe eneb d’ezhan, hervez ar gentel hirio, savomp hor mouez da zifenn guiriou hor mestr ha re he Iliz, ken aliez guech ma velimp ober gaou outho. Neuze, o veza selaouet hag heuliet komsou Doue, hor plas a vezo etouez ar re zo kemeret gant Hor Zalver evit tud euruz : Evel-se-bezet-great.





AR PEVARE SUL EUZ AR C’HORAIZ
(Sant Iann, Chab. vi.)


————


Jezuz a ieaz enn tu all da vor Gallilee, a zo lenn Tiberiad ; ha var he lerc’h ez ea eunn niver braz a dud rak ma velent ar burzudou a rea e kenver ar glanvourien. Jezuz en em dennaz eta var eur menez, hag a azezaz eno gant he ziskibien. Hogen, tost tre oa Pask, a zo eunn deiz gouel evit ar Iuzevien. Ha Jezuz o veza savet he zaoulagad ha guelet e teue eunn niver souezuz a dud davethan a lavaraz da zant Philip : A beleac’h e prenimp bara evit rei da zibri d’ar re-ma ? Ann dra-ze a lavare evit ober d’ezhan diskuez he zonj ; rak, evithan he-unan a ouie aoualc’h petra a raje. Philip a respountaz d’ezhan : Gant daou c’hant diner a vara ne ve ket peadra evit rei eunn tammik da bep hini. Eunn all euz he ziskibien, Andre, breur sant Per, a lavaraz d’ezhan : Eur bugel zo ama hag enn deuz pemp bara heiz ha daou besk ; mes, petra eo ann dra-ze etre kement all a dud ? Jezuz a lavaraz eta : Grit d’ann dud azeza. Bez’e oa kalz geot el leac’h-ze ; ha tostik pemp mil den a azezaz. Ha Jezuz a gemeraz ar bara, ha goude beza trugarekeat he Dad ho rannaz d’ar re a ioa azezet ; er memez tra a reaz euz ar pesket, o rei d’ezho ar pez a garent. Ha goude m’o devoe debret aoualc’h, e lavaraz d’he zizkibien : Dastumit ann tammou a zo chomet, evit ne d’aint ket da goll. Ho dastum a rejont, hag e oue leuniet daouzeg paner gant ann tammou chomet euz ar pemp bara heiz a zilerc’h ar re o doa debret. Ann dud-ze eta, o veza guelet ar burzud en doa great Jezuz, a lavare : Setu aze, e guirionez, ar prophet a dle dont er bed. Mes, o c’houzout e tlient dont d’her c’herc’hat evit he lakaat da roue, Jezuz en em dennaz adarre he unan er menez.


Ar bara kresket gant Hor Zalver.


Ar gentel-ma a ziskuez d’eomp pegen deread ha pegen talvouduz eo lakaat hon holl fizianz e Doue a zo eunn tad fur, mad ha gallouduz. O veza fur ec’h anavez hon ezommou, ha p’en deuz peb galloud e rai kement a c’hoanta he vadelez d'ober evidomp.

Meur a vech dija Hor Zalver en devoa roet ar gelennadurez-ma d’ann dud en em zastume enn dro d’ezhan, pa lavare : N’o pezet ket nec’h o klask gouzout petra zebrot. Sellit ouz labousedigou ann env ; ar re-ze ne hadont ha ne eostont netra, ha koulzgoude holl e kavont ho zammik bouet. Ha ne dalvezit-hu ket kalz hirroc’h egetho dirag daoulagad ann Aotrou Doue ? Hag e kredit en devezo ar galoun d’ho tilezel ?

Ha gant ho tillad, perak ive en em jala ? Ar bokedou er prat ne ouzont neza nag ober labour all ebet ; hag evelato ho guiskamant a zo skedusoc’h ha pinvidikoc’h eged na oue biskoaz mantell ar roue Salomon pa veze enn he gaera. Ma kemer eta Doue ar boan da wiska evel-se bokedou ne badont ket eunn dervez, bokedou a zo, araog ann noz, seac’h aoualc’h da zevi er forn, c’hui a zonj e lezo enn noaz bugale krouet diouz he henveledigez ha galvet da euruzdet ar baradoz ?

Koulz a zo, petra dalvesfe d’ehoc’h en em enkreza ? Kaer o pe ober kement zo enn ho kalloud, a betra oc’h goest, ma ne vez dourn Doue eun tu ganehoc’h ?

Var zigarez ma tiskuezer ama hor sempladurez ha ma leverer fiziout var madelez hon Tad zo enn env, arabat kredi e ve mad chom heb labourat, nag ober dispignou dreist hor peadra. Kement-ze a ve goulenn burzudou heb ezomm. Da bep den eo gouarn he vadou gant furnez, ha poania, hervez he nerz hag he ijin, da c'hounit he vara. Goude m’en deuz great ar pez a ioa enn he c’halloud, neuze eo en em harpa var ann Aotrou Doue, a rafe kant burzud kent eged lezel he grouadur enn noaz pe da c’hlaouri gant ann naoun.

Ia, neuze eo trei ar spered varzu ann Holl-C’halloudeg, ha n’eo ket esa trec’hi paourentez, o terri he lezennou ha re ann Iliz, evel ma ra kalz kristenien a velit o vont bemdez paouroc’h paoura. Ann dud keiz-ze ne fell ket d’ezho selaou ar c’homsou-ma euz ann Aviel: Quœrite primum regnum Dei… Klaskit da genta rouantelez ann env, hag ann holl draou all a vezo oet d’ehoc’h var ar marc’had.

Evit ar bobl a gavomp enn dro da Jezuz, hennez en devoa klevet hag heuliet ar gentel-ze. E c’hellit kredi, ar re-ze a ioa ret d’ezho gounit ho bouet o labourat douar, o pesketa pe oc’h ober eur vicher all bennag. Mes, gant Hor Zalver ema komsou ar vuez eternel, skol ar zilvidigez, hag e tilezont pep tra evit mont d’he zelaou. En em gaout a reont dija pell diouz ar gear, heb tamm da zibri, ha ne ziskuezont nec’h ebet. Ne glaskont nemed eunn dra ; deski hent ar baradoz. Rak-ze, Jezuz a ra eur burzud evit rei d’ezho bara ar c’horf, goude beza maget ho ene.

Ar pez a reaz enn deiz-ze, hen ober a rai c’hoaz ken aliez guech ma vezo ezomm. Pa gemerot skuer dioc’h ann dud-ze oc’h ober da genta bolontez Doue, ann Tad karantezuz-ma n’ho tilezo ket.

Daoust m’az oc’h pe ma livirit beza kristenien, pet guech n'oc’h euz ket difiziet euz promesaou Hor Zalver ? Selaouit eta pelloc’h he guzuliou, heuillit he lezenn ; grit a hent all kement zo enn ho kalloud, ha goude-ze, heb nec’h ebet, en em lakit etre he zaouarn madelezuz. Evel-se-bezet-great.





SUL AR BASION
(Sant Iann, Chab. viii.)


————


Enn deiz-ze, Jezuz a lavare d’ar Iuzevien : Pehini ac’hanoc’h a ziskuezo e ven me faziet ? Ha ma lavaran d’ehoc’h ar virionez, perag n’am c’hredit ket ? Neb zo enn tu gant Doue, a zelaou komsou Doue. Ar pez m’eo d’ehoc’h n’ho zelaouit ket, eo n’hoc’h ket a berz Doue. Ar Iuzevien a respontaz. d’ezhan : N’on euz-ni ket a leac’h da lavaret ez oc’h Samaritan, hag ema ann diaoul ennhoc’h ? Nann, eme Jezuz, n’ema ket ann diaoui ennhon ; henori va zad eo a ran, ha c’hui oc’h euz great dismeganz d’inn-me.Evidhon-me ne glaskan ket va gloar, eunn all her grai, evel ma vezo dleet. E guirionez, e guirionez hen lavaran d’ehoc’h, neb a viro va c’homsou, ne varvo biken. Brema e velomp aoualc’h, a lavaraz neuze ar Iuzevien, ema ann diaoul ennhoc’h. Abraham zo maro, hag ar bropheted ive, hag e kredit lavaret : neb a viro va c’homsou ne varvo morse ! Ha treac’h e vec’h c’hui da Abraham a zo maro ? Ar bropheted zo maro ive ! Evit piou e fell d’ehoc’h tremen ? Jezuz a lavaraz d’ezho : Mac’h en em veulan va unan, ar c’hloar-ze n’eo netra. Va Zad eo a ro gloar d’inn, ha c’hui a lavar eo hennez ho Toue, ha n’oc’h euz ket he anavezet. Evidhon-me he anavez, ha ma lavarfen n’hen anavezan ket e ven gaouiad eveld’hoc’hui. Mes, he anaout a ran, hag he gomsou a viran. Abraham, ho tad, a c’hoantea kalz va guelet ganet ; guelet en deuz, ha braz eo bet he levenez. Ar Iuzevien a lavaraz dezhan : N’hoc’h ket c’hoaz hanter-kant vloaz, hag oc’h euz guelet Abraham ! E guirionez, eme Jezuz d’ezho, e guirionez hen lavaran d’ehoc’h, me a zo araok ma oue Abraham. Var gement-ze e kemerjont mein da deuler outhan ; mes, Jezuz en em guzaz hag a ieaz euz ann templ.


Digemeret ar virionez.


Ar pez a lennomp enn Aviel hirio a ziguezaz eur pemp pe c’huec’h miz araok maro Hor Zalver. Edo eta abaoue dija pell amzer o kelenn ar bobl ; ha neuze ec’h achue eur brezegenn great ganthan enn templ dirag eunn niver braz a dud. Evel ma tize he lagad beteg guelet ar galoun, e velaz ne gredent ket he genteliou, ha raktal e c’houlennaz outho : Pehini ac’hanoc’h a ziskuezo am euz me faziet ? Den ne oue ken hardiz da zevel he vouez. Ha Jezuz a lavaraz adarre d’ezho : Ar virionez a lavaran d’ehoc’h eta penn-da-benn ; ha ma lavaran ar virionez, perak neuze n’am c’hredit ket ? — Ne oue ket tost d’ezho anzao ho digareziou ; ha Jezuz, gant aoun d’ho lakaat da ruzia n’ho diskuillaz ket ive. Evelato e falvezaz rei d’ezho eur gentel o lavaret : Neb zo a berz Doue, a zelaou komsou Doue. C’hui, var ho meno, a zo bugale da Zoue, euz lignez Abraham ; mes, ne anavezit ket ho Tad, pa rit fae var he gomsou ha var ann hini a zo digaset ganthan.

Pa n’oant ket goest d’en em zifen, ar Iuzevien a gavaz brao hen tamall da veza eur Samaritan, ennn den guerzet d’ann diaoul. Ar Samaritaned a ioa peurvuia disprijet gant ann holl. Mes Jezuz ho c’harie, hag a ioa nevez bet o prezeg enn ho zouez. N’en devoa eta melkoni ebet o tremen evit eur Samaritan, ha ne reaz van euz ar gomz-ze. Ne felle ket d’ezhan avad beza kemeret evit mevel ann diaoul, hag e tiskleriaz krenn n’edo ket e servij ann drouk-spered. Hag evel ne rea ar Iuzevien evez ebet ouz he genteliou, ec’hiz pa n’ho c’hlefjent ket, e lavar d’ezho sklear aoualc’h eo guir Vab d’ann Tad holl-c’halloudeg, hag, eveld’han Doue a holl-viskoaz da virviken. Neuze ez eont e kounnar hag e kemeront mein o sonjal he laza.

C’hui marteze a varno heb damant ar Iuzevien ouz ho guelet ken dall a spered ha ker kriz a galoun. Leac’h zo, a dra zûr, d’ho zamall, pa ne gredont ket, goude beza klevet prezegennou Hor Zalver, ha pa fell d’ezho hen lakaat d’ar maro goude kement all a vad great e peb leac’h, goude niver a vurzudou a ziskueze da bep unan e teue aberz Doue. Mes, ken aliez ha bemdez e velit kristenien oc’h ober ker guaz ha guasoc’h c’hoaz. N’ema ket ann Aviel etre ho daouarn ? Ne glevont-hi ket prezeg e pep parrez ar c’homsou-ze, ma vent miret, a rofe d’eomp eur vuez paduz evit biken ? Hag e reont goab euz ar c’henteliou-ze, hag euz a gant ha kant mil testeni, a verk sklear ema ennho ar virionez penn-da-benn. N’eo ket diskiant ha digoustianz ann dud-ze ? Koulzgoude mar grit d’ezho ar rebech a rea Hor Zalver d’ar Iuzevien, ho zeod n’hoc’h esperno ket ; brao d’ehoc’h ma ne vezit gual gaset a hent all.

Guelomp ha ni a ve hon-unan didamall var gement-ze. Kredi a reomp-ni stard eo Jezuz guir Vab Doue ? N’on euz ni ket dianzavet ar virionez-ze, ha c’hoarzet gant re all divarbenn kuzuliou ann Aviel ? Mar d’eo bet kre hor feiz, great on euz ni pep tra hervez hor c’hredenn ? Hor Zalver o veza ar furnez heb muzul, e ve pec’hed d’eomp chom heb heulia ann hent desket ganthan. Azaleg hirio, greomp le da zenti euz he vouez, hag e kerzimp varzu ar baradoz. Evel-se-bezet great.





AR ZUL BLEUNIOU
(Sant Vaze, Ch. xxi.)
Aviel a vez kanet evit binniga ar bodou beuz pe lore.


————


Pa ouent tost da Jerusalem, diguezet e Belhphage, e kichenn menez Olived, Jezuz a gasaz daou euz he ziskibien, o lavaret d’ezho : It er gear zo aze dirazoc’h, ha raktal e kafot eunn azennez staget, hag he azen bihan ganthi ; distagit-ho hag ho digasit d’inn ; ha d’ann neb a lavarfe eunn dra bennag d’ehoc’h, livirit en deuz ann Aotrou ezomm anezho, ha dioc’htu ho lezo da vale. Kement-ze holl a oue great evit seveni ar pez a ioa skrivet gant ar prophet pa lavare : Kemennit da gear Sion ; setu ho roue o tont davedhoc’h lenn a zouzder, var gein eunn azennez, hag azen bihan ar vamm a zo sparlet. O veza eat, ann diskibien a reaz evel m’oa gourc’hemennet d’ezho gant Jezuz. Digas a rejont ann azennez hag he azen bihan ; ha goude beza hi goloet gant ho dillad e rejont d’ezhan azeza varnho. Eunn niver braz a dud a astennaz ive ho dillad var ann hent ; darn all a droc’haz skourrou diouz ar guez da deuler var he hent ; hag enn he raok, koulz ha var he lerc’h ar bobl a gane evelhenn : Hosanna ! salud ha gloar da vab David ! Bennoz d’ann hini a deu enn hano Doue !


Digeri hor c’haloun da Jezuz.


Araog ann oferen bred, hirio e peb iliz parrez, e venniger bodou glaz, beuz, lore pe draou all, a gaser goude-ze d’ar gear evit beza miret epad ar bloaz. Ar c’hiz zo memez gant ar gristenien vad da lakaat eur bodik benniget e kreier al loened, ha beteg er parkeier e mesk ar c’hounidegez, evit pellaat peb droug dioutho, hag ober da vennoz ann Aotrou Doue diskenn puilloc’h varnho. Eur voazamant kaer eo, hag a dle beza heuliet bepred, pa c’houzomp o deuz ann traou benniget nerz d’hon diouall diouz meur a zarvoud noazuz d’hon ene, d’hor c’horf pe d’hor madou. Mez e ve d’eunn tiegez ne gafet ket ennhan eur bod evel-se, gant eur penn goulou hag eur banne dour benniget.

Ar skourrou glaz-ze, kent na zistroer gantho d’ar gear, a vez douget evit ar prosesion da zigas sonj d’eomp euz ann digemer great d’Hor Zalver e Jerusalem, hag a zesk da bep kristen e pe zoare reseo Jezuz enn he galoun, brema d’ann amzer Fask.

Petra bennag ma oa euz lignez David, ne gavomp ket dJezhan, enn deiz-ze, doare eur roue. Ne veler var he dro na soudardet na tud a lez ; hag he-unan, e leac’h beza enn eur c’harroz pe var eur marc’h kaer, eo azezet var gein eul loan euz ar re zistera, eunn azennez. Ia, guir aoualc’h eo ar pez a gemenne ar prophet da gear Jerusalem ; he roue a zeu davethi leun a zouzder : Ecce rex tuus venit tibi mansuetus.

Siouloc’h ha disteroc’h eo c’hoaz o c’houlenn digor ouzomp-ni. Rak, ma n’oa ganthan reuz na fouge ebet, ann holl da vihana a vele dirag ho daoulagad eunn den brudet dre he furnez hag he c’halloud souezuz ; hag abalamour da ze e teuent d’he ziambroug gant levenez o kana mil bennoz ha mil meuleudi d’ezhan.

O tont daved ann ene kristen avad, Hor Zalver a zo holl kuzet dindan spesou ar bara, ha kaer on defe sellet, ne gavomp netra ken. Mes, pa gredomp ema enn Hosti Sakr, guir Doue ha guir den, ha pa c’houzomp eo he zaouarn leun a c’hrasou talvoudusoc’h eged ar re a roaz d’ar Iuzevien, hastomp ive d’Hen digemeret gant anaoudegez-vad. Ma n’on deuz ket, mui eged pobl Jerusalem, a draou pinvidik da lakaat dirazhan, kempennomp hon ene o renevezi hor zantimanchou a feiz, fizianz ha karantez ; mes, dreist pep tra, tennomp divar he hent kement pec’hed a virfe outhan da ziskenn gant plijadur enn hor c’haloun.

Diouallomp goude-ze da vont hed a hed var roudou ar Iuzevien. Ar re-ze, abenn nebeut deveziou, o veza selaouet kuzuliou fall, a gemeraz eur gasouni vraz ouz Jezuz, hag a iouc’he o c’houlenn ma vije barnet ha kaset d’ar maro, ar pez a oue great da Vener-ar-Groaz. Lazet e vez ive enn hor c’haloun dre ar pec’hed marvel, ec’hiz pa ve o c’houzanv adarre holl boaniou he Basion. Bezomp eta var evez da bellaat ann enebour-ze, evit ma vevo Jezuz bepred ennomp ; rak neuze e vevimp ive ganthan da viken e euruzdet ann envou. Evel-se-bezet-great.





AR ZUL FASK
(Sant Mark, Chab. xvi.)


————


Enn amzer-ze, Mari-Madalen, Mari, mam sant Jakez, ha Salome a brenaz louzou c’huez-vad evit mont d’ho lakaat gant korf Jezuz. Hag o veza, enn deiz kenta euz ar zizun, diblaset mintin-mad, e liguezent dirag ar bez da zao-heol. Hag e lavarent ann eil d’eben : Piou a denno d’eomp ar mean zo o stanka dor ar bez ? Mes, enn eur zellet e veljont dija ruillet kuit ar mean-ze a ioa braz divent. Hag o vont diabarz ar bez e veljont, azezet a zeou, eunn den iaouank guisket holl e guenn, hag e ouent sebezet. Hema a lavaraz dezho : N’o pezet ket aoun. Klask a rit Jezuz a Nazareth zo bet staget er groaz. Resusitet eo, n’ema ket ama, setu ar plas el leac’h m’oa lakeat gantho. Mes, it, lavarit d’he ziskibien ha da Ber, ez a araozoc’h d’ar Galilee ; eno her guelot evel m’en deuz lavaret d’ehoc’h.


Jezuz savet euz ar bez.


Eunn dra souezuz eo guelet ar c’henta kelou euz Resurreksion Hor Zalver roet d’ar gragez-ma e leac’h beza kaset da zant Per, ar penn euz ann Iliz, pe da zant Iann, ann abostol muia karet. Kement-ze a zo evit diskuez pegen kaer oa dirag Doue feiz ha karantez ann teir greg a ziblase araog ann deiz evit mont da lakaat louzeier c’huez-vad enn dro d’ar c’horf santel.

M’o divije bet c’hoant gortoz, evel ann diskibien all, beteg guelet petra a c'hoarvezje, e kavent digarez aoualc’h d’hen ober. Biken, merc’hed dic’halloud eveld’ho ne vijent goest da zevel ar mean braz a ioa o stanka ar bez ; perak eta en em emellout euz eul labour enn tu all d’ho nerz ? Eat oant atao o fiziout var madelez ann Doue a gav bepred tu d’ober ar pez zo hervez he volontez. Abalamour da ze e teu eunn eal da gomz outho ec’hiz m’eo merket enn Aviel, ha da lavaret d’ezho e pe leac’h e c’hellint, heb dale, guelet Hor Zalver leun a vuez.

Ar c’helou-ze a reaz d’ho c’haloun tridal gant levenez. Rak, Jezuz o resusita a ziskueze oa guir kement o doa skrivet ar bropheted divar he benn, ha kement en doa he unan diskleriet d’ezho. Ar burzud-ze pelloc’h a iea da grenvaat feiz ann diskibien laosk aoualc’h bete neuze, dioc’h klevet komsou daou anezho a ioa o vont da Emmaüs hag en em gavaz da vale gant ho Mestr, heb he anaout.

Ia, var ar burzud-ze eo diazezet al lezenn gristenn ; rak, evel a lavar sant Paol, paneved m’eo savet Mab Doue euz ar bez e ve eur follentez d’eomp fiziout ennhan ; ha ne ve ket var ann douar eur rumm dud rezeudig ha diskiant ec’hiz domp-ni, pa gemeromp poan ha pa zioueromp plijadur ha traou all, o c’hortoz eunn euruzdet ne gafemp biken. Ma n’eo ket resusitet Jezuz, emezhan, a be leac’h e oufe dont adarre buez enn hor c’horfou ni ? Ha koulzgoude, a hent all, penaoz ha pe vare, e vezo roet he zigoll d’ar c’hristen mad ? Mes, savet eo leun a c’hloar euz ar bez ; hag, e memor euz ar burzud kaer-ze c’hoarvezet enn deiz-ma, ann Iliz santel a c’halv he bugale d’en em laouenaat ganthi : Hœc dies quam fecit Dominus, exultemus et lœtemur in ea.

Ia, bezomp laouen, ha kanomp hirio mi menleudi da Zoue ; rak, evel Hor Zalver, ni a vezo ive treac’h d’ar maro ha da vreinadurez ar beziou.

Mes, ann darvoud-ze ken dudiuz d’ar Zent, evit ma vezo talvouduz da bep hini ac’hanomp, ni a dle miret buez hon eneou hag he renevezi ma ve, siouaz ! kollet ganeomp dre ar pec’hed. Evit guir, ann dra-ze a c’hellomp d’ober e peb mare euz ar bloaz ; rak, oc’h anzao ar pec’hejou gant glac’har ha fizianz, e kaver bepred trugarez. Mes, eur c’halz tud a jomm pell braz e stad a varo. Evelato, enn amzer Fask ez eont peurvuia da glask ar vuez er zakramanchou. Resurreksion Jezuz-Krist a zo eur mellezour lakeat dirag hon daoulagad, d’hor blenia el labour-ze evit ma vezo mad ha paduz ; guelomp eta petra lavar ann Aviel var gement-ze.

Leun eo a vuez, eme aun eal ; n’her c’hlasket mui eta etouez ar re varo. Eur c’hristen distroet da vad ouz Doue n’her guelot ket ive er gual goumpagnuneziou nag el leac’hiou milliget ma oue lazet he ene paour. He blas n’ema ket eno mui eged n’eo ar bez plas etmu den beo.

Hor Zalver en em ziskuez da zant Per ha d’ann diskibien all evit ma ouezint eo resusitet e guirionez. Mar bevomp hiviziken hervez lezenn Doue, pep unan a velo ive ar burzud a c’hras c’hoarvezet ennomp.

Jezuz ne varvo mui ; ar maro n’en deuz galloud ebet ken varnhan. Ni ken nebeut ne dlefemp ket mervel ; mes, goude eur pask ar zantela e c’hellomp evelato beza skoet adarre gant maro ar pec’hed. Bezomp eta bepred var evez, hag beuliomp mad kuzuliou hor c’honfesour evit kenderc’hel e karantez Doue. Evel-se-bezet-great.


————





AL LUN FASK
(Sant Lukas, Chab. xxiv.)


————


Enn deiz-ze daou euz diskibien Jezuz a ia d’eur geriaden hanvet Emmaüs, hag a ioa etro diou leo hanter diouz Jerusalem. Hag hi a gomse etrezho euz kement a ioa c’hoarvezet. Hag epad ma tivizent evel-se, ann eil o klask gouzout petra a zonje egile, setu Jezuz he unan o tostaat hag o vale gantho. Mes, evel pa vije sarret ho daoulagad, n’hen anavezent ket. Hag e lavaraz d’ezho : Euz a betra e komzit eta ann eil gant egile oc’h ober hent, ha perak hoc’h glac’haret ? Hag unan anezho, he hano Kleophas, o respount d’ezhan evelhenn : Ha c’hui a ve eta ken divroet e Jerusalem ma n’euz nemedhoc’h ne oufe ar pez zo c’hoarvezet ennhi ann deiziou-ma ? Petra ? a lavaraz hen d’ezho. Ar pez zo diguezet, emezho, gant Jezuz a Nazareth, a oue eur prophet brudet dre he oberou ha komsou dirag Doue hag ar bobl holl ; penaoz o deuz prinsed ar veleien hag ann dud e karg her barnet d’ar maro hag he staget ouz ar groaz. Koulzgoude ni a grede oa hennez salver Israel ; ha setu hirio ann trede deiz abaoue m’eo c’hoarvezet ann traou-ze holl. Evit guir, unanou bennag euz ar gragez a ioa ouz hon heul, o deuz great aoun d’eomp ; rak, o veza eat d’ar bez araog ann deiz, evel ne gavent ket he gorf, inl dizroet enn eur lavaret o doa zoken guelet elez hag a zisklerie oa beo. Darn ac’hanomp eat neuze d’ar bez o deuz kavet pep tra ec’hiz ma lavare ar gragez ; evithan n’o deuz ket her c’havet. Ha Jezuz a lavaraz d’ezho : O, tud diskiant ha dieguz da gredi kement zo diskleriel gant ar bropheted ! Daoust ha n’oa ket ret d’ar C’hrist gouzanv ann traou-ze ha dre eno kaout digemer enn he c’hloar ? Neuze ec'h en em lakeaz da zisplega dezho kement zo lavaret divar he benn er Skritur gant Moïzez hag ann holl bropheted. Pa ouent tost d’ar geriaden el leac’h ma’z eant, Jezuz a reaz neuz da vont pelloc’h. Mes, hi a zalc’haz varnezhan, o lavaret : Chomit ganeomp, rak dont a ra ar pardaez, hag ann deiz zo dija enn traon. Hag ez eaz enn ti gantho. Hag epad m’edo ouz taol gantho, setu hen o kemeret bara, ouz ber benniga hag he ranna da rei d’ezho. Neuze ho daoulagad a zigoraz, hag hen anavesjont ; mes, ker buhan ez eaz kuit a zirazho. Hag hi o lavaret ann eil d’egile : N’oa ket tomm bero hor c’haloun enn hor c’hreiz epad ma komze ouzomp enn hent ba ma tisplege d’eomp ar skritur ? Hag o veza savet ez ejont raktal enn dro da Jerusalem. Eno e kavjont ann unneg abostol er memez leac’h, hag ann diskibien all gantho, hag holl e lavarent eo, e guirionez, resusitet ann Aotrou hag en em ziskuezet da Zimon Per. Ar re-ma ive a ziskuillaz ar pez a ioa c’hoarvezet gantho enn hent, ha penaoz o doa hen anavezet pa rannaz ar bara.


Fiziout e komsou Doue.


Abaoue eur pennad amzer, impalaerien Rom a ioa mistri e Jerusalem, ha n’oa mui, var tron ar Judee, rouaned euz ar ouenn goz. Kement-ze a rea kalz melkoni d’ar Iuzevien. O klevet ann traou burzuduz skrivet divarbenn ar Mesias, hag o c’houzout e tiskennje euz lignez David, ann daou ziskib-ma, evel niver braz a re all, a c’hortoze her guelet o rei he brud kenta d’ar rouantelez ; ha p’en em lakeaz Jezuz da brezeg ha d’ober burzudou, e kredjont e teuje buhan aoualc’h a benn euz al labour-ze. Mes, allaz ! barnet oa bet d’ar maro ha staget er groaz, ha brema ann diskibien ne fiziont mui varnhan.

Nag a gristenien zo henvel outho ! Pa lennont ar pez zo merket enn Aviel divar-benn holl-c’halloud, lealdet ha furnez ann Aotrou Doue, int souezet ha douget da ziskredi, o veza ne ro ket raktal da bep unan hervez he oberou.

Araok seveni he bromesaou ha re ar bropheted, Hor Zalver a dlie mervel ! Mes, ober a rai pep tra d’ar mare hag ec’hiz m’eo deread. Mad, kristenien diskiant ha laosk a feiz, Doue a zalc’ho ive d’he c’her. Amzer a gemer hag hen ober a c’hell pa’z eo guir hor c’havo enn tu all d’ar bez koulz hag enn tu-ma. Mes, da c’hedal, poaniit c’hui da grenvaat ho kredenn.

Kaloun ann daou ziskib a domme enn ho c’hreiz epad ma selaouent Hor Zalver, ha p’o devoue kommuniet euz he zourn, neuze e veljont sklear hag e teuaz ho feiz da veza nerzuz.

Eveldho eta klevit mad komsou Doue, tostait aliez ouz ann Daol Zantel, hag e viot bepred kristenien stard ha kalounek. Evelse-bezet-great.





AR MEURZ FASK
(Sant Lukas, Chab. xxiv.)


————


D’ar mare-ze, Jeznz en em gavaz e touez he ziskibien, hag a lavaraz dezho : Ar peoc’h ra vezo ganehoc’h ; me eo, n’o pezet ket aoun. Evitho, strafillet ha spountet a zonje oa eur spered a velent. Mes hen a lavaraz d’ezho : Perak en em enkrezit hag e roit digemer d’ar zonjou-ze enn ho kaloun ? Sellit va daouarn ha va zreid ; me va unan eo ; dournatit ha guelit ; eur spered n’en deuz na kig nag eskern ec’hiz am euz me hag a velit. O veza lavaret ann dra-ze e tiskuezaz d’ezho he zaouarn hag he dreid. Evel ne gredent ket c’hoaz ha ma choment sebezet gant ho levenez : bez’ oc’h euz aze, emezhan, eunn dra bennag a ve mad da zibri ? Hag e lakajont dirazhan eunn tamm pesk krazet hag eur goarenn mêl. P’en devoue debret dirazho, o tastum ar pez a jome euz he zilerc’h da rei d’ezho, e lavaraz : Setu ar c’henteliou a roen d’ehoc’h epad m’edon c’hoaz enn ho touez : ret eo e ve sevenet ann holl draou skrivet divar ma fenn e lezenn Moisez, er Propheted hag er psalmou. Neuze e tigoraz ho spered evit ma koumprenjent ar Skritur, hag e lavaraz d’ezho : Ec’hiz m’eo skrivet, ret oa d’ar Christ gouzanv evel-se, ha sevel d’ann trede deiz a douez ar re varo ; ret oa ive e vije, enn he hano, prezeget d’ann holl boblou ar binijenn hag ar pardoun euz ar pec’hejou.


Kredi heb guelet.


Diouz a verk sant Lukas er gentel-ma, ann daou ziskib nevezig distro euz a Emmaüs a ioa c’hoaz er goumpagnunez, p’en em ziskuezaz Hor Zalver. Ar re-ze o doa komzet outhan enn hent, ha kommuniet, evit ann eil guech, euz he zorn karantezuz ; guelet oa bet ive gant sant Per, eme ann Aviel, penaoz eta koumpren o defe kement a boan ouz he anaout hag o kredi ema dirazho ?

Pa vez c’hoant braz da gaout eunn dra, ha pa vezer bet o c’hedal bete dija koll fizianz, ma teu d’eomp pelloc’h ar pez a c’hortozemp, on euz aoun na ve ket guir, aoun na ve ec’hiz sorc’hennet hor penn, goude guelet ha klevet, n’oump ket sur aoualc’h euz hon daoulagad hag euz hon diouskouarn ; hag e c’houlennomp c’hoaz eunn testeni all bennag. Evel-se a c’hoarvez gant ann Ebestel. Glac’haret oant bet o koll eur mestr ken karet ; huanadi a reant varlerc’h ann eur d’her guelet a nevez, ha beteg ann trede deiz o devoa fiziet var he bromesaou. Brema setu hen dirazho ; mes, gant ho estlamm hag ho levenez, ne c’hellont kredi.

Evel kent, ret eo ive anzao n’oa ket stard ha nerzuz ho feiz. Koulzgoude, e eleac’h rebech netra d’ezho, Hor Zalver a reaz kement a ioa enn he c’halloud evit diskuez en em gave enn ho zouez korf hag ene. Sellit piz, emezhan, lakit ho taouarn varnhon, hag anavezit emaoun ama kig hag eskern, dishenvel dioc’h ar sperejou pe ar spountaillou. Kaeroc'h a ra c’hoaz, evit tenna peb nec’h divarnho ; dibri a ra gantho, daoust n’en devoa he gorf sakr ezomm ebet a voued hiviziken. Var resurreksion Jezuz-Krist eo diazezet hon holl gredennou ; rak-ze e teurvez rei d’he ziskibien kement testeni a c’houlennont, evit ma vezo sklear ar virionez-ze, evit ne c’hello den lavaret o deuz kredet re vuhan.

Mes, a zonjo meur a hini, mar d’eo talvouduz d’al lezenn gristen e ve bet ann ebestel keit all o klask digemeret ar gentel-ma, perag e klevomp ken aliez tamall da zant Thomas beza bet laosk a feiz ? Ne c’houlennaz netra nemed lakaat he zourn e plas ann tachou a stagaz he vestr ouz ar groaz, evel m’o devoa great he genvreudeur ! — Guir aoualc’h eo ; mes, pa'z oa dija eunn niver braz a destou e c’helle kredi var ho ger, ha n’oa ket mad d’ezhan gortoz eur burzud nevez. Brao e kafec’h ma falvesfe da bep kristen kaout eunn henvelep testeni abarz plega dirag kelennadurez ann Aviel ?

Kalz tud koulzgoude a gemer skuer dioc’h sant Thomas. Ha goude ma rofe Doue ho goulen d’ezho ne gredfent ket startoc’h. Ezomm o defe da evesaat ouz ar pez a oue lavaret d’ar fals-pinvidik. Barnet d’ann ifern, ar rezeudik-ze a reaz ar bedenn-ma : Aotrou, emezhan, breudeur am euz var ann douar ne vevont ket guelloc’h egedhon ; aotreit ez afen va unan, pe kasit eunn all bennag d’ho c’helenn evit ne guezint ive enn tan skrijuz-ma. Bez’ o deuz, eme ar barner, kenteliou Moizez hag ar bropheted ; ma ne zelaouont ket ar re-ze, ne raint ket muioc’h a van, piou bennag a gasfen davedho.

Rak-ze, e leac’h goulenn burzudou da skoria ar misteriou ha guirionezou all prezeget d’eomp gant ann Iliz a berz Doue, pedomp ann Tad-ze da greski hor feiz. Neuze, pa zeui Jezuz d’hon digemeret var dreuzou ar baradoz, e lavaro d’eomp, gant douzder, ar c^homsou-ma : Beati qui non viderunt et crediderunt. Euruz neb a gredaz heb kaout ezomm da velet. Evel-se-bezet-great.





SUL AR C’HASIMODO
(Sant Iann, Chab. xx.)


————


Var ar pardaez, enn deiz-ze a ioa ar c’henta euz ar zizun, ann doriou o veza sarret var al leac’h m’edo en em zastumet ann diskibien gant aoun raok ar Iuzevien, setu Jezuz diguezet enn ho c’hreiz hag o lavaret d’ezho : Ar peoc’h ganehoc’h. Ha goude ar gomz-ze e tiskuezaz d’ezho he zaouarn hag he gostez. Braz e oue ela levenez ann diskibien pa veljont ho mestr. Hag e lavaraz d’ezho eunn eil guech : Ar peoc’h ganehoc’h. Evel m’oun digaset gant va Zad, me ive ho kas c’hui. Ha goude ar gomz-ze, e c’huezaz varnho, hag e lavaraz d’ezho : Resevit ar Spered-Santel. Ar re o pezo diskarget euz ho fec’hejou, en em gavo diskarg ; hag ar re a lezoc’h beac’hiet, a jomo dindan beac’h. Mes, unan euz ann daouzeg, Thomas, leshanvet Didym, n’edo ket gantho pa zeuaz Jezuz. Ann diskibien all a lavaraz ela d’ezhan : Ni on euz guelet ar Mestr. Mes, hema a respountaz d’ezho : Ne gredinn biken, nemed guelet am be merk ann tachou enn he zaouarn, nemed lakaat a rafen va biz e toull ann lachou, ha va dourn e gouli he gostez. Abenn eiz dez goude, ann diskibien o veza adarre er memez leac’h, ha Thomas gantho, setu Jezuz, hag ann doriou sarret, en em gavet enn ho zouez, hag o lavaret : Ar peoc’h ganehoch. Goude e lavar da Dhomas : Lakit ho piz ama ; sellit ouz va daouarn, hag astennit ho tourn d’hen lakaat em c’hostez ; hag e leac’h diskredi hiviziken bezit sentuz. Ha Thomas da lavaret d’ezhan : Va Aotrou, ha va Doue ! Thomas, kredi oc’h euz great, eme Jezuz d’ezhan, rak m’oc'h euz va guelet ; euruz ar re a gredaz heb beza guelet. Evit guir, Jezuz a reaz c’hoaz dirag he ziskibien eunn niver braz a vurzudou all n’int ket merket el levr-ma. Ar re-ma on euz skrivet evit ma kredoc’h eo Jezuz ar C’hrist, guir Vab Doue, hag evit m’o pezo, dre ho kredenn, ar vuez enn he hano.


Ar peoc’h guirion.


Abenn teir guech, er gentel oc’h euz lennet, Hor Zalver a lavar d’he ziskibien : Ar peoc’h ganehoc’h. Ret eo eta e ve ar peoc’h-ze eunn dra talvouduz braz d’ann dud ; ha sant Paol, eleal, ouz he reketi d’ar gristenien genta, a zisklerie d’ezho ne c’hellomp ket koumpren priz ann tenzor-ze, exsuperat omnem sensum ; rak dioual a ra, emezhan, hor c’haloun hag hor spered diouz peb enkrez (Philip.iv,7). Mes, evit tanva ann holl douzder a zo ennhi e rankomp beza e peoc’h gant Doue, ganeomp hon-unan, ha gant ann nesa. Guelomp eta petra c’hell direiza ann em-gleo enn eil tu pe egile.

Eunn dra hebken, ar pec’hed, a vir ouzomp da veza unanet gant Doue. O pec’hi e tiskleriomp brezel d’hor mestr ha d’hor c’hrouer ; ha ret eo e vemp diskiant evit en em gemeret evel-se ouz ann Holl-c’halloudeg a zo perc’henn peb mad, enn env ha var ann douar. Petr’e zeuimp da veza pa baouezo da skuill varnomp he c’hrasou ? ha petra omp-ni evit derc’hel penn d’ezhan ?

Mes, goude ma chomfe heb skei, abalamour ma’z omp re zister, n’or bezo ket c’hoaz ar peoc’h ; rak, ann tenzor-ze ne oufe beza gant ar pec’her, non est pax impiis. Penaoz miret ouz hor c’houstianz da rebech d’eomp hon dislealdet ? Avechou, evelato, ar vouez-ze a oar tevel, ec’hiz pa ve mouget. Pa vezer eat pell aoualc’h gant hent ar fallagriez, neuze, eme ar Spered-Santel, ne rear vân euz gourdrouz ebet, cum in profundum venerit, contemnet. Goasa a oufe diguezout ganeomp eo beza dall ha bouzar evel-se ; rak, neuze ne zizroimp biken.

Mes, kaer or be ober fae euz rebechou Doue ha re ar goustianz, ne gavimp ket ar peoc’h ganeomp hon-unan ma ne zalc’homp berr var hon techou fall. Ma lezit diaoul ann avarizdet da c’hounit ho kaloun, emaoc’h noz deiz enn enkrez da goll ar pez oc’h euz, hag, heb ehan, krignet gant ioul dastumm muioc’h mui. Ouz ar c’hargou huel eo oc’h euz avi ?

Neuze, goude ma vec’h dija e beg ar skeul, e fell d’ehoc’h pignat hueloc’h c’hoaz. D’eur pleg mezuz bennag oc’h en em roet ? Kaer o pefe her maga, ne baouezo da iudal ec’hiz eul loan gouez dare gant ann naoun. Bezet sklavour d’eunn all bennag euz a gen aliez tech milliget zo e izili ann den, eur bourreo a zougit enn ho kerc’henn ; peoc’h ebet da gaout ganehoc'h hoc’h unan.

Hag ann nesa, kredi a rit ec’h en em glevo ganthan neb zo, evel pa lavarfen, guerzet d’ann diaoul ? Hema, tad ar gevier hag ar fallagriez, a labouro mar bez ezomm evit lakaat kasouni etre ann dud ; ha ne vezo ket ret d’ezhan en em skuiza. Ann holl a ranko beza var evez ouz ann den avarisiuz evit difen ho danvez. Penaoz e c’helfent gouzanv ann hini a glask laerez ho flas digantho, a garfe lakaat pep unan dindan he dreid ? Piou ne argaso ann teod-fall, ann drouk-prezeger, ne baouez o tispenn hema pe hennont, oc’h ober d’ezhan koll he vrud-vad, a dalv hirroc’h eged holl binvidigezou ar bed-ma ?

Petra d’ober eta evit kaout ar peoc’h gant Doue, ganeomp hon-unan ha gant ann nesa ? M’ar d’ema ar pec’hed enn hor c’haloun, mont daved ar re o deuz, evel ann Ebestel, galloud da zevel ar beac’h-ze divamomp. Goude-ze, derc’hel var hor plegou fall ha reiza hor buez hervez lezennou Doue ha re ann Iliz. Neuze e chomo bepred ganeomp ar peoc’h dudiuz-ze a zo eunn tanva hag eunn errez euz peoc’h eternel ar baradoz. Evel-se-bezet-great.


————





ANN EIL SUL GOUDE PASK
(Sant Iann, Chab. x.)


————


Er mare-ze, Jezuz a lavaraz d’ar Pharizianed : Me eo ar pastor mad. Ar pastor mad a ro he vuez evit he zenved. Evit neb zo diouz marc’had, ha n’eo ket pastor na perc’henn ann denved, hennez pa vel ar bleiz o tont, a zilez an denved hag a red kuit ; hag ar bleiz a lamm d’ann denved hag ho c’has ama hag ahount. Hennez a ia kuit, rak ma’z ema dioc’h varc’had, ha ne zell ket outhan petr’e teuio ann denved da veza. Me eo ar pastor mad, hag a anavez va denved, hag indhi am anavez me ; evet mac’h anavez va zad ac’hanon-me, ha mac’h anavezan me va zad ; ha va buez a roan evit va denved. Denved all am euz c’hoaz, n’int ket euz ar vanden-ma ; ret vezo d’inn ho digas ive ama, hag e selaouint va mouez ; ha ne vezo mui nemed eur vanden zenved hag eur pastor hebken. Jezuz eo ar Pastor mad. Me eo ar pastor mad ! eme Hor Zalver. Kemeret a c’hell e guirionez ann hano kaer-ze, rak great en deuz hag ober a ra bepred kement a zere ouz eur pastor fur ha karantezuz. Eur mesaer a zoare a anavez he zenved, a c’halv peb hini anezho dre he hano. Lagad Jezuz a zo noz deiz o para varnomp, hag he vouez leun a zouzder a gomz heb paouez ouz ann denvedigou. Pa vez tec’hed unan bennag diouz ar vandenn ec’h en em laka enn hent evit klask ann danvad paour, ha pa vezo kavet hen dougo var he ziouskoaz, gant aoun na ve re skuiz o tistrei d’ar gear. Lennit enn Aviel ar pez en deuz great evit Mari-Madalen, evit pec’herez Samarii, hag eunn niver braz a re all a ioa eat da goll.

Ar pastor mad ne zell ket ouz ar boan evit kas he zenved d’ar peuri druz ha iac’huz. Koulzgoude kiskoaz mesaer ne reaz kement nag hanter evel a ra Jezuz e kenver ann dud. Guelet oc’h euz ar burzudou a rea evit maga ar re a zeue da glevet he brezegennou. Ha ni hon-unan, digant piou nemed diganthan on euz hor guiskamant hag hor bara pemdeziek ?

Ha pa briz sellet evel-se ouz ar c'horf a zo pri ha breinadurez, petra ne rai ket evit ann ene a zo breur da elez ar baradoz ? Epad m’edo var ann douar ne baouezaz da hada ar virionez evit diskuez d’eomp ann hent mad hag hon distrei diouz ar peuri noazuz. Evidomp, he genteliou a zo bet skrivet enn Aviel ; ha, gant aoun na vemp lezireg d’ho lenn e vezont c’hoaz embannet dirazomp er gador brezeg. Ouspenn ar gelennadurez-ze roet ganthan evit beza sklerijenn ha magadurez hon eneou, e ro d’eomp eur pred burzuduz, he gorf hag he c’hoad e sakramant ann aoter.

Eur pastor mad, erfin a ro he vuez evit he zenved. Dibaot eo klevet e ve lazet eur mesaer gant ar bleizi pe gant al laeroun, o klask difen outho he loenedigou. Ha pa ne ve nemed taget pe gual c’hlazet gantho, ez afe buhan ar brud anezhan e peb leac’h ; ha dleet aoualc’h eo, a dra zur, ober meuleudi ann den kalouneg-ze. Mad, evit ann eneou, Hor Zalver en deuz great kement-ze holl ha muioc’h c’hoaz. Beilla, pedi, bale ha labourat noz deiz, gouzanv skuizder ha dienez a reaz heb damant ebet ; ha pa oa ret d’unan mervel evit ma vije espernet ar vandenn, Jezuz a varvaz, hag a varvaz er groaz evitho. Den ebet ne oufe kaout abeg ennhan pa lavar beza ar pastor mad.

Mes, evit ma vezo ar pez diouz ann dra, denved eunn henvelep pastor a dle he anaout, selaou he vouez ha bale d’he heul.

Hogen, evit anaout Jezuz eo ret sellet piz ouz he oberou, deski ha koumpren ar guirionezou en deuz prezeget, ma teuimp d’her c’haret bemdez muioc’h-mui.

Selaou Jezuz a zo digemeret gant feiz ha doujanz kenteliou ann Aviel, kuzuliou he Iliz santel, aliou ha rebechou hor c’houstianz.

Heulia Jezuz a zo ober, eveld’han, fae var madou hag ebatou ar bed ; gouzanv beza disprijet goapeat ha kaseat gant ann dud ; dougenn ar groaz hag ar boan heb en em glemm ; rak, dre ann hent-ze eo tremenet araozomp evit mont d’ann env d’hor gortoz.

Gant eur zell ouz he vuez, peb hini ac’hanomp a velo hag hen a zo eunn danvad mad ha sentuz. M’on defe, bete vrema, bevet pell diouz ar pastor karantezuz, dizroomp buhan davethan ha dalc’homp tost d’ezhan bepred evit m’hon diouallo ouz ann drouk-spered, bleiz ha laer braz ann eneou. Evel-se-bezet-great.





ANN TREDE SUL GOUDE PASK
(Sant Iann, Chab. xvi.)


————


Enn deiz-ze Jezuz a lavaraz d’he ziskibien : Eunn nebeut c’hoaz ha n’am guelot mui ; hag adarre eunn nebeut, am guelot a nevez, rak me ia daved va Zad. Darn euz he ziskibien a c’houlennaz eta ann eil ouz egile : Petra eo ar pez a lavar d’eomp : eur pennadig c’hoaz ha n’am guelot ken, hag adarre eur pennadig, am guelot ; ha me ia daved va zad. Petra eo em’indhi ar pez a c’halv eunn nebeudik ? Ne ouzomp ket petra lavar. Jezuz a anavezaz o doa c’hoant ober eur goulenn bennag outhan hag a lavaraz d’ezho : C’hui zo o klask gouzout ann eil digant egile petra eo d’inn lavaret : eunn nebeut c’hoaz ha n’am goelot ken ; adarre eunn nebeut hag am guelot. Hen lavaret a ran d’ehoc’h e guirionez ; c’hui a wuelo hag a hirvoudo ; ar bed a vezo el levenez ha c’hui enn dristidigez ; mes, ho tristidigez a droio e levenez. Eur c’hreg o c’henel eu em gav ankeniet rak m’eo deuet he zermen ; mes, kentre m’e deuz lakeat he bugel er bed, setu dizonjet he foan dre al levenez a ra d’ezhi eunn den muioc’h var ann douar.

Evidoc’hui, a dra zur, a zo glac’haret brema ; mes, ho kuelet a rin adarre, hag ho kaloun en em laouenai, ha den ne denno diganehoc’h ho levenez.


Trubuillou ar gristenien.


Ar gentel-ma zo tennet euz ar brezegenn a reaz Jezuz d’he ziskibien goude ar goan diveza. Heb dale, e guirionez, e vezo lakeat d’ar maro ha diskennet er bez ; hag evelse n’her guelint mui. Mes, ne jomo ket pell e touez ar re varo ; sevel a rai leun a vuez hag her guelint adarre ; hag ho c’haloun neuze a vezo karget a levenez. Koulzgoude, kimmiada a rai dioutho eunn eil guech evit mont da gaout he Dad, hag e vezint trubuillet guasoc’h eged biskoaz. N’eo ket ma ve ho glac’har henvel ouz ann hini o devoue epad ma c’hortozent he resurreksion, heb kalz fizianz d’her guelet mui ; rak d’ar mare-ze e ouezint eo bet treac’h d’ar maro, hag ho feiz, stard hiviziken, a rai d’ezho herzel guelloc’h ouz peb enkrez. Evelato gual veac’hiet en em gavint aliez, ha tud ar bed, a greiz ho ebatou, a c’hoarzo hag a rai gual vuez da vignouned Doue. Evit krenvaat ho c’haloun e lavar d’ezho c’hoaz : Ho tristidigez ne vezo ket hirr, hag a chencho enn eul levenez a bado da viken.

Setu diskuillet sklear aoualc’h petra c’hoarvezo var ann douar hed ann holl amzer. Diskibien Jezuz hag ar guir gristenien a vezo great brezel d’ezho, en em gavo er boan hag enn anken, epad ma vezo ann dud direiz enn ho eaz hag enn ho flijadur.

Mes, perak kement a drubuill d’ar re vad, hag euruzdet d'ar bec’herien ?

Servicherien Jezuz-Krist a dle kaout ar vrasa henveledigez ouz ho mestr ; hag hema, daoust d’he zantelez ha d’he vadoberou a zo bet gual gaset e peb giz ; ar re-ze ne oufent eta beza espernet. Dibaot e ve hini anezho dibec’h agrenn, hag, er zent memez, eme ann Aviel, Doue a gav eun abeg bennag peurvuia. Dre ar poaniou-ze e paeont dle ar pec’hed, hag e tastumont madou evit ann env. Ar pez a hadont brema a greiz ho daelou, a eostint divezatoc’h el levenez.

Evit ar bec’herien, n’euz forz pegen troet e vent var ann droug, eur vad bennag a reont ive ; hag evel n’o deuz ket a zigoll da gaout er bed all, Doue, dre lealdet, a ro d’ezho danvez, fouge, iec’hed, enn eur ger, kement a c’hell ober euruzdet eun den var ann douar-ma. N’o deuz netra ken da c’hedal ; ha goude beza great ho reuz, eun nebeudig amzer, e vezint stlapet e tenvalijen hag e tân ann ifern, d’ar mare ma pigno ar guir gristenien etrezeg ar baradoz da gemeret ho flas er c’hloar hag el laouenedigez ne vezo morse laeret digantho.

Pa evesait piz ouz ar gentel-ma, avi o pefe c’hoaz ouz stad ar bec’herien hag ouz ho flijadurezou a dremen ker buhan ? Ne gavit ket guelloc’h, dougenn ho kroaz var roudou Hor Zalver pa velit da be leac’h ez ear dre ann hent-ze ? Gouzanvomp eta a galoun vad hag evit Doue hon holl boaniou a gorf pe a spered, hag e talvezint d’eomp peoc’h ha levenez dudiuz ann envou. Evel-se-bezet-great.


————





AR PEVARE SUL GOUDE PASK
(Sant Iann, Chab. xvi.)


————


Er mareou-ze, Jezuz a lavaraz d’he ziskibien : Me ia daved ann hini en deuz va digaset ; ha nikun ac’hanoc’h ne c’houlenn ouzin : da beleac’h ez it ? Mes, o veza m’am euz lavaret ann dra-ze d’ehoc’h ho kaloun a zo melkoniet. Koulzgoude me lavar d’ehoc’h ar virionez ; talvouduz eo d’ehoc’h ez afen kuit ; rak ma ne d’an ket, ar Paraklet ne deui ket davedoc’h ; ha m’ar d’an kuit, me hen digaso d’ehoc’h. Hag hennez pa vezo deuet, a ziskuezo d’ar bed e pe leac’h ema ar pec’hed, ar zantelez hag al lealdet. Ar pec’hed, er re n’o deuz ket kredet ennhon ; ar zanlelez, pa’z an daved va zad ha n’am guelot mui ; al lealdet, abalamour roue ar bed-ma a zo dija barnet. Kalz traou am euz c’hoaz da lavaret d’ehoc’h ; mes re veac’h e vent d’ehoc’h brema. Ar spered-ze a virionez, pa vezo deuet, a zesko d’ehoc’h peb guirionez. Ne gomso ket anezhan he unan, mes, lavaret a rai kement a glevo, ha diskleria rai d’ehoc’h ann traou zo da c’hoarvezout. Hennez a roi brud d’inn-me ; rak kemeret a rai euz ar pez zo d’inn, hag hen disklerio d’ehoc’hui.


Ann diouer euz a Zoue.


Hervez a lennemp enn Aviel disul diveza, ann diskibien ne goumprenent ket ar c’homsou-ma : Eunn nebeut c’hoaz ha n’am guelot mui. Hirio eta Jezuz a lavar d’ezho skleroc’h : Me ia daved ann hini en deuz va digaset ; ha setu ive o c’hoarvezout ar pez a ziskuille divarbenn ho guelvan hag ho zristidigez ; rak chom a reont mantret holl, oc’h anaout e kimmiado heb dale diontho. A dra zûr, ho glac’har a ziskuez her c’harout ; ha koulzgoude Hor Zalver a ra d’ezho ar rebech-ma : Penaoz, emezhan, pa zisklerian beza varnez mont kuit, hini ebet ac’hanoc’h ne c’houlenn da be leac’h ez ân ?

Tro en doa, e guirionez, d'en em glemm a gement-ze ; rak, ar garantez a ra d’eomp klask, bepred ha dreist holl, mad ann hini a garomp. Ar pez a vezo talvouduz d’ezhan a c’houlennimp, petra bennag ma c’helfe beza tenn ha poaniuz d’eomp hon unan. Kenta a dlie ann diskibien d’ober oa eta guelet pe goll pe c’hounit a rea Jezuz o pellaat dioutho, evit en em laouenaat ganthan pa anavesjent e pigne da azeza er c’hloar, enn tu deou d’he Dad. Hogen, n’her greont ket, ha sklear eo ne zonjont nemed er c’holl a ziguez gantho.

Evelato, goude ar rebech-ze leun a zouzder, Hor Zalver bepred madelezuz a ziskuez d’ann diskibien eo talvoudeg d’ezho ive ez afe digantho. Ma ne d’an kuit, emezhan, ar Paraklet ne deui ket davedoc’h. Me eo hen digaso d’ehoc’h pa vezin eat d’ann envou ; hag hennez eo ar spered a virionez a roi d’ehoc’h nerz da herzel ouz poan ha labour, ha d’ho gouzanv a galoun vad, evel ma roi d’ehoc’h ive sklerijenn da goumpren ar c’henteliou oc’h euz bet dija, hag ar re a vezo c’hoaz roet d’ehoc’h a berz Doue. Kalz traou am euz diskleriet d’ehoc’h, ha muioc’h am befe c’hoaz da ziskleria ; mes, re veac’h a rofent brema d’ho kaloun ha d’ho spered. Pa vezo deuet ann hini a zigasin d’ehoc’h euz ann env, neuze e c’hellot beza skoliet ganthan var bep tra, ha n’o pezo dienez ebet ac’hanon-me. Ober a rai ive d’ann dud digemeret guelloc’h ho kelennadurez pa ziskuezo sklear peger braz oa pec’hed ar Iuzevien a reaz fae var va c’homsou-me hag a zianavezaz ann hini a zeue davedho a berz Doue. Pa glevint ganthan oun azezet e gloar va Zad, ec’h anavezint va lealdet ha va zantelez ; rak ma vijen bet eur gaouiad hag eur pec’her ec'hiz ma tamallent d’inn beza, n’edo ket va flas er baradoz. Dre gement-ze e velint ive oa deread teuler enn traon galloud ann diaoul a deuaz, dre laeronsi, da veza roue ar bed ; hag ann neb a zalc’ho d’her servicha a vezo evedhan stlapet enn ifern.

Evit gouzout ha ni on euz eur guir garantez e kenver Doue, guelomp ha klask a reomp he c’hloar kent eged hor mad pe hor plijadur hon unan. Ma ne fell d’eomp gouzanv na dioueret netra evithan, neuze daoust ma tremenfemp evit kristenien, n’her c’haromp ket ec’hiz ma tle ha ma c’houlenn beza karet.

Pedenn. — O va Zalver, evel ho tiskibien genta am be c’hoant d’ho kaout ato em c’hichenn, rak ganehoc’h eo brao hag eaz beva ; mes, mar d’eo talvoudekoc’h d’ho kloar ha d’am zilvidigez e ven ec’hiz dilezet ganehoc’h, er c’hlac’har hag enn dristidigez, ra vezo great ho polontez santel !




AR PEMPVED SUL GOUDE PASK
(Sant Iann, Chab. xvi.)


————


E guirionez hen lavaran d’ehoc’h, eme Jezuz d’he ziskibien : Mar goulennit eunn dra bennag em hano, va Zad hen roio d’ehoc’h. Bete vrema n’oc’h euz goulennet netra em hano. Goulennit hag e resevot ; ha neuze e viot laouen hed a hed. Ann traou-ma am euz diskleriet d’ehoc’h dre barabolennou. Diguezont a ra ar mare ne gomsin mui ouzoc’h dre barabolennou, mes, ma komsin sklear d’ehoc’h divarbenn va Zad. Enn deiz-ze e c’houlennot em hano ; ha ne lavaran ket d’ehoc’h e pedinn va Zad evidoc’h ; rak va Zad he unan ho kar, abalamour moc’h euz va c’haret ha kredet e teuan a Zoue. Deuet oun euz va Zad ha diskennet var ann douar, ha brema e tilezan adarre ann douar hag ez ân daved va Zad. He ziskibien a lavaraz d’ezhan : brema avad e komsit sklear, ha n'eo ket lavariou a zo ganehoc’h. Guelet aoualc’h a reomp ec’h anavezit pep tra, ha n’oc’h euz ezom ebet e ve great goulennou ouzoc’h, abalamour da ze ni a gred oc’h deuet euz a Zoue.


Ar bedenn. — Penaoz pedi.


Er gentel-ma Hor Zalver a zesk d’eomp eo ret pedi hag a lavar d’eomp ive penaoz d’ober evit beza selaouet. Ouz hor c’helenn hirio var gement-ze, ann Iliz a ro eur merk a furnez ; rak, abenn varc’hoaz, dimeurz ha dimerc’her e c’halvo ar gristenien da brosesion ar Rogasionou.

Bez’ euz evel a ouzoc’h daou rumm brosesionou : prosesionou a levenez evit rei gloar ha meuleudi da Zoue pe d’ar zent, ec’hiz a vez great da c’houel ar Zakramant, ha d’ar pardouniou ; prosesionou a gaon hag a binijenn, evel hini sant Mark hag hini ar Rogasionou, evit goulenn trugarez ha bennoz ann Env.

Ar re-ma a deuaz ar c’hiz anezho var-dro ar bloaz 470. D’ar mareou-ze, er C’hreiz-deiz a Frans, e oue kren douar ha reuziou skrijuz ken na varve ann dud gant ho anken hag ho dienez. Sant Mamert, eskob Viên, a zonjaz neuze dastum ar gristenien a gear ha divardro, evit pedi ann Aotrou Doue d’ober outho eur zell a druez. A c’houdevez, ann Iliz a gemeraz ar voazamant d’ober bep bloaz ar memez pedennou evit goulenn ouz Doue pellaat diouz he bugale ar brezell, ar gernez, ar c’hlenvejou, ha skuill he vennoz var frouez ann douar ; hag, o c’houzout ne deu netra da vad nemed dre volontez ann Holl-C’halloudek, pep unan a zirede gant feiz d’ar prosesion.

Evit brema, e meur a barrez, eo mantruz guelet ken nebeut a dud ouz hen darempred. Penaoz, kristenien dievez, ne c’hellomp ket dioueret eunn diou pe deir heur evit mont da bedi Doue ? Kalz labour hon euz d’ober ? Klevomp eta petra lavar sant Paol : Ne dalv ket taoler had na lakaat plant enn douar, ma ne ziskenn varn’ho bennoz ann env ; rak, ne oufent kreski na dougenn frouez ebet. Koll a rit eta ho poan hag hoc’h arc’hant ma ne vez Doue enn tu ganehoc’h ; hag e sonj d’ehoc’h gounit o chom enn ho park eleac’h mont da bedi pa vezit galvet d’en ober ?

Mes, n’eo ket hebken d’ar c’hounideien eo talvoudeg heulia prosesion ar Rogasionou. Bourc’hizien ha tud divar ar meaz, holl e vevomp dioc’h frouez ann douar, ha m’ar be dister ann eost, goude derc’hel bara d’ezhan he-unan, ann tiek en devezo nebeut da zioueret gant ar re all. Koust a rai d’ar pinvidik ; hag ar paour a c’hlaouro gant ann naoun. Eunn dra diskiant ha mezuz eo eta dilezel ar pedennou a vez great epad ann tri devez-ma ; ha pep tiegez a dlefe kas unan bennag bemdez d’ar prosesion. O veza bet lezireg d’ann dever-ze, n’or bezo guir ebet d’en em glemm ouz Doue, ma teu planedenn ha dienez varnomp.

Ouspenn hon alia da bedi, Jezuz en deuz c’hoaz ar vadelez da zeski d’eomp pe c’hiz en em gemeret evit beza selaouet ; n’on euz nemed pedi enn he hano d’ezhan, hag hor bezo digant he Dad, kement a c’houlennimp. Mes, petra eo pedi enn hano Jezuz-Krist ?

Ann dra-ze a zo harpa hor goulenn var he veritou heb muzul, eleac’h fiziout var hor c’homsou brao pe var hor zantelez hon unan ; evel-se a ra ann Iliz a laka bepred hano Hor Zalver enn he fedennou. Pedi enn hano Jezuz-Krist a zo c’hoaz koms ouz ann Aotrou Doue gant eur guir fizianz, hag o reiza hor goulennou dioc’h ar gentel roet ganthan, da lavaret eo, o klask da genta he c’hloar ha mad hon ene, hag ann traou all varlerc’h, ouz ho dioueret a greiz kaloun, ma vent noazuz d’hor silvidigez.

Kalz kristenien ne fell ket d’ezho pedi abalamour, emezho, ne vezont morse selaouet ! Mes, ann dud keiz-ze a zo marteze pec’herien aheurtet ! Penaoz e klevo Doue ho fedenn, ma ne c’houlennont, da genta ha dreist holl, ar c’hras da derri chadenn ar pec’hed ? Mar d’int dibec’h, ar pez a glaskont a zo marteze noazuz d’ezho pe d’ann nesa. Neuze ann Tad karantezuz ne ra van ebet, pe a ro d’ezho eur c’hras all. C’hui ive, daoust ma karit ho krouadur, a ra skouarn vouzar, pa c’hoanta kaout eunn dra bennag a rafe drouk d’ezhan.

Marteze c’hoaz ne bedit ket gant eur feiz beo. Ha ma n’oc’h euz ket a fizianz aoualc’h. c’hui zo evel pa lavarfec’h da Zoue e vank d’ezhan ar c’halloud pe ar volontez d’ober d’ehoc’h hervez ho koulenn ! Souez eo ne vec’h ket selaouet ganthan ?

Mes, lakeomp e ve great ho pedenn ec’hiz m’eo dleet. Pegeit zo abaoue ma pedit ? Jezuz a bromet kement a c’houlennimp enn he hano ; ne lavar ket koulzgoude e vezo roet var ar c’henta ger. Pet guech ne oue ket ret d’ar Gananeen sevel he mouez truezuz abarz ma pareaz he merc’h ? Pegeit e oue santez Monika o pedi hag o vuela araok ma tizroaz Aogustin dioc’h he zizursiou ?

Pedenn. — O va Zalver, grit d’eomp koumpren ervad hag heulia bepred ar gentel-ma evit ma vezo selaouet hor pedennou gant hon Tad euz ann Env. Evel- se-bezet-great.





ANN ASANSION PE IAOU-BASK
(Sant Mark, Chab. xvi.)


————


Enn deiz-ze ann unnek abostol o veza ouz taol, Jezuz en em ziskuezaz dirazho, hag a rebechaz d’ezho beza ken douget da ziskredi ha kalet a galoun pa zifizient euz ger ar re o doa her guelet leun a vuez. Goude e lavaraz d’ezho : It dre arbed holl, ha prezegit ann Aviel d’ann holl grouadurien. Neb a gredo hag a vezo badezet a vezo salvet ; neb ne gredo ket a vezo kollet. Ha setu ama ar burzudou a c’hoarvezo var dro ar re o devezo kredet : Em hano e kasint kuit ann diaoulou, komz a raint iezou nevez ; dournata a c’hellint ar zarpanted ; mac’h evont eunn dra bennag goest da rei ar maro, n’o devezo droug ebet ; pa astennint ho daouarn var glanvourien ar re-ma a vezo pare. Hag Hor Zalver Jezuz, goude beza komzet evel-se outho, a zavaz d’ann Env, e leac’h m’eo azezet enn tu deou da Zoue. Evitho, o veza eat, a brezegaz e peb leac’h ; ha Doue a roe skoazell d’ezho ha kred d’ho c'helennadurez dre ar burzudou he heulie.


Jezuz o pignat d’ann Env.


Daou ugent devez zo abaoue m’eo savet Jezuz, leun a vuez, euz ar bez. Epad ann amzer-ze eo en em ziskuezet meur a vech d’he ebestel ha d’he ziskibien o tibri hag oc’h eva enn ho c’houmpagnunez evit ober d’ezho kredi n’eo ket he spered hebken, mes he gorf ive a zo e guirionez dirazho. Goude beza roet d’ezho muioc’h a skiant da goumpren he gelennadurez e tizroaz var meur a gentel o doa klevet dija hag e reaz d’ezho niver a genteliou all divarbenn al labour a lakea enn ho c’harg p’ho c’hase da brezeg he Aviel dre bevar c’horn ar bed. Komz a reaz d’ezho dreist holl euz ar zakramanchou hag euz reizou ann lliz Santel a dlient da ziazeza e peb leac’h. Euz ann traou kaer a ziskuillaz neuze, darn zo skrivet enn Aviel, darn all ive zo deuet beteg ennomp dre c’henou ann ebestel hag ar re a brezegaz a amzer da amzer enn ho goude. Diguezet eo pelloc’h ar mare da gimmiada, hag ez a gantho etrezeg menez Olivet. Tremen a ra, eme zant Lukas, dre gearik Bethanii, pe evit guelet eur vech c’hoaz he vignoun Lazar, pe evit her gervel da veza, gant he ziskibien all, test euz ar burzud a iea da c’hoarvezout. Neuze, o veza roet he vennoz d’ezho, e savaz dre he c’halloud he unan etrezeg ann env ; ha pa n’her gueljont mui, ann ebestel, laouen braz ho c’haloun, a ziskennaz da Jerusalem.

Bete vrema, ken aliez ma vije hano gant Jezuz d’ho dilezel, ann diskibien a jome evel mantret ha glac’haret holl ; hag hirio p’eo eat digantho, sant Lukas a lavar eo braz ho levenez. Petra zo kaoz a gement-ze ? Daou abeg o deuz d’en em laouennaat : ann darvoud euruz-ma a zo talvouduz d’Hor Zalver ha d’ezho ive.

Jezuz a ioa ganet enn eur c’hraou ; he vamm hag he dad mager a ioa peorien ; beteg ann oad a dregont vloaz e labouraz c’hiz eur micherour da c’hounit he vara ; rak-ze ann dud ne zellent nemeur outhan ; ha p’en em lakeaz da brezeg, n’her selaouent ket, petra bennag ma komse gant eur furnez souezuz. Divezatoc’h e oue goapeat gant ar Iuzevien, barnet d’ar maro ha staget er groaz evel ar vrasa torfetourien. Piou a gredfe eo guir vab Doue hervez ma lavar beza ? Ann ebestel ho-unan o doa difizianz anezhan ! Brema avad p’her guelont beo buezeg hag o pignat d’ann Env leun a c’hloar, brema e kredont d'he bromesaou hag e roint testeni d'ezhan heb aoun ebet. Goude kement a zismegans great d’ezhan, setu eunn digoll ar c’haera ; rak, Jezuz guir Doue ha guir den a zo digemeret er baradoz ec’hiz eur roue o tistrei d’ar gear, trec’het ganthan he holl enebourien ; ha dre m’her c’haront guelloc’h hiviziken, ann ebestel o deuz perz e levenez ho mestr.

Ar pez a ra c’hoaz laouenedigez d’ho c’haloun eo gouzout e teui, heb dale, ar Spered-Santel d’ho sklerijenna ha d’ho c’hrenvaat evit ma labourint gant muioc’h a frouez e servich Doue. Ouspenn ma tigas trede fersoun ann Dreindet da jom gantho a hed ann holl amzer, Jezuz he-unan n’ho dilezo ket. Euz hueldet ann envou, he lagad a vezo bepred o para varnho gant karantez. Evel a lavar sant Iann, hon difennour e vezo dirag ann Tad, o c’houlenn trugarez evit ar bec’herien ; hag o lakaat da ziskenn var hon ene grasou puill ha stank, hor sikouro da viret ar gurunen en deuz prenet evit pep hini ac’hanomp. Koulz hag ann ebestel, ni ive a dle en em laouenaat pa velomp hirio Hor Zalver o pignat d’he rouantelez.

Pedenn. — O va Jezuz, distaget muioc’h mui hor c'haloun diouz ar bed-ma, ha troit hor spered varzu ann Env, evit ma c’hellimp eunn deiz kaout perz enn ho kloar. Evel-se-bezet-great.


————





AR ZUL GOUDE AR IAOU-BASK
(Sant Iann, Chab. xv ha xvi.)


————


Enn deiz-ze Jezuz a lavaraz d’he ziskibien : Pa vezo deuet ar Paraklet a zigasin d’ehoc’h digant va Zad, ar Spered-ze a virionez a deu euz ann Tad, hennez a roi testeni d’inn-me, ha c’hui ive a roi testeni, abalamour emaoc’h ganen azalek ar penn kenta. Ann traou-ze am euz lavaret d’ehoc’h evit na viot ket re souezet. Rak, ann dud ho kaso euz ho c’houmpagnunez ; ha dont a rai zoken eunn amzer ma kredo pep unan, ouz ho lakaat d’ar maro, beza o labourat evit Doue. Hag evel-se a raint d’ehoc’h abalamour ne anavezont na va Zad na me. Mes, ann traou-ma a lavaran d’ehoc’h evit, pa zeui ar mare anezho, m’o pezo sonj am euz ho diskuillet d’ehoc’h.


Ankeniou ann dud vad.


Ar gentel-ma adarre zo tennet euz ar brezegenn a reaz Jezuz d’he ziskibien goude ar goan diveza. Seul ma tosta ouz he dremenvan, seul freasoc’h e fell d’ezhan diskleria ann trubuillou a c’hoarvezo gantho. « Ann dud, emezhan, n’ho kounzanvint ket enn ho c’houmpagnuneziou, ober a raint d’ehoc’h guasa ma c’hellint, hag hiniennou a vezo diskiant aoualc’h evit kredi e plijont da Zoue ouz ho lakaat c’hui d’ar maro. » Ne gavit ket ez oa aze peadra d’ober d’ann ebestel falgalouni ? Evit ar bed hag ann diaoul n’o defe ket kalz a zervicherien ma c’houfe pep unan pegement a enkrez hag a velkoni a zo oc’h heulia kenteliou ann daou vestr-ze. Hor Zalver n’en deuz ket aoun oc’h anzao ar virionez hed a hed. Chomet enn tu ganthan pe troet enn he eneb ann hini a garo ; ne c’hoanta kaout enn he zervich nemed tud a volontez vad.

Paneved ma ouient ann traou-ze, ann ebestel a c’helle beza nec’hed braz o velet penaoz oant digemeret. Ar furnez, ar garantez a brezegont e peb leac’h ; ne c’houlennont nemed ober vad d’ann holl ; hag e rear gual vuez d’ezho, hag e klasker ho lakaat d’ar maro ! Tro a vije bet, a dra zûr, da veza mantret gant kement-ze ha da gaout difizianz euz ho mestr. Mes, brema hi zo var c’hed euz ann holl drubuillou diskleriet d’ezho pell aziaraok, hag ho feiz e Jezuz-Krist a vezo startoc’h abalamour ma tiskuez anaout ker sklear ann amzer da zont.

A hent all, fur ha karantezuz evel ma’z eo, ne lezo ket ann ebestel ho unan da stourm ouz kroaziou ker pounner. Digas a rai d’ezho ar Paraklet, da lavaret eo ar Spered-Santel, d’ho laouennaat ha d’ho sklerijenna ; hag ezomm o devoa, e guirionez, da gaout skoazell euz ann env, rak, a berz ann dud n’o deuz netra vad da c’hedal. Pa vez plijadur, danvez ha kargou huel da rei, e kaver mignouned aleiz ; mes, ma n’oc’h euz nemed paourentez ha poan da ranna, neuze ann holl a bella diouzoc’h, evel ma tec’h ar guenneli ha darn laboused all araok ar goanv. Ar bed, hag ar re a gemer kuzul diganthan ne goumprenint biken e ve talvouduz beza guasket ha truibuillet ; goab a raint euz ar gentel-ma : Euruz neb a skuill daelou ! A be leac’h e vent-hi goest eta da gennerza eunn den enkrezet ? Nann, nann, na c’hortozit ket beza laoueneat gantho, pe c’hui o pezo meskount a dra zur.

Koulzgoude sant Lukas a ziskuez d’eomp ann ebestel o vont enn hent leun a joa, ibant apostoli gaudentes, hag ar penn kaoz euz ho levenez eo m’o deuz bet tro da c’houzanv evit hano Jezuz-Krist, o veza taolet er prizoun ha skourjezet dre urz ar Iuzevien. Dre ar burzud-ze ha kalz a re all e ro ar Spered-Santel testeni d’Hor Zalver ha d’he gelennadurez. O prezeg a vouez huel pa gemenner d’ezho tevel, o kerzet d’ar maro heb aoun na damant ebet, ann ebestel a vezo ive testou hag a c’heller kredi d’ezho pa lavarint oa ho mestr guir Vab d’ann Doue Holl-C’halloudeg.

Ann diskibien, ha gantho ar Verc’hez Vari, a jomaz deg devez er Gambr-lid, pell dioc’h trouz ar bed, o pedi guella ma c’hellent evit en em lakaat e stad da reseo ar Spered-Santel ; hag evel-se e ouent peurleuniet euz he c’hrasou.

Evidomp-ni, o velet ann nerz hag ar sklerijenn burzuduz a ro d’ar c’halounou, unanomp hor pedennou gant re ann Iliz ha kempennomp hon ene abenn gouel Pantekost, evit ma c’hello trede fersoun ann Dreindet diskenn davedomp ha renevezi enn hor c’henver darn euz ar burzudou a reaz enn ebestel d’ann deiz kaer-ze. Evel-se bezet great.


————





SUL AR PANTEKOST
(Sant Iann, Chab. xiv.)


————


Enn amzer-ze Jezuz a lavaraz d’he ziskibien : Neb am c’har a viro va c’helennadurez, ha va Zad her c’haro, davedhan e tenimp hon daou, ha ganthan e chomimp ; neb n’am c’har ket ne vir ket va c’hentelliou. Ar gelennadurez oc’h euz klevet n’eo ket va hini me eo, mes, hini ann Tad en deuz va digaset. Kement-ma am euz lavaret d’ehoc’h epad m’edon enn ho touez. Ar Paraklet, ar Spered-Santel a vezo digaset d’ehoc’h gant va Zad em hano, hennez ho kelenno var bep tra, hag a rai d’ehoc’h ive kaout sonj euz kement am bezo lavaret d’ehoc’h. Ar peoc’h a lezan ganehoc’h, va feoc’h a roan d’ehoc’h ; ne roan ket avad ec’hiz ma ro ar bed. Arabat e teufe ho kaloun da gemeret nec’h na spount ebet. Ya c’hlevet oc’h euz o lavaret d’ehoc’h : Me zo o vont kuit hag a zen adarre davedoc’h. Mar am c’harfec’h, a dra zûr e vec’h laouen pa’z an daved va Zad ; rak, va Zad zo brasoc’h egedhon. Ha brema hen lavaran d’ehoc’h araok ma tiguezo, evit ma kredot pa vezo diguezet. Ne gomzin nemeur ouzoc’h mui. Rak, setu mestr ar bed-ma o tont, petra bennag n’en deuz guir ebet varnhon-me. Mes, ret eo evit ma ouezo ann dud e karan va Zad, hag e ran hervez ar gourchemenn great d’inn gant va Zad.


Grasou ar Spered-Santel.


Gant aoun na vijent re ankeniet pa’z aje digantho, Jezuz a lavaraz meur a vech d’he ebestel n’ho lesje ket ec’hiz emzivaded var ann douar. Pa vezo eat daved he Dad, e tigaso eunn all da zerc’hel he blas enn ho zouez ; hag hennez a roi sklerijenn d’ho spered, nerz ha laouenedigez d’ho c’haloun ; rak-ze e c’hellont beza dispount ha dinec’h.

Emaoump c’hoaz o paouez lenn ar gentel-ze enn Aviel hirio, hag eul lodenn all euz ann ofis a ziskuez d’eomp dija promesa Hor Zalver sevenet, dre eur burzud a zo displeget gant sant Lukas el levr hanvet Aktou ann Ebestel, abalamour ma ro da anaout ann oberou kaera great gantho enn amzer genta euz ann Iliz.

Deg devez zo abaoue ma pignaz Jezuz enn Envou. Eaz oa d’ezhan, a dra zûr, digas raktal ar Spered-Santel d’he ziskibien, ha, ma n’her greaz ket e tlie kaout abeg vad d’ober d’ezho gortoz, rak truez en doa ouz ho guelet ker glac’haret.

Mes, epad m’edont o c’hedal e roe tro d’ezho da goumpren guelloc’h pegen dic’halloud oant, hag amzer da bedi kalouneg ha da gempenn ho ene evit digemeret ann hini a zeue davetho a berz ho mestr muia karet.

Araok mont da brezeg ann Aviel, oa deread d’ezho ober eur pennad retred, evit beza henveloc’h ouz Jezuz a dremenaz daou-ugent dervez ha daou-ugent nosvez, o iun hag o pedi enn eul leac’h distro, abarz en em lakaat da gelenn ann dud.

Enn doare-ze c’hoaz ar gouel-ma a vezo galvet Pantekost ec’hiz ann hini a ioa miret gant ar Iuzevien evit kaout sonj oue embannet lezenn Moizez var Menez Sinai, hhnter-kant devez goude m’oant tec’het euz ann Egypt, hag en em dennet euz daouarn kriz ar roue Pharaon ; rak hanter-kant devez zo hirio ive abaoue resurreksion Jezuz-Krist a oue treac’h d’ar maro ha d’ann ifem, hag a zigoraz d’eomp ar baradoz ; hag hirio ann ebestel a embanno al lezenn nevez pa vezo diskennet ar Spered-Santei da rei d’ezho sklerijenn hag hardisegez aoualc’h evit al labour-ze. Hogen, setu ama penaoz e c’hoarvezaz ar burzud-ze.

Epad m’edont holl o pedi er Gambr-lid, e oue klevet, eme zant Lukas, evel trouz eur barr avel a leuniaz ann ti, ha ker buhan, a zioc’h penn pep hini anezho e veljot ec’hiz teodou tân, ha setu hi peurgarget euz ar Spered-Santel, hag o komz meur a iez n’o doa biskoaz desket.

E Jerusalem, d’ar mareou-ze, ez oa tud a bep korn euz ann douar, hag eaz eo gouzout e ouent sebezet o velet kement all. Evit guir, souezuz oa e vije deuet ann ebestel ker gouiziek enn eunn taol ; mes, eunn dra souezusoc'h c’hoaz, pa reant eur brezegenn dirag ann holl divroidi-ze, pep unan ho c’houmprene evel ma klevje gantho iez he vro.

Pegen dishenvel eo brema ann ebestel diouz ar pez ma’z oant guechall ! Pa ziguezaz enebourien Jezuz er Jardin Olived e redent da guzat heb m’en divije den lavaret ger d’ezho ! Pa felle d’Hor Zalver ho c’helenn e kemerent peurliesa ann tu eneb euz he genteliou !

Hiviziken, kaer zo ho gourdrouz, ho skourjeza ho zeuler er prizoun, n’heller ober d’ezho tevel. Prezeg a reont e peb leac’h a vouez huel, ha prezeg mad, a dra zûr, pa velomp tri mil den o c’houlenn beza badezet goude kenta sarmoun sant Per, ha pemp mil, goude he eil sarmoun.

Diouz kement-ze anavezomp eo guir ar pez a ziskuil d’eomp ann Iliz e ofisou ann deiz-ma : pa ziskenn ar Spered-Santel, ann dud hag ann traou a jench doare dre nerz he c’hrasou. Ha piou ac’hanomp n’en deuz ket ezomm da chench evit plijout da Zoue ? Lavaromp eta euz a greiz hor c’haloun d’hon Tad zo enn env : Emitte Spiritum tuum, et renovabis faciem terrœ. Amen.


————





LUN AR PANTEKOST
(Sant Iann, Chab. iii.)


————


Enn deiz-ze Jezuz a lavaraz da Nikodem : Doue eo deuz kement karet ann dud, m’eo deuz roet he Vab unik evit ne vezo ket kollet, mes, m’o devezo ar vuez eternel, ken aliez hini a gredo ennhan. Rak n'en deuz ket digaset he Vab var ann douar evit barn ar bed, mes, evit ma vezo salvet ar bed dreizhan. Neb a gred ennhan n’eo ket skoet ; evit neb ne gred ket a zo dija kollet, abalamour ne gred ket e hano mab unik ann Aotrou Doue. Hag ar penn-abeg euz ar varnedigez-ze eo m’e deuet ar sklerijenn er bed, hag ann dud o deuz karet ann devalijenn muioc’h eged ar sklerijenn ; hag ann dra-ze abalamour m’oa fall ho oberou. Rak, kement hini a ra drouk, a gasa ar sklerijenn ha ne dosta ket outhi, gant aoun na ve kavet abeg enn he oberou ; e leac’h neb a labour dioc’h ar virionez, a ia dirag ar sklerijenn, evit ma vezo guelet he oberou, rak ma’z int great hervez Doue.


Burzudou ar Spered-Santel.


Ec’hiz a lennomp enn Aviel hirio, Doue o tigaa he Vab var ann douar, a roaz d’ann dud eunn testeni kaer a garantez. O rei d’ezho ar Spered-Santel, evel ma reaz da c’houel Pantekost, e tiskuez adarre eur vadelez dija ker braz ; rak, petra e vije deuet ann ebestel hag ar gristenien da veza paneved ann nerz hag ar sklerijenn a ro d’ezho trede fersoun ann Dreindet ? Ker ber oant a skiant ha ken douget da gemeret aoun, m’o divije buhan aoualc’h kollet ar feiz, e leac’h trec’hi ann ifern ha skigna lezenn Jezuz-Krist dre ar bed-holl. Guelet or boa deac’h e pe zoare e tiskennaz ar Spered-Santel, hag ar burzudou a reaz ennho.

Mes, n’eo ket d’he ziskibien genta hebken e roi Hor Zalver ar madou-ze. Hervez he bromesa, skuill a rai he c’hrasou var holl vugale Adam : effundam Spiritum meum super omnem carnem (Joel., ii, 28). Dalc’het en deuz d’he c’her, evel ma ra bepred, ha da bep hini ac’hanomp e tigas ar Spered-Santel, meur a vech enn hor buez. Badezet omp bet enn hano tri fersoun ann Dreindet, hag azaleg neuze, dioc’h a lavar sant Paol, oamp templ d’ann Aotrou Doue hag edo ar Spered-Santel o chom enn-omp, beteg ann deiz ma kuezomp enn eur pec’hed marvel bennag. Goude ann droug-ze, pa netaomp hor c’haloun dre eur govesion vad, pried ha mignon ann eneou a zeu adarre davedomp. Mes, dre zakramant ar Gomfirmasion dreist-holl eo ez omp peur-garget euz he c’hrasou. Aze ann Aotrou’nn Eskob oc’h astenn he zaouarn azioc’h hor penn hag o verka hon tal gant ann oleo sakr, a laka ar Spered-Santel da ziskenn ennomp. Ha ma n’en em ziskuez ket e furm eur goulm evel ma reaz deiz badiziant Hor Zalver, nag e furm teodou tân ec’hiz da c’houel Pantekost, dont a ra davedomp e guirionez koulz ha ma teuaz enn ebestel, nemed ar pec’hed a zarfe out’han dor hor c’haloun. Perak eta ne ra ket ennomp-ni ar burzudou a reaz guechall ?

D’ann ebestel ha da hiniennou euz ar gristenien genta e roaz eur c’halloud hag eunn deskadurez souezuz. Heb beza bet er skol ec’h anavezent hag e komzent iez ann holl broiou euz ar bed ; parea a iouent ive ar glanvourien, hag aliez e c’huezent adarre ar vuez enn dud varo. Ezom o devoa euz ar grasou-ze evit kelenn ar baianed hag ho gounid d’ar feiz ; rak-ze e veler c’hoaz avechou kement all o c’hoarvezout gant ar Visionerien er broiou gouez.

D’eomp-ni ann traou-ze ne vent ket talvouduz, hag abalamour da ze ar Spered-Santel n’ho skuill nemeur er beg douar-ma ; rei a ra avad da bep kristen he zeiz donezoun : Ar furnez, ar skiant, ar guzul, ann nerz, ar vouiziegez, ann devosion ha doujans Doue. Gant kement-ze e tlefemp anaout sklear aoualc’h hent ar zilvidigez ha beza aketuz da gerzet dreizhan.

Ia, p’hor c’hemeraz evit he zoudardet, dre zakramant ar Gonfirmasion, Jezuz-Krist a roaz d’eomp ar pez a ioa ret evit en em zifenn ; ha m’en deuz bet hon enebour ann treac’h varnomp ne dleomp tamall nemedomp hon unan. E leac’h beza var evez ha labourat gant ar bennveg a ioa etre hon daouarn, on deuz lezet ann enebour da dostaat ha da rei lamm d’eomp. Eat eo diganeomp grasou ar Spered-Santel ec’hiz ma vez tennet he armou digant eur zoudard great prizounier.

Mes, ma ne c’hell ket hema terri he jadenn ha tec’het, d’eomp-ni eo bepred eaz hen ober. Pa garimp ni hor bezo adarre kement hag on euz kollet ha muioc’h marteze. Poulzomp ann diaoul hag ar pec’hed pell diouz hor c’haloun, ha pedomp ar Spered-Santel da renevezi ennomp he holl c’hrasou. Ia, unanomp hor moueziou gant hini ann Iliz, hor Mamm, evit kana pe lavaret ar c’homsou kaer-ma euz a ofis ar Pantekost : Deuit, Spered-Santel, ni ho ped, da sklerijenna hon ene ha d’hen tomma gant tân ar guir garantez. Heb d’hoc’h n’euz vad ebet ennomp. Goude beza gualc’het louzdoni ar pec’het pareit ive hor gouliou ; henchit hon treid varzu ar baradoz, ha roit d’eomp ann euruzdet a bado da virviken. Evelse-bezet-great.


————





SUL ANN DREINDET
(Sant Vaze, Chab. xxviii.)


————


Enn deiz-ze Jezuz a lavaraz d’he ziskibien : Peb galloud zo bet roet d’inn enn env ha var ann douar. It eta ha kelennit ann holl boblou, o rei d’ezho ar vadiziant enn hano ann Tad, hag ar Mab, hag ar Spered-Santel, bag o teski dezho miret ann holl gourchemennou am euz great d’ehoc’h. Ha gouezit emaoun ganehoc’h bemdez keit ha ma pado ann amzer.


Ar misteriou.


Araog ar c’homsou-ma euz Aviel sant Vaze, ann Iliz, enn offis hirio, a rea d’eomp lenn eur pennadik euz lizer sant Paol da gristenien Rom. « Peger braz eo, emezhan, furnez ha skiant ann Aotrou Doue ! « Ne velomp na perak na penaoz e ra ann dra-ma pe ann dra-hont… Mes, gouzout a reomp ez eo krouer ha mirer kement tra zo… d’ezhan eta peb gloar a hed ann holl amzer ! »

Mar d’euz eur virionez a dremen hor skiant eo, a dra zur, ann hini a zesk d’eomp ez euz tri fersoun, Tad, Mab ha Spered-Santel, a zo Doue peb hini anezho ha ne d’int ho zri nemed eunn Doue hebken. Rak-ze, gant aoun na vemp douget da ziskredi ar gentel roet d’eomp er gouel-ma, ann Iliz a zeu d’hor skolia dre vouez ann Abostol sant Paol a ziskuill ez euz e mennoziou hag e oberou Doue kalz traou ne velomp ket sklear ennho, hag a lavar eo dleet koulzgoude rei ato gloar d’ann Holl-C’halloudeg, enn eur zigemeret he gelennadurez gant doujans.

Darn, emezho, a gav tenn hag amzere kredi mister ann Dreindet ha guirioneziou all evel-se desket d’eomp a berz Doue ; bemdez avad hag aliesoc’h, var ger eunn den ken dister hag hi, e kredont kant ha kant tra n’o deuz guelet morse pe ne goumprenont ket ho-unan. Digoustianz ha diboel aoualc’h eo ar re-ze ? Mar d’eo deread fiziout enn nesa pa anavezomp d’ezhan lealdet ha furnez, me zonj eo guelloc’h c’hoaz, hervez lavar sant Iann, selaou ann Hini ne c’hell na fazia na beza gaouiad, Si testimonium hominum accipimus, testimonium Dei majus est (I. Joan. v, 9). Pec’hed e ve lavaret e ro Doue re veac’h d’hor spered pa gemenn d’eomp kredi ar virionez-ma. Eur mestr ker madelezuz ne oufe gual zamma he grouadurien.

Ma karomp ober enklask evit gouzout perak en deuz c’hoanteat diskuez d’eomp eo berr hor skiant ni a gavo raktal eunn testeni euz ar furnez burzuduz embannet gant sant Paol.

Petra a gollaz ann Elez hag hon tud kenta ? Ann ourgouill, eme ar Spered-Santel, initium omnis peccati est superbia (Eccl. x, 15). Douget ha douget kalz eo ann den d’en em zevel gant he zeskadurez, he nerz, he c’hened, etc. Buhan aoualc’h e teufe d’ezhan, ec’hiz guechall da Lusifer, ïoul beza ken huel hag ann Aotrou Doue. Talvouduz oa d’eomp eta kaout tro d’en em izelaat dirag eur gelennadurez hag a zo tenvalijen varnhi.

Mes, petra bennag e ve bet d’Hor Zalver lakaat misteriou e touez ar guirionezou roet d’eomp da gredi, pa anavezomp he volontez, ni a dle plega bepred ha digemeret gant sentidigez he holl genteliou. Hogen, mister ann Dreindet, pe eunn Doue hebken e tri fersoun, a zo evel ar mean diazez eur hor feiz. Diskuillet freaz e oue epad m’edo sant Iann o vadeza Jezuz e ster Jourden ; rak klevet a rejot neuze eur vouez euz ann env o lavaret : Hema eo va Mab muia-karet ; hag, er memez amzer, ar Spered-Santel a ziskenne var benn Hor Zalver e furm eur goulmik venn. Enn Aviel hirio, e lennomp skleroc’h c’hoaz ar virionez-ma, pa gemenner d’ann Ebestel kelenn ann holl dad euz ar bed hag ho badeza enn hano ann Tad, hag ar Mab, hag ar Spered-Santel. Ar c’homsou-ze e zesk d’eomp ive e fell da Jezuz e vemp dleourien da dri fersoun ann Dreindet euz silvidigez hon ene. Rak mar d’eo Hen hebken a c’hounezaz ar madou kaer a gavomp er vadiziant hag er zakramanchou all, ne vezont roet d’eomp nemed enn hano ann Dreindet. Abalamour da ze e velit ar vamm gristen o kas enn dro dourn he bugelik d’ober sin ar groaz kentre ma c’hell he deot lavaret hano ann tri fersonn o deuz hen merket evit ar baradoz.

Evidomp-ni, o c’honzout eo ann Tad en deuz hor c’hrouet evit euruzdet ann env ; eo ar Mab a asprenaz hon eneou guerzet d’ann ifern dre ar pec’hed ; eo ar Spered-Santel a zeu ken aliez da walc’hi hor c’halonn ha d’he c’haeraat dre c’hrasou nevez, bezomp aketuz da veuli ha da drugarekaat ann Dreindet. Enn doare-ze hor feiz er mister braz-ma a vezo bepred startoc’h, ha goude beza kredet enn Tad, er Mab hag er Spered-Santel a hed hor buez, ni ielo eunn deiz d’ho guelet e sklerijen ar baradoz. Evel-se-bezet-great.





GOUEL AR ZAKRAMANT
(Sant Iann, Chab. vi.)


————


Enan deiz-ze Jezuz a lavaraz d’ar Iuzevien a ioa enn dro d’ezhan : Va c’horf zo e guirionez eur vagadurez, ha va goad zo e guirionez eunn evaj. Neb a zebr va c’horf hag a ev va goad a jomm ennhon, ha me ennhan. Evel ma’z oun digaset gant ann Tad a zo beo, ha ma vevan me dre ann Tad, evel-se ive neb am debro a vevo dreizhon. Hema eo ar bara diskennet euz ann env. N’eo ket henvel ouz ar mân debret gant ho tadou, ha ne viraz ket outho da vervel. Neb a zebr ar bara-ma a vevo da virviken.


Jezuz enn Tabernakl.


Ar iaou Gambr-lid a zo, dreist ar re all, deiz sakramant ann Aoter ; rak, neuze eo, evit ar vech kenta, e chenchaz Jezuz ar bara hag ar guin enn he gorf hag enn he c’hoad santel, hag e roaz d’he ebestel ha d’ann holl veleien var ho lerc’h ar c'halloud d’ober ar memez burzud. Mes, o velet ken tost d’ezho ar skeud euz Pasion ha Maro ho Zalver, ar gristenien ne c’hellont, d’ar mare-ze, nag en em laouenaat aoualc’h, na kana, ec’hiz m’eo deread, meuleudi ha bennoz da Zoue. Falvezet eo eta d’ann Iliz merka eur gouel all evit he drugarekaat euz ar garantez a ra d’ezhan chom ganeomp hed ann holl amzer, hag ar gouel-ze enn henor d’ar zakramant a bado eur zizun penn-da-benn.

Evit sklerijenna hor spered ha tomma hor c’haloun e rear d’eomp lenn hirio, evel d’ar iaou Gambr-lid, ar gentel a zo displeget ennhi gant sant Paol kement a reaz Jezuz er goan diveza, hag en deuz desket, emezhan, nann gant ann ebestel pe testou all, mes gant Doue he unan. Ego enim accepi a Domino quod et tradidi vobis, etc. (I Cor. xi, 23). Goude-ze c’hoaz ann Aviel a ziskuill e berr gomzou peger braz vad a ra d’eomp ar bara-ze a zo korf Jezuz-Krist.

Marteze oc’h euz avi ouz ann dud a veve enn amzer Hor Zalver, a glevaz he genteliou hag a velaz ar burzudou great ganthan e kement leac’h ma tremene ; ha ma c’houfec’h ec’h en em ziskuez enn eur c’horn pe gorn euz ar bed o pe c’hoant mont beteg enehan, ec’hiz ma’z a kalz kristenien da Lourd ha da blasou all brudet dre ar grasou dibab a ro ennho ar Verc’hez pe ar Zent. Ne zelfec’h nag ouz mizou nag ouz skuizder. Mes, aze a dost d’ehoc’h, kuzet dindan spesou pe henveledigez ar bara, aze er zakramant ema Jezuz, ann hini a roe guechall iec’hed d’ar glanvourien ha buez d’ar re varo. He lagad karantezuz zo o para varnoc’h ; ho klevet a ra ive, ha pa c’houlenner diganthan eur vad bennag evit ar c’horf pe ann ene, hirio koulz ha neuze en deuz galloud ha bolontez da zikour peb unan.

Pa lavarit beza kristen, c’hui zo gaouiad ma ne gredit ket stard ar virionez ma. Ha mar oc’h euz eur feiz beo e pe leac’h ema hoc’h oberou ? Ha c’hui o veza tost d’ann iliz parrez ne d’it nemeur a vech da velet Jezuz a jom enn tabernakl evidoc’h ! Ma n’oc'h euz ket a dro da zaludi aliez ar mignoun-ze abalamour ho ti a zo pell diouz he hini, kas a rit da vihana, bep er mare, ho sonj varzu ennhan ? Pa zeuit e kear, var ar pemdez, mont a rit da lavaret eur gomz bennag outhan, da c’houzout ha n’eo ket gual dilezet gant he grouadurien ? Ha da zul, e leac’h chom da goachenni enn tiez pe var ann dachenn, tremen a rit-hu muia ma c’hellit a amzer dirag ho Salver ?

Piou a raio heb ruzia eunn enklask a zoare var he zeveriou e kenver sakramant ann Aoter ? Ha mar deuz, dre c’hras Doue, unanou bennag direbech var gement-ze, daoust ha n’o deuz ket ezom da boania evelato evit digoll ann dismegansou great da Jezuz gant ar bec’herien hag ar gristenien lezireg ? Rak n’eo ket ar Iuzevien hebken o deuz hen goapeat, gual-gaset ha lakeat d’ar maro. Bemdez c’houlou, e kant ha kant leac’h euz ann douar, eleiz a dud badezet a ra ker guaz ha guasoc’h da Vab Doue. Dre vlasfemou, leoudouet, komsou, c’hoantegezou pe oberou dishonest, etc., her stagont adarre ouz ar groaz. Darn o deuz zoken ar galoun da renevezi torfet ann treitour Judas, o kommunia e stad a bec’hed marvel. Heb m’en defe great biskoaz kement all, eur guir gristen a gemero truez ouz He Zalver, o velet ar c’hlac’har a ra d’ezhan bugale ken dianaoudeg.

Mad, a hed ann eizved-ma e kavimp tro da laouenaat Kaloun Jezuz. Dioc’h noz pe diouz mintin, pa vezo savet azioc’h ann aoter, it hoc’h unan da zaoulina diraz-han gant feiz ha karantez ; pe da vihana kasit bemdez d’ar zalud, unan bennag euz tud ho ti.

Hirio ha disul, pa vezo douget e prosesion, mar tremen a dost d’ho kear, kempennit pep tra guella ma c’hellot, evit ober henor d’ezhan.

Ma ne zeu ket d’ho kichenn, baleit var he hent ha kasit ive ganehoc’h ho pugaligou ; d’ezho ha d’ehoc’hui, Jezuz a roi bennoz ha grasou ann env. Evel-se-bezet-great.


————





GOUEL AR GALOUN ZAKR
(Sant Iann, Chab. xix.)


————


Neuze, o veza m’edo ar guener, evit na jomje ket ar c’horfou er groaz enn deiz varlerc’h (rak hennez a ioa santel dreist ar zadorniou all), ar Iuzevien a c’houlennaz ouz Pilat ma vije torret ho divesker d’ezho ha ma vijent kaset kuit. Dont a reaz eta soudarded hag a dorraz divesker ar c’henta hag ann eil a ioa bet staget er groaz ganthan. Pa ziguesjont gant Jezuz avad, o velet oa dija maro, ne dorjont ket he zivesker ; mes, gant he gleze, unan euz ar zoudardet a zigoraz he gostez, hag ac’hano raktal e tiredaz goad ha dour. Ann hini a velaz eo a ro testeni a gement-ze, hag ar pez a lavar a zo guir.


Kommunia aliez.


Ar goad a ziredaz euz kostez Hor Zalver er groaz a ioa, eme ann Tadou santel, eur skeud euz sakramant ann Aoter, a zo, evel a ouzoc'h, ar c’haera testeni euz karantez Mab Doue evit ann dud ; hag e pe leac’h nemed er galoun eo diazezet ar garantez burzuduz-ze ? Deread oa eta lakaat tost ann eil d’egile, gouel ar Zakramant ha gouel ar Galoun-Zakr.

Ho daou, guechall, e vezent great var ar zizun ; brema ho greomp da zul, rak m’eo deuet ar gristenien da veza ker piz var ho amzer pa vez hano euz servij Doue ! Abalamour da ze, evit ne vezo ket lezet holl a gostez ofis ann deiz, e lenner, da fin ann oferen, aviel ar zul ; hag hema, evit guir, a zo evel dibabet evit rei d’eomp ar gelennadurez a zell ouz ar gouel ; evesait eunn nebeut, hag e velot hoc’h unan.

Ar gentel hirio a gomz euz eur mesaer a ia, n’euz forz pegeit, da glask ann danvad dianket. E leac’h skei pe c’hourdrouz al loen paour, pa vezo kavet ganthan, hen lakai var he ziouskoaz, hag o veza hen douget d’ar gear e c’halvo he vignouned hag he amezeien evit lavaret d’ezho peger braz eo he laouenedigez. Ann danvad dianket-ze eo ar pec’her keaz tec’het pell diouz Doue, hag ar mesaer karatezuz eo Hor Zalver, evel a verk sklear aoualc’h ar c’homsou skrivet varlerc’h gant sant Lukas, hag a ziskuill d’eomp al levenez a zo enn envou pa zistro var ann hent mad eunn ene a iea da goll. Enn daolenn-ze, a dra zûr, ec’h en em ziskuez holl vadelez Kaloun Jezuz.

Aviel ann eil sul goude Pantekost, lennet da c’houel ar Zakramant, a zo hano ennhan euz eunn Aotrou pinvidik a aozaz eur pred kaer, hag a bedaz kalz tud da leina. Mes, pa oue deuet ar mare da vont ouz taol, ar re-ma holl a glaskaz digareziou. Me am euz prenet eur verouri, a lavaraz ar c’henta ; ret eo d’inn mont d’he guelet. Me zo o paouez prena deg eujen, eme eunn all, hag a ia da c’houzout petra int. Me zo nevez dimezet, eme egile, hag evel-se eo brao d’inn chomm er gear. O klevet kement-ze, ann Aotrou, eat droug ennhan, a gemennaz d’he zervicherien gervel re all, n’euz forz piou, da leina ; rak, emezhan, « er pred aozet evitho, nikun euz ar re am oa pedet n’en devezo ann tanva. »

Ha n’efhen ket aze eur skeuden sklear euz ar pez a ra Jezuz evidomp e sakramant ann Aoter, hag ive, siouaz, euz ar pez a reomp-ni e kenver ar pred burzuduz-ze ? Ia, Hor Zalver, perc’henn holl vadou ann env hag ann douar, hor galv ni da leina ouz he daol zantel, hag a ro d’eomp eno he gorf, he c’hoad, he ene hag he zivinite.

Piou a c’houfe niveri ar gristenien a ra skouarn vouzar ouz mouez ho Doue ! Hoc’h unan, ma n’Hen dilezit ket agrenn, ha ne vec’h ket lezireg da dostaat outhan ?

Jezuz ne lavar ket, evit guir, pegen aliez e tleomp kommunia ; mes, o choaz, evit sakramant ann Aoter, ar bara hag ar guin, e ro da anaout hon euz ezom aketuz da gemeret ar pred-ze. He gorf, emezhan,zo eur vagadurez, hag he c’hoad, eunn evaj. Gant ar bara-ze diskennet euz ann env e c’hoanta rei d’eomp eur vuez a bado da virviken.

Mad, pegen maguz bennag e ve eur bouet n’eo ket enn eur vech pe ziou e roi d’eomp nerz ha iec’hed paduz ! Koulzgoude c’hui a jom pemp, c’huec’h miz, bloaz marteze, heb kommunia.

N’am euz ket amzer ! a lavar unan. Hag e kavit meur a zervez ha meur a zizun da goll gant traou didalvez !

N’oun ket din ! eme eunn all. Evit ann dra-ze a zo guir. Mes, mar gortozit ken na vezot din, ne dostaot morse ouz taol Jezuz ! Eunn dra hebken, ar pec’hed marvel, a zifenn ouzoc’h kommunia, ha pa garot c’hui a daolo hennez divar hoc’h hent.

Va c’haloun zo ien sklas ! eme eunn trede. — Mes e pe leac’h ema tân ar guir garantez ? Koulz a zo, Hor Zalver a anavez guell egedomp hon unan e pe stad emaomp. Hag abalamour ma’z omp paour, dic’halloud, skuiz ha klanv pe ankeniet, eo e teu d’hor gervel gant madelez. Venite ad me omnes qui laboratis, etc. Diskiant aoualc’h eo ann neb ne dosta ket ?

Evidomp-ni ma ne gommuniomp ket dre garantez evit Jezuz, greomp-hen gant aoun raok he c’hourdrouzou. Ma lavarfe, siouaz, divar hor c’houst, evel a lavaraz ann tad a famill euz ar re en devoa pedet da leina : Nikun n’en devezo ann tanva euz ar pred am oa aozet evitho !

Ia, boazomp kommunia hiviziken aliesoc’h, evit m’or bezo perz el lein dudiuz a c’hed ann eneou kristen er baradoz. Evelse-bezet-great.




AR PEVARE SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Lukas, Chab. v.)


————


Enn deiz-ze, e oue tost da Jezuz beza flastret gant ann dud a zirede da glevet komsou Doue. Edo neuze var ribl lenn Jenezareth, hag e velaz, chomet e kichenik ann douar, diou vag a ioa diskennet ar besketerien anezho da voalc’hi ho rouejou. O pignat enn unan euz ar bagou a ioa da Zimon, her pedaz da bellaat eunn nebeut diouz ann douar, hag ac’hano, o veza azezet, e kelenne ar bobl. Peurc’hreat ganthan he brezegen, e lavaraz da Zimon : it enn dour-vor ha dispakit ho rouejou da besketa. Mestr, a respountaz Simon d’ezhan, a hed ann noz on euz labouret heb paka netra ; var ho ker evelato me zispako ar roued. Hag o veza her great e pakjont kement a besket ma roge ar roued gantho. Goulenn a rejont eta digant ar besketerien a ioa er vag all dont da rei ann dourn dezho ; hag ar re-ma o veza deuet, e leunjont ann diou vag ken na vennent gueledi. Pa velaz ann dra-ze, Simon Per en em daolaz da dreid Jezuz enn eur lavaret : Pellait diouzin, Aotrou rak me zo eur pec’her. Chom a rea sebezet holl, hen ha kement a ioa enn he goumpagnunez, o velet ar pesket o devoa paket. Ken souezet all oa Jakez ha Iann, mibien Zebededee, a ioa gant Simon. Mes, Jezuz a lavaraz da Zimon : N’ho pezet ket aoun ; divar vrema c’hui vezo pesketaer tud. Hag o veza digaset ho bagou e kichen ann douar, e tilesjont pep tra evit mont d’he heul.


Ar besketerez. Labourat gant Doue.


Pa lennomp er Skritur Sakr e oue karget hon tud kenta da labourat barados ann douar, posuit… ut operatur Gen. ii, 15. ne dleomp ket kredi o devoa poan ha skuizder, evel on euz ni brema. Al labour-ze a ioa evit ma kavjent berroc’h ho amzer hag evit kenderc’hel ho iec’hed ; rak, evel m’oant savet var eur gomz hebken a berz ann Aotrou Doue, frouez hag holl vadou ar jardin-ze a vije en em viret ive hag eat var gresk anezho ho unan, hervez ezommou Adam hag he lignez.

Goude ar pec’hed eo e oue barnet ann den da c’hounit he vara diouz c’huezen he dal. Azaleg neuze e teuaz al labour da veza tenn ha skuizuz ; hag ar beac’h pounner-ze, peb unan a dle hen dougen. Ne lavaran ket koulzgoude e ve ret d’ann holl beza labourerien douar, pell diouz eno ; rak ezom zo tud a bep micher. Mes, dever peb hini ac’hanomp eo poania a gorf pe a spered, hag ann neb n'her gra ket a zo laer ann amzer ; hennez, evel a lavar sant Paol, a dlefe chom heb tamm. Si quis non vult operari, nec manducet (II Thes. iii, 10).

Ia, ret eo d’eomp labourat evit kaout hor bara pemdeziek. Mes, avechou, ec’hiz zo merket er gentel hirio, kaer en deuz ann den poania, ne c’hounit netra. Sant Per hag he goumpagnunez a labouraz hed ann noz heb paka pesk ebet ; e leac’h, goudeze, enn eunn taol roued hebken, o devoue diou vagad pesket euz ar re gaera. Ann dra-ma a zigas sonj d’eomp euz eur virionez embannet guechall gant ar roue David : Ne dalv ket d’ehoc’h, emezhan, sevel ti pe lochenn, ma ne vez dourn Doue ouz he harpa ; da c’houzout eo, holl skiant hag holl ijin ann dud a zo re verr, ha ne raint netra a zoare, ma ne zeu bennoz ann env var al labour.

Guelet oc’h euz aliez ann tiek daoubleget var he dachenn, hed ar goanv hag ann nevez-amzer ; ha goude m’en deuz her glebiet gant c’huezen he dal ha great dispign evit kaout teil ha greun mad da lakaat ennhan, ann douar-ze ne zoug netra da dalvezoutn ; avechou all pa vezo varnez dastum eunn eost pinvidik, setu eur barr arne o kas ar madou-ze da goll, hag ar perc’henn guasoc’h tizet eged biskoaz.

Petra zo kaoz ? Ar c’hristen dievez-ze a fizie var he vouiziegez he unan ; n’edo ket Doue ganthan. Kement-ma a zell ouz ar micherour, hag ar marc’hadour koulz hag ouz al labourer douar ; ha penaoz e vezo Doue enn tu gantho mar bevont er pec’hed, mar greont fae var he c’hourc’hemennou ? Taolit evez eta na lakafec’h, dre eunn dizurz bennag, Jezuz da bellaat diouzoc’h ha diouz ho tiegez. Grit, er c’hontrol, kement a vezo enn ho kalloud evit ma chomo ganehoc’h bepred. Evel sant Per neuze, gant nebeutoc’h skuizder ha berroc’h amzer, c’hui a c’hounezo muioc’h a vadou.

Mes, holl danvez ar bed-ma a zo gual dister evit digoll ann den a labour aliez beteg diverra he iec’hed hag he vuez ; ha c’hoaz, rouez eo ar re a deu pinvidig goude poania evel-se. Rak-ze ive eo falvezet gant madelez Doue rei eunn dalvoudegez all da binijenn ar pec’her ; da heul magadurez ha guiskamant ar c’horf ni or bezo, pa garimp, madou ar baradoz.

Ar pez zo d’ober evit ze n’eo ket diez. O veza en em ziouallet diouz ar pec’hed marvel evit ne dec’ho ket Doue diouzoc’h, bezit aketuz da ginnig d’ezhan ho poan hag ho labour dre ar bedenn noz ha mintin, hag eur zellik bep enn amzer, edoug an deiz, varzu ho tad karantezuz. Piou n’eo ket goest da viret ar gentel-ma ?

Evidoc’hui, ma vec’h bet aziagent lezireg d’ann dever-ze, grit guelloc’h hiviziken. Evelse-bezet-great.


————





PEMPVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Vaze, Chab. v.)


————


Enn deiz-ze Jezuz a lavaraz d’he ziskibien : Ma ne heuliit ket al lezenn guelloc’h eged ar Skribed hag ar Pharizianed, ne deot ket e rouantelez ann env. Gouzout a rit oa lavaret d’ho tud-koz : ne lazot ket ; ha neb en defe lazet a dleo beza barnet. Evidon-me a lavar d’ehoc’h : Kement hini a gemer drouk ouz he vreur a dle beza barnet evel-se. Evit ann hini a lavaro d’he vreur : Raca (den diboell), zo dleet dezhan rustoc’h barnedigez. Hag ann hini a lavaro dezhan : diskiant ; hennez zo he blas e tân ann ifern. Rak-ze eta, pa gasit ho prof d’ann aoter, ma teu enn ho spered en deuz ho preur eul leac’h bennag da glemm ac’hanoc’h, lezit aze ho prof dirag ann aoter ; it da genta d’en em unani gant ho preur ; hag o tistrei neuze c'hui a ginnijgo ho prof da Zoue.


Dioual ouz meuleudiou ann dud.


Ar Skribed oa doktored al lezenn ; hag ouz he anaout evel ma reant, oa dleet d’ezho ive he miret guelloc’h eged ar bobl a deue d’ar skol davedho.

Evit ar Pharizianed, ar re-ze a ioa tud euz ann dibab. Da heul ann deg gourc’hemenn roet gant Doue da Voisez e lakeant eur c’halz lezennou ha giziou all ; aketuz oant da baea ar guiriou ha da rei prof d’ann templ ; aluzennou braz a roent ive ; iun a reant aliez ha pedi dirag ann holl ; hag evel-se e tremenent evit sent. Souezet e oue eta ann diskibien pa lavaraz Jezuz n’oa ket a varadoz evitho ma ne vijent santeloc’h eged ar Skribed hag ar Pharizianed ; rak, evit eur guel, n’oa ket eaz ober kaeroc’h traou eged na rea ar re-ze.

Mes, evesaomp ouz ar rebechou great d’ezho gant Hor Zalver, hag ec’h anavezimp e c’hellomp kaout ann treac’h varnho heb kemeret re a boan.

« C’hui, Skribed ha Pharizianed, emezhan, a zo henvel ouz beziou a ve guenn kann ann diaveaz anezho, hag a zo, enn diabarz, leun a vreinadurez. » Ret eo o divije kalzik dizurziou kuzet pa gomz ken rust outho ann Hini a velomp peurvuia ken trugarezuz e kenver ar bec’herien.

Mes, penaoz bennag e ve, kaout a ra abeg enn ho c’haera oberou, hag e tiskuill, a vouez huel, n’o deuz digoll ebet da c’hortoz digant Doue evit ho fedennou, ho aluzennou ha iuniou.

Eunn dra vad eo pedi, pa lavar sant Jakez, multum valet deprecatio justi assidua. Mes, e leac’h klask eur plas distro d’ober ho fedenn, hervez kuzul ann Aviel, ar re-ma a ia dirag ann holl.

Ann aluzenn, eme ar Spered-Santel, zo goest da zizamma ar brasa pec’her ; mes, ret eo avad e ve great e kuz ; hag ar re-ma pa roont aluzenn a gas ann daboulin enn dro, evit ma teui ann holl da velet.

Pa vezo Doue e kounnar, dre ar iun hen lakaimp da zellet a druez ouzomp ; ia, ma sentomp ouz kentel Hor Zalver, o terc’hel guella ma c’hellimp hor pinijennou kuzet ouz ann dud ; mes, ar re-ma pa iunont, a gemer eunn doare distrounket, evit ma kredo pep unan ez Int didruez ouz ho c’horf.

Eur rebech all a ra c’hoaz d’ezho : e leac’h deski al lezenn ehun ha freaz, ec’hiz ma oue embannet da genta, e lakeont ann dud d’ober n’ouzon pegement a ziotach ha da gemeret evel pec’hed dister, meur a dra difennet krenn gant Moizez. Evit skuer : o lavaret e tle beza kaset dirag al lezvarn neb en defe lazet he vreur, e roont da gredi ne vezo ket braz ann drouk, petra bennag or be great d’ann nesa, ma lezomp ganthan he vuez. Ha koulzgoude ne c’hoarvez ket evel-se ; ha gouezit mad kement-ma : Neb en deuz buanegez ouz he vreur ne vezo ket didamall, ha ma lavar komsou a ve eunn dismegans evithan e ra aoualc’h evit kueza enn ifern.

Na zalc’hit eta kasouni ebet enn ho kaloun ; ha ma c’houfec’h zoken en deuz ho nesa ienien ouzoc’h, daoust n’o pe, gant gouiziegez, roet tro ebet d’ezhan da glemm, it evelato d'en em glevet ganthan, ha Doue ive ho tigemero neuze gant brasoc’h karantez.

A viskoaz euz bet, ha bepred e vezo var ann douar tud henvel ouz ar Skribed hag ar Pharizianed. Pa ne c’hell ket hor poulza enn dizurz nag olïer d’eomp dilezel servij Doue, ann diaoul a glask laerez diganeomp ar mirit euz hon oberou mad, hag aliez, siouaz, e teu a benn euz he daol treitour.

Dre ali ann trompler-ze, ar gommunion, hent-ar-groaz, etc., a vezo great p’en em gavo muia daoulagad o para varnoc’h ; hoc’h aluzennou a vezo brudet ; enn eur ger, kement vad a reot a vezo anavezet dre bevar c’horn ar vro. Ann dra-ze, emezoc’h, a zo evit kentelia ar re all. E c’hell beza, a dra zur. hag ar skuer vad a blij da Zoue. Mes, diouallit na ve prenv ann ourgouill o krignat hoc’h oberou santela ; rak n’o defe neuze talvoudegez ebet evit ann env, ha n’o pe evitho nemed meuleudi ann dud, a zo eunn digoll gual dister.

Avechou ive e teui c’hoant d’ehoc’h da choaz devosionou hag oberou, kaer evit guir, mes goest da lakaat ann dud souezet pe da zireiza ofisou ha giziou ar barrez ; ha marteze evit heulia ho froudenn zantel c’hui a lezo kalz traou all talvoudusoc’h. Diouallit na ve adarre ann drouk-spered oc’h ober d’ehoc’h koll amzer. Evit gouzout ha c’houi zo enn hent mad, evesait ouz kement-ma :

Ma ne ve nemed Doue o sellet ouzoc’h, beva a rafec’h evelato er memez doare ? Ma vec’h aliet gant ho konfesour da zilezel darn euz ann devosionou a blij muia d’ehoc’h, evit ober egiz ann holl, senti a rafec’h outhan ?

Ma lavar ho koustianz ia d'ann daou c’houlenn-ze, bezit dinec’h, rak nemaoc’h ket o vale var roudou ar Skribed hag ar Pharizianed ; heb kaout kalz a vrud c’hui a heulio guelloc’h egetho lezenn Doue. Evel-se-bezet-great.





C’HUEC’HVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Mark, Chab. viii.)


————


D’ar mare-ze, evel m’en end gave enn dro d’ezhan eunn niver braz a dud ha n’o devoa tamm da zibri, Jezuz, o veza galvet he ziskibien, a lavaraz d’ezho : truez am euz ouz ar bobl tud-ma ; rak, setu dija tri devez emaint ouz va heul, ha n’o deuz ket peadra da zibri ; mar ho lezan da vont d’ar gear var inn, e chomint enn hent, rak darn anezho a zo deuet a bell. Hag he ziskibien da lavaret d’ezhan raktal : A be leac’h e oufe den, er plas distro-ma, kaout bara da derri ho naoun d’ezho ? Hag e c’houlennaz outho : Ped bara oc'h euz ? Seiz, emezho. Neuze e kemennaz d’ar bobl azeza var ann douar ; hag o kemeret ar seiz bara, e reaz eur beden varnezho, ho rannaz, hag ho roaz d’he zizkibien da lakaat dirak ann dud-ze, hag ho lakejont. Bez’ o devoa ive eun nebeut peskedigou ; benniga a reaz ive ar re-ze, hag e kemennaz ho zervicha. Ann holl a zebraz, ha p’o devoue bet aoualc’h, euz ann tammou chomet var ho dilerc’h e oue savet seiz panerad ; hag euz ar re o devoa debret ez oa vardro pevar mil. Jezuz neuze ho lezaz da vont kuit.


Doue a anavez hon ezommou.


Ar gentel-ma a dle ober d’eomp kaout eur fizianz vraz e Doue ; rak diskuez a ra sklear : 1° ec’h anavez kement a zell ouz pep hini ac’hanomp ; 2° e kemer truez ouzomp ; 3° e c’hell ober vad d’eomp.

1. Tri devez zo, eme Hor Zalver, e teu ann dud-ma d’am heul. Gouzout a ra eta, kristenien, pegeit zo her servichit hag e selaouit he gomsou ; ia, derc’hel a ra kount d’ehoc’h euz ann amzer, bloaz evit bloaz, deiz evit deiz. Hag o pe c’hoant falgaloni ha dilezel eur mestr ken eveziek ?

Ah ! goude m’o pezo en em lakeat dindan veac’h evit plijout d’ezhan, ar bed, aliez guech, ne zello ket ouzoc’h. Ne c’houlenn ket klevet hano euz hoc’h enkrezou, ho klenvejou pe ho paourentez. A berz Doue ne c’hoarvezo ket kement all ganehoc’h.

Darn euz ann dud-ma, eme Jezuz, zo deuet a bell, hag ar guasa c’hoaz eo n’o deuz tamm da zibri : Ia, ar boan a gemerit evit heulia he c’hourc’hemennou ha re ann iliz, evit herzel ouz ar bed, ar c’hik pe ann diaoul, a zo anavezet gant Doue. Pa ziouerit hoc’h eaz hag ho plijadur, evit senti outhan ; pa c’houzanvit dienez pe anken, her guelet a ra gant eunn taol lagad hebken. Ha ne vezo ket ar zonj-ze goest da gennerza ha da laouenaat ho kaloun ?

2. Koulzgoude, petra dalvezo d’eomp ann anaoudegez en deuz Doue euz hon ezommou, mar be didruez enn hor c’henver ? Evit ann dud, a zo peurvuia kriz aoualc’h ann eil ouz egile ; hag hirio e c’heller lavaret evel guechall : Donec eris felix, multos numerabis amicos, etc., pe, e brezounek :


Bezet danvez hag euruzdet,
C’hui gavo ’leiz a vignouned,
Mes,           Deuet paourentez pe glenved,
Gant ann holl e viot dilezet.


Doue ne rai ket evel-se d’eomp. Klevit Jezuz o lavaret d’he ziskibien : Truez am euz ouz ann dud keiz-ma. Ia, melkoniet eo he galoun garantezuz o c’houzout n’o deuz tamm da zibri. Pa velit eur mignoun pe eunn amezeg o kemeret perz enn hoc’h ankeniou, daoust ne c’hell ket ho tizamma, evelato c’hui gav skanvoc’h ar beac’h. Pebez vad ne rai ket eta d’eur c’hristen enkrezet ar zell a drugarez great outhan gant he Zoue !

3. Ha m’ar d’eo aliez dic’halloud ann dud d’ho tiskarga euz poaniou korf pe boaniou spered, peger braz c’hoant bennag o defe d’hen ober, Doue a zo gouiziek he zourn hag he vreac’h nerzuz.

Me laka oa glac’haret ann diskibien pa velent ar bobl dare gant ann naoun ; mes, ec’hiz a leveront, penaoz kaout eur pred evit kement all a dud ? Hor Zalver ne yezo ket nec’het. Seiz bara hag eunn nebeut peskedigou kresket dre he vennoz a vezo aoualc’h evit ann holl; ha goude m’o deuz debret ar pez a garent e kaver c’hoaz peadra da leunia seiz paner.

Pa evesaot mad ouz ar gentel-ma, eneou kristen, n’o pezo-c’hui ket a leac’h da ruzia euz ho puez tremened ? Ped guech n’oc’heuz-c’hui ket savet ho mouez d’en em glemm euz ar stad m’oac’h lakeat gant Doue ! Pa ne zeu ket ann heol-tomm hag ar glao d’ar mare eo a zonjit ar guella, n’emaoc’h-c’hui ket raktal o tamall ann Hini a c’houarn ann traou-ze ? Ne vec’h c’hui ket dalc’h mad nec’het gant aoun n’o pe ket a vara pe zillad ?

Ne ouzoc’h ket eta ec’h anavez Doue hoc’h ezommou, en deuz truez ouzoc’h ha galloud d’ho tiboania ? Pa gredit c’hui, gant ho skiant berr, eo kollet pep tra hag erru ar gernez er vro, neuze, e nebeutoc’h amzer eged na lakaan d’hen diskleria d’ehoc’h, dourn madelezuz ann Aotrou Doue zo goest da leunia ho ti a vadou. Meur a vech, a dra zur, ho lezo da gaout poan ha dienez, evit guelet ha c’hui oc’h euz feiz ; mes, morse ne vezo ar groaz treac’h d’ho nerz ma talc’hit fizianz enn Holl-C’halloudeg. Gouezit a vad trei ho sonj varzu ennhan, goude beza great ar pez a zelle ouzoc’h, ha dreist pep tra, selaouit he genteliou. Enn deiz ma reaz Jezuz ar burzud oc’h euz lennet, ez oa, m’oar vad, kalz tud dre ar bed o c’hlaouri gant ann naoun ; ha ne vagaz nemed ar re a ioa deuet da glevet he gomsou.

Kemerit eta skuer diouz ar bobl-ma. Dalc’hit tost da Zoue, ha grit he volontez hed a hed. Neuze, ha pa ve ret ober kant burzud, ho Tad karantezuz a roio d’ehoc’h bepred, kement a vezo talvouduz evit ar c’horf hag ann ene. Evelse-bezet-great.





SEIZVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Vaze, Chab. vii.)


————


Enn deiz-ze Jezuz a lavaraz d’he ziskibien : diouallit ouz ar fals-propheted a zeu davedoc’h guisket evel denved, ha pa dalv int bleizi ne glaskont nemed taga ; diouz ho frouez c’hui ho anavezo. Daoust ha dastnm a rear rezin divar spern, pe fiez divar ann drez ? Eur vezenn vad a ro frouez mad, hag eur vezenn fall a ro frouez fall. Eur vezenn vad na c’hell ket dougenn frouez fall, nag eur vezenn fall, dongenn frouez mad. Kement guezenn ne ro ket a frouez mad, a vezo troc’het ha taolet enn tan. Evel-se eta, diouz ho frouez c’hui ho anavezo. Ne dai ket d’ar baradoz kement hini a lavar d’inn, Aotrou, Aotrou ; mes, ann neb a ra bolontez va Zad zo enn envou, hennez a ielo da rouantelez ann env.


Evez ouz ann droumplerien.


Enn nebeut komsou-ma, tennet euz Aviel sant Vaze, e kavomp meur a gentel.

Diouallit, a lavar da genta Hor Zalver, ouz ar fals-propheted ; rak, evel ma’z euz prezegerien leal, ne glaskont nemed lakaat ar virionez da bara sklear ha skeduz dirag daoulagad ann holl, bez’ ez euz ive re all a gerz var roudou Satan, roue ann devalijenn, hag a labour da skigna ar gaou, muia ma c’hellont.

Mes, piou eo ar fals-propheted ? Ann dud direiz ha diboell a zo peurvuia unanou bennag anezho e peb parrez ? Oh ! nann. Ar re-ze, evit guir, a ro gual skuer d’ho nesa ; hag evel ma’z omp holl douget d’ann droug, hiniennou a ia d’ho heul. N’eo ket avad e vemp tromplet gantho ; rak, pa ne zellont petra d’ober na da lavaret, ho anavezer buhan aoualc’h evit ar pez ma’z int. Dishenvel kalz eo ar fals-propheted. Koulz hag ar rumm all, enebourien int da Zoue ha d’he Iliz, guerzet d’ann diaoul. Mes, gouzout a reont, ar geier hag ar fallagriez dizolo ne blijont ket d’ann dud a zoare. Evit ma vezint digemeret eo ret ho liva brao ha kempenn. Klask a reont eta troidellerez, evel a ra ann drouk-spered, a ia avechou da ermit, evit easoc’h touelli ann neb ne daol ket evez outhan. Ia, dioc’h kuzul ho c’habiten, boaz ato d’en em guzat, ec’hiz ann aer e mesk ar bokedou evit flemma heb beza guelet, ann dud-ma a dremeno, mar gellont evit kristenien vad. Ober aluzenn, mont d’ann oferenn, ha kalz traou evel-se a raint koulz ha peb unan ; ho c’homsou a zo dousoc’h eged ar mêl ; ne c’houlennont nemed beva e peoc’h gant ann holl. Koulzgoude, etrezho hag ar re o deuz karg a berz Doue da c’houarn ha da hencha ann eneou, ez euz eunn tammik ienien ; mes, « n’eo ket souez, emezho ; rak ni a gar ann urz-vad hag ar relijion, hag a zo glac’haret pa glevomp ar re-ze o prezeg evel ma reont ; laza ar feiz ha lakaat reuz enn hon touez, netra ken ne raint siouaz ! »

Piou ne gemero ket ann dud-ze evit sent ? Piou n'en devezo c’hoant da veza skoliet gantho ? Mad, euz ar re-ze eo e komz Hor Zalver, pa lavar attendite a falsis prophetis, diouallit ouz ar fals-propheted.

Mes, penaoz ho anaout pa’z int ken henvel ouz ar wella kristenien ? Sellit, ha sellit piz ouz ho oberou ; dioc’h kement-ze eo barn pep unan. Ne lavaran ket, evesait ouz eunn dra pe eunn all ; rak falla den zo var ann douar a c’hell ober eur vad bennag ; hag eur guir gristen ive a fazi meur a vech ; mes evesait ouz ho buez hed a hed, ha c’hui a velo pe hi zo leal ha guirion, pe ne d’int ket. Evitho da gaout komsou flour ha troet brao, ma ne viront ket, penn-da-benn, gourc’hemennou Doue ha re ann Iliz, tec’hit dioutho ; rak, dindan kroc’henn eunn danvad, ez euz aze eur bleiz iud ha kriz.

Mes, n’eo ket aoualc’h d’eomp kas hon amzer oc’h en em ziouall ouz ar fals-propheted ; ret eo ive sellet ouzomp hon-unan, gant aoun ne vemp ket didamall. Plas ar bec’herien, her gouzout a reomp, zo enn ifern. Darn avad o defe c’hoant kredi e vezer salvet pa jomer heb ober drouk. Hogen, fazia kalz a reont ; rak, ouspenn ma lennomp enn Aviel e taolaz eunn deiz Hor Zalver he valloz var eur vezenn, abalamour n’oa frouezenn ebet ennhi, ar gentel hirio a lavar sklear ha freaz e vezo troc’het ha stlapet enn tân, kement guezenn ne zougo ket a frouez mad. Hag al lezenn-ma n’eo ket nevez, rak d’hon tadou oa kemennet ive tec’het diouz ann drouk hag ober ar mad : Declina a malo, et fac bonum. (Ps. xxxiii, 36.)

Mes, pere eo ann oberou a c’houlenner digant pep kristen ? Ann traou souezuz, ar pinijennou ha pedennou a rea guechall ar zent er c’houenchou pe e kreiz ar c’hoajou ? Re vraz eo furnez ha madelez ann Aotrou Doue evit gortoz kement-all diganeomp-ni. Plijout a raimp d’ezhan oc’h ober aketuz ha gant feiz deveriou hor stad. Ia, grit aluzenn d’ar paour ha d’ann iliz, hervez ho peadra ; bezet truez ouz ann neb zo e poan ; roit kuzul vad d’ar re o defe ezomm ; enn eur ger, mirit gourc’hemennou Doue, hag e tougot aleiz a frouez mad.

Neuze, e leac’h beza troc’het ha stlapet enn tân, evel eur vezenn didalvez, c’hui a vezo lakeat gant dourn Jezuz e liorz ar baradoz. Evelse-bezet-great.





EIZVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Lukas, Chab. xvi.)


————


Er mare-ze Jezuz a gomsaz c’hoaz evelhenn ouz he ziskibien : Bez’ e oa eunn den pinvidig, ha d’ezhan eur merer ; ha, dirag ar mestr hema a oue tamallet da veza great gual zispign euz ann danvez. Ann Aotrou her galvaz hag a lavaraz d’ezhan : petra eo a glevann-me divar ho penn ? Diskuezit penaoz oc’h euz gouarnet ; rak hiviziken ne c’houarnot mui. Neuze ar merer a lavaraz ennhan he-unan : petra a rinn-me, pa denn ann Aotrou he zanvez euz tre va daouarn ? Ne c’houfenn labourat douar ; ruzia a rafenn o klask va bouet. Oh ! me oar petra d’ober evit ma kavinn dor zigor pa vezinn torret euz va c’harg. O veza eta galvet ann eil goude egile dleourien he vestr, e lavare da unan : pegement a dleit-hu d’am Aotrou ? Kant barillad eol, emezhan. Mad, a lavaraz d’ezhan ar merer, kemerit ho tlead, hag azezit buhan da skriva hanter-kant. Goude e c’houlennaz ouz eunn all ; ha c’hui pegement a dleit ? Kant muzulad guiniz, a lavaraz heman. Kemerit ho pilled, eme ar merer d’ezhan, ha skrivit pevar-ugent. Hag ann Aotrou a veulaz ar merer disleal, evit ar vouiziegez a ziskueze ; rak bugale ar bed en em c’houarn gant muioc’h a furnez eged bugale ar sklerijenn. Ha me lavar d’ehoc’hui ive, gant madou a zo aliez noazuz, grit mignouned a c’hello, pa zeuot da vankout, digeri d’ehoc’h porz ar baradoz.


Ar c’hristen zo merer gant Doue.


Sklear eo ar gelennadurez roet d’eomp gant Hor Zalver er barabolenn-ma. Ann Aotrou pinvidik eo Doue, perc’henn ann holl vadou enn env ha var ann douar. Ar merer eo pep hini ac’hanomp ; rak, etre hon daouarn ez euz lakeat ganthan kalz pe nebeut a zanvez da c’houarn. Aour, arc’hant, douarou ; nerz, iec’hed, gouiziegez ; skueriou mad, kenteliou santel ha grasou all ; ann traou-ze holl a zo fiziet ennomp gant Doue :

Ar merer, eme Jezuz, a oue tamallet da veza great gual zispignou. Evidomp-ni n’on euz ket ezomm da veza diskuillet, rak, hor mestr a oar aoualc’h petra a reomp ; ha ma n’hor galv ket dirazhan raktal ma vezomp bet disleal enn he zervich, eo m’en deuz amzer aleiz da c’houlenn kount diganeomp. Mes, evit d’ezhan gortoz, ha gortoz pell avechou, na gredomp ket e vemp espernet ; e pe leac’h bennag ez afemp da guzat, hor c’haout a rai bepred. Euz he berz, ar maro a zeui d’hor c’herc’hat, ha neuze, siouaz, e vezo tennet diganeomp hon holl vadou ; ac’houdevez netra n’or bezo mui da c’houarn.

Pa glevaz oa tamallet, ar merer ne c’hortozaz ket ma vije torret euz he gark. Quid faciam ? Petra rinn-me brema ? emezhan. O veza great he zonj, e kavaz, ec’hiz oc’h euz guelet, ann tu d’ober mignouned hen digemero pa vezo kaset da vale ; hag ar mestr, petra bennag m’oa laeret adarre, a veulaz ar zervicher a ouie en em denna ker brao.

Mad, ni holl, pa reomp droug, a zo ker buhan diskuillet. Ia, nemed mouget e ve ganeomp, Doue ra viro, mouez ar goustianz a rebech d’eomp ar gual implij great euz danvez ar mestr braz. « Penaoz, emezhi, c’hui maget gant eunn tad hag eur vamm gristen, ha skoliet evit ar guella, c’hui na rit koulz lavaret pedenn ebet mui, a jomm aliez heb oferenn, ne zakramantit nemed da bask, ha c’hoaz, e pe zoare ! Penaoz, ho teod, roet d’ehoc’h evit meuli Doue, ne oar nemed blasphemi, drouk-pedi, mallozi, dispenn brud-vad ann nesa ha laosker komsou louz, goest da goll eneou dinam ! Quid hoc audio de te ! Penaoz, ho skiant a ia diganeoc’h dre ar vesventi ; hag ar pec’hed mezuz a ro d’ehoc’h eunn henveledigez all gant al loened mud ! Penaoz, e leac’h rei aluzenn d’ar paour c’hui a gemer tra ho nesa ! Penaoz, pa ve dleet d’ehoc’h gant ho kouiziegez kelenn ann dud dizesk c’hui ho foulz eneb da Zoue ha d’he Iliz ? Selaouit eunn nebeut mouez ho koustianz hag e klevot ganthi ar rebechou-ze pe re all henvel outho.

Mes, daoust ha guir e vezo bepred ar gomz-ma a lavare Hor Zalver d’he ziskibien ? Tud ar bed a laka muioc’h a boan hag a ijin gant traou ar vuez-ma, eged ne ra bugale Doue evit ho zilvidigez. Evidomp-ni, da vihana, taolomp ar beac’h mez-ze divarnomp. Ia, heb gortoz ma teui ar maro da lamet diganeomp hon holl vadou evit ato, brema, pa’z omp tamallet, kemeromp skuer diouz ar merer zo hano anezhan enn Aviel, da c’houzout eo, greomp evit gounit ann env, ar pez a reaz hema evit kaout euruzdet ann douar. Arabat e ve d’eomp koulzgoude eveldhan rei divar goust hon nesa. D’ann neb a zell hebken ouz ar bed-ma ann dra-ze a zo mad pa c’hell kuzat he laeronsi ; mes, ne dalv netra d’ann hini a c’hed beza barnet gant Doue.

O kimmiada diouz hon dizursiou tremened, oc’h en em rei d’ar bedenn ha d’ann oberou mad,eo e kavimp etouez ar zent mignouned goest da zigeri d’hon ene doriou ar baradoz. Evelse-bezet-great.




NAVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Lukas, Chab. xix.)


————


D’ar mare-ze, Jezuz a ioa diguezet tost da Jerusalem, hag o velel kear, e skuillaz daelou varnezhi, eun eur lavaret : Ah ma pije anavezet, te ive da vihana enn deiz-ma zo d’id c’hoaz, petra c’helle rei d’id ar peoc’h ! Mes, ann traou-ze a zo brema kuzet d’az daoulagad. Rak-ze, doot a rai varnoud eunn amzer ma rei da enebourien kleuziou enn dro d’id, ma leuint d’az kelc’ha ha d’az guaska a bep tu. Da deuler a raint d’ann douar gant ar vugale a zo ennoud, ha ne lezint ket ac’hanoud daou vean enn eur bern, abalamour n’ec’h euz ket anavezet ann deiz ma teue Doue davedoud. O veza eat neuze enn templ ec’h en em lakeaz da boulza kuit ar re a ioa eno o verza pe o prena, enn eur lavaret d’ezho : Skrivet eo ; va zi a zo ti ar bedenn. Ha c’hui oc’h euz great anezhan eunn toull laeroun. Ha bemdez e rea skol enn templ.


Jezuz o wuela var Jeruzalem.


Jezuz a ioa digemeret e Jeruzalem evel eur roue. Ar bobl holl a zirede d’he ziambroug enn eur gana mil meuleudi d’ann hini a zeue a berz ann Aotrou. Evit merka guelloc’h ho levenez, darn a droc’he skourrou guez, darn all a ziveske ho dillad, da c’holei ann hent el leac’h ma tremene ; ha pep unan a zouge enn he zourn eur bod glaz ec’hiz a ve great d’ar goueliou kaera. Ann templ a lugerne gant ann aour hag ann arc’hant ; ar paleziou a ioa pinvidig ; ar mogeriou ledan hag huel savet enn dro da gear he difenne ouz peb enebour. Hag evelato, raktal ma paraz he zaoulagad var ann traou-ze holl, Jezuz a skuillaz eur mor a zaelou, o c’houzout ar reuziou spountuz a iea da ziguezout heb dale.

Abenn nebeut deveziou, ann dud keiz-ze gual genteliet a lakai Mab Doue d’ar maro, hag a rai guasa ma c’hellint d’he ziskibien abalamour ma kavint kasauz klevet ho frezegennou. Ker braz dallentez a c’huezo enn ho eneb kounnar ann envou, ha dourn ann Holl-C’halloudeg ha skoio dizamant ha didruez.

Ia, Jezuz a vel dija ann naoun du oc’h ober d’ar mammou laza ho bugale da zibri, ha kezeg ann enebourien beteg ho c’hof er goad a ruillo dre ruiou ar gear baour, pa vezo kemeret gantho. Kement-ze a ra d’ezhan guela dourek, rak, karet a rea Jeruzalem, ha c’hoanteat en divije pellaat diouthi eur blanedenn ker skrijuz. Mes, allaz, ober a ra skouarn vouzar ouz holl guzuliou he Zalver.

Mad, henvel aoualc’h ouz ar gear rezeudig-ze eo ann ene kristen pa ne fell ket d’ezhan klevet mouez ann Aotrou Doue, a zeu ken aliez d’her c’helenn. Deuet oa, deiz he vadiziant, da veza templ ar Spered-Santel, ha meur a vech abaoue en deuz great da Jezuz ann digemer a gave euz perz ar Iuzevien ; ia, eat eo gant levenez beteg ann daol zantel. Brema c’hoaz, evit eur guel, pep tra zo brao enn dro d’ar c’hristen-ze. Iec’hed, danvez na kargou huel en deuz ; ann holl a ra he veuleudi ; ha koulzgoude Jezuz a skuill daelou c’huero varnezhan. Perak kement-ze ? Allaz, ar bed ne vel nemed ann diaveaz ; mes, lagad Hor Zalver a lenn e plegou ar galoun, hag a anavez enn den-ze eur gual dech bennag her c’haso d’ann ifern.

Var bet ac’hanomp-ni en defe, siouaz, leac’h da vuela ! Her gouzout a raimp gant eur zell ouz hor c’houstianz. Ouspenn lezel da goll he c’hoad skuillet evidomp, hag ober a raimp-ni c’hoaz fae var ann daelou-ma a garantez ?

Beteg ann deiz diveza, hervez ann Aviel, edo digor ann doriou a drugarez evit Jerusalem ; mes, chomm a reaz dallet. Evidomp-ni, bezomp fuiroc’h, ha klevomp mouez ann Aotrou Doue epad ma teu davedomp gant madelez. Dont a ra, o lakaat hor c’houstianz da rebech d’eomp ar pee’hed ; o tigas eur c’holl braz, eur c’hlenved d’eomp pe d’hon tud ; o skei eunn den direiz bennag euz hon anaoudegez ; dont a ra dre c’hourdrouzou hag aliou mad hor beleien pe hor c’honfesored.

Mes, mar fell d’eomp e guirionez beza espernet deiz ar varn, na zaleomp ket da jench buez ; rak, neb a c’hortoz pred ar maro evit distrei ouz Doue, a en em goll peurvuia. Ne anavezan, eme zant Aogustin, nemed unan, al laer deou, hag a zo en em gonvertiset var he dremenvan. Buhanoc’h, eme zant Visant Ferier, e velfec’h eur c’horf maro o resusita, eged eur pec’her aheurted o tont, enn he glenved diveza, da veza mignoun da Zoue. Deuet e vez neuze ar mare spountuz a gomz anezhan Hor Zalver pa lavar : C’hui am c’hlasko ha n’am c’hafot ket ; c’hui o pezo great fae varnon epad ho puez, ha me d’am zro a rai goab ac’hanoc’h.

Rak-ze ma vemp kuezet er pec’hed marvel, kemeromp buhan ann tu d’en em dizober anezhan. Pa’z eo digor c’hoaz ann amzer a drugarez, hon daelou a binijenn mesket gant goad ha daelou Jezuz a walc’ho neat hon ene. Evelse-bezet-great.





DEGVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Lukas, Chab. xviii.)


————


Neuze Jezuz a gomzaz c’hoaz enn doare-ma evit eunn darn dud a fizie kalz varnho ho-unan, oc’h en em gaout didamall, hag a rea fae var ar re all. Daou zen a bignaz d’ann templ evit pedi ; unan a ioa pharizian, hag egile publikan. Ar pharizian enn he zav a bede er c’hiz-ma ennhan he-unan : Bennoz a lavaran d’ehoc’h, va Doue, abalamour n’oun ket henvel ouz ann dud all a zo laeroun, tud disleal, avoultrerien ; nag henvel ive ouz ar publikan-ma. Iun a ran diou vech er zizun, hag ann deok euz va holl danvez a roan ive. Evit ar publikan, chomet er penn izela, ne grede ket zoken sevel he zaoulagad varzu ann env ; mes, skoi a rea var boull he galoun o lavaret : Va Doue, bezet truez ouzinn-me a zo pec’her. Me lavar d’ehoc’h hema a zistroaz d’ar gear santelaat e skoaz egile ; rak neb en em huela a vezo izeleat, hag ann neb en em izela a vezo hueleat.


Ar Pharizian hag ar Publikan.


Koulz hag enn amzer ma prezege Hor Zalver, hirio ez euz tud hag a rai vad d’ezho klevet ar gentel-ma. Var zigarez ma tec’hont diouz ann dizursiou brasa, ha ma reont eunn nebeut oberou kristen, ec’h en em zavont dreist ar re all, hag e tisprizont ann neb a anavezer d’ezhan eur zempladurez bennag ; ha koulzgoude hema a c’hell beza tostoc’h egetho da galoun ann Aotrou Doue. Sellomp eta ouz ann daolenn lakeat gant Jezuz dirag hon daoulagad.

M’ar deuz abeg da gaout er pharizian, vad zo ive da lavaret anezhan. Mont a rea d’ann templ evit pedi, hag evel-se e kemere skuer dioc’h Hor Zalver ha dioc’h ann Ebestel, a gavet aliez eno oc’h ober ho fedennou. Derc’hel a rea sonj euz ar gomz-ma a lennemp enn Aviel disul : Domus mea domus orationis est, va zi a zo ti ar bedenn. Nag a gristenien o defe ezomm beza skoliet ganthan ! C’hui hoc’h-unan, evit pedi eo ez it ato d’ann iliz ?

Ar pharizian a drugareka Doue, hag ar beleg bemdez enn oferenn, oc’h alia ar gristenien d’hen ober ive a zesk d’ezho eo eunn dever evit pep unan : Dignum et justum est. Pet anezho koulzgoude a zo lezireg da lavaret bennoz d’ann Aotrou a lakeaz kement a vadou etre ho daouarn !

Ann den-ma en em zioual diouz al laeronsi, ar pec’hed mezuz ha peb dislealdet. Vad a ra ive ouspenn, o iun diou vech er zizun, oc’h ober aluzenn d'ar paour ha d’ann templ beteg dioueret bep bloaz ann degved euz he holl vadou. Kaout a rafec’h kalz kristenien da ober kement all ? Mar oc’h euz hen heuliet e kenver ann traou-ma, guell a ze ; kendalc’hit bepred, ha taolit evez n’ez afe ann oberou-ze da netra evel re ar pharisian.

Hema a lavar beza miret daou pe dri euz ar gourc’hemennou ; mes, mar en deuz torret unan bennag euz ar seiz all, n’eo ket diskarg, pell diouz eno. Goude ne anavesfe beza great pec’hed braz ebet, eo dleet d’ezhan komz evel sant Paol : Ne velan netra o veac’hia va c’houstianz, mes ne lavaran ket evit-ze beza didamall agrenn. Pe ma’r d’eo e guirionez direbech, oa deread d’ezhan c’hoaz diskleria gant ar memez Abostol : Dre c’hras Doue eo ez ounn ar pez ma’z ounn.

Mad, ouspenn ma ro kalz re a dalvoudegez d’ar pezig zo ennhan da veza meulet, ar pharizian zo anat aoualc’h, dioc’h he glevet, e kav d’ezhan beza great peb tra gant he furnez hag he c’halloud he unan ; n’eo dleour ebet na da Zoue na d’ann dud. Hogen, aze e fazi ar c’heaz den, hag e laka he gaera oberou da vont e moged. Guasoc’h a ra c’hoaz marteze o taoler eur zell faeuz var ar publikan, goude beza en em zavet dreist ann holl. Var boez evesaat piz aoualc’h, eleiz a gristenien en em gavo henvel buez ouz ar patron-ze.

Evit ar publikan, stouet he benn ganthan, a ro eur merk sklear a binijenn o skei kalet var boull-he-galoun, hag a lavar : va Doue, bezet truez ouzinn-me a zo pec’her ! Eur vad bennag a dlie beza great ive a dra zur ; mes, ne zonj ket bruda he oberou santel ; gouzout aoualc’h a ra int anavezet gant Doue. E c’helle beza enn he anaoudegez, brasoc’h pec’herien egethan ; kement-ze ne zell ket outhan, ha ne damall nemethan he-unan.

Diouz hema eo d’eomp kemeret skuer. Pa fell d’ehoc’h pedi, en em izelait ato dirag ho krouer ; ha ma ve sammet ho koustianz, diskleriet ho pec’hejou gant glac’har vraz d’ezho. Neuze ho pedenn a vezo selaouet, hag e viot, mui eged biskoaz, guir vignoun da Zoue. Evel-se-bezet-great.


————





UNNEGVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Mark, Chab. vii.)


————


D’ar mareou-ze, Jezuz o pellaat dioc’h Tyr, a ieaz ebiou Sidon varzu mor Galilee, a dreuz eur vro hanvel ann Dek-kear. Hag o tigas dirazhan eunn den bouzar ha mud, her pedet da astenn he zourn var ar rezeudik-ze. Ouz her c’has ganthan a gostez euz a douez ar bobl, Jezuz a lakeaz he vizied e diouskouarn ann den-ze, hag eunn tammik kranch pe halo var he deod. Goude, oc’h ober eur zell varzu ann env, e tennaz eunn huanad, hag e lavaraz d’ezhan : Ephphetha, da chouzout eo, en em zigorit. Ha ker buhan he ziouskouarn a oue digor, he deod distagell, hag e komsaz freaz. Jezuz a zifennaz outho lavaret ger da zen ; mes seulvui e tifenne outho seulvui hen diskuillent ; ha muioc’h mui souezet, e lavarent : great mad en deuz pep tra ; roet en deuz ar c’hleved d’ar re vouzar, hag ar prezeg d’ar re vud.


Ann den bouzar ha mud.


Aviel ann trede sul euz ar C’horaiz a gomz ive euz eunn den mud, mes ne lavarer ket e vije bouzar, evel hema. Truezuz eo, a dra zur, stad ann neb a jomm he deod stag ha ne c’hell rei da anaout d’ar re all netra euz ar pez a dremen enn he spered hag enn he galoun. Koulzgoude, muioc’h a druez zo da gaout c’hoaz euz ann hini a ve, var eunn dro, bouzar ha mud ; rak diez braz e vezo d’ezhan beza kelennet ; ha n’en devezo peurvuia anaoudegez ebet euz kement a draou a laka ann dud enn ho eaz pe enn ho flijadur. Rak-ze Jezuz a bareaz ann daou aflijet-ze. Mes, ma roaz iec’hed ar c’horf da genn aliez klanvour, brasoc’h ioul en devoa evelato da barea ann eneou ; hag e peb burzud great ganthan ez euz eur gelennadurez talvoudeg d’ar gristenien evit ho zilvidigez.

Ann den mud a verk d’eomp eur c’hristen ne ra ra mui pedenn ebet, ne ia morse da govez, hag a lezo lavaret dirazhan komsou a zo eunn dismegans evit Doue, ar zent hag ann traou sakr, pe noazuz d’ann nesa.

Ann den mud ha bouzar eo ann hini, ouspenn tevel pa ve ezomm prezeg, ne fell d’ezhan klevet na gourdrouzou, na kuzuliou a zouzder. Guasoc’h kalz eo ann eil stad-ma eged ar c’henta ; rak, peger klanv bennag e ve ar galoun, pa jomm ann diouskouarn digor da genteliou ar furnez, e c’heller distrei adarre var ann hent mad ; e leac’h ann hini ne zelaou mui den ebet, a ielo d’en em beurgoll. Evit diskuez pegen diez eo ar c’hlenved-ma da barea, Hor Zalver a gemer muioc’h a dro gant ann den mud ha bouzar.

Hen tenna a ra, eme ann Aviel, euz a douez ar bobl ; ec’hiz pa ne vije ket goest da rei d’ezhan ar iec’hed keit ha m’edo e mesk ar re all. Gallouduz aoualc’h oa d’hen ober koulzgoude. Ar pez ne c’hoarvez nemeur avad eo guelet, oc’h en em gonvertisa e kreiz trouz ar bed, pec’herien dilezet gantho ann oberou kristen ha divoazet da zelaou komsou Doue. Penaoz ez afe ar virionez doun enn ho spered epad ma trevellont gant ho labouriou, ho marc’hajou pe ho ebatou ? Ha pa deufe eur bannik sklerijenn bennag beteg ennho, buhan e vezo goloet gant ar vogedenn denval a zav euz ho c’houstianz. Araok beza kristenien a zoare, ar glanvourien baour-ze o defe ezomm euz eur mision pe eur retred. Kaera tra eo eur mision evit eur barrez ! Nag e tlefe beza laouen ann holl galounou pa glevont o devezo heb dale ar c’hras dibab-ze a berz Doue ! Evelato, talvoudusoc’h eo c’hoaz eur retred great e Lesneven, e Kemper, e Kemperle, pe enn eul leac’h all ; rak, eno e guirionez, en em gavit hoc’h unan, enn eur plas sioul ha distro, hag e c’hell ar Spered-Santel rei d’ehoc’h he holl genteliou. Eur c’hiz vad eo eta mont d’ar retrejou-ze, da nebeuta eur vech pe ziou enn hor buez.

Goude beza tennet ann den paour euz a greiz ar bobl, Jezuz a zavaz he zaoulagad varzu ann env, a laoskaz eunn huanad, ha neuze gant eur gomz her pareaz.

Kement-ze a ziskuez eo ret pedi kalouneg, hag avechou ober pinijenn araok digas enn hent mad eur c’hristen a zo mud ha bouzar ; rak, aliez, enn ene keaz-ze ez euz eunn diaoul ne vez poulzet kuit nemed dre ar iun hag ar bedenn, in jejunio et oratione, eme ann Aviel. Jezuz, evesait c’hoaz, ne lavar ket da deod ar c’hlanvour : bezet distag. Ann teod-ze a ia enn dro anezhan he-upan raktal m’eo digoret ann diouskouarn. Kenta zo d’ober eta evit ar bec’herien mud ha bouzar eo ho lakaat da glevet.

Pa zelaouint aketuz komsou Hor Zalver, a zo hervez sant Paol, lemm evel eur c’hleze a ia bep taol d’ar beo, neuze, abred pe zivezad, ho c’haloun a vezo tizet, ha goude-ze e prezegint brao ha freaz evit mad ann nesa ha brasa gloar ann Aotrou Doue. Evelse-bezet-great.





DAOUZEGVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Lukas, Chab. x.)


————


Neuze Jezuz a lavaraz d’he ziskibien : Euruz ann daoulagad a vel ar pez a velit-c’hui. Rak, me lavar d’ehoc’h, eleiz a bropheted hag a rouaned a garje beza guelet ar pez a velit-c’hui ha n’o deuz ket guelet ; ha klevet ar pez a glevit c’hui, ha n’o deuz ket klevet. Ha setu eunn doktor euz al lezenn o sevel enn he zav, hag o choulenn ouz Jezuz, da velet petra a lavarje : mestr, petra am euz-me d’ober evit kaout ar vuez eternel ? Ha Jezuz o respount d’ezhan : petra zo skrived el lezenn ? Petra a lennit eno ? Hema, d’he dro a lavaraz : Karet a reot ann Aotrou ho Toue, euz hoc’h holl galoun, euz hoc’h holl ene, euz hoc’h holl nerz, euz hoc'h holl spered ; hag ho nesa eveld’oc’h hoc’h unan. Mad oc’h euz respountet, eme Jezuz d’ezhan ; grit ann dra-ze, hag e vevot da viken. Mes, hema, o klask tremen evit eunn den ar guella, a c’houlennaz adarre ouz Jezuz : Ha piou eo va nesa ? Jezuz a gomsaz neuze evelhenn : Eunn den o tiskenn euz Jeruzalem da Jeriko, a guezaz e kreiz al laeroun ; ar re-ma a gemeraz kement en devoa, her skoaz didruez, hag hen dilezaz hanter-varo. Diguezout a reaz d’eur beleg diskenn dre ar memez hent ; mes, o veza he velet, ez eaz e biou. Er memez tra, eunn den a iliz c’hoaz, o veza diguezet el leac’h-ze ha guelet ann den, a ieaz gant he hent. Mes, eur Samaritan, o veachi ive, a ziguezaz enn he gichenn, hag en devoue truez ouz he velet. Tostaat a reaz outhan, hag e lienaz he c’houliou enn eur zivera eol ha guin varnezho. Goude, o veza hen savet var he loan, her c’hasaz d’eunn hoslaliri, hag e taolaz evez anezhan. Enn deiz varlerc’h e tennaz daou ziner euz he ialc’h da rei d’ann hostiz, enn eur lavaret : Grit guella ma c’hellot d’ann den-ma ; ha kement o pe dispignet enn tu all, me hen distaolo d’ehoc’h pa zeuinn enn dro. Pe hini euz ann tri ze a gav d’ehoc'h e oue nesa ann den a guezaz e kreiz al laeronn ? Ann hini a gemeraz truez outhan, eme ann doklor. Mad, eme Jezuz d’ezhan ; baleit ha grit er memez tra.


Ar pec’her ha trugarez Hor Zalver.


Hor Zalver, enn he brezegennou, a zisklerie oa deuet d’ober miret al lezenn ; mes, goab a rea ive euz ar giziou savet gant ar Skribed hag ar Pharizianed. Evel-se o doa kasouni outhan ; hag ann doktor-ma a c’hoanteaz he lakaat nec’hed dre ar goulennou a lennomp enn Aviel hirio. Allaz, tizet e oue he unan gant Jezuz a anavezaz dioc’htu sonj ann den disleal-ze. O c’houzout ne c’helle ket ar Iuzevien gouzanv tud ar Samarii e kemer eur beachour euz ar vro-ze, hag hennez a vezo roet evit skuer, pa n’euz nemethan o viret gourc’hemenn ar garantez e kenver ann nesa. Mes, ouspenn ar gentel-ma roet d’eur c’halz kristenien a zo douget d’ober fae var ann dud dister petra bennag ma klaskont heulia al lezenn gant lealdet, ann Aviel hirio a ziskuez d’eomp c’hoaz stad ankeniuz eunn ene pec’her, hag holl vadelez ann Doue a gemer truez outhan.

Ann denn-ze a ziskenn euz Jerusalem, ar gear zantel, da Jeriko, leac’h a blijadur hag a zizurs, ann den-ze eo ar c’hristen dievez en em daol, dre ar pec’hed, euz renk ann elez, e kenver al loened mud, o tilezel servich ann Aotrou Doue. A veac’h m’eo eat enn hent, setu hen kuezet etre daouarn al laeroun, da lavaret eo, ar bed hag ann drouk-spered. E berr amzer ar re-ma a ziframmo digantha he holl vadou ; sae venn he vadiziant, karantez he Zalver, alc’huez ar baradoz, peoc’h he goustianz. Ouspenn m’eo lakeat enn noaz, skoet e vezo ive gantho, ken na jomo ec’hiz hanter-varo ; tenvaleat he spered, ha dizec’het he galoun ne c’hell mui ober netra evit ann envou. Paour keaz den, petra deui da veza ma ne gemer unan bennag truez ouzid !

Euz ar re o deuz hen poulzet varzu ann droug, meur a hini a dremen heb ober eur zell outhan. Koulzgoude setu o tiguezout eunn den a zo bet dianavezet ha disprijet gant ar pec’her. Hema eo Mab Doue diskennet euz ann env evidomp ; hag o velet e pe stad ema ar c’hlanvour, hen dougo var he ziouvreac’h karantezuz beteg ann iliz el leac’h ma vezo panset he c’houliou, ha roet d’ezhan peadra d’en em grenvaat. Eno, Jezuz en deuz lezet n’eo ket daou ziner, mes, holl veritou he Basion, aoualc’h, ha kalz enn tu all, evit prena d’eomp grasou puill er bed-ma ha goude-ze, euruzdet ar baradoz.

Pedenn. — Va Doue, me eo siouaz, ar beachour diskiant-ze, a zo tec’het diouzoc’h, ha kuezet etre daouarn al laeroun. Dreizon va-unan ne oufenn en em denna euz ar stad mantruz m’ounn lakeat gantho. C’hui eta, pa’z oc’h ker mad, grit eur zell a drugarez ouzinn ; roit d’inn adarre ar iec’hed, ha me ho servicho hiviziken a greiz va c’haloun. Evel-se-bezet-great.


————





TRIZEGVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Lukas, Chab. xvii.)


————


Er mareou-ze Jezuz a ioa o vont da Jerusalem dre greiz ar Samarii hag ar Galilee. Edo etal eur vourgaden pa ziguezaz var he hent deg den lor a jommaz a bell hag a zavaz ho mouez da lavaret : Jezuz, hor mestr, bezet truez ouzomp. Raktal m’ho guelaz, e lavaraz : It, en em ziskuezit d’ar veleien. Mes, epad ma’z eant, en em gavjont pare. Hag unan anezho, oc’h en em anaout pare, a zistroaz var he giz, enn eur drugarekaat Doue, a vouez huel. O kueza da dreid Hor Zalver, he dal beteg ann douar, e lavare bennoz d’ezhan : hogen, hennez a ioa Samaritan. Ha Jezuz a c’houlennaz outhan : Ann deg n’int-hi ket pare ? E pe leac’h ema eta ann nao all ? N’euz kavet nemed ann divroad-ma da zont enn dro evit rei gloar da Zoue ! Goude e lavaraz d’ezhan : Savit, ha baleit ; ho feiz e deuz roet d’ehoc’h ar iec’hed.


Ann deg den lor. — Penaoz parea diouz ar pec’hed.


Guasa a c’hell diguezout gant eur c’hristen, eo beza evel eunn den bouzar ha mud, da lavaret eo, dilezel ar bedenn hag ar zakramanchou, ha chom heb klevet ar c’henteliou a roer d’ezhan. Mes, heb mont keit-ze var hent ann ifern, e tec’her evelato diouz Doue, hag emaor, meur a vech, e tro da veza kollet. Petra bennag ma virfec’h peurvuia ar gourc’hemennou, m’o pefe great eur pec’hed marvel hebken, c’hui a zo henvel ouz ann dud lor a gomser anezho enn Aviel hirio. Hoc’h ene a zo skrijusoc’h da velet, eged korf ar glanvourien geiz-ma. Mar fell d’ehoc’h beza pare eveld’ho, deskit gantho petra oc’h euz da ober.

Raktal ma velont Hor Zalver, e reont d’ezhan ar bedenn-ma : Jesu prœceptor, miserere nostri, Jezuz, hor mestr, bezet truez ouzomp. C’hui ive, pec’her, a dle pedi. Evit guir, ann Aotrou Doue avechou ne c’hortozo ket on defe great netra, hag hon diframmo, evel enn despet d’eomp, euz daouarn ann drouk-spered. Sant Paol a ioa kounnaret ouz ar gristenien, pa oue skoet e kichen kear Damaz, ha pa deuaz, enn eunn taol, da veza unan euz guella servicherien Jezuz.

Mes, ann traou-ze ne c’hoarvezont nemeur ; ha peurvuia eo ret d’ar pec’her goulenn trugarez, o lakaat da dalvezout gras ar bedenn a zo bepred kinniget d’ezhan. Hor mouez a vezo buhan selaouet ; rak, goude beza taolet er meaz euz hor c’haloun, evel p’en defe diegi o vont kuit, Doue a jomm e tal ann or, hag a sko varnhi bep enn amzer : Sto ad ostium et pulso. Ar zonj hag ar c’halloud da bedi eo ann taol skoet gant he zourn madelezuz. Na zaleomp ket avad da zigeri, enn aoun na zeufe da skuiza ha d’hon dilezel evit atao. Pedomp eta evel ann dud keiz a velomp ama o klask ar iec’hed.

Mes, ar re-ma a zav ho mouez huela ma c’hellont : levaverunt vocem. Kement-ze a ziskuez o deuz c’hoant braz da veza pare, ha n’o deuz ket aoun e ve sellet outho, daoust ma’z eo mezuz aoualc’h ho c’hlenved. Ar pec’her ive a dle pedi kalouneg hag anzav stad he goustianz petra bennag m’eo poaniuz hen ober.

Ann dud-ma c’hoaz a jomm pell dioc’h Hor Zalver ; lezenn Moizez a zifenne outho mont tost d’ar re all, abalamour m’oa staguz ar c’hlenved. O velet pegen louz eo he ene, ar pec’her zo deread d’ezhan ive chom a bell, da lavaret eo en em izelaat a galoun dirag ann Hini zo teir guech santel, ec’hiz ar publikan en em zalc’he e traon ann templ, ha sant Per, a lavare d’he vestr tec’hel diouthan rak ma’z oa pec’her. Neuze e vezo selaouet he bedenn koulz hag hini ann deg den lor.

Mes, oc’h ober outhan eur zell a druez evel ouz ar glanvourien-ze, Jezuz a lavaro ive d’ezhan : Ite, ostendite vos sacerdotibus. Kea d’en em ziskuez d’ar beleg. Eaz oa d’Hor Zalver parea ar re-ze ec’hiz m’en devoa dija pareet kalz re all ; mes, c’hoantaat a ra e ve miret al lezenn hed a hed. Dizamma a c’helfe ive, dreizhan he-unan, koustianz ar pec’her ; mes, gourc’hemennet eo kovez, hag e lavar d’ehoc’h, pec’her paour, mont da gaout ar beleg. En em lakit eta enn hent, heb dale.

Marteze, araok diguezout, c’hui a vezo dija pareet dre eur c’hlac’har vraz d’ho pec’hejou hag eur guir garantez evit Doue. Mes, ha pa vec’h c’hoaz gual glanv o taoulina eharz treid ho konfesour, c’hui zavo ac’hano ker iac’h ha biskoaz ma tiskuezit gant lealdet holl gouliou hoc’h ene, ha ma sentit ouz kuzuliou ar medisin-ze.

Beleien al lezenn goz ne reant nemed guelet ha diskleria piou a vije neat ha piou ne vije ket ; ann hini a zalc’h brema plas Hor Zalver e kador ar binijenn en deuz galloud da barea holl glenvejou ann ene.

P’o pezo kavet avad ar vuez hag ar iec’hed. gouezit da biou oc’h dleourien euz ar madou-ze. Euz a zeg den a velomp pareet ama, unan hebken a zeuaz da drugarekaat Doue. Ne ouzon pe e c’hoarvezaz drouk pe ne reaz ket gant ann nao all. Mes, evidoc’hui a guezo buhan adarre ma ne zalc’hit tost da Jezuz.

Bezit aketuz eta da lavaret bennoz d’ezhan ; neuze ho feiz hag ho karantez a rai d’ehoc’h beza salvet. Evel-se-bezet-great.


————





PEVARZEGVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Vaze, Chab. vi.)


————


Enn deiz-ze Jezaz a lavaraz d’he ziskibien : Den ne c’hell servicha daou vestr asamblez ; rak, pe en devezo kasouni ouz unan, ha karantez evit egile ; pe e vezo douget evit unan epad ma tisprizo egile. Ne c’hellit ket eta, var eunn dro, servicha Doue hag ann arc’hant. Rak-ze e lavaran d’ehoc’h : N’en em nec’hit ket da c’houzout petra zebrot evit beva, na petra a gafot da wiska ho korf. Daoust hag ar vuez ne dalv ket hirroc’h eget ar bouet, hag ar c’horf, hirroc’h eged ann dillad ? Sellit ouz laboused ann env ; ne hadont, ne eostont, ha ne zastumont netra e grignoliou ; hag int maget gant ho tad euz ann env. Ne dalvezit-c’hui ket kalz muioc’h egetho ? Pe hini ac’hanoc’h gant he holl ijinn zo goest da astenn he vent euz eunn ilinad hebken ? Gant ho tillad ive perak en em enkrezi ? Evesait penaoz e sav al lili er meaziou : na labourat, na neza ne reont. Ha koulzgoude me lavar d’ehoc’h, Salomon he-unan, pa veze enn he gaera, ne oue biskoaz guisket evel unan euz ar re-ze. Mad, pa blij gant Doue guiska evel-se eur c’heotenn, zo hirio er park, hag a vezo varc’hoaz taolet enn tân ; pegement muioc’h a rai d’ehoc’hui, tud laosk a feiz ? N’en em nec’hit ket eta beteg lavaret : petra a zebrimp, petra a evimp, a betra en em wiskimp ? Ann traou-ze holl, ar baianed a vez nec’het gantho ; mes, evidoc’hui, ho tad zo enn env a oar oc’h euz ezomm anezho. Klaskit eta da genta rouantelez Doue hag ar zantelez ho kaso di ; hag ann holl draou all a vezo roet d’ehoc’h var ar marc’had.


Ne c’heller ket servicha daou vestr.


N’euz forz pe hini euz hor plegou fall en defe ar gounid varnomp e vezimp distroet ganthan diouz hent ar baradoz. Koulzgoude, er gentel-ma, Hor Zalver a gomz dreist pep tra eneb d’ar garantez re vraz evit madou ann douar.

Ar furnez, evit guir, a gemenn da bep unan espern kalz pe nebeut, hervez he c’halloud, gant aoun na zeufe, dre eur gual darvoud bennag, da gueza enn dienez. Mes, var ann digarez-ze, darn a fell d’ezho bernia danvez, hag a stag re ho c’haloun ouz ann arc’hant, ken na zeu hema da veza ho Doue. D’ar re-ze eo evesaat ouz ann Aviel hirio.

Ne c’heller ket, eme Jezuz, servicha daou vestr var eunn dro ; ha c’hui ne blijot ket da Zoue mar bez diaoul ann arc’hant enn ho kaloun. Tremenn a rafet c’hoaz diouz daou vestr hag a en em glev ; rak, evel ma ’z int unanet dre ar garantez, ann eil anezho ne vual varno ket ar pez zo kavet mad gant egile. Goude ma vent enebourien memez, neb zo gouizieg ha treitour aoualc’h, a c’helfe en em ober gantho ho daou, o rei da gredi da bep hini anezho, ez ema holl enn tu ganthan. Mes, e kenver Doue, ne dalv ket klask troidellerez ha finesaou ; rak, anaout a ra hor mennoziou muia kuzet, koulz hag hor c’homsou pe oberou ; ha mignoniaj etrezhan hag ann drouk ne vezo birviken. Penaoz bennag a rafemp eta, ne blijimp morse d’ezhan pa vezo stag hor c’haloun ouz madou ar bed-ma.

Ne veler ket e c’helfe ar paoura euz ann dud dioueret he voued nag he zillad. Mad, daoust d’ann ezomm braz on euz anezho, Jezuz a zifenn ouzomp kaout re a nec’h divar ho fenn. Klevit petra a lavar. Sellit, emezhan, ouz al labousedigou ; ne hadont ha ne eostont netra ; ha koulzgoude e kavont ho bevans. Ha pa zeu Doue da vaga krouadurien ken dister, c’hui zonj e lezo da vervel gant ann naonn, bugale a zo great diouz he henveledigez ?

Guelit, ne lavar ket bokedou ar jardin a vez kaereat dre aket ha gouiziegez ann den, mes bokedou ar parkeier a zav anezho ho-unan ; biskoaz roue n’en devoue skedusoc’h mantell. Ha goude rei henvelep guiskamant d’eur boket a bado eunn dervez hebken, ann Tad euz ann Env ho lezfe c’hui enn noaz ? N’oc’h euz eta feiz ebed mui ?

Ar baianed a c’hell en em nec’hi gant ann traou-ze, pa ne anavezont ket Doue ; c’hui avad, a ve mez d’ehoc’h hen ober. Hag ouspen-ze, ne dalv ket d’ehoc’h en em jala. Kaer o pe lakaat poan hag ijinn, ne c’hounezot netra ac’hanoc’h hoc’h unan. Klaskit eta, dreist holl ha da genta, plijout da Zoue dre ho lealdet hag ho puez kristen ; neuze o pezo rouantelez ann env, ha traou ar bed-ma var ar marc’had. Arabat e ve d’eomp, a dra zur, beva dibreder nag ober dispignou dreist hon danvez, dr’enn abeg m’on deuz enn env eunn Tad ker karantezuz. Mes, goude beza great hervez hor galloud, fiziomp stard var madelez ann Aotrou Doue. O velet ne glaskomp servicha ken mestr nemethan, e vezo bepred var evez euz ezommou he vugale. Evel-se-bezet-great.





PEMZEGVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Lukas, Chab. vii.)


————


Er mareou-ze, Jezuz a ioa o vont d’eur gear hanvet Naïm : ha ganthan ez ea he ziskibien hag eur bobl a dud. Pa oue dija e kichen doriou kear, setu e touget d’ann douar eur c’horf maro, hag he vamm, eunn intanvez, ne doa ken mab nemethan. Enn dro d’ezhi ez oa eunn niver braz a dud euz a gear. P’he guelaz, Jezuz leun a druez outhi, a lavaraz d’ezhi : na wuelit ket. Hag o veza tosteat e louchaz ouz ann arched (Ann dougerien a jomaz a zav). Hag e lavaraz : den iaouank, me gemenn d’e-hoc’h, savit. Hag ann hini maro o veza savet, en em lakeaz da gomz. Ha Jezuz hen roaz d’he vamm. Neuze ann holl a oue leun a zoujans, hag e veulent Doue enn eur lavaret : eur propbet braz zo savet enn hon touez, ha Doue zo deuet da velet he bobl.


Mab intanvez Naïm. Ann ene maro dre ar pec’hed.


Ann den iaouank a zouger ama d’ann douar, zo ar skeud euz kalz re all, enn oajou ganthan, hag a vez skoët gant maro ar pec’hed. Enn ho c’hichenn, o wuela doureg, e kavit ive eur vamm, ann Iliz santel, henvel aoualc’h ouz eunn intanvez paour abaoue m’eo pignet d’ann envou Jezuz, he fried ; rak, m’ar chomm bepred ganthi, hervez he bromesa, n’her guelomp ket koulzgoude gant daoulagad ar c’horf.

Dastumet enn dro d’ezhi, ar zent hag ann holl eneou kristen a vesk ho daelou gant re ar vamm glac’haret.

Evit guir, bez’ e deuz c’hoaz bugale all ; mes, karet a rea pep hini euz ar re-ma ec’hiz pa n’e divije nemethan. hag he c’haloun a zo mantret pa ziguez d’ezhi ho c’holl. O c’houzout petra a reaz Jezuz evit intanvez Naïm, houma a zalc’h tost d’he c’hrouadur maro, gant fizianz d’her guelet c’hoaz leun a vuez.

Hag, e guirionez, gant truez ouz he daelou, Hor Zalver a dosta ive ouz ar bugel-ze. Paneved he vadelez ne zeufe pec’her ebet enn dro ; rak, mar d’eo eaz en em verza d’ann drouk-spered, en em ziframma euz he skilfou a zo diez braz ; eul labour eo hag a dremenn galloud ann den ; rak ann ene e stad a bec’hed marvel a zo henvel ouz eur c’horf dija sebeliet ha lakeat enn arc’h da beurvreina.

Mes, Jezuz a dosta enn eur zigas he c’hrasou beteg ar galoun ; et accessit. Ann diaoul hag ann techou fall a stleje ar c’hristen keaz-ze d’ann ifern, evel ma touger eur c’horf d’ar vered, a jomm eunn nebeut a zav ; da lavaret eo, pa zeu sklerijenn ann env da ziskuez d'ar pec’her e pe hent ema o kerzet, hag e pe zoare dienez eo kuezet, hennez a ra eunn tammik distro ennhan he-unan, ha neuze e klev Jezuz o komz outhan evel-hen : Adolescens, tibi dico, surge ; den iaouank, me a gemenn d’ehoc’h sevel. Plijet gant Doue e teufe, ec’hiz ar Mab Prodig, oc’h en em anaout, da lavaret : Ne c’hellan ket herzel pelloc’h er stad-ma ; mont a rinn adarre da di va zad.

Ia, ma selaou mouez Hor Zalver, e kavo c’hoaz ar vuez ; rak eunn dourn Holl-C’halloudeg ha karantezuz a zo astennet varnhan, et tetigit loculum ; ha gant ar skoazell-ze e vezo goest d’en em zizober euz ar pec’hed ha da derri holl lasou ann diaoul, evel ma tiframmaz den iaouank Naïm al lian hag ann traou all lakeat d’he zebelia. Evel-se eo e teuaz Madalen, euz eur bec’herez divezed, da veza eur zantez.

Mes, neuze eo ret sevel buhan : rak pa denno Jezuz he zourn, e vezo re zivezad. Savit eta, tud iaouank a ve maro, hag evit diskuez d’ann holl ez oc’h leun a vuez, komzit freaz hag huel ; komsit avad dishenvel diouz ar pez a reac’h bete vrema. E leac’h rei gual gentel da zen ebet, dre gomsou louz pe difeiz, roit skuer vad da bep unan, evel a rea ar roue David gant keuz d’he bec’hejou, docebo iniquos vias tuas ; hennez eo ar guella merk a gonversion.

Goude beza c’huezet buez ennoc’h adarre, Jezuz ho lakai etre divreac’h ann Iiiz santel; hag houma enn eur zec’ha he daelou, a daolo evez ac’hanoc’h guelloc’h eged ne rafe ar garantezusa euz ann holl mammou. N’oc’h euz nemed senti ouz he c’huzuliou enn amzer da zont, ha biken mui ne varvot dre ar pec’hed. Evel-se-bezet-great.





C’HUEZEGVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Lukas, Chab. xiv.)


————


Enn deiz-ze, a ioa eur zadorn, Jezuz o veza eat da zibri e ti unan euz ar vrasa Pharizianed, ann dud a evesea piz outhan. Ha setu dirazhan eunn den klanv gant ar c’hoenv. Jezuz o komz ouz doktored al lezenn hag ar Pharizianed a c’houlennaz : Aotre a zo da barea tud da zadorn ? Mes, ar re-ma a jomaz sioul. Evithan, o kregi e dourn ar c’hlanvour, her pareaz hag her lezaz da vale ; ha goude e lavaraz adarre d’ezho : pe hini ac’hanoc’h, ma ve kuezet he azenn pe he eujenn er punz, n’hen tennfe ket ac’hano raktal, da zeiz sadorn ? Ha ne c’hellent respount netra d’ezhan var gement-ze. D’ar re a ioa pedet, o velet e kemerent ar plasou kenta, e komzaz c’hoaz dre ar barabolenn-ma : Pa vezot pedet d’eul lein eured, ne azezit ket er plas kenta, gant aoun na ve galvet eunn all bennag hueloc’h egedoc’h, ha na zeufe ann hini ho pedaz ho taou da lavaret d’ehoc’hui : Roit ho plas da hema ; rak neuze ez afec’h gant mez da gemeret ar plas izela. Pa vezot eta pedet, it da azeza er plas diveza, evit ma teuio ann hini en deuz ho pedet da lavaret d’ehoc’h : va mignoun, savit hueloc’h. Ann dra-ze a rai henor d’ehoc’h dirag ar re a zo ganeoc’h ouz taol ; rak, neb en em zav, a vezo izeleat ; ha neb en em izela a vezo hueleat.


Ann den koenvet. — Ann Ourgouill.


O veza pareet ann den koenved a en em gavaz e ti ar Pharizian, Jezuz a ouie e vije tamallet gant doktored al lezenn, evel pa zifennje Moisez rei ar iec’hed d’eur c’hlanvour n’euz forz pe da vare. Rak-ze e roaz d’ezho ar gentel-ma e berr-gomzou. Ma kuezfe hoc’h azenn pe hoc’h eujenn er punz da zadorn, daoust ha c’hui a c’hedfe ann deiz varlerc’h evit hen tenna ac’hano ? Hag e rebechoc’h d’inn-me beza great vad d’ar c’heaz den-ma, a zo klanv abaoue pelL amzer !

Neuze e kavaz tro d’ho skolia c’hoaz ha da gelenn ann holl o teski d’ezho beza var evez ouz ann ourgouilh Ann tech fall-ma, henvel aoualc’h ouz ar c’hoenv, a ra d’eunn den c’hueza ive o klask en em zevel dreist ar re all. Ia. bez’ ez euz tud hag a fell d’ezho bepred tremenn araok ann holl abalamour d’ho danvez, d’ho nerz, d’ho gened, d’ho skiant pe ho deskadurez. Eur gual glenved o deuz, hag a viro na vent mignouned da Zoue, rak, derc’hell a ra penn d’ar re ourgouilluz, eme ann Aviel Deus superbis resistit. Ezomm braz o defe eta da vont da skol Hor Zalver, evit deski ganthan beza humbl a galoun, a gomsou hag a oberou.

Hogen, humbl eo enn he oberou ann hini a oar senti ouz kement o deuz galloud varnezhan ; ann hini ne gemer ket a zroug pe gasouni evit guelet ar re all er c’hargou huel, hag er plasou kenta, pe guelloc’h deuet ha muioc’h karet egethan : ann neb a ra vad heb ma ve den o sellet outhan, rak neuze eo sklear ne c’houlenn ket beza meulet. D’ar Pharizianed, Jezuz ne gemenn netra ken er gentel-ma, ha c’hoaz ma lavar d’ezho chom izel, eo gant aoun na ziguezfe d’ezho kaout mez o veza diskaret dirag ann holl.

Eur vech all evel kent ec’h aliaz anezho da veza humbl ive enn ho c’homsou pa gavaz abeg braz er Pharizian a lavare enn eur ober he bedenn : Me n’ounn ket laer, na den fall ; me a iun daou zevez er zizun, hag a ro kalz aluzennou, etc. Hennez, hervez Hor Zalver, ne reaz nemed samma he goustianz. Ret eo beza berr a skiant evit komz enn doare-ze dirag ann dud ; rak, ma n’her grear dirazhan, evit adren kein sur aoualc’h e vezo c’hoarzet d’ann neb a glever aliez o sini he gloc’h.

Ouspenn beza humbl enn oberou ha komsou, Jezuz a c’houlenn e vemp-ni c’hoaz humbl a galoun. Ia, re nebeut eo d’eur c’hristen chom heb en em zevel dreist ar re all, hag heb bruda he oberou mad ; ret eo d’ezhan ive gouzanv beza dianavezet, gual vrudet goapeat, tamallet e gaou ha gual gaset. Ann eneou santel n’eo ket hebken digemeret, mes klask a reont ar c’hroaziou-ze. Pa c’houlenne Hor Zalver ouz sant Iann ar Groaz petra c’hoantea da gaout evit ar vad great gantkan, ar zervicher Doue a respountaz : « Beza disprijet ha kaout poan abalamour d’ehoc’h. »

Dibaot hini a ielo hiviziken keit all var ann hent-ze ; mes, ret eo d’eomp koulzgoude labourat da veza humbl a galoun, ha ken aliez ha bemdez e kavomp tro d’hen ober. Mad, eunn taolik bep enn amzer skoët var griziou ar vezenn a ra d’ezhi laoskaat, hag, eur pennad goude, eo eaz da beurziskar. C’hui ive, o stourm aketuz ouz ann ourgouil, a zisc’hrizienno erfin ar pleg milliget-ze euz ho kaloun.

Evelato kaer on defe poania ne deuimp ket da veza humbl ac’hanomp hon unan. Pedomp eta ar Zalver-ze a bareaz ann den koenved, da lamet ive koenv ann ourgouil euz hon ene. Ha mar bezomp en em izeleat eveldhan var ann douar, ganthan ive ni a vezo savet huel enn env. Evel-se-bezet-great.


————





SEITEGVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Vaze, Chab. xxii.)


————


D’ar mare-ze ar Pharizianed a dosteaz ouz Jezuz, hag unan anezho, doktor el lezenn, a c’houlennaz outhan da velet : Mestr, pe hini eo ar gourc’hemenn braz el lezenn ? Jezuz a lavaraz d’ezhan : Karet a reot ann Aotrou ho Toue, euz hoc’h holl galoun, euz hoc’h holl ene, hag euz hoc’h holl spered. Hennez eo ar brasa hag ar c’henta gourc’hemenn. Setu ama ann eil a zo henvel outhan : Karet a reot ho nesa eveld’hoc’h hoc’h unan. Enn daou c’hourc’hemenn-ze ema al lezenn abez hag ar bropheted. Evel m’edo dastumet eno ar Pharizianed, Jezuz a c’houlennaz outho : Petra a zonjit euz ar C’hrist ? Da biou ef-hen mab ? Da Zavid, a leveront. Penaoz neuze, eme Jezuz d’ezho, e c’hell David, gant sklerijenn ar Spered-Santel, gervel anezhan he Aotrou, o lavaret : Ann Aotrou en deuz kemennet d’am Aotrou : azezit a zeou d’inn, ken n’am bezo lakeat hoc’h enebourien d’ober skabel d’ho treid. Pa ra David he Aotrou anezhan, penaoz e ve hennez mab d’ezhan ? Ha nikun ne c’hellaz lavaret ger d’ezhan ; hag azaleg ann deiz-ze hini ebet anezho ne gredaz mui ober eur goulen outhan.


Karet Doue hag ann nesa.


Hervez a lennomp er gentel-ma, brasa ha kenta dever peb den eo karet Doue hag he nesa a greiz kaloun. Neb a viro ervad ar gourc’hemenn-ze, hennez, eme Hor Zalver, a heulio al lezenn abez ha kuzuliou ar bropheted ; ha kement-se a zo sklear da velet ; rak, pa vez guir garantez evit Doue hag ann nesa, penaoz ober netra da zisplijout d’ezho ? Evel, pa dorrit unan pe unan euz ar gourc’hemennou all, dre eur pec’hed marvel bennag, kredi a rafec’h lavaret e karit Doue ?

Ann nesa eo kement den zo var ann douar, beteg hor guasa adversour ; evel-se n’eo ket eaz atao her c’haret. Eur c’halz re all zo c’hoaz ne vezint ket buhan hor mignounet. daoust n’o defe great droug ebet d’eomp. Darn n’o deuz vad ebet d’ober ; klask a reont sevel dreist ann holl ; ho zeod a zo lemm, ha marteze flemmuz eunn tammik ; dic’hras int a gorf pe a spered, etc. ; ar re-ze, a dra zûr, ne blijint ket d’eomp. Koulzgoude al lezenn a gemenn ho c’haret ; ho c’haret a dleomp hag a c’hellomp abalamour da Zoue, en deuz ho c’hrouet hag ho frenet evit ar baradoz.

Evit Jezuz-Krist, hor c’haloun a en em roi d’ezhan raktal m’Hen anavezo ; rak hennez a zo mad ha kaer a beb hent. Pell araog m'oa ganet, ar roue David a lavare e vije ar c’hoanta euz bugale ann dud ; Speciosus formâ prœ filiis hominum. Edo c’hoaz astennet var eunn dournad plouz e kraou Bethleem pa zaouline ar bastored ha rouaned Sao-Heol dirazhan ; ha Simeon a c’houlenne mervel gant al laouenedigez en devoa o veza paret he zaoulagad varnhan enn templ.

P’en em lakeaz da brezeg, ne skuize ket ann dud o klevet he genteliou, hag e lavarent a vouez huel : biskoaz den ne gomsaz evel hema : he adversourien ho-unan ne c’hellent ket kaout abeg ennhan. Ar re a c’halvaz d’he heul a zileze pep tra heb kemeret a boan amzer da gimmiada diouz ho c’herent ; ha pa c’houlenne ouz ann ebestel ha c’hoant o devoa ive da drei kein d’ezhan : « Daved piou ez afemp-ni ? ganehoc’hui hebken ema komsou ar vuez eternel » emezho.

Daoust m’az oa mab d’ann Doue Holl-c’halloudeg, ne glaske tamm en em zevel, ha bepred en em blijaz etouez an dud paour ha dister. En em guzat a ra pa c’hoantear hen lakaat da roue. Gouzout a rit pegen douz ha trugarezuz oa e kenver ar bec’herien. Piou eo ann hini en devoue poan a gorf pe a spered heb na zellaz Jezuz a druez outhan ? Evit Hen rei da anaout e berr gomsou, sant Lukas a lavar e tremenaz enn eur ober vad e peb leac’h : Pertransiit benefaciendo (Act. x. 38). Darn ne felle ket d’ezho kredi ann traou burzuduz a glevent divar he benn. « Daoust hag e teu netra vad euz a Nazareth, » eme Nathanael da zant Philip a rea meuleudi Hor Zalver ? « Deuit oc’h unan da velet, » a respountaz ann abostol : ha Nathanael o veza guelet a oue hiviziken etouez aketusa diskibien Jezuz. Rak-ze ar bobl en devoa aoun na dec’hje hag a zalc’he tost d’ezhan.

P’on devezo anaoudegez aoualc’h anezhan, pep hini ac’hanomp a gavo he vrasa euruzdet o veva e koumpagnunez Hor Zalver ; lavaromp eta aliez ar bedennik-ma a rea guechall sant Aogustin : Noverim te, Domine ! Va Doue roit d’inn ar c’hras d’hoc’h anaout ! Evel-se-bezet-great.





TRIVAC’HVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Vaze, Chab. ix.)


————


Er mareou-ze, Jezuz o veza pignet enn eur vag, a dreuzaz al lenn hag a zeuaz d’he gear. Ha selu digaset dirazhan, var eur guele, eunn den sounnet he izili. O velet feiz ann dud-ze, Jezuz a lavaraz d’ar c’hlanvour : Bezet fizianz, va mab, ho pec’hejou zo pardounet d’ehoc’h. Ha darn euz ar Skribed da lavaret raktal outho ho-unan : Blasphemi a ra hema. Mes, oc’h anaout petra zonjent, Jezuz a lavaraz : Perak e trouk-soujit c’hui enn ho kalounou ? Pe hini eo ann easa, lavaret : Ho pec’hejou zo pardounet d’ehoc’h ; pe lavaret : Savit ha kerzit ? Mad, evit ma ouezot en deuz Mab den ar c’halloud, var ann douar, da bardouni ar pec’hejou : Savit, emezhan neuze, d’ann den seizet, sammit ho kuele, hag it d’ho ti. Hag e savaz, hag ez eaz d’he di. Ar bobl o velet kement-se, a gemeraz aoun hag a veulaz Doue evit beza roet henvelep galloud d’ann dud.


Ann den sounnet he izili.


Ann den paour-ma, seizet he izili, a verk d’eomp stad eunn ene gual daget gant eur pleg fall bennag, hen dalc’h ec’hiz chadennet er pec’hed, ha ne vezo biken pare, nemed ober a rafe evel ar c’hlanvour-ze, a gemeraz kement a boan evit mont beteg Jezuz ha senti outhan penn da benn.

Hema n’oa ket goest d’en em stleja he unan ; morse ne vije deuet iac’h, paneved ma kavaz tud vad d’hen dougenn ; ha c’hoaz, petra dalveze beza hen digaset da doull ann or, pa ne c’hellent ket tostaat ouz Hor Zalver ! Enn ho flas, meur a hini o divije hen lezet eno, enn eur lavaret : « Mignoun keaz, ne oufemp ober ken evidoc’h. » Mes, ar re-ma o doa muioc’h eget ze a zalc’h ; ha me laka ar c’hlanvour ive a c’houlennaz digantho n’hen dilezjent ket, abalamour da Zoue. Penaoz bennag eo, pignat a rejont var ann ti (Sant Mark,ii,4) ha dre eunn toull great enn doen e tiskenjont ho den, guele hag all, eharz treid Jezuz a roaz d’ezhan ar iec’hed.

Nag a bec’herien, siouaz ! o defe ezomm ive da veza douget daved medisin ann eneou. Dinerzet holl gant eur gual voazamant bennag ne c’hellont, dreizho ho-unan, en em zizober diouz ann drouk-spered. Ra zeuio eta ar guir gristenien da gemeret truez outho. Dre bedennou ha kuzuliou fur ho c’hasint varzu Hor Zalver. N’eo ket souez avad en defe ar pec’her diegi o tiblas. Mignounet treitour hen dizalio marteze. Ar bed a gavo abeg ennhan hag enn neb a glask hen tenna euz al lagenn. Mes, arabat eo falgalouni n’euz forz petra c’hoarvesfe da stanka ann hent ; ret eo poania da dremen divar c’horre pe d’ober ann dro, ha kenderc’hel da vale ken na ziguezer e penn ar veach.

D’ar pec’her neuze, Hor Zalver a lavaro, evel d’ann den seizet : Surge, savit ! hag e savo, a dra zur, pa vezo pardounet he bec’hejou. Ma talc’h hiviziken ploumm ha stard var he dreid, e vezo anat aoualc’h eo pare. Mes, goude ma kuesfe c’hoaz eur guechou bennag, mar sav adarre, a greiz kaloun, me lavar e teuio d’ezhan nerz ha iec’hed paduz.

Eunn eil tra a gemenno Jezuz d’ezhan : tolle lectum tuumt, sammit ho kuele ! Ar pec’her a ioa astennet var he zizursiou ec’hiz ar c’hlanvour var eurguele. Brema n’eo ket aoualc’h d’ezhan sevel ; mes, ret e vezo dougenn he blegou fall ; hag er penn kenta e c’helfe kaout gual veac’h gantho ; gant ann amzer avad, dre c’hras Doue, e teuint da veza skanvoc’h.

Erfin, Jezuz a lavaro d’ezhan : vade in domum tuam, it d’ar gear ! O vont da redet pell diouz he di ; o c’hoantaat guelet ha klevet pep tra ; o tarempred kalz re a dud heb taoler evez outho, oa en em gollet ann ene paour-ze. Ma kar, enn amzer da zont, tec’het diouz ann ebatou ha chom aketusoc’h er gear, da c’houzout eo, beilla var he zaoulagad, he ziouskouarn, he holl skianchou, neuze, e leac’h klenvel adarre ha mervel, e kemero bemdez muioc’h mui a nerz, hag e vevo da virviken e karantez ann Aotrou Doue. Evel-se-bezet-great.


————





NAONTEGVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Vaze, Chab. xxii.)


————


Er mareou-ze, Jezuz a gomze c’hoaz enn doare-ma ouz prinsed ar veleien hag ar Pharizianed : Henvel eo rouantelez ann env ouz eur roue a c’hoanteaz ober eured he vab. Kas a reaz he zervicherien da c’hervel ar re a ioa pedet d’al lein eured, hag hi ne falveze ket d’ezho dont. Eunn eil guech e kasaz servicherien all o lavaret : Kemennit d’ar re am euz pedet : Setu aozet lein ganen ; lazet eo va eujennet hag al loened lard, ha pep tra zo prest ; deuit d’al lein eured. Mes ar re-ma ne rajont van, hag a ieaz unan d’he verouri, eunn all vardro he genverz ; ar re all a grogaz er zervicherien hag ho lazaz goude beza great dismegans d’ezho. Ar roue o veza klevet kement-ze a ieaz drouk ennhan ; kas a reaz he zoudardet da laza ar vuntrerien-ze ha a zevi ho c’hear. Goude e lavaraz d’he zervicherien : Al lein eured a zo aozet ; mes, ar re am oa pedel n’oant ket din. It eta dr’er c’hroaz-henchou ha galvit da leina kement hini a gafot. Hag o veza eat var ann henchou, ar zervicherien a zastumaz kement a gavjont, fall ha mad ; ha setu leun ar zal eured a dud ouz taol. O veza deuet da velet ar re a ioa o leina, ar roue a gavaz eno eunn den n’en doa ket guisket he zae eured. Hag e lavaraz d’ezhan : Va mignoun, penaoz oc’h euz kredet dont ama heb ho sae eured ? Hema ne respountaz ger. Neuze ar roue a lavaraz d’he zervicherien : liammit he zaouarn hag he dreid d’ezhan, ha taolit hen er meaz, enn devalijen ; aze e vezo guelvan ha skrignadek dent. Rak eleiz a zo galvet, mes, nebeut zo choazet.


Ann dud pedet da leina.


Ar roue zo komzet anezhan er gentel-ma, eo Doue ann Tad, a zigas Jezuz he Vab var ann douar, evit beza pried ann Iliz santel. Al lein eured, eo ar grasou kaer digaset d’eomp gant Hor Zalver, hag hon lakai e tro da azeza ouz taol dudiuz ar baradoz. Evel ne c’heller ket beza salvet heb ar feiz e Jezuz-Krist, Doue en deuz pedet eleiz a dud, pe evit lavaret guell, ann holl a zo pedet d’al lein-ze.

Kenta a oue galvet eo ar Iuzevien, lignez Jacob, karet a viskoaz dreist ar re all. A amzer da amzer, e teuaz servicherien Doue, ar bropheted, d’ho c’helenn ; mes, meur a hini ne brizent ket selaou, re droet ma’z pant ouz plijadureziou pe vadou ar bed.

Ec’hiz pa ne vije ket aoualc’h d’ezho ober fae var garantez Doue, darn a reaz gual vuez d’ar re a gomse euz he berz. Piou ne anavez ket ar pez o devoue ar bropheted da c’houzanv ? Digaset da lavaret d’ezho hasta buhan, rak m’oa diguezet ar mare diveza, Iann Vadezour a oue lakeat d’ar maro. Ann ebestel ive a oue taolet er prizoniou ; ha darn anezho, tamallet gant ar Iuzevien, a gollaz ho buez. Eat skuiz gant dallentez ann dud diskiant-ze. Doue a skoaz dizamant ; rak, evit senti outhan, nebeut bloaveziou goude, e teuaz soudardet Rom da c’hueza ann tan e kear Jerusalem ha da laza didruez gragez ha bugale koulz ha goazed.

O velet e chome goullo kalz euz plasou ar re en doa pedet da genta, ar roue, eme ann Aviel, a c’halvaz tud a zu-ma hag a zu-hont, heb sellet piou e vijent. Evel-se a ra ive ann Aotrou Doue, e kenver rouantelez ann env. Ni, ken etrezomp, bugale ar baianed, n’oamp ket galvet gant ar re genta. Mes, Hor Zalver pa velaz ar Iuzevien oc’h ober fae var he c’hrasou, a gemennaz d’ann ebestel hor c’hlask dre bevar-c’horn ann douar, hag hor pedi da leina enn he Iliz : ha petra bennag m’eo saouruz d’hor c’halonn ar bara a gavomp aze, n’eo c’hoaz nemed ennn tanva dister euz Ann hini a zebrimp da virviken er baradoz.

Koulzgoude, menr a hini, enn deiz hirio ive, a ra c’hoaz skouarn vouzar, pe a gav digareziou evit pellaat diouz taol Jezuz. Hiniennou zoken a ia beteg skei ha laza ar re zo kaset gant Doue d’ho gervel ; hed ann amzer e klevomp hano euz misionerien lakeat d’ar maro, e penn pe benn euz ar bed.

Evidomp-ni holl on euz selaouet, a bell zo, mouez Hor Zalver ha digemeret sklerijenn ar feiz. Mes, n’eo ket aoualc’h beza deuet da leina ; diouallomp n’or be ket ar viskamant zo ret evit azeza gant mignounet ann Aotrou Doue. Eur vez e ve d’eomp beva ec’hiz paianed e mesk ar gristenien ; ha ma vemp ken digoustianz da genderc’hel er pec’hed hag enn dizurs, daoust da genteliou ha gourdrouzou hor mam zantel ann Iliz, pa zeui ar roue Jezuz da varn ar bed, hon taolo enn ifern, heb ma kafemp tro ebet d’en em dizamma.

Pedenn. — O va Zalver, p’oc’h euz bet ar vadelez d’am gervel da leina gant ho pugale muia-karet, grit d’inn ive ar c’hras da zougenn atao ar zae eured euz ho karantez, evit m’am bezo eunn deiz digemer ouz taol ann elez hag ar zent enn envou. Evel-se-bezet-great.





UGENTVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Iann, Chab. iv.)


————


Enn deiz-ze, eunn ofiser a ioa klanv he vab e Kapharnaum. Hema, o veza klevet e teue Jezuz euz ar Judee d’ar Galilee, a ieaz d’he gaout, hag her pedaz da vont evit parea he vab a iea da vervel. Jezuz a lavaraz eta d’ezhan ; Nemed guelet a rafec’h burzudou ha traou souezuz, ne gredit ket. Deuit, Aotrou, abarz ma varvo va mab, eme ann ofiser d’ezhan. It, a lavaraz Jezuz d’ezhan, ho mab zo leun a vuez. Ann den-ze a gredaz d’ar gomz a lavare dezhan Jezuz, hag a ieaz. Mes, epad m’edo enn hent, e tiguezaz ganthan he zervicherien, a roaz d’ezhan ar c’helou oa pare he vab. Goulenn a reaz eta pe da vare oa en em gavel guelloc’h. Hag e leverjont d’ezhan : Deac’h, da zeiz heur, oa eat ann dersien divarnhan. Ann tad a anavezaz eo d'ann heur-ze en doa lavaret Jezuz d’ezhan : Ho mab zo leun a vuez ; hag e kredaz he-unan, hag holl dud he di ive.


Mab ofiser Kapharnaum.
Pegen talvouduz eo ar c’hlenved.


Aliez e klemmomp euz ar poaniou a gorf pe a spered a c’hoarvez ganeomp er bed-ma, ha koulzgoude ez int eunn testeni sklear euz furnez ann Aotrou Doue hag euz he vadelez enn hor c’henver. Evel ma’z omp holl pec’herien eo dleet d’eomp beza skoet abred pe zivezad ; hogen, trubuillou ar vuez-ma a zo berr ha skanv e skoaz ar pez a c’houzanver er bed-all. Talvouduz eo eta e poesfe dourn Doue varnomp eur vech dr’enn amzer ; rak neuze eo anat e fell d’ezhan hon espern goude ar maro. Ouspenn-ze ar c’hroaziou a ra d’eomp kaout sonj euz a Zoue, hag a zeu evelse da veza evidomp eunn eienen a c’hrasou. Ar gentel oc’h euz nevezig lennet hen diskuezo da bep unan.

Piou n’en divije truez ouz ann ofiser-ze a ioa he vab dare da vervel ? Ha goulzgoude paneved ar c’hlenved-ze, nag hen na tud he di marteze n’o divije biken anavezet Jezuz-Krist. Hor Zalver en doa dija tremenet meur a vech e Kapharnaum, prezeget ha great eleiz a vurzudou et gear-ze ; ha ne leverer ket e vije deuet ann ofiser d’her selaou na da c’houlenn netra diganthan.

Evel-se a c’hoarvez c’hoaz brema. Keit ha ma vezer iac’h, pa vez pep tra mad ha brao ganeomp, ne zonjer nemed da veva er blijadur, heb trei ar spered etrezeg perc’henn ann holl vadou. Pa stourm eur boan bennag ouzomp, pa ziguez eur c’holl, pe eur barrad klenved, neuze peurvuia ez a hor spered varzu ann hini en deuz galloud d’hon diveac’hia.

Evit ofiser Kapharnaum, pa velaz oa toc’hor he vab, a reaz buhan aoualc’h enklask da c’houzout e pe leac’h kaout Jezuz ; ha raktal m’en devoue klevet pe du edo e redaz he-unan davedhan. « Enn han’ Doue, emezhan, deuit da barea va mab ! » Ar c’homzou-ma a ziskuez ec’h anaveze eur c’halloud vraz d’Hor Zalver ; evelato ne grede ket e c’helje rei ar iec’hed anez beza e kichenn ar c’hlanvour ; hag abalamour da-ze eo en devoue ar rebech-ma : c’hui ne gredit nemed guelet a rafec’h burzudou.

Eunn all enn he blas a vije eat gant he hent goude eunn henvelep respount. Mes, evithan, heb ober vân, a lavar adarre : Deuit buhan, Aotrou, araok ma varvo ; ha neuze eo e klevaz gant Jezuz ar gomz laouen-ma : Ho mab a zo pare. Pa ziredaz he zervicherien da zigaz ar c’helou, n’oue ket aonalc’h d’ezhan gouzout oa iac’h he grouadur. Goulenn a reaz pe vare oa en em gavet guelloc’h ; hag o veza anavezet oa d’ann heur ma lavare Jezuz d’ezhan : Ho mab zo leun a vuez ; e teuaz da gaout muioc’h a feiz.

Ia, o velet en doa Hor Zalver roet ar iec’hed d’he vab, e tigemeraz a greiz kaloun he gelennadurez, hag e lakeaz holl dud he di da heulia ar memez kredenn.

O veza bet henvel ouz ann ofiser-ma epad m’edomp iac’h hag enn hor plijadur, kemeromp ive skuer diouthan pa ziguez eunn enkrez bennag varnomp. Deomp buhan daved ann hini a c’hell hon dizamma. Pa c’houlennimp diganthan hirr-vuez, iec’hed, madou, meur a vech n’hor selaouo ket. Kendalc’homp evelato d’her pedi ec’hiz a reaz ofiser Kapharnaum ; ha ma ne ro ket d’eomp c’hoaz hor goulenn, kredomp n’oa ket eunn dra talvouduz d’hor zilvidigez. Dougomp neuze hor c’hroaz a galoun vad o c’houzout peger braz eo furnez ha karantez hon Tad euz ann env.

Evel-se eo oc’h euz-c’hui digemeret bete vrema ho poaniou a gorf pe a spered ? Anavezet oc’h euz e teuent euz dourn madelezuz ann Aotrou Doue ne glask e pep tra nemed mad he grouadur ?

Pedenn. — O va Zalver, a roaz ar iec’hed da vab ofiser Kapharnaum, hag ar feiz da holl dud ann ti, grit d’inn me ive kredi stard ar pez a zesk d’eomp ann Iliz divarbenn ho kalloud hag ho madelez, evit m’am bezo bepred fizianz enn-hoc’h. Evel-se-bezet-great.




KENTA SUL VAR’NN-UGENT
GOUDE PANTEKOST
(Sant Vaze, Chab. xviii.)


————


Er mareou-ze, Jezuz a gomsaz ouz he ziskibien dre ar barabolenn-ma : Henvel eo rouantelez ann env ouz eur roue a c’hoanteaz ober kount gant he zervicherien. Al labour-ze o veza digoret, e oue digaset dirazhan unan a dlie d’ezhan deg mil talant. Evel n’en doa ket peadra da baea, ar roue a gemennaz ma vije guerzet hen, he c’hreg, he vugale, ha kement a ioa d’ezhan evit paea ann dle. Mes, ar zervicher-ze o kueza d’ann daoulin, her pede, enn eur lavaret : Gortozit ganen, ha me baeo kement a dlean. Gant truez ouz ar zervicher-ze, ann Aotrou hen lezaz da vale hag a asroaz d’ezhan he zle. Mes, a veac’h eat e meaz hema a gavaz eur zervicher all hag a dlie d’ezhan kant diner ; hag o lammet d’he c’houzoug e venne her mouga : Ro d’inn, emezhan, ar pez a dleez. Daoulinet dirazhan ar zervicher-ze a lavare d’ezhan : Me ho ped, gortozit ganen, ha me roi d’ehoc’h kement a dlean. Mes, bema ne falvezaz kel gedal, hag a reaz taoler egile er prizoun, ken na vije paeet he zle. O velet petra a dremene, ar zervicherien all, glac’haret holl, a ieaz da ziskuill d’ho mestr kement a ioa c’hoarvezet. Neuze ar roue her galvaz hag a lavaraz d’ezhan : Servicher divad, asroet am euz d’ehoc’h ho tle holl, pa c’houlennec’h trugarez ouzinn ; ne dliec’h-c’hui ket kaout truez ouz ar zervicher all, evel m’am euz me bet truez ouzoc’h ? Hag ar mestr, eat droug ennhan, hen lakeaz etre daouarn ar vourrevien ken n’en divije paeet he holl dle. Evel-se a rai d’ehoc’h va Zad euz ann env, ma ne bardoun pep hini ac’hanoc’h d’he vreur a greiz kaloun.


Doue a c’houlenno kount diganeomp.


Ar roue-ze a fell d’ezhan ober kount gant he zervicherien, eo ann Aotrou Doue, ha pep hini ac’hanomp a zo enn he zervich. Etrezhan ha ni e vezo great kount, pe e kador ar binijenn, a zo eur gador a drugarez, pe e kador-varn Hor Zalver, var fin hor buez.

Unan euz ar zervicherien a dlie deg mil talant, ar pez a ra kant milion euz arc’hant ar vro-ma ; eur gual veac’h, a dra zur. Mes, petra eo kement-ze e skoaz ar bern dle a zastum darn ac’hanomp dre ho fec’hejou ? Evesait eunn nebeut ouz ann holl droug oc’h euz great abaoue ho iaouankiz, ha c’hui a velo a begement ez oc’h dleour dirag Doue.

Ar c’heaz den n’oa ket tost d’ezhan kaout peadra da baea ; hag ar mestr, hervez al lezenn neuze, a gemennaz her guerza gant kement a ioa d’ezhan. Mes, heman, oc’h en em deuler d’ann daoulin, a lavaraz d’he Aotrou : En han’ Doue gortozit ganen, ha me ho paeo. Hag ar mestr gant truez outhan, n’eo ket gortoz hebken a reaz, mes rei d’ezhan diskarg euz ar pez a dlie. Kaera kaloun den ! a leveroc’h ; ne gaver ket kalz d’ober kement all ! Rouez eo, evit guir, ann dud evel hennez.

Doue avad, aliesoc’h eged bemdez, a ra muioc’h c’hoaz e kenver ar bec’herien. Raktal ma kuezont d’ann daoulin o c’houlenn trugarez, ar Mestr madelezuz a ro diskarg euz ann holl bec’hejou. Paneved-ze ne c’helfent biken en em dizamma. Goude dastum ar pez o deuz brema, ha kement a c’hounezint c’hoaz, ne gafent ket aoualc’h nag hanter da baea ho dle. Ret ve eta ho zeuler e prizoun ann ifern, siouaz d’ezho.

Eaz eo gouzout laouenedigez ar zervicher pa en em gavaz diveac’hiet. Koulzgoude, e leac’h ober vad d’he nesa ec’hiz a ioa great d’ezhan he-unan, setu hen o lammet da c’houzoug eur zervicher all a dlie d’ezhan kant diner ; ha kaer en devoue hema pedi hag aspedi, ne reaz van ouz he glevet ; hag er c’has a reaz d’ar prizoun, ken n’en divije peurbaeet he zle.

Evel ar zervicherien a ioa eno, c’hui a vezo glac’haret hag o pezo kasouni ouz eunn den ken digaloun. Mont d’ober kement all d’he nesa evit ken nebeut a dra, ha c’hoaz goude ma’z euz pardounet d’ezhan kant ha kant guech muioc’h ! Mantruz eo, evit guir. Ha koulzgoude, diouallit na vec’h ket didamall hoc’h unan. C’hui zo henvel buez ouz ann den kriz-ze, pa c’houlennit beza digollet euz ann holl gaou o defe great ar re all ouzoc’h. Petra oc’h euz da rebech d’ezho e kichenn ann dismeganz oc’h euz c’hui great da Zoue ? Ha pa zeu ar roue madelezuz-ze da rei diskarg d’ehoc’h euz hoc’h holl dle, c’hui a fell d’ehoc’h beza paeet beteg ann diner diveza ? Lakit evez na vec’h diskuillet ha na zeufe ar mestr da glask enn dro, ar pez a zonje da lezel ganehoc’h.

Mes, n’eo ket evelse a c’hoarvezo. Doue a oar petra dremenn enn ho kaloun, ha ne bardouno ket d’ehoc’h ho pec’hejou, ma ne bardounit hoc’h unan da gement hini o pefe leac’h da glemm anezho.

Heuliomp eta ar gentel roet d’eomp ama gant Hor Zalver, ha merket ive er bedenn a lavaromp ken aliez : Dimitte nobis debita nostra ; pardounit d’eomp hon ofansou evel ma pardounomp d’ar re o deuz hon ofanset ; rak, mar bezomp bet trugarezuz e kenver ar re all, ni ive a gavo trugarez dirag Doue. Evelse-bezet-great.


————





EIL SUL VAR’NN-UGENT
GOUDE PANTEKOST
(Sant Vaze, Chab. xxii.)


————


Enn amzer-ze, ar Pharizianed o veza eat kuit a en em glevaz evit klask ober da Jezuz en em drouc’ha gant he gomzou. Kas a reont eta d’he gaout ho diskibien gant Herodianed : Mestr, emezho, ni-a oar e livirit ar virionez, hag e tiskuezit ann hent hervez Doue hag al lealdet, heb ober van euz den ebet ; rak ne zellit ket piou eo ann dud. Livirit d’eomp eta petra zonjit var gement-ma ? Mad eo d’eomp paea ar c’hargou da Zezar, pe jomm heb ober ? Mes, o c’houzout oant treitour, Jezuz a lavaraz : Perak e klaskit-c’hui va lakat e gaou, troidellerien ? Diskuezit d’inn arc’hant ar c’hargou. Hag e tiskuesjont d’ezhan eunn diner. Neuze Jezuz a c’houlennaz outho : Piou a zo aze he skeuden hag he hano ? Sezar, emezho. Mad, eme Jezuz d’ezho, roit eta da Zezar ar pez zo da Zezar, ha da Zoue, ar pez zo da Zoue.


Lealdet e kenver Doue hag ar vro.


Seulvui oa karet Hor Zalver gant ar re all, seulvui oa kaseat gant ar Pharizianed ne glaskent nemed noazout d’ezhan e peb giz. Abalamour da ze eo e kasont d’he gaout darn euz ho diskibien, gant eur rumm dud a ioa karget aberz Herodez da zevel ar c’hargou evit ann impalaer. Oc’h ober outhan ar goulenn merket enn Aviel, e sonjent hen lakaat nec’hed ; rak ar Iuzevien a roe ho arc’hant enn despet d’ezho. Ma lavar, eme ar Pharizianed, eo ret paea, neuze, e vezo dilezet gantho ; ha ma ro ali da jomm heb ober, tud ar c’hargou hen diskuillo d’ar gouarnour.

Mes, petra eo ijin ha finesaou ann dud dirag furnez ann Aotrou Doue ! Jezuz a anavezaz raktal ho mennoz treitour, hag a roaz d’ezho eur gentel nevez : roit, emezhan, da Zezar ar pez a dleit da Zezar, ha da Zoue, ar pez zo dleet da Zoue. Ar re a c’hoantea kaout abeg e komsou Hor Zalver, a oue souezet gant ar respount-ze hag a ieaz kuit ken mezeg ha tra ; rak anzav a reant en doa roet kuzul vad da bep unan.

Meur a hini, enn amzer vrema ive, a glask digarez da damall ann Iliz hag ar re zo karget ganthi da brezeg ann Aviel. Koulzgoude, biskoaz n’o deuz roet d’ar gristenien eur gelennadurez dishenvel diouz ann hini zo skrivet ama. Ma lavaront, hervez ar virionez, n'o deuz ann dud ken galloud nemed ann hini a zeu d’ezho digant Doue, ha ne c’heller, pegen huel bennag e vet savet, ober na lakaat ober netra eneb bolontez roue ann envou, diskleria a reont ive eo ret d’ann holl senti ouz ar re zo galvet da c’houarn ar vro, daoust ne blijfent ket kalz d’eomp. Ar gristenien vad a zo bet a viskoaz hag a vezo bepred aketusa da viret kement lezenn a zouger gant lealdet ha furnez. Souez eo eta e ve great gual vuez d’ezho ken aliez ; rak n’eo ket indhi a lakai dizurz e neb leac’h.

O veza krouer ha mestr da gement tra zo ennomp hag a ziaveaz d’eomp, Doue a c’helle ho derc’hel holl evithan. Koulzgoude en deuz ar vadelez da lezel eul loden ganeomp ha gant ar bed evel a ziskuez ar c’homsou-ma : Roit da Zezar ar pez a zell ouz Sezar, ha da Zoue, ar pez a ziguez d’ezhan.

Mes, petra a ziviz Doue diganeomp-ni ?

Goulenn a ra kaout perz enn hor spered hag enn hor c’haloun, hervez ar gentel-ma roet d’eomp gant ar Spered-Santel : Pone me ut signaculum super cor tuum. Ne zifenn ket ouzomp evesaat ouz hon tud, hon danvez hag hon ebatou memez, var boez trei, bep er mare, da nebeuta noz ha mintin, hor sonj varzu ennhan. Kaeroc’h c’hoaz e ve, a dra zur, sevel ar spered etrezeg ann env edoug ann deiz.

Ma roomp da Zoue eur plas, ar c’henta, enn hor c’haloun, neuze en devezo ive perz enn hor c’homsou ; rak, ann teod a ia da heul ar galoun. Neb ne vez hano ganthan nemed euz ar bed, he vadou hag he c’hoariou didalvez, hennez a ziskuez beza stag ouz ann traou-ze. Ann hini en deuz guir garantez evit Doue a en em blijo o koms hag o klevet koms euz ann Aotrou Doue.

Deread eo rei d’ezhan ive eul lodenn vad euz hon oberou. Da biou eo dleet frouez ar vezenn nemed da berc’henn ann douar hag ar blantenn ? Hogen, Doue eo en deuz krouet pep tra, ha d’ezhan oump korf hag ene. Mes, pa reno var hor c’haloun, a zo evel ar c’hrizien, ne zonj ket d’inn e c’helfet laerez diganthan ar peb vella euz ar pez a zougimp a hed hor buez ; ha ma ne labouromp ket atao, ec’hiz sant Paol, evit Hor Zalver Jezuz-Krist, da vihana ne droimp morse eneb d’ezhan.

Eunn dra all a ve d’ober c’hoaz evit miret penn-da-benn ar gentel a lennomp enn Aviel hirio : Roit da Zezar ar pez a zell ouz Sezar, ha da Zoue, ar pez a ziguez da Zoue. Eur c’hristenn mad a baeo ar c’hargou a c’houlenner diganthan hervez lezenn he vro ; mes, aketus e vezo ive da rei eur guennek bennag evit Doue hag ar paour. Abel a ginnige d’an Holl-C’halloudeg ann dibab euz he loened. Ar Iuzevien a roe evit templ Jeruzalem ann degved euz ho madou bep bloaz. Ha c’hui, pa velit hoc’h iliz parrez o kueza enn he foull, ann aoteriou enn noaz, ar guiskamanchou sakr disliv ha didammet, ne rofec’h netra evit ho c’hempenn hag ho c’haeraat ?

Eur zellig brema ouzomp hon unan. Roet am euz-me bepred va spered ha va c’haloun da Zoue ? Karet am euz-me ober ha klevet hano anezhan ? Roet em euz-me, hervez va feadra, aluzenn d’he iliz ? Pardoun, va Zalver, evit ann amzer dremenet ; hag ar c’hras d’inn d’ober guelloc’h hiviziken ! Evel-se-bezet-great.





TREDE SUL VAR’NN-UGENT
GOUDE PANTEKOST
(Sant Vaze, Chab. ix.)


————


Epad ma komze Jezuz ouz ar bobl, setu unan euz ar pennou braz o tostaat hag o lavaret, enn eur stouet dirazhan : Aotrou, va merc’h zo o paouez mervel ; mes, deuit, lakit ho tourn var’nnhi, hag e vevo adarre. Jezuz a zavas raktal hag a ieaz d’he heul gant he ziskibien. Hag eur vaouez, klanv gant ann divoada, abaoue daouzeg vloaz, a dostaaz outhan adren, hag a douchaz bevenn he zae. Lavaret a rea ennhi he-unan : M’ar gellan hebken touch he zae, me vezo pare. Ha Jezuz o tistrei hag o veza he guelet a lavaraz : Bezet fizianz, va merc’h, ho feiz e deuz ho pareet ; hag azaleg neuze, ar vaouez a oue iac’h. Pa oue diguezet Jezuz e ti ann den-ze, o velet eno sounerien hag eun toullad tud oc’h ober reuz, e lavaraz : It kuit, rak, ar plac’h iaouank n’eo ket maro, kousket eo hebken. Hag e reant goab anezhan. Pa oue kaset ann dud er meaz, Jezuz eat enn ti a grogaz enn he dourn, hag ar verc’h a zavaz. Hag ar brud a gement-ze en em skignaz tro-var-dro.


Merc’h Jair. — Ar c’hreg klanv gant ann divoada.


Setu adarre daou vurzud kaer great gant Hor Zalver : ar vuez roet d’eur plac'h iaouank nevez maro, hag ar iec’hed, d’eur vaouez klanv abaoue daouzeg vloaz. Guelomp ha ni a gavo aze eur gentel bennag talvouduz d’hon ene.

O veza euz ar pennou braz etouez ar Iuzevien, ann tad ne dlie ket karet Jezuz ; hag Hor Zalver, koulsgoude, a ia ganthan d’he di. Diblas a ra zoken raktal, e skoaz ma taleaz meur a zervez pa’z oa hano euz he vignoun Lazar. Evel-se a dlefemp d’ober evit hor brasa enebourien p’o devezo ezomm ac’hanomp.

Merc’h Jair a zo maro, e guirionez ; mes, Jezuz a lavar n’eo nemed kousket, evit deski d’eomp eo ken eaz d’ezhan rei buez d’eunn den maro evel divuna neb a ve kousket hebken.

Oc’h en em gaout en ti, e kas kuit ar zounerien hag ar re all a ioa oc’h ober reuz enn dro d’ar c’horf. Ma teufe brema da galz nosveillou zo en defe leac’h d’ober kement all ; rak, aliez e kavfe, a dra zur, tud o tibri hag oc’h eva, o c’hoarzin pe oc’h ober ebatou diskiant. Dirag skeud ar maro a dlefe ho c’helenn pa lavar d’ezho sklear aoualc’h : Hodie mihi, cras tibi. Va zro me, hirio ; varc’hoaz hoc’h hini ; ia, e kichen korf eur mignoun pe eunn amezeg o deuz ar galoun da c’hoari ha d’en em rei d’ar pec’hed. Deread e ve da vihana chom sioul, abalamour d’ann dud zo e kaon. Ar guir gristenien a raio guelloc’h, o pedi evit ann hini zo nevez tremened ; rak, tro a zo da gredi eo dalc’het er purgator, pa lavar kantik sant Mathurin :


Ha koulzgoude piou ann hini
Na iel ket siouaz ! da zevi,
Piou vo salvet heb mont enn tan ?
Var gant ne vezo ket unan.

Ra vezo eta miret enn nosveillou, ar c’hiz a ioa guechall da lenn eul levr devot bennag, da lavaret eur chapeled hag ar pedennou a dalvez muia d’ann anaoun. Neuze e c’hoarvezo kaeroc’h burzud eged ann hini a reaz Jezuz e kenver merc’h Jair ; rak Doue a denno hor c’herent euz ar purgator hag a zigoro d’ezho he varadoz.

Diouz a lennomp e Aviel sant Lukas, o tistrei ouz ar glanvourez, Jezuz a c’houlennaz piou en devoa touchet outhan ; hag ann ebestel, heb kemeret amzer d’ober ho zonj, a lavaraz : Mestr, c’hui fell d’ehoc’h gouzout piou enn deuz touchet ouzoc’h, p’ema ann dud a verniou enn dro d’ehoc’h ? Ia, guir eo, eme Hor Zalver, aliez hini zo stoket ouzinn ; mes, unan bennag zo en em gavet pare. Ha neuze ar vaouez keaz a roaz da anaout ar c’hras e devoa bet digant Doue. He feiz beo a reaz d’ezhi kaout ar iec’hed.

Brema, koulz hag enn deiz-ze, nag a dud a ia tost aoualc’h da Jezuz ! Bemdez emaint eharz treid ann aoter, pa ziskenn euz ann env dre gomsou ar beleg. Aliez guech hen digemeront enn ho c’haloun dre ar gommunion zantel ; ha koulzgoude, eleac’h parea, ho c’hlenvejou a ia bepred guasoc’h-guaz. Ann abeg a gement-ze eo ne dostaont ket ouz Hor Zalver, ec’hiz ma ve dleet hen ober. Evidomp-ni, pa zaoulinimp ouz taol zakr hon Doue, ouspenn kaout eur galoun neat, bezomp c’hoaz eur feiz kre hag eur guir garantez. Neuze, euz korf, goad, ene ha divinite Jezuz-Krist, e teuio eunn nerz burzuduz, goest d’ober sent ac’hanomp. Evel-se-bezet-great.

Taolit evez. — Pa vez Pask abred e chom muioc’h a zuliou goude Pantekost. Neuze e lakear ama ar c’henteliou n’o devoa ket kavet ho flas etre gouel ar Rouaned hag ar Septuajesim, o lezel atao da dosta d'ann Azvent Aviel ar pevare sul var’nn-ugent goude Pantekost.





DIVEZA SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Vaze, Chab. xxiv.)


————


Er mareou-ze Jezuz a lavaraz d’he ziskibien : Pa velot, el leac’h santel ann traou mantruz ha glac’haruz diskuillet gant ar prophet Daniel (neb a lenn kement-ma, komprenet mad) ; neuze ar re en em gavo er Judee a vezo mall d’ezho redet d’ar meneziou ; neb a ve var ann doen, arabat d’ezhan diskenn da gerc’hat netra euz he di ; neb a ve er park zo mad d’ezhan ne zistrofe ket da glask he zae. Guaz a ze d’ar re a vezo o tougenn frouez pe o vaga enn deiziou-ze. Ha goulennit na vezo ket ret d’ehoc’h tec’hel epad ar goanv na d’ann deiz repoz ; rak neuze e vezo trubuillou, ne oue morse, azaleg ann amzer genta beteg hirio, ha ne vezo birviken, guelet ker braz. Ha paneved m’eo diverret ann deiziou-ze, den ne vije salvet. Mes, diverret e vezo ann deiziou-ze abalamour d’ann eneou dilennet. Neuze, ma lavar unan bennag d’ehoc’h : Ar C’hrist zo ama pe ahont, n’her c’hredit ket. Rak, dont a rai meur a fals Krist ha fals propheled gant burzudou braz ha traou souezuz goest da douelli mignouned Doue ho unan (ma vijo gellet hen ober). Hen diskleriet am euz d’ehoc’h aziaraok. Ma lavarfent d’ehoc’h eta : Setu ar Christ el leac’hiou distro ; oe d’it ket d’he glask ; setu hen kuzet e korn ann ti ; ne zelaouit ket. Rak, ec’hiz ma teu al luc’hedenn euz ar Zao-Heol da bara e tu ar C’huz-Heol, evelse e c’hoarvezo donedigez Mab den. E pe leac’h bennag e vezo ar c’horf, eno ec’h en em zastumo ann ered. Mes, raktal goude trubuillou ann deiziou-ze, ann heol a denvalaio, al loar ne roio mui he sklerijenn, ar stered a guezo euz ann env, hag ann envou holl a vransello. Neuze, merk Mab den a zispako er c’hoabr, hag ann holl boblou euz ann douar a hirvoudo hag a velo Mab den o tont var goumoull ann env gant eur c’halloud hag eur c’hloar vraz. Hag e kaso he elez da zastum, dre vouez skillruz ann drompill, ann dud salvet (hag ar re all ive) euz pevar c’horn ar bed, a zindan bolz ann envou penn-da-benn. Diouz ar vezenn fiez, koumprenit ar barabolenn-ma. Pa vez dija blod he skourrou ha deuet he deliou, c’hui a anavez eo tost d’ann hanv. Evel-se ive, c’hui pa velot ann holl draou-ze, gouezit ema tost Mab den etal ann or. M’hel lavar d’ehoc’h e guirionez, araok ma vervo ann dud zo brema e c’hoarvezo ann holl draou-ze. Ann env hag ann douar a dremeno ; va c’homsou-me avad ne dremenint ket.


Trubuillou ann Iliz.


Ar penn kenta euz ann Aviel hirio a zell, dreist holl ouz ar pez a dlie c’hoarvezout gant ar Iuzevien abalamour d’ho dallentez. E leac’h digemeret ar sklerijenn digaset d’ezho aberz Doue, e leac’h selaou kenteliou Hor Zalver, ar re-ze Her lakeaz d’ar maro hag a reaz gual vuez d’he ziskibien. A hent all, euz a lezenn Moizez ne virent nemed ar pez a blije d’ezho, hag enn templ e velet gantho eleiz a zizursiou.

Doue a zeu pelloc’h da skuiza, ha neuze e tiroll ar brezell skrijuz-ze a raio euz Jerusalem eur bern mein ha ludu. Ann enebour ne esperno den ebet. Guell a ze eta d’ann neb a c’hello tec’het. Rak-ze e lavar Jezuz d’ezho goulenn ne ziguezo ket ar reuziou-ze er goanv pe d’ann deiz a repoz a virfe outho da vale pell aoualc’h evit kuzat. Truez zo da gaout ouz ar gragez paour a vezo enn henvelep stad ne c’houfent kerzet beteg ar meneziou. Ann traou-ze, hervez a zisklerie Hor Zalver, a c’hoarvezaz abenn nebeut bloaveziou.

Ann eil pennad, euz ar gentel, a verk ar pez a vezo guelet pa dostai fin ar bed, hag ann trubuillou e devezo Iliz Jezuz-Krist da c’houzanv epad ann holl amzer. Azaleg ann deiz kenta e oue gual gaset, hag, a hed meur a gant vloaz, goad ar verzerien a ruillaz puill e pevar c’horn ar bed. A vrema c’hoaz, e kalz leac’hiou, e lakear kristenien ha misionerien d’ar maro. Er broiou ma lezer ho buez gantho o deuz kement pe muioc’h da c’houzanv ; rak ann Drouk-Spered ne baouez ket d’ober brezel da vugale Doue. Mes, pegen niveruz ha pegen treitour bennag e ve hon enebourien, na falgalounomp ket. Ganeomp ema hag e vezo bepred Jezuz evit hon dioual. Dalc’homp mad eta o pedi stard hag o tigemeret hor poaniou heb en em glemm ; hag, o veza douget, gant Hor Zalver, ar groaz hag ar gurunenn spern, ganthan ive ni a zougo ar gurunenn a c’hloar. Evel-se-bezet-great.





GOUEL MARIA HANTER-EOST
(Sant Lukas, Chab. x.)


————


Enn deiz-ze Jezuz a ieaz d’eur vourgadenn, hag eur vaouez hanvet Martha Hen digemeraz enn he zi. Houma e doa eur c’hoar, Mari he hano, hag a azezaz eharz treid Hor Zalver da zelaou he gomsou. Evit Martha a drevelle da ober kalz a draou. O chomm a zav, e lavaraz : Aotrou, ne rit vân ebet ma lez va c’hoar al labour ganen me va-unan ? Lavarit dezhi eta va zikour. Hag Hor Zalver a roaz d’ezhi ar respount-ma : Martha, Martha, c’hui a gemer nec’h hag enkrez gant kalz a draou ; hogen, eunn dra hebken a zo ret. Mari e deuz dibabet al lodenn vella, ha ne vezo ket tennet diganthi.


Ar Verc’hez enn env korf hag ene.


Hor Zalver ne lavar ket e ve droug ar pez a ra Martha o kemeret kement a boan da aoza lein. Mar d’eo eunn dra vad digemeret guella ma c’heller kerent ha mignouned, dleet eo evesaat muioc’h c’hoaz pa zeu enn ti ann hini a anavezer evel guir Vab Doue. Mes, ma ne ra ket eur rebech d’ezhi, evelato e tisklerio eo Mari e deuz dibabet al lodenn dalvoudusa, hervez a zesk dre ar gentel-ma a ro d’eomp enn eul leac’h all : Eunn deiz o velet ar burzudou a rea, eur vaouez a lavaraz d’ezhan a vouez huel : « Euruz ar vamm ho lakeaz er bed hag ho magaz ! » « Euruz kentoc’h, eme Jezuz, neb a zelaou hag a vir komsou Doue ! » Mad, piou a oue biskoaz ken aketuz hag ar Verc’hez Vari da ober kement-ze ? Eaz eo gouzout e taole evez euz he zi, euz he holl deveriou a bried hag a vamm p’az eo eur mellezour a zantelez ; mes, heulia a rea ive prezegennou Hor Zalver, o tastum, evel eunn tenzor enn he c’haloun, ann holl genteliou a gleve ganthan. Araok c’hoar Martha, hi e devoa choazet ar gaera lodenn, hag evel-se n’eo ket souez e ve lennet ar pennad-ma euz ann Aviel d’ann deiz ma varvaz ar Verc’hez ha ma oue digemeret korf hag ene er baradoz.

Paneved ar pec’hed, ann den ne dlie ket mervel ; ha goude beza chomet kalz pe nebeut amzer var ann douar e vije eat rak ehun da velet Doue heb tremen dre zoriou skrijuz ar maro. O veza eta a viskoaz dinam, ar Verc’hez a ioa marteze diaveaz al lezenn douget eneb bugale Adam. Mes, miret e devoa meur a c’hourc’hemenn ne zellent ket outhi ; ha n’eo ket da lavaret e divije damant o soubla he fenn dindan falc’h ar maro. Koulz a zo, Hor Zalver a ioa tremenet dre ann hent-ze ; perak n’e divije-hi ket c’hoanteat kaout ann henveledigez-ze gant he mab ? Penaoz bennag eo, mervel a reaz, nann avad e kreiz ar boan hag ann enkrez ec’hiz ma reomp ni peurvuia, mes o tenna eunn diveza huanad a garantez. He ene santel a nijaz raktal d’ar baradoz, buhanoc’h c’hoaz eged hini eur c’hrouadur nevez badezet ; rak hema a dra zûr zo neat a bec’hed ; mes, ene Mari a ioa leun a c’hras o tont er bed, ha ne reaz nemed kaeraat gant ann amzer.

Petra deuio he c’horf da veza ? Evit hor c’horfou ni a guezo e breinadurez, da c’hortoz ma savint adarre leun a vuez abenn deiz ar varn. Ar zent ho-unan ne vezont ket espernet ; ha pa gaver, goude nebeut bloaveziou, ho c’horf pe unan bennag euz ho izili chomet iac’h ha fresk, e leverer eo eur burzud ; rak, o veza bet pec’herien oa ret d’ezho paea dle ar pec’hed. Galvet int, evit guir, da lugerni divezatoc’h e rouantelez ann env ; mes difesounet oant dre ar pec’hed orijinel ha peurvuia dre bec’hejou aktuel. Doue ho lez eta da veza dismantret evit ho zevel kalz kaeroc’h, ec’hiz ma tiskarer eunn ti pa ve c’hoant d’hen renevezi a bez.

Mes, korf ar Verc’hez ne c’hoarvez ket ganthan evel gant hon re ni. Biskoaz ann drouk-spered n’en devoue perz ennhan mui eged enn he ene ; ha morse eur veradenn euz bilim ar pec’hed ne oue mesket er goad a vezo eunn deiz goad Jezuz-Krist. Ne velomp ket e ve eta ezomm chench doare d’ann ti a oue, epad nao miz, lojeiz eunn Doue en em.c’hreat den. Ha mar d’eo deread rei c'hoaz brasoc’h gened d’ezhan, Hor Zalver her graio heb dale, ken na vezo souezet dirazhi ann elez hag ar zent a glevomp o c’houlenn ann eil ouz egije : Quœ est ista… ? Piou eo ar grouadurez-ze a zo ken dudiuz da velet ?

Digemeret eo eta ar Verc’hez korf hag ene er baradoz, ha kurunet gant ann Dreindet evel rouanez ann envou. Mes, evit beza savet ken huel, ne baouez ket da veza hor Mamm. Unanomp eta hor moueziou gant re ar sperejou euruz, evit kana meuleudi da Zoue ha d’ezhi. Pa’z eo ker mad ha ker gallouduz, bezomp bepred devot d’ezhi, hag e talc’ho da bep hini ac’hanomp eur plasik enn he c’hichenn. Evel-se-bezet-great.

————





GOUEL ANN HOLL ZENT
(Sant Vaze, Chab. V.)


————


Enn deiz-ze, Jezuz, o velet kalz tud enn dro d’ezhan, a bignaz var eur menez, ha pa oue azezet, he ziskibien a dostaaz outhan. Neuze en em lakeaz d’ho c’helenn enn doare-ma : Euruz ar re baour a spered, rak d’ezho eo rouantelez ann env. Euruz ann dud dous, rak m’o devezo ann douar a leve. Euruz ar re zo er guelvan, rak, laoueneat e vezint. Euruz ar re o deuz naoun ha sec’hed ar zantelez, rak bez’ o devezo hervez ho c’hoant. Euruz ann dud trugarezuz, rak ho-unan e kavint trugarez. Euruz ar c’halounou dinam, rak, indhi a velo Doue. Euruz ar re a glask ar peoc’h, rak galvet e vezint bugale Doue. Euruz ar re a vezo gual-gaset evit ho oberou mad, rak d’ezho eo rouantelez ann env. Euruz c’hui hoc’h-unan, pa daolo ann dud malloz varnoc’h, pa raint gual vuez d’ehoc’h, pa lavarint peb droug ac’hanoc’h dre c’hevier, abalamour d’inn me ; neuze, en em laouenait ha tridet gant levenez, rak eunn digoll kaer oc’h euz er baradoz.


Euruzdet ar Baradoz.


Souezet braz e oue m’oarvad ann ebestel hag ar re all muioc’h c’hoaz o klevet ar gentel-ma ; rak, bete neuze n’oant ket kalz desket var skiant ar zent, hag hervez furnez ar bed, a dra zur n’eo ket brao kaout dienez, beza goapeat, gual-vrudet, hag evel breset dindan treid ann holl. M’ar d’eo guir e tride kaloun sant Paol hag hiniennou all, e kreiz ho zrubuillou, aliesoc'h koulzgoude e vez glac’haret mignouned Doue epad ma tougont ho c’hroaz. Meur a vech, diouz lavar ar Spered-Santel, e skuillont daelou puill : Euntes ibant et flebant. Mes, Jezuz ne gomz ket euz euruzdet ar vuez-ma ; ha petra bennag ma c’hoar o deuz ar guir gristenien kalz ha kalz da c’houzanv var ann douar, e lavar d’ezho en em laouenaat, ha leac’h o deuz d’hen ober ; fak ar poaniou hag enkrezou-ze a zo berr ha skanv, momentaneum et leve, eme zant Paol ; e skoaz al levenez a dalvezint d’eomp enn envou a bado da virviken.

Mes, petra eo eta ann euruzdet miret gant Doue d’he zervicherien ? Sant Paol a oue eunn deiz savet beteg hueldet ar baradoz, ha pa oue diskennet ac’hano e komze evelhen : « Lagad ann den n’en deuz biskoaz guelet, he skouarn klevet, nag he galoun tanveat, ar pez a roi Doue d’ann neb her c’har. » Sant Iann, bet digoret ann envou dirazhan, ne c’hell ket ken nebeut rei da anaout ann traou dudiuz diskuezet d’ezhan. Lavaret a ra koulzgoude en deuz guelet enn dro d’Hor Zalver eur bobl tud a bep tro, ne c’houfet ket ho niveri ; hag hi holl guisket e guenn hag o kana a vouez huel, ar pez zo eur merk sklear a levenez. Evit m’or bezo muioc’h mui a c’hoant da gaout perz er rouantelez-ze e tisklerio c’hoaz ne’z euz eno naoun na sec’hed, ne vezo morse re domm na re ien, ha Doue, emez-han, a zec’ho ann daelou euz daoulagad ar zent, hag hiviziken ne anavezint mui guelvan nag ankenn ebet.

Pebez kemm a zo eta etre euruzdet ann douar hag hini ar baradoz ! Ama pa gav d’eomp beza dastumet madou aoualc’h evit en em viret diouz dienez, emaomp enn aoun rak al laer pe ann tân guall hor c’hasfe da baour e berr amzer. Ma chom hon danvez ganeomp, ar c’hlenved pe eur blanedenn all bennag a zeuio d’hor beac’hia, hag hon daelou, sec’het gant dourn eur breur pe eur mignoun, a redo adarre heb dale puilloc’h eged biskoaz.

O velet pegen dizaour eo plijadureziou hag euruzdet ar vuez-ma, kasomp aliesoc’h hor spered etrezeg ar baradoz, hag e lavarimp evel eur zant braz : Quàm sordet tellus dùm cœlum aspicio ! Na me gav didalvez ann douar pa zellan ouz ann env ! Evel-se-bezet-great.


FIN ANN AVIEL


————





TAOLENN
————

Pajenn

Sonjal er varn jeneral 
 1
Ann oberou mad 
 7
Ann humilite 
 12
Ar binijenn 
 18
Hor Zalver e kraou Bethleem 
 26
Jezuz douget d’ann templ 
 33
Senti ouz mouez Doue 
 40
Jezuz dianket e Jerusalem 
 47
Eured Kana. — Ann dimeziou 
 54
Ann den lor. — Ar pec’hed marvel 
 61
Ann tentasionou 
 69
Pec’herien ha sent mesket var ann douar 
 76
Ar c’hreunen sezo. — Kenteliou ann Aviel 
 83
Servicherien Doue 
 90
Ar greun mad 
 97
Ann den dall. — Dallentez ar spered 
 104
Ar zonj euz ar maro 
 111
Ardou ann drouk-spered 
 116
Ann Dransfigurasion. — Mignouned Jezuz 
 123
Ann diaoul-mud 
 129
Ar bara kresket gant Hor Zalver 
 135
Digemeret ar virionez 
 141
Digeri hor c’haloun da Jezuz 
 147
Jezuz savet euz ar bez 
 152
Fiziout e komsou Doue 
 158
Kredi heb guelet 
 163
Ar peoc’h guirion 
 168
Jezuz eo ar Pastor mad 
 175
Trubuillou ar gristenien 
 180
Ann diouer euz a Zoue 
 185
Ar bedenn. — Penaoz pedi 
 190
Jezuz o pignat d’ann env 
 196
Ankeniou ann dud vad 
 202
Grasou ar Spered-Santel 
 207
Burzudou ar Spered-Santel 
 213
Ar misteriou 
 219
Jezuz enn Tabernakl 
 224
Kommunia aliez 
 230
Ar besketerez. — Labourat gant Doue 
 136
Dioual ouz meuleudiou ann dud 
 242
Doue a anavez hon ezommou 
 248
Evez ouz ann droumplerien 
 254
Ar c’hristen zo merer gant Doue 
 260
Jezuz o wuela var Jeruzalem 
 266
Ar Pharizian hag ar Publikan 
 271
Ann den bouzar ha mud 
 277
Ar pec’her ha trugarez Hor Zalver 
 282
Ann deg den lor. — Penaoz parea diouz ar pec’hed 
 288
Ne c’heller ket servicha daou vestr 
 294
Mab intanvez Naïm. — Ann ene maro dre ar pec’hed 
 299
Ann den koenved. — Ann Ourgouill 
 304
Karet Doue hag ann nesa 
 310
Ann den sounnet he izili 
 315
Ann dud pedet da leina 
 320
Mab ofiser Kapharnaum 
 325
Doue a c’houlenno kount diganeomp 
 331
Lealdet e kenver Doue hag ar roue 
 337
Merc’h Jaïr. — Ar c’hreg klanv gant ann divoada 
 343
Trubuillou ann Iliz 
 348
Ar Verc’hez enn env korf hag ene 
 353
Euruzdet ar baradoz 
 359