Kenta levr - VII

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche


SEIZVED KENTEL.


Red eo lakaat hor fisians e Doue hep-ken ha beza izel a galoun.


1. — Ne d-eo ket fur ann hini a laka he fisians enn dud pe enn traou krouet.

N’ho pezet ket mez o servicha ar re all

enn hano Jezuz-Krist ; n’ho pezet ket mez mar d-oc’h paour er bed-ma. N’en em fisiit ket enn-hoc’h hoc’h-unan, likit ho fisians e Doue hep-ken. Grit ar pez a hellit, hag e vezo Doue enn eunn tu gan-e-hoc’h.

2. — N’en em fisiit ket enn ho kwiziegez nag e skiant den e-bed ; kentoc’h e tleit lakaat ho fisians e gras Doue, rak hen eo a gennerz ar re zister hag a izela ar re ho deuz re vraz fisians enn-ho ho-unan. N’en em veulit ket evit ho madou mar hoc’h euz kalz anezho ; n’en em veulit ket evit ho mignouned dre ma’z int gallouduz ; en em veulit e Doue a ro pep tra hag a c’hoanta en em rei he-unan dreist pep tra.

Na veulit ket re ho nerz nag ho kened, rak ann distera klenved a dorr nerz ann den hag a ziskar he c’hened. N’en em blijit ket enn-hoc’h hoc’h-unan enn abek d’ho kwiziegez ha d’ho spered, gant aoun na zisplisfac’h da Zoue ; d’ezhan eo kement tra vad a zo enn-hoc’h.

3. — N’en em brizit ket gwelloc’h evit

ar re all, gant aoun na vec’h kavet
falloc’h evit-ho gant Doue a oar petra zo

e pep-hini ac’hanomp. N’en em c’houezit ket enn abek d’hoc’h oberiou mad ; rak barnedigesiou Doue a zo dishevel dioc’h barnedigesiou ann dud ; ar pez a blij d’ann dud a zisplij aliez da Zoue. Mar d-euz eunn dra-bennag a vad enn-hoc’h, kredi a dleit ez euz muioc’h c’hoaz er re all, evit ma choumot izel a galoun. Ne noazo ket ouz-hoc’h en em lakaat izeloc’h eget ann holl ; hogen noazuz-braz e ve d’e-hoc’h en em lakaat ha pa ne ve nemet dreist eunn den hep-ken. Ann hini a zo izel he galoun, a zo atao ar peoc’h gant-han ; ann den rok hag huel, hen-nez a vad a zo bepred drouk enn-han ha gwarisi eun he galoun.


EVIT HOR C’HELENN.


Pa zeller piz oc’h ann den, pa weler pegen dinerz, pegen toc’hor eo, pa weler ar poaniou o lammet out-han a bep tu, pa weler tevalijen he spered, pa weler pegen douget eo d’ann drouk a vianik, ez oar souezet oc’h he welet, ha pa ve nemet eur weach hep-ken, oc’h en em veuli he-unan. Ha koulskoude, evel-se e c’hoarvez peurliesa

gant ann dud, ken displet int ! Enn

eur ober er c’hiz-ze, hervez a lavar sant Aogustin, ar furnez a dec’h pell diouz-omp, rak bez’e fell d’e-omp beza hor mad hon-unan, e-c’hiz ma’z eo Doue he vad he-unan. Pebez follentez ! Neuze ann den en em glask he-unan, en em veuli a ra e kement tra vad en deuz bet digant Doue, en em veuli a ra enn he gorf, enn he Spered, enn he vugale, enn he vadou, o tiansav war-eunn-dro madelesiou he Grouer hag he Zalver. O na gwasa tra direiz ! krenomp eta pa welomp e pleg hor c’haloun ann distera karantez ouz-omp hon-unan, pe mar teuomp d’en em garet gwelloc’h evit ann distera euz ann dud.

Sonj a dleomp da gaout aliez e Farizian ann Aviel. Dont a reaz da veza kabluz da Zoue oc’h en em garet re he-unan, oc’h ober fae euz ar Publikan a oe didamallet dre mac’h anavezaz n’oa netra nemet distervez. Evel he-ma leveromp euz a greiz hor c’haloun : O va Doue, ho pezet truez ouz-in, me zo eur pec’her braz !