Karet Doue da gentan, ma ine

Eus Wikimammenn
Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 116-117)


N° 96. — Karet Doue da gentan.
War don N° 96.


1. Karet Doue da gentan,
Ma ine,
Karet Doue da gentan :
Er poaniou, er joa, hed oc’h ol bue,
A galon bezet gantan.

Diskan.
— Karet, etc.

2. Disprizet madou ar bed
Miliget,
Disprizet madou ar bed :
N’int netra nemet ludu ha moget ;
Ar pinvik eo neb a bed. Karet Doue, etc.

3. List ar goal-blijaduriou,
A dremen,
List ar goal-blijaduriou :
Luiet a vefec’h en o chadenou,
Ha gante dallet a-gren. Karet Doue, etc.

4. C’houi breman zo war ar mor
Houlenus,
C’houi breman zo war ar mor :

Etrezeg an Env, a-zeün ha joaüs,
Et arog, daoust d’e fulor. Karet Doue, etc.

5. Doue a rei d’ac’h zikour
E c’hrasou,
Doue a rei d’ac’h zikour :
Ember a vo fin d’hoc’h ol drubuillou,
Ha trec’het hoc’h enebour. Karet Doue, etc.

6. Eürus a vefet eun de :
’N e bales,
Eürus a vefet eun de :
Lod e po en e ol binvidiges
Pad an ol eternite. Karet Doue, etc.

K. G.