Mont d’an endalc’had

Iannik Skolan (An Uhel)

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Yannig Skolan.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 150-152)



IANNIK SKOLAN.
________


   Iannik Skolan hag he baeron
’Zo deut ho daou da c’houll pardon,
Da c’houll pardon dioc’h Doue,
Remision wit ho ine.

   En ti he vamm p’eo arruet,
Digant-hi hen euz goulennet :
— Noz vad ha joa holl en ti-ma,
Et eo ’nn dut da gousket ama ? —

   — Piou ’zo aze d’ar c’houls-ma ’nn noz,
P’on et em gwele da repoz ? —
— Savet, ma mamm, da c’houeza ’nn tan,
C’hui ’welo daou e-lec’h unan. —

   Ar golo pa deuz enaouet,
Ter-gwes d’ann douar eo koezet.
— Savet, ma mamm, na spontet ket
Dirag ar mab ho euz ganet.

   Euz tan ’r purkator a teuan,
Da dan ann ifern eo ez an ;
Da dan ann ifern da leski,
Mar na deuet d’am pardoni.

   Me ’zo deut d’ c’houll pardon Doue,
Ha remision ma ine. —
— Penaos, ma mab, da bardoni,
Sonj er maleuriou t’euz gret d’in !

   Laza da dad, pa oa kousket,
Gwalla ter euz da c’hoarezed ! —
— Pa on pardonet gant Doue,
Ma mamm, ma fardonet iwe !

   Ma mamm, me oar er-vad am euz,
Siouas, dre valeur ha dre reuz ;
Met p’on pardonet gant Doue,
Ma mamm, ma fardonet iwe ! —

    — Penaos, ma mab, da bardoni ?
Sonj er maleuriou ’t’euz gret d’in,
Lakad ann tan en nao bern-ed,
Ha ma lakad da glask ma boed ! —

   — Ma mamm, me oar er-vad am euz,
Siouas ! dre valeur ha dre reuz ;
Met p’on pardonet gant Doue,
Ma mamm, ma fardonet iwe ! —


   — Penaos, ma mab, da bardoni ?
Sonj er maleuriou ’t’euz gret d’in ;
Laket ann tan bars an ti-forn,
Dewet tric’houec’h a loened-korn ! —

   — Ma mamm, me oar er-vad am euz,
Siouas, dre valeur ha dre reuz !
Pa on pardonet gant Doue,
Ma mamm, ma fardonet iwe. —

   — Penaos, ma mab, da bardoni ?
Sonj er maleuriou ’t’euz gret d’in ;
Laeret ar c’houriz en Gwengamp,
Ar chapelet, ar groaz arc’hant ! —

   — Ha mamm, me oar er-vad am euz,
Siouas, dre valeur ha dre reuz ;
Met p’on pardonet gant Doue,
Ma mamm, ma fardonet iwe ! —

   — Penaos, ma mab, da bardoni ?
Sonj er maleuriou ’t’euz gret d’in ;
Sonj er maleuriou ’t’euz d’in gret,
Ma levr-bihan a t’euz kollet !

   N’eo ket ma levr c’hoas ar gwasa,
Ma chapelet, a oa en-han ! —
— Tawet, ma mamm, na oelet ket.
Ho levr-bihan n’e ket kollet !

   Ho levr-bihan n’e ket kollet,
Digorit ho armel hen gwelfet ;
It d’ho armel hag hen gwelfet,
Ter feillen en-han efaset ;

   Unan gant dour, un’ all gant goad,
Un’ all gant daero m’ daoulagad ! —
Hi armel pa deuz digoret,
Euz hi mab Iann ’eo dizroët :

   — Tec’h al lec’h-se, pell diouzin,
Kerz da dan ’nn ifern da leski ! —
— Pa on pardonet gant Doue,
Ma mamm, ma fardonet iwe ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


Kanet gant Marie Audern, a vourk Plunet. — 1867.


──────────