Hunvre, ann duk a vreiz, Iann pevare

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Kimiad d’ar iaouankiz   ►



HUNVRE


ANN DUK A VREIZ, IANN PEVARE.


————


Iann bevar, duk a Vreiz, en devoa poan spered ;
He zellou a oa trist ; rak he galon mantret
Na rea mui joa ebed ; bepred oc’h hirvoudi,
O welet ann distruj etouez he zujedi.
   Eun deiz, war fin ann hanv, m'en devoa gret d’ar red
Ar rond euz ar gwardou a oa laket e ghed,
En em gavaz ker skuiz, ker feaz, ma c’hoanteaz,
Dre ma oa pell out-han tud Charles a Vleaz,
Mont d’ober eur bale, da ghemerout ann ear,
Enn eur brouskoat, a oa eur pennad euz a ghear.
Dre-ze e lavaraz d’he holl gompagnunez
Hel lezel he-unan. Rak eun hanter devez
En devoa c’hoant da gaout, da ziskuiza he benn,
Enn eun tu a goste, dindan eun disheolien.
   Miret a reaz hep ken Goulc’hen, he floc’h fidel,

Hag eur pachik iaouank, a oa hanvet Primel.
Ha c’hoaz n’ho dalc’haz ket gwall bell en he ghichen.
Pa oent arru a dost, e komzaz evel-henn :
« C'houi, va floc’h, emez-han, ha c’houi va fach ivez,
A choumo d’am gortoz, dindan disheol ar gwez.
Hag a lakaï evez, ken n’am c’hlefot o sôn
Ton gwerz Marc’hek Lez-Breïz, a rinn war va c’hleron.
   Neuze divar he varc’h e tiskennaz a-benn,
He floc’h kerkoulz hag hen a oe pront da ziskenn ;
A dapaz krog er brid ; hag ann duk hel laoskaz.
Hep sellet war he lerc’h, dioc’h-tu en em dennaz,
Trist ha souchet he benn ; he-unan war he droat,
A-nebeut da nebeut ez eaz ebarz ar c’hoat………….
   Ne oant ket flachet c’hoaz, pa glevjont a nevez
Ann deliou o trouzal a dost etouez ar gwez.
Pa zeljont, e weljont eun dra bennag a wenn
O vont euz ac’hano, evel eul luc’heden.
Skleroc’h he gweljont c’hoaz o vont dounoc’h er c’hoat,
Evel troad eun heïez e oa lijer he zroad ;

   — « Eur plac’h iouank eo, eme ar pach Primel,

Ar riskl n’en d-eo ket braz, koulz eo d’eomp he lezel.
   — Nann, nann, eme ar floc’h, na fiomp e netra,
Petra ra d'ei redek ker buhan ha ma ra ?
Red eo d’eomp he zapout, rak aoun am be a-walc'h
Na ve aze eur goaz dindan dillad eur plac’h. »
Kerkent hag al lavar, pep hini enn he roud,
Ez ejont war he lerc’h, da esât he zapout.
A-dreuz, dre ar brouskoat, ar floc’h a droc’haz krenn,
Da dizout enn he raok, evit he diarbenn.
Ar pach, primoc’h a droad, a zonjaz mont d’ar red,
Oc’h heulia he roudou, hag a dreuz hag a hed.
   P’en em welaz heuliet, ar plac’h e devoe spont,
He c’halon a lamme, na helle pelloc’h mont.
Koeza’reaz war a ieod, choum eno a renke,
Krena rea he diousker, he nerz d’ei a vanke.
A-benn mac’h arruaz ar pach beteg enn-hi,
E oa he daoulagad dija o koavenni.
He muzellou stignet, evel koar a oa gwenn ;
Fesoun eun den maro edevoa penn da benn.
   Er stad trist-se edo, pa erruaz Primel.
He-man dija poaniet, en em lak da c’hervel :

« Goulc’hen, deuil’ta buhan ! Ha n’eo ket eun druhe !
Eur plac’hik ker iouank, dont da goll he buhe ! »

   Goulc’hen, pa arruaz, a zellaz piz out-hi ;
Ha da chôut hag e talc’h he gwad da vomenti,
E tap krog enn he brec’h. Eun hij a ra d’he benn,
Ha war he dal dija eo hanad ann anken !

   En desped d’he greden, koulskoude e teu c’hoaz
Da dapout he gleze, ha d’he denna en noaz ;
Lakât a ra he blad a dost d’he muzellou ;
War an dir lughernuz lies e ra sellou.
« Esperomp, emez-han, petra bennag eo fall.
« Va levnen a oa sklear, hag eo deuet teval.
« Eur merk eo e deuz c’hoaz eun nebeudik alan ;
« Semplet eo, mes he nerz a zistroïo buhan. »

   Neuze euz he c’hodel e tenn eur vouestl arc’hant,
Ha dindan he difron hel laka eun istant.
Hag hep dale, ar plac’h a ra eun huanad.
Eun nebeudik goude, digor he daoulagad,
E ra eur zell en dro, e seblant souezet,
Evel eun divroad enn eur c’hoat dilezet.

Mes kerkent ha ma hell dont enn-hi hec’h-unan,
E ra evel eul lamm, hag e sao ker buhan.
Ne oe ket hir he sonj, rak diouc’h-tu e preder
Kemeret eur penn-red entrezeg hag er gher.
En eur ghemeret lans e ra euz zell a gorn,
Hag e welaz goulc’hen, eur c’hleze enn he zorn.
P’her gwelaz o luc’ha er meaz euz he c’houin,
Elec’h mont kuit d’ar red, e koez war he daoulin :
— « Tud-chentil, emez-hi, na vet ket didrue ;
« ’N han Doue, ma laoskit, ha ma list e bue.
« Eun tad oajet am euz, ha n’en deuz ken bughel.
« Da zerri he lagad pa deuio da vervel ;
« Bet en deveuz a-walc’h a walleuriou garo.
« Va mamm a oe laket gant tud kri d’ar maro,
« Ha n’euz pelloc’h choumet gant-han war ann douar,
« Nemed-oun-me hep ken da galmi he c’hlac’har. »

   Goulc’hen a oa glizek, ha dija he zellou
A glaske sklerijen a-dreuz dre he zaerou.
— « O merc’hik, emez-han, n’ho pet ket a vorc’hed,
« Mar dougan-me kleze, n’eo ket evit merc’hed.

« Nag a vijec’h eur goaz, ha memes enebour,
« Biken enn oc’h enep n’en divije labour.
« Nemet c’houi a vije armet mad penn-da-benn ,
« En taill ha kre a-walc’h evit en em zifenn.
« Savit eta, plac’hik, ha n’ho pet ket a n’ec’h,
« Suroc’h evit aman na viot e neb lec’h.
« Mes evit kement-se, a raog mont en ho roud,
« Choui renko lavaret, ha ni a renko goût
« Piou oc’h-hu hoc’h-unan piou eo ivez ho tad,
« Ha petra a glaskec’h aman ebarz er c’hoat. »

   A-vechou e weler eur gourventen avel,
E kreiz ann hanv kaera, en eun taol o sevel.
Dindan he fouez e pleg oll brankou ar wezen,
Ar bod a zo flastret, ha gwévet he wleuen.
Mes ar memes arne p’hini hen diskare
A zigas eur bâr-glao, hag her zao a-darre.
Ar bod zo dibradet, he zéliou a zo glaz,
Hag he voked a deu flammoc’h eghet biskoaz.
Evelse ar plac’hik, goude he spontaden,
Dre eur gomz a zousder a-berz ar memes den,

En em gav dizoaniet. Al laouenidighez
A zistro d’he c’halon, hag ann hardizieghez.
Kalm a zeu d’he spered, ha komzou d’he ghenou,
Evit rei da c’houlc’hen kont euz he c’houlennou.
Savet eo en he sao, ha gant eun ear laouen,
Ouz ann daou zichentil e komzaz evel-henn.

« Tud-chentil, emez-hi, c’hoant hoc’h euz da c’houzout
Piou eo ar plac’h dister a zo enn ho kalloud ?
Zaïk eo va hano, hag aman e kichen
E chouman gant va zad enn eun tammik lochen.
Va zad, enn he amzer, a oa den a vrezel ;
Nann evel ma’z oc’h-hu, mes euz eur renk izel.
Pa oa c’hoaz den iaouank, e servichaz he vro,
Dindan urz Iann drede ; ha goude he varo,
Ec’h heuiiaz bannielou ar Chont Iann a-Vontfort.
Kredi reaz ober mad ; mes eun den euz he sort,
A hell en em drompla, dre vank a sklerijen,
Rak biskoaz na ouiaz va zad skriva na lenn.
Ha pa’z oc’h Bretoned, n’euz forz euz a bez tu,
Pe da Iann a-Vontfort, pe d’eun all a vec’h-hu,

C'houi zo pell da zonjall, euz se oun assur mad.
Dont da nec’hi ar verc’h evit fazi he zad.
Mar hoc’h euz c’hoant da c’hout petra oa a glaskenn
Er c'hoat-man, pa oc’h deut ho taou d’am diarbenn ;
Eur vioc’h am boa diank, hag e oann oc’h he c’hlask ;
Feulzet gant ar c’helien, e deuz torret he nask,
Ha deut, en eur vreskenn, a benn ebarz ar c’hoat,
E p’hini e ouie kaout eun disheolien vad.
Chetu a-hed-da-hed aze ar wirione.
Breman, mar plij gan-ehoc’h ez ann kuit, Aotrone.
Ann oabl a deu teval, ann de deu da dristaat,
Hag euz ar gornaouek e welann o tostaat
A eneb ann avel eur pez koumoulen zu, »
Eur barrad glao-arne ’meuz aoun hor bo diouc’h-tu. »
« Choumit, eme ar floc’h, eur momentik hepken,
Ha livirit d'eomp c’hoaz ha n’hoc’h euz gwelet den
Pa oac’h er c’hoat o klask hoc’h aneval diank ? »
« Eo, emez-hi, gwelet am euz eun den iaouank.
Euz a ouenn tud-chentil e kredann eo ganet.
Kaer eo he wiskamant, ha kaeroc'h he c’hened.
C'hoant am boa da gredi e welenn ann Arc’hel

A oe trec’h da Zatan pa eure ar brezel. » —
« Pelec’h, eme C'houlc'hen, e pe gorn euz ar c’hoat,
Ha penaoz, enn eur gher, pe war varc’h pe war droad
E-oa an den iaouank p’hini hoc’h euz gwelet ? » —
« War he droad, emez-hi, ha memes azezet.
Evit lavaret gwell, e oa dindan ar gwé,
Kousket, harp ouz eur roc’h, a dem enn he c’hourve.
A-dost da greiz ar c’hoat ez euz eur frankizen,
Disklabez a gheuneud, ha kré enn he glazen.
Enn eur c’horn anezhi e weler eur bouill-dour ;
A bep-tu gwaskedet, he c’horre a zo flour,
Ker skler ha ker skeduz evel lagad an aer.
Eur bladen arc’hantet da welet a zo kaer,
Mes amliou ha teval e ve enn he ghichen,
Evel ma ve ar ploum etal ann arc’hant gwenn.
Ann dour a gouez enn-han, evel beradou glao
Dre skalfou eur roc’h vraz goloet a illeo.
Dindan eur wezen fao, e kenver ar roc’h-se,
Ema an den iaouank, harpet war he goste.
He venviou brezel, pensoutet a heern,
A-dostik a weler daslumet enn eur bern ;

He c’hoaf hac he gleze, he skoed hag he chupen,
He heuzou hag he dok, marellet e melen.
Doare zo e oa holl goloet a houarn
A dalek plant he dreid beteg he ziouskouarn.
N’en deuz miret gant-han nemet eur goustil berr,
A zindan he zorn deou dalc’het enn he ghenver,
Ha prest da zic’houina, evel pa’n de difi
E ve eur re bennag en c’hoant d’hen attaki.
He vrec’h kleiz zo pleghet euz a-dreuz he ilin,
Laket evel eur peul a bloum war benn he c’hlin.
Ha kouezet enn daou du endro d’he zivoughen,
Evel seïz aiaouret, e teu he vleo melen.
He ben war bal he zorn a zo gant-han laosket,
Sarret he zaoulagad, ez eo choumet kousket.
Oh ! kaer eo da welet dindan he zisheolien !
He ziouchod zo ker ru ! he zaouarn zo ker gwenn.
Kredi rafac’h gwelet diou rozen podet koant,
Fresk-beo kutuillet war eur plad oiifant.
Choumet a oann a ban da zellet piz out-han ;
A benn-fin, gant ar vez, oun diredet aman.

Ha p’am euz ho kwelet, em euz chanchet a roud ;
Choui hoc’h euz bet redet war va lerc’h d’am zapout.
Buhan dialanet, me zo bet tizet prest.
Chetu ar pez a onn, gout a ouzoc’h ar rest. »



« Ia, ia, eme Choulven, ha ne c’houlennomp ken ;
It da glask ho pioc’h, ha n’ho pet aon rag den,
Ma arrufe dre chanz eun den a zoare fall
Da vont war-zu enn-hoc’h, n’ho pe nemet krial ;
Ni hon euz c’hoaz eun dro da ober dre aman,
Hag a iafe buhan evit klevet out-han….. »
Komz divezan ar floc’h a oa achu a boan,
Ma oa eat Zaïk kuit, ker prim hag eur flamm-tan.




Koulskoude ann arne a ia bepred war gresk ;
Enn env, gant ar c’houabr ez euz kass ha kemmesk.

Stank ha téo dreist muzul, evel kreouiou gloan du,
Ho gweler o tostât, bountet euz ann daou du.
Ha gwasoc’h evit-ho, e welet c’hoaz o tont
A du ar gornaouek, e furm eun hanter-rond,
Hir, pounner ha ledan, eur goummoulen deval,
Kalz brasoc’h hec'h-unan evit ann holl re-all.
Evel ma eo sammet euz a eur mor dour-glao,
E tosta war he foëz, mes dont a ra atao,
A nebeudouigou, evel m’en em astenn
Ann oad hag ar gozni bep moment war ann den,
E teu da zisheolia ar c'hontre tro-war-dro,
Evel pa ve ann noz o koeza war ar vro,
En desped da ze oll, hep travel e c’houezer ;
Tomm evel enn eur forn, ha bac’h eo ann amzer.
Ann deliou zo difinv, ann avel na c’houez ket ;
Nag er c’hoat nag er meaz ne glever trouz ebed.
Tud hag anevaled ho deuz meurbed a boan
O kavout ear a-walc’h da denna ho alan.
Ha pa deu bariou heol, etre diou gouabren,
A bloum war ann douar a-wechou da dremen,
Evel biriou gôret, evel flemmou a dan,

E tevont e suillont kement a ve dindan.
   Mes hep dale e teu kalz a chenchedighez ;
Mui-oc’h-mui enn amzer ez euz tristidighez.
A-greiz m’ema sioula ar c’hoat hag ann avel,
Eun trouz hir ha pounner a deu a ziabell.
A amzer da amzer e teu a daoladou
Korventennou avel evel huanadou,
Da lakat ar brankou er gwez da luskellât.
Ann avel-dro a skub, en eur droïdellât,
Ha poultren, ha deliou, kement zo war he hent,
Holl e teu d’ho renka a verniou a bep ment.
Ann heol so goloet, n’euz ken a sklerijen ;
N’e weler ken Alre gant ann devalijen.
Kreski a ra bepred ann trouz hag ar voubou ;
Anaout a reer breman krosmol ar c’hurunou.
Bep moment e tosta, ema en ho c’hichen.
Ar c’houabr a zigor, setu eul luc'heden ;
Ha kerkent hag ann tan, ez euz eun tarz kurun ;
Eklevi ’ra ar c’hoat, hag ann Duk a zihun.
Santout a ra eo poent, hag e tap he gleron.
Ann daou zervicher mad he c’hleo buhan o son.

Ha dioc’h-tu ez eont ho daou enn eur penn-red,
Ha redek a hellient, ne oant ket re abred.
   Ann Duk ho gortoze ; dija e oa savet
Abenn ma oent eno gant-han en em gavet.
« Hastit, eme ann Duk, deut ho taou d’am zikour ;
« Gwelet hoc’h euz ann tan, bremaik e vezo dour… »
   Ann Duk a zo gwisket ; ar c’hezek zo enn treïn ;
Ha ma ho deuz ann dud hast da-vont war ho c’hein,
Hi n’int ket nebeutoc’h hastet da vale kuit ;
Pilpasad a reont en eur chakât ho brid….
   Pa oa ann Duk iaouank o sevel beg he droad,
Prest dija d’her fourra er skleuk evit pignat,
E teuaz eur flamm-tan, hag er memes amzer
Eun tarz sec’h a gurun, gant eun trouz ker pounner,
Ma choumaz enn he zao evel ma oa poset,
Digor he zaoulagad evel eun den souezet.
Ar c’hezek spouronet gant ann trouz hag ar flamm,
Dioc’h-tu a reaz ho zri war eun dro bep a lamm.
Ho difron zo digor, skloelf eo ho daoulagad,
Ho diskouarn zo enn ear ker soun ha re eur c’had.
C'houes ar soufr a glever, tost ez oar bouzaret.

E kichen e welont eur wezen diskaret ;
Divoghedi a ra, a dan eo goloet ;
Ar gurun o koeza, war-n-ei en deuz skoët,
Ann amzer enn eun taol ne d-eo mui ken klouar,
Ar glao evel eur mor a goez war ann douar,
Kemesket a c’hrizill a bere ann taoliou
A glever o strakal er c’hoat war ann deliou.
   « Ac’hanta, Aotronez, ha c’houi oar pelec’h treï ?
Eme ann Duk iaouank, dour a ra hag a raï.
Er stankenniou breman e tle beza dour beûn,
Gwelit ann deliou sec’h, emaint dija war neûn.
Mes n’omp ket hon-unan, kals a dud all, hep mar,
En em gav, koulz ha ni, tapet dindan ar bar.
Setu arru du-hont eur plac’h en eur redek
A benn-ear d'an amzer, kroumet hag e daoubleg
Ar baourez-kez diot ! nag hi zo dispered !
Seblantout a ra kaout c’hoant da veza treuzet.
Eur vantel zo gant-hi, war hc brec’h eo he doug,
N’e deuz ket ar skiant d’he zeurel war he chouk. »
   Zaik ! eme Brimel, daoust da belec’h ez a ?
N'oufe ket mont a bell, ma red evel ma ra :

« Penaoz, eme ann Duk, c’houi a oar hec’h hano !…
Bet oc’h c’hoaz war ar meaz, c’houi zo eur goaz tano. »
Primel, en eur ruzia, a lavaraz dioc’h-tu :
« N’em eus-hi ket gwelet nemeur a-raoz-hoc’h-hu ;
Biskoaz kent ne gweliz nemet hirio hep ken,
N’em euz komzet out-hi nemet dirag Goulven. »
Goulc’hen, dindan he chouch a oa o vousc’hoarzin,
0 welet Primei ghez ruz ha krizet he vin….
   E keit ha ma oant c’hoaz eno o kaozeal,
Zaik war-zu enn-ho a zeu enn eur grial :
« Deut, deut, deut alesse gan-en, Aotroune vad,
Deut oun beteg enn-oc’h, digaset gant va zad,
D’ho pedi euz he berz, mar prijit, da ziskenn
Eun tamm da zisc’hlavi ebarz enn he lochen.
Choant en deuz e teufac’h, kredi a ra goût mad
Piou eo ann dichentil a oa kousket er c’hoad.
Ha m'en dije gallet redek beteg aman,
E teuje he-unan da bedi anezhan. »
   En eur drei ouz ann Duk, e reaz neuze kempenn
Eur soubl d’he daoulagad hag eur stouik d’he fenn.
« Dalit, em’ei, Aotrou, kemerit ar vantel ;

« Ne deuz ket servichet da dud a renk izel.
« Da unan euz ho seurt ez eo bet enn ho rog.
« Ebarz en brid ho marc’h me ia da zerc/hèl krog,
« Hag ho floc’h e keil-se a ghemero soussi
« Da renka ar vaniel, d’ho lakat enn abri….
« Oh breman, emez-hi, ann daou zichentil all
« A hell kaz ho c’hezek ha poania d’ho diouall ;
« Mes evit hoc’h hiui me reno anezhan,
« Ha kement-se zo d’in eun enor, a gredan »
   Enn eur lavaret se Zaik a ia enn hent.
Io ! em'ei ; ar marc’h out-hi dioc’h-tu a zent.
Ann Duk, hag he zaou zen a zeue var-he lerc’h,
A vousc’hoarz o welet pegher beo eo ar verc’h.



   Enn eur beg euz ar c’hoat a ziouc’h da eur braden,
Ez euz eun tamm frankiz, goloet a raden.
Eno ’z euz eur bochad a vern hag a bupli,
Hag etal ar re-ze ez euz savet eun li.
N'en d-eo ket eur c’hastel, eur maner ken nebeut ;
Euz a choumach ann dud n’en d-eo nemet ar skeud.

N’en d-eo nemet eun toull, eun tamik loch bihan
Savet hep massouner, ha loet gant broann.
Ar morgheriou a zo brankou gwe kemmesket,
Gant eur gwisk pri melen, evit rei ar gwasked.
Eur c’hroumel en-dro-dro a ra mogher ar porz,
Eur c’harzad halek gwenn eo a gloz al liorz.
Hag evit arruout beteg ar groumellou,
Ez euz eur c’harrant moan, leun a gammighellou.
Di eo ez a Zaik gant he c’hompagnunez,
Laouennoc’h ha kaeroc’h eghet eur rouanez.
   A boan ema er porz, e kri war bouez he fenn :
« 0 va zad ker, em’ei, euruz eo hon lochen.
N’ho deuz ket great a fae, ann tri dichentil vad ;
Mar d-oc’h evit ruza, deut d’ho dighemerad. »
   Ann den koz, p’he c’hlevaz, a zibradaz dioc’h-tu,
He dok plouz enn he zorn ; hag enn he vaz spern-du
E krog gant he zorn all, da zont beteg ann or :
« Deut ebarz, emez-han, tud chentil a enor.
« N’em euz da ghenig d’ehoc’h nemet nebeud a dra ;
« M’ho pe naon koulskoude, em euz eun tamm bara ;
« Hag evit e drempa eur bannac’h lez livriz ;

« N’eo ket gwen va bara, mes eun tamm bara griz. »
   Enn eur lavaret se, ha bepred diskabel,
Ez a da greiz ann ti, e kemer eur skabel ;
Hag o trei ouz ann Duk, e lavar c’hoaz d’ezhan :
« Deut, emez-han, Aotrou, hag azezit aman.
Rak, enn despet d’ho tremm, pehini a ziskouel
N’en deuz ket pel amzer e oac’h c’hoaz eur bughel,
E welann skler a-walc’h, goude lakât evez,
Ez eo c’houi ar c’henta euz ar gompagnunez.
Eun ear a wenn a ve ! c’houi zo anaveab
Da biou, euz ho fesoun, a renkit beza mab.
Me gwechall alies am euz guelet ho tad,
Evel d-oc’h en devoa he vec’h a fesoun vad.
Hag e vije redet pevar c’horn ann douar,
Na oufjet birviken gwelet nemet he bar.
Ma na oa ket a vent euz ar re huella,
E oa euz an dud kré, hag euz ar re wella.
Na postet evel-t-han, nag evel-t-han frammet
Etouez an dud iaouank gour na vije kavet.
Enn eur gher, eun den brao, ha gret mad penn da benn,
Ha sounn war e ziou-c’har evel eur ganaben.

Beo hep skanvadurez, prim a zorn hag a droad
Skiltr a vouez, freaz a gomz, ha lemm he zaoulagad. »
   « Den mad hag hir-oajet, eme ann Duk d’ezhan,
C'hoaz ez euz tud fidel er bed, war ma welann.
Gant anaoudeghez-vad em bo sonj da viken
Euz ann dighemer mad am euz enn ho lochen….
Azeomp eur pennad hon daou en ear ann tan ;
Da hini ac’hanomp kement-se ne raï poan ;
Ann tann a dle plijout da eun den deut d’hoc’h oad,
Ha d’in-me e plijo da zec’ha va dillad. »
   Pa glevaz kement-se e teuaz ar paotr koz
Da goeza goustadik a-bloum war e bigos….
   Epad ann amzer-ze na vankaz ket a gaoz
Etre ann Duk a Vreiz hag ar brezeler koz.
P’hini ’gounte d’ezhan kalz a draou tremenet
Enn he vro, pell amzer a-raog ma oa ganet….


   Pa oe achu he gaoz gant ozac’h ar lochen,
Ann Duk iaouank d’he dro a gomzaz evel-henn :
« Gant kalz a blijadur am euz ho selaouet

O kounta gloar va mamm ha mez ar Challaoued.
Mes kent evit hirio e kleviz kaozeal
Divarbenn an traou kaer a c’hoarvezaz gwechall.
Ho c’hlevet am euz holl, hag ho gouzout a rann,
Me garre gout kerkoulz ar pez a vo breman.
Me garre e ve gwir eun hunvre am euz bet
Er c’hoat breman-souden, keit ha ma oann kousket. »
   « Aotrou, eme ar goaz, kement a vadelez
A ro d’in marteze re a hardieghez ;
Kouskoude selaouit, eun den dister ho ped,
Kountit, mar plij gan-ehoc’h, ann hunvre hoc’h cuz bet.
   A-vec’h e oa gan-en va malvennou sarret,
Ma teuaz eun hunvre da vraeat va speret.
Seblantout a rea d’in beza doughet enn êe,
Dreist ar vro a Wened, dreist ar vro a Gherne ;
Ha beza digasset gant Eled askellek,
D’ar c’hontre a Leon hanvet ann Elestrek.
Eno oenn diskennet gant-ho e korn eur c’hoat,
Distrons d’am izili, hep kaout na drouk na brad.
A dost eur voazad dour e devoa he mammen,
A hesq hag a bendu oa bordet penn-da-benn.

A-ziouc’h, eun derven goz a astenne he skour,
Ha gant he deliou glaz a zisheolie ann dour.
Sonjal a reaz d’in c’hoaz e welenn a goste
Eun dosennik douar, bomet evel eur be.
War-n-han eur bod lili, savet enn eun nosvez,
Goloet a vleûn kaer ha gwenn evel al lez.
War ann deliou skeduz euz he vleûn e welet
Lizerennou gant-han war eun dro divoanet.
Enn aour melen skrivet, war-n-ho oa o luïa,
Hano kaer ha santel ann Itron-Varia.
   Pep tra bete vreman a zo sioul ha trankil,
Ann dour a red didrouz, ha netra na fistil.
Na c’hoez berad avel, hag er c’hoat tro-var-dro,
Ann holl anevaled a zo evel maro.
Na glever ket eur paz, na glever ket eur iez.
Mes, enn eur sarr lagad, pebez chenchedighez !
Kredi a rann santout gant nerz ma luskellat,
Gwelet a rann war dro ar gwez oc’h horjellat.
Ho grisiou euz ho flas oc’h en em ziframma,
Hag ho douar o vont d’ho heul hep didamma.
Gant spont, al laboused en dro-dro a c’hournij,

Hag ann douar broustet, gant trouz bras en em hij.
He vomou a zave, a ruille ken heuzuz
Ha gwagou ar mor doun enn eun de arneuuz.
   Goude kement a drouz ha kement a drefu,
E choum sioul adarre ar c’hoat oll a pep tu.
Mes pep tra zo chenchet ; ne weler mui ar gwez
Evel ma oant araog, direnk hag a sklabez.
Enn daou benn, em daou du, int laket a reghen,
Hag e kreiz e weler kompezet eur blenen,
Evel tachen eur ghear, a vein c’hoaz dibourvez,
P’evit lavaret gwel, evel eur leur nevez.
Kement a vurzudou am gréa souezet.
Mes adarre eun taol !… chetu-me spouronet
Gant eur strakl a glevann tost a-ziouc’h d’am penn,
Evel trouz ar gurun o koueza em c'hichen.
Kredi rann eo kouezet gant strons euz ann envou ;
Mont a rann d’ann douar, a blad war va ghenou.
War va c’horf koulskoude netra n’en deuz poezet ;
Hag evit ann eil gwech ann trouz zo paouezet.
   Divadet euz va spont gant ar sioulidighez,
Da zellet en dro d’in am euz hardizieghez.

Mes nag a draou chenchet enn eun taol adarre !
N’en deuz choumet netra enn eur memes doare.
Eun iliz ar gaera, a oe biskoaz savet,
Enn dachen abaoe a zo en em gavet.
Kaer a oa ann danvez, ha kaeroc’h al labour,
Seljac’h ouz ann iliz, pe zeljac’h ouz ann tour.
Eur metal bet er forn, dre hir amzer gôret,
Teuzet gant ann domder, tano evel dour-red,
Ha taolet enn eur moul, da ghemeret he stum,
Pegher koujourn bennag ma renk en em zastum,
N’en em brest ket gwelloc’h da c’hoant ar mecherour,
Na ra ket a blegou na ker soubl na ker flour,
Evel ma rea eno ar benerez kalet
Gant eun dorn burzuduz enn eun taol kizellet,
Ann dorojou a oa goarnisset tro-war-dro
Gant mouleuriou kleuzet kondoun er vein garo ;
Ha taillet ker kempenn, ha labouret ker fin,
Ma kredjac’h e vijent deliou eur bod rezin.
Ar prenecher toullet gant kement a evez
Ma seblantent trec'hi ar c’haera dantelez.
   Ker souezet a oann gant ar pez a welenn,

Ma oann euz a lec'h all dizonj a bep tra krenn.
Savet e oann em za, ha na ouienn doare
Nag en petore sonj, nag en pe da vare.
Koulskoude pell a oa ne oann ket gourvezet ;
Dibrad euz ann douar, e reann tro ar vered.
Erru a oann war eeun a zirag ann or-dal,
Pa gleviz a greiz-holl he frennou o strakal.
Dioc’h-tu e tigoraz, frank hag en tre daou bez ;
Kement a oa ebarz neuze e weliz frez.
   Nag a draou burzuduz, a weliz-me enn-hi,
A bep tu, krec’h ha traôn, holl o steredenni !
Leun a oa a sklerder ; hag Eledigou gwenn
A oa enn-hi eleiz, war neûn er sklerijen.
Darn ho daouarn joentret, ha kroazet gant darn all ;
War ho diouaskel aour tro-dro o c’hournijal.
Ho c’horvou oa ker skler, ma welet o skedi
Ar sklerijen a-dreuz dre ho oll izili.
Ho dremmou ker skeduz, hag ho zellou seder
A zalc’hent gant evez troet ouz ann aoter.
   Me a droaz ive enn tu-ze va zellou ;
Mes kerkent e renkiz serra va malvennou.

Nemet a nebeudou na helliz dont a benn
D’ober va daoulagad ouz ar pez a welenn.
Eun itron ar gaera a welenn azezet
Enn eur gador skeduz dreist ar skeltra stered.
Ne vije netra-krenn holl sklerijen al loar,
Ret a vije d’ann heol diskenn war ann douar,
Gant ar mor a sklerder a skuill euz e flammou,
Evit diskouez hep ken eur skeud euz ar bannou
A oa o rodella renket endro d’he fenn,
Hag endro d’eur bughel, a oa war he barlen.
Ne oa ket eun daolen, gret gant dorn eul liver,
Ne oa ket furmou tud, gret gant dorn eur skulter,
A welenn-me eno dirag va daoulagad ;
Mes tud leun a vuez, evel d-oun, kik ha gwad.
   Hep dale, ann itron a zao divar he lez,
Gant muioc’h a c’hras-vad evit eur rouanez.
Eur gwel seiz ar c’haera, brodet enn aour melen,
A oa taolet distad dreist he c’horf penn-da benn.
Ar gwel a oa ec’hon, a vleun aour sklabezet,
Evel ann oabl, pa vez goloet a stered.
Lost he saë a leze da draïna war he lerc’h,

A-zindan e welet eur zaë all liou ann erc’h.
Gant eur blansonen aour, ridet war he c’herc’hen ;
Hag eur gouriz henvel ouz ar ganeveden,
Evel d-hi, briz a liou, hag evel d-hi skeduz,
A starde he c’horf mistr, gant eur blouk lughernuz.
Stouet he daoulagad ne zelle e neblec’h ;
He c’hrouadur iaouank a zalc’he war he brec’h.
   Donet a rea a-raok ; kerkent ha ma flachaz,
Eun tarz lourd a c’hurun endro d’ei a strakaz.
Ann tan en eur vouga a lez eur vogheden,
P’hini, dindan he zreid, a ra eur c’houabren.
Eur foul vraz a Elez a erruaz buhan
Gant laouenidighez d’en em zila dindan.
Gant ho daouarnigou ha beg ho diou-askel
Dibrad euz ann douar e teuent d’he derc’hel.
Ha war he c’houabren evelse eo doughet
War zu traon ann iliz gant ho rumm bennighet.
Elez a oa enn dro, Elez a oa a-raok,
Stank e oa ho renkou ken a oant stok-ouz-stok.
   Dreist ann holl Elez all, unan a oa er penn,
Seblantout a rea gret evit ar gourc’hemenn.

Euz eun El n’en devoa nemet ann diou-askel,
A-hent all e toughe stum eun den a vrezel.
Eun tok aour lughernuz a c’holoe he benn ;
He gleze en devoa eur flamm-tan da lavnen.
War he lerc’h e teue ann holl gompagnunez.
Ann holl Elez dija a gane en eur vouez,
Gant pep seurt muzikou eur c’hantik dudiuz
Enn enor da Vari ar Verc’hez c’hloriuz.
Hag er c’hoat, tro-war-dro, al labousedigou
A zeblante gant-ho unani ho mouesiou.
   Evelse e teujont bete kreiz ann or vraz ;
Eno ar gouabren hep finval a choumaz.
Ann Itron gant he dourn a reaz eur zin enn ear
Ar zin-ze gant ann oll a oe intentet sklear.
Hag ann holl muzikou a davaz assamblez ;
Eur moment a bep tu e oe sioulidighez.
   Enn heur-ze da ghenta e teuiz da anaout
E oa Mamm va Zalver a zeue d’am c’havout.
Pa zantiz kement-se na helliz ken herzel
Ouz nerz va c’harantez ha va doujanz santel.
Trec’het gant ar resped a garghe va c’halon,

E koeziz d’ann daoulin ec’h harz treid ann Itron.
Gortoz a riz eno, hep sevel va zellou,
Ar gomz a oa dija prest war he muzellou.
   « O Iann a Vreiz, em-ei,bete bâr ann envou
Ez eo pignet ar vouez euz hoc’h huanadou !
Paouezit da ouela, sec’hit ho taoulagad,
Aman hoc’h euz eur vamm, enn env hoc’h euz eun tad.
Doue divar he lez eternel ha doujet,
Dirag p’hini e kren ann Elez vennighet,
Enn deuz prijet, dre nerz he zourn holl-c’hallouduz
Aotreï ho mennad d’ho peden hirvouduz.
Euz he berz e teuann, da stanka ho taërou,
Ha da rei abenn-fin eun termen d’ho poaniou.
D’ehoc’h e vo ar gounid war hoc’h enebourien ;
Breiz holl d'ehoc’h a blego, a d’hoc’h heritourien,
E keit ha ma vo Breiz e niver ar stadou,
Evel m’e deuz pleghet hed eur vech d’ho tadou.
Mes araok kement-se eun emgann a vo c’hoaz,
He gwelet a refet a-benn ann noz warc’hoaz.
Gwelet a rit aman ann Arc’hel sant Mikel.
Armou eur brezelour a c’holo korf ann El.

Euz a Elez ann env hennez eo ar penn ;
Pa reont ar brezel, hennez a c’hourc’hemenn.
Varc’hoaz war ann douar e vo berzet he c’houel,
Ha varc’hoaz he c’halloud a dle en em ziskouel.
Varc’hoaz en em ganno eun heur a goste d’ec’h,
Ho pet eta kalon, bikenn koll na oufec’h.
   Hoghen prestit ho skouarn, ha klevit gant evez
Ann urzou a ro d’ehoc’h breman ho rouanez.
Eur be fresk a welit enn hor c’hichen aman,
Eur zervicher d’in-me a zo laket enn-han,
Evit eur zod e oa kemeret gant ann holl,
Ann hano en devoa a Zalaün ar foll.
Euruz ar re vo foll evel ma oa hennez !
Rak enn he follentez ne oa nemet furnez.
He galon a oa pur, he ene a oa flamm,
Karet a rea Doue hag ar Verc’hez he Vamm.
Enn he vuez eo bet disprizet enn he vro,
Mes he c’hloar a vo bras pell goude he varo.
Falvezout a ra d’in, ha da Zoue ive
E ve savet aman eun iliz war he ve.
Evit ma vo bepred meulet hano Mari

El lec’h ma tizaz keid ar foll hec’h henori.
Choui pa viot e peoc’h, perc’hen a Zukach Breiz,
Pa vo hoc’h holl wisien kontraign da veza reiz,
A lakaio ober ar pez a c’houlennann,
Ha grit ann iliz-se henvel-beo ouz hou-man.
Emedi ar patrom dirag ho taoulagad ;
Dre eno diskouezit hoc’h anaoudeghez-vad.
Ha me, euz va c’hoste a vo trugarezuz
E kenver ann duk Iann hag he bobl truezuz.
la ! Mari ar Foll-goat a vo anavezet,
Dre he burzudou kaer e Bro-Vreiz hed-da-hed. » —
   Aman dindan va zreid ann douar a grenaz,
Hag a ziouc’h d’am penn a gurun a grozaz.
Gant ar spont strafuillet, dioc’h-tu e tihuniz,
Hag evel en eul lamm em zao-soun e saviz….




DEVEZ.