Hor Bro e pad ar Revolusion/XXXIV
Parrez Riek oa bet ar genta, en Eskopti Kemper, o velet he beleien o tond en dro. Epad oll amzer ar Revolusion an aotronez Gurudec, Le Beux ha Talabardon oa chomet kuzet, e tiez kristenien ar barrez-se. Pa oa, pelloc’h, deuet ar peoc’h, ar barrisionis oll, ho c’hasas gant joa ha laouenedigez, d’an iliz. Er veach kenta, ma oant guelet o tond deuz ar sakrateri, dillad oferenna en ho c’herc’hen, an oll a ieaz var ho daoulin, an dour a bike en daoulagad, hag a dreuz ho daelou, an dud a lavare : Bennoz da Zoue ! e ma deuet, pelloc’h, al lezen vad en dro ! [1].
E derou ar bloaz 1802, beleien Nevez a deuaz deuz ar Spagn. An aotrou Le Meur, kure Nevez oa diskennet deuz ar vag, e Portemanek, e parrez Riec. Assamez ganthan, oa pemzek belek all. En ho zouez oa an aotrou Kerlôc’h, kure Tregune hag a deuaz da veza persoun en he barrez koz.
An aotrou Guillou, persoun Mellac, a deuaz ive, en dro deuz ar Spagn, er memez mareou. Mond a reaz gant hast da velet he barrizionis koz. Mez ne c’hellaz chom mui, gantho, da bersoun. Re vac’hagnet en em gave. Hag e zeaz da jom da di he dud e kichen Lothea.
D’an daou a vis even 1802, an aotrou Duc hag e gure, an aotrou Bergot, a zigueze er vro, o tond deuz Cateriek, + Bro-Zaoz. Mond a rajond, kerkent varzu Lanniliz. Deiz ar marchad e oa. Mez p’oa klevet lavaret edond erru, n’oa prenet na guerzet netra ebet mui. An oll a ieaz d’ho diambroug, var hent Lesneven. An dud a en em vode, dre ma c’herruent gantho, en dro d’hezo, a boke d’ho daouarn, a c’houlenne ho bennoz, a grie hag a lenve.
An aotrou Duc a jomas da bersoun e Lanniliz. An aotrou Bergol oa kinniget d’hezan Guesnou ha Plouzeniel. Mez chom a reaz e Lanniliz hag oa lakeat da bersoun goude an aotrou Le Duc. [2]
An aotrou Laurent, persoun Cleder a ziguezas, er memez mareou, deuz Bro-Zaos. Deuet en dro, ec’h echuas an iliz hen doa kommanset araog mond kuit.
Mez, e meur a barrez all, oa bet diesoc’h lakaat ar peoc’h. Ennho oa chomet an intruzed, hag oa konvertiset var ho menou. Divar ho fenn hag abalamour d’hezo, an aotrou Andre a bakas meur a dam trubuil.
An aotrou Andre oa eun den deuz ar re vella. Ne oa
ket gual hardis.
D’an nao a vis mae 1802, oa sakret eskob en iliz Sant-Roch, e Paris, gant an aotrou Cambaserès, eskob Rouen.
D’an daou var-n-ugent a vis eost, e teuaz da Gemper. En eur ziguezout e zeaz da di Rudler, ar Prefet. Ar pennou bras deuz Kemper, a ioa oll, eno, pa ziguezas hag a reas d’hezan an digemer ar guella. Guiska ’reaz dirazho, he zillad a eskob evit mond e prosesion d’an Iliz Katedral. Ar ru oa leun a dud. Kalz a lenve gant ar joa.
Ar Prefet a ieaz, araog ar brosesion, da c’hortoz an aotrou Andre, var dreujou an iliz.
Pa ziguezas an aotrou ’n eskob, ar Prefet a roaz d’hezan alc’hueziou an iliz Katedral en eur lavaret : « Rei a raan deoc’h, aotrou, alc’hueziou an iliz-ma. Ra ’defe, atao, an heur vad da gaout, evit he gouarn, eskibien devot ha kalounek eveldoc’h. Kristenien an eskobti a ve eurus deuz kement-se. »
Ebarz en iliz, goude, an aotrou Larchantel, a c’houarne an eskobti, abaoue maro an aotrou de Saint-Luc, a bignas er gador : « Brema, a lavaras en eur lenva, Doue ’m galvo pa garo da ’vithan. Mervel a rin laouen, p’eo guir e velan, hirio, troni, ama, eun eskob ervez Due. Lakaat a reio ar peoc’h da ren ha kas a reio kuit ar vougen a ioa var ar feiz… » [3].
Mez pelloc’h, an aotrou Andre a gozeaz d’he dro. Ober a reaz, dreist oil, meuleudi Bonaparte hen doa savet e Bro-C’hall, ar relijion en he zav, ha meuleudi ar Prefet. Konta, emezhan, a rea var he sikour evit kas mad, da benn, he labour en eskobti Kemper.
Kenta oa da ober oa guelet, en he eskobli, ar veleien hag an dud fidel evit lavaret d’hezo oa echu ar barrad avel fall a c’hueze, abaoue daouzek vloaz, var ar vro.
Hag an aotrou Andre, ive, a entente ober er giz-se. Mez n’en em gemeras ket mad ganthi, hag en dro genta, dioc’h-tu, e savaz brouilleiz.
Eat oa da Vrest. Pedet hen doa an oll veleien a ioa,
eno, da zond d’an oferen a lavarje en eur ziguezout.
Iliz Sant-Louis, oa, an iliz-veur e kear. Evit ober mad e tlie mond d’an iliz-ze, da zigemer he veleien. Mez persoun Sant-Louis, d’ar mare-ze, oa unan deuz ar re oa bet deuz ar veleien intru. An eskob na gredaz ket abalamour da ze, ober d’hezan an enor da vond d’he barrez. Kemen a reaz d’an oll veleien, euz Brest, en emgaout e chapel hospital ar Vortolodet.
E Brest oa, neuze, kalz beleien hag ho doa bet touet. Ar pez a dlie erruout a ziguezas. Belek ebet na ieaz, var he dro.
Persoun Sant-Louis a skrivas, en he eneb, evit en em glemm. En eur redaden edo ar Prefet e Brest. Ober a reaz d’an eskob, lavaret an oferen en iliz Sant-Louis, en deiz varlerc’h, ha gervel da vont d’i oll beleien kear.
Deuz Brest e zeaz da Landerne ha da Lesneven. Dre ar parreziou-ze, ar veleien hag an dud fidel a reaz d’hezan an digemer ar guella.
Goude, e kemeras hent Montroulez. En eur erruout er gear-ze, e velaz o tond d’he gaout eun tad Jesuist, hag oa bet harluet abalamour d’he feiz. « Aotrou ’n Eskob, a lavaras d’hezan, ar manac’h-ze, bezit var evez, pe ne dafot ket kuit deuz ar gear-ma. Beza ’zo aze, tud konnaret hag a zounj ho laza evit venji, varnoc’h, maro Audrein, an eskob touer. »
An aotrou Andre a dec’has kuit, dioc’h-tu.
E Montroulez, evel e Brest, oa kalz beleien hag o doa bet touet sentidigez da lezennou fall ar Republik. Mond a rajond en egar ouz an eskob, abalamour e kave d’hezo hen doa great fae varnho. Tamal a rajond d’hezan hen doa c’hoant da lammat madou an iliz deuz douarn ar re ho doa prenet anezho. Flata rejond anezhan d’ar Prefet. Rudler a en em lakeaz ive, divar neuze, da stourm diouthan. Hag an eskob keaz, skuizet buhan gant he veac’h, a ieaz da Baris da gaout Napoleon hag a roaz d’hezan an dilez euz he garg. (1804). [4].