Hor Bro e pad ar Revolusion/XXXIII
Ar veleien er broiou estren. — Bro-C’hall digor pelloc’h. — Ar parreziou o tigemer ho beleien.
Evel hon deuz lavaret, diaraog, pa zavaz beac’h var ar veleien kalz a dec’has : lod a ieaz d’ar Spagn, lod all d’an Allemagn. Mez an darn vuia deuz beleien Breiz-Izel, a ieaz da Enezen Jersey ha da Vro-Zaos.
Enezen Jersey, deuz doarou Roue Bro-Zaos, mez eun enezen hag a zo sko e Bro-C’hall, oa da genta o tigemer ar veleien a ranke mond kuit deuz ho bro. E mis here 1792, oa eno, dija, ouspen mil belek. Var ar mil-ze, daouzek oa deuz eskobti Kemper ha dek ha triugent deuz eskobti Leon.
Deuz ar veleien-ze, oa pemp var-n-ugent da dregont hag a en em lakeaz da labourat douar. An aotrou de Saint-Ouen a forjaz tiegez d’hezo. Dond a reant, braoik awalc’h, da c’hounid arc’hant hag a ingalent etre ho c’henvreudeur malheurus.
An aotrou Le Mintier, eskob Landreguer a ieaz, ive, da Jersey. Pelloc’h,en enezen-ze, oa ouspenn pevar mil belek. An aotrou Le Mintier, a iea du-ma, du-ze, da glask sikour evitho. Hen oa eun tad evit ar veleien geiz. An aotrou Chantrel, bet araog ar Revolusion, rejent e seminer Kastel, a laboure ganthan kevret. Sevel a reaz, e Jersey, eur vreuriez itrounezet Gall, da ober dillad oferenna. Gouarnamant Bro-Zaoz a roaz d’hezo, evit an dra-ze, pep hini he femp lur var-n-ugent.
Eskob Leon, an aotrou Lamarche, a ieaz da Londrez. Eno, eun dijentil, hanvet Burke, hen digemeras deuz ar guella hag a reaz eur vreuriez evit rei skor d’ar veleien. Eskob Londrez, he unan, a deuaz da en em lakaat e penn an dud-ze. Kenta gueach ma oant en em vodet oa savet, dioc’h-tu, eur million. Goudeze, dre gear, oa great eur gest hag a roaz eur million all.
N’oa ket kell, ar c’houarnamant a roaz d’hezo kastel Winchester. Seiz kant oant, eno. Beva reant evel en eur gouent. An Tad Martin, manac’h ha vikel vras Lizieux, oa ar mestr gantho.
Divezatoc’h, Roue Bro-Zaoz a c’houlennaz digant ar re a gase ar vro, en dro, rei bep mis, eur zom arc’hant da bep belek. Ar vinistred a zelaouaz anezhan ha beteg ar bloavez 1802, beleien Bro-C’hall, oa paet gant gouarnamant Bro-Zaos.
An aotrou de la Marche oa touchet he galoun. Ober a reaz eul lizer evit dougen he veleien da gaout anaoudegez vad evit ho madoberourien.
Goulskoude, Winchester a deuaz da veza re vihan. Lod deuz ar veleien, ar Vretonet dreist oll, oa kaset da Thames, eur c’hastel koz, d’ar Roue. En ho fenn, eno, edo an aotrou Desponts, bet e penn eur c’helendi deuz Sant-Briek, beteg lezen ar serment. (al le).
Ar veleien oa tost d’ho c’houstians. Lod anezho, pe o rei kenteliou, pe oc’h ober eur vicher benag all, a elle dastum, guenneien, avechou. Mez bep tro, e kasent da eskob Leon pe da eskob Landreger, an arc’hant a roe d’hezo gouarnamant Bro-Zaoz. Ar re o divije arc’hant digant ho c’herent a rea ar memez tra. An arc’hant bet kaset, en dro, evel-se, a rea pa edo ar veleien o tond kuit, goude ar Revolusion, ouspen tri c’hant mil lur.
E fin ar bloaz 1796, ar jeneral Hoch o veza bet, var ar mare, da vond da Jersey, gant he zoudardet, gouarnamant Bro-Zaoz a reaz d’an oll veleien dond da Londrez. Lun digemer deuz ar guella oa great d’hezo, dre oll. [1].
Beleien kastel Brest, oa bet kaset d’ar Spagn evel hon deuz lavaret. Meur a velek all, ive, a dec’has d’ar vro-ze. E peb leac’h oant digemeret evel breudeur. Ar c’hardinal Lorenzo, eskob Tolède, eskibien Siguenza, Oviedo, Cordoue ha Prense a oa en no c’henver, karantezus meurset.
Beleien Landreger a skrivas d’ho eskob evit lavaret e pe stad edond er Spagn. An aotrou Le Mintier a ziskrivas d’hezo : « Abaoue ma eo deuet ar revolusion da ma distaga deuz va denved, ne meuz bet dizoan ebet, ken bras ha ken c’hueg, hag ho lizer deuz an dek deuz ar ar mis. Ho poaniou, ho stourmajou, ho nerz-kaloun hag ho feiz ho deuz kresket ar guir ho poa da veza karet ganen, ma vije bet gellet kreski ar garantez a meuz evidoc’h Rag, atao, oc’h bet va gloar, va c’hurunen, va joa e Jesus-Christ… »
Goudeze, an aotrou ’n eskob a lavar d’he veleien teuler, atao, en dro d’hezo, var an douar estren, c’huez mad ar vertuziou.
Meur a velek, ive, a ieaz d’ar Beljik, d’an Allemagn, d’ar Suiss. Unan, zoken, a gerzaz beteg ar Russi. Hennez ao an aotrou L’haridon, a oa d’ar mare-ze, persoun e Kastel-Nevez-ar-Faou.
Daou pe dri bloaz araog ma saillaz ar Revolusion, oa persoun e Kastellin. Eno en doa bet an enor da zigemer, en he di. Impalaer ar Russi, deuet da ober eun dro da Vro-C’hall. Kastellin oa bihan, d’ar mare-ze. N’oa « hotel » ebet. Hag an Impalaer a c’houlennas loja er presbital. En eur vond kui e lavaras : « Aotrou persoun, e Frans an traou a zo var var. Ma sail, morse, ar revolusion deuit d’am falez : ho tigemeret a rafen gant anaoudegez vad ha karantez. »
An aotrou L’haridon hen doa dalc’het sonj deuz ar c’homzou-ze. Digemeret oa gant an Impalaer evit ar guella. Bet oa da genta mestr-skol bugale an Impalaer. Goudeze oa kinniget d’hezan beza eskob el Lithuanie Mez kaout a reaz guelloc’h dond, en dro, da Vro Breiz. [2].
Koulskoude, goude maro Audrein, n’oa hanvet intru et et evit kas en dro, eskobti Kemper.
Ar peoc’h a zeue. Ar C’honsulat a zigoras ar prizoniou hag a roaz d’an oll, aotre, da heuil ar relijion a garient. « Mez, a lavare, ar veleien katolik dreist oll, a ell lakaat buhan ar peoc’h da zond en dro. N’ho deuz ezom, evit an dra-ze, nemet da gozeal evel ma tesk d’hezo Jesus, ho mestr. E ma digor d’hezo an oll ilizou. Ra deufent, buhan, da ginnig sakrifisou da Zoue evit ma na zalc’ho ket koun deuz an torfejou a zo bet great, beteghen, na deuz ar goad a zo bet skuillet. »
Mez ar veleien vad n’en em hastent ket da zond en ho bro. An ilizou, oa, an darn-vuia anezho, etre daouarn ar veleien ho doa pleget d’ar revolusion, ouspen-ze, ar c’honsulat ne zigore ket dor d’an Eskibien oa bet tec’het d’ar broiou all ha neuze, c’hoaz, ne gredent ket tour ec’h anavezent gouarnamant ar Republik evit gouarnamant ar vro.
Napoleon, koulskoude, a guie n’oa par d’ar veleien vad evit kompeza an traou. Mez aon hen doa o vond re vuhan ganthi. Deuz pevar c’horn Bro-C’hall e teue paperou d’ar gouarnamant da c’houlen sevel ar relijion var he zroad. Ar gouarnamant a c’hortoze, c’hoaz.
Pelloc’h, d’ar bevar var-n-ugent a vis kerdu 1800, e kasaz eul lestr bras, hanvet « Dédaigneuse » da gerc’had ar veleien vad oa bet douget da Gaienne.
N’oa mui kavel nemet trivac’h anezho.
En eur zond ac’hano, al lestr oa bet kemeret gant
ar Zaozon hag an trivac’h belek oa kaset da Londrez.
Mez prest, goude, gouarnamant Bro-Zaoz a lakeaz ho dougen
da Vontroulez.
Ar Sous-Prefet, an aotrou Duquesne, a deuaz d’ho digemer var ar porz-mor. Montrouleziz a ieaz oll, d’he heul. An dud a lenve gant ar joa hag al laouenedigez.
Digouezout a rea, evel-se, eur belek mad benag, bep ar mare. Dre gement leac’h, e vije great d’hezo an digemer ar guella. Rak skuis oa an oll gant ar veleien intru. Hag an dud fall ho unan en em zistage dioutho evit mond varzu ar veleien n’ho doa ket touet.
Ar veleien vad, goulskoude, dre ma teuent en dro, ne c’houlennent ket oll, mond d’ar parreziou. Ne ellent beza persoun na kure nemet en eur ober le da anaout ar Republik evit gouarnamant ar vro. Aon ho doa oc’h ober al le-ze.
Mez e fin ar bloaz 1800, n’oa ken brud e Bro-C’hall, nemet deuz eun emgleo etre an Tad Santel ar Pab hag ar C’houarnamant, divar benn ar relijion.
D’an oll oa anal, neuze, n’edo ket Napoleon o klask trompla an dud. E bro Leon, tregont belek a reaz le, dioc’h-tu. E bro Kerne, n’oa ket bet, da genta, nemet an aotrou Thiberge ha pevar all o toui. Mez a benn eun nebeud, goude, e teuaz c’hoas trizek belek da ober eveld’ho.
Pelloc’h, d’an eiz a vis ebrel 1801, oa roet da anaout an emgleo oa bet great etre an Tad Santel ar Pab hag gouarnamant Bro-C’hall.
Setu ama e berr gomzou, petra oa en emgleo-ze.
« Ar relijion gatolik ha Romen a zo relijion an darn-vuia deuz tud Bro-C’hall. Abalamour da-ze ar c’houarnamant a zalc’ho frankis, da bep hini, da veza kristen evel ma karo.
E Bro-C’hall ne vo, hiviziken, nemet dek arc’heskob hag hanter kant eskob. Ar Pab ha Napoleon, a zivizo kevret, ar parreziou da staga deuz pep eskobti.
» An oll eskibien koz a roio ho dilez. Ar Pab ha Napoleon kevret, a hanvo an eskibien nevez. » Ar c’houarnamant a baeo, bep bloaz, d’ar veleien arc’hant awalc’h evit beva. Mez, en dizro, malou an iliz, ar re a zo bet guerzet, a vo lezet, evit ato, gant ar re ho deuz ho frenet. » [3].
An Tad Santel ar Pab hen devoa da genta, mil ha mil boan da c’houzanv, abalamour d’an emgleo hen devoa great. Pa skrivas evit goulen ho dilez digant an Eskibien ko, nao ha triugent, anezho, a enebas outhan. Lod, zoken, a skrivas d’hezan liziri trenk ha c’huero. Unan deuz a liziri-ze, hag a reaz d’hezan ar muia poan, oa an hini hen doa bet digant eskob Kastel, an aotrou de la Marche. [4].
Mez en despet da ze, ar Pab ha Napoleon a hanvas eskibien nevez. Kemeret a rajent, etouez an eskibien koz, seitek deuz ar re vad ha daouzek bet troet fall, hag a ioa en em gonvertiset, var ho menou. Etouez ar re-ze edo an aotrou Le Coz. Kaset oa da arc’heskob da Vesanson.
Evit an eskoptiou all oa dibabet ar re vella deuz ar veleien vad. Kemper oa roet d’hezan evit eskob, an aotrou Andre, chaloni deuz eskobti Troyes. Pevar eskob all, c’hoaz, oa hanvet e Breiz. Mez Kastel, Sant-Malo, Landreger ha Dol, n’ho doa eskob ebet mui.