Mont d’an endalc’had

Hor Bro e pad ar Revolusion/XXXII

Eus Wikimammenn
Ar Bobl, 1915  (p. 236-242)
◄  XXXI. XXXII. XXXIII.  ►


XXXII


Eun eskob nevez hanvet e Kemper. — Petra oa Audrein. — Ar C’honsulat. — Ar peoc’h o tond a nebeudou. — Maro Audrein.


Abaoue ma oa troc’het he benn da Expilly, n’oa eskob ebet, e Kemper. Eur rummad beleien oa dibabet evit kas an traou, en dro. Ar veleien-ze oa Gommaire, Serandour, Le Coz bet persoun e Kastellin, Guino, Ollitraut rejent e kelendi Kemper, Le Gac aumônier an Ursulinezet. Mez Claude Le Coz, hag oa, neuze, eskob intru Raozon, ne garie tam guelet an traou o vond evel-se, en he

vro. Skriva ’reas lizer var lizer d’he vignouned, guechall, en eskopti Kemper, evit lavaret d’hezo oa tremen mall, kaout eun eskob nevez.

Pelloc’h, e pep parrez, oa lavaret ober votadek evit dibab ar re ’deuje da Gemper da lakaat eun eskob all. Mez en taol-ma, ne oa ket kalz a brez. Meur a barrez ne ne votaz ket. Persoun intru Sant-Louis Brest, ne gozeaz ket, zoken, d’he barrisionis divar benn kement-se.

Ar votadek, e Kemper, oa great d’an eiz var-n-ugent a vis gouere 1798. An traou a dremenaz evel m’oant tremenet pa oa bet hanvet Expilly : eau-de-vie oa roet, neuz forz pegement hag a hent all, oa bet dizurchou eleiz. Audrein, vikel jeneral, eskob intru Gwened, hen doa bet ar muia moueziou.

Yves-Marie Audrein a ioa ganet e Goarec, eur geriaden hag a ioa, neuze, stag deuz Plouguernevel, en eskobti Kemper.

He gerent n’oant ket pinvidik. Mez e Plouguernevel oa eur skol vraz. Bemdez e zea var he droad d’ar skol-ze, hag e reaz, evel-se, digoust he studi. [1].

P’oa beleget oa kaset da rejenti da skol vras Kemper. An aotrou Bérardier oa, neuze, e penn ar skol-ze. Mez, abarz pell, oa galvet da vond da Baris da skol-veur Louis Le Grand. Audrein a ieaz d’he heul. Divezatoc’h, oa bet e unan lakeat e penn skolaj Grasin. Eno, edo pa deuaz ar Revolusion. Dioc’h-tu, e troaz ganthi.

Hanvet da vikel-vras gant Le Masle, eskob intru Gwened, oa bet kaset gant tud ar Morbihan evel kannad d’al Legislative ha d’ar Gonvension.

Hen, a ginnigas, da genta, en Assemblee Legislative lammat ar skoliou digant ar seurezet hag ar venac’h. Hen ive, a c’houlennaz, unan deuz ar re genta, tenna ho fae digant ar veleien vad abalamour, emezhan, e lakeant freuz da zevel.

Beza oa bet, divezatoc’h, kaset da brizoniou Paris e leac’h ma lazet he genvreudeur, d’an eiz a vis guengolo 1792. Ne zigoraz ket he c’hinou, da lavaret an distera tra evit ho difen. Ha divezatoc’h, c’hoaz, p’oa great proses da Louis XVI, e c’houlennaz he varo.

Setu, aze, an den oa hanvet da eskob e Kemper.

Skriva reaz d’ar Pab : « Beleien ha katoliked ar Finistere ho deuz va dibabet evit beza eskob e leac’h ar belek verluzus Expilly, bet lazet gant an tirantet… »

Ar paour keaz eskob a gommansas fall. A veac’h m’oa sakret, oa bet dare d’hezan mond d’ar prizoun.

En amzer-ze, oa difennet ober prosesionou. Mez pa oa eat da Bleyben da rei ar Gonfirmasion, tud ar barrez-ze a c’houlennas digantha, ober prosesion gant ar gale. Hag ar brosesion oa great, dioc’h-tu.

Kerkent oa flatet hag oa bet galvet dirag al Lez-varn, e Kemper. Evit en em zifen e lavaras : Ar pez a meuz great a zo bet evit gounid tud parrez Pleyben d’ar Republik. Mantret oun da veza galvet da zond ama, evit seurt tra, sur awalc’h, eo chouanted jalous, eo ho deuz va diskuillet.

An affer oa klozet, kerkent. [2].

Koulskoude, an dud a deue da veza skuis gant ar Republik hag he dizurziou. Goab a reat deuz ar gouarnamant, deuz he lezennou, deuz ar goueliou he doa lakeat ober ha deuz ar guiskamanchou divodest he doa great dougen. Urz vad setu pelloc’h ar pez a glasket.

Dres, d’ar mare-ze, eun den a zeue da Vro-C’hall deuz an Egypt. Brudet, dreist, e oa. Viktoriou hen doa gounezet eleiz. Digemeret oa dre oll, evit eun Doue. Ar c’hleier a vije sonet dre ma tremene, tantajou tân a joa a vije great oll e teuet d’he zaludi. Hennez oa Napoleon Bonaparte. Bro-Chall a en em ginnige d’hezan.

Evelkent, epad eur peunad, e chomas da argila. Mez pelloc’h. Sievez, unan deuz an Directoire, a en em lakeaz a du ganthan. Ho daou e c’hounezond kalz kamaradet. Hag eun devez, Napoleon gant he zoudardet, a lammaz e kambr ar gannadet hag ho zaolaz er meaz. Eur gouarnamant nevez oa great. Ar gouarnamant-ze a zouge an hano a Gonsulat. Tri den, hanvet konsul, a gemere ar garg da gas ar Frans en dro. An tri den-ze oa Bonaparte, Sieyes ha Roger-Ducos. (18 brumaire 9 du 1779).

Prest goude ar mareou-ze, oa bet great, e kostez Kemper, eun torfed spountus : Audrein, an eskob intru, a oa bet lakeat d’ar maro.

Mezaon, oat o klask tro, varnhan, pell a ioa. Eun devez, oa klevet lavaret e zea da Vontroulez. Lakeat hen doa, en he spered, mond d’i, da brezek an Asvent ha da gennerzi ar persoun koz, an intru Derrien, eneb ar veleien vad oa diguezet e kear. « Meur a hini a gred, a lavare, e c’hellin pa vezin eno, rei kouraj da dud ha da bersoun ar barrez : ne meuz ket kalz a esperans, mez mond a rin, atao, en avantur Doue. [3].

Mond a reaz, d’an nao var-n-ugent a vis kerdu. 1800. Etre nao ha deg heur deuz an noz, e reaz kas d’ar guetur vras, hanvet Dilijans, he zillad eskob hag ar pez hen doa ezom evit he veach. Goude e pignas he unan ebarz.

E mare hanter noz, ar guetur a zigueze dija diou leo deuz Kemper, e traonien Sant-Herve, e parrez Briec. Tenval sac’h oa. Hag oa klevet eun tenn fusuil hag ar gomz-ma : A zav, kokin !

Ar postillon, Jean Chartier deuz Kastellin, a zalc’haz var he gezek. En eun taol, e teu en dro d’ar guetur, eur bern tud, fusuillou gantho. Lod oa guisket e bourc’his, lod all e labourerien douar.

Ar proses oa bet great, varlerc’h, a ziskuezas oant, an darn-vuia, bet chouantet. Mez abaoue bloas ho devoa dilezet ar vicher. Ar penn anezho oa Le Cat.

Eun nebeut deveziou, araog an torfet, oa bet guelet, e Briec hag e Landudal, o klask kamaradet. Arc’hant oa ganthan leiz he c’hodellou. Mez piou hen doa roet an arc’hant ? piou hen doa bet ar zounj da laza an eskob ? Morse, ne deuz gellet hen gouzout.

Charles-François Le Cat n’hen doa ken, nemet pevar bloas var-n-ugent. Assamez, ganthan, edo Louis Michel ; Hervé Benden, mab da eur boutaouer deuz Landudal ; Jean-Baptiste Lignaroux deuz Crozon, ha Le Gof, portezer deuz ar Pount.

Dre bromesaou kaer ha dre c’hourdrouzou, oant deuet a bena da lakaat da vond d’ho heul, labourerien douar deuz ar c’harter : Daniel Goulien, François Le Grand, Jean Le Guilly, Charles Le Moine, Yves Jaouen ha Jean Ropars. [4].

Lakeat oa d’hezo, en em gaout oll, e ti Laurent Coatalem, o chom e maner Treflez, e Briec. Eno oa roet d’hezo fusuillou, pistolennou, sabrinier.

Da deir heur, deuz ar pardaez, e zajond da Gerhô. Daouzek oant, hag eno, e zeaz c’huec’h en eun tu c’huec’h en tu all. Ar re genta a ieaz, da di Pierre Tymen, hag ar re all da di Herve Louboutin, da c’houlen ho c’hoan. En tiez-ze oa drebet, fumet hag evet kalz. Pelloc’h, e mareou eiz heur, e zajond da gaout an hent bras, e kichen sao chapel Sant-Herve, e parrez Briec. Eno, ec’h em lakeont, adarre, e diou vanden hag e zeond var an hent, eur pevar c’hant pas benag, an eil deuz heben.

E mare an hanter noz, Le Cat o velet letern ar wetur a ziabell, a lavaras : « Setu aze, o tond, ar re a c’hortozan : ma zeuz archerien en dro d’ar wetur, tennit varnho ; ma zo soudardet arabat tenna. »

Evel hon deuz lavaret, eun tenn a oa lezet.

A veac’h ma oa ar wetur chomet a zav, oa kroget er postillon. — « Arc’hant a zo ganhez, oa lavaret d’hezan ro d’eomp da arc’hant. »

Ar postillon a lavaras n’hen doa guenneg ebet. — Mad, eme Le Cat, ni a zo o vond da glask. Ma kavomp arc’hant, en da wetur, e vezi lakeat d’ar maro.

Neuze, e lavarjond d’an dud oa er wetur disken. C’huec’h oant. Oll e tiskenjond nemet Audrein. Le Cat a zavas, var ar bladen houarn, a oa da bignad er wetur. — Ro d’in da baper-tremen, a lavaras d’hezan.

— Er c’haset, aze, e ma.

— Disken.

— Ne ellan ket ; klanv oun.

— Disken ; ni da bareo.

Neuze, Le Cat a bignas, er wetur, hag en eur lakaat he zorn var an eskob e lavaras : Me a anavez ac’hanout Audrein luch ! Pell ’zo oan, ouz da glask. Teir guech e peuz votet lakaat ar roue d’ar maro : brema, d’az tro, e rankez mervel.

En despet d’hezan, Audrein a zo tennet var an hent. Le Cat a ro d’hezan eun taol gant kanol he fusuil hag a glask lakaat anezhan da vond var he zaoulin, evit en em erbedi deuz Doue. — Lezit ganhen va buez en han, Doue ! a grie an eskob. Hag ec’h en em zifrete.

Le Cat a lavaras da Lemoine lakaat he zorn var he skoaz. D’ar mare-ze, an eskob a grogas gant he zent, en ho daouarn, d’hezo ho daou. Ar paour keaz malheurus a reaz eur pas benag, evit tec’het.

— Tenn varnezhan, a lavaras Le Cat, da Le Moine.

Le Moine a vizas diou veach, mez diou veach he fusuil a reaz chat.

— Tenn te, a lavaras Le Cat da eun all, hanvet Michel. Michel a dennas hag an eskob a guezas stok-he-gorf, e kichen ar penn araog deuz ar wetur. Le Goff a roaz d’hezan eun tenn all hag hen peurachuaz : an daou denn hen doa paket e kreiz he stomok.

Great an torfet, Le Cat a lavaras d’ar veachourien mond er wetur. — Kiit en hent, adarre, emezhan, ne vo great drouk ebet deoc’h. Kontantoc’h oun da veza lazet Audrein eget da veza kavet eur million. [5].

Korf Audrein a oa douget da Gemper. E gueret Sant-Mark, eno, e veler c’hoaz he vez. Var ar mean a c’holo anezhan, e zo kizellet eur c’halir, eur mintr hag eur vaz eskob, gant ar c’homzou-ma : « Ama e ma Audrein, eskob ar Finistere, maro d’an naontek a vis du 1800. Pedit evithan ! » [6].

Epad pell amzer, ar mintr a zo bet livet e tri liou : rus, guen ha glaz. Hag epad pell amzer, ive, a leverer, e vije digaset bugale vihan var ar bez. Mez, hirio, e ma dilezet gant an oll.

Deuz muntrerien Audrein pemp a oa lakeat d’ar maro. Ar re-ze oa : Le Cat, Le Moine, Roparz, François Le Grand ha Benden. Guilly a varvas en hospital ha Le Goff, kavet pemp bloas, goude, en eun ti e Coray, a dapas he varo deuz ar gouliou en doa paket och en em zifenn. Ar re all ne zo bet gellet, morse, lakaat an dorn varnho.


  1. Yves-Marie Audrein, Hémon, 1.
  2. Tresvaux 11. 342.
  3. Yves Audrein, Hémon, 91.
  4. Yves-Marie Audrein, Hémon, 91.92.
  5. (1) Yves-Marie Audrein, Hémon, 93 94.
  6.                —               —          167.