Hor Bro e pad ar Revolusion/XXXI
Abaoue ar bloaz 1793, soudarded ar C’houarnamant o devoa da stourm eneb eun arme nevez : arme ar Chouanted.
Divar benn ar Chouanted, e ve aliez eseat teuler pri ouz an dud vad, en hor bro.
Setu ama, hed ha hed, ar wirionez divar ho fenn. Ar c’henta anezho oa Ian Cottereau. He dad koz hen doa eur fri kam hag atao e vije du he dal. Abalamour da ze oa bet lezhanvet ar c’has-nos, pe gentoc’h, ar Chouant, e gis ma lavarer e bro Angers. He vugale hag he vugale vihan o doa heritet deuz he lezhano ha Ian Cottereau oa bet lezhanvet er gis-se Chouant. [1].
Ian Cottereau pe Ian Chouant a ioa he vicher kerc’het olen deuz Breiz-Izel da verza en he vro. Rag e Breiz-Izel n’oa tail ebet var an olen hag her c’havet, marc’had mad.
D’ar mare-ze, ar Roue oa paour evel maze, brema hor gouarnamant. Fellout a reaz d’hezan lakaat deveriou var an oll draou. Var an olen oa lakeat daouzek guennek, dre lur. Mez Breizis en em zavas eneb an dever-ze. Ar Roue a gemeras aoun. Hag e Breiz-Izel an holen oa lezet evit eur guennek al lur epad ma verzet anezhan trizek guennek, el leac’h all.
Ian Chouant a ioa ochome kichen bordou Breiz. Eur vech, diou ar zizun, e teue da gerc’hat olen da C’hemene pe da Raozon, evit he verza stok-varc’had en he vro.
Ar vicher oa gual amjest. Rak eteid bordou Breiz-Izel, oa matouterien digor ho daoulagad. Ouspen-ze, al lezen oa stris : ar re ’vije tapet o kerc’had olen deuz Breiz dla Vro-C’hall, a vije lakeat d’ar maro.
Ian Chouant oa bet tapet eun nozvez. Kondaonet oa da veza krouget.
Mez he vamm a redaz da Versailles da gaout ar Roue evit goulen ma vije lezet he mab beo. — « Lakit anezhan er prizoun, mar kirit, emezhi ; mez en han’ Doue, ne lammit ket he vuez diganthan ! » — « It d’ar gear, eme ar Roue, ho mab ne vezo ket lazet. Mez lavarit d’hezan beza fur, iviziken. »
Ian Chouant ne oa ket evit he dech : kendelc’her a reaz d’ober he droiou kam.
Mez pa glevas oa dibennet Louis XVI, e teuaz sounj d’hezan deuz ar vadelez hen doa bet evithan hag evit he vamm. — « Assa, goazed, a lavaras da dud iaouank he garter, pred eo d’eomp en em zevel a eneb an dud fall a lam diganeomp hon Doue hag hor Roue. Tud iaouank Breiz-Izel a roio d’eomp sikour, me ’zo sur. Doue hon sikouro ive. Ha mars eve ma na zigasomp ar veleien vad en dro hag an traou var ho zu. »
Kalz mignouned en em vodaz en dro da Ian Chouant. En em denna ’reaz gantho en eur c’hoat hanvet Koat ar Mezdon hag a zo e bro ar Maine, sko deuz eun tu, var douarou Breiz-Izel.
Ar brud deuz kement-se a redaz buhan dre bevar c’horn Breiz, hag a benn neubeud goude, kement koat oa en hor bro, koulz lavaret, oa en em guzet ennho, goazet hag oa eneb ar c’houarnamant. Ha dre ma oa Ian Chouant hen doa roet tro d’hezo d’en em unani, evel-se, ho doa kemeret an hano a Chouantet. [2].
Evit guir, Breiziz ho doa ouspenn eun abek d’en em zevel eneb gouarnamant ar Republik. Evel hon deuz guelet, deuz peb parrez oa kaset kuit ar veleien. Da heul oa eat, ive, an urz guirion. Ar falla tud a gase, gozik dre oll, ar parreziou en dro. Soudardet ar c’houarnamant a dremene, dre peb leac’h. Mond a reant en tiez a gavent var ho hent. An oll draou a vije mad evitho : an anevaled, ar fourraj, an arc’hant ; an arbellou a vije torret a daoliou bouc’hal, ar merc’het a vije gwallet. Malloz d’an hini a ziskueze beza drouk kountant. Raktal e vije lakeat d’ar maro.
Eur ganaouen hag oa savet d’ar mareou-ze, a lavare :
Daoust hag hen potred Kerne e c’houzanvimp da viken
E c’houzanvimp ar vac’herien a wask hon labourerien ?
Gwallet gantho hor merc’het koant ; lazet mam ha mab ha den
Lazet zoken an dud klanv paour, balamour d’ho daouarn guen.
Tanet ganthe ti ar beorien, diskaret ar maneriou
Devet an het, devet ar foen, er parkou hag er prajou.
Laeret hor zaout, hon ounnered hag hon ejenned, siouas !
Ha kaset, mesk gant ho ferc’hen, d’ar c’higer d’ar c’heariou braz. [3].
Ar chouanted a reaz d’an traou chench eun tammik. Kerkent ha ma vije klevet hano deuz soudardet ar Republik o vond da ziguezout en eun tu benag, ar Chouanted, kant, daou c’hant anezho, a rede d’ho diarbenn. En em guzat a reant adrenv ar c’hleuziou. Pa vije deuet an enebourien var-n’hed tenn, ar fusuillou a strake. Pep tenn a bile he zen. Hag araog ma vije deuet ar zoudardet fall deuz ho spountaden, ar Chouantet a vije eat pell d’en em guzat, adarre, adrenv eur c’hleuz all.
Ar Chouanted ho doa dalc’het da zillad ho bro. Ar cheffou oa guisket evel ar re all : kem ebet etrezho. Var ho fenn, oa eun tok ledan evel a zouget neuze ; ho bleo hir a fuille var ho diskoaz. Ho bragou a ziskenne beteg penn ar c’hlin. Var ho c’hof gar, oa bodreou lian, hag a c’hellet gantho tremen dre al lann hag an drez. Var ho c’hein oa eur chupen, great peurliesa, gant kroc’hen gaor.
Soudarded ar c’houarnamant a vije oll guisket gant
mezer glas. Abalamour da ze e reat anezho ar Re C’hlaz
pe ar Glazarded.
Ar Chouanted evit kousket e peoc’h a rea, er c’hoajou, toullou a zindan an douar ; ar re c’hlas dre ma zeant a gouske, peurvuia, en ilizou.
D’an daouzek a vis mae 1795, ar jeneral Canclaux, en hano ar c’houarnamant a reaz ar peoc’h gant ar Chouantet. Prometi a reaz d’hezo e vije, a nevez, digaset ar Roue en dro, ha roet frankis da bep den da heuil he relijion.
Mez, Canclaux a rea goab, emechans. Evit sur ar c’houarnamant ne zevenas tamm, d’ar promesaou hen doa great. Pell deuz eno. Kendelc’her a reaz d’ober brezel d’ar feiz hag he zoudardet a iea hag a deue, dre ar parreziou en eur ober skrab var pep tra hag en eur deuler spouroun e pep leac’h.
E mis gouere 1795, eur sitoyanez deuz Fouesnant, Guillemette Deleissègues, groeg Laurent Mazé, o chom e Logamant, a en em glemme d’an departamant hag a lavare oa laeret d’hezi gant ar zoudardet dillad guele. Ouspen-ze, emezhi, c’hoaz, oa ravajet he c’hoat, he avalou hag he foen. [4].
Er memez mareou, deuz Keraez, er penn all d’ar Finistere, Le Cornec, prokureur-syndic a skrive da Gemper : « Ama hag er parreziou tro var dro, an traou a ia fall-fall : ravaji, laererez a rear ennho en noz hag en deiz. Soudardet Keraez a ra skrab var ar verjezou. Abaoue pemp devez, ar c’heariou a zo bet kemeret, ennho, kement a oa kavet. Merour Kergorveau, hini ar Stanger ha Miliner ar Veil-Veur a zo rivinet. Ervez ar pez a zo lavaret d’eomp, soudardet Keraez eo a ra oll ar reussiou fall-ze… Ar zoudardet a ve mezo atao. Den na ell dond a benn anezho… Mez, etrezhomp, e lavarin deoc’h, an ofiserien a zo ker guas hag ar zoudardet ! (23 sept. 1815).
Dre oll oa ar memez tra.
O velet kement-se, ar Chouantet en em zave, adarre. Dre gement korn oant digemeret deuz ar guella gant al labourerien douar. Var ar meaziou, a lavare Cambry, prokureur Kemperle, d’an departamant, e troer gant ar brigantet. Ne zear ket c’hoaz da en em lakaat en ho zouez. Mez dre oll e vager hag e lojer anezho. Scaer, Arzano, Gilligomarc’h a zo kollet gantho. »
Ha d’ar memez mareou, ar re a c’houarne Kastellin a lavare, ive, oa red ma vije al labourerien douar a du gant ar Chouantet pe guir ho doa kuzet ker mad varnho pa oant bet oc’h ober ho zro e Pont-ar-Veuzen. [5].
E penn ar Chouanted er Finistere d’ar mare-ze edo, de Lantivy, de Poulpiquet, lezhanvet ive Sans-Quartier, D’Amphernet, deuz Kernevel, Durand ha Sanson hanvet c’hoaz, Sans-Souci.
Deuz gozik oll parreziou Kerne, e zoa unan benag Chouanted. Tudi aouank an tenn, dreist oll, a en em lakea, bep bloas, stank, en ho zouez. Ha d’ho heul, oa meur a vaouez hag a guie koulz ha peb den, diskarga ho fusuil var an enebourien.
Maner an aotrou de Treouret, e Trohanet, e Briec, ha maner Trevarez e Sant-Goazek, d’an aotrou de Kersalaün, oa an tiez el leac’h mac’h en em vodent ar muia. E kreiz koajou parrez Laz ho doa displeget ho zeltou. Mez eno, soudardet ar c’houarnamant a ziguezas, eun devez, varnho, hag ho doa ranket en em denna en eul leac’h all. [6]. (mae 1796).
Imor ar Chouantet a gueze, dreist oll, var tri rum dud : ar veleien intru ; ar re ho doa prenet madou an ilizou hag oll an dud oa troet gant ar c’houarnamant pe ho doa eun tam karg benag.
Eur Chouantez bet taolet e prizoniou Kastellin, da vis even 1795, a gounte d’an aotrou Duboishardy, karget d’ober outhi goulennou, lod deuz troiou ar Chouantet er Finistere. He hano oa Louisa Garrek ; deuz Landevennek oa ginidik, emezhi. Hag e lavare : « — Eun devez ar Chouantet a ieaz da Edern. Pa ziguechond er bourg, ar mestr-skol, he hano Le Prédour, a deuaz var eun d’hezo hag a c’houlennaz ho faper-tremen. (passe-port).
« Gortoz, a lavarond d’hezan, bremaik e vezo roet d’id. » Ha de Kersalaün a zistagas ganthan eun taol sabren var he voc’h. De Kerstrad, goudeze, hen ledaz maro mik, gant eun tenn fusuil.
» Ar Chouantet en em dennaz, neuze varzu Briec. En hent e kavont ar persoun intru, ar Gorager. — « Ni a zo ’vond du-ze, a lavaront d’hezan.
» Kerzet a reont d’he heul d’ar presbital ha diguezet en tie pignont da gambr ar belek intru. Goulen a reont outhan an alc’houeziou. — Ro anezho, a lavaras dhe vatez : kemer va oll dillad evit da labour, rag me val na meuz mui pell da veva.
» Guir a lavare. Disken a reaz er porz. Eno, unan a roaz d’hezan eun tenn fusuil hag eun all a fourraz he zabren en he gof.
» D’an devez varlerc’h, ar Chouantet a gemeras hent Gouezec. En eur ziguezout, pemzek pe c’huezek anezho a ieaz e pors ar presbital. Ar persoun a ioa o vond da oferenna. O velet tud o tond, e kavaz d’hezan oa evit klask traou da eva, rag en devez araog hen doa lakeat eur varrikennad guin, en he gao.
» Ar Chouanted a lavaras d’hezan sevel d’he gambr. Eno e lezont varnhan eun tenn fusuil. Tapout a reaz eur grusifix hag e ruillas er skalierou o c’hervel he vatez var he sikour.
» Goude an taol-ze, ar Chouantet a ieaz varzu Pont-ar-Veuzen. En eur dremen e Sant-Segal, e kavont mestr-skol Cast hag ar persoun o kozeal : Var ho taoulin, a lavaront d’hezo, e ma deuet hoc’h heur diveza. Mez eur Chouant a c’houlennaz buez evit ar mestr-skol. Lezet oa da vond kuit. Ar persoun, avad, a dapas eun tenn fusuil en he benn.
» Diguezet e Pont-ar-Veuzen, ar Chouanted a en em guz, da genta, en eur c’hoat, var bord ar ster. Pa oa deuet ar mare e lammont var ar bouldrieren. Kemer a reont poultr ar pez a felle d’hezo : ar rest a daolont en dour. Forsi a reont daou zen, Louis Vigouroux deuz an Drenit hag Yves Milin deuz Penc’hoaden, da vond gant ho c’hirri da gas d’hezo ar poultr beteg Plevin.
» En eur vond e tremenjond dre Blounevez-ar-Faou. Er barrez-se, ho doa kalz mignoned. Ac’hano, e tapjond Landeleau. Eno e kemerjond ar persoun intru hag he vatez.
» Ar persoun oa he hano Le Bris. Pa oant eat en he di, e c’houlenjond digantha ha touet hen doa ? hag eur mountr hen doa ? Goude oa lavaret d’hezan sevel var ar marc’h oa bet da bersoun Guezec. — « Nan, a lavaras, lazit ac’hanoun ama, dioc’h-tu. Mond a reaz gantho ; e Plevin koulskoude, oa lezet da vond kuit. » (29 janvier 1796).
Ar Chouanted ho doa lazet c’hoaz Cabon, kure Arzano ; Gourlaouen, belek intru Kerrien ; Cavellat, persoun intru Kernevel ha Bernard, justepe (juge de paix) er barrez-se.
D’ar memez mareou, François Carrof, belek intru Sant-Yvi ha Jacques Lavallot, persoun intru Sant-Evarzec oa bet ive diskaret gantho. [7].
Ne oa koulz lavaret, belek fall ebet, e parreziou Kerne, eb na vije, eur vech pe eun all, ar Chouantet euz he glask. Mez beleien ar c’houarnamant ne joment ket, peur liesa d’ho gortoz. Ne oant tam deuz an danvez a ve great ar verzerien gantho hag ar c’halz anezho a en em denne er c’heariou. [8].
Ar Chouanted a garie, ive, evel hon deuz lavaret, iskinat ar re ho doa prenet madou an ilizou, pe madou an noblansou. Laza ’reant anezho, peurvuia. Araog skei, koulskoude, e kasent, avechou, kemennadurez. Setu, ama, eul lizer hag oa bet douget, deuz ho fers, da Jean Kersody deuz ar C’hap : Kemen a reomp d’id, Kersody, e vezi lazet ma na deuez ket d’en em entent gant guir perc’hen al Logan e peuz prenet digant ar Gouarnamant.
» Setu te, lakeat var evez. Brema, gra evel a gari. Oll ar re ho deuz prenet madou laeret n’ho devezho ket ar memez heur vad ganez, da glevet ali araog beza skoet. Ma c’hen en gunduont evel tud honest e vezo ankounac’head ar pez a zo tremenet. » [9].
- Nème, jeneral Quimper,
- Comte de Montfort, chef ar c’hanton.
Arme ar Chouanted na elle beva gant ear an amzer. Mond a rea da gerc’het arc’hant da di ar « percepteur », ha da diez an dud divar ar meaz troet gant ar C’houarnamant.
Pa roe ar « percepteur » he arc’hant eb marc’hata re, e vije lezet ganthan, avechou, diskargou hag oa skrivet evelhen :
« 12 mae 1796. Ni ofiserien deuz arme ar Relijion hag ar Roue, e Breiz-Izel, a anzav hon deuz bet digant « reseour » an taillou var dro pevar c’hant mil lur en arc’hant paper ha daou c’hant lur e pesiou. Red eo bet d’hezan ho rei d’heomp pe hon dije hen lazet a dennou fusuil.
» Hag hon deuz lezet ganthan ar paper-ma, evit en em zizama dirag ar re ho defe c’hoant d’he damal.
» En Eliant, d’an 12 a vis mae, an eilved bloaz abaoue e ma Roue Louis XVII. Buez hir d’ar Roue. » [10].
An dud divar ar meaz a c’hine peurliesa, evit rei ho arc’hant. Mez ar Chouantet a rea, neuze, eun dra ha ne vanke, morse d’ho lakaat da zond a benn deuz ho zaol. Staga a reant ar mestr pe ar vestrez deuz an ti, var eur bank. Goude, a neubeudou, e tostaent ar bank-se deuz an tân hag e talc’hent da zevi treid an den keaz beteg ma lavare e peleac’h edo he ialc’h. [11]
Oll mignounet ar c’houarnamant oa ho zro da grena. Goulen a reant sikour eneb ar Chouantet. Pelloc’h, e penn ar jeneral Rossignol e teuaz eur zounj ifern. Lezel a reaz da vond var barreziou Breiz-Izel soudardet hag a iea a vandennou bihan, guisket evel Chouantet deuz an eil kostez d’egile. Kement-se a oa evit lakaat da drenka eneb ar Chouantet, kalonou an dud divar ar meaz. Laza a reant netra nemet evit kaout ar blijadur da laza. Oll e ravajent dre ma zeant. Eur spount oa beva en hor bro. Ne guiet petra da ober nag e pe du trei evit pellat deuz ar maro.
Ne eller ket a dra zur kaout mad oll ar pez a rea ar Chouantet. Mez ma zint bet ker kris eo dre abek ar gouarnamant. Perak ne roe ket d’hezo ho goulen, eur goulen just : Doue hag ar Roue ; perak beza great goab anezho e Mabilais ?
Ar pez a zo sur, kement den mad ha leal ha guir Vreizad oa, en ho amzer, a du gant ar Chouanted. Hirio, c’hoas, e kaver ho hanoiou. Beza int an hanoiou kaera hag enorapla deuz hor bro.
Ar Chouantez diveza deuz Breiz-Izel a zo bet an demezel de Mascle deuz Kastellin. Napoleon a gargas prefet ar Finistere, an aotrou de Miollis d’he zeuler er prizoun, er bloavez 1805. Eur vaouez oa leun a feiz hag a galoun. E penn he zoudarded he doa gwall gaset tud ar Revolusion… Ne oa dalc’het er prizoun nemet eur mis benag, hebken.
- ↑ Les guerres de Bretagne et de Vendée. E. Veuilot, 334.
- ↑ La guerre de Bretagne et de Vendée. E. Veuillot, 341.
- ↑ Barzaz Breiz, de La Villemarqué. 375.
- ↑ Bulletin diocésain d’archéologie, Peyron, Janvier 1911, 28.
- ↑ Bulletin d’archéologie, Peyron et Abgrall, février 1911, 10.
- ↑ ibid. — — — — Juin 1911, 186.
- ↑ Bulletin archéologique, Peyron, Avril 1911, p. 119.
- ↑ — — Janvier et Juin 1911, p. 26.
- ↑ Bulletin archéologique, Peyron, Juin 1911, p. 184.
- ↑ — — — — p. 185.
- ↑ — — — Juillet-Août 1911, p. 218.