Mont d’an endalc’had

Hor Bro e pad ar Revolusion/XXII

Eus Wikimammenn
Ar Bobl, 1915  (p. 168-176)
◄  XXI. XXII. XXIII.  ►



XXII


Lezennou divarn. — Ar veleien vad kondaonet d’ar maro. — Ar veleien fall dizenoret. Hanoiou nevez roet d’ar miziou, d’ar c’heariou. — Goueliou an Dekad. — Gouel ar Rezoun vad. — Daou gristen kalounek.


Kaër oa ober, beleien vad a jome atao, kuzet dre ar meaziou.

Pelloc’h evit o spounta hag ho lakaat da dec’het oa great d’an drivac’h a vis meurs al lezen-ma : « Kement belek, bet er parreziou hag a vo tapet, deuz ar re n’ho deuz ket touet, a vezo lakeat d’ar maro, a zindan peder heur var-n-ugent. » [1]. Evelkent prest goude oa lakeat na vije ket lazet ar re ho dije triugent vloas.

Mez al lezennou-ze oa evit ar veleien bet persoun pe gure.

Eur seurt all a veleien oa c’hoaz ha n’oa evitho great netra, nemet al lezen fardet d’ar bemzek a vis eost 1792, hag a lavare e ranke ar venac’h, chaloniet, beleien ar c’houentchou pe kelendiou toui da zerc’hel « d’al liberte ha d’an egalite » da lavaret eo d’ar frankis da bep unan da ober ar pez a garo ha da gemer an oll evit beza kevatal.

Eur c’halz n’ho doa ket touet.

D’an dri var-n-ugent a vis ebrel, oa great eneb d’hezo, al lezen-ma : I. — Kement belek a zo ha n’ho deuz ket great al le a zo bet goulennet digantho, d’ar bemzek a vis eost, a vezo kroget ennho. Taolet e vezint var batimanchou ha kaset da Gaienne. II. — Ar veleien ho deuz great al le, zoken, a vezo kondaonet, ive, ma vezont diskuillet gant c’huec’h den, da veza great an distera tra deuz karg eur belek.

Eun nebeut, goude, oa merket e vije lakeat d’ar maro, a zindan peder heur var-n-ugent, ar belek a vije deuet en dro deuz ar broiou all. [2]. Ar re a guze beleien oa douget ive, zoken, e vijent lakeat d’ar maro.

Erfin eul lezen all oa fardet, c’hoaz, hag a c’hourc’hemenne d’ar veleien goz ha mac’hagnet dond, anezho ho unan, d’ar prizoun. Ma chomfent eb senti e vijent lakeat d’ar maro ugent devez goude ma vije lakeat an dorn varnho.

An oll lezennou-ze a lakeaz da vond kalz var ziminu an niver deuz ar veleien a jome c’hoaz e Bro-C’hall. Aon ho doa, nan da veza lakeat d’ar maro ho unan, mez aon dreist oll, na zeuje ar re ho c’huze, da gaout drouk abalamour d’hezo.

Pelloc’h oat kuezet var ar veleien fall ho unan. E meur a barrez e troet, atao, kein d’hezo. Mez, evelkent, oferenna a reant. Tennet oa deuz ho ilizou an arreubeuri aour hag arc’hant. Diskaret oa, ive, ar c’hleier deuz an touriou. Lidou an iliz n’oant mui na koant na brao. Mez re oa c’hoas. Red oa ho c’has da netra.

Dija, d’ar c’huezek a vis du 1792, Cambon hen doa goulennet tenna ho fae digant ar veleien ho doa touet. Neuze, emezhan, e rankint kemer eur stad all ha ne vo belek ebet mui. — « Nan a lavaraz Robespierre, labourerien a zo ha tud all, ive, hag a fell d’hezo kaout beleien. Ma tennomp ho fae digantho, evit kaout beleien e paint anezho, ho unan, hag ec’h en em glemmint, rag prometet hon deuz ho faea. Guella ve, eo ho lakaat da zisprijout, a nebeud da nebeud, ar veleien-ze hag ho lakaat da goll ho feiz. Rag den na c’hell lamat ar veleien digant ar bobl beteg ma velo ar bobl, sklear awalc’h, eo bet faziet o vond d’ho heul. »

Divar ar mare-ze, oa poulzet var ar veleien touerien evit ho lakaat da vond er fank hag er vouillen.

Meur a hini deuz al louidigou paour-ze a rene buez fall. Ar re ho doa ho digemeret da genta a droe kein d’hezo. Neuze, ar Gonvansion a reaz al lezen-ma : « Ar veleien dimezet hag a vo great poan d’hezo, en ho farrez, en em denno eleac’h ma kirint gant ho groagez. Mez ar barrez, eleac’h ma vezint bet iskinet, a ranko rei d’hezo, peadra da veva. (27 guengolo).

Etouez ar veleien touerien, koulskoude, meur a hini a gave bras dimezi. Eskibien intru a zave ho mouez evit lavaret ne dlie ket ar veleien kemeret merc’hed.

Mez al lezen great d’ar zeitek a vis guengolo 1792, a lakeaz kalz anezho da blega. Al lezen-ze oa bet fardet evel-hen : — « Ar re a vo da ziwall outho a vezo taolet er prizoun, e peb leac’h, dre ar vro, kerkent ha ma vo anavezet al lezen-ma. Hag a vo da ziwall outho, ar re dre ho fesoun da veva, pe dre an dud a heuillond, pe dre ho skridou, pe dre ho c’homzou, a vo bet en em ziskuezet mignounet d’ar Girondinet pe d’ar Roue ; a vo c’hoaz da ziwall outho, ar re n’ho devezo ket eur paper digant mear ho farrez evit diskuez int sitoyaned mad. »

Al lezen-ze oa eun trap : an neb a garie a veze tapet ganthi. Ar veleien troet gant ar c’houarnamant oa gwas, meur a vech, abalamour d’hezi.

D’an dek a vis here 1793, ar Gonvansion a lakeaz kas, dre bevar c’horn Bro-C’hall, tud deuz he dourn hag a hanvent « komiserien ». D’ho heul oa eun tribunal hag a varne, koulz lavaret atao, d’ar maro. Ar gomiserien-ze, dre ma zeant, a lavare d’ar veleien touerien : « Kemerit eur vaouez : ma na zimezit ket eo sklear n’oc’h ket mignounet d’ar gouarnamant hag e vezoc’h etouez an dud a vo da ziwall outho. [3].

Hag an darn vuia deuz ar veleien intru, eskibien hag all, a zimeze. E Kemper, ar vikel vras, Gomaire, oa bet dimezet teir guech. [4].

Ar gouarnamant a reaz muioc’h c’hoaz. Gouzout a rea hen doa peg ar pez a garie var galoun eur belek fall. Difen a reaz ouz ar veleien intru derc’hel, en ho iliz, roll ebet deuz ar re ho doa roet d’hezo ar zakramanchou. Ouspen-ze, oa gourc’hemennet d’hezo eureuji an oll — ar re da viana ho doa c’hoant da veza eureujet gantho, — eb goulen deuz pe seurt relijion int, eb goulen pe int badezet pe n’int ket, pe int divorset pe n’int ket. [5].

Hag ar veleien intru a ranke plega, bep taol, pe kueza a zindan al lezen oa great var an dud oa da ziwall outho.

Da heul al lezennou-ze, oa fardet, d’an nao a vis here 1793, eul lezen all hag oa goasoc’h c’hoaz. Al lezen-ze a roe da Gonseil an ti kear ar c’halloud da sarra an ilizou, deuz an intrused. Iliz Kastellin a deuaz, neuze, da veza eul leac’h da zec’ha dillad, iliz Sant-Louis Brest hag iliz veur Kemper, templou d’ar Rezoun vad.

Dija, abaoue eur pennad, Chaumette, eur mestr skol hag oa prokureur ar gommun e Paris ha kannad, hen doa lavaret er Gonvansion : « Red eo kaout eun devez ehan benag evit an dud. Mez arabad e ve ar zul bet kaillaret, beteghen, gant superstisionou sot. Ober a reomp goueliou laïk. D’an dek a vis eost, ec’h en em vodomp, evit ar vech kenta. Ar bobl a vezo hon Doue. Ne dlefe, morse, beza Doue all ebet. »

Ar miziou, zoken, hag an deveziou oa chenchet hano d’hezo. Pep mis oa rannet e teir guech dek devez. Hano an dekved devez oa an dekad. Hennez oa lakeat evit derc’hel leac’h ar zul. D’an devez-ze, an oll a ranke ehana hag en em deuler d’ober c’hoariou gourc’hemennet gant ar c’houarnamant. E Moelan hag e parreziou all oa taolet plac’het iaouank, er prizoun, abalamour na felle ket d’hezo dansal, d’an dekad. Ar re a ehane da labourad, d’ar zul, a vije, ive, taolet er prizoun.

Beteg neuze, ar relijion gristen he doa lakeat pep devez a zindan skoazel eur zant pe eur zantez. En ho leac’h ar Gonvansion a lakeaz hanoiou plant pe legumach, d’ar pempet devez hano eun aneval ha d’an dekved devez, hano eur benveg. Setu ama penaos oa merket an traou evit an dekad kenta deuz mis guengolo. An deveziou all, epad ar bloaz, oa evel-se.

Primidi, rezin ;
Duodi, safran ;
Tridi, kistin ;
Quartidi, karrotez ;
Quintidi, marc’h ;
Sextidi, balzam ;
Septidi, panez ;
Octidi, sitrouillez ;
Nonidi, gwiniz ;
Dekadi, barriken.

Hano ar c’heariou hag ar parreziou oa mennek ennho deuz eur zant pe eur c’hastel benag, a oa chenchet.

— « En eur barrez, a skrive prokureur district Montroulez da vearet Sant-Pol, Sant-Ian-ar-Bis ha Sant-Thegonnec, en eur barrez, ne dle mui beza netra hag a zigasfe sounj deuz an amzeriou-ze hag an dud a stoue ho fenn pe dirag an noblans pe dirak eun den, eur mintr var he benn. — (eun eskob). — En em glev, eta, gant da gonseil munisipal, evit rei d’az parrez eun hano republikan. »

Ne ouzoun ket pe hano oa roet da Gastel, da Sant-Ian-ar-Bis ha da Sant-Thegonnec. Mez Kastellin oa hanvet Keraven pe Keraon.

Evel a veler, var zisken e zea, atao, an traou evit ar relijion. Goasoc’h, evelkent, oa c’hoaz da ziguezout.

D’ar seiz a vis du 1793, Gobel, arc’heskob Paris, a ieaz er gador, er Gonvension. Eno, en he zav, e tennas he groas aour divar he stomok, hag en eur deuler anezhi, d’an traon, e lavaraz e felle d’hezan en em zivelegi.

Eur rol oa great, raktal, evit ar veleien a blije gantho ober ar memez tra. Hag evit ho dougen da gement-se, oa prometet d’hezo kalz sommou arc’hant.

En touriou e chome c’hoaz dre ar vro, kleier, e meur a leac’h, da viana. Ar c’hleier eo mouez an iliz. Hint-hi eo a laka ar goueliou da veza kaeroc’h. Eul lezen oa great evit gourc’hemen ho diskar oll, nemet unan, deuz pep tour.

Deuz ar Finister, ar c’hleier oa kaset da Vrest. Evelkent mar d’eo gwir ar pez a lavar, hirio c’hoaz, ar re goz, kalz parreziou a guzas ho re : Kleier Pount-Christ a zo var ar gount-ze, kuzet abaoue, e lenn Brezel ; kleier Sant-Yvy oa, ive, taolet en eul lenn, dizec’het a nevez-zo.

Var an ilizou, e chome, c’hoaz, mein kizellet ; ouz ar mogeriou oa patromiou sent ha sentezet hag ive skouejou an noblans. Ar Gonvension, c’hoas, a reaz eul lezen evit kas da netra an oll draou-ze. Gozik dre oll, siouas ! oa pleget d’hezi. Kalz tensoriou a zo bet, er giz-ze, distrujet. E Kastellin oa draillet poltred Itron-Varia Kerluan ; e Lanriot, e Moelan, paotred iaouank, d’an dekad, a c’hoarie boulou gant pennou ar zent ; haillounet Lesneven a ieaz, d’ar Folgoat, da vruzuna eno ar vein kaer oa en dro d’an iliz.

Ne respetet mui netra. Kroaziou ar berejou ha re an hentchou a oa diskaret. Ar guer a liou var an ilizou a oa torret. Avechou, zoken, e zeat, en tiez, da regi an taolennou ha da vruzuna ar c’hrusifiou.

Ha neuze, peurgaset ganthi ar Relijion, ar Gonvansion a reaz pelloc’h, ar pez a hanve goueliou laïk. Unan deuz ar goueliou-ze, ar brasa, oa gouel ar Rezoun vad.

D’an dek a vis du, [6] e Paris, groeg Montmoro, eur c’hannad deuz ar Gonvension, oa guisket d’hezi ar pez a hanvet dillad republikan. En he dorn oa lakeat eur goaf, var he fenn, eur bonet rus, en he c’herc’hen dillad guen ha var he chouk, eur vantel vleün. Douget oa, e prosession, dre gear. En dro d’hezi oa tud oc’h ober farserez, guisket gantho dillad iliz.

Gouel ar Rezoun vad oa bet great dre ar c’heariou bras oll. E Sant-Louis Brest, gouarnour kear, Jean Bon-Saint-André, a ioa bet pignet er gador. Ober a reaz eur brezegen a eneb ar veleien katolik. N’ho doa great, emezhan, nemet skigna dre ar bed, kredennou sot hag ober goab deuz an dud. Alia ’reaz ar re ’zilaoue, da drei kein d’ar relijion ho doa heuillet beteg neuze… A veac’h ma oa lavaret gantha, ma lammas an dud da regi an taolennou kaer oa uz an aoteriou ha da derri ar c’hril houarn turniet deuz ar guella, oa en dro d’ar C’hœur.

E Kemper, ar Gouel oa great, d’an daouzek a vis du. Eun den, he hano Dagorn, oa bet lakeat e penn ar zoudardet a iea d’ar Gathedral evit an dra-ze. Mond a reaz beteg an Aoter vras hag e torras gant he zabren an or var an Tabernakl. Goude, gant he zaouarn lous, e kemeras ar c’halir hag ar siboar, ha var al leur-gear, dirag an oll e saotras, divodest, al listri sakr-ze. Evelkent, en eun amzer spountus evel hounnez, e kavet c’hoaz tud a galoun.

Da fin ar bloaz 1793, oat oc’h ober, e Brest, eur gouel en henor da Virabeau. Skeuden an den fall-ze, oa var eun aoter, savet e kreiz al leur gear. En dro d’hezi edo pennou bras an district ha bugale, ezans gantho. Abars pell ec’h en em lakeer da gana sôn ar Marseillaise. Hag an oll, kerken, da stoui dirag ar skeuden.

Eun den, unan ebken, a jomas soun en he zav e kreiz an dud diot-ze. Eugi a rea o velet renta, da eun den, eun henor ha na zere nemet euz Doue. Hag e krias a bouez penn : Idolatri ! idolatri ! »

He gamaradet, en he gichen, a c’hoantea hen lakaat da zaoulina hag a jache var he zillad. Bepred e chome en he zav.

Ar zoudardet, souezet da genta, a en em lakeaz da lavaret : « Feburier ! var da zaoulin ! » — Nan, a respountas, n’oun bet, morse, var va daoulin nemet dirag Doue. »

Ti an den kalounek a ioa var al leur gear. He c’hroeg, ebarz er prenest, a oa o sellet outhan. En devez varlerc’h, e skrivas d’he fersoun tec’het da Vro-Zaoz : « Euruz bras oun bet o klevet anezhan oc’h anzav he feiz. Fier oan da veza groeg d’hezan. Karet em bije, n’ouzoun pegement, beza en he gichen, gant hor bugale. Pa velis e save beac’h varnhan e lakis hor re vihan var ho daoulin hag kevret e pedemp Doue da rei kouraj d’ho zad. Dija ar sabrinier oa savet a uz d’he benn. Ne oan ket evit tenaa divarnhan, na va daoulagad na va c’haloun. He zell a baras em hini. Guelet a reaz oan kountant. Mez dioc’h-tu, e tistroaz he benn. Aon hen doa, a lavare, goudeze, na vije deuet da fall-galouni en eur zellet diouzin… »

Koulskoude, ar Gouel oa echu. An dud, drouk ennho, a iouc’he eneb Feburier. Ar zoudardet a rankas diambroug anezhan da vond d’he di ha chom, zoken, d’he ziwall, epad an noz. Mez d’an devez varlerc’h, an oll a lavare : « N’euz nemet eun den a galoun e kear Vrest : hennez eo Feburier. » [7].

E Kastellin, e tro ar memez mareou, eur vaouez a ziskuezas, ive, kalz nerz kaloun.

En devez-se, oa bet great e kear eur gouel benag, Ar zoudardet, oll mezo, oa o pignat gant ar ru-vras, pa ziguechond dirag kroaz ar Mission.

— Sell, a lavaras unan, en eur ziskuez imaj an Aotrou Krist ; hennez, pelloc’h, a dlie beza skuiz aze : diskennomp anezhan. Kerkent, ar zoudardet a en em vodaz en dro d’ar groaz hag a bilas anezhi. Imaj ar C’hrist a oa distaget. Eur gorden oa taolet en dro d’he c’houzoug hag ec’h en em lakejond, er giz-ze, d’he stleja dre ruiou kear. Da fin an devez, skuiz dija, e zeont e porz an hotel. En ti-ze, edo ho ofiser. Dirag he brenestr, e reont eur bern keuneut, ha varnhan, e lakeont ar C’hrist, gant ar sounj d’he zevi.

Mez, sada, eur vaouez o tond a benn er. Lammad a ra, a dro vriad, var an imaj benniget hag e toug anezhan d’he zi.

Ar zoudardet, mantret, da genta, a zelle an eil deuz egile. Pelloc’h, unan benag en em lakeaz da grial : « Hê ! sitoyanez, da beleac’h… ? — « Da beleac’h ? eme an itroun. Deuz ’ta ma vo guelet ha kouraj e pezo da denna, digant_eur vaouez, imaj he Doue ! » Ar zoudardet a dec’has oll mezek, deuz ar porz.

Ar vaouez kalounek-ze oa an itroun Blaizonneau. He hano a virit beza skrivet e lizerennou aour [8].


  1. Sciout. Pierre de la Gorce II, 322.
  2. Tresvaux, p. 486.
  3. Mailfait 36.
  4. Téphany, p. 394.
  5. Mailfait 34. Tresvaux 498.
  6. Tresvaux du Fraval, 11. 526.
  7. Tresvaux 1, 420.
  8. Archives de Châteaulin.