Mont d’an endalc’had

Hor Bro e pad ar Revolusion/XVIII

Eus Wikimammenn
Ar Bobl, 1915  (p. 143-147)
◄  XVII. XVIII. XIX.  ►



XVIII


Roue Bro-C’hall lakeat d’ar maro. Brest e kaon.


Louis XVI oa eun den deuz ar gwella. Mez pa deuaz ar revolusion e chomas, re hir, da varchata. Ne guezas ket en em gemer, gant nerz-kaloun awalc’h evit diarbenn an dizurchou.

Ha pa velaz, divezatoc’h, an traou o vond falla oc’h falla, pa velaz ne elle ket, zoken, kaout en he zervich, eur belek ha n’hen doa ket touet, e lakeaz en he benn tec’het da eur vro all.

Siouas ! ne ellaz ket mont pell : ne deaz nemet beteg Varennes. Anavezet oa bet ha digaset, en dro, da Baris. (21 even 1791).

Evithan e kommansas, neuze, eur vuez a boaniou. Hag ar Roue-ze, bet en he vro, ar falla deuz ar gouarnourien, a deu d’en em lakaat er renk kenta deuz ar gristenien. Roue dic’halloud, kristen eb par, e ve lavaret e ve bet lakeat, a ratos, evit merka an hent d’an oll dud santel hag a c’hounezo ho c’hurunen, epad ar revolusion, en eur vervel var ar chafot. [1].

Taolet oa bet er prizoun da vis eost 1792.

He brizoun oa eun douribel. En douribel-ze oa peder gambr an eil azioc’h heben. Er gambr en traon, oa lakeat he (d’hoar hag ar plac’hezet. E kreiz edo ar Rouanez hag he bugale. Ar Roue oa lakeat er gambr a zindan an doen.

Da genta, ne oa ket great d’hezo kalz a boan. Ar Roue hen doa kavet, en eur c’horn, levr Imitasion Jesus-Krist, levr an eneou glac’haret. Lenn a rea, bemdez, ennhan. Bemdez, ive, e rea skol d’he vugale. Lezet e vije da bourmen epad eun heur, bemdez, en eur vali, hanvet bali ar guez kistin. Mez na elle ket mond deuz ar vali-ze. E pep penn oa lakeat tud da ziwall anezhan.

D’an naontek a vis eost 1792, e teujer da lenn d’hezan eul lizer aberz an Assemblee Legislative da lavaret kas kuit, dioc’h-tu, he oll mitizien.

En ho leac’h, oa lakeat da zervicha ar Roue, unan hag a reat Tizon anezhan. He c’hroeg oa lakeat, ive, assamez ganthan. Ho daou oant gwall dud. Mez eun all oa lakeat, c’hoaz, hag oa goasoc’h. Atao, e vije o kouch var ar Roue hag he famill. Hennez oa eur c’hoz tam kemener hanvet Simon. Ober a reaz muia ma c’helle a boan d’ar paour-keaz prizounerien. Skriva ’rea var ho c’hrampou a bep seurt traou bris. Eun devez, e verkas var gambr ar vugale ar geriou-ma : « Bleizi bihan da grouga abarz ma teuint da zibri ar bobl. »

Ar Roue hen devoa mall da velet an Assemblee nevez o tond. Esperans hen doa da gaout diganthi muioc’h a frankis. Mez siouas ! ar Gonvansion hanvet d’ar seiz var-n-ugent a vis guengolo, a lavaraz, dioc’h-tu, en devez kenta, n’oa mui Roue. Hag e kreiz an noz, a bep seurt tud fall a deuaz da grial kement-ze dirag prenestou ar prizoun. Ar Roue oa kousket. Mez he c’hroeg hen devoa klevet. Konta ’reaz d’he goaz pa deuaz ar mintin : —

Mad, eme ar Roue, Doue hen doa roet d’in ar rouantelez. N’oun ket bet eurus ganthi. Va sujidi a lamm divar va fenn va c’hurunen a roue. Ma velan Bro-C’hall eürus, nen em glemmin tam. »

Prest goude oa lammet diganthan he gleze hag he grunen. Kaset oa da eun douribel all, pell diouz he c’roeg ha deuz he vugale. N’oa mui lezet, ganthan, na lev, na liou, na paper.

Goulskoude, tud a galoun a eseaz tenna ar Roue deuz he Irizoun. Mez na c’heljond ket dond a benn deuz ho zaol. Hagar Roue oa muioc’h diouallet abalamour da-ze.

En memez mare, ar broiou all a reaz brezel da Vro-C’hall.

Ouspenn-ze, ar veleien vad, kuzet er vro, a zarmone, goasoc’h goaz, eneb al lezennou fall. Arc’hant paper oa bet great. Mez an dud n’ho doa tam fizians er paper-ze hag a guze ho hed kentoc’h eget he gas d’ar marc’hada Ar beac’h deuz an traou-ze oll, a gueze var Louis XVI.

Robespierre a c’houlennas ma vije lakeat d’ar maro, dioc’h-tu. « Ar roue, a lavare, a rank mervel, mar ho peuz c’hoant e chomfe beo hor bro ! »

Evelkent, n’oa ket lakeat d’ar maro, en devez-ze. Da genta oa great, varnhan, eul lastez barnedigez. Mear Paris, Cambon, a ieaz da gerc’hat anezhan d’ar Gonvansion. En em zifen a reaz he unan. Tamallet da veza lakeat goad tud Bro-C’hall da redek, e lavaras : — « Nann, kement-se n’eo ket guir. »

Daou alvokat a gemeras ar garg d’hen difenn. Unan anezho a reat Malesherbe anezhan. Mond a reaz d’ar prizoun d’en em glevet gant ar Roue. En eur ziguezou n’oa ket kredet he furcha. — « Tremenit, oa lavaret d’hezan, rag c’houi ’zo eun den honest. Na gasfoc’h ket sur, d’ar roue netra evit en em laza. » — « Ar Roue, eme Malhesherbe, n’eo ket eur paian. Feiz hen deuz hag he feiz a zifenn outhan en em laza.

Pa deuaz deiz ar varnedigez e kavaz c’hoaz eun difennour var behini na elle ket kounta. De Lanjuinais, hag hon deuz komzet anezhan diaraog, a c’houlennaz ma vie barnet ar Roue ervez lezennou ar vro. — « N’eo ket deoc’hui d’he varn, a lavaraz da dud ar Gonvansion, C’houi a zo bet oc’h unan o skuil ar goad a rebechoch d’hezan. Ne ellit ket beza tamallerien ha barneren assamez ! »

Mez Robespierre oa ar mestr er Gonvansion. D’an deiz merket evit voti maro ar Roue e reaz lezel er meaz deuz ar prizouniou kement lampoun fall oa ennho. An dud fall-ze oa lakeat en dro d’ar gambr ma edo ennhi ar Gannadet. Dre ma teue ha dre ma tremene ar Gannadet e krient : « Pe he varo pe da hini ! »

Robespierre a reaz eur brezegen evit goulen maro ar Roue. Dioc’h-tu, goude, oa lakeat voti. Seiz kant hanter kant oa er Gonvansion. Tri c’hant unan ha triugent a votas evit ar maro. An diveza a roaz he vouez evit goulen kement-se oa an duk d’Orleans, kenderv-gompez d’ar Roue. Eun all, deuz Breiz-Izel, a votas ive evit maro ar Roue : hennez oa Audrein, vikel-vras Guenet, deuet divezatoc’h da veza eskob e Kemper.

Tri devez, goude, d’an unan var-n-ugent a c’henver, ar Roue a dlie beza dibennet.

Araog mervel e c’hellaz guelet he c’hroeg. An eil a en em strinkas etre divreac’h egile. Lezet e oant eur pennad assamez.

Pa deuaz ar mintin, ar Roue a glevas an oferen hag a gommunias. An aotrou de Firmond eo a oferennas, er prizoun.

Santerre, an hini oa e penn soudardet Paris, a deuaz da gaout ar Roue. « D’am c’herchat oc’h deuet eme Louis XVI. Gortozit eun tammik, aze. Bremaik, e maoun prest. »

Neuze, e serraz dor he gambr hag en em daolaz d’an daoulin dirag he govesour. — « Va zad a lavaras, echu eo oll. Roït d’in, c’hoaz eur vech, ho pennoz, evit ma c’hellin kaout kaloun beteg ar maro. »

Treuzi ’reaz kear Baris evit mond d’ar maro en eur lenn pedennou e brevier he govesour. Diguezet e kenver ar c’hillotin, e pignas var ar chaffot hag e lavaras gant eur vouez krenv : « Mervel a ran eb beza tamm kabluz var ar pez a damaller d’in. Pedi a ran Doue da jom eb katiza Bro-C’hall abalamour d’am maro. »

An dud a gommanse skrija. Santerre hen doa mil aon na deujent da c’houlen buez evit ar Roue. Lakaat a reaz an taboulinou da roul. Ha mui, neuze, n’oa klevet mouez Louis XVI.

Tri bourreo a dosteaz, kerkent, evit diviska ar Roue. Horta a reaz anezho hag ec’h en em ziviskas he unan.

Ar vourrevien a fellaz d’hezo liamma he zaouarn. — Biken, a lavaras. — Eo, eme he dad kovesour : Jesus ive a zo bet liammet. — Ah ! ia, guir eo. » Hag en eur zevel he zaoulagad varzu an Env, e roaz he zaouarn evit ma vijent staget adrenv he gein.

Kerkent, oa astennet var ar planken. Kountel ar c’hillotin a guezas ; penn ar Roue a ruillaz ha tud Paris a griaz leiz ho chornaillen : « Bevet ar Republik ! » (21 janvier 1793).

Pa deuaz da Vrest ar c’helou deuz maro Louis XVI, an dud oll oa sebezet. Var kalz tiez oa sarret kloz ar stalafou. Lavaret ho pije great oa ar gear oll e glac’har. Brestis ho doa an esperans, atao, da velet tenna he c’halloud digant ar Roue mez oll e kavent oa kalz beza he lakeat d’ar maro !

  1. (1) P. de la Gorce, T. II p. 199.