Mont d’an endalc’had

Hor Bro e pad ar Revolusion/XVII

Eus Wikimammenn
Ar Bobl, 1915  (p. 140-143)
◄  XVI. XVII. XVIII.  ►



XVII


Ar veleien e kouent Kerlot


Kouent Kerlot a oa bet prenet gant ar sitoyan hanvet Boutibonne. Ar gouarnamant e c’havas mad da ober eur prizoun hag a fermaz anezhi evit kement-se.

E kouent Kerlot oa dastumet pevar hag hanter kant belek. Stris meurbed oa an urz varnho. Ne ellent pourmen nemet er porz : na ellent ken nebeut kozeal gant den estren, nemet dirag ar c’homiser.

Setu ama hano ar veleien oa e Kerlot, d’ar mare-ze :

Le Borgne, persoun Goulien ;
Le Clec’h, persoun Ploare ;

Corvaisier, persoun Irvillac ;
Michel, belek, Guimaëc ;
Levenez, belek, Rosnoen ;
Piclet, kure Locronan ;
Sesnec, belek euz Briec ;
Nicol, Pacifique, belek ;
Lanrivinec, kapusin deuz Kemper ;
Latour, aumônier e Kemperle ;
Guillou, Grégoire, jesuist ;
Poho, persoun Sant-Coulitz ;
Du Laurent, vikel-jeneral ;
Guesdon, chaloni, e Kemper ;
Antheil, chaloni Leon, persoun Guiclan ;
Le Bihan, persoun Peurit ;
Pencoat, manac’h Carmes, Brest ;
Bernard, persoun Scrignac ;
Eliou, superior ar Misionou, Leon ;
Cleac’h, belek, deuz Laz ;
Jean Le Roux, kure Plouziry ;
Pharadon ;
Le Senechal, persoun Gouenou ;
Troniou, kure Camelet ;
Kerdanet, kure Guelvain, en Edern ;
Savina, deuz Poullan ;
La Rue, persoun Sant-Hoardon ;
Kermarrec, persoun Sant-Nouga ;
Pedel, kure Plouarzel ;
Moan de Cadal, belek, deuz Melgven ;
La Rue, persoun Recouvrans ;
Frogerai, belek, deuz Kemperle ;
Le Hars, chaloni, deuz Daoulaz ;
Danielou, persoun Ergué-Armel ;
Carré, manac’h, deuz Lesneven ;
Tual, manac’h, Lesneven ;
Picard, persoun Plouider ;
Bodenez, deuz Sant-Thomas Landerne ;
Quemeneur, persoun Sant-Marc ;
Rouzic, belek, katedral Kemper ;
Breton, persoun Sibiril ;
Le Garrec, kure Kerlaz ;

Lannurien, jesuist, Montroulez ;
Mevel, belek, Plouneour-Lanvern ;
Guillou, persoun Mellac ;
Forget, belek deuz Kemperle ;
Marchand, persoun Camelet ;
Kernilis, deuz Landudec ;
Masson, deuz Brest ;
Boezedan, deuz Baye ;
Lanlay, deuz Plouian ;
David, persoun Quilliou ;
Hourmant, kure Tremeoc ;
Du Laurent, vikel-vras.

Mez an niver deuz ar brizounerien, e Kerlot, ne zaleaz ket da greski. Rag, da vis eost ar gouarnamant hag an Departamant, ive, ho doa great eul lezen evit merka ma zafe ar veleien ampart er meaz deuz ar vro ha ma teufe, anezho ho unan d’ar prizoun, ar re goz hag ar re vac’hagnet. Hag e teuent, hini da hini.

An amzer, kerkoulz, a deue da veza muioc’h mui amjest. Ar veleien vad, e leac’hennou, ne ellent mui beva.

Setu ama, eul lizer deuz ar muia glac’harus, skrivet en amzeriou-ze, d’an Departamant gant an aotrou Philippe Jacob, persoun Laz : Eul lezen, a lavare, a bermette d’ar veleien, a c’hourc’hemenne d’hezo, zoken, chom en ho farreziou beteg ma teuje eun all, en ho leac’h. District Montroulez, hag a dlie pe va faea pe lakaat eur belek all em farrez, a zigase dalc’hmad, soudardet da laerez va zi. An Departamant, ive, a lavaras d’in chom em farrez, beteg ma vije digaset eur persoun all. Chomet oun. Mez, morse, n’oun bet paet. Ne m’oa mui grinsen da veva. Eat oun, neuze, da di va zud, eur c’hart leo deuz va farrez. Eno, ken nebeud, ne m’oa ket a vara. Va foaniou a greske, ive, hag e meuz skrivet da eur c’hamarad deuz ar C’hastel-Nevez, evit lavaret d’hezan digas an archerien d’am c’herc’hat. Hirio, emaoun er prizoun e Kemper, goulen a raan beza kaset da Gerlot. » [1].

An aotrou Jacob a oa lakeat e Kerlot d’ar bemp a vis even 1793. Eno, en em gave, neuze, trizek belek ha triugent. Ne oa da rei d’hezo, na gueleou na, zoken, dillad guele.

Dre oll, e c’hoarveze ar memez tra. Ar prizoniou oa leun, e peb leac’h, er Finistere. Hag ar Gonvension a zounjas, tra iskis ! a zounjas berraat ar gount en eur laza an oll brizounerien. Unan ginidik deuz Pount-an-Abad, hanvet Michel-Claude Royou, oa digaset da Gemper evit an dra-ze.

An departamant ne gredas ket mond beteg eno. Mez avad, lakaat a reaz urz strisoc’h var ar brizounerien. Ar prenestou oa masounet ha goude oa difennet ouz ar veleien mond da bourmen er porz, zoken.

  1. Documents II. 132.