Hor Bro e pad ar Revolusion/XVI
Penaoz oant bet diskaret.
Dre eskobti Kemper hag hini Leon, oa pemp kouent var-n-ugent benag evit ar merc’het. Unanou anezho, a droaz gant ar c’houarnamant evit ar pez a zelle divar benn choaz ar superiorez hag an hini en em temelle deuz madou ar gouent. Mez a hent all, hini na blegasi Ha konsail jeneral an Departamant a skrive d’ar bemp var-n-ugent a vis du 1791 : « An directoire hen deuz kavet etouez ar merc’het-ze, ken bresk ha ken dister da velet, kement a hardisegez hag a volontez da stourm eget etouez ar goazet ar muia troet eneb al lezennou nevez. »
Kerkoulz, setu ama, e berr gomzou, ar pez a dremenaz, e peb kouent.
Kouent Kerlot oa er barrez a hanver, hirio, Loc-Maria-Kemper. Ennhi oa seurezed deuz a urz Sant Bernard. Abadez pe superiorez ar Gouent a vije hanvet gant ar Roue hag ar Pab.
Pa deuaz ar Revolusion an abadez oa an itroun de Kergu, eur vaouez leun a feiz hag a galoun. D’an eiz a vis c’huevrer 1791, konsaillerien district Kemper a ieaz, Gerlot. Lavaret a reond d’ar seurezet e rankont, ervez al lezen, henvel en eur ober eleksionou, ho superiorez hag an hini he devezo da en em emmel deuz madou ar gouent, A hent all e rankint mond kuit.
— Ne fell ket d’eomp mond kuit, a lavaront : Ne fell ket d’eomp, ken nebeud, henvel hor superiorez ervez lezen ar c’houarnamant. Hag an abadez a respountaz :
« Beza oun superiorez keit ha ma chomin beo, hag ervez reolennou va c’houent e c’hellan choaz evel ma kirin, an hini, ama, he devezo d’en em emmel euz madou ar gouent. »
D’an daouzek a vis c’huevrer, oa kaset d’hezo, gant gouarnourien ar Finistere, eul lizer hag a lavare e vijent taolet kuit da fin ar mis ma na deujent ket da blega
D’al lizer ar seurezet a respountaz : « Nag an harlu nag ar maro na ell hon lakaat da nac’h senti deuz ar Pab. Hag abalamour da ze, hon deuz lakeat, en hor penn, derc’hel d’ar veuiou hon deuz great beteg ma plijo gant an iliz, terri anezho. Ha mar teu, d’ar re ho deuz kemeret hor madou da nac’h ouzomp hor bara, e fiziomp e madelez Doue hag en he brovidans hag e pedfomf evit ar re a fello d’hezo, hon lakaat da vervel gant an naon. »
Koulskoude, prest goude, Expilly a ziguezas e Kemper. Gouarnerien ar Finistere ho doa an esperans da velet anezhan o tond a benn euz al leanezed. Mond a reaz eta da Gerlot. Al leanezet a ieaz oll d’he zigemer. Mez lavaret a reont d’hezan : « Aotrou, n’oc’h ket eskob. Belek oc’h, netra ken. Ni fell d’eomp mervel hon dorn e dorn ar Pab. An eskob intru a en em dennaz mezek ! ne deaz mui, biken, var dro ar gouent. [1].
Neuze, oa klasket plega leanezet Kerlot dre an naon. D’an unek a vis ebrel, an hini oa karget da bourvei da ezomou ar gouent, a skrive d’an departamant : « Ouspen ugent gueach hon deuz goulennet diganeoc’h peadra da veva, ha na deu netra. » Da vis even ar memez leanez a skrive c’hoaz : « Goude beza kemeret hor madou, ne elloc’h ket, evelkent, hon lezel da vervel gant an naon. Ne fell ket d’eomp, evit guir, toui sentidigez d’al lezennou ar gouarnamant. Mez n’euz lezen ebet hag a lavar hon lakaat d’ar maro evit kement-se. »
Divar ar mare-ze e vije roet d’hezo eur guennegik benag. Deuz an nebeudik-ze e vevent.
Koulskoude, seurezet an hospital oa bet kaset kuit deuz kouent Santez Katel, d’an unan var-n-ugent a vis c’huevrer 1791. Seurezet Kerlot a roaz d’hezo digemer. Mez tri devez, goude, ar beac’h a guezas varnho.
Epad eun devez penn-da-benn, abaoue nav heur deuz ar mintin, beteg c’huec’h heur deuz an noz, gouarnerien Kemper a eseaz lakaat digeri dorojou ar gouent. Pelloc’h e lakeont ho brevi a daoliou bouc’hal, hag e taolont, da c’huec’h heur deuz an noz, e kreiz ar goanv, en despet d’ar glao ha d’ar ienien, ar seurezet er meaz.
E kouent Santez Katel, e kear Gemper, e chome seurezet, hanvet seurezet ar re glanv. Beza oant deuz urz Sant Augustin.
D’an dek a vis c’huevrer 1791, e teuer d’ho fedi da joas eur superiorez. Oll e respountond : « Lezennou hor c’houent na lezont ket ober traou evel-se. »
Divezatoc’h, Expilly, a deuaz, ive, beteg ho zi. Deuz ar mintin hen doa kaset d’ar seurezet eur billet skrivet, er mod-ma : « Expilly hen devezo an henor, hirio, da saludi seurezet ar re glanv, evel sitoyen. » Ar seurezet a ziskrivas d’hezan : « Seurezet ar re glanv a zigemero Expilly evel sitoyan. » Dond a eure. Esa ’reaz kozeal d’ar seurezet divar benn plega d’al lezennou. Mez distranet oa, dioc’h-tu, hag e zeaz, lostok, en he dro.
An departamant hen doa roet, da gonsail munisipal Kemper, ar bermision d’ho c’has kuit ha da glask merc’hed all evit prederia ouz ar re glanv. Koulskoude, d’am 19 a vis c’huevrer, Directoire an departamant a lavaras ne verke ket al lezen mond beteg eno. Mez avad, red oa ho lezel da vervel gant an naon, rak, emezhan, ne ellomp rei arc’hant d’hezo nemet kuitans hon defe digant eur zuperiorez hanvet ervez al lezen. »
Ar seurezet n’ho doa tam dienez evit an dra-ze, rag tud kaer ho magaz.
Pelloc’h d’an 21 a vis genver 1792, konsail munisipal Kemper ho lakeaz er meaz. Eur mor a dud oa deuet en devez-se, da en em voda, en dro d’ar gouent. An oll a veule ar seurezet hag a ziskueze beza drouk-kountant. N’euz forz, var dro pemo heur, eur zoudard a lakeaz an dorn var skoaz an itron de Kervazégant, ar Superiorez, evit he zeuler er meaz. Ar seurezet all oa great d’hezo ar memez tra. Unan anezho oa koz ha mac’hagnet oll. Pedi a rea d’he lezel da vervel en he c’houent. Pevar zoudard a grogas ennhi hag hen taolaz var ar ru.
Neuze, e zajond da gouent Kerlot.
Taolet, a nevez, er meaz, tri devez goude, e zajond da c’houlen digor, digant leanezet all.
E mis gouere, divezatoc’h, oa freuzet mogeriou kouent Santez Katel, deuz kostez ar blasen. Vikeled-vras Expilly, rejentet ar Seminer hag oll revolusionerien Kemper a deuaz da ober pep hini he damm, deuz al labour-ze. [2].
Kouent Sant Beneat e Locmaria-Kemper. — Ar gouent-ze, savet e Locmaria, en navet kanvet, a zelle deuz kouent Sant Sulpis deuz Roazon. Ar superiorez a zouge an hano a Vam-priol (prieure) deuz kouent dukal ha royal, Locmaria ha Quiliou.
D’ar 16 a vis c’huevrer 1791, konsail munisipal Locmaria a deue da lavaret d’an 22 seurez oa eno, choaz eur superiorez, ervez al lezen. Oll e nac’hont hen ober. Hag an Departamant a en em gemer gantho evel ma hen devoa great gant ar seurezet all, a grennas d’hezo ho bevans.
Bloaz a dremenjont o veva, divar aluzennou a roe d’hezo, an dud vad oa e kear. Pelloc’h, poulzet gant ar veleien ho doa da velet var ar gouent, e reont evel ho doa great Benedictinezed ar C’halvar, e soublont, da henvel, dre votadek, ho superiorez hag ar seurez he doa d’en em emmel deuz afferiou ar gouent. Neuze, oa roet ho fae da bephini anezho hag e c’heljond mond beteg mis guengolo 1792, ma oant taolet er meaz deuz ho zi.
E kouent ar C’halvar oa leanezet a urz Sant Beneat. Digaset oant bet gant an itroun de Kerc’haro, priolez e kouent Roazon, er bloavez 1634, da vaner ar Palud, e kichen Kemper. Deuz ar maner ho doa great eur gouent.
Er bloavez 1790, pa deuaz al lezen evit an eleksionou da ober er c’houentchou, oa deuet, ive, ar mare da jench superiorez. En em gemer a rejont evel ma oa merket gant ar c’houarnamant. Dre gement-se oant bet didrous, epad daou vloaz.
Digemer ho doa roet da leanezet Kerlot ha re ar Retred. Mez ho unan oant taolet kuit, e mis guengolo 1792.
En em dennet, neuze, lod e tiez ho mignounezed var dro Kemper, lod e ti ho c’herent, n’ho doa peoc’h ebet digant gouarnourien ar Finistere.
Kouent ar Retret. — Leanezed kouent ar Retret a reaz evel ar re all. Konsail munisipal Kemper a deuaz aliez d’ho egasi ; Expilly, zoken, a glaskas ho gounit. Mez netra na ellaz trec’hi var-n-ho.
Eun devez, d’an daou a vis gouere 1791, oar deuet da lavaret d’hezo en em reiza evel a lavare al lezennou nevez pe e rankfent mond kuit.
D’ar mare-ze, unan anezho, an demezel de Saint-Luc, a oa klanv.
Ar c’homiser a c’houlennaz digant an eil hag heben
ha plega a rafe. — Plega ? biken ! a lavarjont oll.
Neuze, e zer da gaout an demezel de Saint-Luc, d’he c’hambr. — Ne fell d’in, tam, senti ouz lezennou fall ar c’houarnamant, a lavaras, ha pa rankfen mervel.
En devez varlerc’h, oant taolet er meaz deuz ho c’houent.
Seurezet Sant Thomas, karget deuz an hospital bras hag ar seurezet guen pe seurezet ar Spered Santel, a zerviche ar re glanv paour deuz kear Gemper, a oa kaset kuit er memez deveziou. Oll, ive, ho doa nac’het trei gant ar c’houarnamant.
Kouent Keraez. — Er gouent-se oa Ursulinezed. Eun devez ma oat o lakaat anezho da sina evit lavaret e nac’hent mond kuit, eun ofiser munisipal a lavaraz da eur seurez n’oa mui a liou. — Oh ! mad, emezhi, me a sino ar memez tra ; me ’m euz goad em goazied ! me a sino gant va goad !
Al leanezed-ze oa karet kalz e Keraez. Soagna ha maga ’reant ar beorien. Ha pa deue komiser an district d’ar gouent, e ranke, bep guech, treuzi dre eur vandenn peorien ha labourerien hag a venne lammat varnezhan. Pelloc’h, ar c’homiser a deuaz d’ar gouent, gant pevar c’hant soudard, hag a c’houlennas ar superiorez.
Kaset oa d’ar gambr eleac’h ma vije ar seurezed, ο kozeal gant ar re a deue d’ho guelet. Pa ziguezaz, e velaz en tu all da eur c’hril houarn, oll seurezet ar gouent. Rok an tam anezhan, e lavaraz d’hezo raktal :
— Pell awalc’h ’zo, sitoyanezed, ma c’heder ac’hanoc’h
da doui ha da zenti ouz ar c’houarnamant. P’e
guir ne fell ket deoc’h plega, al lezen a c’hourc’hemen
mond kuit.
— Eul lezen nul, aotrou ; ni hon deuz great vœu da jom, ama, da vervel, a respountaz ar superiorez.
— En hano lezen ar vro, eme ar mear, digorit an nor-ze. Hag e tiskueze an nor gant he vis.
— Doue, aotrou mear, a zo hueloc’h eget ar vro, hag en hano Doue eo sarret an nor-ze ; ha sarret e chomo,
— Mad, neuze, e vo torret.
— C’hui rei evel a garfoc’h.
Ar zoudardet a gommans distaga taoliou bouc’hal.
Ar seurezet a ieaz var ho daoulin da gana « ar miserere ».
An nor oa freuzet. Ar zoudardet a lammaz er gouent.
— Seurezet, emezho, hastit lavaret d’eomp ar pez a zo da bep hini ac’hanoc’h : an traou all a zo d’ar c’houarnamant.
— Oh ! ama, emezho, an oll draou a zo da Zoue ha d’ar beorien.
— Mez, oc’h arreubeuri ?
— N’hon deuz nemet hor c’hroaz hag hor chapeled.
— Ho kueleou ?
— Kasit hi ganeoc’h. Ni gousko, laouen, var an douar.
— Ho leor pedennou ?
— Gouzout a reomp anezho a zindan envor. Skrivet int en hor spered hag en hor c’haloun.
Allô ! Awalc’h, eme ar mear, kasit ganeoc’h ar pez a zo, a lavaras, d’ar zoudardet.
Ar re-ma, a lammas er c’hamjou. Kement ho doa gellet da zastum a oa taolet e kirri. Pa oa karget oll oa lavaret d’ar seurezet sevel var ar c’hirri, ive. Neuze, en eur zellet, ar vech diveza, deuz al leac’h ma ho doa bevet ennhan ken didrous, meur a hini en em daolas da lenva. Ar mobilier oa lezet en ti kear. Mez inthi oa kaset d’ar prizoun da Gemper. [3].
Kouent an Ursulinezed e Kemperle. — Kouent an Ursulinezed, e Kemperle, a ioa uz kear, en eul leac’h deuz ar re gaera. Nao var-n-ugent seurez oant o chom ennhan. Ar superiorez oa he hano Pelagie Le Malvyc. Ober a reant skol d’ar merc’het bihan deuz kear.
D’an dek a vis mae 1790, oa goulennet digantho petra rajent, pe chom en ho c’houent, pe mond er meaz hag e vijent paet. Oll e respountjont ne felle ket d’hezo, a bris ebet, dilezel ho vœuiou.
Divezatoc’h, oa goulennet outho, toui sentidigez d’al lezennou. Oll, ive, e nac’hont hen ober.
D’ar mare-ze, ho doa evit aumônier an aotrou Latour, jesuist. Hen, ken nebeut, n’hen doa ket touet. Klask a zavaz varnhan. Hag ec’h en em guzaz er gouent. An oferen a lavare, bemdez, en eun toul kuz.
Ar brud o veza eat, dre gear, oa tec’het kuit, ar c’honsail munisipal a hanvas eur belek touer, an aotrou Fougerolle, da aumônier d’an Ursulinezed. An oferen a lavare, bemdez, er gouent. Mez biskoaz, morse, seurez ebet, na ieaz var he dro. Hag a benn tri mis, inouet maro da veza aumônier en eur gouent ha n’hen doa netra da ober ennhi, e roaz he zilez.
Koulskoude, goulou oa bet guelet, en noz, e kouent an Ursulinezed. Eun teod benag, ive, oa bet eat en dro. Lavaret a reat edo an aotrou Latour eno, atao. Ar garde-nationale a ieaz da ober eun enklask. Eurusamant, ne gavchond netra. Mez spountet oll, an aotrou Latour a dec’has evit mond da Vontroulez.
Da vis guengolo 1791, e torras eur pennad, koulskoude, an avel fall a c’hueze eneb ar veleien. An ursulinezed a gemeras an aotrou Capitaine-du-Bois-Daniel, evit aumônier. Mez tri mis, goude, e ranke tec’het kuit d’he dro. (Kerdu 1791).
Seurezet Kemperle n’ho devoa aumônier ebet mui. Mez, er vro, oa chomet kalz beleien vad, hag unan pe unan anezho, a iea, bep ar mare, d’ar gouent, da govez, da gommunia anezho ha, zoken, da lavaret evitho an oferen.
Pelloc’h, d’an eiz var-n-ugent a vis guengolo, oant taolet er meaz. Ha Cambry, presidant district Kemperle, d’ar mare-ze, n’oa ket evit miret da ober, goudeze, meuleudi ar seurezet dreist oll, meuleudi ar superiorez : « Morse, a lavare, na meuz kavet, var va hent, eur vaouez ken dous, ken habask eget ar seurez Le Malvyc.
Ar gouent oa, neuze, guerzet. Euz ar chapel oa great eur vagajen foen. Ar zal evit dibri a deuaz da veza eun « theatre ». Hag al leach ma vije ar seurezet o kozeal gant ar re a deue d’ho guelet, oa lakeat ennhan dansou, bemdez.
Er bloas 1803, daou zen pinvidik ha kristenien vad, an aotrou hag an itroun Mancel, a brenaz ar gouent hag he zouarou. He c’hinnig a rajond, en dro, d’an Ursulinezet. Ar re-ma oa unan ama, unan ahont. En em voda a reont, raktal. Ha d’an eiz a vis here e skrivent var gashier ar gouent : « Nao var-n-ugent omp bet taolet kuit, pevarzek omp deuet en dro ! Ar maro hen deuz kemeret ar re all. »
Hospital Kemperle. — Pa deuaz ar Revolusion, e oa, en hospital Kemperle, seurezet gris pe evit lavaret mad, seurezet an den eurus Grignon de Montfort, oc’h entent deuz ar re glanv.
Nacth a rajont, oll, senti deuz lezennou fall ar c’houarnamant. Taolet oant kuit, d’an unan var-n-ugent a vis genver.
En ho leac’h oa deut diou itroun : unan deuz Kemperle hag heben deuz an Orient. Mez heb dale, ar re glanv ho doa keuz d’ar seurezet hag ar mear a vele gant aoun, dispignou an hospital o vond var gresk.
E berr, an ti-ze a deuaz da veza eun ti a blijadur. Digor oa d’an oll. Kalz a deue di da glask ebad, plac’het iaouank, paotred iaouank ha tud dimezet. Epad ma vije ar re glanv o tiwaska poan hag o vervel, ar biniou a zone hag an dud a zanse.
Eun devez, ma oa, evel-se, dans, evel kustum, eun ofiser o velet eur grusifix en eur zal, a dennaz he gleze evit he vruzuna…
Mez abarz pell, an oll oa o keuzial d’ar seurezed.
Ar mear a skrivaz d’ar zuperiorez evit lavaret d’hezi
dond en dro. Diguezout a reaz e mis ebrel 1797.
Hospital ar vortolodet e Brest. — Ar seurezed oa en hospital Brest, oa ive seurezet Grignon de Montfort. C’huec’h-ha-tregount oa anezho. Mez pa oa bet devet ho zi-meur, e Saint-Laurent-sur-Sèvres, ar seurezet oa eno, a deuaz, ive, da jom da Vrest. Etre oll, en hospital, oant neuze, pevar-ugent.
N’eo ket tregas a vankas d’hezo.
D’an eis var-n-ugent a vis even 1791, oa taolet er prizoun, e Carmes, an Tad Duchesne, ho beleg. Eurusamant, mignounet d’hezan a c’hellaz kaout ma vije lezet da vond e frankis. Mez difennet, avad, oa outhan chom mui, var dro Brest.
Eb den d’ho cahennerzi, ar seurezed oa ankenius ho doare. Pelloc’h e kredont skriva da c’houarnourien ar Finistere evit goulen ho aumônier en dro.
Ar re-ma a reaz, da genta, ar skouarn-vouzar. Mez ar seurezet a skrivas, evit an eil guech. Hag en taol-ma oa roet d’hezo ho belek. Evelkent, oa lavaret d’hezo : « Ho pelek na oferenno nemet evidoc’h. » Merket oa d’hezo, ouspen, pe da vare e vije lavaret an oferen ha merket, ive, derc’hel kloz an dorojou evit ma na daje nikun, deuz kear, d’an oferen-ze.
An Tad Duchesne oa, neuze, er Pordic er C’hôtes-du-Nord. Dond a reaz en dro, eb dale pelloc’h. Mez a veac’h diguezet oa klasket kement a affer outhan, ma rankas en em guzat. Chom a reaz etouez ar seurezed. Guiska reaz dillad eveld’ho. Hanvet oa ar seur Lazare. Mez an dud oa o tarempredi an hospital a ziskredas eun dra benag divar benn ar sœur Lazare, ma oa ranket chench hano d’hezan, Hag oa hanvet sœur Sant Mean.
Eur beac’h all a guezaz var ar seurezet keiz. Ar re a c’houarne Brest, d’ar mare-ze, a gountas divar ho fenn a bep seurt traou euzus. Ranket ho doa skriva d’ar ministr evit diskuez ne oant tam kablus var ar pez a rebechet d’hezo.
E penn an hospital d’ar mare-ze edo an demezel Sapinaud de Boishuget. He hano seurez oa Térèsa ar Speret Santel.
Beza deuz eul lignez nobl, oa eun dra fall epad ar Revolusion. Ha paotred Brest a lakeaz en ho fenn ober d’ar seurez kement a dregas, ma rankas mond kuit.
En he leac’h, da Vrest, e leuaz ar seurez Iphigénie.
D’an drivac’h a vis eost 1792, an Assemblee Legislative a gasas kuit an oll seurezet nemet ar re a entente deuz ar re glanv. Ar re-ze oa dalc’het eur pennadik c’hoaz nemet oa lakeat d’hezo chench ho hano ha kemer dillad all.
En despet da ze, seurezet hospital Brest a zalc’has da genta d’ho guiskamant. Mez d’an nao var-n-ugent a vengolo, an departamant a lavaraz d’hezo e rankfent plega. Ne ellent chom hospital nemet guisket evel tud ar bed. Hag oll e kemeront dillad all. Evelkent, e talc’hond d’ho châl guen.
Divezatoc’h, oa goulennet digantho, toui sentidigez d’al lezennou. Nan, emezho. Ober a reomp hon dever evel hon deuz great, beteghen. Mez ne ellomp prometti netra ebed mui.
Ar bloavez 1793 a ziguezas : Bloavez an torfejou ha bloavez ar goad ! Krisaad a reaz, c’hoaz, an urz var ar seurezed paour. Bemdez ha bep noz, aliez, ho c’hrambjou a vije furchet. Eun devez an Tad Duchesne oa o paouez echui an oferen, pa oa skoet var dor ar gambr eleac’h ma edo. Eur seurez oa o tastum ar c’halir hag an dillad oferenna. Ober a reaz, da genta evel pa ne dije klevet netra. Mez an taoliou a gueze goasoc’h-goas var an nor. « Gortozit, a lavaras neuze : bremaik e meuz echu. »
An Tad Duchesne en em daolaz, buhan, var eur guele oa eno. Ar seurez a jachas varnhan ar ridojou. Staga ’reaz dioutho kuef eur vaouez. Neuze e tigoras an nor. Ar sitoyaned o velet eur c’huef deuz ar guele a gredas oa, ebarz, eur vaouez klanv benag hag a dec’has kuit.
Eun devez all, da eiz heur dioc’h ar mintin, tud
karget gant an district a deuaz da lavaret d’ar superiorez
en em zerc’hel prest hi hag ar seurezet all da vond
d’ar prizoun. Eaz awalc’h e plegont d’an urz-ze. Mez
gant an Tad Duchesne emaïnt nec’het maro. Petra e
teuio da veza pa vezint kaset kuit ?
Ar superiorez a skrivas da eur vaouez deuz kear a reat Mac’harit Vras anezhi. He fedi a rea en han’ Doue, da zigemer en he zi eun den hag a garie.
Ha goude, buhan, e visk d’an Tad Duchesne dillad maouez. Lavaret a ra d’hezan, pignad var eur c’harrad dillad fank o vond d’ar c’houez. Hag e tremenaz, evel-se, dre zor an hospital, a zindan fri ar zoudardet eb na zounjas den ennhan.
Neuze ar seurezet a c’hortoz dienkrez-tre, beza kaset d’ar prizoun. Mez den, morse, na deuaz d’ho c’herc’het. Kement-se a zigueze e fin 1793.
E derou ar bloaz varlerc’h, konsaillerien district Brest a zounjas guiska d’hezo, dillad galeounerien hag ho c’has da Gayenne. Dibabet oa, evit derc’hel ho leac’h e kever ar re glanv, dimezellet hag itrounezet deuz kear. Ar seurezet eb tam goarizi, a ziskuezas d’an itrounezed-ze ar fesoun d’ober ho micher.
Mez ar vedisined hag ar re glanv ho unan a en em zavas a eneb tammou merc’het hag a deue, en ho c’hrambjou, eur manegou var ho daouarn. — « Mar kasoc’h kuit ar seurezet, emezho, ni a daolo an dimezelled-ze dre ar prenestr hag a lakaio an tan en hospital ! »
Ar seurezet oa dalc’het.
Mez evit ho egasi, oa lakeat en hospital, an tribunal « revolutionnaire. » An tribunal-ze oa gant hini Rochefort, ar muia garo deuz Bro-C’hall. Kalz deuz ar re a zeue, dirazhan, a vije kondaonet d’ar maro.
Hag oll, an dud reuzeudik-ze, a dremene dirag ar seurezet en eur vond d’an tribunal ha dirazho, adarre, en eur vond d’ar maro. Pebeuz melkoni, evitho ! Pebeuz poan, dreist oll, o klevet komzou goapaüs ar revolusionnerien !
Epad ar bloaz 1794, eur c’hlenvet spegus a stagas
etouez mortolodet Brest. Kaer ho devoa ar seurezet, ne
oant ket evit entent deuz an oll dud klanv. Jean Bon
Saint-Andre a oa d’ar mare o c’houarn Brest. Skriva ’reaz
eleac’h ma oa seurezet gris er prizoun. — « Lezit anezho,
a lavare, d’an dud ho dalc’he prizounerezet, lezit anezho
da zond da Vrest : ama e ranker ho c’haout, evit savetei
ho buez da zifennourien ar vro. »
Ar c’hlenved oa a veac’h echu, pa deuaz da Vrest beleien eskobti Nevers. Pemzek ha triugent oant pa ho doa kuiteat ho bro. Ar gouarnamant ho c’haseda Gayenne. Mez kement a boan oa bet great d’hezo, ma n’oa ken nemet pemp var-n-ugent pa ziguezjont e Brest. Ar re all oa maro. Hag etouez ar pemp var-n-ugent a jome, varnez pell, ken stard hag ar c’houentchou merc’hed, c’huezek oa ker klanv, ma lakeaz ar vidisinet ho c’has, raktal, da hospital Brest.
Kement-se oa bet — en despet d’ar c’houmoul oa var an amzer, — evel eur bann eol, e buez ar seurezet. Da viana, elec’h ar sikouriou a roent da gorfou ar veleien, e resevent digantho frealzidigez, evit ho eneou.
Mez siouas ! pa oant pareet, meur a hini anezho a ieaz dirag an tribunal « revolusionnaire » hag oa kondaonet d’ar maro…
Pelloc’h, Robespierre a deuaz da veza guillotinet hag he varo a zaveteaz ar re all. Er bloavez 1795, oant lezet da vond kuit. Ne jome mui dioutho nemet en dek benag.
Koulskoude, an amzer a vellea bemdez. Ar seurezet a laoskeaz, ive, varnho. An Tad Duchesne a deuaz, adarre, da veza ho aumônier. Mez ne gemerfond ho guiskamant nemet er bloavez 1799.
Kouent ar seurezed gris ha kouent an Ursulinezed, e Landerne. — E Landerne ar seurezet gris ho doa eur eur gouent. O veza nac’het toui sentidigez d’al lezennou fall e oant taolet er meaz. — An Ursulinezed oa roet d’hezo tri devez evit mond kuit. Tremenet an tri devez, edor o vond d’ho zeuler var ar ru. Hag anezho ho unan e kimiadond deuz ho c’houent, en eur lenva.
Kouent an Ursulinezed e Lesneven. — Konsaillerien
district Lesneven a falveaz gantho derc’hel al leanezet,
en ho c’hear.
Mez gouarnourien ar Finistere a c’hourc’hemennaz ho c’has kuit p’e guir ne felle ket d’hezo toui. E Montroulez oa teir gouent leanezed pa deuaz ar Revolusion : Benedictenezed ar C’halvar, en neac’h deuz ru Plouian ; an Ursulinezed er penn huela deuz ru ar Vinien hag ar C’harmelitezed e ru ar Feunteun.
evit henvel ho superiorezed, ervez lezen ar gouarnamant. An teir gouent oa en em glevet da ober eleksionou Mez ho zeir e lavarond ne ententont ket, dre eno, nac’h nikun deuz lezennou ho urziou, na deuz gourc’hemennou an iliz.
Konsail munisipal Montroulez hag konsail an district oa, da genta, a du gantho. Mez e konsail an district oa bet chenchet tud e fin 1791. Divar heuze, e rear brezel d’hezo. Ha pelloc’h, d’an nao a vis du 1792, e taoler anezho er meaz. Mez an darn-vuia a jomaz e kear Montroulez, oa neuze ennhi, tud vad ha leun a feiz.
En hospital e Montroulez oa seurezed gris. Poan ne vankas ket d’ezo. Evelkent, ne oant ket taolet kuit. Mez seurezet Trede Urz Sant Dominik, hag a zeske griat hag empezi d’ar plac’het iaouank, oa taolet er prizoun, e mis gouere 1794.
Ar c’houentchou menac’h n’oant ket bet en hor bro, varnhed pell, ken stard hag ar c’houentcrhou merc’hed.
Kerkoulz, setu ama, e pe c’his, oant taolet d’an traon.
Kouent Sant Vaze Penn ar bed. — Pa deuaz al lezen da gas kuit ar Venac’h, an aotrou de Robien oa Tad abad ar gouent-se. Mez ne jome ket ennhi. Chom a rea en Auxerre, eleac’h ma oa, ive, vikel-vras an eskob. En he leac’h, e penn ar gouent, oa eur priol. Tri manac’h all oa c’hoaz, eur belek evit sikour kana an ofisou hag eur mevel. Ar belek a zikoure kana an ofisou oa persoun e Sant-Vaze, parrezik vihan ha n’he doa, d’ar mare-ze, nemet daou c’hant hanter kant den o kommunia, da Bask. D’an daou var-n-ugent a vis mae 1791, konsail munisipal ar barrez a ieaz d’ar gouent d’ober an invantor ha da c’houlen digant ar venac’h plega d’al lezennou nevez. An Tad priol a lavaras na blegfe ket, morse. An hini oa karget deuz madou ar gouent, an Tad de Robien, a respountas ar memez tra. Mez ne jomaz ket pell fidel d’he c’her, p’e guir, ervez hon deuz guelet, oa bet hanvet da bersoun e Loukournan-ar-Fank.
Abati ar Relek e Plounaour-Menez. — Ar gouent-se oa bet great d’an unan var-n-ugent a vis gouere 1132, evit digemeret seiz manac’h. Mez ne oa mui nemet pevar pa deuaz ar revolusion. Priol diveza ar gouent oa dom François Verguet, ganet e Champtille, er Franche-Comté. He dad oa medisin.
Kaset gant beleien Leon, d’an Assemblee nationale, oa da genta din euz an enor great d’hezan…
Mez siouas ! kueza reaz meur a vech. Ha deuz an eil lamm en egile, e teuaz da veza vikel-vras e Langres, persoun en eur barrez, prefet e Lure. Eun devez, e 1814 oa kavet maro en he gambr. [4].
E Roskof oa kapusined. Eno oant chomet beteg ma oar deuet d’ho c’herc’hat evit ho harlui. N’oa ket, zoken, roet amzer d’hezo da jench dillad na da lammad ho baro.
Kouent Sant Dominik e Kemperle, oa ennhan pemp manac’h.
D’an dek a vis mae 1791, an Tad priol, Pierre-Julien
Fissol, oa goulennet diganthan, toui sentidigez d’al
lezennou nevez. Goulen a reaz eur pennadik d’ober he
zounj. Ha d’an tri var-n-ugent deuz a vis guengolo e
zeas er meaz, eur manac’h all hag hen. Mez mis benag
goude, e teuaz en dro hag e lavaras chom manac’h beteg
fin he vuez. Taolet oa bet deuz he gouent, e fin 1791. [5].
E kouent Sant Beneat e Kemperle oa pemp manac’h. An Tad priol, ebken, dom Guillaume-Paul-Yves Malherbe, a jomas fidel. Deuz ar re all, daou a douez sentidigez d’al lezennou ha daou a ieaz er bed.
Kouent ar Gapusined e Kemperle oa ennhi, ive, pemp manac’h. Var ar pemp-se, unan oa deuet da veza sot. Tri a nac’has senti deuz lezennou fall ar gouarnamant. Egile all, ezom d’hezan, var he venou, da vaga he dad hen doa pevar ugent vloas, a douaz sentidigez hag a zistroas er bed.
E kouent Sant Maurice, e Clohars-Carnoet, n’oa nemet tri manac’h. Priol an abati a douaz sentidigez d’al lezennou, en iliz Sant-Mikeal, deuz Kemperle, d’an nao a vis genver 1791.
E Kemper hag e Goaien oa kapusined. An oll venac’h euz ar c’houentchou-ze a jomas fidel nemet unan.
Kouent ar « C’hordelier » e Kemper a oa ennhan tri manac’h. Oll oant chomet fidel.
E Landerne oa menac’h deuz urz Sant Fransez. Daou anezho, a douaz. Mez deuz an daou-ze, unan, an Tad Cloarec a deuaz var he c’her.
E Keraez oa menac’h deuz urz Carmez ha deuz urz Sant Augustin. N’hon deuz gellet gouzout netra divar ho fenn. Evelkent, priol kouent Carmez, var a leverer, a nac’haz toui sentidigez d’al lezennou fall hag oa bet lakeat er prizoun e Brest.
E Pount-’n-Abad oa ive menac’h deuz urz Carmez.
Pemp oant. Unan anezho, a droaz gant ar c’houarnamant.
E Landevennek oa eur gouent hag oa bet savet gant ar Roue Gralon hag he vignoun sant Gwenole. Da vare ar Revolusion, ne oa ennhi nemet pemp manac’h. An Tad priol a jomas fidel. Mez daou deuz he venac’h a droaz kein. Unan anezo a deuaz da veza aumônier ar vortolodet hag egile persoun intru en eur barrez. An Tad priol a deuaz da jom da Veil-ar-Vern (Port-Launay), goude ma oa bet kaset kuit deuz he gouent. Eno var bord ar ster, etouez ar bojennou, e testume ar vugale hag e rea d’hezo katekis. He blijadur oa guelet mortolodet Landevennek, o tond en ho bagou, var an dour. Anaout a rea pephini anezo. Karet oa gantho. Plijadur ho doa o tiguezout, er gis-ze, an eil gant egile. Hag e kaozeent divar benn Landevennek hag ar gouent dilezet. [6].