Mont d’an endalc’had

Hor Bro e pad ar Revolusion/XV

Eus Wikimammenn
Ar Bobl, 1915  (p. 121-123)
◄  XIV. XV. XVI.  ►




XV


Labourou diveza al « Legistative » eneb ar Relijion. — Ar c’houentchou lakeat e guerz : ar Roue taolet er prizoun : ar veleien lazet e Paris : ar Gonvansion.


Dre ma zea an amzer en dro, Jasoni deuz ar veleien vad na dea tal var bihanaat. Peti dioc’h eno. Coasaad a rea, bemdez. Beteg a bloaves 1792, n’oa ket bet, morse, hano da ziskar ar relijion, Wez goude, kannadet al « Legislative » ne gozeent keo, nemet divar benn an dra-ze. En dro d’ar gambr, hay reant ho labourou ennhi, ar Revolusionerien a lakeaz da zond ar falla tud deuz kear Paris. Ha pa zea unan banag de esa kozeal evit ar relijion hag an urz vad, e vije iouc’het varnhan, ha lavaret d’hezan a bep seurt komzou udur.

D’ar c’huec’h a vis ebrel, e lakeont dougen eut lezen evit diskar ar c’houentchou a rea skol pe a brederie deuz ar re glanv hag oa bet dalc’het d’hezo beteg neuze. Er memez devez, eun eskob intru, hanvet Torne, a lakeaz ober eul lezen all, evit lamat ho guiskamant digant ar seurezet, digant ar venac’h hag ar veleien.

Beteg neuze c’hoaz, ar seurezet hag ar venac’h n’oant ket taolet er meaz deuz ho ziez. Mez eun alvokad hanvet Charlier a lakeaz ober eul lezen evit goulounder ar c’houentchou ha guerza anezho. Hanter kant mil maouez, eb kounta ar venac’h oa taolet evel-se, var an dispalur.

Ar merc’hed-ze, o kounta mervel en ho c’houent ho doa staget outhan an oll danvez ho devoa. Mez an danvez-ze oa dija bet kemeret gant ar gouarnamant. Guir eo, promettet oa d’hezo, bep bloaz, eun nebeud pae. Mez ar bae-ze a vije roet en arc’hant paper ha na dalveze netra, koulz lavaret. Evit he gaout e vije red mond d’an ti kear da ober le da zenti deuz al lezennou. Koulz lavaret hini deuz al leanezet na blegas da ober kement-se.

Etouez al leanezet ha seurezet, lod oa koz : n’oant mui guest da labourat. Lod all, oa klanv. N’euz forz. Tud ar gouarnamant oa digaloun. Ho zeuler a reant dreist treujou ho c’houent, avechou, koulz lavaret, eb tam dillad.

Epad ma tremene an traou, evel-se, an Aotrich hag ar Prusse oa en em glevet da zond var Bro-Chall. An noblansou, ar re oa tec’het kuit abaoue tri bloaz a en em lakeaz a du, gantho. Ho c’hoant oa mouga ’r revolusion ha lakaat an urz vad da ren, adarre, en hor bro.

Tud fall Paris a en em zav a eneb ar Roue, ha var digare savetei d’hezan he vuez, ar Roue paour a zo taolet er prizoun.

Tri den oa neuze o kas en dro afferiou Bro-C’hall : Danton, Robespierre ha Marat. Lakaat a reont an Assemblee Legislative d’ober lezennou kris : 1° Ma ranko an oll veleien oa e karg ha n’ho deuz ket touet, mond er meaz deuz ar vro a zindan pemzek devez. Ha hent all e vo kroget ennho hag e vzint kaset d’ar Guyane. Ar veleien n’ho do karg ebet, evel ar chaloniet hag ar venac’h, a ranko plega ive, d’al lezen-ze ma lakeont freus en eun tu benag ; 2° ma vo dastumet kleier an ilizou ha kaset d’an teuz d’ober kanoliou ; 3° ma vo kaset d’an teuz, ive, arreubeuri aour hag arc’hant an ilizou, evit ober mounis ; ma vo great an invantor, en oll ilizou ha chapeliou.

Er memez amzer, paotred iaouank ar vro a zo savet da vond d’ar brezel eneb ar Brusianed. Mez goulen a reont, ma na vo ket lezet var ho lerc’h ar veleien er prizoniou. Sevenet oa d’ho goulen. Hag e derou mis guengolo, oa lazet en eur fesoun iskis, kement belek joa e prizoniou Paris.

Ar Finistere hen doa pevar euz he vugale etouez ar verzerien-ze : Claude Laporte, persoun Sant-Louis Brest ; Le Livee de Tresurek, deuz Kemper ; Le Rousseau de Rosencoat deuz ar C’hastel-Nevez ; Nicolas-Marie Vernon, deuz Kemperle. An tri diveza oa jesuisted. [1].

Ar re ho doa gourc’hemennet laza ar veleien e Paris, a gasas dioc’h-tu, tud deuz ho dorn dre gement korn oa dre ar vro, evit teuler spouroun e kalonou an oll ha miret ma na deufet da grial eneb al lac’herez-ze.

D’ar Finistere oa bet digaset Royou ha Jézégabel. Mez ar re a c’houarne an Departamant a lakeaz kregi e Royou hag a viras outhan d’ober netra. [2].

Pemzek devez, goude, oa echu he zro gant an Assemblee Legislative. Beuzi a rea er goad.

D’ar c’huec’h var-n-ugent a vengolo, oa dibabet ar Gannadet nevez. Falloc’h oant c’hoaz eget ar re oa bet en ho ’raog. Kemeret a rajond an hano a « Gonvention nationale ». Deuz ar Finistere n’oa belek ebet en Assemblee-ze, nemet Gomaire, vikel-vras Expilly.

  1. Léopold de Charance : Nos Martyrs, 26.
  2. Le Vot, Brest pendant la terreur. 54.