Mont d’an endalc’had

Hor Bro e pad ar Revolusion/XIV

Eus Wikimammenn
Ar Bobl, 1915  (p. 118-120)
◄  XIII. XIV. XV.  ►




XIV


Ar veleien e prizoun Goaien (Audierne). — Ar veleien kaset da Gouent ar Retret e Kemper.


Ar veleien da gas da Voaien, oa taolet var eul lestr a reat an Alexandrie anezhan. Eat deuz Brest d’ar zul, ec’h erujont e penn ho beaj, d’al lun, da unek heur, deuz an noz. C’huezek oant. Setu ama ho hanoiou :

Louis de Lannurien ;
Etienne Bernard, persoun Skrignac ;
Charles-César Le Clerc, persoun Ploaré ;
Yves Le Rouzic, kure ar chaloniet e Kemper ;
Mathias Mevel, aumônier ar C’halvaire, Montroulez ;
Joseph-Marie Le Corvaisier, persoun Irvillac ;
Pierre Quemeneur, persoun Sant-Marc ;
Yves Le Roux, kure Plouziry ;
Jean Michel, belek deuz Guimaec ;
Ollivier Hourmant, kure Tremeoc ;
François-Marie Bahezre de Lanlay ;
Joseph-Marie de la Rue, persoun Sant-Hoardon, Landerne ;
Pierre-Joseph Bodenetz, persoun-priol Sant-Thomas, Landerne ;
Yves Kerniliz, aumônier an aotrou de Pleuc, e Landudac ;
Guillaume Guillou, persoun Mellac ;
Jacques La Rue, kure Rekouvrans.

Pa zigueguez-jond e Goaien, kouent ar Gapusinet n’oa c’hoaz e par d’ho digemer. Da c’hedal, oant bet kaset da di an dud oa ar muia troet gant ar c’houarnamant, e kear. Ne ellent ober pourmenaden ebet nemet beza e vije deuz ho heul, an hini a roe lojeiz d’hezo pe unan deuz ar gonsaillerien munisipal. Difen ho doa da lavaret a oferen.

Pelloc’h, d’an nao var-n-ugent a vis eost, oant klozel, Mez an ti, n’oa ket c’hoaz prest awalc’h. Ar speurinier oa ranket da zevel evit ober eur prizoun deuz ar gouent, oa c’hoaz gleb, hag a lakeaz meur a hini da veza klanv.

Evelkent, ar pez ho doa kavet an diesa oa an urz striz lakeat, varnho. — Na ellent kas na kaout lizer ebet ebet a zindan boan da veza harluet. — Na ellent, morse, guelet den ebet. — Ar re ho devoa gantho mitizien, na ellent ket ho c’has er meaz da ober kevridi ebet. — Pourmen a ellent er jardinou. — Lavaret a ellent an oferen, mez, morse, er chapel.

Koulskoude, ar goanv a deuaz. Ar veleien baour n’ho doa ket a zillad guele. Dre druez outho Kearis ho doa roet ar pez a ellent. Mez n’oa ket awalc’h, pell deaz eno Ha d’ar bevar a vis du, an aotrou Lanlay a skrive, en he hano he unan hag en hano he holl genvreudeur, da gonsaillerien Goaien : « Aotronez, emezhan, an enor em beuz da lavaret deoc’h e teu ar ienien da lakaat da boeza varnhomp muioc’h-mui, pouez ar bloaveziou. Kalz en hon touez, na ellont en em domma en eur vale, rag n’int ket gwestl d’en em ambreg. Kerkoulz, ar ienien a vir euz meur a hini, diouzomp, da vond er meaz. Daou a zo klanv ha na ellond dond deuz ho guele abalamour neuz ket a dân.

Konsail an ti kear e Goaien a reaz al lizer-ze da zistrict ar Pount. Ha district ar Pount a c’houlennaz ma vije kaset ar brizounerierien da gouent ar Retret da Gemper.

An Departamant a gavaz mad ar goulen-ze. Ha d’an drizek a vis genver, oa klasket, var ar meaz, kirri evit ho dougen d’ho frizoun nevez.

An aotronez Bernard, Penn ha Poho ne oant mui An aotronez Barazer, Brichel Keramec, Jacopin ha Joly oa maro. Mez en ho leac’h oa bet digaset an aotronez : Le Masson, belek deuz Brest ; Le Sénéchal de Penanguer, persoun Gouesnou ; Antheil, persoun Guiclan ; Yves Lanrivinec, kapusin deuz Kemper ; Guerdon ha Lenormand, chaloniet-vikelet bras ; Levenez, kure Rosnoen ha Frogerai, belek a urz Sant Sulpice.

Diguezet e Kemper, oant kaset da gouent ar Retred. Eno, oa kamaraded all : an aotronez Kerdanet, kure Guelvaïn, en Edern ; Seznec ; Heliou, persoun Sant-Koulitz ; Gregoire Herve Le Guillou, manac’h ; René Le Borgne, persoun Goulc’han ; Salomon Kermarrec.

Er prizoun-ze, ar veleien oa brao awalc’h. Mez e kouent ar Retred edo, ive, an hospital. Soudardet klanv a deue d’i evit beza prederiet. Kueza ’reant jalous deuz ar veleien. Teuler a reant dismegans var ho stad ha var ho bleo guen. Pelloc’h e c’houlennond beza lojet eleac’h ma loje ar veleien.

An departamant a gargaz tri den da vond da velet penaoz edo an traou. An tri-ze oa Doucin, Expilly ha Dandin. Setu ama petra gavjont da lavaret dar c’huezek vis genver 1793 : « Eat omp d’an hospital. Guelet hon deuz gant poan, eo lojet fall ar zoudardet. — Guelet hon deuz ive, e ma ar veleien er c’hamjou kaera… Mad e ve, a gav d’eomp, kas ar veleien da gouent Sant Fransez, evel ma lavar an eskob… Mad e ve, ive, rei ar gueleou guella d’ar zoudardet klanv… Arabad lezel anezho da gozeal gant den ebet. »

Ar c’homzou-ze, a zo gantho, blas an eskob intru, Mez deuz ho c’hostez ar veleien oa kountant awalc’h da vond da eul leac’h all. Hageant kaset da gouent Kerlot. [1].

  1. Documents II. 114.