Mont d’an endalc’had

Hor Bro e pad ar Revolusion/XI

Eus Wikimammenn
Ar Bobl, 1915  (p. 85-88)
◄  X. XI. XII.  ►



XI


Expilly eskommuniget. — En em venji a ra en eur lakaat dougen gwall lezennou eneb ar veleien. — District Brest hag hini Montroulez eneb al lezennou-ze. — Al lezen evit sarra ar chapeliou. — Al lezen evit kas ar veleien da Vrest.

D’an drizek a vis ebrel 1791, ar Pab a daolas an eskommunigen var Expilly. Ar Pab a lavare :

« Tud he eskobti a ranko he gemeret evit eul laer ha han evit eur pastor. Ia, eul laer, p’e guir hen deuz sarret he daoulagad d’ar virionez, p’e guir hen deuz kemeret eun hano ha n’eo ket d’hezan. Gellet a ve lavaret diouthan ar pez a lavare sant Leon deuz eskibien an Ejypt : « Evel eo deuz an diaoul. Eat eo pell deuz ar virionez ha kemeret hen deuz eun hano hag eur garg ha n’int ket d’hezan.

Ar pab a lavare, goudeze, oa an eleksionou evit henvel Expilly nul ha sakrilaj : dre-ze ne c’helle ober netra deuz ar pez a zo e karg eun eskob. » [1].

Lizer ar Pab a deuaz beteg an aotrou de Larchantel. Hen-ma a bedaz an aotronez Coz, rener ar Seminer, guechall persoun Kastellin, ha Guillaume, rener ar c’helendi, da zond d’he lenn d’he di. Mez an daou aotrou-ze a jeaz da gaout ar mear da lavaret d’hezan petra oa diguezet. Ha raktal, e Kemper, e krogaz aon, en dud oa troet gant an eskob fall.

Neuze, e penn Expilly e teuaz eur zonj ifern. Kerkoulz, district Landerne hag hini ar Pount ho doa dija her poulzet var an tu-ze. Expilly a lakeaz an departamant da ober eul lezen eneb ar veleien vad. [2].

Al lezen oa great d’an unan var-n-ugent a vis ebrel 1791. Setu ama e pe c’his oat en em gemeret ganthi.

« P’e guir, a lavare an departamant, p’e guir e teu betek ennhomp klemmou eneb ar veleien n’ho deuz ket touet ; p’e guir ar veleien a zo kemeret ho farrez a gendalc’h da rei da gredi int ar veleien guirion hag e chomont en ho farreziou ; p’e guir ar veleien-ze ’lavar n’eo beleien ar c’houarnamant nemet beleien eb gallout ebet var an eneou ;

« Abalamour da ze, an Directoire deuz an departamant a ra eul lezen evit ma teuio ar veleien n’ho deuz ket touet hag a zo bet kemeret ho farrez, d’en em denna deuz ar parreziou el leac’h ma oant persounet pe gureet, hag a c’hourc’hemen d’hezo mond, da viana, peder leo deuz ar parreziou-ze. Ma na blegont ket d’al lezen-ma e vezo great d’hezo proses, evel ma ho dije miret euz an urz vad

Al lezen oa kalet. Evit he ober an departamant a lavare oa ar veleien vad eun abek a freuz. An dra-ze oa geier. N’oa freuz ebet er parreziou araog ma oa deuet ar da ren. » veleien touerien. Ar re-ze eo a lakea freuz da zevel dre ma zeant. N’oant tam ar veleien guirion p’e guir oant distag deuz ar Pab. Ma klasket ar peoc’h n’oa da ober nemet lezel ar parreziou gant ar veleien goz. Mez nan. Expilly a felle d’hezan beza mestr. Hag evel na felle ket d’an dud plega e lakea an departamant d’ober lezennou kris.

Evelkent, ouspen an dud vad a gavaz fall lezen an Departamant. District Brest oa da genta en he eneb. [3]. Ha district Montroulez p’oa goulennet diganthan lakaat plega d’hezi a respountas evelhen : « O sounjal e rank beza great al lezennou gant ar vro, pe da viana gant he c’hannadet ; o sounjal n’eo ket bet lezen an departamant kavet mad c’hoas gant ar re zo karget d’ober lezennou ; o sounjal den na dle beza iskinet abalamour d’he relijion ; o sounjal ar garantez a dle ren etouez ar gristenien a dle ober eun dever d’an oll veleien d’en em chouzanv hag e zeo d’ar re a zo lakeat e penn ar parreziou dre ma ho deuz pleget d’al lezennou, da lakaat dre ho dousder hag ho buez reglet mad, an dud fidel da ankounac’haad, a nebeud da nebeud, ar veleien a garient hag ho c’helenne, gant karantez, beteghen ; o sounjal e vije beza digaloun harlui tud ha n’ho deuz guennek ebet hag ho deuz kavet guelloc’h plega d’ho c’houstians eget kaout pae ; o sounjal na deufet, morse, a benn da lakaat ar gristenien, dre rankout, da blega d’al lezennou nevez ; abalamour d’an traou-ze oll, an directoire deuz district Montroulez a gafe guelloc’h ma c’hortosfed eur pennad araog ober an traou merket gant lezen an Departamant. »

Mez Directoire an Departamant a zalc’has iud d’ar pez hen doa gourc’hemennet. Lavaret a reaz n’hen doa great al lezen-ze nemet abalamour ma oa red ober lezennou kalet.

« Skrivet hon deuz, emezhan, d’an Assemblee nationale evit kemen d’hezi e guiemp ervad e reamp muioc’h eget na zelle ouzomp. Mez lavaret hon deuz d’hezi, ive, ne guie ket ar pez a dremene ama hag ar goad hen dije pell ’zo redet araog ma he divije gellet ober an distera tra. »

Koulskoude, an oll a zounje evel district Montroulez. Belek na kristen ebet na zalc’haz kount deuz al lezen-ze, Evelkent, ar veleien a lavare nebeutoc’h an oferen en ilizou parrez : en em denna ’reant er chapeliou divar ar meaz. [4].

O velet kement-se ar veleien touerien, hag en ho fenn an aotrou Derrien, persoun intru Montroulez a c’houlen ma vezo sarret oll, ar chapeliou.

Var ho zikour e teuaz an emgloiou savet er c’heariou hag a reat anezho mignouned al lezennou. En emgloiou-ze ’edo an dud falla, al lampouned deuz pep leac’h. Kounnaret oant, dreist oll, eneb ar veleien n’ho doa ket touet. Ar Revolusionerien, an dud deuz an Assemblee nationale a glaske dispac’h, ho doa lavaret d’hezo e c’hellent ober n’euz forz petra eneb ar veleien-ze eb na guesche varnho drouk ebet. [5].

Ha poulzet gantho oll, an Departamant d’an daou a vis gouere a reaz al lezen gris-ma : « An oll ilizou ha chapeliou a vezo sarret nemet an ilizou parrez ha chapeliou an hospitaliou hag ar c’helendiou. Mez evit ma vezint lezet digor, ar zervich a ranko beza great ennho, gant beleien bet kavet mad, evit kement-se, gant eskob an Departamant.

» Chapeliou ar c’houentchou ha n’ho deuz ket pleget d’al lezen, great da vis here 1790, na vezint ket, morse, digoret evit an dud divar ar meaz. Abalamour da ze an dorojou varnho, a vo sarret da vare an ofisou ha na vo sonet kloc’h ebet evit merka an ofisou-ze.

» Karga ’ra an Directoire deuz peb district da c’hourc’hemen d’ar veleien ha n’ho devezho ket pleget d’al lezen great d’an 21 a vis ebrel, da vond da Vrest hag e vezint dalc’het eno. Karga ’ra c’hoaz, an Distrigou, da rei ditour d’hezan deuz ar veleien a vo eun abek a freuz evit ma vezint, ive, kaset da Vrest. Ouspenn, gourc’hemen a ra d’an oll, lakaat badezi ho bugale dre ma teuint d’hezo, gant persouned ho farrez. » [6].

  1. Tresvaux du Fraval, II, 240.
  2. Sciout. cité par Peyron : Documents II p. 3.
  3. Le Vot : Brest pendant la Terreur. p. 10.
  4. Peyron, Documents II. 8.
  5. P. de la Gorce : histoire relig. de la Révolution française p. 48.
  6. (3) Documents II. p. 13.