Hor Bro e pad ar Revolusion/VII
Ar veleien gwal-gaset. — An Assemblee nationale a laka e ranko ar veleien plega d’al lezennou. — Ar veleien hag al lezen nevez.
Al lezen eneb an iliz n’oa fors ebet c’hoaz da blega d’hezi. Eun artikl deuz al lezen-ze a lakea e ranke ar
veleien toui sentidigez d’al lezennou. Mez ar re a doue hag ar re na douent ket a vije lezet, beteg neuze, en ho farreziou. Evelkent, abaoue ar bevar var-n-ugent a vis gouere, oa great eul lezen evit tenna ho fae digant ar re na blegent ket.
Mez deuz kalz keariou, deuz Kemper, ive, koulz ha deuz meur a leac’h all, e teue klemmou eneb ar veleien na douent ket. Breuriezou mignouned ar C’houarnamant, hag a zave stank, neuze, dre ar c’heariou bras, a c’houlenne ho c’hastiza en eur fesoun goasoc’h.
Ha pelloc’h, d’ar zeiz var-n-ugent a vis du, eun alvokat, Voidel he hano, a lakeaz dougen al lezen-ma : « An eskibien, ar bersounet, ar gureet, ar veleien a zo oc’h ober skol er c’helendiou, a ranko toui sentidigez d’al lezennou pe dilezel ho c’harg. Ar veleien a ranko toui, en iliz, dirag an oll d’ar zul, en eiz devez kenta, ma vo embannet al lezen-ma. Ma nac’hont hen ober ha ma ’c’h enebont, e vezint tamallet da veza lakeat freuz da zevel ha kaset dirag ar barner.
Hogen, ar fesoun da doui ba evelhen : « Me ’dou beilla gant aket var an oll dud fiziet ennhoun ; me ’dou fidelite d’al lezen, d’am bro ha d’ar Roue ; toui a ran, ive, derc’hel atao d’al lezennou great gant an Assemblee nationale. »
Ar Roue a roaz he hano evit embann al lezen-ze d’ar c’huec’h var-n-ugent a vis kerdu.
Kerkent oa digoret ar roll evit kemeret hanoiou ar veleien a ioa en « Assemblee nationale » hag a deuje da doui. Al lezen a leze gantho eiz devez evit ober kement-se.
D’ar seiz var-n-ugent, dioc’h-tu, daou velek ha triugent a reaz al le a c’houlennet digantho. D’an eiz var-n-ugent, Talleyrand, eskob Autun, a reaz ar memez tra. Goude, beteg fin ar mis, pevarzek belek all a douaz, c’hoaz. D’an daou a vis genver, eun eskob, Gobel, a reaz eveld’ho. D’he heul e teuaz tri all. D’an tri a vis genver oa, adarre, daou var-n-ugent belek o toui. Kalzik oa. Mez edor pell c’hoaz deuz an niver var behini oa kountet. Abalamour da ze, evit an devez diveza, ar bevar a vis genver, oa lakeat da zond en dro d’ar gambr, hag oa ennhi an Assemblee nationale, an dud falla deuz kear Paris. C’hoant oa da spounta ar veleien ne glevent nemet an hu great varnho : « d’ar groug ar veleien na douint ket ! » [1].
Mez ar re aonik oa dija kuezet. Ne jome mui nemet ar veleien dispount hag a galoun. Pevar ebken a blegaz. Ha Mirabeau souezet he unan o velet ouspen an diou drederen deuz ar veleien o chom eb ober le, a lavare : « Mad ! goazet int : ho arc’hant hon deuz lamet diganto, mez dalc’het ho deuz d’ho enor ! » [2].
Dre Vro-C’hall a bez oa evel-se. Ha koulskoude n’oa espernet netra evit lakaat, dre oll, ar veleien da blega. Kaset a vije dre ar presbitaliou a bep seurt skridou leun a c’heier. Var lod, e lakeat hen doa ar Pab kavet mad lezen nevez : var lod all oa beleien mad ha santel hag o doa touet.
D’ar mare-ze, ne oa na kazetennou, nag hentchou houarn, na telegraph evel a zo hirio. Ar c’helachou a vije pell o vond. An darn vuia deuz ar veleien na eljond kei anaout, dioc’h-tu, pe guir pe gaou oa ar pez a verket d’hezo.
Ouspen-ze, kalz beleien n’ho doa guennek espernet ebet ; n’ho doa nemet ho farrez evit beva. Ma vijent dibarrezet e vijent lakeat var an noaz. Meur a hini, c’hoaz, ho doa gantho ho zad hag ho mam. Ma nac’hent rei sentidigez d’al lezen-ze, ar re goz keaz n’ho dije герu en neb leac’h.
En despet da gement-se, ne oa bet o toui nemet nebeut awalc’h a veleien. Ha c’hoaz, meur a hini bet lakeat da fazia, da genta, en em zislavaraz goudeze.
Setu ama, kerkoulz, penaos e tremenas an traou er Finistère, d’ar mare-ze. Merket int var ar rollou a rankas peb district kas da Gemper e derou ar bloaz 1791 [3].
Hano ar veleien ho deuz touet senti deuz al lezennou :
Sant-Louis Brest. — Jean-Marie Laligne, kure ; Jean-Philippe Grandjean, aumônier ar vortolodet ; Jean Bariticiard ha Jean Johanny, aumonerien ar prizoun ; Pierre-Alexis Lamothe ; Jacques Béchennec ha Jean-Marie Jestin, beleien eb parrez, o chom e Brest.
Rekouvrans. Michel-Joseph Lagoublay hag Yves-Marie Le Gendre, aumonerien ar vortolodet ; Cesar-Yves Mazelaunay ha Jean-Antoine Le Nouvel, beleien o chom e kear.
Lambezellek. — Jean-François Le Gall ha Pierre Le Roux, kureet ; Jacques Le Gall, belek, o chom er barrez.
Guipavas. — Picrel, persoun ha Bernicot, o chom er barrez.
Ar Forest. — Claude Pilven, persoun ; Prigent Madec, kure.
Plouguin. — Yves-Marie Bazil, o chom er barrez.
Plourin. — Louis Prigent, belek o chom er barrez.
Plougonvelin. — François Morvan, kure.
Tréouergat. — Jacques-Marie-Ulfien Duval.
Ploumoguer. — Le Moign, kure.
Plourin. — Morel, bet chaloni e Sant-Charlez.
Kouent Sant-Vaze, Penn-ar-bed. — Dom Baron, priol ;
Felix la Vicomté, eil priol ; Dom Thomas ha Dom Gendron,
ho fevar menac’h a urz Sant Bencat.
Sant-Louis Brest. — Jean-Baptiste Armand, Menou, Renaud, Le Monier, Daniel Filo, Homond, Vincent-Gérard Meunier, Jone et Fauchon, aumonerien ; Leribaud, aumonier ar soudardet, Meunier, Lengromme, Le Bot, Hyacinthe Lamothe, Bellon, Combrun, Deniel, Muller, Lapoterie, Le Brun et Duchemin, aumonerien ; Bremond, aumonier e Pontanezen, Bressel, aumonier ar zoudardet.
ket pleget d’al lezen deuz ar 27 a vis du
Sant-Louis Brest. — Ollivier le Floc’h, persoun ; Claude-Antoin-Raoul Laporte, Pierre Kermarrec ha Vincent Bernicot, kureet.
Rekouvrans. — Jacques de la Rue, persoun ; Jean Drevez, kure.
Sant-Marc. — Pierre Quemener, kure.
Lambezellec. — Henri Mocaer, persoun.
Guilers. — Guillaume-Marie Ulfien Duval, persoun ; Yves Provost ha François Cariou, kureet.
Bohars. — Hervé Riou, kure.
Kerber. — Guillaume Scouarnec, persoun ; Gabriel Laneur, kure.
Guipavas. — Segalen, kure.
Kerzent. — Mathias Gof, persoun ; Jean Keruzore, kure.
Plabennec. — Alain Jestin, persoun ; Paul-Hervé Kerangueven, Jacques Abunot, Jean-François Quénéa ha Pierre Colin, kureet.
Guesnou. — Baptiste-François Le Sénéchal, persoun ; Jean Goachet, kure.
Loc-Brévalaire. — Guillaume Le Rest, persoun.
Lannilis. — Joseph Le Duc, persoun ; Jacques-Marie Floc’h hag Yves Bergot, kureet.
Plouvian. — Armel-Joseph Iliou, persoun ; Olivier
Gouriou, kure.
Bourc’h-Venn. — Kerviou ha François Richou, kureet. Landeda. — Pierre Kerboul, persoun ; Dalabardon, kure.
Brouennou. — Jean Pervez, persoun.
Guitalmeze. — Jean Goret, persoun ; Joseph Pondaven, François Pelleteur ha Laurent Crenn, kureet.
Lambaol-Guitalmeze. — Calvarin, kure.
Sant-Pabu. — Tanguy Jacob, kure.
Landunvez. — François-Marie Roulloin, persoun ; Joseph Godebert, kure.
Plouguin. — Yves-François Le Bourva, persoun ; Jacques Le Guen, kure.
Treglonou. — Jean-Marie Hanus, persoun.
Plourin. — François-Marie Kersauzon, persoun.
Lanildut. — Pelleter, persoun ; Yves Michel, kure.
Porspoder. — Gabriel Vaillant, persoun ; François-Marie ezoc ha Claude Thomas, kureet.
Larret. — Rene Jaffredou, kure.
Plouarzel. — Jean Pédel, persoun ; Jacques Lanuzel, kure.
Lampaul-Plouarzel. — Mathieu Toullec, persoun.
Lochrist. — Rene Kermorgant, persoun ; Jacques Le Gall ha Guillaume Marc, kureet.
Sant-Vaze. — Carluer, persoun.
Plougonvelin. — Yves-Joseph Quere, kure.
Trebabu. — Vincent Hamelin, persoun.
Molenez. — Laurent-Marie Dalener, persoun.
Eussa. — Yves Laot, persoun ; Jean-Marie Trebaol, kure.
Lokournan. — Pierre-Marie Poullaquec, persoun ; Herve Trévien, kure.
Milizac. — Herve Le Guen, persoun ; Jean-Marie Talarmin ha Jean-Louis Le Meur, kureet.
Guipronvel. — François Loscun, kure.
Lanrivoare. — François Balc’h, persoun ; Yves-René Lilès, kure.
Coatméal. — Rene Le Guen, persoun.
Plouzane. — Inizan, persoun ; L’abbé ha Nedelec
kureet.
Loc-Maria. — Jean Jéséquel, kure.
Ploumoger. — Nicolas-Marie Perrot, persoun ; Joseph-François Leostic, kure.
Lampert. — Olivier Trébaol, kure.
Evel a veler, e District Brest e zo lakeat unan hag hanter kant hag o deuz pleget d’al lezen. Etouez ar re-ze, e zo meur a hini ha na zelle ket al lezen outho : beleien bet dibarrezet, aumonerien ar vortolodet pe zoudardet, gozik oll deuz ar broiou all.
Etouez ar re n’ho deuz ket touet ar c’houarnamant n’hen deuz ken kountet ar bersounet hag ar gureet. Deuz ar re-ze e selle al lezen. Mez evel ar re-ze, eur bern re all ne blegfont ket c’hoas : kapusined, beleien karmes ha beleien vad a oa dre ar parreziou.
Ho deuz great al le goulennet digantho :
Plouguer. — Blanchard, persoun ; Colin, Boulin, kureet. Gallois ha Colignon, menec’h a urz Sant Augustin, Veller, manac’h a urz Sant Bernard, tec’het kuit deuz kouent Sant Maurice e kichen Kemperle.
Plounévézel. — Buzit, persoun ; Creof, kure.
Ar veleien all euz ar c’horn-ze deuz eskobti Kerne a nac’haz toui. Hag abalamour ma chomaz fidel ar veleien, abalamour ive ma teuaz divezatoc’h ar chouantet da ober ho zroiou dre eno, parreziou district Keraez a ellaz derc’hel ho fersouned hag ho c’hureet muioc’h eget ar c’hosteziou all [4].
Ho deuz great al le da blega d’al lezennou :
Kastellin. — Le Coz, persoun ; Le Bourc’his, kure ha Beauguion, gouarner an hospital.
Cast. — Le Baud, persoun.
Dineault. — Falc’her, persoun ; Riou, kure, prest goude.
Sant-Goulitz. — Poho, persoun, a deuaz var he c’her
Argol. — Jolec, persoun ; Palud, kure.
Tregarvan. — Pelliet, kure.
Landevennec. — Riou, persoun.
Telgruc. — Gloaguen, persoun ; Louboutin, kure.
Roscanvel. — Le Pavec, kure.
Gouezec. — David, persoun.
Lokronan. — Le Houarner, persoun.
Plounevez-Porzay. — Le Maître, persoun ; Le Bot, kure.
Quéménéven. — Le Gall, persoun ; Coatmen, kure.
Plomodiern. — Le Coedic, persoun ; Keranterf, kure.
Ploeven-Porzay. — Savina, persoun ; Coroller, kure.
Saint-Nic. — Le Hir, persoun ; Le Hars, kure.
Ho deuz nac’het toui :
Cast. — Le Gall, kure.
Braspartz. — Le Bihan, persoun ; Le Lay, kure Quéméneur, kure e Sant-Riwal.
Lannédern. — Floc’hic, persoun ; Bourles, kure.
Locqueffret. — Floutier, persoun.
Crozon. — Doixant, persoun ; Meillard, kure.
Camelet. — Le Marchand, persoun ; Troniou, kure.
Roscanvel. — Graveran, persoun.
Gouezek. — Bozec, kure.
Edern. — Le Pennec, persoun ; Gouezec, kure ; Kerdanet, kure, Guelleven.
Lothey. — Le Cam, persoun.
Saint-Thois. — Hervé, persoun ; Cojean, kure.
Locronan. — Piclet, persoun.
Plounevez-Porzay. — Le Garrec, kure Kerlaz.
Pleyben. — Tranvoez, persoun ; Guezengar, kure ; Plassart, kure ar C’hloastr.
Lennon. — Bannalec, persoun ; Le Goff, kure.
Sant-Segal. — Quiniquidec, kure.
Loperec. — Morvan, persoun ; Guillard, kure.
Ho deuz great al le da blega d’al lezennou :
Pillet, kure e Sant-Julian ; Corre, aumonier an hospital ; Thomas ha Leier, beleien ; an Tad Alexis, superieur ar venac’h deuz a urz Sant Beneat ; an Tad Fidèle hag an Tad Pascal deuz ar memez kouent.
Ar Faou. — Jacques Jourdren, kure ; Jean-François Porlodek, belek ; Lachapelle, kure ; Guillaume Fily, belek ; Mocaer, kure Leuhan, diagent rener ar skol, e Pleyben.
Sizun. — Yves Le Gall, bet kure ; Paugam, kure.
Commana. — Yves Stéphan, kure.
Pont-Krist. — Ursin Le Gall, kure.
Hanvec. — Marchand, belek.
Hopital-Camfrout. — François Crenn, persoun.
Plougastel. — Claude Le Gleau, belek.
Persoun Sant-Thonan ha kureet Sant-Alar, Lanvog ha Logonna-Quimerc’h ho deuz touet ive. Mez n’ho deuz ket evelkent great al le e gis ma oa dleet.
Ho deuz nac’het toui :
Sant-Houardon. — La Rue, persoun ; Jocguet, kure.
Sant-Thomas. — Bodenez, persoun ; Marc, kure.
Beuzit. — Roussel, persoun ; Mouden, kure.
Plouedern. — Bouroullec, persoun ; Nicolas, kure.
Lanneufret. — Cadiou, persoun.
Landivisiau. — Pellen, kure.
Guicourvest. — Le Fur, persoun.
Guimiliau. — Richou, persoun ; Nédélec, kure ; Breton ha Le Gall, kureet Lambaol.
Plougorn. — Le Bihan, persoun ; Corre, kure.
Mespaol. — Gougouil, kure.
Santez-Catel. — Moal, kure.
Sizun. — Floc’h, persoun ; Chapalain ha Tabou, kureet.
Locmélard. — Pouliquen, kure.
Commana. — Le Roux, persoun ; Prouf, kure.
Plouziry. — Le Bris, persoun ; Le Roux, kure.
Ar Merzer. — Ouroual, kure.
Loc-Eguiner. — Caroff, kure.
Ar Roc’h. — Laot, kure.
Irvillac. — Le Corvaisier, persoun ; Le Bescont, kure.
Sant-Alar. — Capitaine, kure. An aotrou Capitaine hen doa touet, evelkent, beza fidel d’ar Roue ha d’ar vro. Mez evit al lezennou e lavaras : Kalz artiklou a velan, eno, var pere va c’houstians ne bermet ket d’in sermenti. »
Dirinon. — Le Gac (Quistillic) persoun ; Cudennec, kure.
Trevarn. — Rochongar, kure.
Lannurban. — Ollivier, kure.
Logonna. — Le Moal, persoun.
Plougastel. — Cornily, persoun ; Nicolas Joffrey, kure.
Loperc’het. — Jannou, persoun ; Le Bot, kure.
Daoulas. — Kerlen, persoun ; d’Herve, kure.
Hanvec. — Bourillon, persoun ; Rolland ha Saliou, kureet.
Rumengoll. — Le Cap, kure.
Le Tréhou. — Ollivier, persoun ; Sibiril, kure.
Trélévénez. — Roudaut, kure.
Trévereur. — Berthou, kure.
Rosnoen. — Levenez, persoun ; Brelivet, kure.
Quimerc’h. — Le Doaré, persoun ; Salaun, kure.
Logonna-Quimerc’h. — Le Menez, kure.
Ho deuz touet :
Kernouez. — Bizien, persoun, daou ugent vloaz.
Kerniliz. — Roziliau, persoun, pemp bloaz hag hanter kant.
Guinevez. — Le Gall, kure, daou ugent vloaz.
Sant-Fregant. — Branellec, kure, hanter kant vloaz.
An oll veleien all deuz an district-ze, a nac’haz toui
plega d’al lezennou. Mez evit lavaret ar virionez, ar re
oa e penn an district, daoust d’hezo da veza troet gant ar c’houarnamant, ne glaskjond nemeur a drabas ouz ar veleien vad. Er c’hostez-ze, eo bet, gant kostez Keraez, lezet ar veleien vad ar muia e peoc’h.
N’ho deuz ket touet :
Cloastr-Plourin. — Moreau, kure.
Sant-Malani. — Le Noannès, persoun.
Sant-Vaze. — Pitot, persoun ; Le Moine, kure.
Sant-Martin. — Breton ha Guerlesquin, kureet.
Sant-Sève. — Guénégan, kure.
Santec. — Paul, kure.
Castel. — Corre, persoun ; Kerebel, Branellec ha Grall, kureet.
Roscoff. — Boutin, kure.
Taole. — Laot, persoun ; Bourhis ha Penguilly, kureet.
Henvic. — Prigent, kure.
Carantec. — Lez, kure.
Guimaec. — Le Breton, persoun ; L’Hermitte, kure.
Plougonven. — Kerneau, persoun ; Nigeou hag Honerault, kureet.
Garlan. — Derrien, persoun ; Lazou, kure.
Plougasnou. — Morvan, persoun ; Periou, kure.
Sant-Ian-ar-Bis. — Barvet, kure.
Lanmeur. — Trogoff, persoun ; Boustouler, kure.
Locquirec. — Goasdoue, kure.
Plouegat-Moysan. — Goasfuec, persoun.
Plouenan. — Le Gall, persoun ; Le Saint, kure.
Botsorhel. — Coll, persoun ; Cuziat, kure.
Le Ponthou. — Picard, — evelkent e touaz senti ouz al lezennou, e kement ha na zellent ket ouz ar Relijion.
Guerlesquin. — Perennes, persoun ; Le Foll, kure.
Plouian. — Lanlay, persoun ; Roussel, kure.
Plouezoc’h. — Geffroy, persoun ; Le Corre, kure.
Locquenole. — Couffon, kure.
Plouigneau. — Babouy, persoun ; Camus hag Hameury, kureet.
Plouneour-Menez. — Briant, persoun ; Floc’h, kure.
Plouegat-Guerrand. — Rolland, persoun ; Dantec, kure.
Guiclan. — Autheuil, persoun ; Jezequel, kure.
Plougoulm. — Lejeune, persoun ; Riou, kure.
Sant-Thegonnec. — Abjean, persoun ; Tanguy, kure.
Pleyber-Christ. — Grall, persoun ; Leveyer, kure.
Enez-Vaz. — Inizan, persoun ; Laviec, kure.
Ho deuz great al le da zenti deuz al lezennou :
Plourin. — Le Goff, persoun ; Piton, kure.
Sant-Malani. — Le Fevre ha Lukas, kureet.
Plouegat-Moysan. — Cotti, kure.
Le Vey, aumonier hospital Sant-Fiacr, e Plourin ; an Tad Hippolyte hag an Tad Michel a urz Sant Fransez, e Plourin ; Rivoal, belek e Plounaour-Menez.
En eur gas an hanoiou-ze, d’an departamant, procureur-syndic Montroulez hen doa evel mez. Da heul e skrive hen doa klevet lavaret oa beleien all kountant da doui, ma vije roet eur barrez d’hezo. Evel-se, emezhan, ema : Des Garennes Le Gall, deuz Lanmeur ; Rouzaut belek euz Plouian ; Cloastrou, belek e Lanneanou ; Combot, belek e Sant-Martin ; Baheszre, chaloni Itroun-Varia ar Vur ; Le Roux a ve o lavaret an oferen e Lesquifiou ; an Tadou Dominiq ha Nicolas, a urz Sant Fransez.
A zo chomet eb ober al le a zo bet goulennet digantho :
Pontekroas. — Plohinec, kure. Beuzec. — Ansquer ha Kerneis, kureet ; Le Bras, belek.
Meylars. — Pennaneac’h, persoun ; Calvez, kure.
Mac’halon. — Sohier, persoun ; Gloaguen, kure.
Guilers. — Rochedreux, kure.
Pouldergat. — Gueno, persoun ; Gueno, kure.
Poullan. — Coatpont, persoun ; Le Gall, kure.
Ploare. — Le Clec’h, persoun ; Gloaguen, kure.
Douarnenez. — Herpen ha Larufie, beleien.
Plogastel. — Tromeur.
Landudec. — Andro, persoun ; Raguenez, kure.
Ploneour. — Follic, kure.
Sant-Honoré. — Philippe, kure.
Treogat. — Lauzac’h, kure.
Lanvern. — Le Bloaz, persoun.
Peumeurit. — Le Bihan, persoun.
Treguennec. — Calvez, persoun.
Plovan. — Mauduit, persoun ; Julien, kure.
Pouldreuzic. — Dieuleveult, persoun ; Kerdréac’h, kure.
Lababan. — Riou, persoun.
Plozevet. — Janou, persoun ; Timen ha Charles, beleien.
Plohinec. — Perrien, persoun ; Kerdreac’h, belek.
Audiern. — Gloaguen, belek.
Primelin. — Herviant, persoun ; Goardon, kure.
Gourlizon. — Bozec, kure.
Le Juch. — Kerno, belek.
Ho deuz touet :
Pontekroas. — Billon, persoun ; Quillivic, belek ; Duverger, aumônier an Ursulined.
Poullan. — Le Brusq, belek, deut kerkent var he c’her.
Douarnenez. — Auffret, belek.
Ploneiz. — Guegant, persoun ; Pernez, kure.
Plouneour-Lanvern. — Morvan, persoun.
Peumeurit. — Le Roux, kure.
Audierne. — Dagorn, kure.
Eskibien. — Grascœur, persoun ; Riou, Quillivic, kureet.
Cléden. — Gloaguen, persoun ; Gloaguen, kure ; Pellé ha Kerizit, beleien.
Plogoff. — Le Gall, persoun ; Salaün, kure.
Goulien. — Le Pape, persoun ; Trevidic, kure.
Enez-Sizun. — Normant ha Le Guillou, kureet.
Etouez ar veleien ho deuz touet plega, eo lakeat an aotrou Sebastien Morvan, persoun Plouneour. N’hen doa touet, koulskoude, beza fidel da lezennou ar c’houarnamant nemet e kement ma na vijent ket eneb lezennou an iliz.
Ho deuz touet :
Sant-Evarzec. — Le Du, persoun ; Hascoet, kure.
Cuzon. — Queinnec, persoun.
Combrit. — Diouron, persoun.
Penmarc’h. — Pochit, persoun ; Berrou, kure. Mez an aotrou-ma, oa deuet var he c’her, n’oa ket pell.
Plomelin. — Lagadec, persoun.
Tréméoc. — Le Denmat, persoun.
Fouesnant. — Hyroe, persoun.
Ar Forest. — Le Bris, kure.
Gouesnac’h. — Saint-Jalmes, persoun ; Paugam, kure.
Clohars-Fouesnant. — Dimisit, persoun ; Guillermou, kure.
Beuzec-Conq. — Bollore, persoun.
Concarneau. — Kerdrain, kure.
Tregunc. — Le Breton, persoun ; L’helgoualc’h, kure.
Locamand. — Vidal, persoun.
Briec. — Goraguer, persoun ; Ruppe, kure.
Plogonnec. — Vistorte, kure, deuet var he c’her a benn nebeut.
Guengat. — Gorjeu, persoun ; Louboutin, kure.
Elliant. — Guino, persoun.
Ergue-Gaberic. — Yven, persoun ; Baudri, kure.
Kemper. — Le Coz, Ollitraut, Serandour, Le Gac,
oc’h ober skol er c’hloerdi ; Guillaume Saozanet, Poyer,
Le Bour ha Feillat, oc’h ober skol er c’helendi.
N’ho deuz ket great al le goulennet :
Locmaria-Kemper. — Lalau, persoun ; Le Gall, kure.
Ergue-Vihan. — Danielou, persoun ; Douerin, kure.
Pennhars. — Guilleroux, persoun.
Kemper. — Le Gac, rejent er c’helendi.
Kerfeunteun. — Correoc, kure.
Combrit. — Andro, kure.
Plobannalec. — Le Moal, persoun ; Le Moal, kure.
Loctudy. — Denis, persoun ; Cariou, kure.
Treffiagat. — Larour, persoun.
Enez-Tudy. — Le Floc’h, kure.
Lambour. — Daeron, kure.
Plomeur. — Siner, persoun ; Merdi, kure.
Beuzec-Cap-Caval. — Loedon, persoun ; Kerloc’h, kure.
Plonivel. — Benier, persoun.
Bodivit. — Compagnon, persoun.
Pluguen. — Le Flô, persoun ; Trouboul, kure.
Perguet. — Pellerin, persoun ; Burel, kure.
Beuzec-Conq. — Guyomarc’h, kure.
Briec. — Timen, kure.
Langolen. — Cariou, kure.
Landudal. — Philippe, kure.
Quilinen. — L’abbé, kure.
Landrévarzec. — Corgat, persoun ; Bourbigo, kure.
Elliant. — Coden, kure.
Rosporden. — Guillot, kure.
Saint-Yvi. — Guellec, kure.
Tourc’h. — Guéguen, persoun.
Ho deuz touet :
Sant-Mikeal-Kemperle. — Louis Barbé, persoun ; Thomas Bizien, kure ; Fougerolle ha Pierre Davan, menac’h a urz Sant Beneat ; Robert Lallemant, priol e kouent Sant Moris ; Joseph Bigeon, manac’h a urz Sant Fransez.
Clohars-Carnoet. — Gorjeu, persoun ; Nikolas, kure ; Guillou, belek da zikour kovez.
Moelan. — Jean-Marie La Marre, persoun ; Thomas-Marie Divalan ha Luc Le Postee, kureet ; Etienne Perrot ha Joseph-Rene Le Breton, beleien da zikour kovez.
Riec. — Quiniquidec, persoun ; Dagorn, manac’h.
Nizon. — Le Breton, persoun.
Scaer. — Guillaume L’haridon, persoun ; Théophile Le Cloarec, kure. An aotrou-ma, oa deuet var he c’her abarz pell.
Saint-Thurien. — Pierre Le Cleac’h, persoun ; Conan, kure.
Arzano. — Le Puil, persoun ; Picart, kure.
N’eo ket falvezet gantho toui :
Sant-Mikeal. — Lamoignon, aumônier an hospital ; Latour, jesuist, aumônier an Ursulinezet.
Sant-Colomban. — Regnier, persoun ; Forget, kure ; Frogerays, belek da zikour kovez ; Boisrouvray, jesuist.
Redene. — Le Louet, persoun.
Saint-David. — Le Moign ha Guennec, kureet.
Guilligomarc’h. — Le Guennec, kure.
Tréméven. — Rannou, persoun ; Briand, kure.
Querrien. — Ansquer, kure ; Tanguy, Gouil, Quéméner, beleien evit sikour kovez.
Mellac. — Guillou, persoun ; Auffret, kure.
Baye. — Boezédan, persoun.
Lothea. — Galliot, persoun.
Clohars-Carnoet. Daheron, belek da zikour kovez.
Riec. — David, persoun ; Gurudec, kure ; Berthou, belek evit sikour kovez.
Trévoux. — Laurent, persoun ; Le Floc’h, kure.
Bannalec. — Oury, persoun.
Trébalay. — Le Merdy ha Le Dréau, kureet ; Le Floc’h
ha Le Calvez, beleien kovesoret.
Scaer. — Le Caro, kure ; Guyomarc’h ha Collobert, beleien da zikour kovez.
Kernével. — Le Beuz, kure ; Helegoualc’h, belek kovesour.
Melgven. — Pennec, persoun ; Nicolas, kure ; Bondin belek kovesour ; Le Moan, kure e Cadol.
Nizon. — Guvoel, kure ; Hamon, belek kovesour.
Nevez. — Louis Galliot, persoun ; Jean Le Calvez ha
Le Meur, kureet.