Mont d’an endalc’had

Hor Bro e pad ar Revolusion/IV

Eus Wikimammenn
Ar Bobl, 1915  (p. 24-27)
◄  III. IV. V.  ►




IV


Eskob Kemper ha goueliou ar bevarzek a vis gouere. — Eur baniel digaset deuz Paris da Gemper. — Al lezen eneb an iliz kaset d’an aotrou de Saint-Luc. — Lizer an eskob eneb al Lezen. — Maro an aotrou de Saint-Luc. — He lizer sinet gant ar veleien deuet d’an anterramant.


An eskibien n’ho doa nemet eur fesoun da enebi ouz al lezen great eneb an iliz : chom eb plega d’hezi.

Oll ec’h en em gemerjond, evel-se. An eskibien oa bet diskaret ho eskobti a gendalc’he da ober e giz ma na oa bet chenchet netra.

Eun artikl deuz al lezen, great d’an daouzok a vis gouere, a verke na c’helje eskob, na persoun, na kure kaout tam pae eb beza touet senti ouz al lezen-ze.

Ar revolusionerien a zounje d’hezo e teuje an oll veleien da blega. Mez beza ho devoa eur zouezen. Koulz lavaret belek ebet na stouaz da zastum he bae, er pri. D’ar mare-ze, e Kemper, an Eskob oa an aotrou de Saint Luc. Pedet da vond d’ar Gatedral evit kemeret perz er gouel oa great d’ar bevarzek a vis gouere evit toui sentidigez d’al lezennou, e respountaz n’e daje ket. Ne elle, emezhan, diskuez nag ober an neuz da ziskuez, e kave mad an traou-ze.

Eun nebeud, goude, e mis eost, soudardet hag oa bet e Paris evit gouel ar bevarzek a vis gouere a zeue en dro, ha gantho oa eur baniel evit departamant ar Finistère.

Kerkent ha ma oa diguezet ar c’helou, lod deuz konsaillerien an departamant, a deuaz da bedi an eskob da vond d’an iliz katedral da gana an Te Deum. Mignounet a lavaraz d’hezan oa guelloc’h mond gant aoun na ziguezfe ganthan eun droug benag. — Nan, emezhan, n’e ket mad d’in mond, na din ket.

D’an deiz ma zigaset ar baniel, soudardet Kemper, konsail an Departamant, hini an district hag hini ar barrez a ieaz d’he diambroug, var an hent, abarz diguezout e kear. Oll e prosession, e zafond d’an iliz katedral. Eno daou velek oa digouezet, dija. Mez a veac’h ma oa an oll dud en iliz, oa klevet eun trous hag eun dourni spountus : — « Hag an eskob, a lavaret, hag an eskob ? e peleac’h eo chomet an eskob ? Ama e rank dond beo pe varo ! »

Pemp pe c’huec’h soudard deuz ar Garde nationale a ieaz beteg ennhan. « — Mantrus eo, a lavarond d’hezan, ne ve ket an Eskob e penn tud e Eskobti en eun dro evel houma.

— Muioc’h mantrus eo, da viana, a respountaz an aotrou de Saint Luc, guelet ac’hanoc’h o kredi e c’hellit ober katekis da eun eskob.

— Bremaik e teuio ar re a zo en iliz du-ze, oll en ho palez, ama, hag e vezoc’h gwal-gaset.

— Evel a girint eme, c’hoas, an eskob. Mez e gize meuz sounjet e vezo great. Netra n’am lakaio da jench frouden.

Kerkoulz, den na deuaz da glask trabas ebet mui ouz an eskob kalounek. Hag er gatedral, an Te Deum oa kanet gant an daou velek aonik hon deuz dija lavaret [1].

D’an tri var-n-ugent a vis guengolo, an aotrou de Saint Luc a guezaz klanv. D’ar c’huec’h var-n-ugent, e mare teir heur, e teuer da zigas beteg ennhan, a berz an departamant, al lezen eneb an iliz.

An aotrou n’Eskob a skrivas eul lizer evit respount ha lavaret d’an Departamant ar pez a zounje divar benn al lezen-ze. Mez Doue ne roaz ket amzer d’hezan da gas he lizer. Ar maro a ziguezas ganthan, d’an dregount a vengolo.

Goude an anterramant, ar chaloniet hag ar veleien : oa bet deuet da renta d’ho eskob an deveriou diveza, a zisklerias ne anavesfent eskob all ebet evit eskob Kemper, nemet an hini a deufe a berz ar Pab. Setu ama al lizer a gasfond evit an dra-ze d’an Departamant.

« Aotronez, goude beza lakeat er bez, pastor hon eskobti, hag hen deuz epad he vuez roet en dro d’hezan, a bep seurt skueriou mad, e teuomp da lavaret deoc’h ar pez a zounje divar benn an traou a dremen en hon amzer.

Lavaret hen deuz, araog mervel, e kemere evel eun den deuet a eneb pep guir, ar belek a vije lakeat da eskob e Kemper en he leac’h, ma vije lakeat en doare merket gant ar C’houarnamant.

Ni oll a oar hen deuz rezoun. Hag an enor hon deuz da ziskleria deoc’h hini ac’hanomp na zento deuz an eskob a vo lakeat e Kemper, ma na deu a berz ar Pab.

Ho pedi a reomp, eta, da jom eb ober eleksionou evit dibab hon eskob. Rak eun eskob lakeat, evel-se, na elfe den kaout, dre he zaouarn, galloud ebed var an eneou.

Beza hon defe, c’hoaz, meur a dra all da lavaret. Mez merket int e lizer an aotrou de Saint Luc. Eveld’han e sounjomp divar benn an traou a lavar. Hen n’hen deuz ket sinet he lizer. Ar maro a zo deuet re drum. » Hogen setu ama ar pez hen doa ar muia pouez e lizer an aotrou de Saint Luc.

« Ni, eskob Kemper, hon deuz lennet al lezen great gant an Assemblee nationale. Klanv evel ma zoump ne garfemp ket mond dirag Doue, eb beza komzet eneb al Tezen-ze. Rak diskar a ra an urz lakeat gant Jesus-Christ en he iliz ha laerez a ra ar madou lakeat d’hezi etre he daouarn evit mezur he ministred, kempen an ilizou ha maga ar beorien.

…Diskleria a reomp ma ve red evit derc’hel d’hor pae, ober al le a zo gourc’hemennet gant al lezen-ze, n’her grafomp ket. Morse, na ellomp ober ar bromesa da zenti deuz eul lezen hag a ziskar, e Bro-C’hall, ar relijion gatholik a zo bet beteghen, kemeret evit ar relijion guirion abalamour, er meaz diouthi, den na c’hell beza salvet.

…Eul lezen hag a fell d’hezi terri galloud an Eskibien var ar veleien hag an dud fidel, eul lezen hag a deu da derri an ereou etre diou c’halloud great evit en em glevet ; eul lezen hag a zifen ober vœu, en eun amzer evel houn-ma, hag ennhi an dud ho deuz c’hoant da zelc’her da c’hened ho eneou a dle kaout frankis da vond da veva en eur gouent ; eul lezen hag a denn digant an eskob he gonsail ; eul lezen hag a en em gemer ouz kalz tud all hag a dorr an emgleoiou ar muia sakr… al lezen-ze na ellomp e neb fesoun, toui plega d’hezi.

…Goulen a reomp ma vo galvet holl eskibien Bro-C’hall da en em unani en eur c’honseil evit guelet petra da ober en amzer amjest-ma ; goulen a reomp ma vo pedet ar Pab da gaout mad ar pez hen devezo great an eskibien, rag ar Pab, ebken, a ell barn ar pez a zo mad evit ar relijion hag an iliz [2]. Da heul al lizer-ze kement belek a oa deuet d’an anterramant ho doa lakeat ho hano.

  1. Téphany, p. 46.
  2. Téphany, Persécut. religieuse, p, 41 et suiv.