Hor Bro e pad ar Revolusion/III
Rannadur nevez ar vro. — Penaoz oa gouarnet pep loden. — Al lezen evit distaga iliz Bro-C’hall deuz ar Pab. — Goueliou lakeat e Paris hag er parreziou en enor d’al lezennou nevez.
Ar revolusionerien oa en Assemblee nationale, hag a felle d’hezo diskar kement tra a oa e Bro-C’hall, a lakeaz en ho fenn ranna ar vro e lodennou nevez.
Beteg neuze, oa lodennou bras hanvet « Provinces ». D’ar bevarzek a vis du 1789, al lodennou-ze oa taolet d’an traon. En ho leac’h, oa lakeat tri ha pevar ugent departamant. Pep departamant oa lodennet e lodennou all bianoc’h hanvet « districts » ha pep district oa rannet e parreziou. Er Finistère oa nao district : Brest, Keraez, Landerne, Lesneven, Montroulez, Pountekroaz, Kemper, Kemperle ha Kastellin.
An dud e pep parrez, oa daou rum anezho. Lod, ar re a roe e taillou, talvoudegez tri devez labour oa hanvet, « citoyens actifs » tud da labourat. Ar re all, oa hanvet « citoyens non actifs », tud ha na labourent ket.
Hogen al labour oa karget ar sitoyanet « actifs » da ober, oa voti. Dibab a reant, evel-se, e pep parrez, eun deleget dre gant « citoyens actifs. » Ar re-ze d’ho zro en em zastume, assamez, evit dibab an deputeed, konsail an district ha konsail an departamant [1]. Pep departamant oa gouarnet gant eur c’honsail hanvet ar c’honsail general. Er c’honsail-ze oa c’huec’h den ha tregont. Ouspen-ze, unan, hanvet « Procureur general syndic » oa karget da lakaat an dud da blega da lezennou ar c’honsail general.
Ar re oa er c’honsail-ze, a en em vode bep ar mare, e kear benn an departamant. Mez en ho zouez e tibabent eiz den. An eiz den-ze a rea ar pez a hanvet Directoire an Departamant. Beza ho doa, tost da vad, ar memez galloud eget, hirio, ar Prefet.
Peb district, d’he dro, hen doa eur c’honsail. Er c’honsail-ze, oa daouzek den. Ouspen hen doa, ive, eur procureur syndic hag eun directoire. Mez e Directoire an district n’oa nemet pevar den.
E peb parrez oa soudardet hag a reat anezho « ar Garde nationale ». Gozik oll oant tud fall. Aliez awallac’h ar reuz a zigoueze er parreziou a veze great gantho. Meur a veach int bet e penn ar vanden a rea brezel d’ar maneriou ha d’ar re binvidik, brezel great, a lavare Mirabeau, gant ar re n’ho doa netra d’ar re ho doa eun tammik danvez benag.
Mez ar mell diesa, deuz ar jaden e jome c’hoaz da ober.
Dija kannadet an Assemblee nationale ho doa laeret madou an iliz, dija ive ho doa pilet ar c’houentchou en eur zifen ober vœu. C’hoant ho doa da gas da netra ar renkamant a ioa en iliz Bro-C’hall ha d’hen distaga diouz ar Pab.
Evit guir, abek ne vanke ket. Eur c’hiz fall a ioa enem zilet en iliz, en hor bro. Tremenet oa an amzer ma lavaret iliz Bro-C’hall n’he deuz ket izom a c’hoad huel mez a vertuziou. Abaoue kant vloaz, den na c’helle beza eskob ma na vije a wen an noblans. Hag ar veleien, ar c’halz anezho, a en em glemme. Goulen a reant ma vije lakeat da eskibien ar veleien ar muia guiziek hag ar muia santel, eb derc’hel kount ebet deuz ho lignez. Unanou benag, zoken, a c’houlenne voti evit dibab an eskibien.
Evitho ho unan, ar veleien a c’houlenne beza hanvet da bersoun goude pemp bloaz belegiach da viana. Goulen a reant, ive, ma vije roet pae d’hezo gant ar gouarnamant.
An Assemblee nationale a gave d’hezi oa karget da lakaat urz e pep tra. Ha var digare taoler kuit ar plegou fall, e kargas eun nebeud kannadet da ober eul lezen evit an dud a iliz. Gozik oll ar re-ze oa tud digristen. En ho zouez, evelkent, oa eur belek benag, mez a vije bet guelloc’h na vijent ket bet eno. Ho holl bolonte a lakeant da ober ar pez a rekete an dud fall, Expilly, persoun Montroulez, oa deuz ar re-ze [2].
Goude beza poaniet awalc’h, setu ama an darn vrasa, deuz al lezen a lakajont da voti d’an daouzek a vis gouere 1790 :
Ne vo mui nemet eun eskob e pep departamant : an eskobtiou all a zo diskaret.
Ne vo mui, e Bro-C’hall, nemet dek arc’heskob.
An eskibien hag ar re a zo e penn peb district a en em glevo evit diverka, a nevez, ar parreziou.
Ar parreziou n’ho devezo ket tri c’hart leo a dro a vo diskaret ; diskaret, ive, ar parreziou ne vezint ket tri c’hart leo deuz eur barrez all.
An iliz katedral a vo parrez. Ar parreziou all en dro
d’hezi, er memez kear, a vo staget outhi, ma ve kavet
mad. An eskob a vo persoun ar barrez-ze. Ar veleien
all a vo ganthan, a vezo he gureed. C’huezek kure a vo
en ilizou katedral hag ho deuz dek mil den stag dioutho.
Beza e vezo eur seminer evit skolia ar gloer iaouank.
Ar seminer-ze, a vo tosta ma vo gellet da di an Eskob.
Beleien ar seminer ha beleien an iliz katedral a vezo konsail an Eskob. Morse na ello ober netra eb ho ali, evit gouarnamant e eskobti.
Er c’heariou ha na vo ket ennho ouspen c’huec’h mil den, ne vezo nemet eur barrez.
Divar an devez ma vo embannet al lezen-ma ne vo vo mui, e Bro-C’hall, nag abad, na priol evit ar c’houentchou, na chaloniet, na zoken beleien stag ouz ar parreziou evit diservicha oferennou evit an anaon. (Chapellenies).
Divar an devez ma vo embannet al lezen-ma na mui nemet eleksionou evit dibab an eskibien hag ar bersounet.
Evit henvel eun eskob a vezo great evel ma rear evit henvel unan deuz konsaillerien an Departamant. Kerkent ha ma klevo, ar Prokureur syndik e vanko eun eskob en Departamant, el lavaro da Brokureur an district. Hen-ma a gemenno d’ar re oa bet er veach diveza o c’henvel konsaillerien an Departamant. Lavaret a reio d’hezo, ive, e peleac’h hag e pe da vare, en em gaout evit dibab eun eskob nevez.
Evit gellout beza hanvet da eskob e vo red beza bet epad pemzek vloaz, da nebeuta, persoun pe gure en eskobti.
An eleksion evit dibab eun eskob, na ello beza great nemet da eun devez sul, en iliz vrasa, deuz kear benn an Departamant. An oll elektourien a deuio d’an oferen.
An eskibien hag a zo, dre al lezen-ma, lamet digantho ho eskobti, a ello beza choazet evit eun eskobti all.
Presidant an dud galvet da voti, goude ma vo kountet ar moueziou, a lavaro a vouez huel, dirag an oll, hano an hini a vo bet lakeat da eskob. Eun oferen var gân a vezo lavaret dioc’htu, goude.
Ar Presidant, ive, a skrivo d’ar Roue evit kas d’hezan hano an Eskob nevez ha lavaret e pe giz e vo bet tremenet an eleksionou.
An hini a vo bet, evel-se, lakeat da eskob, a ranko mond abarz mis goude, da gaout he arc’heskob evit her pedi da zakri anezhan.
Digant ar Pab, an eskob nevez ne c’houlenno galloud ebet. Mez skriva a reio d’ezhan, koulskoude, pe guir hen a zo e penn an iliz.
An Eskob nevez a vo sakret gant he arc’heskob, en ne iliz katedral. Mez ma na c’hell an arc’heskob sakri anezhan, e vo sakret gant ar c’hosa eskob deuz an arc’heskobti. Evit he sikour, e vezo an daou eskob deuz an eskobtiou tosta. Ar sakr a vezo great, d’ar zul, dirag an dud hag ar veleien.
Araog beza sakret, an hini a vo bet choazet da eskob a ranko toui, dirag renourien an Departamant, ar veleien hag an dud bodet en dro d’hezan, da veilla mad var gristenien he eskobti, da veza fidel, atao, d’he vro, d’al lezen ha d’ar Roue ha da lakaat miret dre he oll eskobti, al lezen great gant an « Assemblee nationale », An eskob e c’hello choaz, en he eskobti, vikeled he iliz katedral. Mez ne c’hello, morse, kemer, nemet ar veleien a vo bet, da nebeuta dek vloaz o tizervicha parreziou.
Ar bersounet a vo dija en iliz katedral pe er parreziou staget outhi dre al lezen-ma, a vezo var ho goulen lakeat da vikeled d’an Eskob.
Evit lakaat persounet er parreziou, e vezo, ive, great eleksionou.
An eleksionou evit henvel ar bersounet a vezo great bep vech ma vo unanet Assemble an district.
Abalamour da ze, ar mear a ranko skriva d’an district bep tro ma vanko eur persoun, en he barrez.
Beza vo great ken aliez a votadek ha ma vo persounet da henvel : eur votadek evit pep persoun.
Pephini deuz ar re ’ielo da voti, a ranko, araog, toui rei he vouez d’an hini a gavo ar muia din. Difen ive da verza he vouez nag evit arc’hant nag evit netra all.
An eleksionou evit choas ar bersounet a vezo great, en iliz an District, da zul goude oferen ar barrez. Ar re vo galvet da voti a ranko mond d’an oferen-ze.
Pa vo echu an eleksionou, e vezo roet da anaout hanoiou ar veleien a vo bet hanvet, ha goude, dioc’h-tu, e vezo eun oferen var an ton bras, dirag an dud hag ar veleien.
Evit beza hanvet da bersoun e vezo red beza bet o servicha eur barrez, pe eun hospital, pe eur gouent, da viana epad pemp bloaz.
Evelkent, ar bersounet a vo bet kemeret ho farrez da staga deuz eur barrez all, a ello beza hanvet araog pemp bloaz.
Ar bersounet a ello choas ho c’hureet. Mez na ellint kemer den ebet da gure, nemet beza e ve bet beleget pe kemeret en eskopti gant an eskob.
An hini ’vo bet hanvet da bersoun a ielo da gaout he eskob gant eur paper hag a ziskuezo e vo bet choazet. An eskob, goudeze, a roio d’ezhan galloud var he barrez.
An eskob a c’hello eksamina ar belek bet hanvet da bersoun, evit guelet ha guiziek awalc’h eo. Ma n’her c’hav ket guiziek awalc’h, e ranko lavaret abalamour da betra. Hag an eil hag egile anezho, a c’hello mond dirag ar varnerien ma ne en em glevont ket.
Ar bersounet, en devez ma vezint tronet, a ranko, en ho farrez, dirak an oll, dreist oll-dirag ar mear hag he gonsail, araog an oferen-bred, toui sentidigez d’al lezen.
Eur c’haier a vezo e peb iliz evit merka al le great great evel-se. Dre al le-ze eo e vezo tronet ar persoun.
Setu aze, e berr gomzou al lezen oa great eneb ar veleien.
Da heul, oa fardet al lezen da rei pae d’ar veleien. Expilly, persoun Sant-Martin Montroulez, oa karget da zisplega al lezen-ze, dirag ar Gannadet. Dija, oa troet fall. Setu ama penaoz e renkas he gomzou bilimus : « Mall eo, emezhan, disc’hrisienna deuz hor bro ar skuer fall-ze da velet eur relijion diazezet var ar baourentez hag he deuz ministred pinvidig meur. Ar Relijion en em gavo kalz guelloc’h dre ar jenchamant hen deuz great ar c’houarnamant. N’en em lezomp ket, eta, da veza diarbennet gant ar re a lavar eo ar madou-ze d’an iliz. Rag mar d’int d’an iliz, n’int ket bet gounezet ganthi, mez roet d’hezi gant ar vro. Hag ar vro, abalamour da ze, a elle ho c’hemeret, en dro, pa he c’have mad. Var a leverer, ar pez a vo diesa da renka a vo ar baeamant da rei d’an eskibien. Me oar, an eskibien a gavo kalz alvokadet, mez beleien ar parreziou, avat, ne gavint den d’ho difenn. Tregont mil lur a ve kalzik da rei d’eun eskob. Lavaret e vo hen deuz kalz dispign. Hag ar bersounet ’ta ? Ar re-ze, ive, ho deuz da ober dispignou kalz brasoc’h eget an eskibien, ma vijent da viana lakeat e kem gant ar pezik ho deuz beteghen. Beza emaïnt atao e ti ar beorien hag an dud malheurus… »
Pelloc’h al lezen oa douget evelhen :
1° Eskob Paris hen devezo pemzek mil lur ha tri-ugent.
2° An Eskibien all ho devezo daouzek mil hag an hanter deuz ar pez a reant, ouspen, beteghen. Evelkent ne c’hellint kaout, morse, ouspen tregont mil lur.
3° Paeamant vikeled an Eskob a vo daou vil lur.
4° Da bersounet ar c’heariou bras e vezo roet pevar mil lur ; c’huec’h mil lur dar re a vo e Paris. Ar bersounet er parreziou divar ar meaz ho devezo daouzek kant lur.
5° Ar gureet a vezo paet ervez ar barrez ma vezint. Mez na c’hellint, morse, kaout nebeutoc’h eget seiz kant lur.
Al lezen-ze, kroget ennhi e mis even, oa peurachuet d’ar bevar var-n-ugent a vis eost 1790 [3].
Evel a veler, n’oa ket paet fall ar veleien. Rag mil lur d’ar mare-ze a dalveze tri brema. Mez ar Revolusionerien a lakea pris mad. C’hoant ho doa da douella an dud a iliz ha da lakaat anezho da drei gantho.
Mez al lezen oant o paouez ober oa gwall fall evit an dra-ze. Kas a rea da Betra an urz lakeat gant Jesus-Christ en he iliz. Rag ar galloud hen deuz ar veleien a deu deuz Jesus-Christ d’ar Pab ; deuz ar Pab, ha dre ar Pab ebken, e teu d’an ekibien, ha dre an Eskibien d’ar veleien all.
Mez al lezen nevez a zifenne goulen netra digant ar
Pab. Belek ebet, abalamour da-ze, na elle plega d’hezi.
Koulskoude, laouen bras deuz al labour ho devoa great, kannadet an « Assemblee nationale » a lakeaz ober, dre oll, goueliou kaer en henor d’al lezennou nevez.
Ar bevarzek a vis gouere oa merket evit kement-se.
Soudardet deuz pevar c’horn Bro-C’hall oa galvet da Baris. En eun dachen vras e kever kear oa savet eun aoter. Var an aoter-ze oa lavaret an oferen. Ha var-n-hi, ive, ar zoudardet hag ar re all, a douaz sentidigez d’al lezennou ma oat o paouez ober.
E pep kear oa gourc’hemennet ober ar memez tra.
Mez ne c’heller oferenna var eun dachen, eb goulen digant an aotrou n’Eskob.
Kear Vrest a falvezas ganthi ober evel Paris. Ar re oa en he fenn a skrivas, eta, da eskob Leon, an aotrou de La Marche. Setu ama al lizer oa diskrivet d’hezo.
- « Aotronez,
Lakeat e meuz, atao, va bolontez vad, da ober plijadur da gear Vrest ha d’ar re a zo en he fenn, pa ’m euz gellet hen ober, ervez va c’houstians.
Guir eo, aotreet ’m oa ar pez a c’houlennit pa oa bet tronet e kear, ar re a zo o c’houarn anezhi. Mez abaoue an amzer-ze, an traou en hor bro, ho deuz kemeret eur stum all.
Mignoun oun d’al Liberte kement ha n’euz forz piou. Mez hirio, e velan ar re a zo e penn ar vro, o lakaat an dourn var an iliz eb derc’hel kount ebed deuz ar Pab ; ho guelet a ran o terri an eskibien, ar bersounet hag o lakaat, ive, anezho en Eskobtiou hag er parreziou. Hag an oll draou-ze a zo great en hano lezennou ar vro.
Ma na vije bet great ar gouel a c’houlennit, nemet evit unani ar zoudardet etrezho, evit ho lakaat e par da zifen guelloc’h ar peoc’h, ar frankis, an dud, ho madou ; ma na vije great ar goueliou-ze nemet evit lakaat ar garantez da greski elouez tud ar vro, e karjen beza gellet mond va unan da gement kear a zo em eskobti evit beza en ho fenn.
Mez ar goueliou-ze, siouas ! a zo great evit toui sentidigez
da eul lezen hag a zo eneb ar relijion, hag a
daol d’an traon ar renkamant lakeat ennhi gant hor
Zalver Jesus-Christ he unan.
Lavaret a ran deoc’h, grons, na ellan kemeret perz ebet er zentidigez a vo touet d’al lezennou-ze.
N’ho pefe nemet dismegans evidoun mar teufen evit plijout deoc’h da vresa va c’houstians a zindan va zreid. Ha goude ma na vijen ket bet bleinet da ober va dever dre respet evit Doue em bije kavet peadra, da jom var ar rouden vad, er c’hoant e meuz da veza, atao, prijet ganeoc’h [4].
† JEAN-FRANÇOIS,
eskob Leon. »
Louis XVI na grede ket da genta kaout mad an traou a oa bet great. Mez pelloc’h, aliet fall hag enkrezet oll, e lakeaz he hano evit embann al lezennou nevez.
Mez an eskibien, gozik oll, a skrive d’ar Pab evit goulen diganthan penaoz en em gemer. Diskuil a reant ar falloni a gavent el lezennou.
Berardier, eur belek deus eskobti Kemper o chom e Paris, a ziskueze dre skridou pegement oa al lezen great eneb beo d’ar feis christen. Hag a zevez da zevez, en eur gazeten hanvet — l’Ami du Roy, — Royou, eur belek deuz Pont-n’Abad, o rejenti en eur skol deuz Paris, a ziskuille d’an oll an traou fall oa great gant an « Assemblee nationale. »
Mez kement-se, ne vire ket deuz ar Revolusionerien da vond, atao, var araog.
Da vis here e c’hourc’hemenjond d’ar venach оа chomet er c’houentchou, ober eleksionou en ho c’houent, dirag ar mear pe eur c’honsailler, evit choas an tad superior hag an tad a gargfent deuz an dispignou. (économe).
Evit al Ieanezet oa gourc’hemennet ar memez tra. Ha da bep hini anezho, — eleac’h ho madou laeret, — oa lakeat rei seiz kant lur. Evelkent ar seurezet a rea kevridiou ar gouent — sœurs converses — ne oa lakeat rei d’hezo nemet pevar chant hanter kant lur.