Hor Bro e pad ar Revolusion/I
Ar stad ma oa Bro-C’hall araog ar Revolusion. — Ar gannaded galvet da Baris. — Freuz ha dispac’h en « assemblée nationale. »
Pa deuaz ar Revolusion, Bro-C’hall oa kristen abaoue trizek kant vloaz, dija.
Mes eun triugent vloaz benag a ioa, skrivagnerien divergount a skrive leoriou eneb ar Relijion. Hag ar Feiz a deue, a nebeud da nebeud, da vianaad er c’halonou.
Tri rum dud oa, d’ar mare-ze, en hor bro : ar veleien, an noblans hag ar bobl.
An noblans ho doa digant ar Roue ar c’hargou huela en he rouantelez.
Ar bobl oa ar vourc’hizien hag al labourerien : etre ho daouarn edo an oll labourou hag an oll kemverziou.
Mes ar renk kenta, evelkent, oa d’ar veleien. Kalz oa anezho. Dre ar vro e kavet eur bern ilizou ha chapeliou. Pep iliz ha pep chapel, koulz lavaret, he doa he beleien. Ouspen-ze, kouentchou eleiz oa ive. Ennho, daoust ma zoa eun tam rabat abaoue eun nebeud bloaveziou, e chome c’hoaz, en eur gounta ar venac’h hag ar seurezed, var dro eun tri ugent mil benag [1].
Madou an iliz oa bras. Ervez lod, an drederen deuz
douar Bro-C’hall oa d’an iliz. Mez pa vo lavaret ar
virionez, leveou an iliz ne dalvezent ket ouspen pevar
ugent million [2].
Evelkent, da heul kement-se, an iliz a elle c’hoaz sevel an deok var pep parrez.
Sant Paol, en unan deuz he liziri, hen doa lavaret, e tlie ar gristenien maga ar re gelenne anezho. Ha Roue hor bro, Charlemagn, hen doa, guechall, douget eul lezen evit ma teuje pep parrez da rei an deok d’ar veleien a gemerje preder diouthi.
An deok n’oa ket evel ma lavarer, avechou, an dekvet deuz an traou a vije en eun tiegez, da vloaz a n’oa nemet an drivac’hvet. Ne vije savet, peurliesa, nemet divar an ed. E meur a leac’h, koulskoude, oa douget, ive, var ar foen, al lin hag an anevaled. Dre ar vro a bez, an deok a dalveze eur pevar ugent million benag [3].
Madou an iliz na oant ket laeret ganthi. Biskoaz, zoken, danvez na deuaz dre hent eünoc’h. An dud, en eur vervel, a leze eun ti, eur park evit pedi Doue evitho, evit ober œuvrou mad, goude ho maro. Madou an iliz, hag inthi ebken, a zo bet, pell amzer, oc’h harpa deuz dispignou ar skoliou hag an hospitaliou, e Bro-C’hall ; Mez deuz ar madou-ze, kalz tud oa jalous.
An noblans, da genta. Kaout a reant ar venac’h hag ar veleien re binvidig, d’ho doare.
Ar bobl, ive, a grie eneb d’ezho : al labourer douar a gave diez, bep tro ma vele dond da zevel an deok d’he di.
Etouez ar veleien, zoken, meur a hini a lavare traou. Rag danvez an iliz a iea, an darn vuia, gant an eskibien ha leaned bras ar c’houentchou. Gant an amzer, oa en em zilet ar c’his fall da rei da eun eskob pe da eur manac’h, oll leve eun eskobti pe eur gouent, avechou zoken, leveou diou pe deir hag ouspenn. Ar re-ze ho dije, evel-se, milluriou leve. Mond a reant, gantho, da veva da Baris pe da eul leac’h all, ha stok-varc’had, e paent menac’h ha beleien da bedi Doue ha da ober euvrou mad. Hag ar veleien-ze, a gave dizoare beza paet ken dister ha guelet madou an iliz o vond er meaz deuz ar vro he doa roet anezho. [4].
Beraad a ran ar gount. Rak ne fell d’in lavaret deuz an amzer goz, nemet ar pez a zo red evit rei da entent an amzer nevez a oa o vont da ziguezout.
Roue Bro-C’hall, d’ar mare-ze, oa Louis XVI. Gervel a reaz da Baris tud deuz pevar c’horn ar vro, tud deuz pep renk ha pep stad. Kemen a reaz, ober eun enklask e pep karter evit guelet ar pez a c’houlenne an dud digant ar c’houarnamant ha lakaat, er giz-ze, an traou da vond guelloc’h.
Bourc’hizien ha labourerien Bro-C’hall a gasas pemp kant eiz ha pevar ugent kannad da Baris. An noblans hag ar veleien a gasas, etrezho ho daou rum, pemp kant triugent.
Etouez ar gannaded-ze edo an Aotrou de Lessègue de Rozaven, persoun-priol Plogonnec, an Aotrou Guino, persoun Elliant hag an Aotrou Laedon de Keromen, persoun Gourin, dibabet gant beleien eskobti Kemper Parreziou eskobti Leon, goude beza mouzet da genta a roaz goudeze, e miz cost, ho moueziou d’an Aotrou Expilly, persoun Sant-Martin Montroulez ha d’an Aotrou Verguet, priol abati ar Relec, e Plouneour-Menez.
D’ar bemzek a viz mae 1789, e tiguezaz an darnvuia deuz ar Gannaded e Versailles.
Ar Roue a dride he galoun. Esperans hen doa e vije great labour vad evit kas traou ar vro var vellat.
Mez en dro genta, dioc’h-tu, e savaz tousmarc’h. An nobians hag ar veleien a c’houlenne ma rafe bep rum he labour disparti. Er giz-ze, kerkoulz, oa bet beteg neuze, pa vije kannadet ar vro e Paris.
Deuz ho c’hostez, evelkent, ar vourc’hizien hag al labourerien a lavare : « Oll omp kannadet ar vro, oll e tleomp ober hon labourou kevret. »
En eur labourat assamez ho doa an esperans da velet meur a veach, an darn-vuia deuz ar Gannadet touellet gant komzou elavar ho alvokadet [5].
An noblans hag ar veleien a enebaz da genta. Mez abarz pell, eun nebeud persounet a en em lakeaz a du gant ar bobl. Ha d’ar seiz var-n-ugent a vis Even, an oll Gannadet a en em zastumas, assamez, hag a gemeras an hano « Assemblée Nationale. »