Bout zou un Doué : en Nean, en doar a voéb ihuél
E lar d’emb kement-sé.
A bep tu pe sellun men deulegad e huél
Mercheu en Eutru Doué,
En hiaul ker ligernus, er loér hag er stired
Er mor, er mannéieu,
Er loñned a bep sort, en dud hag en éled
E zou é obéreu.
Chonjamb enta liés é Doué ol-gelloudek,
Mestr de bep tra e zou :
En doar goleit a fréh hag en Nean stirennek
E gonz d’emb a nehou
N’hellamb ket ar en doar guélet en Eutru Doué
’Rak men dé ur spered ;
Mes ni huél, en treu kaer en dès get larganté
Er bed abéh streùet
Elsen en hiaul eùé, deustou n’er guélamb ket,
En ébr ag en amzér,
Ni houér é ma neosh é guirioné saùet
Pe huélamb é splandér.
Obéreu Doué, chetu er splandér a nehou,
Doh hou guélet bamdé,
Peb unan, mar dé reih a galon e larou :
« Me gred é hes un Doué ! »
Hur rézon memb e lar é hes un Doué kroéour
Hag ur mestr a bep tra
Hemb un Doué a viskoah, hemb un Doué oberour
Ne vehé bet nitra
En treu e zou bremen, hag en treu e zou bet,
Ne oent ket de getan,
Ha n’hellamb ket kredein ou dehé komanset
A nehé ou unan
Rak pe ne oent nitra, n’hellent nitra gobér ;
Unan benak enta,
— Ha piu é nameit Doué — en des, el ma larér,
Ou zennet a nitra.
A galon, a spered me gred énnoh, men Doué,
Me mestr ha mé hroéour.
Doh hui é lein en Nean, ér bed abèh eué
Revou gloer hag inour !
|