Mont d’an endalc’had

Guerzenneu Breih-Izel/Er marù

Eus Wikimammenn
Imprimerie J. MEHAT, 1931  (p. 215)



Er Marù


————


Adam en des ar-namb tennet drougeu hemb par
A pen des disentet ;
Diarben è béhed ol en dud ar en doar
D’er Marù e zou chujet.

Hag a houdé ataù, d’er marù ol en tiér
E zigor ou dorieu.
Lojig en deùéhour, ti plouz er labourér
Ha memb er palézieu.

Etré peur ha pinùik, tud vras ha bugalé,
Er marù ne ziforh ket.
A glei el a zéheu, skoein e hra hemb truhé
Ha skoein e hra perpet.

Pegours é tei er marù de gavet pep unan ?
Hañni meit Doué ne houér ;
Digoéh e hrei pe vou chonjet er bihañnan
El ma tigoéh ur laer

Dihoallamb a viùein hag a verùel eùé
En ur stad a béhed ;
Mès bamdé biùamb mat a pen de guir bamdé
Er marù e hel donet.


————