Mont d’an endalc’had

Guerzenneu Breih-Izel/Er Sitrouillen hag er Vézen

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar citrouillezen hac ar mez.

Imprimerie J. MEHAT, 1931  (p. 32-33)



Er Sitrouillen hag er Vézen


————


Kement tra groeit get Doué
Ar en doar hag en né
E zou groeit mat, nitra suroh.
En histoér-men en diskoei d’oh.

Ur labourér, Matao hanùet,
E ié d'er park arlerh é bred
D'hobér en dro ag é vléad.
Ché ean arriù, ben un herrad,
Er hrien, édan un erùen
Dirak ur gaèr a sitrouillen.
A vou soéhet n’hel ket parrat
E huélet en eruen mézad,
Ia, mézad, fréh ker bihañnik
A pen des ar ur blantennig
Ur fréhen vras, ur sitrouillen !
N’hellé ket monet én é ben
En des ur frében ker bihan
Hur huéen ag er ré vrasan,
Hag ur fréhen ker ponér
Ur blantennig ken distér.
« Amen en des manket en Eutru Doué,
« E lar Matao én ur seuel e skoé.
« Ar en blantennig-men lakat ur sitrouillen !
« Mes guél e oé kentoh hé lakat én erùen,
« Ha stagein doh er blantennig
« Er vézen-men ker bihannig.
« Elsé, d’em chonj, en treu e vehé bet plénoh ;
« Nen don ket mé Matao aveit Doué abiloh,
« Mes goah arzé neoah m’ar n’en dès er Hroéour
« Men galùet guéharal eit monet d’er sekour ! »

Kentéh Matao ar er hrien
Um asten doh troed en erùen,
Ha goudé men dé astennet,
En bér amzér é ma kousket.
Chetu nezé un taul aùel,
E huéhein ar er bareu dél.
Ar é fri é koeh ur vézen…
Ha men dén dihousket aben.
Ean e gav ar é valog,
Doh é varù chomet é krog,
Fr vézen diskaret.
E fri e oé kignet.
« Petra zou, emé ean, goêdein e hra me fri !
« Sellet, alkent, sellet ! Na brauet en hoari !
« Més un hoari aral e vehé bet guélet
« E léh er vézen-men, pe vehé bet koéhet
« Ur sitrouillen
« Ag en erùen !
« Doué n’en des chet vennet
« Ma vehen bet lahet.
« Bremen é komprenan perak er sitrouillen
« E zou ar en deileg é léh bout én érùen ;
« Bremen erhat é huélan :
« Ol en treu groeit get Doué
« E zou groeit ag er guellan. »
Ha Matao d’er gér nezé
En ur gannein a galon
D’en Eutru Doué mélasion.


————