Mont d’an endalc’had

Guerzenneu Breih-Izel/Er Rah a gér hag er Rah a ziar er mézeu

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Razh Kêr ha Razh Kouer.

Imprimerie J. MEHAT, 1931  (p. 48-49)



Er Rah a gér hag er Rah a ziar er mézeu


————


Ur rah a gér en doé pedet
Ur rah a ziar er mèzeu
Getou un dé de zébrein pred
Eit tanoat biùans er hérieu.

« Me iei, e laras en aral,
Genein mé nen des chet grimeu. »
En trenoz é oent én ur sal
Dirak un daul goleit a dreu.

Bout oé kig-beuin ha kig-rost
Bara, fromaj, kateù erhoalh
Hanni ar er leh, hanni tost.
Gellein e hrent dèbrein ou goalh.

« Débramb », e lar er rah a gér
D’er rah peizant chomet bamet ;
« Krignamb, chakamb hemb kol amzér
« E rauk ma tei en dud d’ou fred. »

Ar en daul e saillant kentéh

Eit gobér inour d’er pladeu.
Mes chetu arriù er vatèh,
Ha saùet huenn én ou chaucheu !

Peb unan e vrechen a hèr
Eit klask un toul ér blancheris ;
Hed bihan dra doh er vangoér
E oé tapet en deu hostiz.

Rah er mézeu en des kollet
Ur pennig mat ag é lost hir ;
Krénein e hra, hantér vatet,
Ha dohtou er goed e zivir.

« Kenavo, kansort, emé ean,
« E han én-dro d’em sulér foen ;
« Ahoèl duhont a pe zèbran,
« Me hèl predein betag er pen !

« Amen é hes biùans huékoh,
« Mes ar un dro skont ha néhans.
« Guél é genein bouid distéroh
« E hellan kemer hemb doujans. »


————