Mont d’an endalc’had

Guerzenneu Breih-Izel/Er Pod hoarn hag er Pod doar

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar pod houarn hag ar pod pri.

Imprimerie J. MEHAT, 1931  (p. 22)



Er Pod hoarn hag er Pod doar


————


Tostig en eil d’égilé
En ur memb ti um gavé
Ur pod hoarn hag ur pod doar.
Er hetan d’en eil e lar :
« Damb d’hober un dro balé
« Skuéhein e hrér pad en dé
« Ag er mitin azéet.
— Monet genoh ne vennan ket
« E reskond er pod aral,
« Rak torrein e hran és mat
« Ha doujein e hran er goal
« Ar en hent è rudellat.
« Mes hui ag e zou kriùoh
« Ne hues nameit monet.
« Me léh mé e zou kentoh
« Amen é korn en uéled. »
Er pod hoarn e lar nezé :
« Ne hues nitra de zoujein
« Rak me you doh ou kosté
« Ataù prest d’hou kourantein. »
Er pod doar e sent kentéh
Hag ou deu peit ag ou léh
Um laka de rudellat.
Mes allas ! ben un herrad
Er pod doar get er stokeu
E zou draillet a dammeu.

Kerhet get tud sort genoh ;
Rak mar det get ré kriùoh,
Digoéh e rei d’oh hemb arvar
Er memès goal get er pod doar.


————