Mont d’an endalc’had

Guerzenneu Breih-Izel/Er Marù hag er Hoèdour

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar c’heuneutaer hag ar maro.

Imprimerie J. MEHAT, 1931  (p. 29-30)



Er Marù hag er Hoèdour


————


Kroset édan ur fagoden ponér,
Ur héh koèdour a hers hag a vizer,

A baseu bèr ha difonnik.
E ié de gavet è lojig,
Rak muioh hoah ar é ziskoé
Er sam ag en oed e bouizé.
Tuchant, get er boén, er glahar,
N'hel mui derhel ar é ziùhar,
Ean e daul é véh koed, e ziskuéh un herrad
Ha kentéh é komans diskarg é galonad.
« Ah ! perak, e lar ean, n’em es kavet ér bed
Meit poénieu, mizérieu ha trebilleu perpet ?
« Aveit gouni bara d’er voéz, d’er vugalė,
« En don ag er hoèdeu em es huézet bamdé,
« Ha hoah dré fin huézein mar chéren blankigeu
« E oé rekis ou rein d’er reseùour tauseu !
« Er marù e gavan bourussoh
« Eit er vuhé-men a valloh.
« O Marù, lan a zoustér,
« Deit bean d’em dégemér ! »
Er Marù en des kleùet,
Er Marù e zou ariù :
« Petra e houlennet ? »
E lar ean d'en den biù.
— O Marù, e reskond er hoédour
Genoh ne vennan ket monet.
Mes, mar karet, deit d’em sekour
De sammein éndro me béh koed. »

A bèl er marù e vé galùet :
« Deit bean, o marù, skuéh on ér bed. »
Mar ven nezé tostat,
Dehou kentéh é vou laret :
« O Marù, arriù oh ré abred,
Gorteit hoah un herrad ! »


————