En ur penhér a Vreih-izél
E oé treménet kours er goén,
Ha deit e oé en noz tioél
Arlerh un dé kaer a véhuén.
Etal en trézeu en noz-sé,
Goudé ma oé achiù er pred,
Ur hroèdur bihan a seih-vlè
E oé get é vam azéet.
Kleùet e oé boéh er rañned
E kañnein duhont ér pradeu,
Ha muioh-mui en tioélded
E zichenné ar er mézeu.
Trouz erbet én dro d’er penhér
Hag en Nean e oé hemb kogus ;
Ben un herrad chetu er loér
E tiskoein hé tas ligernus.
Ar en dro get er loér eùé
Er stired um lak de splannein.
Bout e zou kement a nehé
Ma n’hellér ket ou nivérein.
É zeulegad saùet d’en Nean
Er hroédurig e oé bamet ;
« O me mam, sellet, emé ean,
« Na braùet é en Nean, sellet ! »
« — Me mab, e lar é vam dohtu,
« Er péh e huélet a drest-oh
N’en dé meit en Nean a véz-tu ;
« En tu mat e zou kalz braùoh. »
Er hroèdur e chom pel amzér
De sellet en Nean stirennek.
De sellet get souéh en treu kaér
En des groeit en Doué gelloudek.
Ha ean e lar : « Plijeet get Doué
« Ag er bed men men galùein bean !
« O ia, me mam me garehé
« Guélet en tu mat ag en Nean. »
En noz sé memb, èl ma hoanté
E varùas er hroédur bihan
Ha Doué e hras dehou nezé
Guélet en tu mat ag en Nean.