Mont d’an endalc’had

Guerzenneu Breih-Izel/En Azen gusket get krohen er Lion

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An azen gwisket gant kroc’hen al leon.

Imprimerie J. MEHAT, 1931  (p. 15)



Un Azen gusket get krohen ur Lion


————


Un azen en doé keméret
Krohen ur lion ar é gani
Hag en dud e ridé spontet
De gavet en nor ag ou zi.
Ne houian ket é pé féson
Ur pennig a skoharn er lon
Er méz en doé trézet.
Chetu ean hanaùet
Aveit bout ur guir azen,
Hag un ton aral d’er soñnén !
En hani e laké tuchant
Ol en dud de grénein
D’er gér bremen é ha liant,
Tauleu bah ar é gein !

Ur pautr iouank hiniu en dé,
Un tammig pan édan é fri,
E saù é ben ihuel d'er lué,
Um gav finoh aveit hañni.
En achimant és é guélet
Nen dé nameit ur hèh amoèd.
N’er havér ket mui ur pautr fin
Mes un azen ha nitra kin.


————