Mont d’an endalc’had

Fostus an doktor daonet

Eus Wikimammenn


Fostus an doktor daonet


skrivet gant Roparz Hemon




ROPARZ HEMON
————




FOSTUS
AN
DOKTOR DAONET


Pezh-c’hoari e dek taolenn
hervez oberenn saoznek
Christopher Marlowe
(1564-1593)
aozet ha lakaet e brezhoneg


————


TUD AR C’HOARI :


Da c’hoari ar pezh-c’hoari-mañ ez eus a-walc’h gant c’hwec’h c’hoarier. Unan a raio Fostus, unan Mefistofelez. Ar rolloù all a c’hell bezañ rannet etre pevar c’hoarier.

FOSTUS.
MEFISTOFELEZ.
VAKNER, mevel Fostus.
VALDES, un achantour.
KORNELIUS, un achantour.
DAOU STUDIER.
AR FAROUELL.
ROBIN, ur paotr-kezeg.
JAKEZ, ur mevel.
AN TAVARNOUR.
DAOU STUDIER ALL.
AN DEN KOZH.
AR MARC’HEGER.
DAOU SKOLAER.
AN AEL MAT.
AN DROUGAEL.
BELZEBUB.
DIAOULED.


LODENN GENTAÑ
————
KENTAÑ TAOLENN

Pa sav ar ouel, e weler Fostus azezet en e gambr-studi, e-unan-penn, dirak un daol karget a levrioù. Mintin abred eo. Teñval eo ar gambr, sklerijennet hepken gant ur gantol war enaou e-kichen Fostus. Tamm-ha-tamm avat, dre ma sav an heol, e sklaera al leurenn.

FOSTUS

Poent eo dit, Fostus, teurel ur sell ouzh kement tra ac’h eus desket ez puhez. Un den gouiziek out, brudet dre-holl evit da furnez. Doktor Fostus ! Doktor Fostus ! Paouez un tammig, mar plij. Ha lavar din : da betra e talv kement se ? (O kregiñ en ul levr). Setu amañ da vignon kozh, Aristoteles ! Devezhioù kaer hon eus tremenet a-gevret, hon-daou, gwechall. (O treiñ ar pajennoù). « Bene disserere est finis logices »... Penaos ! Tabutal mat eo ar vrasañ skiant ! Ur burzhud brav, e gwir ! A-walc’h ! A-walc’h ! Te ’oar tabutal gwelloc’h eget den ! Kenavo dit, Aristoteles ! (O serriñ al levr hag o kregiñ en ul levr all). Deus, Galen ! « Ubi desinit philosophus, ibi incipit medicus. » Ra vi medisin, Fostus ! Arc’hant e-leizh a ya gant ar vedisined. « Summum bonum medicinæ sanitas. » Yec’hed ar c’horf eo pal ar medisinerezh ! Ha goude ? Ar pal-se ac’h eus tizhet pell ’zo ! Selaouet out dre-holl e-giz Ur profed ! Da skridoù a vez miret gant ar glañvourion evel teñzorioù ! Saveteet eo bet ganit kêriadoù a-bezh diouzh ar vosenn, pareet ouzhpenn mil kleñved diremed !... Ha koulskoude, ne dout nemet Fostus : un den ! Ma c’hellfes c’hoazh mirout ouzh an dud da vervel, pe o lakaat da zont bev pa ’z int marvet, neuze e talvezfe ar boan. Kenavo, medisinerezh !... Pelec’h emañ Justinian? (O kregiñ en ul levr hag o lenn.) « Si una eademque res legatur duobus, alter rem, alter valorem, rei... »! Ma !... Ma !... Ma !... « Exhereditare filium non potest pater, nisi...» N’eus mann el lezenn nemet seurt traoù ! Kement-se a zo mat evit un den a netra, izel e galon ha dister e spered. Evit traoù uheloc’h out graet, Fostus... Setu amañ Bibl Sant Jerom. Sellomp mat. (O tigeriñ ar Vibl). « Stipendium peccati mors est. » Ar marv eo gopr ar pec’hed ! Kalet e kavan an dra-se. « Si peccasse negamus, fallimur, et nulla est in nobis veritas. » Ma lavaromp n’eus ket a bec’hed ennomp, omp faziet, ha n’eus ket ennomp a wirionez ! Neuze e rankomp pec’hiñ, moarvat, ha mervel... Ya, mervel a rankomp da vat ha da viken ! Kement a rank bezañ, a vezo ! Kenavo dit, doueoniezh ! (O kemer ur bern levrioù all). Al levrioù-mañ, avat, a zo kaer : troioù an divinourion hag an achantourion ! (O sellout outo). Linennoù, kelc’hioù, arouezioù, lizherennoù ! Ya, ar re-mañ eo a garan. O, nag a c’hounid, nag a blijadur, nag a c’halloud, a enorioù, a binvidigezh, evit an neb a lakay e boan d’o studiañ ! Kement tra ’zo dindan an oabl a vezo din ! Roueed, impalaerion, ar re-se ne senter outo nemet en ur c’hanton ! N’int ket evit lakaat an avel da sevel nag evit fregañ ar c’houmoul. An neb, avat, a zo ampart war ar skiant-mañ, a zo e rouantelezh ken divent ha spered mab-den. Un achantour bras a zo evel un doue ! War al levrioù-mañ, Fostus, e talv dit skuizhañ da empenn !

Seniñ a ra ur c’hloc’hig ha Vakner a zeu tre.

Vakner, kae da gaout va mignoned vat, Valdes ha Kornelius. Gra dezho va gourc’hemennoù ha lavar dezho dont amañ.

VAKNER

Mont a ran, aotrou.

Vakner a ya kuit.

FOSTUS

Perak e kollfen va amzer o studiañ re ? Komz gant ar re-se a vo buanoc’h graet.

An Ael Mat hag an Drougael en em ziskouez,
unan a bep tu d’al leurenn.

AN AEL MAT

O Fostus, serr al levr daonet-se. Na sell ket outañ : koll a ray da ene ! Me a wel war da benn kounnar an Aotrou Doue ! Lenn ar Skriturioù !

AN DROUGAEL

Kendalc’h, Fostus, gant an arz brudet-se, a roio dit holl deñzorioù ar bed. Bez war an douar evel Egile en Neñv, ar mestr hag ar rener n’eus nemetañ !

An Aelez a ya kuit.

FOSTUS

Prest on da darzhañ gant ar fouge ! Kas a rin an erevent da gerc’hat kement tra a blijo din, da ziskoulmañ kement kudenn, da ober kement kefridi a garin ! Nijal a raint da vro Indez da glask aour, furchal a raint ar mor da gaout perlez, redek a raint ar broioù pell da zastum frouezh c’hwek ha bouedoù sasun. Ober a rin dezho diskuliañ din traoù kuzh, displegañ din menozioù va enebourion. Lakaat a rin ar menezioù da vale, hag ar stêrioù da gantren a bep tu. Soudarded am bezo, hag a sento ouzhin. Anvet e vin da roue war ar vro-mañ. Ijinoù-brezel souezhus a vo savet din gant an arc’houereed vibin, va mevelion.

Valdes ha Kornelius a zeu tre.

Deuit, Valdes, ha c’hwi, Kornelius, va mignoned. Deuit da reiñ din ho kuzulioù fur. A-benn ar fin on deut da grediñ eveldoc’h : netra war an douar ne dalv ar skiantoù kuzh. Un achantour a fell din bezañ ivez. Ar filozofiezh a zo kasaus ha teñval. Al lezenn hag ar medisinerezh a zo graet evit tud dister. Hag an doueoniezh a zo c’hoazh gwashoc’h : kalet, displed ha divalav. An achantouriezh hepken a blij bremañ d’am c’halon. Evel-se, va mignoned, sikourit ac’hanon. Ha me, hag a zo enoret dre-holl dija evit va furnez ha va gouiziegezh, a vezo dizale ken brudet hag Agrippa, ar sorser bras, a veze doujet e skeud dre Europa a-bezh.

VALDES

Fostus, al levrioù-mañ, da spered, hor skiant-prenañ, a lakay buan pep bro da blegañ dirazomp. An holl erevent a zo en aer, en douar, en dour, en tan, a vo sklaved dimp, gwech e stumm loened ferv d’hon diwall, gwech e stumm soudarded ha gwech e stumm ramzed. Gwech ivez e stumm merc’hed, plac’hed koant, kaeroc’h eget rouanez ar garantez. Strolladoù bras a vagoù a vo dimp, da zegas dimp aour ha mein prizius a-vern. Un dra hepken a zo ret dit : chom start, kenderc’hel atav gant da hent.

FOSTUS

Valdes, ken start eo va menoz ha ma’z eo start da c’hoant da vevañ. Evel-se, bez dinec’h.

KORNELIUS

Pa weli ar burzhudoù a c’heller ober dre achantouriezh, n’ez pezo mui a c’hoant da studiañ netra all ebet. Neb a anavez ar stered, ar yezhoù hag ar vein, a anavez kement tra a zo ret. Neuze, Fostus, ne vi ket pell o c’hounit brud. An erevent a lavar din e c’hellont disec’hañ ar mor ma karan, da gaout teñzorioù ar bagoù peñseet, — ya, ha dizoleiñ kement pinvidigezh a zo bet kuzhet gant hon tadoù e kalon an douar. Lavar din, Fostus, petra hor bezo mui da c’hoantaat ?

FOSTUS

Netra, Kornelius. Pebezh keloù laouen ! Deus, diskouez din ur burzhud, ma c’hellin tañva diouzhtu an eürusted a vezo din hep dale !

Mont a reont kuit hag ar ouel a gouezh.


EIL TAOLENN

Da vezañ c’hoariet dirak ar ouel. Daou studier a zeu tre.

KENTAÑ STUDIER

Petra ’ta ’zo c’hoarvezet gant Fostus, a veze gwelet ken alies gwechall en hor skolioù ?

EIL STUDIER

An dra-se a ouezimp bremaik, rak sell, amañ emañ e vevel o tont.

Vakner a zeu tre, gantañ ur voutailhad win.

KENTAÑ STUDIER

He, paotr ! Pelec’h emañ da vestr ?

VAKNER

Doue hen goar, aotrounez !

EIL STUDIER

Penaos, ne ouzout ket ?

VAKNER

Eo, me a oar. Met Doue a oar ivez !

KENTAÑ STUDIER

Ro peoc’h gant da ziotachoù, ha lavar dimp pelec’h emañ.

VAKNER

Ha perak e lavarfen deoc’h, mar plij ?

EIL STUDIER

Bremaik ec’h eus lavaret e ouies.

VAKNER

N’eo ket abalamour ma ouzon e rankan lavarout. Tud desket eveldoc’h-c’hwi a dlefe mat hen kompren.

KENTAÑ STUDIER

Ne lavari ket neuze ?

VAKNER

Eo, lavarout a rin. Ha koulskoude, anzavit da gentañ pegen diot eo ho koulenn. Rak va mestr en deus divesker, hag a c’hell mont ha dont, ha tremen eus ul lec’h d’egile kent deoc’h kaout amzer da c’houlenn pelec’h emañ. Ha ma ne vefen ket ur paotr seven, hegarat, dereat ha darev atav da ober vad d’e nesañ, ’m eus aon ho pije gellet ober ho pedenn diwezhañ hag erbediñ hoc’h ene da Zoue, goude bezañ graet seurt goulenn. Ma ! Krediñ a ran evelato e welin ac’hanoc’h krouget amañ un deiz bennak, hailhevoded ma ’z oc’h ! Ha bremañ, digorit ho tiskouarn ha klevit mat ar pezh am eus da lavarout : evit gwir, va breudeur, emañ va mestr o verennañ amañ e-kichen, gant Valdes ha Kornelius. Hag ar gwin-mañ, aotrounez, ma c’hellfe kaozeal, a lavarfe deoc’h ar memes tra. Ha bremañ, tudjentil, va breudeur garet, kenavo.

Vakner a ya kuit.

KENTAÑ STUDIER

Neuze em eus aon emañ kouezhet e trap ar sorserion daonet-se, hag a zo brudet fall o-daou dre ar bed holl.

EIL STUDIER

Ha pa vefe un den dianav din, truez am befe outañ. Deomp avat da gontañ, kement-mañ d’an Aotrou Rektor, da welout ha gouest e vo d’ober un dra bennak da saveteiñ Fostus.

KENTAÑ STUDIER

Me ’gred n’eus netra d’ober.

EIL STUDIER

Greomp ar pezh a c’hellomp atav.

Tremen a reont kuit.

TREDE TAOLENN


Ar ouel a sav, hag e weler Fostus e-unan en e gambr-studi adarre. Noz eo.

FOSTUS

Bremañ m’eo deut an noz, Fostus, stagomp ganti. Ha sentiñ a raio an diaouled ouzh hor gourc’hemenn ? Pedet hon eus anezho, ha graet profoù dezho hervez m’eo merket. (O sellout ouzh arouezioù treset war an daol). Er c’helc’h-mañ emañ anv Jehova, skrivet en tu mat hag en tu gin. Amañ emañ anvioù ar Sent, skeudennoù an oabl, arouezioù pep steredenn-red, en doare ma ranko an erevent sevel. Bez dispont eta, Fostus, ha chom start. Bremaik e weli pezh a c’hellez ober. (Studiañ a ra an arouezioù ur pennadig). Sint mihi dei Acherontis propitii Valeat numen triplex Jehovae ! Ignei, aerii, aquatani spiritus, salvete ! Orientis princeps Belzebub, inferni ardentis monarcha, et Demogorgon, propitiamus vos, ut appareat et surgat Mephistophilis, quod tumeraris : per Jehovam, Gehennam, et consecratam aquam quam nunc spargo, signumque crucix quod nunc facio, et per vota nostra, ipse nunc surgat nobis dicatus Mephistophilis !

Mefistofelez a zeu tre.

Kae kuit. Te ’zo re zivalav ! Kae kuit, ha deus en-dro gwisket dereatoc’h !

Mefistofelez a ya kuit.

Evel-se ez eus galloud e komzoù ar sorserion ! Piv ne garfe bezañ ampart war o micher ? Pegen sentus eo ar Mefistofelez-se, pegen dilorc’h hag izel dirazon ! Ha kement-se, en un nebeut komzoù ! O, Fostus, amañ ivez out ur mestr ! Lakaat a rez an diaouled da blegañ !

Mefistofelez a zeu tre adarre, ur vantell
hir en-dro dezhañ.

MEFISTOFELEZ

Petra, Fostus, a fell dit e rafen ?

FOSTUS

Gourc’hemenn a ran dit bezañ va mevel endra vevin, sentiñ ouzhin e pep tra, ha pa vefe da ober d’al loar kouezhañ eus an oabl, pe lakaat ar mor da veuziñ ar vro-mañ.

MEFISTOFELEZ

Mevel on d’an diaoul bras Lusifer. Hep e aotre n’hellan ket sentiñ ouzh un all. N’omp ket evit ober muioc’h eget ma c’hourc’hemenn.

FOSTUS

Eñ eo neuze en deus graet dit dont amañ ?

MEFISTOFELEZ

Deut on amañ pa felle din dont, hep aotre ebet.

FOSTUS

N’eo ket va c’homzoù eta o deus da rediet ?

MEFISTOFELEZ

Eo, Fostus. Ha c’hoazh n’eo ket evel ma kredez. Kement gwech ma klevomp unan bennak o saotrañ anv Doue, o stlabezañ ar Skriturioù, o tismegañsiñ e Salver, nijal a reomp davetañ gant ar spi da laerezh e ene divarvel. Anez, ne zeufemp ket, ha neb en deus c’hoant e teufe an diaoul d’e gaout n’en deus nemet un dra d’ober : nac’h an Dreinded Santel ha pediñ e don e galon Prins an Ifern.

FOSTUS

Kement-se am eus graet. N’eus mui evidon mestr ebet nemet Satan. Dezhañ ec’h en em roan, korf hag ene. N’em eus ket aon da vezañ daonet. An Ifern evidon eo ar Baradoz. Lezomp, avat, ar gaoz-se, ha lavar din piv eo Lusifer.

MEFISTOFELEZ

Mestr bras ha rener meur an holl arc’houereed.

FOSTUS

Hag eñ ne oa ket un ael gwechall ?

MEFISTOFELEZ

Eo, Fostus, ael muiañ-karet an Aotrou Doue.

FOSTUS

Penaos eta eo deut da vezañ Priñs an diaouled ?

MEFISTOFELEZ

Al lorc’h eo a reas dezhañ koll e sked, ha bezañ stlapet gant Doue eus al lec’h uhelañ en Neñv betek goueled an Ifern.

FOSTUS

Piv eo ar re a vev gant Lusifer ?

MEFISTOFELEZ

Arc’houereed kaezh, hag a gouezhas gantañ, en em vodas gantañ a-enep Doue, o C’hrouer. Gant Lusifer omp daonet da viken.

FOSTUS

Pelec’h emaoc’h daonet ?

MEFISTOFELEZ

En Ifern.

FOSTUS

Perak eta out deut er-maez eus an Ifern ?

MEFISTOFELEZ

E kement lec’h ma ’z an, emaon en Ifern. O siwazh din, me hag a welas dremm Doue, me hag a anavezas levenez an Neñv, bezañ rannet diouzh ar weledigezh-se, diframmet diouzh al levenez-se da viken ha da viken ! An dra-se nemetken eo an Ifern ! O, Fostus, arabat dit kenderc’hel gant ar goulennoù-se, a laka va ene paour da skrijañ gant ar spont !

FOSTUS

Penaos ! Mefistofelez bras a zo kement a geuz dezhañ da vezañ kollet ar Baradoz ? Sell ouzhin. N’on nemet un den, ha koulskoude, fae a ran war al levenez-se na dañvai mui biken. Kae da gemenn d’az mestr Lusifer ez on laouen da vervel hep anaout morse rouantelezh ar re eürus. Lavar dezhañ e taskoran dezhañ va holl ene. Ha ne c’houlennan en eskemm nemet un dra : kaout amañ, war an douar, pevar bloaz warn-ugent da vevañ er binvidigezh hag er blijadur. E-pad an amzer-se ra vezi atav em c’hichen, da reiñ din kement a c’houlennin, da ziskuliañ din kement tra am bo c’hoant da c’houzout, da wallgas va enebourion, da harpañ va mignoned, ha da vezañ bepred sentus pa gomzin. Kae kuit, kae da gaout da vestr Lusifer, ha deus en-dro amañ da hanternoz da zegas din ar respont.

MEFISTOFELEZ

Mont a ran, Fostus.

Mefistofelez a ya kuit.

FOSTUS

Ha pa ’m befe kement a eneoù ha ma ’z eus a stered, o reiñ a rafen holl evit Mefistofelez. Drezañ e vin brasañ impalaer ar bed. Mistri ar vro-mañ ne vint mistri ken nemet ma plij din. Bremañ m’ em eus tapet ar pezh a c’hoantaen, n’em eus mui netra d’ober nemet kemer va flijadur.

Ar ouel a gouezh.


PEVARE TAOLENN


Da vezañ c’hoariet dirak ar ouel. Vakner hag ar Farouell a zeu tre.

VAKNER

Deus amañ, ’ta, paotrig !

AR FAROUELL

Paotrig ! Paotrig ! Gwelet ec’h eus kalz a baotredigoù, dezho ur pezh barv e-giz va hini ?... Paotrig !

VAKNER

Lavar din, penn koad ma ’z out, kalz a beadra zo ganit ?

AR FAROUELL

Ya da ! Peadra da vervel gant an naon !

VAKNER

Paour kaezh klasker-bara ! Hag e kav tro da c’hoarzhin gant e baourentez ! N’en deus ket un tamm dilhad dereat war e gein, ha ken goullo eo e gof ma werzhfe e ene d’an diaoul evit un tamm kig-dañvad kriz.

AR FAROUELL

Penaos ! Va ene d’an diaoul evit un tamm kig-dañvad kriz ! Nann, nann, va mignon. En anv ar Werc’hez, e rankfe an tamm kig-dañvad-se bezañ poazh, hag hilienn vat gantañ war ar marc’had. Ma paean ker, e rankan bezañ servijet !

VAKNER

Ne garfes ket dont da vevel ganin ?

AR FAROUELL

Dont da vevel ganit ! Ha penaos e vefen paeet ?

VAKNER

Paeet mat e vefes. Pemp kant lur ar miz !

AR FAROUELL

Bennozh Doue dit ! Ma rankan gortoz ar pemp kant lur-se, e vin debret a-raok gant al laou.

VAKNER

Debret e vi ganto, pe e chomez da c’hortoz pe ne rez ket. Met bremañ, va faotr, kuit a ziotachoù ! Deus da vevel ganin evit seizh vloaz, pe e troin ar c’hwen a zo war da groc’hen e leoned hag e tigred, ha neuze e vi debret a-zevri-bev.

AR FAROUELL

Mar don debret a-zevri, ne vin ket debret bev.

VAKNER

Ma ! (O reiñ dezhañ arc’hant.) Dal ar gwenneion-mañ.

AR FAROUEL

Gwenneion ! Ha d’ober petra e roez din gwenneion ! N’int ket fall da gaout evelato ! (Lakaat a ra an arc'hant en e c’hodell).

VAKNER

Ha bremañ, en em werzhet ec’h eus d’an diaoul, hag a erruio d’az kerc’hat pa garo.

AR FAROUEL (o klask reiñ an arc’hant en-dro)

Ta, ta, ta ! Dal da wenneion en-dro. N’em eus ket ezhomm anezho ken.

VAKNER

N’o c’hemerin ket avat.

AR FAROUEL

Eo, kemer.

VAKNER

O lakaet ec’h eus ez kodell. Mir anezho !

AR FAROUEL

O zennet em eus eus va godell. Dal anezho !

VAKNER

Emaon o vont da c’hervel daou ziaoul d’az pakañ. He ! He ! Baliol ha Belc’her ! .

AR FAROUEL

N’em eus ket ezhomm eus Baliol ha n’em eus ket ezhomm eus Belc’her ! Ma teuont amañ e welint pezh n’o deus gwelet biskoazh abaoe ma ’z int diaouled. Ha ma lazhfen unan anezho, petra ’vo lavaret goude ? « Ne welez ket hennezh gant e vlev fuilhet hag e varv hir ? Hennezh en deus lazhet un diaoul ! » Hag e vo graet « Lazh-Diaoul » ac’hanon dre ar barrez !

Daou ziaoul z zeu tre. Ar Farouell a red
a bep tu, spouronet.

VAKNER

Baliol ha Belc’her, — kit kuit diouzhtu !

An diaouled a ya kuit.

AR FAROUELL

Penaos ! Aet int kuit ? Ra ’z aint d’an Ifern ! Gwelet ec’h eus o ivinoù ? Bez’ e oa un diaoul hag un diaoulez. Me ’oar penaos o anaout : an diaouled o deus kerniel, hag an diaoulezed a zo karnoù givri dezho.

VAKNER

Ne vern, va faotr, deus ganin.

AR FAROUELL

Ma ’z an da vevel ganit, ha deskiñ a ri din penaos gervel Belc’hol ha Balier ?

VAKNER

Deskiñ a rin dit mont da n’eus forzh petra a giri : ki, kazh, logodenn pe razh.

AR FAROUELL

Ur C’hristen o vont da gi, da gazh pe da logodenn ! Nann, nann, me ’garfe mont da c’hwenenn, d’ur c’hwenenn vihan vihan. Neuze eo e lakafen tud a anavezan da zañsal !

VAKNER

Dont a ri, pe ne ri ket ?

AR FAROUELL

Met Vakner, klev ’ta...

VAKNER

Ho ! Ho ! Baliol ha Belc’her !

AR FAROUELL

Vakner, Vakner ! Lez Bano ha Porc’hell da vont da gousket !

VAKNER

Gra « Aotrou Vakner » ac’hanon, lakepod, ha ra chomo da lagad kleiz peget ouzh seul va zroad dehou, gant quasi vestigiis nostris insistere.

AR FAROUELL

Peseurt gregach a zeu gant hemañ ? N’eus forzh, bremañ e rankan bezañ e servijer.

Mont a reont kuit.


PEMPVET TAOLENN

Ar ouel o sevel a ziskouez Fostus en e gambr-studi.

FOSTUS

Bremañ, Fostus, daonet out, ha n’hellez mui bezañ salvet. Petra ’dalv dit neuze soñjal e Doue hag e traoù an Neñv ? A-walc’h, a-walc’h gant ar soñjezonoù-se, na reont nemet kreskiñ da zizesper ! E Belzebub hepken e rankez fiziout. War-raok eta gant an hent ac’h eus dibabet ! Perak termal ? Petra eo se, o kornal atav em diskouarn : « Lez an achantouriezh ha distro da Zoue ? » Ya, Fostus, da Zoue !... Penaos ?... Ne gar ket ac’hanout ! An Doue a servijez eo c’hoantegezh da galon. D’an Doue-se eo e savin un aoter hag un iliz, ha kinnig a rin dezhañ gwad bugale vihan.

An Ael Mat hag an Drougael en em ziskouez.

AN AEL MAT

Fostus, dilez an arz milliget-se.

FOSTUS

Keuz d’ar pec’hed, pedennoù, pinijenn, petra eo nemet avel ?

AN AEL MAT

An avel az kaso, Fostus, d’ar Baradoz !

AN DROUGAEL

Sorc’hennoù, tresoù, huñvreoù nemetken, da zistrujañ skiant an dud a feiz !

AN AEL MAT

Fostus, soñj en Neñvoù, soñj en eürusted peurbadus !

AN DROUGAEL

Nann, Fostus, soñj en enorioù hag er binvidigezh!

An Aelez a steuz.

FOSTUS

Pinvidigezh ! Rouantelezhioù ar bed a vo din, peogwir e vo Mefistofelez atav em c’hichen. Pe Zoue a c’hell ober droug. dit, Fostus ? Bez dispont. Bez hep arvar. Deus. Mefistofelez, deus da gas din keloù drant a-berzh Lusifer. Ha n’eo ket c’hoazh hanternoz ?

Klevout a reer hanternoz o seniñ, Mefistofelez
a zeu tre.

Bremañ, ro din respont da vestr Lusifer.

MEFISTOFELEZ

Servijañ a rin Fostus keit ha ma vevo, ma fell dezhañ gwerzhañ e ene.

FOSTUS

Ha n’eo ket kollet va ene ?

MEFISTOFELEZ

E werzhañ a rankez a-zevri-kaer, dre ul lizher skrivet gant da wad. Setu aze gourc’hemenn Lusifer. Anez, ez an kuit.

FOSTUS

Chom, Mefistofelez. Met lavar din, pe vad a raio va ene d’az mestr ?

MEFISTOFELEZ

Kreskiñ e rouantelezh.

FOSTUS

Hag evit se hepken e tempt ac’hanomp ?

MEFISTOFELEZ

Da skañvaat hor poanioù e kollomp re all.

FOSTUS

Poanioù hoc’h eus eta ?

MEFISTOFELEZ

Poanioù brasoc’h, Fostus, eget ma c’hellfes kompren ! Met lavar din, ne werzhi ket da ene ? Ne vin ket da vevel, da sklav, da reiñ dit kement a c’hellez c’hoantaat, ha muioc’h ?

FOSTUS

Eo, Mefistofelez, kemer va ene.

MEFISTOFELEZ

Neuze, Fostus, toull da vrec’h hep spont, da ouestlañ da Satan, d’an deiz merket, da ene. Hag e vi ken bras ha va mestr (a-gostez) evit ur pennad !

FOSTUS (o sankañ ur gontell en e vrec’h)

Sell, Mefistofelez, dre garantez evidout, gloazañ a ran, va brec’h, ha gant va gwad e ouestlan va ene da Lusifer, mestr ha rener an noz peurbadus ! Sell ! Emañ ar gwad o redek !

MEFISTOFELEZ

N’eo ket a-walc’h. Bremañ e rankez skrivañ.

FOSTUS

Hag a rin. (O skrivañ). Met, Mefistofelez, sonnañ a ra ar gwad, ha ne c’hellan ken skrivañ.

MEFISTOFELEZ

Gortoz. Ez an da gerc’hat dit tan d’e deuziñ en-dro.

Mefistofelez a ya kuit.

FOSTUS

Perak e sonn va gwad ? Nac’h a ra, moarvat, skrivañ ar gerioù daonet-se ! Perak ne red ket ? (O lenn). « Me, Yann Fostus, doktor, a ro va c’horf ha va ene... » Aman on chomet a-sav. Daoust ha n’eo ket va ene din-me ?... Skrivomp eta.

Mefistofelez a zeu en-dro, o tegas gantañ ur
podad glaou-bev.

MEFISTOFELEZ

Amañ ’z eus tan. Deus, Fostus.

FOSTUS

Berañ a ra ar gwad adarre. Bremañ ne vint ket pell. (Skrivañ a ra).

MEFISTOFELEZ (a-gostez)

Petra ne rafen ket da gaout e ene ?

FOSTUS

Graet eo. Echu eo al lizher. Fostus, roet ec’h eus da ene d’an diaoul. (O sellout ouzh e vrec’h). Petra eo se ? Petra ’zo merket war da vrec’h ? « Homo, fuge ». Tec’hout ? Ha da belec’h ? Mar deo da Zoue, stlapet e vin gantañ en Ifern. (O sellout adarre.) Nann, touellet e oan. N’eus netra merket amañ. « Homo fuge ». Ne vern ! Ne vern !

MEFISTOFELEZ (a-gostez)

Traoù a gerc’hin da blijout dezhañ !

Mont a ra kuit, hag e teu en-dro gant diaouled, hag a laka kurunennoù, bravigoù ha dilhad kaer dirak Fostus, hag a ya kuit goude.

FOSTUS

Lavar din, Mefistofelez, petra eo kement-se ?

MEFISTOFELEZ

Netra, nemet da ziskouez dit pezh a c’helli kaout hiviziken.

FOSTUS

Talvezout a ra neuze mil ene. Setu amañ al lizher. Gwerzhañ a ran drezañ va c’horf koulz ha va ene. Ret e vo dit avat derc’hel d’az promesaoù.

MEFISTOFELEZ

Dre an Ifern ha Lusifer, touiñ a ran seveniñ penn-da-benn kement a zo merket.

FOSTUS

Neuze, selaou ! (O lenn). « War an divizoù da heul. Unan, Fostus a c’hel!o bezañ un arc’houere. Daou, bez’ en devo Mefistofelez da vevel. Tri, Mefistofelez a raio dezhañ hag a zegaso dezhañ ne vern petra a c’hoantaio. Pevar, bez’ e chomo e ti Fostus hep bezañ gwelet gant den. Pemp, en em ziskouez a raio da Fostus, ne vern pegoulz hag e ne vern pe stumm. Me, Yann Fostus, a ro va c’horf ha va ene da Lusifer, Priñs ar Sav-Heol, ha d’e gannad Mefistofelez. Hag ez asantan bezañ kaset ganto d’an Ifern, a-benn pevar bloaz war-nugent ac’han, gant m’o devo dalc’het mat d’an divizoù merket. Sinet ganin, Yann Fostus. »

MEFISTOFELEZ

Al lizher-se a gemerin eta ?

FOSTUS

Kemer, ha gra gantañ pezh a giri ! (Reiñ a ra al lizher).

MEFISTOFELEZ

Ha bremañ, Fostus, ez on da vevel.

FOSTUS

Lavar din neuze, pelec’h emañ an Ifern ?

MEFISTOFELEZ

Dindan an Neñv.

FOSTUS

Ya, met pelec’h ?

MEFISTOFELEZ

N’en deus na lec’h na ment. E-lec’h m’emaomp emañ, e-lec’h m’emañ e rankomp bezañ.

FOSTUS

Diotachoù !

MEFISTOFELEZ

Gortoz, hag e weli !

FOSTUS

Kavout a ra dit e vin daonet ?

MEFISTOFELEZ

Emañ al lizher em dorn. Ha n’ec’h eus ket sinet ? Ha n’ec’h eus ket roet da ene da Satan ?

FOSTUS

Eo, ha va c’horf ivez war ar marc’had ! Petra ’vern ? N’on ket sot a-walc’h da grediñ, emichañs, ez eus poanioù da c’houzañv goude ar marv ! Sorc’hennoù goullo, koñchoù gwrac’hed kozh !

MEFISTOFELEZ

Ha n’on ket amañ da brouiñ dit ar c’hontrol ? Rak daonet on, hag emaon en Ifern.

FOSTUS

An Ifern ! Mar deo amañ an Ifern, laouen on da vezañ daonet !


AR OUEL A GOUEZH
EIL LODENN
————
C’HWEC’HVET TAOLENN

Ar ouel o sevel a ziskouez kambr-studi Fostus. Emañ Fostus ha Mefistofelez o paouez dont e-barzh, gwisket e-giz beajourion.

FOSTUS

Tost pevar bloaz warn-ugent ! Hag e teuan en-dro d’ar gêr ! (O sellout tro-war-dro). Chomet eo pep tra evei gwechall ! Evel na vije bet netra e-pad an holl amzer-se ! Pevar bloaz warn-ugent o redek ar bed, eus broioù skornet an hanternoz betek broioù an hañv peurbadus ! Pevar bloaz war-ugent ! Nag a dud am eus gwelet, ha me deut-mat hag enoret e pep lec’h ! Kement plijadur a c’hell mab-den tañva am eus tañvaet ! Gwalc’het eo bet va holl c’hoantegezhioù ! Renet em eus, karet em eus, hag ar pep c’hwekañ holl, anavezet em eus ! Penaos neuze, n’on ket bet eürus ? Penaos e fell din neuze atav kaout muioc’h, evel unan a glask beuziñ er gwin e c’hlac’har, hag a rank evañ, evañ, evañ bepred ! (O treiñ etrezek Mefistofelez). Pa sellan ouzh an oabl, keuz am eus d’ar pezh am eus graet. Da villigañ a ran neuze, Mefistofelez. Rak o reiñ din kement levenez a zo er bed, laeret ec’h eus diganin al levenez hep par !

MEFISTOFELEZ

Hag e kav dit, Fostus, eo ken brav-se levenez ar Baradoz ? Kred ac’hanon, n’eo ket ken kaer ha te, n’eo ket ken kaer hag an disterañ eus an dud a vev war an douar.

FOSTUS

Penaos eta ?

MEFISTOFELEZ

Daoust ha ne voe ket graet ar Baradoz evit an den ? An den neuze a zo gwelloc’h egetañ.

FOSTUS

Mar boe graet evit an den, e voe graet evidon ! A, siwazh din, bremaik em bo keuz !

An Ael Mat hag an Drougael en em ziskouez.

AN AEL MAT

Ya, dit da gaout keuz, Fostus, Doue en devo truez ouzhit.

AN DROUGAEL

Kollet out, Fostus. Doue n’en devo ket truez.

FOSTUS

Piv a hiboud e pleg va skouarn ez on kollet ? Ha pa vefen dek gwech gwashoc’h, Doue a c’hellfe c’hoazh trueziñ ouzhin, m’em befe keuz.

AN DROUGAEL

Gwir eo, met n’ez pezo keuz biken.

An Aelez a steuz.

FOSTUS

Ken kalet eo deut va c’ha!on, ma n’hellan mui kaout morc’hed ! A-vec’h ma c’hellan distagañ ar geriou-mañ : feiz, silvidigezh, baradoz. Dalc’hmat emañ o strakal evel ar gurun e-barzh va fenn : « Daonet out, Fostus ! » Ha dirak va daoulagad e welan kontilli, klezeier, fuzuilhoù, lakaet aze evidon d’en em lazhañ. Ha gwir, en em lazhañ pell ’zo am bije dleet !... Ha padal, perak en em lazhfen ? Perak e sankfen evel un digalon en dizesper ? Ar pezh a zo graet a zo graet. Fostus, arabat dit plegañ ! Bras eo an douar, ha meur a dra ’zo c’hoazh na anavezez ket. Deus, Mefistofelez, va mignon. Respont din, evel m’ec’h eus respontet ken alies : piv en deus graet ar bed ?

MEFISTOFELEZ

Piv ?

FOSTUS

Ya, Mefistofelez, lavar din.

MEFISTOFELEZ

Tevel a rankan.

FOSTUS

Penaos, ne responti ket ! Ret eo dit respont ! Ha n’out ket va mevel, va sklav, a dle ober kement tra a blij din ?

MEFISTOFELEZ

Eo, kement tra ha n’eo ket a-enep hor rouantelezh. Soñj en Ifern, Fostus, rak daonet out !

FOSTUS

Fostus, soñj e Doue, a grouas ar bed !

MEFISTOFELEZ

Lavaret em eus !

Mont a ra kuit.

FOSTUS

Ya, kae kuit, diaoul fallakr, d’az Ifern milliget, te hag ac’h eus kollet va ene paour ! Siwazh ! Re ziwezhat eo ! Re ziwezhat !

An Ael Mat hag an Drougael en em
ziskouez adarre.

AN DROUGAEL

Re ziwezhat !

AN AEL MAT

Morse n’eo re ziwezhat.

AN DROUGAEL

Distro da Zoue, ha drailhet e vi e tammoù gant an diaouled.

AN AEL MAT

Distro da Zoue, ha ne c’hellint netra a-enep dit.

An Aelez a steuz.

FOSTUS

Jezuz-Krist, va Salver, ha saveteiñ a ri ac’hanon ?


SEIZHVET TAOLENN

Da vezañ c’hoariet dirak ar ouel.

ROBIN (o tont tre, ur pikol levr gantañ dindan e gazel).

O, o, o ! Un taol kaer am eus graet. Laeret em eus unan eus levrioù an Doktor Fostus, hag e c’hellin gantañ ober traoù burzhudus. Bremaik e vo gwelet. Meur a unan ’zo er barrez ha na oar ket petra ’zo e gortoz evitañ !

Jakez a zeu tre.

JAKEZ

He, Robin ! Me ’zo bet o klask ac’hanout e-pad div eur ! Kaset on gant hor mestr da lavarout dit dont d’e gaout diouzhtu, rak labour a zo d’ober. Hast afo ma karez. Droug bras a zo ennañ.

ROBIN

Lavar d’ar mestr mont da sutal, pe me ivez a gavo labour dezhañ da ober hep dale. Ha te, diwall! Na zeu ket re dost ! Amañ ’z eus ganin peadra da lakaat ac’hanout da vlejal.

JAKEZ

Petra ’rez gant al levr-se ? Te ’oar lenn ?

ROBIN

Me ’oar lenn a-walc’h da vont pinvidikoc’h eget hor mestr pa blijo din, Jakez.

JAKEZ

Peseurt levr eo hennezh ?

ROBIN

Spontusañ levr a zo bet graet biskoaz e traoñ an Ifern !

JAKEZ

Gant al levr-se e c’hellez gervel an diaouled ?

ROBIN

Ya, hag ober a bep seurt traoù all ouzhpenn. Mar karan e c’hellan mezviañ ac’hanout gant gwin-ardant e ne vern pe davarn eus ar vro.

JAKEZ

An dra-se a c’hellan ober va-unan.

ROBIN

Anaout a rez Jaketa, da hini gozh, ha n’he deus mui ezhomm ac’hanout ? Ma ! Gant al levr-mañ, mar karez, e viot dimezet warc’hoazh.

JAKEZ

O, Robin, va mignon ! Neuze on kontant da reiñ d’an diaoul bara-kerc’h da zebriñ bemdez betek e varv.

ROBIN

Met, Jakez, un dra a rankez da ober evidon ivez. (O tennañ ur c’hobeled arc’hant eus brennid e borpant). Me ’m eus laeret ar c’hobeled-mañ en davarn bremaik. Dalc’h anezhi betek ma c’houlennin.

JAKEZ (o kuzhat ar c’hobeled en e chupenn).

Met, Robin, amañ ’mañ an tavarnour o tont warnomp !

ROBIN

Bez dinec’h ! Me ’ouezo penaos mont dezhañ gant va levr !

An tavarnour a zeu tre.

Demat, aotrou tavarnour. Paeet oc’h bet, a gredan, ha paeet mat. Deus, Jakez.

AN TAVARNOUR

Deport, va faotr. Arabat mont kuit ken buan. Moarvat ec’h eus gwelet ur c’hobeled arc’hant hag a oa em zi n’eus ket pell.

ROBIN

Ur c’hobeled arc’hant ? Jakez, te ac’h eus gwelet ur c’hobeled arc’hant ? Ma, aotrou tavarnour, ma kav deoc’h eo me al laer, e c’hellit furchal ac’hanon.

AN TAVARNOUR

Hag a rin.

Furchal a ra Robin.

ROBIN

Petra ’lavarit bremañ ?

AN TAVARNOUR

Me ’garfe lavarout ur ger d’ar paotr-mañ ivez.

An tavarnour a ya war-du Jakez, hag a
ro ar c’hobeled da Robin hep bezañ gwelet.

JAKEZ

Ma, aotrou, furchit kement ha ma kirit ! (An tavarnour a furch anezhañ). Gwelout a rit ? N’hoc’h eus ket mezh da damall tud onest, hag a varvfe kentoc’h eget ober ul laeroñsi !

AN TAVARNOUR

Emañ va gobeled gant unan ac’hanoc’h.

ROBIN

Hailhon ma ’z oc’h ! Me a zesko deoc’h livañ gevier. Ma a zesko deoc’h. (O kregiñ ennañ dre e zivskoaz hag ouzh e lakaat da dreiñ). Troit ho kein, pe... (O reiñ ar c’hobeled da Jakez)..... en anv Belzebub !

AN TAVARNOUR (oc’h en em zifrietañ)

Alo, alo, petra ’fell dit, lakepod ?

ROBIN

Bremaik e welot petra ’fell din. (O lenn en e levr.) « Sanciobolurum Periphrasticon... » Gortozit aotrou tavarnour. (O lenn.) « Polypragmos Belseboram framanto pacostiphos tostu... Belzebub ! »

Belzebub a zeu tre hag a zistag taolioù
bazh gant an tri.
Redek a reont saouzanet a bep tu. Belzebub
a ya kuit.

AN TAVARNOUR

O nomine Domini ! Petra ac’h eus graet, Robin ? Pardonit ac’hanon, paotred ! Bremañ e welan mat n’eo ket c’hwi hoc’h eus laeret va gobeled .

JAKEZ

Peccatum peccatorum ! Amañ emañ ho kobeled, tavarnour. (O reiñ ar c’hobeled dezhañ.)

ROBIN

Misericordia pro nobis ! Petra ’rin bremañ ? Aotrou an Diaoul, ho pet truez ouzhin, ha ne laerin mui biken hini ebet eus ho levrioù.

Belzebub a zeu tre adarre.

BELZEBUB

Me, hag a wel bemdez roueed hag impalaerion o stouiñ dirazon, lavarout em eus ranket dont, galvet gant seurt lamponed ! Deut on amañ war an avel eus Konstantinopl, netra nemet da gaout tri c’hanfard lous !

ROBIN

Biskoazh kemend-all ! Eus Konstantinopl ! Naon hoc’h eus, emichañs ! Bez’ e c’hellit koaniañ e tavarn an aotrou-mañ evit c’hwezek real.

BELZEBUB

Evit ober goap din, paotr, e lakaan ac’hanout da vont e korf ur marmouz. Ha te, paotr (da Jakez), e korf ur c’hi.

Robin ha Jakez a dec’h spontet diouzh un
tu, ha Beizebub a ya kuit diouzh an tu all.

AN TAVARNOUR (hag a zo chomet sabatuet, azezet war bevenn aï leurenn, — o vont kuit en ur sammañ e c’hobeled)

Krediñ a rafen n’eo ket an diaouled ken fall ha ma lavarer, pa c’hellont resteurel o zraoù d’an dud onest, ha kastizañ al laeron !


EIZHVET TAOLENN

Pa sav ar ouel, emañ Vakner e-unan e-kreiz kambr-studi Fostus.

VAKNER

Me ’gav din emañ va mestr o vont da vervel hep dale, rak roet en deus din e holl vadoù. Ha koulskoude, ma vefe ken tost d’ar marv, ne vefe ket atav oc’h evañ, o festañ hag o ribodal e-touez ar studierion, evel m’emañ oc’h ober d’an eur-mañ end-eeun. Souezhet on gantañ. War washaat ez a bemdez. Sell ! Amañ ’maint o tont. Moarvat eo echu ar banvez !

Mont a ra kuit, ha Fostus a zeu tre, gantañ
daou studier ha Mefistofelez.

KENTAÑ STUDIER

Aotrou Doktor Fostus, peogwir e oamp o kaozeal diwar-benn ar merc’hed, deut eo da soñj dimp penaos an hini goantañ anezho holl, war a lavarer, e oa Helena ar C’hresianez. Ho pet ar vadelezh eta, Aotrou Doktor, da ziskouez dimp an itron gaer-se. Ho trugarekaat a rafemp kalz.

FOSTUS

Aotrounez, o vezañ ma karan ac’hanoc’h ha m’on boas atav da ober plijadur d’am mignoned, e tiskouezin deoc’h an itron dispar-se, evel end-eeun ma edo e bleun he yaouankiz.

Skeudenn Helena en em ziskouez.

KENTAÑ STUDIER

Ne gavan ket a c’herioù da veuliñ he c’hened.

EIL STUDIER

N’eo ket souezh e chomas ar C’hresianed dek vloaz oc’h ober brezel eviti.

KENTAÑ STUDIER

Ha bremañ m’hon eus gwelet gant hon daoulagad ur burzhud, dereat e vefe mont kuit. Bennozh Doue deoc’h, aotrou. Gloar hag enor deoc’h da virviken.

FOSTUS

Kenavo, aotrounez. Ha deuit en-dro dizale.

Ar studierion a ya kuit. An den kozh a zeu tre.

AN DEN KOZH

Doktor Fostus, Doktor Fostus, o ma c’hellfen distreiñ ac’hanout diwar an hent fall ac’h eus dibabet ! Amzer ac’h eus c’hoazh da sellout ouzh ar Baradoz hag an eürusted peurbadus. Da galon a c’hell teneraat. Daeroù a c’hellez c’hoazh skuilhañ, daeroù war da dorfedoù euzhus, war da bec’hedoù hudur, o deus breinet ha kontammet da ene ! Divent, Fostus, eo trugarez Hor Salver, an hini a ro e gig hag e wad da saveteiñ an holl bec’herion.

FOSTUS

Pelec’h emaout, Fostus ? Ha petra ac’h eus graet ? Daonet out, Fostus, daonet ! Dizesper ha marv ! An Ifern a c’houlenn e breizh ha gant mouezh ar gurun e lavar dit : « Deus, Fostus, echu eo ! » Ya, echu e vo bremaik.

Mefistofelez a ro dezhañ ur gontell.

AN DEN KOZH

Gortoz, Fostus, gortoz, a-raok en em lazhañ ! Gwelout a ran un ael a-zioc’h da benn, gantañ ul lestr karget a c’hras prizius, ha darev d’he silañ e-barzh da galon. Goulenn truez eta. Kas kuit an dizesper.

FOSTUS

Va mignon, da gomzoù a ra vad d’am ene kaezh. Lez ac’hanon da soñjal ur pennadig c’hoazh em pec’hedoù.

AN DEN KOZH

Mont a ran, Fostus, mont a ran glac’haret. Diskaret out, siwazh, kaset da get gant an dizesper.

An den kozh a ya kuit.

FOSTUS

Pelec’h emañ an druez ? Keuz am eus d’am pec’hed. Hag aet eo pep spi diouzhin koulskoude. An Ifern hag ar Barados a stourm em bruched ! Da bellaat ar marv, petra ne rafen ket !

MEFISTOFELEZ

Trubard ! Din-me eo da ene ! Disentet ec’h eus ouzh va mestr Lusifer. Lavar ur ger muioc’h, ha drailhañ a ran da gorf.

FOSTUS

Klev, Mefistofelez. Plegañ a ran. Goulenn a ran pardon ouzhit hag ouzh da vestr. Ma ne gredez ket, prest on da sinañ gant va gwad adarre al lizher am eus graet gwechall.

MEFISTOFELEZ

Gra neuze, ha buan, gant aon na c’hoarvezfe c’hoazh gwashoc’h ganit.

FOSTUS

Hag ouzhpenn, da bediñ a ran da gastizañ an den kozh-se, en deus kredet dont betek amañ d’am c’huzuliañ fall.

MEFISTOFELEZ

Bras eo e feiz. N’hellan netra a-enep e ene. Met pezh a c’hellin ouzh e gorf a rin sur mat.

FOSTUS

Un dra all, va mevel karet, a c’houlennin diganit. An Helena-se, am eus damwelet bremaik, me a garfe he c’haout em c’hichen, ma c’hellin ankounac’haat gweIIoc’h va stad, ma vo aesoc’h din chom feal da Lusifer.

MEFISTOFELEZ

Da c’hoant, Fostus, en dra-mañ evel e pep tra, a vo graet.

An den kozh a zeu tre adarre.

AN DEN KOZH

Fostus, Fostus, den daonet ha fallakr, serriñ a rez da ene ouzh ar c’hras. Hep dale pell, siwazh, e vi barnet.

Diaouled a zeu tre hag a grog en den kozh.

AN DEN KOZH

Emañ Satan o vont da voureviañ va c’horf. An tan-se eo a amprouo va feiz. Va feiz, Ifern divalav, a vezo trec’h ! Sellit, diaouled lorc’hus, an aelez o vousc’hoarzhin din. It kuit, rak mont a ran davet va Doue !

En em ziframmañ a ra a-dre skilfoù an
diaouled hag ar ouel a gouezh.


DEKVET TAOLENN

Da vezañ c’hoariet dirak ar ouel. Valmer hag ar mare’heger a zeu tre.

VAKNER

Nann, nann, nann. pa lavaran dit n’emañ ket va marc’h da werzhañ !

AR MARC’HEGER

Ne glevit ket, aotrou ? Kaset em eus ganin pemp mil lur da brenañ ho marc’h.

VAKNER

Re varc’had-mat eo. Ma werzhañ anezhañ, e rankan kaout c’hwec’h mil lur.

AR MARC’HEGER

Siwazh, aotrou, n’em eus ket. Ha koulskoude c’hoant am eus da gaout ho marc’h. Ha lavaret hoc’h eus bremaik n’ho poa ken ezhomm anezhañ. Perak ne fell ket deoc’h e werzhañ ?

VAKNER

Ar pemp mil lur a zo ganit ?

AR MARC’HEGER (o tennañ arc’hant eus e c’hodell}.

Amañ emaint, aotrou.

VAKNER (o kemer an arc’hant)

Ma ! peogwir out ur paotr onest, hag ec’h eus ur wreg ha bugale, ar marc’h a zo dit. Va mevel a roio anezhañ dit pa giri. Met un dra a rankez klevout da gentañ : arabat mont en dour gant al loen-se.

AR MARC’HEGER

Penaos, n’hellan ket reiñ dezhañ dour da evañ ?

VAKNER

Ro dezhañ dour da evañ kement ha ma kiri. Met arabat, a lavaran, kas anezhañ e-barzh an dour. Pa gavi ur c’hleuz pe ur wazh-dour dirazout, lak anezhañ da lammat dreist pe da vont e-biou. Mod all out kollet.

AR MARC’HEGER

Soñj am bo, aotrou. Ha bremañ, ez an da gerc’hat va marc’h. Kenavo.

Ar marc’heger a ya kuit.

VAKNER

Peogwir eo bet roet ar marc’h-se gant an diaoul, koulz eo din e werzhañ, hag echuiñ diouzhtu gant an diaouled hag an diaoulerezh. Kerkent ha ma vo marv va mestr Fostus, — ha ne bado ket pell bremañ, — ez in kuit eus ar vro-mañ hag e prenin ur maner gant e arc’hant. Neuze avat e vin un aotrou bras.

Mefistofelez a laka e benn er-maez en tu
dehou eus al leurenn.

MEFISTOFELEZ

A gav dit, lakepod ?

Kuzhat a ra e benn diouzhtu.

VAKNER (o sellout tro-war-dro).

A gav din ? Piv en deus komzet ?

Mont a ra en tu dehou. Mefistofelez a laka e
benn er-maez en tu kleiz.

MEFISTOFELEZ

Teuziñ a raio da vadoù, evel m’eo teuzet ar pemp mil lur ac’h eus bet evit da varc’h.

Kuzhat a ra e benn diouzhtu adarre.

VAKNER (o vont en tu kleiz)

Hola ! Hola ! Piv ’zo aze ?... N’eus den ! Huñvreal a ran... Teuziñ a raio va madoù evel m’eo teuzet ar pemp mil lur am eus bet ! (O furchal en e c’hodell, e-lec’h m’en deus lakaet e arc’hant, hag o tennañ un dornadig plouz er-maez.) Harz al laer ! Harz al laer ! Hennezh a oa en em glevet gant an diaoul da laerezh va marc’h diganin ! Harz al laer !

Mont a ra kuit en ur redek. Ar marc’heger
a zeu tre dre an tu all, gleb-teil hag o leñvañ.

AR MARC’HEGER

He ! He ! Lavaret en doa din koulskoude ! Met evel un azen ma ’z on, n’em eus ket selaouet outañ ! Lavaret en doa din : arabat mont en dour gant ar marc’h-se. Ha me, o krediñ en doa graet goap din, pe e oa ur perzh burzhudus bennak gant al loen, kentañ tra am eus graet eo lammat war e gein, ha yao d’ar stank a zo e-kichen an iliz ! Ne oan ket a-vec’h e-kreiz ar stank, ma ’z eo aet va loen da netra, ha me ’m eus en em gavet a-c’haoliad war un torchad kolo, ha n’ouzon dare penaos n’on ket bet beuzet. Met me ’zo o vont da glask an hini en deus gwerzhet ar marc’h din, ha me am bo va femp mil lur en-dro, me am bo va femp mil lur, pe...

Vakner a zeu tre.

VAKNER

Ha, amañ ’mañ al laer !

AR MARC’HEGER

Laer ! Laer ! Pemp mil lur, pemp mil lur evit un torchad kolo !

VAKNER

Laer ! Laer ! Kaerañ marc’h ’zo er vro evit ur guchennig plouz !

AR MARC’HEGER

Ro din va femp mil lur !

VAKNER (o tistagañ ar palvad dezhañ)

Dal da bemp mil lur !

En em gannañ a reont, hag an eil o redek warlec’h egile, ez eont kuit. O c’hlevout a reer oc’h en em gannañ c’hoazh ur pennad e tu ar c’hoariva.


NAVET TAOLENN

Ar ouel a sav. Emañ Fostus en e gambr-studi gant daou skolaer kozh.

FOSTUS

Siwazh, aotrounez !

KENTAÑ SKOLAER

Petra a c’hoarvez gant Fostus ?

FOSTUS

Siwazh, va mignon kozh, ma vijen chomet ganeoc’h amañ, em bije hir amzer c’hoazh da vevañ. Bremañ avat a rankan mervel da viken ! Sellit ! Ne zeu ket ? N’emañ ket o tont ?

EIL SKOLAER

Petra ’lavar Fostus ?

KENTAÑ SKOLAER

’M eus aon eo aet klañv e spered dre vezañ re e-unan.

EIL SKOLAER

Neuze ez eus medisined hag a c’hell e bareañ. (Da Fostus.) Peseurt droug en deus Fostus, peseurt kleñved ?

FOSTUS

Kleñved ar pec’hed marvel, en deus breinet va c’horf ha va ene.

KENTAÑ SKOLAER

Sellit ouzh an neñv, Fostus. Aze ez eus konfort evit an holl.

FOSTUS

Evidon n’eus ket. An naer a demptas Eva a c’hell bezañ pardonet, met Fostus, eñ, ne c’hell ket, Aotrounez, klevit ac’hanon, m’ho ped, ha n’ho pet ket aon rak va c’homzoù. Va anazevet hoc’h eus amañ gwechall, d’an amzer ma vezen ganeoc’h o studiañ. C’hwek e kavan soñjal en amzer-se. Ha koulskoude, aotrounez, e karfen bezañ chomet atav dizesk, hep bezañ digoret levr biskoazh. Ar burzhudoù am eus graet a zo brudet dre ar bed holl, hag en abeg dezho end-eeun em eus kollet ar bed holl, hag an Neñv, kador an Aotrou Doue, rouantelezh ar re eürus, bro al levenez peurbad. Hag e rankan chom en Ifern da viken, en Ifern..., ya..., da viken !... Va mignoned, petra a c’hoarvezo gant Fostus, en Ifern, da viken ?

EIL SKOLAER

Galvit an Aotrou Doue, Fostus.

FOSTUS

An Aotrou Doue ! An Aotrou Doue am eus nac’het ! An Aotrou Doue am eus graet fae warnañ e pep giz ! Gouelañ a rafen, met an diaoul a zalc’h war va daeroù. Skuilhañ a rafen va gwad, pa n’on ket evit gouelañ ! Va buhez ha va ene ! O..., derc’hel a ra war va zeod. Me ’garfe sevel va daouarn. Met sellit, derc’hel a ’ra va divrec’h !

KENTAÑ SKOLAER

Piv, Fostus ?

FOSTUS

Mefistofelez ! Aotrounez, gwerzhet em eus va ene dezhañ, hag ac’hano e teue va holl c’halloud !

EIL SKOLAER

Doue ra viro !

FOSTUS

Doue ra viro, ya ! Met Fostus en deus graet an torfed-se. Evit kaout plijadur e-pad pevar bloaz warn-ugent em eus kollet ar blijadur hag al levenez a bad bepred. Skrivet em eus ul lizher, sinet gant va gwad. Echu eo ! Deut eo ar c’houlz merket, hag emañ o tont d’am c’herc’hat.

KENTAÑ SKOLAER

Perak n’hoc’h eus ket komzet dimp a-raok ? Amzer hor bije bet da bediñ.

FOSTUS

Alies em eus soñjet hen ober. Met an diaoul a ginnige drailhañ va c’horf kement gwech ma venegen anv Doue. Ha bremañ eo re ziwezhat. It kuit, aotrounez, gant aon na varvfec’h ivez.

EIL SKOLAER

Petra ne rafemp ket evit saveteiñ Fostus ?

FOSTUS

Na gomzit ket ac’hanon. It kuit, va mignoned kaezh.

KENTAÑ SKOLAER

Doue a roio din nerzh. Chom a rin.

EIL SKOLAER

Nann, deomp en tu all, da bediñ evitañ.

FOSTUS

Ya, pedit evidon, pedit. Ha ne vern pe drouz a glevit, na zeuit ket amañ. Rak netra n’hell mui va saveteiñ.

KENTAÑ SKOLAER

Ped ivez, Fostus. Bras eo trugarez Doue.

FOSTUS

Doue d’ho pinnigo, aotrounez, evit ho madelezh em c’beñver. Ma vevan c’hoazh warc’hoazh vintin, ez in d’ho kwelout. Ma ne ran ket, neuze e vin en Ifern.

AN DAOU SKOLAER

Doue d’ho pinnigo, Fostüs.

Mont a reont kuit. An horolaj a sko unnek taol.

FOSTUS

A, Fostus, n’ec’h eus mui bremañ nemet un eur da vevañ, ha goude, bezañ daonet da viken. Chomit a sav, stered a dro atav en oabl, ma na vo mui a amzer, ma na zeuio ket hanternoz. Heol, lagad kaer ar bed, sav, ma vezo deiz bepred. Pe neuze, ra vo an eur-mañ ur bloavezh, pe ur miz, pe ur sizhun, pe un devezh, dit da c’hallout kaout keuz, ha da vezañ salvet ! Kerzhit goustad, goustad, kezeg an noz ! Bepred e tro ar stered. Redek a ra an amzer. Skeiñ a raio an horolaj. Dont a raio an diaoul, ha Fostus a vo daonet — O, me ’fell din lammat betek va Doue ! — piv a zalc’h ac’hanon ? — O, sellit, sellit, gwad ar C’hrist en oabl o tiverañ. Gant un dakenn, un dakennig hepken e vefen salvet ! A Krist ! — Nann, nann, na rog ket va c’halon pa lavaran anv ar C’hrist, anv va Doue ! E c’hervel a fell din ! A, Satan, truez ! — Pelec’h emañ ? Ne welan ken ! A aze emañ, aze emañ ar C’hrist ! Astenn a ra din e zivrec’h !... E zremm a zo kounnaret ! Menezioù, deuit, deuit, kouezhit war va fenn, d’am c’huzhat ma c’hellin tec’hout diouzh kounnar Doue ! Nann, nann ! O ma vefe un islonk en douar ! Ne zigoro ket ! Ne roio ket herberc’h din. O stered, c’hwi a rene en oabl pa voen ganet, stered hoc’h eus graet an holl vad hag an holl zroug a zo bet en buhez, grit ma vezin kuzhet e-kreiz ar goabrenn-se, a dremen warnoc’h, ma vo teuzet va c’horf en aer ha ma c’hello va ene kaezh sevel betek an Neñv !

An horolaj a sko an hanter-eur.

Un hanter-eur ! Bremaik e vo echu ! O Doue, ma ne fell ket deoc’h va degemer, da vihanañ, lakait un termen d’am poanioù ! Ha n’hoc’h eus ket skuilhet ho kwad evidon ivez ? Ra chomin en Ifern mil vloaz, milmilion vloaz, gant ma vezin salvet en diwezh ! Ha n’eus fin ebet da boanioù an eneoù daonet ? Perak hoc’h eus roet din un ene ? Perak eo divarvel an ene hoc’h eus roet din ? O, ma vefen ul loen ! Eürus eo al loened ! Pa varvont, ez int kaset da get, ha ne van spered ebet war o lerc’h da c’houzañv ! Milliget ra vo ar gerent o deus roet din ar vuhez ! Nann, milliget ra vezin va-unan ! Milliget ra vo Satan, en deus laeret diganin eürusted an Neñv !

An horolaj a sko hanternoz.

O, skeiñ a ra, skeiñ a ra ! va c’horf, ra vezi koazhet, beuzet en ul latar, pe kaset e vi d’an Ifern !

Kurun ha luc’hed.

Va ene, ra vezi skuilhet e takennoùigoù dister, da gouezhañ er mor bras, ’lec’h ne vi ket kavet !

Diaouled a zeu tra.

Doue, Doue ! Na sell ket ouzhin ken ferv ! Naered euzhus, va lezit c’hoazh ur pennad ! Ifern, na zigor ket da javedoù spontus ! Na zeu ket, Satan ! Me ’zevo va levrioù ! — A, Mefistofelez !

Sammet eo gant an diaouled hag ar ouel
a gouezh.