Fanch-Cos, pe Perac hac Abalamour ; ha Michel-Pipi pe ar farcer breton/Mignon lenner

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche






MIGNON LENNER.


Cetu amâ c’hoas ul Levric pehini marteze, a ello plijout d’êc'h, dre ma ranferm meur a dra agreabl da c’houzout.

Beza e zeus, evit güir, levriou gallec, e pere e zeo ranfermet an traou-ma oll ; mes evit o c’hompren e zeo ret gouzout ar gallec : da c’hortos se, ec’h ellot bepret desqi ar pez so ranfermet en emâ, e Simon a Vontroulez, e Belladegou tud divar ar Meaz, e Guizieguez ar Pautr Côs Richard, er C’honferançou Curius, etc. Rac, evel a leverer : da c’hortos caout boutou un den maro, e renqer bale diarc’hen. Felvezout a ra din lavaret penos e tleer bepret profita hac orni ar speret demeus al levriou mâd a so scrifet e brezonec, da zeport ma vezo disqet ar gallec ; rac certen mad eo en em angravo dounnoc’h er speret, hac e vezo calz muioc’h a blijadur o lenn ar pez a gomprener, eguet o lenn ar pez na gomprener qet.

Dre ma zeo an descadurez un ezom, ma zeo ar studi un dever, e vez mezus nonpas ellout en em renta cont demeus ar remercou simpla a sco bemdez hon daoulagad : a hend all, ha na gaver qet er memes amzer er studi plijadur ha profit ?

Yaouanc ha côs e qestioner, hac e c’houlenner alies Perac ? Rac-se eta, evit ho contanti, hon eus sònjet ober al Levric-mâ, evit ellout amusi ur momentic benac al Lenner.


————