Mont d’an endalc’had

Eveziadennou a-zivout ar pez a zo araok

Eus Wikimammenn
Gwalarn, n° 78, 1935  (Levrenn II, p. 7-15)




Prederiadennou
diwar-benn
ar Yezou hag ar Brezoneg


II


XX. EVEZIADENNOU
A-ZIVOUT AR PEZ A ZO ARAOK


Daoust da notennou ar pennad-araok beza kalz re verr ha tevel war eleiz a draou a bouez, a-walc’h a zo bet lavaret enno evit rei d’al lenner eun tañva eus niver ha gwrez an oaledadou a virvidigez- spered a zo bet enaouet en XIXvet kantved, gant an emsavadeg evit ar yezou hag ar brôadeleziou, adalek aradennad ar meneziou Gavret ha Hezet (Gabreta ha Sudeta gant ar Gelted koz, Boehmer Wald hag Erzgebirge gant an Alamaned-vremañ) betek aod ar mor Enezek, hag eus mor Adria d’ar mor Du. Ha c’hoaz, dre ziouer a lec’h, pe, evit lavarout gwell, gant aon rak hiraat betek re an danevell, em eus lezet ar C’hresianed er-maez, eun taol-disleal hennez en o c’heñver, hen anzav a ran, rak par e voe ar garantez o deus bet ouz o yez hag ouz o brôadelez d’ar garantez displeget gant ar poblou-all ; kevatal eo bet o strivou, ker bras eo bet o nerz-emouestla hag o nerz-emaberzi, ha ker souezus al labouriou o deus kaset da benn. N’eus netra tenerusoc’h eget skouer ar Gresianezed paour ha dizesk-se eus ar bobl a yae betek rei o gwenneg diweza evit harpa ar skoliou savet gant o c’henvroïz da vaga ar c’hresianegez en Anatolia hag el lodennou eus Europa sujet d’an Durked [1]. Netra bravoc’h eget fealded ar c’houn a vire ar C’hresianed desket eus braster o brôad en Henamzer, netra kaeroc’h eget nerz ar fiziañs en Amzer-da-zont o lakae da lavarout, daoust da dristidigeziou ha da zismegañsiou an euriou ma vevent enno : Tha elthê to rômaiko « Ra zeuio ar romaneg ! » [2]. Netra hoalusoc’h eget « ar Menoz-Meur » en deus frealzet ha kennerzet ar rummou Gresianed o deus bevet a-hed an XIXvet kantved : dastum an holl C’hresianed a veve en Europa hag en Anatolia en eur Stad hepken, en eur Stad dishual, dizalc’h, a vefe en hon Amzer eun astennadenn da Impalaerded c’hresian Buzantion er Grenn-amzer. Ar gasidigez da get, gant an Durked-Yaouank, eus ar brôadou Gresianed a veve en arvor Anatolia, he deus gwall-bellaet en Amzer-da-zont sevenidigez an uhel-vennadenn-se. Nemet trei dalc’hmat a ra Rod-Veur ar Berz-Diverz, ha neb a zo gwintet e-krec’h bremañ ganti, en em gavo warc’hoaz degaset e-traoñ. Ar poblou a oar labourat ha stourm hep fallgaloni nepred a zo sur da welout eun deiz pe zeiz an trec’h o tont d’ezo [3].

Brouda ar speredou da labourat, da sevel ha da groui, boaza an dud da striva, d’en em zibab ha d’en em zifenn, paotaat dre-holl ar c’hreizennou-kelenna, ar c’hreizennou-studia, ar c’hreizennou-prienti-deskadurez, ar c’hreizennou-aoza-sevenadurez setu aze ar frouezou mat he deus taolet emsavadeg ar yezou hag ar brôadeleziou en XIXvet kantved. Ma vije bet eur yez veur hepken, an alamaneg da skouer, o ren eus ar menez Gavret d’ar mor Enezek, hag eus mor Adria d’ar mor Du, daoust ha c’hoarvezet e vije kement-all ? A-dra-sur, digoret e vije bet ivez dre-holl skoliou, reou bras ha reou bihan, hogen gant ar Stad, diwar he leveou, dre he c’hargidi, dre he gopridit ha neket gant tud en o ferz o-unan, gant prevezidi. Ar spered en deus enaouet paotred emsavadeg ar yezou hag ar brôadeleziou, a weler unanet ennañ ar garantez ouz ar vro, ouz ar ouenn, ouz ar yez, ar garantez ouz ar ouiziegez ha perziou-mat-all eus an dibaota evel an emginnig, an emouestla, an emaberzi, ar spered-se, hag a zo moarvat ar pep gwella eus an emsavadeg, ne vije ket bet anezañ. Ar c’hendamouez frouezus ha yac’hus [4] etre ar brôadeleziou war dachenn ar studi hag an deskadurez ne vije ket bet anezañ kennebeut-all. En eur yez veur ledet war eur rannvedad-douar re ec’hon, komzet gant re a vilionou-tud, ne gaver nag ar spered-se, nag ar c’hendamouez-se. An darn-vuia eus komzerien eur yez veur a zarempred ar skoliou a-benn en em varrekaat da c’hounit o bara, n’eo ket e-sell d’ober enor d’o brôad ha d’o yez, ha d’o bruda en eun doare pe zoare. Kaeliet eo o spered ouz kement n’hall ket rei harp d’ezo da ober gwelloc’h o zreuz er vuhez. N’int ket e chal gant ensavaduriou-meur o bro, o veza m’emañ, gouez d’ezo, ar Stad hag ar gargidi evit pledi ganto. Digas e chomont ouz ar gwellaat hag an araokaat eur ar skiantou diarc’hantus (ha d’ar re-mañ beza ar re dalvoudusa evit digeri spered mab-den, e wellaat, ha ledanaat d’ezañ kelc’h e weladurez), rak bez’ez eus, gouez d’ezo, gouizieien paeet diwar leveou ar Stad evit pleustri war ar skiantou-se. Ne sellont ouz al lennegez nemet pa vez arc’hant da denna diouti. Er yezou meur e vez bepred an dud o konta war dud-all evit ober al labouriou dic’hopr. Er yezou-se, ma vez enno an den e-unan, gant kement a ra, evel eul lommad-dour kollet e-kreiz ar mor, ez a war stankaat, muioc’h eget er yezou bihan, an dud digar na soñjont e tra-all ebet nemet enno o-unan hag en o c’hefridiou. War baotaat ez a, er yezou meur, ar rummadou tud a c’hellfed envel amañ, war hon douar-bras-ni, Polunezidi Europa pe isnoueañsou europat a Ganaked, da lavarout eo gwenn-groc’heneien oc’h ober gant izela kavadennou hon Amzer, kirri-dre-dan, emluskerezed, nijerezed, pellgelaouerez diorjal, skingomzerez, skinsonerez, h. a., hag int o venel a-hend-all dic’houzvez a-grenn eus ar c’havadennou uhela ha pinvidikausa d’ar spered, tud en eur ger ha na dalvezont ket gwell eget Poluneziz ha Papouaed Okeania — ha c’hoaz, noun ket sur n’emaoun ket oc’h ober dismegañs ouz ar rummadou-hont a Okeaniz, pa lakaan e-skoaz d’ezo ar re a zo amañ ganeomp [5].

N’eus netra moredusoc’h ha lazusoc’h d’ar vuhez uhel ha da dalvoudusa labouriou ar spered eget ar Stadou bras-direis, ma n’eus enno nemet eur yez da veza klevet hag eun doare sevenadurez da veza kavet a-hed miliadou a gilometradou, evel m’edo gwechall an Impalaerded roman, ha, n’eus ket pell c’hoaz, Tsarelez Rusia. Eur wirionez hounnez hag a zo lakaet anat dre an difrouezusted-spered, e-keñver lennegez ha gouiziegez, a reuzias ouz an dud a gomze al latin, p’en em gavas ledet ar yez-se eus moger Hadrian d’an Ad-Atlas, hag eus ar mor Bras d’ar mor Du [6]. Ken anataus-all peuzdifrouezusted ar morad rusianegerien a-led etre harzou Bro-Bologn hag aodou mor ar Japan [7].

Lavarout a-walc’h a rafe unan-bennak : «  Emsavadeg ar yezou hag ar brôadeleziou, en XIXvet kantved, he deus taolet frouez fall : degaset he deus, en XXvet kantved, diframmadeg Impalaerded Aostria-Hungaria, ha laket, e-lec’h eur Stad vras hepken, pinvidik ha leun a c’halloud, eur boultrennadeg a Stadou bihan, dinerz ha paour, leun a zisfiziañs hag a gasoni an eil ouz eben ».

Respont a rin : « An diframmadeg-se, hag an dinerzadeg a zo bet da heul, a zo dreist-holl eur frouez eus dislealded Alamaned Aostria ha Magiared Hungaria e-keñver ar poblou slavek ha roumanek a genveve ganto en Impalaerded. Skouer Helvetia, enni peder yez [8] ha peder brôadelez, a ziskouez, en eun doare anat-splann d’an holl speredou eeun, e c’hell poblou disheñvel kenveva e peoc’h en hevelep bro pa vez ar spered a lealded o ren enno, en o renerien, hag e renerien-veur ar gouarnamant-kreiz. Ar spered-se a lealded a zo bet gant Aostrianed ’zo. D’ar re-se eo e tleer al lavar kaer : Justitia erga omnes nationes est fundamentum Austriæ « An eeunded e-keñver an holl vrôadou, hennez eo maen-diazez Aostria ». D’ar re-se e tleer ivez ar pennstur buhezegezel eus ar c’hevatalder a wiriou etre ar brôadou o veva en Impalaerded : Gleichberechtigung en alamaneg. Evel-hen emañ ar pennad 19 eus adlezenn-reizaduri ar 21 a viz Kerzu 1867 :

« Etre an holl boblou eus Stad Aostria emañ o ren lezenn ar c’heit-ha-keit. Pep pobl, diouti hec’h-unan, he deus gwir ma vo suraet d’ezi peurziwallusted« he brôadelez hag he doare-yez. Ar c’heit-ha-keit eus an holl vezou boaziet dre an Impalaerded evit ar skoliou, ar mererez-stad, an darempredou etre kenvroïz, a zo anzavet gant ar Stad ».

E rann diweza ar pennad-mañ 19 end-eeun, e lenner :

« Er broiou ma ’z eus brôadeleziou disheñvel, e tle ar c’helenndiou digor d’an holl beza reizet e doare m’he devo pep brôadelez, hep d’ezi beza rediet da zeski eun eil yez eus ar vro, kement a vez ezomm evit kelenn en he yez-hi hec’h-unan. ».

An darn-vuia eus an dud desket ha pell-wel a oa, en XIXvet kantved, e penn ar poblou slavek ha roumanek o veva e dalc’h Aostria, n’o doa ken c’hoant nemet kenderc’hel da veza kevrenn eus an Impalaerded, war an diviz striz ma vefe miret al lealded hag an eeunded e-keñver o yezou hag o brôadeleziou gant renerien Wien (kent savidigez an daouelez pe zaoubenniez-Stad), gant renerien Wien ha renerien Best (goude savidigez an Daoubenniez). Kinnig a rejont meur a wech d’an Alamaned — ha, diwezatoc’h, d’an Alamaned ha d’ar Vagiared — kenoberia ganto diwar ar feur-se. Bewech ez int bet touellet ha stranet en doare vila. E 1848, e skrive paotr-araok an Dcheked, Ladislas Rieger, kement-mañ :

« Kendalc’h, anterinded, ha bleuñvidigez Aostria a dalv eun uhel-briz, neket hepken evit va brôad, hogen, ouspenn, evit Europa a-bez, evit an Denelez, hag evit ar Sevenadurez end-eeun. Ma na vefe ket eus ar Stad aostrian, e tlefed he c’hroui e-sell da vad Europa ha da hini ar Bed-holl ».

E 1867, gouarnamant Wien, e-lec’h lakaat da vaen-sol d’an Impalaerded reiz ar Gevredelez, da lavarout eo ar c’hevatalder a wiriou etre an holl vrôadou anezi, hag hec’h emrenerez da bep hini anezo (evel m’edo gortoz an holl), a zibabas, diouz aliou eun Alamagnad, den a Stad, an Daouelez, an Daoubenniez, da lavarout eo kevatalder a wiriou ha rannidigez ar veli etre Aostria ha Hungaria hepken. Neuze eo e skrivas Ladislas Rieger kement-mañ :

« N’oun ket evit mirout da rakwelout, — da rakkredi start, a hellfen da lavarout — e tegouezo, diwar an daoubenniez-Stad, dismantr an Impalaerded » [9].

Da wir e teue an diougan-se hanterkant vloaz diwezatoc’h.

Dre vont gant an eeun, da lavarout eo dre lakaat da ren ar c’hevatalder-gwiriou etre brôadou an Impalaerded, evel m’edo, a-benn neuze, ar c’hevatalder-se a wiriou o ren etre ar geodedourien anezi, ha dre rei da bep brôad hec’h emrenerez evit ar c’hefrediou a selle outi, e oa e galloud hag e dourn an Aostrianed hag ar Vagiared peurnevezi an Impalaerded koz, astenn ha startaat he buhez a-benn meur a gantved, a-drugarez da genobererez leal, da anaoudegez-vat ha da gengarantez an holl. War dallentez renerien Wien ha Pest, war o dislealded, war an dinac’h o deus graet ouz ar brôadou-all eus ar gwiriou a azgoulennent groñs evito o-unan, e kouez ar bec’h pounner eus an diframmadeg vras a heulias brezel 1914-1918 [10].

  1. Keñveria ar pez a lavar E Reclus, L’Europe méridionale p. 122.
  2. A. Bellessort, La Roumanie contemporaine, eil mouladur, 1905, p. 52. Hellened a rae anezo o-unan Gresianed an Henamzer, ha helleneg eus o yez. Nemet pa voe degemeret ar gristeniez er broiou hellenek, e teuas tamm-ha-tamm ar ger Hellen da gemma ster ha da dalvezout kement ha « pagan ». O veza, a-hend-all, m’edo ar broiou hellenek kristenet kevrenn eus an Impalaerded roman. ha ma kendalc’has, diwezatoc’h, renerien Impalaerded c’hresian Buzantion d’en em sellout evel astennerien an Impalaerded roman, e troas ar C’hresianed d’en em envel Romaned (Romioi « Romaïz ») ha da ober eus o yez ar romaeg.
  3. Diwar-benn Gresianed an XTXvet kantved, lenn : Herri Helle, La Grèce, war T. du M. 1876, 1877, 1878, 1879, 1880, 1884 ; Viktor Bérard, La Turquie et l’Hellénisme contemporain, 1893 ; Canat, La Renaissanee de la Grèce antique (1810-1850), 1911 ; W. Miller, A History of the Greek people (1821-1921), London, 1922 ; G. Weill, L’Eveil des Nationalités et le Mouvement libéral (1815-1848), 1930, pp. 83 ha 167.
  4. Yac’hus, a lavaran, daoust d’ar gwall-skeudou a zo bet ouz e ambroug.
  5. Dismegañs a ran d’ar pep gwella anezo, d’an dud diouz an dibab a zo en o zouez evel e kement brôad-all war ar bed.
  6. Evezia a ran amañ ouz eun tu hepken eus ar gudennad-se. Pennabegou-all a zo bet o kenoberia da zifrouezusted-spered al latinegerien pa voe deuet al latin da yez eun impalaerded vras. Diwar o fenn, lenn F. Lot, La Fin du Monde antique, 1927, pp. 62-215 ; V. Chapot, Le Monde romain, 1927 (pennad-kloza al levr).
  7. Ret eo klevout ar pez a lavaran amañ evel m’hen klevan-me va-unan. Bez’ ez eus bet skrivagnerien c’houek ha gouizieien a zellid gant ar Rusianed. Nemet gwall-zister eo o niver lakaet keñver-ha-keñver gant niver ar rusianegerien. Muioc’h a labour-spered a zo bet, e-doug an XIXvet kantved, e-touez eur bobl vihan hualet evel an Dcheked eget gant eur Vrôad vras dishual evel Rusia.
  8. Alamaneg, galleg, italianeg, romañcheg. Loeiz R. de Salia, Le Droit fédéral suisse, 4 levrenn, Bern, 1892-1894 ; Paol Seippel, Dic Schweiz in XIX. Jahrhundert, 3 levrenn, Bern, 1900 ; A. Dauzat, La Suisse moderne, 1910 ; W. Bretscher ha P. Clerget, La Suisse au XXe siècle, 1912 ; C. G. Picavet, Une democratie historique : la Suisse, 1920.
  9. L. Léger, La Renaissance tchèque, pp. 164, 182. Evit kaout an danevell dre ar munud eus an darvoudou, e ranker trei ouz al levriou bras a-zivout Istor Aostria-Hungaria. Bez’ ez eus, diwar dourn L. Léger, eun diverradur mat : Histoire de l’Autriche-Hongrie, 1879 (pemp mouladur-all abaoe).
  10. Diwar-benn reiz ar Gevredelez, ez eus eveziadennou eus ar fura e levr P. Leroy-Beaulieu, Les Nouvelles Sociétés anglo-saxonnes : Australie et Nouvelle-Zélande, Afrique du Sud, pp. 222-31 (eus an trede mouladur, 1907) : keñveriadur ha-mat-ha-fall an urziaduriou kevredel en o c’hreñv er Stadou-Unanet, er C’hanada hag en Aostralia. Lenn ouspenn J. Bryce, La République américaine, 5 levrenn, 1912-1913.